GWION kentañ erev ar Bed

Page 1

Kenta単 erev ar bed

keit vimp bev



Un erev bihan, kollet war morskorneg an Norzh eo Gwion. Dre m’eo an hini kentañ eus e spesad ha pa n’en deus morse gwelet loen all ebet e kav dezhañ emañ e-unan er bed.

3


Pa vefes-te da-unan er bed e c'hellfes ober kalz trao湛, ha単 !! Gallout a rafes kana単 a bouez-penn, ha fall zoken hep direnka単 gour, c'hoari da vestr ar bed, sevel kestell-erc'h disoursi...

4


Met n'eus den ebet evit c'hoari gant Gwion. Setu perak e klask kroui単 ur mignon dezha単. Un erev-erc'h he単vel outa単.

5


Met difi単v e chom an erev-erc'h ha kavout a ra Gwion hir e amzer. Penaos e vo e vuhez hep mignon gwir ebet ?

6


Gwashoc'h eo c'hoazh pa zeu an amzer-dic’houloù, pa ne vez ket gwelet an heol o sevel e-pad c’hwec’h miz… Pa 'z pefes-te aon rak an noz-du, ne gavfes ket farsus chom da-unan e-pad mizioù, hep mammig na mignon ebet evit reiñ kalon dit !

7


Neuze e tiviz Gwion mont kuit deus ar bed te単val-ma単, el-lec'h ma n'en deus na par na kar. Met da belec'h mont ? Aon bras rak an noz-du en deus Gwion. Ober e ra e so単j derc'hel da vale war-zu al loar. Biken ne vanko skl棚rijenn war e hent er mod-se.

8


Gant gouloù al loar e vez kaset Gwion da lec'hioù gwall souezhus. Dizoleiñ a ra menezioù-erc'h bras ha deval ganto gant forzhik lammoù-faraon. War ul lenn-skorn divent ec'h ijin dañsoù nevez...

9


Met e-unan e chom Gwion hag an heol ne ziskouez ket e varroù c’hoazh. War ur skorngrec’h bras-tre e krap neuze da c’houlenn digant al loar ha laouen e vefe da vezañ e vignonez…

10

Hag eñ chomet boud. Dipitet eo an erev, daeroù en e zaoulagad. Soñjal a ra dezhañ ne c’hell ket al loar chom mut evel-se :


- Pep tra a gomz en e zoare : krozal a ra ar skorngrec’h, strakal a ra al lenn-dour skornet... hag al loar ? Komz a ra ganin dre he gouloÚ !

11


Ha Gwion da selaou ar pezh he deus al loar da lâret dezhañ en ur heuliañ ur bann lugernusoc’h eget ar re all.

Ha deus lein ar skorngrec’h e spurmant … ROUDOÙ ALL !

12


Ha ma ne vefe ket e-unan er bed a-benn ar fin ? Nijal a ra kuit deus beg e skorngrec’h da-heul ar roudoù diskuliet gant al loar… Mall zo warnañ kejañ gant unan all, hag aon un tamm ivez !

13


Goude un hir a veaj e tizolo Gwion e genvroad kentaĂą : pegen iskis eo ! Ur pennad-blev gwenn o fichal en un toull !

- Mat eo an traoĂš ganit ? Gwion eo ma anv. Piv out-te ?

14


Hag ur penn bihan da ziskouez beg e fri diouzh an toull ha sellet ouzh an erev, un tres souezhet warnañ !

- Mmma… Mat an… Mat an traoù. Ne ouien ket e oa eus un annezad all er bed. Broudou on.

Emañ Gwion o kejañ gant kentañ louarn arktik ar bed : - Met perak en em guzhez en toull-mañ, Broudou ?

15


Broudou a zispleg dezhañ emañ o c’hortoz distro an heol. Kuzhat a ra abalamour en deus aon rak an noz ha trouzioù an avel.

- Petra en deus lâret an avel dit ? a c’houlenn Gwion. - Netra. N’en deus graet nemet GRRR ha BRRR !!! Na spontus…

16


- Selaouomp an avel ha deomp da heul an trouz a ra aon dit, a ginnig an erev. Kompren a ran ar pezh en deus c’hoant da lâret deomp. Dinec’het eo Broudou un tamm gant kompagnunezh e vignon nevez en noz. Pediñ a ra Gwion da bignat war e gein…

17


Erruiñ a ra ar vignoned nevez dirak ur skorngrec’h bras : - Sell’ta, eme Wion, komzet en deus an avel deomp ! - Petra en deus lâret ?

- N’emaomp ket pell eus ur skorngrec’h bras-tre. Deomp dezhi, fentus e vo ! 18


O c’hoari emañ Gwion ha Broudou abaoe un hir a bennad… pa gomz an avel adarre :

- GRRRR... N’emaomp ket pell eus ul lenndour skornet, eno e c’helloc’h mont gant riskladennoù forzh pegement !

19


Gwion ha Broudou, heñchet gant an avel, en em gav dirak ur vras a lenn-dour skornet ! Da gentañ eo un tammig diaes da Vroudou chom en e sav war e bavioù…

Dav eo da Wion harpañ anezhañ. 20


Dindan berr avat int gouest da zañsal, da redek...

... ha d’ober troioù ouesk a-feson zoken !

21


Goude un emgann bouloù-erc’h e-kichen al lenn-dour e tiviz Gwion ha Broudou toullañ ur goudor er skorn evit diskuizhañ ennañ. Ha Gwion da stummañ an annez gant e veg e-keit ha m’emañ Broudou o tennañ an erc’h hag an tammoù skorn gant e lost…

22


Ur wech graet o zoull ganto e voursc'hoarzh Gwion ha Broudou ouzh al loar, kement ha trugarekaat anezhi da vezañ ken brav. - Gouzout a rez, Gwion, eme Vroudou, n'em eus ket aon rak an noz na rak an deñvalijenn ken. - Ha me kennebeut. Plijus e c'hell bezañ an noz pa ouzer selaou al loar, an avel, an erc'h, ar menezioù hag al lennoù skorn. Ha setu an daou vignon da venel kousket, seder, tamolodet an eil ouzh egile.

23


D’an deiz war-lerc’h, nag ur souezhadenn ! Echu eo gant an amzer-dic’houloù. Distro eo an heol ! Evel ma komze al loar hag an avel e respont an heol d’an daou vignon sebedennet gant e vannoù skedus : - N’ho poa ket aon rak an noz ken. Aet eo kuit bremañ. Leuskel a ra ac’hanon da zont en-dro da sklêrijennañ ar Bed, bep bloaz.

24


- Deus ganin ! eme Wion da Vroudou. Sur a-walc’h ez eus kalz a vignoned nevez da gejañ ganto !

Setu aet an daou vignon nevez da zilozeiñ ar vorskorneg, bremañ p’eo deuet an nevez-amzer Arktik. Mall eo dezho kejañ gant annezidi all er bed !

25


Embannet gant skoazell :

ha dindan aotre frank Creative Commons by-nc-nd

http://gwion.blog.free.fr Keit Vimp Bev (http://keit-vimp-bev.info) Fa単ch ar Ruz - 2010 ISBN : 978-2-86824-139-9



Setu an Amzer-Dic’houloù o tont war morskorneg an Norzh. Aon bras rak an noz en deus Gwion, kentañ erev ar blanedenn. e-unan emañ. GRAET EO E soñj : mont a raY kuit da ZIZOLEIÑ ur bed NEVEZ...


Turn static files into dynamic content formats.

Create a flipbook
Issuu converts static files into: digital portfolios, online yearbooks, online catalogs, digital photo albums and more. Sign up and create your flipbook.