HUMPF?! n°2

Page 1














Atersadenn Hervé Tanquerelle Hervé Tanquerelle a zo un tresour bannoù-treset yaouank ( 36 vloaz m'ho peus c'hoant da c’houzout pep tra) a orin eus Naoned, kêr-benn Breizh. Treset en deus e ''l'Association'',''Futuropolis'', ''Casterman'', gant Joann Sfar, David B, e-barzh an heuliadenn '' Lucha Libre'' … Brudet eo hiziv an deiz dreist holl evit bezañ azasaet* e bandenn dreset gant Gwen de Bonneval istorioù Jørn Riel anvet ar « Racontars ».Tanquerelle a zo ivez unan eus krouerien ar gazetenn niverel ''Professeur Cyclope'' e 2013. Petra eo ho hent arzour ? Peseurt labourioù ho peus graet betek bremañ ? Da gentañ-penn em eus bet ur BAK A3 (arzoù plastek evel danvez diret) ha graet em eus ma studioù arzoù grafek e skol Emile Cohl e Lyon e-pad tri bloaz. Distroet on da Naoned hag amaén em eus kendalc'het da genlabourat gant meur a di embann dizalc'h. Met ma fal a chome ober bannoù treset. Kroget 'm eus a-benn ar fin ar micher e 1998 pa voe embannet evit ar wech kentañ ma labour gant L'Association. D'ar c'houde, n'em eus ket paouezet d'ober albomoù evit embannerien disheñvel. Graet em eus ivez un nebeut a labour skeudenaoù. Pennskridaozer on bremañ er gazetenn niverel Professeur Cyclope. Pegeit a eurvezh e labourez bemdez ? Pegement a zevezhioù diskuizhañ ? Abaoe daou vloaz e rannan ma amzer etre ma labour aozer


bandennoù-treset ha pennaozer. Pennaozer a gemer kalz muioc'h a blas en implij-amzer pe, d'an nebeutañ, kemer a rae kalz a blas betek miz Kerzu ar bloaz tremenet. Klask a ran paouez gant al labour e-pad an dibenn-sizhun evit gallout bezañ gant ma familh. Labourat a ran epad an dibenn-sizhun nemet pa vez ur festival pe pa vezan rediet da echuiñ un albom war ur mare berr kenañ. Labourat a ran eus 9eur30 da 6eur noz dre vras. Pegeit a amzer e lak evit krouiñ un oberenn ? Luziet kenañ eo respont resis d'ar goulenn-se peogwir e cheñch diouzh brasder an oberenn. Met dre vras e lakan etre unan ha daou bloaz. Pet skouerenn a vez moullet eus pep albom ? Hervez an ti-embann e cheñch : diwar an arc'hant o deus, diwar ar c'hoant o deve d'ober bruderezh evit un oberenn pe get. Ma 'vez kavet gant un ti-embann ez eus kalz a barr (potentiel) gant da oberenn, gallout a raio moullañ kalz a niverennoù ha skignañ buhan en un doare efedus. Ma ar c'hontrol a zo gwir ivez. Koulskoude, darn vras ma levrioù int bet moulet eus etre 4000 betek 8000 skouerenn d'ar penn-kentañ. Pet niver a gwerzh ho peus dre miz ? Dibosubl eo reiñ niver ar werzhadennoù bet dre miz evit pep hini eus ma oberennoù. Ret eo gouzout e vez gwerzhet al levrioù dreist-holl pa teont maez. Lakaet e vezont war wel e-pad un nebeudig amzer nemetken gant ar mediaoù ha gant ar stalioù, rak krouet e vez kalz e oberennoù e Bro-C'hall hiziv-an-deiz. Ar stalioù a zo rediet kemm aliesoc'h an oberennoù lakaet en a-raok. Evel just, ma vez graet berzh gant da levr, sur eo e chomo pell war wel, met mod-all an niver a gwerzhadennoù a zigresk buhan. Plijout a ra deoc'h kenlabourat gant arzourien all ?


Ya. Bezañ tresour BT a zo alies chom e unan e-pad pell. Plijout a ra neuze din an eskemmoù ha labourat a-stroll. Da gentañ-penn, kenlabouret 'm eus dreist-holl gant skrivagnerien senario evit brasañ niver ma oberennoù. Plijout a ra din eskemm ha en em silañ e bedoù disheñvel. Pep skrivagner senario en deus e zoare da labourat. Desket e vez traoù nevez ganto. Ha kejet e vez ouzh tud dreist. Krouidigezh embregerezh Silicomix gant ma mignoned eus Professeur Cyclope a zo bet dreist ivez. Dre on ur pennaozer, labourat gant oberourien disheñvel, koumanantiñ ho oberennoù, heuliañ ha skignañ ho oberennoù, a zo dreist. Ha dreist-holl, ar fed kenlabourat er burev tresañ gant arzourien all, a zo un doare mat evit en em arnodiñ e-barzh e labour, en em digoriñ war teknikoù labour all … Ul labour all ho peus e kichen ? Ma ma vez, aes eo d'ober wardro an daou ? Hiziv an deiz, am eus neuze div micher. Met ma roll pennaozer a vo siouloc'h e 2015 peogwir e vo paouezet da embann stumm Professeur Cyclope dre miz. Mont a ran neuze da ouestlañ muioc'h a amzer d'am labour oberour. Met n'eo ket simpl tamm ebet merañ an daou labour. Ober ur vandenn treset a zo alies ul labour war hirdermen hag a c'houlenn labouraat ingal en ur ziwall da chom awenet. P'hon eus meur a labour d'ober, eo ret diwall da genderc'hel da vezañ plijet gant an tresañ. Siwazh, meur a arzour hiziv-an-deiz a zo redie da gaout ul labour all e-kichen evit bevañ gant trawalc'h a arc'hant. Bevañ a rit mat gant ar bandenn-treset ? Ne 'm eus ket da glemm peogwir ez eus tud gant muioc'h a ziaesterioù egedon met dont a ra da vezañ diaesoc'h diaesañ. Ma n'ho peus ket trawalc'h a werzhadennoù gant o albomoù evit gallout kontañ war o gwirioù oberour, ret eo deoc'h bepred kaout ur mennad pe daou a gostez. Ret eo gouzout e vezont paet an arzourien dreit-holl gant un


« araokadenn gwirioù ». An araokadennoù-se a zo roet d'an oberour pa vez krouet gantañ e oberenn. Restaloet e vez an araokadenn gwirioù gant gwerzh an oberenn, ha n'eo nemet ur wech restaolet, e kroger da gounez arc'hant diwar ar gwirioù o 'peus war an oberenn. Met, dre ma 'z eo izel ar gwirioù war ul levr (tro-dro 8% ma hon honunan ha 4% hon-unan.), e vez resevet ral a wech e gwirioù. Trugarez vraz deoc'h aotroù Tanquerell ! Ken ar c'hentañ ! Kenavo ! *** Kit d'ober un taol war oberenn Hervé Tanquerelle :

©Tanquerelle /de Bonneval

-Heuliadenn ar « Racontars », gant Gwen de Bonneval, diwar testennoù Jørn Riel. -''Professeur Bell', gant Joann Sfar -''Les voleurs de Carthage'', gant Appollo er senario -tanquerelleherve.blogspot.fr

*asasaet=adapté

































Turn static files into dynamic content formats.

Create a flipbook
Issuu converts static files into: digital portfolios, online yearbooks, online catalogs, digital photo albums and more. Sign up and create your flipbook.