Kelennadurez Diwar-benn
Ar Zakramanchou
MOULADURIOU ARVOR
GWENGAMP
.
'
§¥ gl
Kelennadurez Diwar-benn
Ar Zakramanchou
Kelennadurez Diwar-benn
Ar Zakramanchou
Evit ar Brezegen Hag evit an aluzen Eo ar memez tra. An doare da brezek, Ha da rei e wennek, Eo a dalv ar muia.
N il O b sta t
Brioci, die 10a Octobris 1935 Y.-M.
B rochen
Censor ex officio
Im p rim atu r
Brioci, die 12a Octobris 1935 F . Le B elle c
Vic. GĂŠn.
Ar Zakramanchou
I
EUR GER ARAOG
E r bloaz tremenet em oa komzet d’eoc’h eus ar gwirioneziou a rankomp da gredi. Er bloaz-ma, eo va menoz kôzeal, diwar-benn ar Zakramanchou. En ober a rin gwella ma c’hellin gant sikour graz Doue. Met, hizio, netra nemet eun taol falz, evit distroueza an hent. Eur ger, da genta, diwar-benn ar pes a zell eus ar za kramanchou holl.
Petra eo eur zakramant ? Setu aman, ar respont a ra ar c’hatekiz : « Eur zakramant zo eur sin sklear hag anat eus a c’hraz Doue, instituet gant Jezuz-Krist evit hor savetei. »
10
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
D’am sonj d’in me, al lavar-ze ne ro ket, awalc’h. da entent, petra eo eur zakramant. Esaomp, evelkent, d'en displega.
Petra eo eur sin ? E u t sin a zo eun dra hag a weler hag a verk eun dra ha na weler ket. Evel-se ema ar moged o tont eus eur siminai. Ar moged a verk, e zo tân en ti. Eun dra eo hag a weler hag a verk eun dra ha na weler ket. Met n’hon laka, morse, da fazia. Pa vo gwelet eur siminal o tivogedi e vo atao, — sur eo, — tân en oaled, pe en eun tu bennag eus an ti. Er gis-se, ar zakramanchou a zo eur sin. Enno holl, e zo traou hag a welomp, hag a glevomp, hag a zantomp. Hag an traou-se, a verk graz Doue o tont, en hon ene. N e welomp ket graz Doue. Met ar zakramanchou a verk ema aze. Hag aze, ema, netra suroc’h.
Doue en deus savet e lezenn hervez natur an den. Ma vijemp evel an Elez, sperejou ha netra ken, Doue en dije great e lezenn hervez hor spered. Met en den, e zo diou lodenn : ar c’horf hag an ene. Hag an traou a zo renket en eun doare, ma na c’hell ar speret, keit ha ma ves an den beo, gwelet na klevet, na santout netra, nemet dre skianchou ar c’horf. Abalamour da se, en eur ober ar zakramanchou, Jezuz en deus staget e c’hrasou eus traou hag a weler, hag a
AR ZAKRAMANCHOU
41
glever, hag a zanter. Hag an traou-se, a verk peseurt graz a ro d’eomp eur zakramant. Ar vadiziant a ve roet gant dour. An dour a zo evit gwalc’hi, evit netaat. Ha skuilhet war an hini a vadezer, e verk, dre ma kouez an dour war e gorf, eo netaet e ene deus ar pec’hejou a c’helfe beza o louza anezan. Sakramant an Aoter a ve great gant bara ha gwin. Bara ha gwin a zo magadurez evit ar c’horf. Hag e sa kramant an aoter, e verk e teu graz Doue, e teu Jezuz kuzet a zindan spes ar bara hag hini ar gwin, da vaga hon ene, dre ar zakramant-se. Evel-se, kerkouls, eo ar zakramanchou all. Atao, ar pes a welomp hag a glevomp a verk ar c’hraz roet gant Doue, dre ar zakramant. * **
Muioc’h zoken. Ar pes a welomp, ar pes a glevomp, ar pes a santomp, a ro ar c’hraz. Ha kaout a ra d’in, e c’hellfet d’ar goulen-ma : petra eo eur sakramant, respont evelhen : eur zakramant a zo traou hag a e’hellomp da welet, komzou hag a c’hellomp da glevet, hag outo, Jezuz en deus staget e c’hraz, en eun doare, ma ve roet bep tro, d’an hini a deu, e stad ma ’z eo dleet, da zigemer ar zakramant. Ar respont-se a ve ententet easoc’h eget hini ar c’hatekiz. N ’eo ken, kerkouls, nemet an displega deus komzou ar C’honsil a Drant. « Ar zakramanchou, emezan, eo ar c’hân (canal) ha dreizan e tired warnomp, meritou maro ha pasion Hor Zalver Jezuz-Krist. Dreizan, ive, en em zil en hon ene, ar feiz, an esperans hag ar garantez. Dreizan,
12
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
c’hoaz, e teu ennomp, ar zantelez. Hen he dalc’h ennomp hag he laka da greski. Ha mar teuomp morse, siouaz ! d’he c’holl, hen eo he laka da vleunia a-nevez en hor c’halon. » ❖❖ Holl ar zakramanchou a zo bet great gant Jezuz-Krist. Rag se, nag an iliz, na den ebet, na c’hell rei d’ezo eun doare all, nag ober sakramanchou nevez. Jezuz, dre e basion hag e varo, en doa gounezet d’eomp ar c’hraz. Jezuz e-unan, oa Mestr da verka, e pe doare, e vije roet d’eomp ar c’hraz-se. Jezuz en deus great seiz sakramant : ar Vadiziant, ar Gonzumen pe Gonfirmasion, sakramant an Aoter, ar Binijenn, sakramant an Nouen, an Urz hag ar Briedelez. Met perak seiz sakramant ? Perak seiz ha netra ken ? A dra zur, ar respont wella da ober, a ve a galz, lavaret : Jezuz en deus great seiz sakramant abalamour e plije gantan ober seiz sakramant ha seiz hebken. Met an teolojianed, an dud hag a en em emmel da studia diwarbenn Doue hag e lezen, o deus klasket gouzout perak oa mat e vije seiz sakramant ha seiz hebken. Ha setu, ama, petra o deus kavet. * En den, emezo, e zo diou lodenn : ar c’horf hag an ene. Pep hini eus an diou loden-ze, en deus eur vuhez demhenvel.
AR ZAKRAMANCHOU
13
Evit beva, ar c’horf a rank genel, kreski, miret e nerz, diwall eus ar c’hlenvejou ha kaout louzeier da rei d’ezan ar pare, ma ve klanv. Evit an ene, herves an teolojianed, eo kouls lavaret, ar memes tra. Buhez an ene eo ar c’hraz. Hag evit genel da vuhez ar c’hraz ema sakramant ar vadiziant. Goudeze, ema ar gonzumen hag a gresk ennomp buhez ar c’hraz, sakramant an aoter a ro eun nerz nevez d’ezi. Ha mar teuomp da goueza er pec’hed, — klenved an ene, — ema sakramant ar binijenn evit he farea. * Met n’eo ket holl, c’hoaz. An dud a varv. Hag evit lakaat tud nevez, war an douar, dre ma ’z a ar re all kuit, gant ar maro, eo red ober, etre an dud, dimeziou. Evel-se ive, evit derc’hel kristenien, er bed-ma, dre ma ’z a, pephini d’e dro, d’ar bed all, ema sakramant ar briedelez. Beza e ma, pelloc’h, sakramant an nouen evit netaat hon ene war hon tremenvan hag e lakaat e par, da vont d’ar baradoz. Hag evel ma z eo red, atao, kaout beleien da rei ar za kramanchou d’ar gristenien, e ma, pelloc’h, sakramant an Urz, da ober beleien nevez, dre ma vezo ezom.
Seiz sakramant a zo, eta. Ar seiz sakramant-se a c’heller ober, e diou c’hiz daou rumm anezo. Da genta lod ’zo hag a ro d’eomp buhez ar c’hraz. Lod all a gresk ennomp ar vuhez-se.
14
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Ar c’hraz eo ar pes hon laka da veza mignon da Zoue. Met ar pec’hed a vir ouzomp da veza karet gant Doue. Ar zakramanchou a ro buhez ar c’hraz eo, eta, ar re a lamm ar pec’hed diwar hon ene. Daou ’zo anezo : ar Vadiziant hag ar Binijenn. Hag abalamour, dre ar pec’het, eo evel maro hon ene, d’an daou zakramant-se, e ve roet an hano a zakramanchou ar re varo. Ar zakramanchou all a gresk ennomp buhez ar c’hraz. Evel-se e ma ar Gonzumen, sakramant an Aoter, an Nouenn, an Urz hag ar Briedelez. Ar c’hraz eo buhez an ene. Hag abalamour ma kreskont ennomp, ar c’hraz, ar zakramanchou-se, ’zo hanvet sakramanchou ar re veo.
Ar zakramanchou a c’hell beza, en eur c’hiz all, lakeat e daou rumm, c’hoaz : ar zakramanchou a c’heller digemer ouspenn eur wech hag ar zakramanchou na vezont, morse, roet nemet eur wech, d’ar memez den. Ar zakramanchou na c’heller kaout nemet eur wech eo : ar Vadiziant, ar Gonzumen hag an Urz. Ar zakramanchou all a c’heller da zigemer ouspenn eur wech. Ha lod anezo, zoken, an aliesa ar gwella, evel sakramant an Aoter ha sakramant ar Binijenn.
Perak ne c’heller kaout nemet eur wech ar Vadiziant, ar Gonzumen hag an Urz. Ar c’hatekiz, d’ar goulenn-se a respont evelhen : Ne c’heller kaout ar zakramanchou-se nemet eur wech, abala-
AR
ZAKRAMANCHOU
15
mour e lakeont en hon ene eur merk hag a hanver karakter. Jezuz-Krist eo en deus gourc’hemennet d’e ebestel, gwechall, ma na ve roet, morse, hini ebet eus ar zakraman chou-se, diou wech d’ar memez den. An Iliz he deus sentet eus he Mestr. En amzer ebet, ne deus roet ar Vadiziant, ar Gonzumen, an Urz, diou wech d’ar memez hini. Hag ar CThonsii a Drant a daol malloz, war ar re a lavar e c’hel ler beza badezet, konfîrmet, beleget ouspenn eur wech.
An teolojianed o deus klasket c’hoaz, abalamour da betra ne ves ket roet diou wech ar zakramanchou-se d’ar memez hini. Setu ama petra lavaront : Da genta, buhez ar c’horf na ve roet nemet eur wech. An den na ves ganet, morse, nemet eur wech. Evel-se, e tlie beza evit an ene. Ar vadiziant a laka anezi da c’henel da c’hraz Doue. Ar vuhez a bad, atao, goudeze. Gwaïlgaset a c’hell beza, dre ar pec’hed. Neuze, e kavo sakramanchou all hag a roio d’ezi ar pare. Met red n’eo ket mui badezi anezi. D’an eil : dre ar Gonzumen an den a lak he hano war roll soudarded Jezuz-Krist. He hano a jomo, atao, skrivet eno. Didalvout a ve, e skriva a neve. E c’hell beza eur soudard fall, met soudard e vezo, ar memez tra. D’an trede, dre zakramant an Urz an den a zo distaget eus ar bed ha goestlet, evit atao, da ober labour Doue,
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
etouez an dud. Ne dalv ket eta, distaga anezan, a nevez, deus ar bed. Eur wech a zo awalc’h.
Lod eus ar zakramanchou, a ro d’eomp buhez ar c’hraz ; lod all a gresk ennomp buhez ar c’hraz. Met an holl zakramanchou a ro, c’hoaz, eur c’hraz all. Ar c’hraz-se zo hanvet graz ar zakramant. Gras ar zakramant eo ar gwir da gaout digant Doue, sikour evit dont a-benn da ober mat ar pez evit petra eo bet savet ar zakramant. Rak ar zakramanchou a zo bet savet holl er gwel eus eun dra benag : ar vadiziant evit ober ac’hanomp bugale da Zoue ; ar gonzumen evit hon lakaat da veza soudarded da Jezuz-Krist; sakramant an Aoter evit maga hon eneou; ar binijenn hag an nouen evit parea hon ene eus klenved ar pec’hed, ar briedelez evit unani daou zen ha sikour anezo da zevel o bugale e doujans Doue ; hag an urz evit ober beleien ha lakaat nezo e par da c’hounit kalz eneou evit ar baradoz. Daoust hag an holl grasou hon deus lavaret, a ve roet, bep tro, ma ve digemeret ar zakramanchou ? Ya, mar teuomp da dostaat outo e giz ma ’z eo dleet. Hag evit digemer ar zakramanchou e giz ma ’z eo dleet, setu ama petra zo da ober. Da genta, holl ar re a deu da zigemer eur zakramant, goude ma ouezont mat petra ’reont, a rank kaout c’hoant,
AR
ZAKRAMANCHOU
kaout menoz da zigemer ar zakramant. A hent all e ve en aner. N ’o defe nag ar zakramant nag ar c’hras stag outi. Ouspenn-se, evit digemer ar vadiziant hag ar binijen, goude ma ouezer mat petra rear, eo red kaout feiz, esperanz, karantez ha keuz d’ar pec’hejou. Hag evit ar zakramanchou all, ouspenn ar feiz, an esperanz, ar garantez hag ar c’heuz d’ar pec’hejou, eo red kaout ar stad a c’hraz. An dra-ze a zo sklear. Rag ar za kramanchou-se, a gresk ennomp buhez ar c’hraz. Met ne c’helfent ket, kreski ennomp, buhez ar c’hraz, ma ne vefe ket ar c’hraz, diaraog, en hon ene.
Petra zigouez pa ve digemeret eur sakramant en eur stad fall ? An hini a dostafe ouz ar zakramanchou en eur stad fall, ne c’helfe kaout dreizo, an distera graz. Kaout ar c’hraz a zo kaout Doue da vignon. Met Doue ne c’hell ket beza mignon an hini ’zo e stad a bec’hed. Kaout ar c’hraz eo kaout Doue en e galon : si quis diligit et ego diligo eum. E t apud eum veniemus et mansionem apud eum faciemus. Met Doue na c’hell ket dont en eur galon hag a zo an diaoul enni. Evelkent, evit ar vadiziant, ar gonzumen hag an urz, ar merk a hanver karakter, a zo lakeat, war an ene, en despet d’ar pec’hed. Hag an den en devezo bet digemeret ar zakramanchou-se, heb beza e stad da dostat outo, ne vezo ket red d’ezan o digemer, a nevez. Rag badezet eo, konfirmet eo, beleget eo.
18
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKRAMANCHOU
Evit ar briedelez eo ar memez tra. Daoust d’ezi, da veza digemeret e stad a bec’hed, e vezer eureujet, an emgleo da veva, an eil gant egile, a zo graet dirag Doue. Met, eur wech c’hoas, n’eus graz ebet, n’eus sikour ebet da c’hortos, digant Doue, pa ve digemeret ar sakramant er stad fall. Koulskoude, avat, an traou a zo renket evelhen : kerkent ha ma teu an den da c’houlen pardon ha da gaout an absolven, gant eur gwir geuz d’e bec’hejou, Doue ’ro d’ezan ar grasou a goupet eus ar zakramanchou en doa bet digemeret, heb beza en em lakeat e stad da dostaat outo. * Brema e meus échu, evit hizio. En eur echui e lavarin d’eoc’h ar c’homzou-ma, a lavaren em zarmon : « Ar zakramanchou a zo ar c’hân ha dreizan e tired warnomp grasou Doue ». Eus grasou Doue hon devezo ezom, atao : ezom evit beva, ezom evit mervel, ezom evit mont d’ar baradoz. Tostait ’ta, alies, ouz ar zakramanchou. Ha deuit d’o di gemer, bep tro, er stad ma ’z eo dleet. Evelse bezet great.
I
AR VADIZIANT
Videte qualem gratiam fecit nobis Deus ut filii Dei nominamur et sumus. Gwelit ar c’hraz kaer a reas Doue evidomp o rei d’eomp an hano a vugale d’ezan hag oc'h ober ac'hanomp, e gwirionez, e vugale.
Eun den hag a deu da staga e hano eus eul lignez a wad uhel, eun den hag a deu da bignat eus eur renk dister etouez tud karget a vrud vad hag a e’hloar, a ves atao anaoudek bras, eus an enor great d’ezan. Hed e vuhez e talc’ho koun vad, eus ar pes en lakeas da sevel dreist e stad reuseudik. Mat, kristenien, beza, er giz-se, douget eus eul lignez en eun all, beza savet eus eur renk izel en eur renk uhel, a zo bet digouezet gant pephini ac’hanomp.
20
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Deiz hor ginivelez oamp bugale d’an diaoul. Met prest goude, dre breder kerent madelezus, oamp bet savet da renk bugale Doue. Lakeat o deus rei d’eomp sakramant ar vadiziant. Hag ar zakramant-se en deus lammet ac’hanomp eus a dre daouarn an droug-spered evit hon rei da Zoue. *** Petra, eta, eo ar vadiziant ? Ar vadiziant, a lavar ar c’hatekiz, a zo eur zakramant hag a effas ar pec’hed orijinel, hor gra kristenien, bugale da Zoue ha d’an Iliz. Evel an holl zakramanchou, ar vadiziant a zo, ive, kom zou ha traou lakeat gant Jezuz-Krist, evit santellaat hon eneou ha rei d’eomp e c’hrasou. An dour a weler skuilh war benn an hini a vadezer, ar c’homzou a lavarer en eur skuilh an dour, setu aze an traou merket gant Jezuz-Krist. Hag an dour-ze, ar c’homzou-ze, a laka graz Doue da zont en ene. Hag, er memez amzer, e verk peseurt graz a deu en ene. An dour a zo evit netaat, evit gwalc’hi. Skuilhet war penn an hini a vadezer e tiskouez eo neteat e ene deus kailhar ar pec’hed ha la keat glan dirak Doue. * Ar vadiziant a zo bet savet gant Jezuz-Krist tri bloaz araog e varo. Dont a reas, eun devez, a lavar d’eomp an Aviel, da gaout sant Yann Vadezour a oa, neuze, oc’h ober pinijen war bord stêr ar Jourden. Goulen a reas beza badezet gantan. (Math. 131. 13-17).
AR
ZAKRAMANCHOU
21
N ’eo ket ma en dije bet ezom eus an dra-ze. Jezuz-Krist oa Doue. Hag an ene en doa kemeret evit dont war an douar, n’oa warni pec’hed ebet. Met, falvezet oa gantan, kaout ar vadiziant evit ober ar zakramant-se. Ha raktal, a lavar d’eomp an Aviel, raktal ma o skuilhet an dour gant sant Yann war benn Jezuz-Krist, oa gwelet an env o tigeri, ar Spered-Santel o tiskenn, e furm eur goulm, warnan, hag er memez amzer, oa klevet mouez Doue Hon Tad o lavaret : « Hen-ma eo va Mab ar muia karet ». An dra vurzudus-se, c’hoarvezet e badiziant Jezuz-Krist a zo bet digouezet, ive, deiz hor badiziant, d’eomp-ni. N ’eo ket bet gwelet koulskoude ar Spered-Santel o tiskenn eus an env, n’eo ket bet klevet mouez Doue azioc’h hor penn. Met bezit sur, pa skuilhas ar beleg, warnomp, dour ar va diziant, ar Spered-Santel a ziskennas en hon ene, dre e c’hraz. Hag eus nec’h ar baradoz, Doue ’daolas war nomp eur zell a garantez. Rag ar vadiziant en doa lammet ar pec’hed diwar hon ene, en doa great ac’hanomp bugale da Zoue ha d’an Iliz hag en doa lakeat ac’hanomp, evit atao, e renk servicherien Jezuz-Krist.
Sakramant ar vadiziant a ra evidomp seiz tra. Da genta : lammat a ra diwar hon ene ar pec’hed orijinel. Nikun ac’hanomp, n’oa karet gant Doue, pa deuas war an douar. Diskenn a reomp eus Adam hag Eva. Ar re-ze
22
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
o doa bet great poan da Zoue. Doue en doa bet kâs outo abalamour d’o fec’hed. Ha Doue, c’hoaz, en deus kâs eus ar re a deu eus o lignez : eramus naturâ filii irœ. (Cor. III. 3) perz hon deus e pec’hed ar ouenn. Met, kerkent ha ma ’z omp bet badezet, ar pec’hed a zo lammet kuit diwar hon ene. Eur wirionez eo hag a zo bet diskleriet, pell araog m’oa deuet Jezuz-Krist, gand ar profet Ezechias : « Skuilh a rin warnoc’h eun dour dinamm ». emezan, « hag e vezo goalc’het hoc’h ene eus e holl bec’hejou » : effundam super vos aquam mundam et mundobimini ab omnibus inquinamentu vestris. (Ezech. XXX. VI. 25). Ha sant Paol, o kozeal diwarbenn sakramant ar vadi ziant a lavare, diwezatoc’h : Pa oamp ganet, Doue en doa droug ouzomp ; met badezet oc’h bet ha dre ar vadiziant hoc’h deuet da veza mignonet da Zoue : Enamus naturâ filii ine sed obluti estis sed justificati estis, sed sanctifi estis. (Cor. III. 3). *** D’an eil : Sakramant ar vadiziant a lamm diwar hon ene an holl bec’hejou aktuel a ve great araog e c’haout. Komzou ar protet Ezechias ha komzou sant Paol hen diskouez sklear. Hoc’h holl bec’hejou a vc pardonet d’eoc’h a lavar Ezec’hias : nann hebken ar pec’hed orijinel, met ar re all ive, ab omnibus inquinamentis vestris : holl ar re all. Ha sant Paol o kozeal ous kristenien Corint, tud hag a oa, sur awalc’h, badezet lod anezo war an diwezadou, bet
AR
ZAKRAMANCHOU
23
kouezet er giz-se, heb douetans ebet, kals anezo e meur a bec’hed araog ho badiziant, sant Paol a lavare d’ezo : sed abluli estis, sed justificati estis, sed sanctificati estis : ar vadiziant en deus lammet ar pec’hed diwar hoc’h eneou hag oe’h deuet da veza rnignoned da Zoue. *** D’an trede, sakramant ar vadiziant a lamm diwar hon ene ar pec’hejou bet great araog e reseo hag a bae ar boan dleet d’ar pec’hejou-se. War gement-se e ro muioc’h eget sakramant ar binijen. Sakramant ar binijen a ro ar pardon eus ar pec’hejou. Met warlerc’h e chom, kouls lavâret, bep tro, eun tamm pinijenn bennag da ober evito, er bed-ma pe er bed all. Warlerc’h sakramant ar vadiziant, n’eus fors pegement a bec’hejou a vefe great, araog he digemer, ne chom pi nijenn ebet da ober, e neb lec’h. Holl eo pardonet ar pec’hejou hag holl eo paeet ar boan dleet d’ezo. Sed jusfificatis estis, sed santificati estis : hoc’h ene a zo lakeat da veza santel. ❖ D’ar pevare, ar vadiziant hor gra kristenien. Beza kristen eo beza diskibl da Jezuz-Krist. Ha sakra mant ar vadiziant a laka ac’hanomp e renk an dud-se hag a zo skignet dre ar bed holl hag a laka, zoken o enebourien da gaout avi outo. Beza kristen a zo kaout perz en enor hag e gloar an dud wella hag an dud ar rnuia leal a zo war an douar ; beza kristen a zo beza unan eus ar re a lez er bed-ma, brud vat ; beza kristen a zo kaout perz e
KELENNADUREZ
24
DIWAR-BENN
nerz-kalon ar verzerien, e vertuziou ar zent hag ar zentezed ; beza kristen a zo kaout feiz, esperans ha karantez : beza kristen eo beza eur zoudard da Jezuz-Krist. A ! piou c’hello lavaret, morse, peseurt enor bras, eo beza kristen ! * Gwechall, en amzer an Napoleon koz, ar zoudarded oa bet gantan o vrezellekaat en Itali, oa ho brasa enor lava ret : « Me oa, ive, deus arme an Itali. » Ar zoudarded a oa en arme-ze, o doa, e gwirionez, kaset da netra, e berramzer, enebourien niverus. Ha war pephini anezo, e tiruilhe eul loden eus gloar ar c’hrogajou oa bet gounezet. O ! na pegement eo, c’hoaz, kaeroc’h hag enorusoc’h beza deus niver ar gristenien. Soudarded an Napoleon kos en Itali, n’o doa bet da ober brezel nemet evit eun amzer. Met ar c’hristen a zo er brezel epad e vuhez : brezel eneb an diaoul ; brezel eneb ar bed ; brezel eneb an dud fall. Bemdez, hag e peb mare, unan pe unan eus ar griste nien, ha kalz, zoken, anezo, a c’hounit an treac’h war an enebourien-se. Hag ho mirit hag ho gloar a ziruilh war ar gristenien holl.
D’ar pempet : Sakramant ar vadiziant a ra ac’hanomp bugale da Zoue. Bugale da Zoue î da lavaret eo, ar vadiziant a ro d’eomp gwir da rei da Zoue an hano a dad, ha da c’houlen digan-
AR
ZAKRAMANCHOU
gan ar grasou red evit beza eürus er bed-ma ha kaout lod en e varadoz, diwezatoc’h, er bed all. Pebez tra dudius ! Sant Yann estlammet holl a lavare : Videte qualem charitatem dédit nobis Deus ut filii Del nominemur et sumus : Gwelit pebez karantez ! Doue a fell d’ezan e tougfemp an hano a vugale d’ezan hag a gemer ac’hanomp, e gwirionez, evit e vugale. (Joan. III. 7). Met, mar d’omp bugale da Zoue omp breudeur da Je zuz-Krist. Non confunditur fratres nos vocare. (P. C. II. 25). Jezuz n’en deus mez ebet, evit rei d’eomp an hano a vreudeur, a lavar sant Paol. Ha mar d omp bugale da Zoue ha breudeur da JezuzKrist, hon deus perz en heritaj : si filii et Inœredes, hœredes quidem Dei, cohœredes autem Christi. (R. VIII. 17). Eur wech, eun Aotrou bras a gemeras, en e di, eur bugelik bihan hag oa maro e dad hag e vamm. Er c’hemeret a reas war goulenn e vab. P’oa savet ar bugel ha deuet en oad, an Aotrou ’reas d’ezan pignat d’e gambr. Hag eno, war an daol, e tiskouezas d’ezan daou lizer. Unan aneze oa skrivet war paper du hag egile war eur paper rozennet eus ar re gaera. Rei ’reas da genta, d’an den yaouank, ar paper du. Hag en eur e lenn, ar paotrik bihan a vennaz sempla. Rag ar paper-se oa merket warnan, holl die an tad e kenver an Aotrou. « Gwel a lavaras, neuze, an Aotrou, an heritaj as peus bet digant da dad : eur bern die ha netra ken. Met va mab en deus bet truez ouzit. Biken mui na gozein d’it eus
KELENNADUREZ
26
DIWAR-BENN
da zle. Abalamour da-se, sell : setu ama ar stad a ran eus al lizer-ze ». Hag e stlapas anezan en tân. « Brema, a lavaras, goude, setu aman eur paper all. Dalc’h mat d’ezan. Rag dreizan e kemeran ac’hanout evit va bugel hag e roan d’it perz em madou. » Setu aze kristenien eun tammik ar pez a zo bet digouezet ganeomp holl. Eus tu hon tad hag hor mamm genta n’hon deus nemet die : die, pee’hed ar ouen, ar pee’hed orijienl. Met Jezuz-Krist a zo en em ginniget d’e dad, da zont da zavetei ac’hanomp. Great en deus evidomp, epad ma oa war an douar, sakramant ar vadiziant. Ha pa ’z omp bet badezet, hon die a zo bet kaset da netra, hag ar c’hraz la keat en hon ene, neuze, a zo bet evel eur paper a bris hag hon laka da veza bugale da Zoue hag e heritourien. * D’ar c’houec’hvet : Ar vadiziant a ra ac’hanomp, pel loc’h, bugale d’an Iliz. En den, diou loden : eur c’horf hag eun ene. Diou vamm ive. Mamm hor c’horf eo ar vamm he deus hor ganet. Mamm hon ene eo an hini a roas d’eomp buhez ar c’hraz. Hounnez eo an Iliz, a zo karget gant Jezuz-Krist da ober en e leac’h ha da rei an holl grasou. Dre ar vadiziant, a roas d’eomp an Iliz, omp deuet da veza he bugale. Hag eur wech deuet da veza he bugale, na zilezo, morse, ac’hanomp. Mammou ar bed a zo douget d’ar re o deus ganet. An Iliz a zo ar memez tra. Beza
AR
ZAKRAMANCHOU
27
hon dezo diganti, bep tro, mar goulennomp, ar grasou hon devezo izom. * D’ar seizved : Pelloc’h, ar vadiziant a laka war hon ene eur merk ha na c’hello, morse, beza lammet kuit. Abala mour da ze, na vezer badezet nemet eur wech. Gwechall pa oa rouane en hor bro, e vijent kaset da iliz Reims evit beza konsakret. Eno e vije lakeat d’ezo oleo sakr war ho fenn. Hag e teue pep hini anezo da veza roue evit biken. E c’hellent koll ho rouantelez, beza kaset kuit, taolet er prizon, roue e chôment er memes tra. War benn ar bugel, ive, pa ve badezet, e ve great eur groaz gant oleo sakr. Hag evit biken, goudeze, eo mab da Zoue, bugel d’an Iliz, soudard da Jezuz-Krist. E c’hell trei fall, e c’hell, zoken, mont d’an ifern. Chom a rei en despet da ze, bugel da Zoue ha d’an Iliz, soudard da JezuzKrist. Soudarded fall ’zo, bugale fall ’zo evit ar pez a zell eus ar bed-ma.... Evit ar pes a zell eus ar bed all, eo ar memes tra. . Chomomp, bepred, bugale vad. soudarded mat. Evelse bezet great.
III
AR VADIZIANT A ZO EUN DRA RED
Nisi quis renatus fuerit ex aqua et spiritu sancto non potest intrare in regnurn Dei. (Joan. III. 3). Ar c’homzou latin-ze hag a zo tennet eus Aviel sant Yann a c’hell beza troet, e brezonek, evelhen : Ar vadi ziant a zo eun dra red evit mont d’ar baradoz.
Mar teufer da lavaret d’eoc’h : « Ma o peus c’hoant, c’houi vezo mear er barrez, mar kirit, c’houi ’vezo prefet e Sant-Briek, prezidant ar Republik e Paris ; C’houi ’c’hell lavaret nann. Libr oc’h. C’houi ’c’hell beza eürus heb an dra-ze. N ’o peus ezom ebet eus ar c’hargou-se evit ober o treuz er bed-ma, ha mont d’ar baradoz.
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKRAMANCHOU
29
Met daoust ha gellout a reoc’h, ive, lavaret nann d’an hini a ginnigfe d’eoc’h beza badezet ? — Nann. Peb den a die mont d’al leac’h zo great evitan. Ar bara doz ’zo great evit an den. Ha Jezuz-Krist en Aviel a la var, e rankomp beza badezet evit mont d’ar baradoz. Perak da vihana ? Selaouit kentoc’h : Brema a zo, ne ouzer pet mil bloaz, an Aotrou Doue, etre e zaouarn, a voullas eun tamm pri. War ar pri-se e reaz eur c’houezaden. Gant ar e’houezaden-se, ar pri a gemeraS buhez. Ha setu aze, e pe giz eo bet krouet an den kenta. Kerkent, Doue a lakeas anezan da vestr war an holl draou krouet. Hag evit lojeis, e reas d’ezan eul leac’h dudius hag a zo bet hanvet, goudeze, baradoz an douar. Eno, e tigasas d’ezan eur c’housk doun. Epad ma oa kousket, e kemeras unan eus e gostou. Eus ar gostezennse, e reas ar vaouez kenta. Hag ar vaouez-se, eur plac’h yaouank eus ar re goanta, a roas d’ezan evit pried. Doue a lavaras d’ezo : « Ne rin den all ebed mui. C’houi a gargan, brema, da zigas tud war an douar. Hag abala mour da se, ar gwaz kenta ’zo bet hanvet Adam, ar vaouez kenta a zo bet hanvet Eva, da lavaret eo : tad ha mamm an holl dud a dlee dont war an douar. Doue o c’hare kalz, an eil hag egile. Rag o c’hrouet en doa ha roet d’ezo eun ene eun tammig henvel outan : faciamus hominem ad simïlitudinem nostram. (G. II.). Met favezout a reas da Zoue, gouzout pegeit ez ae ho c’harantez evitan. E baradoz an douar, etouez kalz re all,
30
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
oa eur wezen avalou. En eur ziskwez anezi d’ezo, Doue ’lavaras : « Debret frouez eus kement gwezenn a zo en dro d’eoc’h. Met ne fell ket d’in e kemerfec’h hini ebet eus avalou ar wezen-se. Ma tebrit eus an avalou-se, ne vezoc’h mui va mignoned. Kondaonet e vefoc’h da bep seurt poaniou, epad ho buhez, ha d’ar maro. Ha goude ho maro, va baradoz a jomo serret ouzoc’h.
Evit eur pennad an traou a droas mat. Met a-barz pelî, ar vaouez a yeas da bourmen a zindan ar wezenn avalaou, gant ar c’hoant da welet, emechans. Ar frouez oa kaer, deus ar re gaera. Ar vaouez he devoa avi. Dont a reas an dour en he genou o sellet outo. Ha setu an diaoul kemeret korf eur zarpant, hag er wezenn. Hag hen o komz ouz Eva : — Perak ne gemerit ket ar frouez eus ar wezen-ma ? — Doue, eme Eva, en deus difennet. Ouspenn se, ma tebromp eus ar frouez-se, e vezimp kondaonet da boaniou ar vuhez ha d’ar maro. — Mervel awale’h sur ! Doue n’en deus difennet ouzoc’h dibri frouez ar wezen-ma nemet gant aon e teufoc’h da veza ken skiantek ha ken galloudus hag Hen. Ar vaouez a gemere plijadur gant ar c’homzou-se. O ! ma vije ken bras ha ken skiantek ha Doue ! Hag hi touellet, ha kemeret eun aval, dibri eun tanrni anezan ha kas an tamm all da Adam.
AR
ZAKRAMANCHOU
31
* ** Kerkent ec’h anavezont ho fec’het. Mont a reont d’en em guzat.... Met Doue a gasas anezo eus baradoz an douar. O c’hondaoni a reas da boaniou ar vuhez ha d’ar maro. Ar baradoz a oa serret evito. Droug a gemeras outo. Ma vijent chomet, atao, mignoned da Zoue, hon tad, hor mamm genta hag ho lignez o divije, bepred, bevet eürus war an douar, beteg an eur ma vije bet plijet gant Doue sevel anezo d’ar haradoz. Met setu aze : Hon tad hag hor mamm genta o doa dizentet ouz Doue. Pec’het o deus. En em zizenoret o deus. Hag holl an dud diskennet diouto o deus perz en o fec’hed, perz en ho dizenor. Frouez eur wezenn a c’heller da gontami en eur gontami gwriziou ar wezenn. Er giz-se, ive, en eur lakaat an daou zen kenta da chom heb senti eus Doue, an diaoul a deuas da gontami holl an dud diskennet diouto. (G. III.). Kement-se, kerkouls, a c’heller da entent eas awalc’h o welet ar pes a dremen, bemdez, en dro d’eomp. Pa en deus great eun den, eun torfed bennag, e vugale, e vugale vihan hag holl e lignez, a ve gwas deus an dra-se. * Klevet o peus holl kozeal eus ar jeneral Bazaine. Bazaine a oa eun treitour. Da vrezel an dek-ha-triugent, en doa gwerzet d’ar Brusianed kear Metz hag e holl zoudarded. Kondaonet oa bet d’ar maro.
32
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
War e lerc’h e chome bugale. Den n’en doa istim evito. Bugale eun treitour ! a vije lavaret. Hag an dispriz-se a vije bet eat war o lignez atao hag atao, a dreus ar c’hantvejou. Met evit tenna an dispriz-se diwarno, bugale Bazaine o deus kemeret eun hano all hag o deus kuiteat ho bro. Setu aze eur skeudenn eus ar pec’hed orijinel. Orijinel zo eur ger gallek taolet warnan eun tamm saro breizad. Hano mad ar pec’hed orijinel a ve pec’hed an orin, pec’hed ar ouen. Doue n’hor c’har ket abalamour e tiskennomp eus Adam hag Eva. Dre ar ouenn hon deus perz en ho fec’hed ha perz, ive, en ho c’hastis.
Doue, koulskoude, ne ro e varadoz nemet d’e vignoned. Na c’hell rei baradoz d’eomp nemet kaset a ve da netra, tennet a ve diwar hon ene ,ar pec’hed orijinel. Met penaos tenna diwar hon ene ar pec’hed orijinel ? Goude beza gourdrouzet ha kastizet hon tad hag hor mamm genta, Doue a lavaras e roje d’ezo eur Zalver hag a deuje da ober evito eun hent eas da vont d’ar baradoz, adarre. Da c’hedal ma teuje, e roas d’ezo traou da ober, hag a deufe er gwel eus meritou Jezuz-Krist, da effasi ho fec’hejou.... Met setu aze, brema vo daou vil bloaz bremaïk, Hor Zalver zo deuet er bed. Graet en deus sakramanchou. Evit effasi ar pec’hed orijinel en deus roet d’eomp sakramant ar vadiziant.
AR
ZAKRAMANCHOU
33
Selaouit c’hoaz : Eun devez, eun den desket, eun den a renk uhel, hanvet Nikodem, a deuas d’ar serr-noz da gaout Jezuz-Krist. Kaer-dreist e kave komzou Jezuz-Krist .Diskib oa d’ezan. Met ne grede ket, c’hoaz, hen diskouez. Lavaret a reas da Jezuz e krede d’e gomzou. Mestr, emezan, gouzout a reomp e teuit a berz Doue. Rak den na c’helfe ober ar burzudou a rit, nemet Doue a ve a du gantan. — E gwirionez, e gwirionez, me lavar d’it, den na c’hell mont d’ar baradoz, ma na deu ket da c’henel eus an Env, eme Jezuz. — Genel petra ? Daoust hag unan deuet koz a c’hell genel, c’hoaz, a-nevez. Daoust hag e vamm a c’hell, a-nevez, lakaat anezan er bed ? — E gwirionez, e gwirionez, me lavar d’it, a lavaras, c’hoaz, Jezuz, an hini na deu ket da c’henel eus an dour hag ar Spered-Santel, — da lavaret eo da veza badezet, — na c’hell ket mont d’ar baradoz. (Joan. II. 23).
Met da belec’h ez ei ar re varv gand ar pec’hed orijinel ? Daou rumm zo anezo. Da genta, ar re a varv bihan ha n’o deus nemet ar pe c’hed orijinel. Ar re-ze a ya d’al Limbou. Eno na vezint eürus na maleürus. Met ho zad, ho mamm, ho breudeur, ho c’hoarezed na welint, morse, anezo. Ar re deuet en oad ha m’o deus great pec’hed ebet dre ho bolontez ho unan, a ya, ive, d’al limbou. Marteze, zoken, d’ar baradoz, herves sant Thomas, rak bet o deus ar vadeziant a zezir. 2
34
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Met ar rumm all, ar re o deus great eur pec’het bennag ouspenn ar pec’hed orijinel, dre ho bolontez o-unan, hag a varv en ho fec’hed, a ya d’an ifem.
Abalamour da se, tadou ha mammou, arabad, morse, lezel o pugale var-var, da chom heb kaout badiziant. Lakit badezi anezo kenta ma c’helloc’h, goude ma ’z int deuet war an douar. Lezennou eskopti Kemper a ro eiz devez d’an tad ha d’ar vamm da chom heb badezi ho bugale. Chom pelloc’h, ve pec’hed. Gwelloc’h e ve ho c’has da vadezi, dioustu, en de ma ’z int ganet. * ** E kichen Brest, en eur maner, e ti an Aotou de K , oa deuet eur bugel war an douar. An traou oa mat tre. Ar bugel oa krenv. An Aotrou de Ker a lavare : « Debromp hor mern da genta. Goude hon devezo eun hanter devez evit mont d’an iliz d’ober ar vadiziant ». Mern oa debret. Kerkent ha ma oar savet eus taol, an dimezel a dlee beza maeronez oa mall ganti mont da bokat d’an hini bi han. Siouaz ! en eur zigouezout gant ar c’havel e lezas eur griadenn ! Ar bugel oa maro ! Hag ar paour keaz tad n’en doa, goudeze, plijadur gant netra, mui. Beteg e varo en doa glac’har, abalamour en doa miret eus e vab da gaout badiziant ha miret outan evel-se, da vont d’ar baradoz.
AR
ZAKRAMANCHOU
35
Badezit eta, laket badezi ho pugale, kenta ma c’helloc’h, goude ma vezint ganet.
Er c’hatekiz, e zo eur goulenn all diwar-benn ar vadi ziant. Ne zell ket diouzomp-ni, aman er vro-ma, da vihana en amzer vrema. En amzer ar reuziou fall hag ar revolusion, ne lavaran ket. Ar goulenn-se eo hen-ma : Pâ na c’heller beza badezet, daoust ha ne zo ket eun dra all bennag hag a c’hell servijout da vadiziant ? Har ar c’hatekiz a respont : Eo, ar verzerenti, pe eun akt a garantez parfet, gant ar c’hoarit da veza badezet, a c’hell servijout da vadiziant pa na c’heller ket reseo ar zakramant. Da genta, ar verzerenti. * Meur a wech o peus kavet da lenn, e levr Buhez ar Zent diwar-benn ar reuziou fall oa gwechall c’hoarvezet, e Rom, eneb ar gristenien. Meur a wech eo bet digouezet gant ar re oa karget da ziwall ar gristenien er prizon, beza lakeat ganto da gredi da wirioneziou ar rélijion. Neuze, e vijent kaset d’ar maro, kevret gant ar re o dije o gounezet da Zoue. Ne oant ket badezet. Met, ho gwad, skuilhet evit Jezuz-Krist a walc’he ho ene deus ar pe c’hed orijinel. D’an eil, ar c’hoant da veza badezet hag eur garantez parfet.
36
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKRAMANCHOU
Gwechall, pa oa ar Romanet en hor bro, oa e Naonet daou baotrik. Donatian ha Rogatian a reat anezo. Tud yaouank oant, dija. Deski a reant al lezenn gristen. Hag e oant taolet er prizon. Eno, ec’h en em zisklac’harent abalamour n’oant ket ba dezet. « — Ni, marteze, a vo laket d’ar maro, a lavare unan. Penaos ez imp-ni d’ar baradoz ? N ’omp ket badezet. « — O ! a respontas egile, skuilhomp daelou, ha ni a vadezo an eil egile ac’hanomp, gant dour eus hon daoulagad. » Sur eo, e karent an Aotrou Doue, pegwir e komzent evelse. Hag ar c’hoant o doa da veza badezet, en doa tennet kuit diwar ho eneou ar pec’hed orijinel.
Sant Thomas a gaoze, diwar-benn eun dra all, c’hoaz, hag a c’hell digouezout, gwechou ’zo. E c’hellfe beza, er broiou gouez, hag en hor bro, zoken, marteze, — n’eo ket sur, koulskoude, — e c’hellfe beza eun den bennag ha daoust n’eo ket badezet, a vev herves e goustians. Dre e volontez e-unan, ne ra pec’hed ebet. Da blec’h ez ai an den-ze pa varvo ? D’ar baradoz, a lavar sant Thomas. Rag ma vefe kavet eun den divadez da dremen e vuhez heb ober pec’hed ebet, Doue a rafe kentoc’h eur burzud en e genver, eget e lezel da vont d’al limbou. Digas a rafe kentoc’h eus ar ba radoz eun ael evit badezi anezan.
IV
PIOU A C’HELL BADEZI ?
Nisi quis renatus guérit ex aqua et Spiritu Sancto, non potest intrare in regnum Dei. Nemet badezet e vefoc’h, ne c’héllit ket mont d’ar baradoz. (J. III. 23).
Diskwezet em oa kement-se d’eoc’h er wech diweza. Tiez a zo hag evit mont enno e rankoc’h kaout eur pa per, hano mestr an ti pe an hini a zalc’h e lec’h skrivet warnan. Evelse-se ema ar c’hiz evit kement Roue, kement prinz, kement prezidant ar Republik ha kement ministr a zo, ha kalz re all, c’hoaz. Pa o pezo c’hoant da vont d’o c’haout, c’houi c’houlenno beza digemeret. Hag e vezo roet d’eoc’h eur paper merket warnan an devez hag an eur e c’helloc’h mont beteg enno.
38
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Ha pa vo deuet an devez hag an eur, arabat e vo lezel ho paper er gear. Rag e kichen an nor e vezo tud o viret da vont en ti, ous ar re n’o deus paper ebet, da vont larkoc’h. Evel-se ive, ne vo digemeret den er baradoz nemet beza e vefe war e ene, graz ar vadiziant. Graz ar vadiziant eo merk Jezuz-Krist war an ene. Ar merk-se a ranker da gaout evit beza digemeret e ti Jezuz-Krist, an Nenvou. Jesus-Krist e-unan en deus hen diskleriet : Nisi quis renatus fuerit ex aqua et Spiritu Sancto non potest intrare in regnum Del. (J. III. 23). *** Met, p’eo gwir eo ken red-se beza badezet, da gaout piou e ranker mont da c’houlenn ar vadiziant ? Da gaout piou ? Piou a c’hell badezi ? Kement-se, ive, a zo merket gant Jezuz-Krist e-unan. Goude beza diskouezet d’an dud hent an Env, goude beza desket d’ezo, epad tri bloaz, holl ar pes oa red evit mont d’ar baradoz, pelloc’h araog kimiadi, e lavaras d’e ebestel : « An holl galloud a zo bet roet d’in war an douar hag en Env. Evel ma oun bet digaset gant va zad me a gas ac’hanoc’h. It dre ar bed holl, it ha badezit an holl en hano an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel en eur zeski d’ezo ar pez am eus lavaret d’eoc’h. » (Mat. XXVII. 16. 20. Marc XVI. 15). Ar c’homzou-se a zo sklear : an ebestel, setu aze da biou eo bet roet ar galloud da vadezi.
AR
ZAKRAMANCHOU
39
An ebestel a zo bet eat larka ma e’hellent etouez an dud, evit ober en ho zouez labour Jezuz-Krist, evit o c’helenn hag o badezi. Ha pa zeant kuit eus eul leae’h evit mont da eul lec’h all, e reant evel ma en doa great JezuzKrist, e reant beleien all, evit prezek d’an dud ha rei d’ezo ar vadiziant. Hag evel-se, karg ar veleien a deu dre an ebestel, a dreuz ar c’hantvejou, a-berz Jezuz-Krist. Ober a reont ar pes a, reas Jezuz-Krist war an douar : prezek d’an dud ha rei ar vadiziant : ite prœdicate omni créa tures, baptisantes eos.... (Mc. X V I15).
Met ar veleien ne c’hellont ket tizout beteg kement lee’h ’zo. Hag Hor Zalver n’en dije ket pourveet awalc’h da zilvidigez ar bed, ma n’en dije ket astennet ar galloud da vadezi en tu all da c’halloud ar veleien. Nag a vroiou a zo ha n’o deus beleg ebet ! Nag a vroiou all ha na welont ar beleg, nemet eur wech diouz ar bloaz, ha c’hoaz, netra nemet evit eun tremenn ! Nag a vugale o c’henel, zoken, er broiou ar muia kristen ha n’o deus ket amzer da gaout eur beleg war ho zro, preset ma ’z int gant ar maro da gwitaat ar bed-ma, araog ma o deus, a-veac’h, digoret h o daoulagad ! War an troiou-se, evit miret na zafe den da goll, Jezuz en deus lavaret e c’hell kement den ’zo rei sakramant ar vadiziant. Kement-se, koulskoude, n’eo ket merket en Aviel. Met Jezuz, herves sant Yann, en deus great ha lavaret eur mor
40
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
a draou ha n’int ket merket eno (J. XXI. 24). Ar pes a zo sur, abaoue derou an Iliz, e welomp, pa na ve beleg ebet, an holl o rei ar vadiziant. Eur voazamant hag a zo ken koz-se, na c’hell beza bet savet nemet war gourc’hemenn Jezuz-Krist e-unan. An holl, eta, a c’hell rei sakramant ar vadiziant pa na ve beleg ebet : ar gwaz, ar vaouez, an den yaouank, an den koz, ar c’hristen, ar payan, zoken ; an holl nemet o d’ezo skiant awalc’h evit gouzout mat petra ’reont. Evelkent, d’an dro-ze, ma zo eur c’hloareg war al lec’h, hen hebken, a c’hell rei ar sakramant. Met ma na ve na beleg na kloareg, eo d’ar c’hristen rei kentoc’h ar vadi ziant eget d’ar payan, d’an den en oad kentoc’h eget d’ar bugel ; d’ar gwaz kentoc’h eget d’ar vaouez, nemet digouezout a rafe, e ve muioc’h deread d’ar vaouez rei ar vadiziant eget d’ar gwaz ; nemet digouezout a rafe, c’hoaz, e gouesfe gwelloc’h ar vaouez rei ar vadiziant eget ar gwaz. Met an tadou hag ar mammou na c’hellont ket rei ar vadiziant d’ho bugel, nemet ma na ve den all ebet war al lec’h. Anez na c’hellfent mui, beva evel priejou, heb goulen « dispans ». Rag ar vadiziant a laka kerentiach « spi rituel » etre an hini a ro ar zakramant ha kerent ar bugel. Evelkent, ma na ve den all ebet, war al leac’h, ha ma ema ar bugel war-var da vervel, an tad pe ar vamm a die badezi anezan. Hag en dro-ze, — pegwir n’eus den all ebet war al lec’h, — ne vezo graet, gant ar zakramant, kerentiaj ebet etrezo.
AR
ZAKRAMANCHOU
41
* ** Ar vuhez-ma, a zo bet, alies, lakeat henvel eus ar veach : abaoue e gavel, pephini ac’hanomp a zo o kerzet warzu an Eternite. Mat, en amzer vrema, pa ve eur veach da ober, petra ’ve great ? Kemeret an « train » pe an « auto » ; hag evit kaout gwir da vont en train pe en auto, ez er, — ma ve amzer, da vihana, — da gemeret eur « bilhet » d’ar bureo a zo e pep ti gar, evit an dra-ze. Met digouezout a ra, awechou, ha na ve ket amzer da gemeret eur bilhet. Ar marc’h-du a ve dija o loc’h pa zigouezer er gar. Neuze, e lavarer d’ar c’henta « employe », a gaver, ne zo gellet kemeret bilhet ebet, e lavarer d’ezan, ive, al lec’h, e zo c’hoant da vont hag e pigner eñ train memez tra. An « employe » a ra ar pes a zo red. Hag e tigouezer e penn ar veach, kerkouls ha ken eas ha ma o pefe bet eur bilhet digant ar « chef de gare ». Mat. Evit ober hon treuz eus ar bed-ma d’ar bed all, ni a rank kaout ive eur bilhet : ar vadiziant. Eun ti gar ’zo war an hent : an iliz parrez. En ti gar-se, e zo eur bu reo evit rei bilhiji : ar mean-font. Met awechou, e tigouez, ha na ve ket amzer da vont beteg an iliz. Neuze, kement « employe » ’zo, — hag holl omp « employidi » Doue, holl e tleomp beza e servicherien, — kement « employe » ’zo a c’hell rei bilhiji, rei ar vadiziant. Hag an hini en deus bet ar vadiziant, evel-se, a erru e penn e veach ken didrous ha ken eas, hag an hini a zo bet en iliz o kerc’het anezi.
42
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Poezit mat an dra-ze. Ha ma ec’h en em gavit war eun dro, hag ar c’hrouadur na c’hellfe ket dont d’an iliz da vadezi, na varc’hatit ket da ober ho tever. Roït ar vadi ziant. Ar c’hrouadur o pezo kaset evelse d’ar baradoz a vezo anaoudeg d’eoc’h. * Diwar-benn rei ar vadiziant, em befe eun dra all da la varet d’eoc’h, c’hoaz. Met ne ouzon ket kals e pe c’hiz en em gemer ganti ! En o parkeier, epad an hanv, e ve kavet gwez avalou, karget a frouez. Met, awechou, e ve gwelet an avalou o tistaga deus ar skour, araog ma vezont dare. Ar wezenn a zo klanv, e gwriziou zo brein. Hag e koll e frouez. Meur a dro, dre eur barr-amzer fall, e tigouez c’hoaz, ar memez tra. Gwechou a ve, ive ,ar bugel, evit eun dra pe eun all, a deu araog e vare. Mat, dalc’hit sonj, kerkent ha ma ’z eo furmet, ar bu gel en deus eun ene. Hag an Iliz a c’hourc’hemenn badezi anezan, en ti, n’eus fors da beseurt mare e teu. * Met e pe c’hiz rei sakramant ar vadiziant? En eun amzer ha n’ema ket c’hoas pell, e vije gwelet ar medesin neves, an amiegez neves, deuet da chom er bar rez, o vont d’ar presbital evit lavaret d’an Aotrou Person, e ouient rei mat ar vadiziant, pe deski gantan, ma na ouient ket, e pe c’hiz rei ar zakramant-se. Rag ar seurt
AR
ZAKRAMANCHOU
43
tud-se, evel a ouzoc’h, a zigouez an alîesa, war an troiou ma ve red rei badiziant an ti. Met ne weler mui kement-se, brema. Medisinet ’zo ha na zo tamm da fiziout warno. Stank int ar re na gredont nag e Doue nag e diaoul. Abalamour da se, kristenien, war an dro, roit ar vadiziant oc’h unan ha deskit mat rei anezi. N ’eus netra hag a ve easoc’h, kerkouls. Evit ar vadiziant en ti, pa na c’hell ar bugel mont d’an iliz, eo red, mar geller, kemeret dour binniget. Skuilh goudeze, an dour-se gant eul loa pe eur vured, pe eun dra all bennag, war penn an hini a vadezer, en eur lavaret da heul ar c’homzou-man : « Me da vadez, en hano an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel ». Ma na c’hellfec’h ket kaout dour binniget, n’eus forz peseurt dour all a ve mat : dour puns, dour feunteun, dour glao, dour mor, zoken. Met na ve ket mat an dour, ma ve bet mesket traou all en e doues. Er wech diweza, e kozeen d’eoc’h eus daou baotrik yaouank, taolet er prizoun araog ma oant badezet. An eil a lavar d’egile : « Skuilhomp daelou ha gant hon daelou, ni a c’hello an eil badezi egile ». Ne lavarent ket mat. Gant dour evel-se, ne c’heller ket badezi, An dour a rank beza dour naturel, da lavaret eo, dour evel ma kouez eus an Env pe evel ma sav eus an douar. An dour evit badezi, a e’hell beza yen pe tom. An draze ne vem ket. En ilizou kos e kaver, alies, eur siminal e kichen ar mean-font. Eno, war an oaled, e vije great, gwechall, tân evit tomma an dour, epad ar goanv, araog rei
44
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKRAMANCHOU
ar vadiziant. An tomm ne vir ket eus an dour da veza na turel. Met eun dra hag a ranker teuler evez outan, eo lakaat an dour da vont beteg ar c’hroc’hen. Mar chom war ar bleo, ar c’hrouadur n’eo ket badezet. Ne ve ket badezet ken nebeut, ma ve, hekben, trempet ar bizied en dour ha lakeat war benn ar c’hroadur. Mar d eo ganet ar c’hrouadur, an dour a rank beza skuilhet, war e benn pe war eun ezel all. Met ar medisin, an amiegez, ma o deus aon na deufe ket ar bugel beo, war an douar, a die glebia ho bizied ha lakaat anezo war n’eus forz peseurt ezel d’ar c’hrouadur, en eur lavaret : me da vadez en hano an Tad, ar Mab, ar Spered Santel. Evel-se, e ve great ar pes e ve gellet, evit silvidigez ar c’hrouadur. Ha marteze, war eun dro evel-se, ar vadiziant a ve mat, ar memes tra. Eun dra all c’hoaz : beilha mat, pa roer ar vadiziant na ve unan o skuilh an dour hag eun all o lavaret ar c’homzou. Ar memez hini a die skuilh an dour ha lavaret ar c’homzou. ❖ ❖ ❖ Setu e pe doare, pephini ac’hanoc’h a c’hell badezi, pa vezo buhez ar bugel war-var. Badezet, evel-se, e vezo ba dezet kerkouls ha ma ve badezet gant eur beleg, en iliz. Evelkent, ma chom beo ar bugel, al lezenn ’zo, ma vo digaset d’an iliz, kenta ma vezo gellet. Rag da heul ar va diziant e zo pedennou all da lavaret war an hini a ve ba dezet. Hag ar pedennou-ze, na c’hellont beza lavaret ne met gant ar beleg, en iliz.
V
LIDOU AR VADIZIANT
Er brezegenn diweza a ris d’eoc’h, em oa lavaret e pe giz e c’hell, pep unan, rei ar vadiziant, pa ve red. Netra easoc’h. Ne ve da ober nemet kemeret dour benniget pe dour all, hag hen skuilha war benn an hini a va dezer, en eur lavaret : Me da vadez en hano an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel. Met a drugare Doue, an troiou-ze, ne zigouezont ket, alies. Peur liesa, ar bugel a deu er bed beo-buhezek, hag a ro amzer d’e dud d’en digas betek an iliz, evit kerc’hat ar zakramant a lammo ar pec’hed orijinel, diwar e ene. ÿ*
En iliz, ar stumm da rei ar Vadiziant a zo hirroc’h eget hon deus lavaret. N ’eo ket ma ve, en iliz doare all da rei ar vadiziant, dizenvel eus an hini am eus merket d’eoc’h.
46
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Nann. En iliz, hag en ti, pa vez red, ar vadiziant a ve roet er memez giz, gant ar memez komzou. Met an Iliz, en eur rei ar vadiziant, he deus e’hoantaet diskouez d’an holl, priz ar zakramant-se. Ha setu perak, araog ha goude ma ve skuilhet an dour war an hini a va dezer, e ve lidet lidou all, great pedennou all. Eur vamm pa z a he bugel da guitaat anezi, da vont da zoudard, pa na ve ken, a ro atao, d’he c’hrouadur, kenteliou* E bedi a ra da jom bepret fur evit beza eürus e-unan hag ober enor d’e dud. Mat, er giz-se, lidou an iliz en eur rei ar vadiziant, a zo evel kenteliou eur vamm d’he bugel, en eur lakaat anezan etouez ar gristenien hag en eur ober outan eur zoudard da Jezuz-Krist.
Setu ’ta, setu, ama, al lidou-ze. Ha setu ama, ive, ar pes a verkont. Da genta, e talc’her a zav, e dor ar porchet, an hini ’zo ’vont da veza badezet. Kement-se a zo evit diskoues n’eo ket, c’hoaz, d’in da vont en iliz. Rag an iliz eo ti an Aotrou Doue. An iliz eo al lec’h ma teu ar gristenien da bedi ha da c’houlenn ar grasou o deus ezomm. Hag evit kaout e renk etouez ar gristenien, en iliz, ha kaout, ive, perz er grasou a gavont eno, e ranker da genta, tenna diwar hon ene ar pee’hed orijinel ha plega hor bolontez da volontez Hor Zalver Je zuz-Krist.
AR
ZAKRAMANCHOU
47
* ** Koulskoude, ar beleg a c’houlenn an hano ’zo c’hoant da rei d’an hini ’z ear da vadezi. An hano roet, evel-se, d’an hini az ear da vadezi, e dor ar porchet, a verk e vo lakeat dre ar vadiziant e renk bu gale an iliz ha servicherien Jezuz-Krist. Hag evel ma teuer, pa ve lakeat hon hano en ti kear, da veza servicher ar vro ha da rankout plega d’he lezennou, er giz-se, ive, eur wech lakeat hon hano en iliz, e teuomp da veza servicherien Doue hag e rankomp plega d’he le zennou.
Met evit merka an evez a laka an iliz da gaout bugale vat ha servicherien a galon, e karg, dioustu, daou zen, eur paeron hag eur vaeronez, da zougenn ar bugel bihan, da veza kred d’an hini a vadezer evit kaout ar zakramant. Ar « c’hess-rural » a ro arc’hant d’ar re o deus ezomm. Met ne rofe, morse, gwenneg ebet, nemet unan bennag a ve kred evit an hini a gemer an arc’hant. Er giz-se, an Iliz ne ro grasou ar vadiziant da zen, ne met unan bennag a ve kred evitan. Ne oar, c’hoaz, petra e teui da veza an hini ’c’houlenn ar vadiziant, ne oar ket petra rei deus ar grasou a vo roet d’ezan. Aon he deus. Hag e kemer daou zen, eun tad-paeron hag eur vammbaeron evit an, hini a ve roet d’ezan ar vadiziant. Ar re-se o devezo karg anezan. Ar re-se a ranko, atao, ober ar pes a c’hellint evit delc’her ho filhor pe ho filhorez war hent ar baradoz.
48
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Goude beza roet eun hano d’ar bugel ha lakeat daou zen da veza kred evitan, ar beleg a ra eun tamm kelennadu rez, nann d’an hini a vadez, hebken, met d’ar re all, ive, a zo war al lec’h, ha dreist-holl, d’ar paeron ha d’ar vaeronez . Ar gelennadurez-se a zo e latin. Rag an Iliz en e holl lidou, ne ra implij nemet eus al latin. Met en despet da ze, ar pes a lavar ar beleg, n’eo ket dies da entent, abalamour d’al lidou a ra en eur lavaret ar c’homzou. Da genta e ra teir c’houezadenn war dremm an hini az a da rei d’ezan ar vadiziant, ha goude e laka d’ezan sin ar groas war e dal ha war e beultrin. An teir c’houezadennse a zo evit kass an diaoul diwar e dro. Rak dre an ursiousakr ar belek en deus bet galloud war an drouk-spered. Hag an diou groaz a ra, goude, war tal ha war peultrin an hini ’z a da vadezi, a zo, c’hoaz, evit kas an diaoul kuit, diwar e dro, ha merka eo oc’h en em harpa ouz ar groaz, e kavo an treac’h bep tro ma teuio an diaoul da stourm outan. Goudeze, ec’h astenn e zaouarn war an hini ’z a da va dezi. E kement-se, e zo diou gentel. Da genta an dra-ze ’ziskouez e kemer anezan evit bugel d’an Iliz. Ha d’an eil, an dra-ze ’verk e kavo bepred en Iliz sikour evit chom kristen mad, ober brao e dreuz ar bed-ma, hag erruout er bara doz. N ’eo ket evel-se, e rit oc’h unan,kerkouls, kristenien, pa ginnigit rei skoazel da unan bennak. « Ya, ya, kerz atao, a lavarit d’ezan, en eur zevel ho tom warzu ennan, ya, kerz, atao, me na vankin ket da sikour ac’hanout. »
AR
ZAKRAMANCHOU
49
Hag ar beleg, en hano Jezuz-Krist, en hano an Iliz, a ra ar memez tra, evit lavaret d’an hini a zo! Vont da veza ba dezet : « Ya, kerz, atao, arabat kaout aon : sikour a gavi ». Pelloc’h, ar beleg a laka eur begad holen e genou an hini ’zo ’vont da veza badezet. C’houi ’oar holl, da betra eo mat an holen. Hen lakaat a rear e traou a zo, evit o miret eus ar vreinadurez. Er gizse e ve lakeat er c’hig. Mat. Pa hen lakear e genou an hini az ear da vadezi, eo evit merka, e vo evitan grasou ar vadiziant, evel eun ho len hag hen diwallo eus breinadurez ar pec’hed. An holen, c’hoaz, a ve lakeat e traou ’zo, evit rei saour, blas vad d’ezo. Ha lakeat e genou an hini a c’houlenn ar vadiziant, eo evit lavaret d’ezan : pa na gavo mui na saour na blaz vad gant lezennou Doue ha re an Iliz, pa na blijint mui d’ezan, e vezo trenket e galon. Deuet e vezo da veza henvel ouz an dud klanv-se, ha na gavont mui na saour na blaz gant netra, nann, zoken, gant an traou gwella. Ar re-se ’zo ho yec’hed war-var, ha dija o plega warzu ar bez. Hag an den na gav blaz ebet mui gand le zenn Doue a zo kouls lavaret kollet e feiz ha kosteziet dija warzu an ifern. * Goude beza lakeat holen e genou an hini az ear da va dezi, ar beleg a daol e stol warnan hag a zigor d’ezan dor an iliz. Ar paeron hag ar vaeronez a ya da heul ar beleg, dirag an aoter. Eno, o zri kevret, e lavaront ar Gredo hag ar Bâter.
50
KELENNADUREZ
DIWAR-BENNT
Ar Gredo, eo respont an hini ’z ear da vadezi ; respont ar paeron hag ar vaeronez, ive, d’ar pez a zo bet lavaret d’ezo er porchet. Gwelet o deus ober, alies, sin ar groaz war an hini ’z ear da vadezi, gwelet o deus ar beleg oc’h astenn he zorn warnezan hag ententet o deus, dre eno, e tlee buhez ar c’hristen, er bed-ma, beza tremenet e karantez Doue. Hag en eur lavaret, brema, ar Gredo, ec’h anzavont kredi da gement ’zo merket, evel-se, d’ezo. * Goude ar Gredo, hag ar Bâter, e tostaer eus ar maenfont. Met araog mont d’ar maen-font, ar beleg a ra c’hoaz» peder*gwech, sin ar groaz, war an hini a zo da vadezi. An. dra-ze a zo, ive, evit kas kuit an diaoul diwar e dro. Ha neuze, e laka eun tammik kranch war e vizied evit frotta d’ezan e ziouskouarn hag e fronellou. Kement-se ’zo evit merka e tlee an den badezet, chom heb kemer plijadur en traou a glevo eneb Doue ha serri atao, outo er ziouskouan. Ouspenn-ze, aze e zo, c’hoaz, eur gentel all. Gwechall, Jezuz, er Galile, a gavas war e hent, eun den hag oa dall ha bouzar. Pa oa Jezuz o tremenn, an den-ze a grie da c’houlenn ar pare. Ha Jezuz da gemeret eun tammig pri lakaat eun tammik kranch warnan ha frotta gant ar pri-se, daoulagad ha diouskouarn ar paour-keaz reuzeudik. Raktal, e teuas d’çzan ar c’hleved hag ar gweled. Mat, al lidou great ama, a zo evit diskouez, — n’eo ket den all ebet, met Jezuz-Krist e-unan, — dre zakramant ar vadiziant, a deuio da denna diwar an ene, stlabez ar pe-
.'AR ZAKRAMANCHOU
51
c ’hed orijinel ha da rei d’ezan kaout blaz vad, kaout plijadur gant al lezen gristen.
Pelloc’h, ar beleg a c’houlenn digant an hini a ya da veza badezet ha trei a ra kein da Satan, d’e bompou, d’e ofoerou. Ma ’z eo, c’hoas, bugel, e baeron hag e vaeronez a die respont evitan. Met evel ma rear ar goulennou-ze, e latin, ar c’hurust, pe ar sakrist eo a respont d’ar beleg, — sur ma ’z ear, er foroiou kristen, — ar paeron hag ar vaeronez a vezo eürus, atao, o welet ho filhor pe ho filhorez, oc’h heul al le zen gristen hag e rint, zoken, kement ha ma c’hellint, evit poulza anezo warzu Doue. Hag en eur vont, neuze, e kichen ar mean-font, ar beleg a gemer, war e viz meud, eol benniget, evit ober eur groaz war beultrin ha war diouskouaz an hini a ya da veza badezet. An eol-ze a zigas sonj eus eur c’hiz oa gwechall, dre ar broiou a reat enno gourinadegou. Ar re a yea da c’hourin a en em frotte, araog, gant eol evit souplaat ho izili lia krenvaat ho nervennou. Mat, an eol benniget hag a rear gantan sin ar groaz war an hini ’z ear da vadezi, a zo evit lavaret d’ezan, e ranko gourin epad e vuhez a eneb an diaoul hag e kavo e c’hars kroaz Hor Zalver Jezuz-Krist, peadra d’en em grenvaat evit ar gourinadek-se. Ha neuze, goude beza goulennet ouz an hini a ya da va<dezi : Kredi a rit e mister an Dreindet, an Tad, hag ar
52
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKRAMANCHOU
Spered Santel ; kredi a rit d’an Iliz, kredi a rit d’ar vuhez eternel, ar beleg a gemer dour, en eur grogen are’hant eus anav ar mean-font, a ro sakramant ar vadi ziant ,en eur ober ar pez hon deus lavaret diagent. Warlerc’h, e kemer an oleo-sakr, an oleo a vez sakret gantan ar veleien, an Eskibien, ar rouaned hag ar Pab. Ober a ra gantan, war benn an hini ’zo badezet, sin ar groaz. Neuze e laka d’ezan eur bonet gwenn. An dra-ze ’zo evit merka, eo goude ar vadiziant, gwenn e ene hag e tle an den badezet hen derc’hel gwen ha dinam, epad e vuhez. Pelloc’h, etre daouarn ar paeron pe ar vaeronez e ve la keat eur goulou enaouet. Kement-se evit diskouez e tle buhez ar c’hristen beza atao, dirag an holl splam, skedus ha digatar. Ar goulou a dalv da hentcha an dud en denvalijen. Buhez ar c’hristen mat, ive, a die beza evit an holl, eur skouer vat evit o hentcha, atao, war hent ar ba radoz.
Setu aze lidou ar vadiziant. Meur a hini a c’hellfe kaout abeg enno. Met neuze, ne ententont ket anezo ha ne daolont ket evez awalc’h. E pephini eus al lidou-ze, ’zo eur gentel. Santez Tereza Avila a lavare, gwechall : « A galon vad, me ’rofe va buhez evit an distera eus lidou an Iliz ». Ar zent holl a zo bet, hag a zo, leun a respet evito. Grit evel ar zent. Bezit, atao, leun a zoujans evit holl lidou an Iliz.
VI
DIWAR-BENN AR PAERON HAG AR VAERONEZ
Hirio em eus da gozeal d’eoc’h, diwar-benn an tad-paeron hag ar vamm-baeron. Setu ama, da genta, ar pes a verk diwar ho fenn, lezennou an Eskopti. A rt. 244. — Evel ma ’z eo ar voazamant, dre an es kopti, e vezo evit pep badiziant, eun tad-paeron hag eur vamm-baeron. Evelkent, ma teu eun dra bennag da en em lakaat a dreuz, e vo gellet ober ar vadiziant, gant eun tad-paeron pe eur vamm-baeron, hepken. A rg. 245. — Pa vezo, evit ar vadiziant paeron ha maeronez, unan anezo a die kaout, da vihana, trizek vloaz echu. Egile a c’hell beza yaouankoc’h. Evelkent e rank beza bet kavet desket awalc’h, evit tostaat ouz ar gommunion.
54
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
A rt. 246. — Na c’heller lakaat da baeron na da vaeronez, tud eskommunuget, na tud a skouer fall. Abalamour da ze, e ve mat, pa zeuer da c’houlenn ober eur vadiziant rei da anaout ar re a zonjer lakaat da zerc’hel an hini a vo badezet. A rt. 247. — Ar re o deus bet an Urziou sakr, na c’hellont beza paeron nemet dre aotre an Aotrou ’n Eskob. A rt. 248. — Ar paeron pe ar vaeronez a ro an hano d’ar bugel. Beilha evit ma rofent, atao, d’ho filhor pe d’ho filhorez, hano eur zant pe eur zantez. ❖ Pa deuer da eun ti, — n’eus forz e pe bro, — da lava ret e zo eur vadiziant, ha da glask evit ar bugel eur vamm-baeron pe eun tad-paeron, e tigaser, atao, d’an tize, — war ar gredan da vihana, — laouenedigez ha kelou mad. Peb unan a zo, — dreist-holl an dud yaouank, mall bras ganto da veza tennet eus breuriez ar c’hicher, evel ma lavarer, — a zo eürus bras da zerc’hel eur bugel evit ar vadiziant. Kerkouls, kement-se, n’eo ket eun dra fall nag eun dra difennet. Rag beza paeron, beza maeronez, a zo eun enor. Ha karout eun enor, pa ve mat, n’eo nemet mat. Met da deuler evez ’zo. An holl ne c’hellont ket beza paeron, beza maeronez. Ma o pefe eun dra bennag da bresta da eun all, ne rafoc’h nemet mat, o c’houlenn kred evit an dra a brestit, Presta a rit, me laka, mil lur da unan. Met adrenv an denze, e c’houlennit, ma teuio unan pinvidikoc’h da rei d’eoc’h
AR ZAKRAMANCHOU
55
ar mil lur se, ma na c’hellfe ket ho digas en dro, an hini a brestit d’ezan. Er giz-se e ra, ive, an Iliz. Hen lavaret hon deus diagent. Araog rei da unan, grasou ar vadiziant, e rank kaout tud da veza kred evitan, tud hag a reio ar pes a c’hellint evit lakaat ho filhor pe ho filhorez da brofita deus ar grasou-se, hag a viro, mar gellont, eus ho filhor pe ho filhorez da gas ar grasou-se da netra.
Abalamour da ze, ar paeron, hag ar vaeronez a rank beza : Da genta : kristenien vat. An abeg a gement-se a zo eas da entent. Ma kemerfe an Iliz n’eus forz piou da veza paeron ha maeronez, e vefe evel na gredfe ket d’al lezen gristen. Rag atao, eur filhor, eur filhorez, a garo ho faeron, ho maeronez hag a zo douget, ëvel-se, da gemeret skouer warno. Ha ma lezfe, lakaat da baeron pe maero nez eur protestant, eur framason, eun den fall, e ve la kaat war-var ho filhor, ho filhorez da veza eveldo. D’an eil : Ar paeron hag ar vaeronez a rank beza anaoudeg mat, eus ho relijion. Anaout a dleont ar misteriou brasa, anaout, ive, gourc’hemennou Doue ha re an Iliz hag ober ar pes a zo merket enno. Ouspenn-ze, e tleont gouzout, a zindan envor ar Bâter hag ar Gredo. Rag, evel hon deus lavaret dija, en eur brezegenn all, ar paeron hag ar vaeronez, a die lavaret ar bedenn-ze, kevred gant ar beleg, goude beza digaset en iliz, an hini emaor o vadezi . Ouspenn-se, c’hoaz, ar paeron hag ar vaeronez en em
56
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
garg da zeski e greansou d’ho filhor, d’ho filhorez ma teu da vankout d’ezo, ho zad hag ho mamm. E pe giz e c’hellint seveni d’an dever-se, ma ne anavezfent ket ho reli jion ? D’an trede : Ar paeron hag ar vaeronez a die ren eur vuhez direbech, beza tud a vrud vat. Eur mesvier, eun danserez, an hini ’zalc’h eun ti dans na c’hellont ket beza paeron na maeronez.... Na ken nebeut all, an hini na ve en oferenn ebet, nag an hini ne ra ket e bask. * Ali eta d’an tadou ha d’ar mammou ; gouzout piou da glask evit beza paeron ha maeronez d’ho bugale. Anaout mat a rit, brema, al lezen. Arabat, eta, en em glemm ma ve miret ouz unan bennag, klasket ganeoc’h, da veza pae ron pe maeronez d’ho pugel. Rag ne vo den da damall nemedoc’h. Ma karfec’h o poa dibabet mat.
Diwar ar pes hon deus lavaret, e c’heller entent eas, dever eur paeron hag eur vaeronez e kenver ho fiilhor pe ho filhorez. An dever-ze a zo : Da genta, rei skouer-vad d’ezo. Sikour anezo da anaout ha da garet Doue. D’an eil : ho c’haret. Eun tad hag eur vamm ne reont ken nemet senti eus pleg ho c’halon, o karet ho bugel. Mat herves al lezenn gristen, an den badezet a deu, evit buhez e ene, da veza eun tammik bugel d’e baeron hag d’e vaeronez.
AR ZAKRAMANCHOU
57
Karit, eta, kalz, ho filhor hag ho filhorez. Met gouezit ervad e pe giz karet anezo. Ho teveriou e kenver kementse, a zo dem-henvel ouz deveriou an tadou hag ar mammou e kenver ho bugale. Dougit anezo, atao, en ho kalon, beilhit mat warno, grit brezel d’ar plegou fall a welloc’h enno, goulennit digant Doue a bep seurt grasou evito. Mar mank ho zad hag ho mamm d’ezo, beza evito evel tad ha mamm, ha dioc’h ma ve, kemer anezo en ho ti. * Epad ar brezel 1870, eur vaouez eus an Alzaz, a oa o chom, e unan, en e zi, gant eur plac’hik pevarzek vloaz. Eun devez, e welas Prusianed o tont war e zreujou. Kemeret a reas eur varrenn houarn hag e lazas daou anezo . Met re all a deuas. Kerkent, oa kroget enni hag er plac’h yaouank. Treinet oant dirag eun ofiser. Ar vaouez oa kon daonet d’ar maro. Met d’ar plac’hig yaouank oa lavaret, e vije lezet e buhez ganti, ma karfe mont war daoulin da c’houlenn pardon. — War e daoulin, ki ma zout, a lavaras, neuze, ar vaouez kondaonet d’ar maro. Hounnez a zo merc’h da eun ofiser ha filhorez d’in-me. He mamm ’zo maro. He zad ’zo er brezel. N ’em eus desket d’ezi daoulina nemet dirag Doue. * Kristenien, setu aze eur vaouez.. Eveldi, deskit d’ar re o peus dalc’het war mean-font ar vadiziant, daoulina di rag Doue.... met netra nemet dirag Doue....
Ar Gonfirmation pe
ar
Gonzumen
I
PETRA EO AR GONFIRMASION ?
Ar Gonfirmasion a zo eur zakramant hag a ro d’eomp ar Spered Santel gant e seiz donezon evit ober kristenien barfet ac’hanomp. Er giz-se, e lavar ar c hatekiz. ❖ Ar gonfirmasion eo an eil eus ar zakramanchou. Eur za kramant eo hag a deu da beur-ober ennomp, ar pez oa kroget da ober sakramant ar vadiziant. An den evit dont da veza den, a rank genel da genta. Goudeze, e rank dibri, kemeret nerz ha kreski. Mat, ar vadiziant hon laka da c’henel d’ar stad a c’hraz, dà c’henel d’ar vuhez kristen. Hag ar gonfirmasion a ra d’eomp kreski er stad-se, dont da veza eur c’hristen evel
€2
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
ma ’z eo dleeet, ma tennomp, da vihana, talvoudegez eus ar grasou a ro d’eomp. * Ar zakramant-se a zo bet roet d’ezan da gentan hanoiou all. Lod a roe d’ezan an hano a zakramant ar Ziel, abalamour dre ar zakramant-se, an den a ve, evel pa lavarfen,. siellet ouz Doue. Lod all a rea anezan, mister an oleo sakr, abalamour evit rei ar zakramant-se, e ve lakeat oleo-sakr war an taL Lod all c’hoaz a lavare : Sakramant an astenn daouar n abalamour evit rei ar zakramant-se, an Aotrou ’n Eskob a astenn, e zaouarn war ar re, ma ro ar Spered Santel d’ezo., Pelloc’h, brema eo hanvet sakramant ar gonfirmasion pe ar gonzumen, e giz ma lavare ar re goz. Ar ger « konfirmasion » a zo gallek. Merka ’ra an nerz,, an harp a ve roet evit derc’hel eun dra bennag en e sav. Hag, ama, e verk, an nerz, an harp a ro d’ar c’hristen, evit en em derc’hel ploum en e zav, evit miret na vo ruilhet dre ar pec’hed, evit rei nerz d’ezan da anzav e feiz ha dte difenn.
En amzer-goz, pell araog a oa deuet Jezuz-Krist war an douar, Doue en doa lakaet lavaret, dre c’hinou ar brofetet, diwar-benn ar gonfirmasion. David a lavare, eo dre ar Spered-Santel e vije renevezet pep tra, war an douar. Ha profetet all : Joël (II), Aggee (II), Zacharie (XII), Isaï (XXX. 25), a lavare, e teuje, pa
AR ZAKRAMANCHOU
63
vije Jezuz-Krist Roue, ar Spered-Santel da ziskenn war an dud ha war ar bed holl. Jezuz-Krist e-unan, en deus alies, komzet diwar-benn ar Spered-Santel. Edo, eun dervez, o kozeal eus e varo, An ébestel oa glac’haret. Ha Jezuz a lavaras d’ezo : « Mat eo evidoe’h ez afen d’ar bed all. Rak ma ne dân ket, ar Spe red-Santel na deuio ket davedoc’h. Met pa ’z in d’ar bed all, me zigaso ar Spered-Santel. Hen a zesko d’eoc’h en dro, kement tra am eus lavaret. » (J. XXVI. I). Ar pes a lavare Jezuz a zo deuet da wir. Pemzek der vez goude ma oa pignet d’an Env, an Ebestel oa o pedi, an eil e ser egile, en eur gambr. Serret oa mat an nor warno. Rag aon o doa rag ar Juzevien. Ha setu hi, a greiz ho fedenn, klevet eun trouz avel braz, trouz eur gorfentenn ha gwelet o tont, da en em lakaat war benn pephini anezo, teodou tân (Ac. II. 1. 5). Ar Spered-Santel oa o tiskenn evelse, warno. Diskennet eo e giz teodou, evit merka e vezo prezeget al lezenn gristen ; teodou tân, evit merka ar sklerijenn a vo taolet er c’halonou dre ar prezegennou-ze, gant trouz eun avel-braz, trouz eur gorfentenn, evit merka e vo, evel an avel, skignet er bed holl, dre ma vo prezeget. ■\
et aze e welomp ar Spered-Santel o tiskenn w ar an ebestel. ' Daoust hag e pe c’hiz e vezo lakaet da ziskenn war ar gristenien ? An dra-ze a ve great dre zakramant ar gonfirmasion.
64
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Da be vare, eo bet great ar zakramant-se ? An Aviel n’hel lavar ket. Met sur e c’hellomp beza, eo eur zakramant great, evel ar re all, gant Jezuz-Krist. Abaoue an amzer genta, abaoue, atao, an ebestel hag an eskibien war o lerc’h, o deus bet roet ar zakramant-se. Sant Lucas, en e aviel (VII. 5. 14), a verk d’eomp di war-benn prezegennou an avieler Philip er Samari. An dud ouz e zelaou a grede, eun niver bras anezo, e JezuzKrist. O klevet ar c’helou sant Per ha sant Yann a yeas d’ar vro-se. Hag en eur zigouezout, e roont d’ar gristenien, ar Spered-Santel, en eur astenn ho daouarn warno. (Act. VIII). Epad ma oa e kear Ephes, sant Paol a en em gavas gant eun nebeut kristenien. Goulenn a reas outo : bet o peus ar Spered-Santel ? — Nann, emezo, ne ouzomp ket, zoken, petra eo ? Ha sant Paol a gentelias anezo hag a roas d’ezo ar Spe red-Santel, en eur astenn e zaouarn warno. (Act.). En amzer-se, e welet, alies, ar Spered-Santel o tiskenn eus annenv, war ar gristenien. Digouezout a reas, c’hoas, burzudou all. Doue ’reas kement-se, evit sikour ar relijion d’en em skigna. Ha diwar-benn-se, sant Lukas a gont d’eomp eun istor hag a zo farsus. (Act. VIII. 18. 24). Er Samari, oa eur sorser. Simon a reat anezan. O we let ar pes a c’hoarveze pa roe an Ebestel ar Spered-San tel, e teuas da gaout sant Per :
AR ZAKR AMAN CHOU
65
— Roit d’in, emezan, ar c’halloud da rei ar Spered-Santel. Pegement a gousto ? Me baeo ae’hanoc’h. — Ra ’z ei da netra, da arc’hant, ha te ganto, a respontas sant Per, pegwir e kredes gant mouniz prena ar Spered-Santel ! Gra pinijenn evit da bec’hejou ha ped Doue da rei d’it ar pardon, a zo gwelloc’h d’it.
Daoust ha red eo beza konfirmet ? Nann. N ’eo ket red beza konfirmet evit mont d’ar baradoz evel ma ’zeo red beza badezet. Pec’hed a ve, koulskoude, mankout da reseo ar zakramant-se, dre leziregez pe abalamour ma rear fae warnan. Peb den, a zindan boan a bec’hed, a rank poania da vont d’al lec’h m’eo galvet da vont. Holl omp galvet da vont d’ar baradoz. Epad ma vezomp war an douar, koulskoude, kalz traou a stourm evit miret ouzomp d’ober al labour-se : ar bed, an drouk-spered, plegou fall hor c’horf. Met Jezuz, hag a anaveze hor sempladurez, en deus great sakramant ar gonfirmasion evit rei d’eomp nerz a eneb an enebourien. Ma na deuomp ket eta da zigemer anezi, na gemeromp ket trevel awalc’h gant hor silvidigez, ober a reomp fae war ar pes a ginnig Jezuz d’eomp hag e reomp eur pec’hed. Abalamour da se. Konsil Laodise a lavare : « Kement hini ’zo badezet a zo red d’ezan beza konfirmet. » Eus a gement-se, eo eaz entent, e ra eur pec’hed : da genta, ar re, — dre leziregez pe bolontez fall, — ne zige3
KELENNADUREZ
66
DIWAR
meront ket sakramant ar gonfirmasion ; d’an eil, an tadou hag ar mammou a vir eus ho bugale da veza konfir met, pe ne boulzont ket awalc’h anezo da zigemer ar sakramant-se ; d’an trede, ar veleien a zo e penn ar parreziou, an dud a zo e penn ar skoliou bras, ha na lakeont ket ar vugale hag a zo en o c’harg, e par da gaout sakra mant ar gonfirmasion. * Da be oad e tleer beza konfirmet ? Evit digemer sakramant ar gonfirmasion n’eus oad ebet, Konfirmet e c’heller beza, n’eus forz da be oad. En amzeriou kenta, ar gristenien a vije konfirmet, dioustu goude ar vadiziant. Met abaoue eur seiz kant vloaz bennag a zo, sakramant ar gonfirmasion na ve roet nemet d’ar re ’zo deuet eun tammik en oad. Nèuze, kerkaluls, e ve deuet ar skiant hag an anaoudegez, hag e c’heller e digemer gwelloc’h ha kaout muioc’h a c’hrasou. (Can. 788). * ** Evelkent, eo eun dever evit an holl, reseo sakramant ar gonfirmasion, kenta ma c’heller : da genta, en eun amzer hag e ve great brezel d’ar gris tenien, abalamour da gaout dre ar sakramant, nerz ha kalon da chom, atao, kristen ; d’an eil, eo eun dever, c’hoas, beza konfirmet kenta ma c’heller, en eun amzer hag evel hon hini, e taoler etoues an dud leoriou fall hag e lakear dirag ho daoulagad ke-
AR
ZAKRAMANCHOU
ment a draou hudur, abalamour da gaout grasou evit miret eus ar galon da drenka ; d’an trede, e ranker digemer ar sakramant, pelloc’h, pe gemerer eur stad a vuhez, evel pa ’z er da leanez, da veleg, pa zimezer, abalamour e ro nerz ha kalon da ober holl deveriou hor stad.
E pe stad eo red beza evit beza konfirmet ? Eur stad a zell eus ar c’horf, eur stad all ouz an ene. Konsil Laodise, er bloavez pevarzek kant, hag h ini Reims, er bloavez pemzek-kant-tri-ha-pevar-ugent, a c 'houlenne beza war yun evit digemer sakramant ar gonfirma sion. D’ar mare-ze, c’hoas, ar sakramant a vije roet eus ar mintin. Met, hirio, e vez alies, diwezatoc’h ; awechou, zoken, goude kreisteiz ha n ’eo ket red mui beza war yun. Met atao, avat, ar c’horf a die beza gwisket modest, en e zoare, ha tostaat da veza konfirmet en eur zonjal m a t petra rear. Evit ar pes a zell eus an ene, an hini a ya da veza konfirmet, a die beza e stad a c’hraz hag anaout mat e relijion. Gouzout a die, dreist-holl, a zindan envor : ar Ba ter, an Ave, ar Gredo, gourc’hemennou Doue ha re an Iliz.
Gwechall, pep hini en doa eur paeron hag eur vaeronez evit mont da zigemer sakramant ar gonfirmasion. Met, evel ma teu ar zakramant-se, kouls hag ar vadi ziant, da lakaat kerentiaj etre ar paeron, ar vaeronez ha
KELENNADUREZ
68
DIWAR-BENN
kerent-ar re a ve konfirmet, an Iliz he deus bet aon, na ve ranket, re alies, goulenn dispans evit ober dimeziou. -Hag abalamour da ze, hirio, pa ve eun nebeut tud da zigemer kevret, sakramant ar gonfirmasion, e ve aotre da gemer eur paeron hepken, evit an holl baotred, hag eur vaeronez evit ar mere’hed. ❖ Evit ar gonfirmasion, e c’heller, ma zo c’hoant, kemer eun hano all. Evel-se, unan ha ne gavo ket kaer awalc’h an h ano roet d’ezan gant e baeron pe e vaeronez, a c’hello pa vo konfirmet, kemer an hano a garo. saar
v
Piou a c’hell rei sakramant ar gonfirmasion ? Ar Pab hag an Eskibien a c’hell rei sakramant ar gonfirmasion. N ’eus hini all ebet nemeto o kaout ar galloud-se. En gwelet hon deus, bremaïk : en amzer an Ebes tel, diskib ebet n’en deus, morse, roet ar Spered-Santel. Abalamour da ze ar C’honsil a Drant (Sers. 7. C. VIII) en déus merket, lakaat er-maez eus an iliz ar re a lavar e c'hell eun all, ouspenn an Eskibien, rei ar gonfirmasion, Evelkent, ar Pab a c’hell rei aotre da eur beleg pe eun all, da rei ar zakramant-ge. Hen ober a ra, awechou, evit ar visionerien. Lod anezo a zo o labourat, e broiou ha ne z eus eskob ebet enno. Ar re-se, a-berz ar Pab, a c’hell rei ar gonfirmasion d’ar gristenien nevez. Met, avat, ne c’hellont, morse, hen ober, nemet gant eol konsakret gant eun eskob.
AR ZAKR AMANCHOU
69
E pe c’hiz e ro an Aotrou ’n Eskob sakramant ar gon firmasion ? Da genta ec’h astenn e zaouarn war ar re a die beza konfirmet. Er giz-se, gw echall,— her gwelet hon deus, — e reas an ebestel. En eur astenn e zaouarn, an Aotrou ’n Eskob a bed ar Spered-Santel da ziskenn e kalonou ar re ema o rei ar sakramant d’ezo. Eul lodenn eo eus ar gon firmasion. Abalamour da ze, e zo da daoler evez, evit ma vo, en ilîz, d’ar mare-se, holl ar re ’zo o vont da gaout ar zakramant. Goudeze, e ra sin ar groaz gant oleo sakr war tal an hini a zo konfirmet. An dra-ze ’zo evit merka d’ezan ne die ket kaout mez da veza kristen : evit lavaret d’ezan, c’hoaz, e tle diskouez, a wel d’an holl, eo diskib da Jezuz. Warlerc’h, a ro d’ezan eur fasadik. Kement-se a verk, en devezo da c’houzanv, kouls lavaret sur, evit e feiz. Je zuz a lavare : « An diskib na vezo ket eürusoc’h eget ar mestr ». Met ar gonfirmasion a roio d’ezan nerz da c’hou zanv peb dismeganz ha pep goaperez evit e Zoue.
II
PETRA ’RA SAKRAMANT AR GONFIRMASION ?
Sakramant ar Gonfirmasion a ra teir zra : lakaat a ra eur merk war hon ene ; kreski a ra ennomp buhez ar c’hraz ; rei a ra ar Spered-Santel, gant e seiz donezon. Lakaat a ra eur merk war hon ene. Ar merk-se a chomo, atao, warni. Er bed all, zoken, pe ez afemp d’ar baradoz, pe d’an ifem, ar merk a vezo, c’hoas, warni. Ar merk-se, a ra ac’hanomp soudarded da Jezuz-Krist hag a ro d’eomp ar gwir da gaout digantan ar grasou a vezo red evit anzav ar feiz, pa vezimp e lec’h d’hen ober ha pa vezo ezomm d’hen ober. Digouezout a rei ganeomp, neuze, — ma hon deus bolontez, evelkent, rak Jezuz na reio, morse, netra eneb hor bolontez, — digouezout a rei neuze, evel a zigouezas gant an ebestel, gwechall. Beza oant tud aonig. Ne gredent
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKRAMANCHOU
71
ket lavaret oant mignoned da Jezuz. En em guzat a rent. En deiz ma oa deuet ar Spered-Santel davito, oant kuzet en eur zal, evit pedi. Ar Spered-Santel a deuas, er giz am oa lavaret d’eoc’h, disul. (Act. XII. 25). Ha, raktal, ne oant mui ar memes tud. E Jeruzalem, d’ar mare-ze, oa eur pardon bras. Diskennet oa e kear, tud eus kement bro ’zo tro-war-dro. Hag en eur zont er-meaz eus ar zal, an ebestel n’o doa mui aon ebet . Mont a reont da brezeg d’an dud-se diwar-benn Je zuz-Krist. Hag en devez-se, dioustu, sant Per a lakeas pemp mil da gredi oa deut Mab Doue war an douar. Ar Spered-Santel en doa roet hardiegez d’ezo ha nerz d’ho c’homou. Er giz-se, ive, e reas e kenver ar verzerien. Anzav a refont ho feiz beteg ar maro. Er giz-se, e raio, evit pephini ac’hanomp. Goude ar gonfirmasion, pa vo tro, ar Spered-Santel a roio d’eomp ar c’hraz da anzav ha da ziskleria ar feiz, en despet da bep tra. * ** Sakramant ar gonfirmasion a gresk ennomp buhez ar c’hraz. Beza eo unan eus sakramanchou ar re veo. Evit e di gemer, e rahk beza, dija, graz Doue en hon ene. Mat, ar c’hraz-se, dre ar gonfirmasion, a deu da greski, da lufra muioc’h. Ar pec’hejou veniel, zoken, ma ve d’ar mare-se, war hon ene, a vo kaset da netra. Rei a ra ar Spered-Santel.
72
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
En istor an Iliz (Act. VIII. 17), eo lakeat ar c’homzouman : « An ebestel a astenne ho daouarn war an dud hag a roe d’ezo ar Spered-Santel ». Hirio, evel an ebestel, — hag war ho lerc’h, — an eski bien a ra ar memez tra : eveldo e roont ar Spered-Santel.
Met petra eo ar Spered-Santel ? Ar Spered-Santel a zo, an trede personaj eus an Dreinded, par e pep tra, d’an Tad ha d’ar Mab. Ar Spered-Santel a ve en hon ene gant an Tad hag ar Mab, bep tro ma vezomp e stad a c’hraz : « Si quis amot me ad eum veniemus et mansionem apud eum faciemus. Ar Spered-Santel a deu er giz-se, gant an Tad hag ar Mab da zantelaat hon ene. Met ar gonfirmasion ne ro ket, hepken, santelez ar Spered-Santel. Rei a ra, ouspenn, nerz eneb enebourien hon ene, da lavaret eo, eneb an diaoul, ar bed, hor plegou fall hag hon techou mezus. Abalamour da se, eo bet hanvet : ar sakramant a ra ac’hanomp kristenien barfet. Goude ma ’z omp bet konfirmet, koulskoude, e zo kemm braz etre ni hag ar gristenien genta. Ar re-ze, dre ar gon firmasion, o doa digant ar Spered-Santel, awechou, ar c’hraz da gozeal meur a yez, awechou all, ar c’hraz da ober burzudou. Doue a felle d’ezan, neuze, ober evel-se, abalamour da lakaat buanoc’h al lezenn gristen d’en em skigna. Ennomp, ar Spered-Santel en em ziskouez dreist-holl dre he zonezonou.
AR ZAKR AMANCHOU
73
An donezonou-se, a zo plegou roet d’hon ene hag hen laka da zenti buanoc’h ouz an aliou a deu d’eomp euz ar baradoz.
Pere eo donezonou ar Spered-Santel ? Seiz ’zo anezo. Ar seiz-se ’zo merket e levr ar profet Izaï (XI. 2) : ar furnez, ar skiant, ar guzul, an nerz, ar ouiziegez, an devosion hag an donezon a zoujans Doue. Ar furnez a zo eun donezon hag a ro d’eomp da entent, traou ar baradoz, traou ar bed all hag hon distag diouz traou ar bed-ma. Sikour a ra ac’hanomp da gaout plijadur, blaz vad gant traou an Aotrou Doue. Rei a ra d’hon ene ar pleg da zenti, atao, ouz bolontez Doue, n’eus forz pegen kalet e ve. Hon poulza ’ra da ober hon treuz herves Doue er bed-ma, ha da bellaat dious an traou hag hor c’hasfe d’an ifern. * Ar skiant, a zikour ac’hanomp da entent, — e kement ha ma c’hellomp entent anezo, — da entent gwelloc’h gwirioneziou al lezenn gristen. Rei a ra d’eomp ar c’hraz da anaout e peelc’h ema ar wirionez hag e pelec'h ema ar gaou. Sklerijenna ’ra ac’hanomp ha deski a ra d’eomp trei, bleina hon holl plegou, warzu ar baradoz. * ** Ar guzul a ziskouez d’eomp, — pa vezomp en entremar, daou dra dirazomp ha ne ouzomp ket kals petra da ober, — ar guzul, neuze, a ziskouez d’eomp peseurt hent da
74
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
gemer evit ober bolontez Doue. Hag e taol, en bon ene, eur peoc’h santel, kerkent ha ma hon deus heuilhet e ali.
An nerz a ra d’eomp beza trec’h da gement a c’hell mi re! ouzomp da vont d’ar baradoz. Rei a ra d’eomp skor eneb bon tentasionou hag ober a ra d’eomp chom start, leun a galon, er poaniou hon deus da gaout, bemdez. Ar ouiziegez a ra d’eomp kemeret an hent a gas d’ar baradoz ha pellaat dious an hent a gas d’an ifern. Ober a ra d’eomp kredi, a daol dall, d’an traou lavaret gant I ,‘uue. Hag hon dougen a ra da varn traou ar bed, herves iezenn ar baradoz. * An devosiôn a boulz ac’hanomp da gemer Doue evit hon tad ha d’e garet evel ma kar ar vugale ho zad. Dou gen a ra ac’hanomp, ive, da gaout evit an holl dud, eur garantez a vreur hag a c’hoar. Ober a ra d’eomp kaout plijadur o servicha Doue : o komunia, o vont d’an oferenn, o lavaret pedennou. Hon dougen a ra da enori ar Werc’hez hag ar zent ha da zougen doujans d’an traou santel. An Donezon a zoujans Doue a ra d’eomp kaout aon da zisplijout da Zoue. Abalamour da ze, e laka ac’hanomp, ive, da gaout kaz ous ar pec’hed hag hon doug d’ar vertu. * Setu aze, donezonou ar Spered-Santel. Ha mac’h en em lezomp, epad hor buhez, da veza bleinet gant an donezonou-se, ar Spered-Santel a roio d’eomp,
AR ZAKRAMAN CHOU
75
ouspenn, ar pes a zo hanvet gant sant Paol, frouez ar Spe red-Santel. Ar frouez-se a zo : ar garantez, al laouenedigez, ar peocâ&#x20AC;&#x2122;h, ar basianted, an habaskder, ar vadelez, ar pleg da gaout mat ar pes a ra hon nesa, an dousder, al lealded, ar burete hag ar chastete.
Sakramant an
Aoter
I
PETRA EO SAKRAMANT AN AOTER ?
Sakramant an Aoter, hervez an Iliz, eo ar brasa euz ar zakramanchou. Hag ar skritur-zakr o kozeal diwar e benn, a lavar eo sakramant ar burzudou : Memoriam fecit mirabilum suorum, misericors et miserator Dominus, escam dédit timentïbus se. (Ps. LXL. 4). * ** Petra eo sakramant an Aoter ? Eur zakramant eo hag a zo ennan, e gwirionez, korf, gwad, ene, divinité Hor Zalver Jezuz-Krist, a zindan spesou ar bara hag ar gwin. Ar zakramant-se a zo bet great gant Jezuz-Krist d’an abardaez araog ma varvas : pridie quam pateretur. (L. XX. 14).
80
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Drebet en doa an oan paskal gant e Ebestel. Neuze, e savas deus an daol, evit gwalc’hi d’ezo ho zreid, evel ma vije, evit ho lakaat da veza muioc’h disklabez ha muioc’h neat da zigemer ar zakramant ez ea da zevel. Goude, ec’h en em lakeas ouz an daol, adarre. Hag e kemeras bara. Binnigan a reas ar bara-se, ha warlerc’h, e roas anezan d’an ebestel, en eur lavaret : « Kemerit ha debrit : hen-ma n’eo mui bara, hen-ma a zo va c’horf : accipite et manducate : hoc est corpus meum. » (L. XXII). Warlerc’h e kemeras gwin, en eur c’halir, ha goude beza e vinniget e roas anezan d’e ebestel en eur lavaret : kemerit hag evit : hic est càlix sanguinis mei (Math. XX V. 26). An dra ma n’eo mui gwin. An dra-ma eo va gwad, ar gwad a vezo skuilhet war ar groaz evit prena ar bed. An ebestel a reas ho c’homunion genta. Jezuz en doa en em laket, evit ar wech kenta, a zindan furm ar bara hag ar gwin. Met evel ma fell d’ezan en e garante, e giz ma lavar sant Yann : Cum dilexinet suos, dilexit in finem, chom gant an den war an douar beteg fin ar bed, e c’hourc’hemennas d’e ebestel, — hag ive d’ar re a zalc’hje ho lec’h war o lerc’h, — ober evel ma en doa great : hoc facite, in meam commemorationem : grit kement-ma evit delc’her sonj ac’hanon. N ’eo ket eun ali a ro d’ezo, met eur gourc’hemen : hoc facite : grit kement-ma. Hag an ebestel a zentas. Ober a rajont, bemdez, evel en doa great Jezuz-Krist. Hag e roent, bemdez, Jezuz er gomunion d’ar gristenien genta. Ha war o lerc’h, ar re oa deuet en o lec’h, a reas ar memes tra. Hag hirio, ar Pab, an Eskibien, ar veleien a zalc’h etoues an dud lec’h Jezuzê
AR ZAKR AMAN CHOU
81
Krist, a ra, atao, ar memes tra : konsakri a reont ar bara hag ar gwin hag e roont Jezuz, d’ar gristenien. * An Iliz a lavar eo sakramant an Aoter sakramant ar burzudou. Ar burzud kenta eo, e teu Jezuz, e sakramant an Ao ter d’en em lakaat a zindan spez ar bara ha spez ar gwin. Tra diaes da entent. Ha koulskoude, aze ema, e gwirionez. Netra suroc’h. Eun devez, a gont d’eomp sant Yann, Jezuz en doa kresket ar bara er gouelec’h. An dud oa en dro d’ezan, eun niver bras anezo, a chôme mantret, sebezet. Ha Jezuz a lavaras d’ezo : « C’houi ’welo kaeroc’h c’hoas. Me eo ar bara a vuhez diskennet eus an Env. Hag eun dervez, me roio d’eoc’h da zibri eur bara hag a vezo va c’horf : Pa rtis quern ego dabo caro mea est, pro mundi, vita. » (J. VI 52). Hag an dud oa o selaou, en taol-ze, a zelle an eil ouz egile hag a lavare : ema kollet e benn gantan : Quomodo potest hic dare carnem suant ad manducandum ? Penaos e c’hello hennez rei d’eomp e gorf da zibri ? (J. V.). Ha Jezuz a gendalc’has da boueza, muioc’h-mui, war he gomzou hag a lavaras : « Eo ! eo ! va c’horf ha va gwad. E gwirionez, me lavar d’eoc’h, an hini ne zebro ket va c’horf ha na evo ket va gwad, n’en devezo ket ar vuhez ennan : Amen, amen, dico vobis, nisi manducaveristis carmen Fïlli hominis et biberetis ejus sanguinem non habibitis vitam in vobis. » (J. VI. 22).
82
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN:
Ha meur a wech, hag e meur a c’hiz, e lavaras d’ar mareou-ze, ar memes tra : Qui manducat mearn carnem s i bibit meum sanguinem, in me manet et ego in eo : « An hini a zebro va c’horf hag a evo va gwad a vo ennon ha me ’vezo ennan. » (J. VI 22. 48). Kerkouls, komzou Jezuz-Krist en eur rei ar gommunion genta d’e ebestel a zo freas ha sklêr : « Kemerit ha debrit : hen-ma eo va c’horf. » Hag evit beza ententet freasoc’h a lavar : « Va c’horf hag a vo staget eus ar groas evidoc’h ; va gwad hag a vo skuilhet evidoc’h : Corpus quod pro vobis tradetur, sanguis qui pro vobis effundetùr. » E sakramant an aoter, eta, ema korf, gwad ha divinité Hor Zalver Jezuz-Krist. Kredi a c’hellomp war e c’her. Henneseo ar burzud kenta eus sakramant ar burzu don.
An eil burzud eo hen-ma : War an aoter, goude ar Gonsekrasion, n’eus mui na bara na gwin. Deuet int da veza korf ha gwad Hor Zalver Jezuz-Krist. Al liou a chom. Ar vlaz a chom. Met ne chom mui na bara na gwin. Ar bara a zebromp, ar gwin a evomp, a deu dre vadelez Doue, da veza hor c’hig hag hor gwad. N ’eo tamm ebet diaesoc’h da Zoue lakaat ar bara hag ar gwin a gass ar beleg war an aoter, e derou an oferenn, da zont da veza e gorf hag e wad. Lenn a reomp en Aviel, en doa Jezuz troet an dour e gwin en eured Kana. Ken eaz all e c’hell trei ar bara en e gorf hag ar gwin en e wad, e sakramant an Aoter.
AS
ZAKRAMANCHOU
83
Trede burzud : Jezuz-Krist a zo holl a bes epad an ofërenn, hag er c’halir ha war an aoter, e lec’h ar bara hag ar gwin. Ar bara a zo deuet da veza e gorf, ar gwin a zo troet en e wad. Met Jezuz a zo beo, brema. Ne c’hell mervel mui. Elec’h ema e gorf, ema e wad, ive ; elec’h ema e wad ema e gorf. Beo eo, eur weeh c’hoaz. Hag e gorf hag e wad ne c’hellont mui beza dispartiet. Beo eo evel Doue ha den. Ha beza e ma war an Aoter hag er c’halir, ive, evel Doue hag evel den.
Muioc’h, c’hoaz Jezuz a zo, goude ar Gonsekrasion, a zindan peb loden eus an hosti ha peb beraden eus ar gwin. Kement-se a zo diskouezet sklear d’eomp, dre ar pes a reas er goan diweza. Kemeret a reas eur bara hag e konsakras anezan. Ha goude e tiskolpas eun tamm da rei da bep hini eus e ebestel hag e lavaras d’ezo : « Ke merit ha debrit, hen-ma eo va c’horf.... » ; kemeret a reas gwin en eur c’halir hag e roas eul lonkad da bep hini en eur lavaret : « Kemerit hag-evit, hen-ma eo va gwad.... » An ebestel o doa bet er gommunion Jezuz a bes. Jezuz a oa a zindan pep tamm eus ar bara, a zindan pep berad eus ar gwin Er giz-se eo evit an hosti. Lakit anezi e mil damm, Jezuz a vo a bez e pep tamm. Er giz-se eo, ive, evit ar gwin. Pelloc’h, eur burzud all : Jezuz a zo er baradoz, ha war an douar, e kement hosti hag e kement kalir a ve konsa-
84
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKRAMANCHOU
kret, epad an oferenn. N ’en deus nemet eur c’horf, koulskoude. Penaos eta e tigouez an dra-ze ? Ne c’hellomp ket entent. Met war gomz Doue eo e kredomp. Doue na c’hell na fazia e-unan nag hon lakaat da fazia. Hag abalamour e zo e sakramant an aoter kalz traou ha na c’hellomp ket da entent, an Iliz a ro eun hano all d’ar zakramant-se. Henvel a ra anezan eur mister a feiz : mysterum fidei.
MADELEZ JEZUZ E SAKRAMANT AN AOTER
An Iliz, hen lavaret hon deus dija, a ro da zakramant an Aoter, an hano a zakramant bras. Ar Skritur Sakr a c’halv anezan sakramant ar burzudou. Hag an Iliz, en eur gôzeal diwar e benn, c’hoaz, a lavar eo Mister bras ar Feiz. Tadou an Iliz a ro d’ezan eun hano all. Ober a reont ane zan : sakramant ar Garantez : sacramentum charitatis.
An den, hag a gar eun all, a en em blij o veza gantan. Ha pa deu ar maro, e c’hoanta lezel gant an hini a gar, eun dra bennag, hag a zalc’ho e lec’h, hag a zigaso sonj anezan. « Dalit, a lavare eur zoudard, hag oa o vervel war dachen ar brezel, dalit, Aotrou Aumonier, va c’hroaz a
KELENNADUREZ
86
DIWAR-BENN
vrezel ha va chapeled. C’houi gaso, mar plij, kement-se d’am gwreg yaouank, pa vezin maro. Ha c’houi lavaro d’ezi ez oun et d’ar bed all en eur garet anezi. » * N’eus, tad ebet, n’eus mamm ebet ha na garfe lezel eun dra bennag gant ho bugale, en eur guitaat ar bed-ma. Evelse, ive, Jezuz a falveze gantan lezel eun dra bennag gant an den hag a garie. Ha petra da lezel ? Hen a oa Doue. An holl draou, oa d’ezan. Lezel a c’helle ar pes a garie.... Met an Iliz a laka war e gont, ar c’homzou-rna eus ar Sritur-Sakr : « Deliciœ meœ esse eum filiis hominum (1) : Va flijadur eo beza gant bugale an dud ». Ha dre eur burzud a garantez, eo en em lakeat a zindan spez ar bara hag ar gwin, e sakramant an aoter, evit ma vije, atao hag atao, gant bugale an dud, n’eus forz e pelec’h e vefent.... Ma vije bet ehomet, er giz ma oa, gwechall, en Jude, eh eur vro hepken, eur rann tud hepken, o dije gwelet ane zan. Met, en em lakaat a ra a zindan ar bara hag ar gwin, e sakramant e garantez, ha n’eus korn ebet eus an douar, rumm tud ebet, e neb lec’h, ha na vefe ket Jezuz en o zouez : Deliciœ mea esse eam filiis hominum. Hag eun dra, hag a ziskouez splammoc’h, c’hoaz, karantez Jezuz evit an den, eo ar mare ma reas sakramant an aoter. Ober a reas anezan : pridie qum prateretur : en deiz araok mervel. (1)
Sap. pr. 8.
87
AR ZAKRAMANCHOU
En e vuhez, war an douar, Jezuz en deus bet derveziou eürus, deveziou a levenez. Eur prezeger dispar oa : traou ka.er a lavare : nunquam locutus est horno sicut homo ille ( ) , hag an dud a rede w ar e lerc’h evit klevet e gomzou. Alies, en dro d’ezan, e vije tud a vilierou. Eun devez, an dud-se o doa c’hoantaet e lakaat da Roue. Eun devez all, oa o vont da Jeruzalem. Hag an dud a rea enor d’ezan. Krial a reant a bouez ho fenn : « Hosanna da Vab David ! » Hag e troc’hent brankou gwez hag e taolent anezo war an douar, dre ma tremene, evit miret na ve kailharet e dreid gant poultren an hent. An dud-se oa eas da garet. * Met e buhez Jezuz, a zo bet ive, deveziou a c’hlac’har, a anken hag a drubuilh. Tud oa hag a lavare d’ezan oa gounezet gant an diaoul ha na rea burzudou nemet dre nerz an drouk-spered. Lod all a glaske abeg en e gomzou. Awechou all, e veze taolet mein outan. Ha pelloc’h, lod tud o doa gwarizi outan hag a glaske an tu d’Hen lakaat d’ar maro. An enebourien a zo diaes da garet. Met Jezuz a gar, zoken, e enebourien. En e brezegennou e lavar : « Petra oc’h gwelloc’h eget ar baganed, ma na garit ket oc’h enebou rien ? Ar baganed, ive, a gar ar re a ra vad d’ezo. » Ha war e groaz a lavare : « Va Zad, pardonit d’ar re am laka da vervel, rag ne ouzont ket petra reont. »
88
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Hag er mare m’oa gwall-gaset gant an dud, ma oa great poan d’ezan, er mare-ze e reas sakramant an oter, evit chom etouez an dud, goude e varo : Deliciœ meœ esse eum filiis hominum : Va flijadur ’zo beza gant bugale an dud, zoken pa reont poan d’in. Hen, kerkouls, a lavare, c’hoaz : « Non veni vocare justos sed peccatores ad veniam : N ’oun ket deut da glask an dud santel met da glask ar pec’her evit ma vo pardonet. » Gwelet a ra an amzer da zont. Gouzout a ra e vezo great poan d’ezan e sakramant an aoter, e vo treitouret meur a wech, c’hoaz, e vezo great kommunionou fall, sakrilajou ! N ’eus forz : Deliciœ meœ esse cum filiis hominum.... Veni vocare peccatores... Deuet oun da glask ar pec’her. Ar ga rantez a zo trec’h en e galon d’an drouk a zo endro d’ezan.
Eur merk brasoe’h, c’hoaz, a garantez eo gwelet pegen izel eo en em lakeat evit gellout mont e kalon an den, dre sakramant an aoter. Pa guiteas ar baradoz, evit en em ober den, oa dija eur merk bras a garantez evit an dud. Kemer stumm eun den evit beva, etouez an dud, ober vad d’ezo, deski d’ezo e pe giz mont d’ar baradoz ! Koulskoude, pa veve evel den, oa, c’hoas, da vihana, en eur renk enorabl. An den eo roue an douar. Ha neuze, evel den e welet anezan, e welet, zoken, Doue ennan, aba lamour m’oa mat ha ma rea traou ha na c’helle nemet Doue ober anezo, evel parea ar re glanv, digas beo ar re varo.
AR ZAKRAMANCHOU
89
Met evel den, na c’helie ket beza e pep lec’h, beva gant pep unan. Ha koulskoude, c’hoant en doa da veza gant pep den. Hag e teu d’en em lakaat a zindan spez ar bara hag ar gwin evit ma c’hello, er giz-se, disken e kalon pep unan. Sant Paol a lavare, eus ar pes a reas Mab Doue, oc’h en em ober den : « Exanivit semetipsum formam servi accipiens : en em gasset eo da netra o kemeret stumm eur servicher. » Oh ! na pegement eo en em lakeat izeloc’h. c’hoas, e sakramant an aoter ! Nag etoues an Elez, nag etoues an dud, nikun na c’hellfe ober kement all evit diskouez karantez : Deliciœ meœ esse cum filiis hominum. Hag ar garantez a vo kavet, c’hoas, brasoc’h, ma sellomp eus ar menoz en doa Jezuz oc’h ober sakramant an aoter. Perak ’ta Jezuz en deus great sakramant an Aoter ? Hen great en deus : Da genta evit derc’hel kompagnunez d’eomp keit ha ma vezomp oc’h ober hon treuz er bed-ma. Kerkouls, ober hon treuz er bed-ma, n’eo ket eun ebat. Ar bugel, an den yaouank o deus eun tamm plijadur ben nag, bep ar mare, met pa vezer deuet eun tammik war an oad, n’eus ket kalz a zeveziou a laouenedigez mui. Muioc’h a dro ’ve da lenva eget da c’hoarzin. Ar vuhez, heb Doue, ve tennoc’h c’hoaz. Er Rusi d’ar mare-ma, kalz tud a laka fin d’o buhez. Kement-se ’zo eas da entent. Eno n’eus tamm feiz ebet mui, relijion ebet mui, Doue ebet mui d’ober kompagnu nez an den.
90
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
N’eo ket eun ebat beva heb Doue. Ha Doue ’zo chomet war an aoter evit derc’hel kompagnunez d’an den. Araog mervel e lavare : « Non relinquam vos orphanos : N ’o lezin ket emzivad ». Hag eo chomet e sakramant an aoter. D’eomp d’e gaout pa hon devezo tristidigez. Hen en deus bet glac’har, ive : Tristis est anima mea usque ad mortem. D’eomp d’E gaout pa hon devezo poan. Hen en deus poan ive : A planta pedis usque ad mortem non est in eo sanitas. Hag e lavar : « Venite ad me omnes et ego reficiam vos : Deuit d’am c’haout me roio d’eoc’h frealzidigez ; me ehomo atao ganeoc’h. » E t ecce vobiscum sum usque ad consummationem sœculi. » (Math. XVIII. 20). * ** Awechou e ve c’hoant da gaout avi, ouz ar re a veve e bro Jezuz hag o deus klevet anezan. Met n’eus ket peadra da veza avius, evelse-se. Ni a c’hell beva e kompagnunez Jezuz, kouls hag ar re oa, deus e amzer, o veva en e vro gwechall : Aze ema Jezuz war an aoter. Jezuz a zo war an aoter en hon iliz parrez ! Jezuz a zo chomet war an aoter evit beza en hor c’hiehen, evit beza kevred ganeomp da ober hon treuz er bedma. Gwelloc’h c’hoas ! Jezuz a zo chomet e sakramant an aoter evit beza hor magadurez. Ma n’Hen dije Jezuz, c’hoant all ebet nemet c’hoant da veva en hon toues, hon dije ranket beza anaoudeg d’ezan. Met muioc’h a c’hoanta. War an aoter e vez inouet.
AR ZAKfcAMANCHOU
9i
C’hoant en deus da veza muioc’h unanet ganeomp, da zisken en hor c’halon : « Qui manducat meam carnem et bibit meum sanguinem in me manet et ego in eo : An hini a zebr va| c’horf hag a ev va gwad a chom ennoun ha me ’zo ennan ! » Ar pez a zebromp hag a evomp, a deu d’en em unani ke ment ganeomp, ma teuont da veza hor c’horf hag hor gwad. Mat an union etre Jezuz ha ni, e sakramant an Ao ter, a zo koulz lavaret ar memes tra : In me manet et ego in eo. Ne deus nemet eur c’hemm. Ar pes a zebromp hag a evomp a ve chenchet en hor gwad hag en hor c’horf. Ha Jezuz e sakramant an aoter a chench ac’ha nomp enna : nec tu me mutaberis in te, sed tu mutaberis in me : N ’eo ket te a chencno ac’hanon ennout, a la vare da sant Aogustin, met me a chencho ac’hanout ennon. Sant Paol a anaveze mat ar wirionez-se. Sant Paol oa beleg, eskob, hag a gommunie bemde, hag e lavare : Non vivo ego, vivit in me Christus : N’eo ket me eo a vev, met Jezuz-Krist a vev ennon ! Pebez karantez ! Bezomp ’ta anaoudek da Jezuz da veza bet, evelse-se, karantezus ha mat en hor c’henver. Ha peogwir e ra d’ezan plijadur disken, en hor c’halon, d’eomp, alies, da gommunia.
ni
AR GOMMUNION
Jezuz a zo chomet e sakramant an Aoter evit beza magadurez an eneou, dre ar gommunion. Petra eo kommunia ? Kommunia ’zo kemer korf, ene, gwad, divinte Hor Zal ver Jezuz-Krist, dindan spesou ar bara. An ebestel eo ar re o doa an eurvat da zigemer, da genta, Jezuz-Krist, er gommunion. Jezuz-Krist e-unan a roas d’ezo ar gommunion. En em rei ’reas d’ezo a zindan spez ar bara ha spez ar gwin. * Eus an aoter, c’hoas, hirio, ar beleg a gemer Jezuz a zindan spesou ar bara hag ar gwin. En amzer genta, ar gristenien a vije kommuniet, ive, gant spez ar bara ha spez ar gwin. Daou veleg a vije,
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKR AMAN CHOU
93
neuze, o rei ar gommunion. Unan a roe spez ar bara, ha war e lerc’h, eur beleg all, eur c’halir gantan, a roe eul lonkad da bep hini eus spez ar gwin. Met ar c’hiz-se na badas ket pell. Digouezout a reas, e vije lod o kommunia hag a vije lor ho muzellou, klanv ho ginou. Ar re a dlee kommu nia war ho lerc’h, o deveze donjer o steki, d’ho zro, ho muzellou ouz ar c’halir. Hag ar gommunion a zindan spez ar gwin a zo bet dilezet abalamour da ze. *** Daoust ha red eo kommunia ? Ya, red eo kommunia. Jezuz en deus douget al lezen pa en deus lavaret : « Ma zebrit ket va c’horf ha ma na evit ket va gwad, na c’helloc’h ket kaout ar vuhez ennoc’h : Nisi manduventis carmen Fïlii hominis et biberitis ejus sanguinem non habebitis vitam in vobis. » Met e pe mare eo red kommunia ? Red eo kommunia : Da genta, pa vez an den warnes mervel. Pa vez ar maro o tont a wel, an den a rank ober pep tra evit savetei e ene hag he lakaat e par da vont d’ar baradoz. Ha netra na c’hell lakaat anezi da blijout da Zoue, muioc’h eget ar gommunion. Red eo, eta, mar geller da vihana, reseo e Zoue war e wele a varo, dre ar gommunion. Pec’hed eo mankout d’an dever-ze, dre leziregez pe dre zismeganz. D’an eil, red eo kommuia bep ar mare, epad ar vuhez. Mat e ve, zoken, kommunia, alies. Rag ar gommunion a zo eur vagadurez evit hon ene. Hag evel ma vagomp, bem-
94
KELENNADUREZ
DIWAR-BENM
dez, ar c’horf dre ar bara ’zo war an daol, e ve mad maga, bemdez, hon ene, dre ar gommunion. Met evit ar pes a zell ouz an ene, an den a zo, peurliesa* lezireg. Hag abalamour da ze, an Iliz, hag a zalc’h lec’h Jezuz-Krist en hon toues, he deus gourc’hemennet kom munia da nebeuta, eur wech ar bloaz, da Bask : « Da Grouer a resevi, da Bask, devota ma c’helli. » Pec’hed marvel ’zo o chom heb senti eus ar gourc’hemenn-ze. *** E pe stad e tle beza ar c’horf evit kommunia ? Ar c’horf a die beza war yun, da lavaret eo, arabat beza debret nag evet netra, abaoue an hanter-noz. Red eo, ouspenn beza gwisket deread ha modest en e zoare. Beza war yun evit kommunia, n’eo ket bet gourc’he mennet gant an Aotrou Doue. An ebestel a gommunias, ar wech kenta, eus an noz. Evit ho c’hoan, o doa debret dija an oan paskal. Ha Jezuz a deuas, goude, d’en em la kaat a zindan spez ar bara ha spez ar gwin ha da rei d’ezo e gorf da zibri hag e wad da eva. Ar gristenien genta, ive, a gommunias, alies, goude be za debret. Met an Iliz a c’hourc’hemennas, abars pell, na vije mui roet ar gommunion, nemet d’ar re a vije war yun. * Evelkent e verkas, er memes amzer, e vije gellet kom munia heb beza war yun, e diou dro hag a c’helfe c’hoar— vezout.
AR
ZAKRAMANCHOU
95
Da genta pa vije klanv an den. Eun den klanv da vervel a c’hell, — a die, zoken, — kommunia, n’eus forz e pe mare eus an deiz. An dro all hag e c’heller kommunia heb beza war yun eo pa deu eur beleg, kroget gantan en oferenn, da vezan klanv pe da vervel. An oferenn kroget enni a rank beza peur-lavaret. Hag ar beleg kenta a zigouezfe, daoust ha ma ve debret e lein gantan, a c’hell, a die, zo ken, peurlavaret an oferenn ha kommunia enni. Ouspenn-ze, abaoue eun ugent vloaz bennag a zo, Pi X, «n deus lakeat, e c’hell ar re ’zo deuet da veza koz, da veza dinerzet, kommunia heb beza war ynn, ma oant boazet da gommunia, alies epad ma oant nerzus ha yac’h. N ’o deus nemet gouienn digant ar Pab hag e vezo roet d’ezo notre da gommunia, goude beza kemeret kafe, bouillons, pe leaz.
Evit an dud yac’h eo red eta beza war yun da vont da gommunia. Met petra eo beza war yun ? Beza war yun a zo, herves an teolojianed, chom heb beza kemeret netra abaoue an hanter-noz : per modum cibi, evel bevans, evit en em vaga. Rag-se : unan hag en eur en em zisfiavigén, en deus lonket eur gellienen, unan hag en deus debret traou chomet abaoue koan etre he zent, unan hag en deus lakeat eur chikat butun, unan hag en deus fumet, unan hag en deus lakeat dour en e c’henou evit e gwalc’hi, a zo war yun hag a c’hell mont da gommunia. Gwelloc’h a ve, evelkent, chom
96
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
heb chikat butun hag heb fumi pa ’z ear da reseo e Zoue er gommunion.
Da vont da gommunia, ar c’horf, ouspenn beza war yun, a dlefe beza dereat ha gwisket modest, pephini en e zoare. Dereat : arabat mont da gommunia gant eun dremm lor, dilhad louz. Beza gwisket pinvidik, ma ’z oc’h pinvidik, ma o peus c’hoant ; bezit gwisket paour ma ’z oc’h paour, an dra-ze ne ra netra. Met red eo beza neat ha dibikouz, atao : ar « bropiente », evel ma lavaret en Treger, a zo eur vertuz. Ha beza, bep gwech, gwisket modest. Mont da gommunia, an divrec’h, ar stomok, an divesker dizolo, a zo mankout a respet da Jezuz. Kerkouls ar beleg en deus difenn, da rei ar gommunion da vaskaradennou, evel-se. Met lakaat ar c’horf e par da vont da gommunia n’eo ket diaes. Diaeza ma ’z eo, eo lakaat an ene er stad ma ’z eo red evit reseo e Zoue. Evit kommunia, da genta, eo red beza e stad a c’hraz. An hini a ya da gommunia a lavar Paol, a die lakaat he zorn war he goustianz ha gwelet hag eün ema an traou enni : Probet autem seipsum homo, et sic de pane isto edat et de calice bïbat. An dra-ze, kerkouls ’zo eas da entent. Dre ar gommunion Jezuz-Krist ha ni, ne reomp nemet unan. Met ne c’hellomp ket en em unani gant Jezuz, ma
AR ZAKR AMAN CHOU
97
na ve ket hon ene e stad a c’hraz. Ar pec’hed a ve etrezomp, hag a virfe. Abalamour da ze, eo red ma na ve pec’het ebet war hon ene. Kerkouls ar bara ’zo war an daol en ti, na ve ket roet d’ar re varo. Ne rafe vad ebet d’ezo. Met ar memes tra eo evit ar gommunion. Na rafe vat ebet d’ar re ema ar maro en ho ene dre ar pec’hed. Araok mont da gommunia, eta lakit hoc’h ene e tad a c’hraz. *** Ha tostaat, goude, eus an daol zantel gant feiz, humi lité ha karantez. Gant feiz : en eur gredi start ema Jezuz ar gommu nion ; gant humilité : en eur lavaret d’ezan : n’omp ket din d’hen digemer hag en eur lavaret d’ezan, ive, ar c’homzou a lavare, gwechall, ar c’hantener : « Nan sum dignus, sed tantum die verbum et sanatibur anima mea : N ’oun ket d’in d’ho tigemer, o va Jezuz. Met lavarit hepken eur ger ha va c’halon a zo pare ».
4
IV
PESEURT FROUEZ A ZOUG EUR GOMMUNION VAT
O sacrum convivium in quo Christus sumitur, recolitur memoria pasionis ejus, mens impletur gratia et futurde gloriœ nobis pignus datur. Ar gommunion a garg hon ene a c}hrasou hag a zo eun errez eus ar vuhez eternel. (Komzou an Iliz).
Lavaret hon deus ar stad a zo red evit digemer Jezuz e sakramant an aoter. Setu ama, brema, ar pes a zigouez pa ves digemeret Je zuz e giz ma ’z eo dleet. Da genta, Jeuz-Krist ha ni na reomp nemet unan, d’an eil eur gommunion vat a gresk
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKRAMANCHOU
99
ennomp buhez ar c’hraz, a dorr nerz hon techou fall hag a zo evidomp, eun errez eus ar rezureksion glorius. Evel-se e lavar ar c’hatekiz. *** Da genta Jezuz-Krist ha ni ne reomp nemet unan. Jezuz e sakramant an aoter, a deu da vaga hon ene evel ma teu ar bara da vaga ar c’horf. Evit merka kement-se, en deus en em guzet a zindan spez ar bara ha spez ar gwin. Lavaret a ra : « Ego sum panis vivus qui d e cœlo descendi : Me eo ar bara beo diskennet eus an Envou ; caro mea vere est cibus, sanguis meus vere est protus : Va c’horf, e gwirionez, a zo eur vagadurez ha va gwad a zo eun evach. » Mat. Gwelit petra zigouez gant ar bara a zebromp hag an traou a evomp. Dont a reont da veza hor c’hig hag hor gwad. En em unani a reont ganeomp, en eur c’hiz, ma na c’hellont mui beza dispartiet. Evel-se, eo evit hon ene : Jezuz ha hi, goude ar gom munion, a ra eun hevelep tra. Lavaret en deus : « Qui manducat carnem meam et bibit meum sanguinem in me manet et ego in eo : An hini a gemer va c’horf hag a ev ma wad, a chom ennon, da lavaret eo, n’omp mui daou, hon daou na reomp nemet unan. » Eun tammik kemm a zo, evelkent. Ar bara hag ar pes a evomp a deu da veza hor c’hig hag hor gwad. Met Jezuz pa deu ennomp dre spez ar bara er gommunion, na deu ket da veza hon ene. Met kemer a ra hon ene, en eur c’hiz, ma n’eo ket hon ene eo a vev, met Jezuz-Krist a vev enni. Vivo ego, a lavare sant Paol, non ego, vivit vero, in
KELENNADUREZ
100
DIWAR-BENN
me Christus : Beva a ran, nann, n’eo ket me, eo a vev, met Jezuz-Krist a vev ennon. Ha da sant Aogustin pa oa warnez en em rei da Zoue, Jezuz-Krist a lavare : « Kea da gommunia. » Ha goude ar gommunion, nec tu me mutaberis in te, sed tu mutaberis in me : Me ne deuin ket da veza chenchet ennout, met te a vezo chenchet ennon. Sklear eo eta. Evel ar bara hag ar gwin ne reont nemet unan gant hor c’horf goude ar pred, Jezuz kuzet e sakra mant an aoter a zindan spez ar bara na ra nemet unan gant hon ene, goude ar gommunion. Hag evit ober entent gwelloc’h kement-se, en deus kemeret bara ha gwin evit ober sakramant an aoter. Met spez ar bara ha spez ar gwin a verk traou all, kalz traou all, c’hoas, evit ar zakramant-se. 'k
'j '
Da genta, ar bara a vag hor c’horf hag a ro buhez d’ezan. Evel-se ar gommunion a vag hon ene hag a ro bu hez d’ezi. Met kals kemm a zo etre ar vuhez roet d’hor c’horf dre ar bara hag ar vuhez roet d’an ene, dre ar gommu nion. N ’eus fors peger mat e vezo ar bara, ne c’hello ket miret ouz ar c’horf da vervel. Met an ene, maget dre ar gommunion, ne varvo biken. Jezuz-Krist en deus en lava ret : « Hic est panis de cœlo descendens ut si quis ex ipso imanducet non moriatur : Hennez eo ar bara diskennet eus an nenvou hag an hini a zebro anezan ne varvo bi ken. »
AR ZAKR AMAN CHOU
10À
D’an eil, ar bara, ar boued kemeret evel ma ’z eo dleet, a ro yec’hed d’ar c’horf. Bara ar gommunion a ro yec’hed d’an ene. Yec’hed an ene eo ar zantelez. Hag ar gommunion a ro santelez. Emaomp o paouez lavaret e laka hon ene da veza chenchet e Jezuz. Seulvui e ve kemeret, seulvui e ro grasou, seulvui hon laka da veza mignon da Zoue. Effasi a ra ar pec’hed veniel a ve great, kouls lavaret, bemdez, ha diwall a ra eus ar pec’hejou marvel. Ar c’honsil a Drant a ro d’ezi an hano a « antridotum quâ liberemur a culpis quotidianis : eun diwaller a eneb ar pec’hejou a zo da ziwall outo, bemdez. » Terri a ra tan ar ioulou fall : Jezuz hag an diaoul ne c’hellont beza er memes kalon. Hanvet eo bet : gwiniz, magadurez ar re a gers war hent ar baradoz : frumentum electorum ; — gwin a ra an dud gwerc’h : vinum quod facit virgines. Eur c’horf hag a ve ennan ar gommunion, bet digemeret mat, an diaoul, morse, ne gredo tostaat ou tan.
D’an trede, ar bara a ro nerz d’ar c’horf. Ar gommu nion a ro nerz d’hon ene : nerz ha kalon da ober, bem dez, ar pes a ranker evit Doue, nerz ha kalon a eneb hon enebourien. Ar gristenien genta o doa kals da c’houzanv abalamour d’ho feiz : taolet e vijent er prizon, kaset da lezvarn ha kondaonet d’ar maro. Kommunia a reant, kouls lavaret,
KELENNADUREZ
102
DIWAR-BENN
bemdez, zoken er prizon. Ha dre ma oa Doue en ho c’ha lon, dre ar gommunion, e vijent eürus o c’houzanv evit ho feiz, ez eant dispont d’al lezvarn hag e vijent evel en eur fest e kreiz ar poaniou o doa da ziwaska en eur ver vel : Parasti in conspectu meo mensam, adversus omnes qui tribulant me. (p. 1.) * Pelloc’h, ar gommunion a zo eun errez eus ar vuhez eternel : et futuroe gloriœ nobis pignus datur. Setu komzou an Iliz. Ha Jezuz, d’e dro a lavar : « Qui manducat carnem meam et bibit meum sanguinem habet vitam œternam : An hini a zebr va c’horf, an hini a ev va gwad en devezo ar vuhez eternel ». Hag en eul lec’h all e lavar : « E t ego resuscitabo eum en novissino die : ha me lakaio anezo beo da fin ar bed. » Holl e rankimp da fin ar bed sevel a varo da veo. Al lezen eo. Met ma na vije ket bet al lezen, Jezuz en dije bet resusitet er memes tra, ar re a deu da gommunia. He gom zou ’zo sklear. * Kristenien, dre ma komzan d’eoc’h diwar-benn ar frouez a ro eur gommunion vat, marteze, e zo en ho touez, unan bennag hag a lavar ennan e-unan : « Va Doue, me ne meus santet, morse, netra eus ar pes a livirit. N ’em eus ket santet ar zantelez o kreski ennon, n’em eus ket bet muioc’h a nerz, muioc’h a galon. »
AR ZAKR AMAN CHOU
103
Marteze, awalc’h. Met ne d’it ket evit an dra-se, da sponta re vuan ha da gemeret aon. O kommunionou a e’hell beza bet mat ar memes tra. Ar bara a vag hor c’horf, a ro nerz d’ezan hag hen laka da greski. Met ne zanter ket atao, kennebeut, anezan oc’h ober e labour. Marteze, ive, c’houi ’gresk e graz Doue hag en e garantez heb her gouzout, heb her santout. Kement-se, a lavaran, dreist-holl, evit an eneou devot, evit ar re ’ve, bemdez, o kommunia hag a garfe santout o kreski enno ho c’harantez evit Doue. Met kaer eo d’ezo, dija, e teufe ar gommunion da viret outo da ober pec’he jou marvel. * ** Digouezout a ra, koulskoude, alies, re alies, siouaz ! ha ma na zantomp ket ar gommunion oc’h ober vad d’eomp, eo abalamour, e gwirionez, ne ra vad ebet. C’houi ’ya da gommunia, eur wech ar bloaz. bep c’houec’h miz. Peseurt vad a rafe d’eoc’h eun tamm bara kemeret bep bloaz, bep c’houec’h miz ? Vat ebet sur. Evel-se ema evit ar gommunion. Ma ne ve ket kemeret, alies, ne raio vad ebet.... C’houi ’ya da gommunia gant eur galon yen, heb sonjal e ma Doue ennoc’h. Ho kommunion great, evel-se, ne raio sur vad ebet d’eoc’h. Ne gôzean ket eus ar re ’ya da gommunia, en eur stad fall. Ni gôzeo eus ar re-ze en eur brezegennn all. Hag en eur echui, hirio, e lavarin d’eoc’h : Kommunia, alies, kom munia mat, gant feiz, humilité ha karantez. Ha c’houi ’zanto, bep gwech, o kommunion oc’h ober vad d’eoc’h.
V
AR GOMMUNION GREAT FALL FROUEZ EUR GOMMUNION FALL
Quicumque manducaverit panem vel biberit calicem Domini indigne, reus evit corporis et sanguinis Domini. (L C. XI. 29).
Digemer Jezuz en hor c’halon dre eur gommunion vat, — her gwelet hon deus, er brezegenn diweza, — a zo tenna warnomp, er bed-ma, eur bem grasou ; a zo, ive, evidomp eun errez eus a vuhez ar baradoz. Met eur gommunion fall, na c’hell chacha warnomp ne met malloz evit ar bed-ma, ha malloz evit ar bed all. Kommunia fall a zo ober ar brasa eus ar pec’hejou.
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKR AMAN CHOU
105
Ar c’hatekiz a lavar an dra-se ’zo renevezi pec’hed Judaz. Ha sant Paol, en he liziri, a skriv : « Ar re a deu da gommunia fall, — reus evit corporis Domini, — a zo evel pa en divije lazet Jezuz-Krist, a-nevez, — crucifigentes eum in corde suo, o staga anezan war ar groaz en ho c’ha lon. (I. C. XI 29). Hag en eul lec’h all eus ar memes lizer, e lavar : « Qui manducat et bïbit indigne, reus erit corporis et sanguinis Domini, judicium sibi manducat et bibit : an hini a deu da gommunia heb beza e stad a c’hraz, a ra eur pec’hed a eneb korf ha gwad Jezuz-Krist, dibri hag eva a ra e « gondaonasion. »
An hini a deu da gommunia fall a deu da renezi pe c’hed Judas. Petra reas ’ta Judaz ? Judas oa mignon da Jezuz-Krist. Dibabet oa bet gantan evit beza abostol. Roet en doa d’ezan ar galloud d’ober burzudou.... Ha Judaz, dre ma oa stag e galon ouz an arc’hant, a deuas da werza e Vestr evit tregont pez arc’hant. Hag evit lakaat anezan etre daouarn e enebourien, e la varas d’ezo : « Deuit ganen, fenoz, d’ar Jardin Olivet. Jezuz a vezo eno. C’houi ne anavezit ket anezan. Ha neuze, re all a vezo gantan. Met eas a vezo d’eoc’h en anaout. Rag me a yelo da bokat d’ezan. N ’o pezo nemet kregi heb aon, en hini a bokin d’ezan. Hennez a vo Jezuz. » Mat, an hini a deu da ober eur gommunion fall, a ra ar memes tra. Evel Judas eo bet dibabet gant Jezuz evit beza e vignon. Kristen eo. Jezuz en deus roet d’ezan kalz
106
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
grasou. Hag eun devez, evel Judaz, stag e galon eus eun dra bennag ; ouz an arc’hant marteze ; laret en deus * ouz ar jalousi, marteze ; ouz ar goler, marteze ; n’eo ket evit en em glevet gant e nesa, gant e dud ; ouz al luxur, marteze : ne fell d’ezan en em zizober eus ar sonjou fall, eus ar c’hoantegeziou fall, eus an traou vil ha dizonest. Hag evit arc’hant hag evit gwarizi hag evit traou louz hag hudur, e werz e Vestr, er gador govez, o chom heb kovez an traou-ze, pe o kovez fall anezo. Judaz, goude beza gwerzet he Vestr, a deuas dre eur pok, d’Hen lakaat etre daouarn he enebourien... Hag an hini ’ra eur gommunion fall a ra ar memes tra. War e zaoulin ous an daol santel, evel eur mignon bras da Je zuz, e teu da gemer anezan war e deod ha d’Hen lakaat da ziskenn en e galon, etoues an youlou fall, etre daouarn an diaoul a zo mestr eno ! Renevezi pec’hed Judaz ! gwassoc’h, alies, a ra an hini a deu da gommunia en eur stad fall. Judaz n’en deus kommuniet nemet eur wech e stad a bec’hed. Met pet gwech, epad e vuhez, an hini en deus eur wech gwerzet e Vestr. a ra kommunionou sakrilach ?
Ober kommunionou fall a zo eur pec’hed spontus. Oamp o lavaret d’eoc’h, bremaïk, ar c’homzou skrivet gant sant Paol en e lizer da gristenien Korint. Ober kom munionou fall a zo, a lavare skuilh a-nevez gwad JezuzKrist, staga anezan a-nevez ouz ar groaz, en ho c’halon : Qmcumque manducaverit panem et bibit cdlicem Domini
AR ZAKR AMANCHOU
107
indigne reus evit corporis et sanguinis Domine.... Crucifigentes eum in corde suo. Ar c’homzou-ze a zo da veza ententet evelhen : ar gommunion sakrilaj a ra da Jezuz kement a boan, ma en doa bet war menez Kalvar, gwechall. Loja a ra anezan en eur galon gounezet gant an diaoul. Ha Tadou an Iliz, holl, a lavar, e ra an dra-ze muioc’h a boan, zoken. Rag ar Judevien pa o doa staget Jezuz ouz ar groaz na ouient ket oa Doue. Anez n’o dije, biken, great poan d’ezan. Ouspenn-ze, pa oa stag ouz kroaz me nez Kalvar, Jezuz a c’houzanve e boan gant pasianted hag a volontez vat, rag gouzout a rea e talvezfe ar boan-ze evit prena ar bed. Met an hini a ra kommunionou fall, a zav eur groaz da Jezuz en e galon, da Jezuz hag hen o c’houzout eo Doue, o c’houzout eo bet mat en e genver. Ha Jezuz ne gemer ket ar groaz-se, ar galon vat. Rag ne zervicho ket da zavetei den, met da zaoni, ’zoken, ar paour keaz pec’her. Kommunia e stad fall a zo eta ober eur pec’hed eus ar re vrasa. * ** Peseurt frouez a zoug eur gommunion fall ? Ar gommunion fall a laka spered an den da veza dall, e galon da galedi, jacha ra waman, er bed-ma, a bep seurt reuziou fall, hag evit ar bed all, e ra d’ezan dibni hag eva e gondaonasion. Edomp o tiskouez d’eoc’h, bremaïk, eo komnamia fall renevezi pec’hed Judaz.
108
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Ez eomp brema, da ziskouez d’eoc’h e ra ar gommunion. fall, war an den, ar pes a reas, gwechall, war Judaz. Petra reas ’ta e gommunion fall war Judas ? Selaouit kentoc’h : « Post bucellam, intravit in eo satanas : A veac’h m’en doa kommuniet, a lavar d’eomp an Aviel, ez eas an diaoul enna. Raktal, ez eas da werza e Vestr. Beteg neuze, ne grede ket mont : aon en doa, mez en doa, ive. Met goude, aon ebet, mez ebet mui. « Pegement a rofet d’in-me, ha me lakaio anezan etre ho taouarn » a lavaras da enebourien Jezuz. Dre ar gomz-se e weler awalc’h eo dall. Ne ’wel mui ar vad en deus great Jezuz d’ezan. Ne wel mui pegement eo euzus ar pes a ra.
Evit an den a deu da gommunia fall eo ar memes tra. Beteg neuze, en doa mil aon da ober poan da Zoue. Met eur wech great eur gommunion fall e tigouez gantan eve! gant Judas : « Intrat in eo satanas : An diaoul a deu da veza e vestr nag her c'has pell-pell, war hent an ifern. » Ne wel mui nag an drouk nag ar vad. Klevet o peus kozeal eus Volter : eul landrusen, eun den fall, ma zo bet unan biskoas. Volter en doa lakeat eur vaouez kristen, an itron Denes, da veva fall gantan. Hag a r vaouez keaz he dije mil geuz, mil boan. « Ba ! a lavaras Volter d’ezi, kea da gommunia, evel-se. Arabat mont da govez araok. N ’az pezo poan ebet goude. » Hag ar paourkeaz plac’h a yeaz da gommunia ! Koll a reas he feiz .Ha beteg fin he buhez e teuas da veza dallput evit ar pes a zell eus he ene.
AR ZAKRAMANCHOU
109
He istor a zo istor meur a hini. A r gommunion fall a laka an den da veza dall.
Lakaat a ra, ouspenn, kalon an den da galedi. Pa deuas Judaz da bokat da Jezuz, Jezuz a zellas truezus ha tener outan. Hag hegarat, gand eur vouez dous, e lavaras d’ezan : « Mignon, neuze, e werzes ac’hanon dre eur pok ? » Eun den all, o klevet eur rebech evel-se, great heb tamm droug, a vije kouezet war e zaoulin hag en dije goulennet pardon. Met ar gommunion fall he deus kaledet kalon Ju daz. Ne c’hell mui beza tenereat gant mouez eun Doue hag oa bet ker mat en e genver. Er c'hiz-se, e ve, ive, evit kement hini a deu da gommu nia fall : traou ar baradoz n’o deus mui krog ebet en e galon. *** Ar gommunion fall a denn, c’hoaz, a bep seurt reuziou fall, war an den, er bed-ma. Gwechall, pa oa lakeat Jezuz d’ar maro, ar gurun a grozas en dro d’ar C’halvar, evit sponta ha skoi e enebourien. Hirio, eo diwar an aoter, en hon ilizou, eo e teu an ame a gouez war ar re a deu da staga Jezuz Ouz ar groaz en ho c’halon. Da dud Korint, sant Paol en e lizer, a lavare : « Ma zo en ho touez kalz re glanv, ma zo tud o cheina ; ma c’hoarves gant ho tud kalz marvou trum, eo abalamour Doue a zo great poan d’ezan e sakramant e garantez. »
110
KELENNADUREZ
DIWAR-BSNN
C’houi, oc’h unan, a lavar, alies : « Hirio an traou n’int mui evel gwechall, atao ema fall an amzer, a bep seurt reuziou fall a zigouez » Ha d’ar c’hlemmou-se, lod a respont : « An amzer ’zo fall, reuziou fall a zigouez ! An dud ’zo fall, ive. Ha Doue ’zo o kastiza anezo. » Me ’gred eo fur ar respont-se. Doue a gastiz ar bed aba lamour da fallagriez an dud, abalamour, dreist-holl, d’an dismegansou, great d’ezan e sakraman an aoter. Met reuziou fall ar bed-ma na d’int netra e kichen ar malloz a denno ar gommunion fall war an den evit ar bed all. Dibri hag eva a ra e gondaonasion : « Qui manducat et bibit indigne, judicium sibi manducat et bibit. » * ** Judaz, goude beza gwerzet e Vestr, a zavas keuz gan tan. Mont a reas da gaout enebourien Jezuz ha d’ezo e la varas : « O ! me zo bet sot, o lakaat an den santel-ze etre ho taouarn ! » Hag int-i, a c’hoarze goab hag a lavare : Petra a ra an dra-se d’eomp-ni ? Koudskoude, Judaz a gave diaes, koueza ’reas e dizesper. Hag hen mont d’en em grouga. Hag an Aviel a lavar diwar e benn : « Abiit in locum suum : Eat eo d’al lec’h ma en doa da vont ! » Ma karje beza goulennet pardon. Met nann. « Judicium sibi manducat et bibit : Dfebret hag evet en doa e gondao nasion. »
AR ZAKRAMANCHOU
111
Evel-se e tigouez gand ar re a deu da gommunia fall. Ral eo gwelet anezo o tizrei. * Penaos e rear eur gommunion fall ? Ober a rear eur gommunion sakrilaj, da genta pa z ear da gommunio heb beza diskleriet holl e bec’hejou er gador-govez ; d’an eil pa ’z ear da gommunia heb kaout an distera keuz d’ar pec’hejou. Sant Paol, en unan eus e liziri, da gristenien Korint, a lavar : « Araok mont da gommunia eo red lakaat e zorn war e goustianz da welet ha kompez ha mat, hag eün ema an traou enni : P rojet antem seipsum homo. » O ! a lavarer, awechou, kovezaet em eus va holl fec’hejou. Mat tre eo. Met, n’eo ket chomet ho kalon stag ouz eur pec’hed ben nag ? Etre o nesa ha c’houi, etre o preur ha c’houi, etre o c’hoar ha c’houi, etre oc’h amezeien ha c’houi, oa eun tamm yenien, eun tamm droug. Pardoni a rit a galon vad ? Eürus e vefoc’h d’en em unani ganto en dro ? Kouezet oc’h bet er vesventi, el luxur. Lakeat mat o peus en ho menoz beza eun den all ? Ober a rit ar pes a c’helloc’h, evit chom heb koueza mui ? Laeret o peus ? Kovezaet o peus ho pec’hed. Mad eo. Met ouspenn an draze ’zo red. Kaset o peus en dro, an traou laeret ? Meizet o peus da vihana, ober ar pes a c’helloc’h, evit kass anezo, kenta ma c’helloc’h, d’ho ferc’hen ?
412
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKR AMAN CHOU
Beilhit mad war an traou-se ha na deuit da gommu nia nemet pa o pezo kovesaet mat ho pec’hejou ha pa vo ho kalon distag mad eus ar pec’hed.
E oan o lavaret, bremaïk, — warlerc’h sant Paol, — ar re a ra kommunionou sakrilach a zebr hag a ev ho c’hondaonasion. Neuze ’ta, n’eus pardoun ebet mui evito ? O ! n’em eus ket lavaret an dra-ze. « Credo in re missionem peccatorum : N ’eus pec’hed ebet ha na c’heller ket kaout pardon anezan.»
VI
AN OFERENN
Hirio, em eus da gozeal d’eoc’h eus an dra souezusa, an dra burzudusa a zo er bed. Traou burzudus a gaver, bemdez, dirag an daoulagad ha bemdez ,traou burzuduzoc’h an eil eget egile. Mar teufe war an douar, eun den maro kant vloaz ’zo, ne anavezfe mui e pelec’h e vefe. An hent houam, ar c’hirri-dre-dan, ar c’hirri-nij, an telegraf, an telefôn, ar rayon X, ar radio, ar radium, an telegraf heb neud pe T. S. F., al listri-dre-dan, al listri a zindan vor, ha kalz traou all, c’hoaz, n’oa hano ebet anezo brema a zo kant vloaz. Kavet int bet abaoue. Hag er c’hiz-se, e vo atao. Dre ma z ei an amzer endro, e vezo kavet traou nevez : « Deus tradidit mundum disputationibus hominum. » (Gen.).
114
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
An traou-se, ’zo evit ar c’horf, evit gwellaat stad ai l den, war an douar. Me" evit an ene, a zo bet savet gant Doue, eun dra ha na nheller, morse, ober gwelloc’h. An dra-ze, eo an ofe~ renn. * Petra eo an oferenn ? An oferenn a zo eur sakrifiz, hag er zakrifiz-se, Jezuz a ginnig evidomp da Zoue, dre zaouarn ar beleg, e gorf hag e wad, dindan spesou ar bara hag ar gwin. Er giz-se, e lavar ar c’hatekiz. Met araok mont larkoc’h, petra eo eur sakrifiz ? Evit ar pes a zell ouz an den, eur sakrifiz a zo eun dra hag a vez dioueret, pe a vez gouzanvet evit mat ar re all. Evel-se, eun tad hag a labour, a laz korf, evit gounit bara d’e vugale, a ra d’ezo ar sakrifiz eus e yec’hed. Eur zoudard hag a gouez war an dachen, epad ar brezel, evit difenn e vro, a ra d’e vro, ar sakrifiz eus e vuhez. Evit ar pes a zell ouz Doue, ar sakrifiz a zo, ar pes a vez kinniget da Zoue evit beza distrujet pe lakeat, en enor d’ezan, da veza eun dra all. Hag ar sakrifiz-se, a ve kinni get da Zoue, evit anaout eo Mestr war bep tra ha goulen outan e c’hrasou hag ar pardon eus ar pec’hejou. An traou kinniget da Zoue a c’hell beza traou hag o deus buhez, evel an anevaled, pe traou all ; kement-se ne ra netra. Hag an traou-ze, eur wech, c’hoas, a ve kinni get d’ezan evit anaout eo Mestr war bep tra, kaout e c’hra sou ha goulen digantan kaout truez ouzomp.
AR ZAKRAMANCHOU
Petra ’zo bet o tougen, evel-se, an den, da ginnig sakrifisou da Zoue ? Doue e-unan, emechans, e derou ar bed. Ar pes a zo sur, a holl viskoaz , an den en deus kinni get sakrifisou da Zoue. Ne oa, e’hoaz, nemet eur familh war an douar, familh Adam, an den kenta a zo bet lakeat er bed-ma gant Dioue. Ha bugale Adam a ginnige sakrifi sou da Zoue ; Kaïn, ar frouez eus an douar hag Abel ar re larta eus e anevaled. Hag abaoue an amzer-se, a dreuz ar c’hantvejou, an dud a ginigas sakrifisou da Zoue. Pelloc’h, Doue a lavaras da Voïzez, eur profet braz, peseurt sakrifisou da ginnig hag e pe doare kinnig anezo. Diwar neuze, e zo sakrifisou evit enori Doue hag e gemer evel an hini ’zo mestr war pep tra ; re all evit he drugarekaat eus e vadoberou ; re all evit goulenn digantan ar pardon eus hor pec’hejou ha re all evit goulenn digantan e c’hrasou. E darn anezo, e vije kinniget anevaled evit beza lazet ha devet. Hag e zo bet gwelet, awechou, an tan eus an nenv, o tiskenn d’ho devi. E darn all, e vije kinniget bleud, bara, eol, gwin hag all. Pobl Doue, an Hebreet, a reas sakrifisou, evel ma oa merket gant Moïzez, war goulenn Doue e-unan. Met niver an dud a deuas da greski. En em leda a reant e giz ma c’hellent, dre an douar. Lod anezo a deuas da ankounac’haat ar gwir Doue. Beza e kemerjont doueou faoz.
116
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Met ne ankounac’hajont, morse, ober sakrifisou. Laza ’reant anevaled, laza reant, zoken, tud, en enor d’ho doueou. Klevet o peus kounta diwar-benn hor sent koz, e BreizIezl, gwechall. Alies, eo lavaret evit meur a hini anezo, o deus lazet, en hor bro, eur zerpant hag a vije kaset d’ezan, bep sizun, bep miz, bep bloaz, eur plac’h yaouank pe eur paotr yaouank da zibri. Gwir eo. Met ar zarpant-se, oa doue faoz ar vro, a vije lazet tud en e enor. Hag ar pes e reat neuze, dre ama, a gendalc’her da ober e broiou ’zo. Bloaz zo, an Aotrou Pernot, skrivagner bras, oa eat d’an Indez, da ober eur baie, dre ar vro. Hag e kear Bemarez. e welas ober kals sakrifisou, laza kals anevaled en enor d’an Doue a enoront er vro-ze, e hano Boudah. Hag eun den koz a lavare d’ezan : « Hor sakrifisou ne dalvezont ket kalz a dra, brema. Gwechall, oa gwelloc’h. Ni ’laze tud en enor d’hon Doue. Met, hirio, siouaz ! ar Zaozon o deus kemeret hor bro hag a zifenn ouzomp ober sa krifisou evel-se ! » Perak ar skrifisou-se ? Hel lavaret em eus d’eoc’h dija. Doue e-unan a c’houlennas ar sakrifisou-se digant an dud, abaoue derou ar bed. Ha ma c’houlenne ar sakrifisou-se oa en gwel eus a varo Jezuz-Krist. * Pa gasas Adam hag Eva eus baradoz an douar, e lava ras d’ezo e teuje Jezuz-Krist da rei e vuhez evit lemmel
AR ZAKR AMAN CHOU
417
o fec’hejou d’an dud. Hag ar sakrifisou a lavare d’ezo ober, n’o doa talvoudegez ebet nemet en gwel eus sakrifiz Jezuz-Krist. Sakrifiz ar groaz, e gwirionez, eo ar sakrifis hep par, ar zakrifiz meur. N ’eus nemetan hag hen defe plijet, awalc’h, da Zoue. N ’eus nemetan hag en defe roet d’ezan, an enor a zo dleet, ha paeet evit pec’hejou an dud. N ’eo ket red dibuna dirazoc’h, e pe giz oa great sa krifis ar groaz. Jezuz, eil ferson an Dreinded, a en em ginnigas e-unan war ar groaz, evit gloar he Dad ha silvidigez an eneou. Bolz an nenvou oa an iliz, a reat enni, ar sakrifiz-se. An aoter oa eur groaz koat. Ha testou ar zakrifiz-se oa Elez ar baradoz gant ar Werc’hez, sant Yann hag eun nebeut tud all, mignoned da Jezuz. Ouspenn-se oa kalz eus e ene bourien . An douar a grenas gant ar spont o welet e grouer o ver vel, o welet an den Doue epad teir eur, o tiwaska poan war ar groaz, lammet digantan he damm dilhad, dilezet gant an holl ; gant Doue e Dad ha gant an dud e vreudeur ; e gorf reuget evel eun tamm pilhou, leun a wad ha stlabezet gant glaouren e enebourien ha poultren an hent. Er stad-se e varvas hag e prenas ar bed.
Met, kristenien, me am oa lavaret ez en da gozeal d’eoc’h diwar-benn an oferenn. Daoust ha n’oun ket tec’het diwar an arouden ? Nann.
118
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
An oferenn a zo eur zakrifiz. C’houi, brema, oar petra eo eur sakrifiz ha petra eo bet sakrifiz Jezuz-Krist war ar groaz. Mat. An oferenn eo sakrifiz ar groaz renevezet, bem dez, war an aoter. An holl sakrifisou all, n’oant nemet ar skeud eus ar sakrifis-se. Pell araog ma teuas Jezuz-Krist, Doue a lavaras dre c’henou ar profet Malaki : « Me ’zo skuis gant ho sakri fisou. Daoust ha me am eus ezomm eus gwad oc’h ane valed. Awalc’h em eus eus hoc’h ouniri, ho tirvi, ho pouc’hed. Heug am eus outo : ab his plenus sum. Va hano a zo bras etouez an dud. Ha dre ar bed holl, e vo kinniget d’in eun hosti dinamm. An hosti dinamm-ze eo Jezuz oc’h en em ginnig evidomp epad an oferenn : eo sakrifiz ar groaz renevezet, bemdez, war an aoteriou, dre ar bed holl. *** Klevit Kentoc’h. En devez araog ma varvas, Jezuz a yeas da goania gant e ebestel. Da fin ar pred, e kemeras bara. Sevel a reas e zaoulagad warzu an nenv. Binnigean a reas ar barase. Ha goude, e roas eun tamm da bep hini en eur lava ret : « Kemerit ha debrit. Hen-ma n’eo mui bara. Hen-ma eo va c’horf, ar c’horf a vo staget warc’hoaz ouz ar groaz evit prena ar bed. » Goude e kemeras gwin en eur c’halir, e savas c’hoaz e zaoulagad warzu ar baradoz, e vinnigas anezan hag e la varas : « Kemerit hag evit. Hen-ma n’eo ket mui gwin.
AR ZAKRAMANCHOU
119
Hen-ma eo va gwad, ar gwad a vezo, warc’hoaz, skuilhet war ar groaz evit prena ar bed. » (Math.). Pelloe’h, e lavaras d’ezo : « C’houi a raio an dra-ma e sonj ac’hanon : Hoc facite in meam commemorationem. Gourc’hemenn a ra d’ezo, muioc’h, eun urz a ro d’ezo, da ober evel en deus great : « C’houi raio an dra-ma : Da la varet eo : evel m’am eus lakeat va c’horf ha va gwad a zindan spesou ar bara hag ar gwin, c’houi a raio, ive. Hag evel m’am eus roet va c’horf da zibri ha va gwad da eva, c’houi, ive, a roio va c’horf da zibri ha va gwad da eva. » Ha sant Paol, kelennet gant Doue, a lavar d’ar veleien : « Bep tro ma rit kement-se, c’houi a renevez sakrifiz ar groaz » : Mortem Domini annutiabitis. Setu e pe c’hiz eo bet instituet an oferenn : Hoc facite in meam commemorationem. Hag abaoue, ar veleien hag a zo etouez an dud oc’h ober e lec’h an ebestel, a ra ar pes a zo bet gourc’hemennet gant Jezuz. Hag e peb oferenn, dre gomzou ar gorreou, komzou Jezuz e-unan, korf ha gwad Hor Zalver, daoust d’ezo da chom heb gellout beza dispartiet, a zo lakeat da zisken war an aoter, a zindan spez ar bara hag a zindan spez ar gwin. * Daoust hag an oferenn a zo eur sakrifiz ? Ya sur, an oferenn a zo, e gwirionez, eur sakrifiz. Da genta, ar sakrifiz a zo eun dra bennag kinniget da Zoue. Mat, epad an oferenn, Jezuz en em ginnig da Zoue
420
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
e Dad evel m’en em ginnige, gwechall, war groaz menez Kalvar. D’an eil ar pes a ve kinniget e sakrifiz a rank beza kaset da netra, pe roet d’ezan eur stumm all. Epad an oferenn, Jezuz n’eo ket kaset da netra. Christus heri et hodie. Brema pa eo savet a varo da veo, n’hell mui mervel. Met, avat, kemeret en deus evel pa lavarfen eur stumm all. « Mab Doue, a lavar sant Paol, ouz en em ober den, a en em laka evel netra. En em ziskouez a ra d’an dud heb e c’hloar, heb e c’halloud : Exinanivit semetipsum. » Dre gomzou ar beleg, epad an oferenn, ec’h en em laka izeloc’h, c’hoaz. Kuzet oa e natur Doue pa en em reas den. Met da vihana, den oa c’hoaz. E sakramant an aoter e kuz, zoken, e natur den. Er bez, pa oa maro, e gorf oa, c’hoas, korf eun den. E sakramant an aoter na weler mui nemet bara ha gwin.
Perak en deus Jezuz-Krist instituet an oferenn ? Evit lakaat ac’hanomp, mar hon deus bolontez, da gaout perz e meritou e basion hag e varo, war ar C’halvar. Herves kommunion ar Zent, an holl gristenien o deus perz e kement oferenn a ve lavaret. Ar re a deu d’an ofe renn ha da bedi epad an oferenn, o deus muioc’h a berz, c’hoaz. Met ar re a ve o kommunia epad eun oferenn, o deus kals, c’hoas, muioc’h a berz enni. Rag evel ma hon
AR ZAKRAMAN CHOU
124
deus lavaret, Jezuz kuset a zindan spez ar bara a deu evel pa lavarfen da vervel, war ho c’halon, dre ma teus an hosti. An oferenn, kerkoulz, ne ve ket echu tre, ken a ve eat holl, an hostiou konsakret enni. Hag evel-se, an ofe renn a deu da echui e kalon ar re ’ve o kommunia. Sonjit, alies, e kement-se !
V II
PENAOS KLEVET AN OFERENN E GIZ MA ’Z EO DLEET ?
Komzet em eus d’eoc’h, dija, diwar-benn sa k rifiz santel an oferenn. Sakrifiz an oferenn a zo an hevelep hini gant sakrifiz ar groaz. Jezuz a zo maro war ar groaz evit an holl dud. An holl dud, ive, o deus perz en oferenn. Evelkent, ar re o deus ar muia a berz enni eo ar gristenien Hag etouez ar gristenien, ar re a ve en oferenn o deus muioc’h a berz enni eget ar re all. Al lodenn vrasa, koulskoude, a zo d’ar re a ve o kommunia epad an ofe renn. Rag an oferenn, er giz-se, a deu da veza echuet, — vel em oa lavaret, disul, — a deu da veza echuet e kalon ar re a deu da gommunia.
Penaos, brema, klevet an oferenn ?
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKR AMAN CHOU
123
Meur a c’hiz a zo da glevet an oferenn. Pehini eo an hini wella ? Da genta, ar re vihan, zoken, ar re ’zo bras, dija, ha war ar bankou uhela, aze, etouez merc’hed ar skol a glev an oferenn, o c’hoari, alies, gant o chapeled. Ar baotred vihan, ne c’hoariont ket gant ho chapeled. Rag ama, er barrez-ma, n’em eus, morse, gwelet eur chapled etre daouarn ar baotred vihan, nemet, eur wech ben nag, epad ar recred a reont evit ho fask kenta Ar baotred vihan, rag-se, ne c’hoariont ket gant ho chapeled. Met c’hoari a reont gant ho bonedou, hag alies, re alies, e kozeont an eil gant egile. Lod eus ar gwazed, — paotred yaouank ha gwared, — deuet en oad, ne reont ket kalz gwelloc’h. Klevet a reont eun oferenn, hanter-gourvezet war eur gador. An aer o deus da veza inouet bras. Ne lavaront ket eur bedenn. Etouez ar merc’hed yaouank, brema dreist-holl, pa eo deuet an amzer vrao, pa vez gellet lakaat an dilhad kaer, evit dont d’an oferenn, lod na deuont d’an iliz, — lavaret a vefe, — nemet evit diskouez ho dilhad hag evit gwelet e pe giz eo gwisket ar re all. Met, evelkent, hel lavaret a rankan, an dam-vuia eus ar barrez-ma, ma na lavaront ket kals pedennou en oferenn. a deu, atao, da glevet anezi gant doujans. * E oan o lavaret d’eoc’h, bremaïk, sakrifiz an oferenn a zo an hevelep hini gant sakrifiz ar groaz. Sakrifiz ar groaz a zo bet an oferenn genta, lidet war an douar.
124
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Kalz tud oa bet en oferenn-ze, millierou, marteze, met, sur awalc’h, meur a gant. Ha war an dud-se holl, pet a glevas an oferenn en eur ober plijadur da Zoue ? O ! al lodenn vihana a dra sur. Evel-se, eo c’hoaz, hirio. P’oa an Aotrou Krist o vervel, war menez Kalvar, dirazan edo ar soudarded o c’hoari dizou. Ha dirazan. hirio, ema ar merc’hed bihan o c’hoari gant o chapeled hag ar baotred vihan o kozeal. P’oa an Aotrou Krist o vervel, dirazan edo ar re o doa ranket dont di, evel tud ar gouarnamant, ar poliz. Ar reze, meur a wech dija, o doa gwelet staga tud eus ar groaz hag a oa inouet eno... Evel-se, ema ar re ’deu d’an ofe renn dre ma rankont plega d’ar c’hiz, pe da c’hourc’hemenn an tad hag ar vamm. Ne lavaront pater ebet. Met an ear o deus da veza inouet. War ar C’halvar, pa oa an Aotrou Krist o vervel, ez oa, ive, tud hag a oa deuet di, da welet ha da veza gwelet.... Evel-se, ema brema, ar plac’hed yaouank a lavaren d’eoc’h, bremaïk. Pelloc’h, war ar C’halvar oa, ive, tud deuet di, dre ga rantez evit Jezuz. Met n’oa ket kals. An Aviel ne gomz nemet eus pevar : an teir Mari hag an abostol sant Yann. Ar pevar-ze a yeas da heul Jezuz war ar c’halvar, en eur lenva ; ar pevar-se, pa glevent an taoliou morzol o skei war an tachou evit staga Jezuz ouz ar groaz, a skoe taoliou pounner en ho c’halon. Ar pevarse o doa truez ouz Jezuz.... Pevar hebken!... Pevar a gle-
AR ZAKRAMANCHOU
125
vas mat an oferenn genta ! Bihan eo c’hoaz, ive, hirio, an niver eus ar re a glev mat an oferenn.
Petra ’ranker da ober ’ta evit klevet mat an oferenn ? An abostol sant Yann hag an teir Mari a oa, — emaoun o paouez hen lavaret, — a oa en ho zav etal ar groaz. Truezi a reant war Jezuz. Setu ar c’hiz gwella da glevet an oferenn : sonjal e poaniou Jezuz ! Ar beleg e traou an aoter : Jezuz lakeat an dorn warnan en Jardin an Olivet. Ar beleg o vont eus eur c’hostez d’an aoter, d’ar c’hostez all : Jezuz stlepet da di Kaïfaz, goude da di Herodez, goude da di Bilat.... Honnez eo, a bell, ar c’hiz wella da glevet an oferenn. Met ne vezo ket, morse, heuilhet nemet gant an darn vihana eus an dud. An dud, peurliesa, ne gavont ket eas chom da bleustri, evel-se, war maro ha pasion Hor Zalver Jezuz-Krist.
Met meur a c’hiz all a zo da glevet an oferenn hag a zo mat, ive. Da genta, kemerit ho levr-oferenn. Levriou-oferenn ’zo hag a zo enno pedennou eus ar re gaera evit an oferenn. — Ya, met ne ouzon ket lenn gwall-gaer, a ve lavaret, awechou. Mat : neuze, kemerit ho chapeled, lavarit c’hoaz, ar pedennou a ouzoc’h a zindan envor : ar Bâter an Ave Maria, an Aktou.... ha re all, pedennou all, n’eus fors pere.
126
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKRAMANCHOU
* ** Met beza ’zo ha ne ouzont pedenn ebet. Evit ar re-ze, c’hoaz, a zo eun doare da glevet an oferenn hag a blijo da Zoue. N ’eus nemet en em zerc’hel gant doujans, en iliz, ha sonjal mat e tisken Jezuz war an aoter epad an ofe renn. Sant Yann-Vadezour-Mari Vianney, Aotrou Person Ars, gwechall, a gont d’eomp diwar-benn eul labourer hag a deue, bemdez, d’an oferenn. En em zelc’her a rea, e traon an iliz, gant eun ear leun a zoujans. Eun devez ez eas beteg enna hag e lavaras d’ezan « Mat a rit ,va den mat, dont bemdez, da dremen eur mare gant Jezuz epad ma tiskenn war an aoter. » Al labourer a en em ziskouezas eürus ha laouen. — Peseurt pedennou a lavaroc’h d’ezan ? — O ! hini ebet, eme al labourer : me ’wel anezan hag Hen a wel ac’hanon ! Hag an Aotrou Persoun santel a gavas dreist ar respont-se. E gwirionez, eur respont eo leun a feiz : Hen a ouie oa Jezuz diskennet, epad an oferenn, war an aoter hag e wele anezan, hag e wele e galon displeg ha leun a ga rantez evitan. Setu aze, c’hoaz, eun doare mat da glevet an oferenn, eur c’hiz hag an holl a c’hell c’heuill anezi : en em zerc’hel en iliz, gant doujans ha kredi stard eo Jezuz diskennet war an aoter.
VIII
AR GOMMUNION GREAT, ALIES
Hirio, e karfen kozeal d’eoc’h, eus ar gommunion great alies. Rag e gwirionez, hor mat a ve kommunia, alies, — ober a rafemp plijadur da Jezuz, — hag ober a rafemp, ive, evel ar re o deus karet ar muia Jezuz epad ma oant beo, hag a zo brema sent er baradoz. * ** Hor mat a ve kommunia, alies. Disul e lavaren d’eoc’h, eo an oferenn ar memez sakrifis gant hini ar C’halvar. Lavaret em oa great d’eoc’h, ive, ar re a vije en oferenn o doa muioc’h a berz enni, eget ar re ne vijent ket. Hag ar re a vije o kommunia, muioc’h a berz, c’hoaz, eget ar re all, dre ma teuze, en ho c’hreizon,
KELENNADUREZ
428
DIWAR-BENN
an hostiou konsakret en oferenn ha ma teue Jezuz, evel pa lavarfen, da vervel er giz-se, war ho c’halon. Mat, sakrifiz ar groaz, hag holl poaniou Jezuz, kerkoulz, a oa evit prena ar bed, paea evit ar pec’hejou. Sakrifiz an oferenn ’zo ar memez tra. Rag-se, an hini ’ve o kommu nia en deus, bep gwech, lod e meritou ar c’halvar. Seul vui ma kommunio, alies, seulvui en devezo perz er meritou-se. Abalamour da ze, n’en devezo ket da gaout aon, rag ar maro. Rag ar c’hommunionou en devezo great, o devezo paet evit pec’hejou ha meritet d’ezan ar baradoz. * Broiou ’zo hag e ve lavaret pa ve maro eun den : « Ema eat d’ar bed all ! Den ebet, brema, na oar e pelec’h ema, nemet ar beleg a zo bet ouz e welet war e dremenvan.... » Evel-se, e ve lavaret. Met ar beleg ne oar ket, bep gwech, da belec’h e ve eat an hini maro. Evelkent, ma ve bet, epad e vuhez, fidel da gommunia alies, ha da ober kom munionou mat, e c’hell lavaret gant fianz, n’ema ket en ifern, eo kouls lavaret sur, eat war eün d’ar baradoz. C’houi a wel ’ta, eo mat ha talvoudek bras evidomp kommunia, alies. * En eur gommunia, alies, e refomp plijadur da Jezuz. Perak en deus Jezuz, instituet sakramant an aoter a zindan spez ar bara ? Selaouit kentoc’h. Ar bara ’zo war an daol en hon ti eo bevanz ar c’horf hag a rank beza kemeret, alies.
AR ZAKR AMAN CHOU
129
Mat ar gommunion eo magadurez hon ene. Ha Jezuz en deus kemeret ar bara da ober sakramant an aoter evit merka d’eomp e tleomp kemeret ar gommunion da vaga hon ene, evel ma kemeromp ar bara da vaga hor c’horf, da lavaret eo, bemdez. Ha Tadou an Iliz a lavar d’eomp, pa c’houlennomp er Bâter hor bara pemdeiziek : Panem nostrum quotidianum, ar gouienn-ze a dlie en em astenn, herves menoz Jezuz, war magadurez hor c’horf ha maga durez hon ene. Lavaret en deus kerkouls, meur a wech, epad e vuhez, — hag e gomzou a gavomp merket en Aviel, — lavaret en deus meur a wech : « Me eo ar bara a vuhez. An hini a zebro ar bara-ze, a vevo da viken ». Da lavaret eo, evel ma eo nerzus ha krenv korf an hini zebr bara, alies, er giz-se ive, buhez ar c’hraz a vo krenv ha nerzus en ene, ’ve alies o kommunia. » Met, a lavare goude : « An hini ne zebro ket eus ar bara-ze, n’en devezo ket ar vuhez ennan », da lavaret eo, ne c’hello ket kaout buhez ar c’hraz. Er Skritur-Sakr e kavomp komzou all, — ha Tadou an Iliz a lavar int komzou skrivet, dre urz Doue, evit hor poulza da gommunia, alies. Setu ama lod aneze : Deliciœ meœ eum filiis hominum : va flijadur vrasa eo beza gand bugale an dud ». (G.) « Filioli, prœbe cor tuum mihi : va mabig karet, ro d’in da galon, ro d’in da garantez en eur gemeret ac’hanon, er gommunion. » Ar gristenien genta, hag o doa anavezet Hor Zalver, hag o doa klevet anezan o prezeg, alies, a ouie, ar gwella 5
130
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
ar pes a c’houlenne. Met ar gristenien genta a gommunie, bemdez. An Ebestel a gonzakre, bemdez, ar bara hag ar gwin, ha kement hini a vije en oferenn a yea da gom munia. Hag ar gristenien a zalc’has da ober er c’hiz-se, epad tri c'hant vloaz. Perak ? Abalamour e ouient oa c’hoant Jezuz hag e reant evel ma c’hoantea Jezuz. Pelloc’h, e Paray-le-Monial, brema ’zo tremen pevar c’hant vloaz, Jezuz a en em ziskouezas meur a wech da zantez Marc’harid-Mari Alakok. En em glemm a rea, aba lamour n’oa ket karet gant an dud. Hen, koulskoude, hag a gare kement anezo ! Hag evit jacha an dud da gommu nia, aliesoc’h, e lavaras d’ar zantez : « Kemenn dre holl, em eus c’hoant e teufer da gommunia bep gwener kenta ar miz. Ar re ’vo o kommunia bep gwener kenta, ar miz. me roio d’ezo ar c’hraz da gaout eur maro mat. » C’hoant Jezuz eo eta ma teufomp da gommunia alies.
Ouspenn, kement sant ha santez a zo bet, o veva war an douar, o deus kommuniet, aliesa ma o deus gellet. N ’eus nemet lenn ho buhez hag e welomp an dra-ze. Er gommunion, e kavent nerz da stourm eneb ar bed, an diaoul hag ho flegou fall. Eno, Jezuz, a roe d’ezo e ga rante hag a roe d’ezo, ive, ar c’hraz d’E garet. E keit ma edont war an douar o deus prezeget, dre ho c’homzou ha dre ar skouer vat a roent, evit dougen da gommunia, alies. Ha ma teufent eus ar baradoz, e lavarfent ar memez tra d’eomp, en dro : « lit, iit, alies ,da gommunia ».
AR ZAKRAMANCHOU
131
Ma teufent war an douar ? Met lod ’zo bet deuet, awe chou. N ’o peus ket a sonj da veza lennet, epad ma oac’h er skol, diwar-benn santez Jânn d’Ark ? O tiwall he denved war ar meaziou, e tigoueze d’ezi, alies, e derou he buhez, kaout an eurvad da welet sant Mikael, santez Marc’harit ha santez Katel. Dont a reant da dremen pennadou amzer ganti war ar menez. Ha meur a wech, en eur gimiadi diouti, ar zentezed a lavaras d’ezi : « Janedig, Janedig, bez atao fur, ha kea, alies, da gommunia ». Skouer ar zent hag aliou ar zent, eta, ive, hor pouls da gommunia, alies. * Ha koulskoude, lakeomp an traou evel ma emaint. Nag aliou ar Sent, na c’hoant bras Hor Zalver, nag hor mat hon unan, na c’helfe dougen ar gristenien da gommunia. alies. Perak, da vihana, an dra-ze ? A ! perak ? An den a zo feneant da zenti ouz mouez Jezuz. Muioc’h troet eo da glask traou an douar eget traou ar baradoz. Perak kommunia, ken alies-se, a ve lavaret. Met an Iliz na c’houlenn nemet eur gommunion ar bloaz. Nann sur. A Iliz a oar pegen lezireg, pegen digalon eo an den, evit traou e ene. Ne c’houlenn digantan, nemet eur gommunion ar bloaz, a zindan boan a bec’hed marvel. Ne fell ket d’ezi hen lakaat e stad da bec’hi o c’houlenn muioc’h. Met alia ’ra da gommunia aliesoc’h. Hag e ke ment katekiz a laka deski, dre ar bed, he deus gourc’he-
132
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
mennet merka : « Ar re ’vo c’hoantek da ober ho silvidigez a vezo o kommunia aliesoc’h. -
Digareziou all a ve klasket. — « Me n’oun ket din da gommunia, a ve lavaret. An dra-ze ’zo mat evit al leanezed, ar veleien hag an dud a c’hell beva santel. Met siouaz ! d’in, me n’oun ket unan eus an dud-se. » Jezuz, en Aviel, en deus e-unan, respontet d’an digarezse. Hen a lavare : « N ’eo ket an dud yac’h o deus ezomm eus ar medisin, an dud klanv eo o deus ezomm anezan ». Ho kalon ’zo sempl, dinerz eo, ha troet warzu ar pec’hed. Deuit ’ta da gommunia hag e vezo nerzusoc’h. Sant Aogustin, warnes en em gonvertisa, oa nec’het maro. « En em gonvertisa, a lavare. Ya, mat e ve. Met me gouezo adarre, er pec’hed. » Hag e klevas eur vouez hag a lavare : Aogustin, Aogus tin ! Aoun az peus rag an amzer da zont ? Kea da gom munia. Mar des da gommunia, n’eo ket me a gemero ple gou fall Aogustin. Aogustin eo a gemero va flegou mat d’in-me : Non me mutatus ero.in te, sed tu mutaberis in me. (August.). Hag Aogustin a en em gonvertisas. Mont reaz da veleg. Kommunia a rea, bemdez. Ha deuet eo da veza eur zant.
O fei, vat ! ’ve lavaret c’hoaz, n’eo ket gwelloc’h ar re ’ve o kommunia eget ar re all.
AR ZAKRAMANCHOU
133
— O ! nann. N ’int ket gwelloc’h, atao. Judas oa bet o kommunia. Goude, e werzas e Vestr. Goude ez eas d’en em grouga. Evel-se, ive, e c’hell beza tud o kommunia hag a ra kom munionou fall evel Judas. Ar re-ze n’int ket gwelloc’h, evit kommunia. Met unan hag a deu da gommunia evel ma ’z eo dleet, unan hag a oar ema Jezuz er gommunion, a c’houlenn par don digantan, da hennez ar gommunion a raio vat bep tro : hennez a vezo gwelloc’h eget ar re all. Awechou, e vo gwelet, dioustu, ar vad a rei. En ho ti, pa vo bet o kommunia ho pried, ho pugale, ho mitizien, — rag deiziou zo, e vezont o kommunia, — mat, lavarit d’in, pet gwech, n’o peus ket gwelet anezo, en deveziou-ze, laouennoc’h, karantezusoc’h, easoc’h da garet ? Awechou all, ar vat a ra ar gommunion na ve ket anat. Met vad a ra ar memes tra. Daoust ha pa zebrit kig, bara pe draou all, daoust ha c’houi a zant, bep tro, ar vat a ra an dra-ze d’eoc’h ? Nann, zur. Vat a ra, koulskoude. Rei a ra nerz, magadurez d’ho korf. Ar gommunion graet mat a ro, bep gwech, ive, magadurez d’hon ene.
Marso oa eur c’habiten a vor. Bemdez, e vije o kommunia. Eun den rust oa. Striz oa al lezenn gantan. Hag eun devez, e klevas o c’hrosmolat ar vartoloded oa war e lestr : « Ha lavaret, emezo, e ve an den-se, bem dez o kommunia ! »
434
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
— « Ya, ’respontas Marso. Bemdez o kommunia. Ha lavarit bennoz da Jezuz. Rag ma na vefe ket diskennet, bemdez, em c’halon, pell ’zo em oa ho taolet holl, war ho penn er mor ! » Tud all ’zo, hag a lavar, me ’m eus goût ebet da vont da gommunia. Aon em eus, bep wech, da ober eur zakrilaj. An aon-ze n’eo nemet mat. Met lakit ho fizians e Jezus, lavarit ho karantez d’ezan, goulennit pardon diganta ha kommunia ar memes tra. N ’o peus gout ebet da gommunia. O ! kement-se ne ra ket. Lod pa gommuniont a ve evel savet etre an nenv hag an douar. An dra-ze ’zo eur c’hraz hag a ve roet gant Doue da hiniennou ’zo, awechou. Met ne verk ket eo gwelloc’h ho c’hommunionou eget hini ar re all, hag a reseo Jezuz en ho c’halon gant eur zec’hor vras. Santez Tereza ar Mabig Jezuz ’zo bet, alies, o kommunia hag a chôme yen he c’halon.... Santez Angela de Mericis a lavare e dije tentasionou eus ar re vrasa, deiziou a vije, pa vije Jezuz diskennet en he c’halon dre ar gommunion. Eur bern sent ha sentezet all na vijent ket gwelloc’h. Kommunia a reant memes tra. Grit eveldo.
O, a lavar pelloc’h, lod all, me ’m eus re a dregas, re a draou d’en em emmel outo : n’em eus ket amzer da vont da gommunia. Setu ama, evit an dud-se, respont Jezuz e-unan. Skrivet eo en Aviel sant Lucas (XIV, 15. 25). Eur roue en dos
AR ZAKRAMANCHOU
435
great eur banvez eus ar re gaera hag ar re wella evit eured e vab. Hag e kasas e vitizien da bedi an dud da zont d’e zibri. Met pephini anezo a glaske digareziou. « Me, a lavare unan, am eus prenet eur park hag a rank mont da welet anezan. — Mil bennoz d’ar roue, a lavare eun a ll Met me ’m eus prenet pemp koublad ejenned hag a rank mont da welet hag int a labouro mat. — Nann, a lavare, c ’hoaz, eun all, trugarekat a ran ar roue. Met me ’zo dimezet, nevez dimezet hag e rankan chom gant va gwreg. » Ar mitizien, en dizro, a gontas d’ar roue ar pes oa la varet d’ezo. Hag ar roue a lakeas pedi re all en eur lava ret : hini eus ar re am eus pedet, da genta, n’en devezo an tanva eus ar banvez. Da zidalvez ne vank, morse, digarez. Met taolit evez, kristenien. « Nemo virorum illorum qui vocati sunt non gustabit cœnam meam : hini eus an dud-se hag am eus pedet, da genta, na danvint, morse, va banvez. » Poezit mat ar c’homzou-se. (1) Ar banvez a ginnig d’eoc’h Jezuz eo e gorf hag e wad, eun errez hon deus lavaret, eus banvez ar baradoz. Ne glaskit ket ’ta a zigareziou. * Pe da vare kommunia ? Setu ama penaos e ve mad : ar re ’ve en oferenn, bem(1) Richelieu, Garcia Moreno, Foch, re all ha kals re all o doa trevel, kalz trevel ive hag a gommunie aliesa ma c’hellent. Richelieu oa beleg. Kas a rea en dro an traou e Bro-C’hall. Bemdez e lavare an oferenn.
436
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKRAMAN CHOU
dez, kommunia bemdez. Al leanezed, ar frered, ar veleien a ve o kommunia, bemdez. Ar re all a die ober ar memes tra. Reket Jezuz eo. Reket an Iliz eo, ive. Setu ama komzou ar C’honsil a Drant : « Optaret sancta synodus ut fideles adstantes in singulis missis, communicarent sacramenti eucharistiœ perceptionem : Ar re ’ve, bemdez en oferenn, kommunia bemdez ». Ar re all, kommunia, bep tro, ma vefent en oferenn vintin da zul. Dont eun tammmik abretoc’h Er giz-se ’vezint kovesaet araog an oferenn. Hag e c’hellint mont d’ar gear, Jezuz en ho e’halon. Me lavar, e vezint kovesaet. Met, alies, ne vezo ket red mont da govez evit kommunia. « Probet seipsum homo, a lavar sant Paol. Araog kommunia, an den a die lakaat e zorn war e gonsians. » Gwelet e pe doare ema an traou enni. Ma n’eus pec’hed marvel ebet, met eur pec’hed veniel bennag, arabad kaout aon evit tostaat eus an daol san tel. Grit eun akt a gontrision, a greiz kalon, hag it da gommunia. Plijadur a rafec’h da Jezuz.
IX
AR GOMMUNION KASET D’AR RE GLANV
Davaret em eus d’eoc’h, dija, an doare ma ranker di gemer ar gommunion en iliz. Hirio, e lavarin d’eoc’h, an doare da zigemeret an hosti, en ho ti, pa vezo unan bennag klanv, ennan. Abalamour da ze, petra die da ober, da genta, ar c’hianvour, d’an eil tud all an ti, ha d’an trede, an amezeien. Da genta, ar c’hlanvour. Ober e bask a zo eun dever evit pephini. Chom heb ober e bask a zo eur pec’hed marvel, ma na ve abeg mat ebet. Ober eur gommunion war e wele a varo a zo eun dever, i ve. Chom heb kommunia, d’ar mare-ze, ma ve, dre volontez fall, a zo, ive, eur pec’hed marvel. Rak-se, kristenien, na vezit, morse, lezirek da ober an dever-se. Pa vezoc’h klanv bras, roit kemennadurez d’ar
138
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
beleg, ho tad kovezour. Gwelloc’h eo, beza eiz devez araog eget beza eur munut re ziwezat. Eur c’holl bras a ve evi doc’h ma n’o pefe ket ar gommunion, araog mervel. Ha goude ma na vefe pec’hed ebet war ho konsians, e chom kouls lavaret, atao, eur boan bennag da baea d’an Aotrou Doue e tan ar purgator. Ar gommunion great araog mer vel a baeo ar boan-ze. Ar gristenien genta, a ouie mat an dra-ze. Abalamour da ze, e tougent eun hosti en eur vedalen arc’hant stag eus ho gouzoug evit kemeret anezi, mac’h en em gavjent e stad a varo. * An neb a ya da gommunia, pa ve yac’h, a zo red d’ezan beza war yun. Evit an hini zo klanv eo ar memes tra. Kemeret a c’hello evelkent louzeier ha traou all, zoken, ma ve red. Kement-se, ne viro ket eus Doue da zisken laouen en e galon, ma ema e stad vat, a hent all. E bro ar Grez, gwechall, pa varve eun den, e vije atao, lakeat daou wenneg d’ezan en e zorn. Rag tud ar vro a gave d’ezo, oa eur ster etre an Elyse, — ho baradoz d’ezo, — hag an douar. An daou wenneg-se oa da rei da baotr ar vag, — a hanvent Karon, — evit dougen ar paour keaz maro da dreuzi ar Styx : Er giz-se oa hanvet ar stêr ganto. Hag abalamour an daou wenneg-se oa red evit ober ar veaj eus ar bed-ma d’ar bed all, e roent d’ezan an hano a viatig, da lavaret eo peadra da ober an hent. Mat kommunion an den klanv, a zo ive, evit sikour an den da ober e dreuz, eus ar bed-ma d’ar bed all. Hag aba-
AR ZAKRAMANCHOU
139
lamour da se an Iliz he deus roet d’ezi, ive, an hano a viatig. Rak-se, pa vezer o vont da vervel, e c’heller kommunia ha goude ma ve debret. Hen lavaret hon deus dija, ker kouls. E tleomp lavaret muioc’h : war an dro-se, an den a c’hell, a die, zoken, ma ve red, kommunia diou wech, er memes devez. Evel-se, unan bet o kommunia, yac’h eus ar mintin, a gouez gwall-glanv eus an noz. Red e vo d’ezan, kommunia, c’hoaz, ma ema war var da vervel. * ** Met alies an hini klanv, ne oar ket e pe vare e vez klanv da vervel. Petra die, neuze, tud an ti da ober ? Dever tud an ti, eo diskleria ar wirionez d’an hini klanv. Met, awechou, ne gredont ket lavaret netra ; awechou all, ne ouzont penaos dont a-benn eus kement-se. Mat ! neuze, n’eus netra da ober nemet lavaret d’ar beleg. Ar beleg a en em gemero gantan, e giz ma c’hello. Met, alies, ne vez netra easoc’h. Netra nemet ar gwel eus e dad kovezour, a ro da entent d’ar c’hlanvour ema en danjer a varo. Met, avat, arabat, morse, lavaret netra eneb ar pes a lavar ar c’hovezour. Eun devez, oan bet galvet da vont da welet eur vestrez skol-laïk hag a oa klanv. Eun digemer mat he doa graet d’in. — « Met Aotrou, emezi, n’oun ket ker klanv-se. N ’eo ket deut ar mare c’hoaz, da sira va boutou evit mont d’ar b ed all. »
140
KELENNADUREZ DIWAR-BENN
— « Ne lavaran ket e varfoc’h, dioustu. Met ho stad a gavan gwall reuzeudik. Gwelloc’h eo beza daou zevez araog eget beza unan warlerc’h. » Met, neuze, he mamm oa eno, he c’hoarezed a droas ganti. — « O ! ya, krenv eo, c’hoaz, n’eus danjer ebet ; debri a ra, beb pred tammigou ! o ! nann ! n’ema ket o vont da vervel !.... » Ar vestrez-skol hag he doa feiz, koulskoude, ne govezeas ket. A-benn an noz, en devez-se, oa maro. Ne c’heller ket ober gwasoc’h tra, eget lakaat ar re glanv da fazia war ho stad. Nag a bet a lavar enno o-unan : « Pa vezin o vont da vervel, me ’raio eur govesion jeneral, eus va buhez !.... » Hag abalamour n’o deus ket ouezet oa ar maro ganto, abalamour, marteze, int bet lakeat da fazia, gant ar re oa en dro d’ezo, en ho de veziou diweza, int eat d’ar bed all, heb en em lakaat e par da vont. Etouez bourc’hizien kear, — ar re n’o deus ket a feiz, — e vez kemeret evit eun den ha ne oar ket beva, an hini lavar da eun all ema o vont da vervel. C’houi, kristenien, hag o peus feiz, n’it ket da ober ar memez tra. Evidon-me, a lavar bennoz, a vrema, d’an hini a roio d’in da glevet pa vezo deut an eur, e vezin o vont da ver vel. C’houi ,ive, grit ar memes tra. Rag horrendum est incidere in manu Dei viventis : « Spountus eo, atao, koueza etre daouarn an Doue beo ! » Ha spountusoc’h eo, c’hoaz, ma n’hon deus ket lakeat urz en hor c’honsianz.
AR Z A K R A M A N C H O U
441
Pa vo kovesaet an hini klanv, unan eus an ti, — pe eus an amezeien, — a die dont da gerc’hat an Aotrou Doue. Ar beleg, etre e zaouarn, a zougo an hosti-sakr. Hag en e raok, unan a zougo al letern a vo ennan eur goulou war alum. Epad an amzer-se, en ti, e vo kempennet eul leac’ii da zigemer Jezuz. War an daol e vo lakeat eun doupier, eur c’hrusifi, diou c’houlaouen venniget, dour benniget en eur plat, hag eur bod lore ebars. Pelloc’h, eur banne dour sklear en eur werenn pe en eur volenn.... War an traou-se, parrisioniz, ne zo rebech ebet, da ober d’eoc’h. Peur-liesa, e kaver, e kement ti ’zo, an traou kempennet, e giz ma ’z eo dleet. Met, ne c’hellan ket lavaret ar memes tra evit ar pez a zell ouz an amezeien. Pehini, eo eta, dever an amezeien ? Pa vez kaset ar gommunion da unan bennag eus kear, an amezeien a die dont d’hen diambroug, eur pennadig, war an hent. Ma na deuont ket war an hent, e tlefent dont da vihana pa zigouezo e kear : Mont war ho daoulin, pa dremeno, plega ho fenn hag ober sin ar groaz. Goude, e savint hag ez int e ti an hini klanv d’e heul. Hag eno, war ho daoulin, e pedint evit an hini klanv, da c’houlenn d’ezan ar pare, pe eur maro mat. Hag e sonjint e teuio, eun dervez, ho zro da veza klanv...., ho zro da zi gemer an Aotrou Doue war ho gwele..., ho zro da vervel.... Marteze, ar c’henta brema, eus an ti, ar c’henta eus kear, ar c’henta eus ar barrez.
142
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKRAMANCHOU
* Eur gear bennag a zo, er barrez, hag an amezeien a ra ar pez am eus lavaret. Dont a reont da ziambroug an Ao trou Doue. Red e vefe, e kement kear ’zo, ober ar memez tra : dont holl, ar re a c’hello, da heul an Aotrou Doue da di an hini klanv. Kerkoulz, eun induljans a zo da c’hounit pa deuer, evel-se, da heul an Aotrou Doue beteg ti ar c’hlanvour. Evit ar re a zigouez, war an hent, gant ar beleg a zoug an Aotrou Doue, e tlefent, mar gellont, mont war ho daou lin. Ma na c’hellont ket, evel pa ve anevaled ganto, tenna ho zog, pa dremeno an Aotrou Doue, hag ober sin ar groaz. Pa dremen eur mignon e tiskouezer anaout anezan. Pa dremen an Aotrou Doue e tlefomp ober ar memes tra.
Sermoniou Berr Diwar-Benn Sakramant an Aoter Evit eun Adorasion
Dites merveilles, mais ne les dites pas bien, ce n’est rien. Dites peu et dites bien, c’est beau coup. (Saint F rançois
de
Sales).
I
JEZUZ A ZO E GWIRIONEZ EN
HOSTI-ZAKR
E Levr Imitasion Jezuz-Krist, eo skrivet ar c’homzouma : « Ma na vije lavaret an oferenn, nemet en eul leac’h hebken, war an douar, ma ne ziskenfe Jezuz er bed-ma, ne met el lec’h-se, e vije gwelet an dud o vont a strolladou d’i, da bardona. Hag ar re n’o dije ket gellet mont, a vije bet jalous. » Met a drugare Doue, an oferenn a ve lavaret, bemdez, eun tammig dre ar bed holl. Jezuz a ziskenn war an aoter e kement parrez ma ve eur beleg da lavaret an oferenn. Koulskoude, an dud ne reont ket a vân. Ar c’halonou a chom yen. N ’o deus mui a feiz. Klevet o deus tud fall o la varet n’ema ket Jezuz e sakramant an aoter. Ho c’hredennou a zo bet dispillennet tamm ha tamm, gant ar c’homzou-ze.
KELENNADUREZ DIWAR-BENN
Hag em eus c’hoant da rei d’eoc’h da entent, hirio, an deiz kenta eus an adorasion, ema Jezuz e peb oferenn, dis kennet war an aoter, ema Jezuz e peb hosti, kuzet en tabernakl. N ’eo ket, kristenien, ama eus va zelaou, m’am bije ezom d’o tougen da gredi kement-se.O ! nann. C’houi hag a zo deuet, hirio, gant ar re genta da ober oc’h adorasion, c’houi a gred hag a oar ema Jezuz e sakramant an aoter. Met ouz va c’hlevet, ho spered, marteze, a gredo startoc’h, ho kalon a garo muioc’h, ha nerzusoc’h e tifennoc’h ho kredenn.
Petra ’ta ’ziskouez ema Jezuz en hosti zakr, war an ao ter ? Pevar dra. Da genta : komzou Jezuz e-unan ; d’an eil komzou an Iliz ; d’an trede, an hosti zakr a ra, alies, eus an den eun den all hag a daol, atao, en e galon, doujans d’ar bevare, an hosti zakr a ra burzudou. Komzou Jezuz.
Poa kroget Jezuz da brezeg ha da ober burzudou e vije, bemdez, hag atao, eur bern tud o redeg war e lerc’h, evit selaou an traou kaer a lavare. Eun dervez, oa niverusoc’h an dud eget, morse. Deut oa dija ar pardaez ha n’o doa debret tamm. — Me ’m eus truez ouz an dud-se, a lavaras Jezuz da Filip oa en e gichen. N ’eus ket eun dra bennag, aze, da. rei d’ezo da zibri ?
•AR z a k r a m a n c h o u
d47
— Eo, a respontas Filip, aze a zo eun den hag en deus pemp bara ha seiz pesk. Met petra eo an dra-ze etre kement all a dud. — Lavarit d’ezo azeza, eme Jezuz, ha kasit d’ezo bara ha pesked. Jezuz en doa lakeat da greski ar bara hag ar pesket. An holl a zrebas leun ho c’hof. Hag o klevet e pe giz oant bet maget, an dud a chôme estlammet hag a roe meuleudi da Jezuz. Jezuz a lavaras d’ezo : « Kaer o peus kavet gwelet em e us kresket ar bara evit maga ac’hanoc’h. C’houi ’welo kaeroc’h, c’hoaz. Dont a raio eun dervez ha me roio d’eoc’h va c’horf da zibri ha va gwad da eva. » An dud na ententet ket. Lod a lavare : « Durus est hic sermo : Ne ouzomp ket petra lavar. » Lod all a lavare : e pe giz e c ’hello hennez rei d’eomp e gorf da zibri hag e wad da eva ? * Bloaz bennag goude, Jezuz ’oa en eur zal, gant e ebestel. O koania e oant. Jezuz a rae e goan diweza. An holl oa beg et ho c’halon. War fin ar pred, Jezuz a savas. Gwalc’hi a reas ho zreid d ’e ebestel. Ha goude, ec’h azezas, adarre. Kemer a reas bara. Kinnig a reas anezan da Zoue, hag e vinnigas anezan. Rei a reas, neuze, eun tamm da bep hini eus e ebestel en eur lavaret : Kemerit ha debrit : hen-ma n’eo mui bara, hen-ma ’zo va c’horf, ar c’horf a vo staget, warc’hoaz, eus ar groaz, evit prena ar bed holl. Ha goude, e kemeras gwin en eur c’halir. Her c’hinnig a reas da Zoue hag e vinnigas anezan. Ha neuze, oe’h e rei
448
KELENNADUREZ DIWAR-BENN
d’e ebestel, e lavaras : Kemerit hag evit : hen-ma n’eo mui gwin, hen-ma eo va gwad a vo skuilhet, warc’hoaz, evit prena ar bed. Ar c’homzou ’zo sklear. A zindan spez ar bara ha spez ar gwin, Jezuz en deus lakeat e gorf hag e wad. N ’eus digarez ebet da glask. Lavaret a ra : « Va c’horf, an hini ’vo staget eus ar groaz, warc’hoaz, va gwad a vo skuilhet, warc’hoaz, evit prena ar bed. » Hag en devez warlerc’h, e gwirionez, Jezuz oa staget eus ar groaz. Korf Jezuz eo eta, gwad Jezuz oa lakeat gantan a zindan spez ar bara ha spez ar gwin.
Mat, ar pes en doa great e-unan, e c’hourc’hemenn d’an ebestel, hen ober, war e lerc’h. Hoc facite in meam commerationem : « Grit an dra-ma evit derc’hel sonj ac’hanon », a lavaras d’ezo. Ha goude m’oa maro Jezuz, an ebestel a reas ar pes a oa gourc’hemennet d’ezo, a lakeas korf Jezuz da ziskenn er bara, e wad da ziskenn er gwin. Ar re ’zo bet lakeat gant an ebestel da zerc’hel ho lec’h a reas ar memes tra. Hag a rumm da rumm, beteg hirio, ar re o deus dalc’het lec’h Jesus-Krist, lec’h an ebestel etouez an dud, da lavaret eo ar veleien, an eskibien hag ar Pab, a laka Jezuz da ziskenn er bara hag er gwin. Kement-se a reont, en oferenn a lava ront, bemdez. Hoc facite : Grit ar pes am eus grêt ; lakit va c’horf a zindan spez ar bara ha va gwad a zindan spez ar gwin. Setu aze komzou Jezuz. Komzou eun Doue int. Ho c’hredi a rankomp. Rag da biou e kredomp ma na gredomp ket da Zoue ?
AR ZAKR AMAN CHOU
149
Jezuz, c’hoaz, a lavaras, eun devez, d’e ebestel : ecce vobiscum sum, usque ad consummationem sœculi : « Setu me vezo ganeoc’h beteg fin ar bed. Dre ar c’homzou-se, e c’hellomp entent ar sikouriou, ar grasou a roio Jezuz d’an dud, keit ha ma vo ar bed en e sav. Met entent a c’hellomp, ive, e vezo Jezuz ganeomp, e gwirionez, e sakramant an ao ter, keit ha ma vezo eur beleg war an douar. Eur wech, c’hoaz, komzou Jezuz a ziskouez ema korf hag ene ha divinité en hosti-zakr.
Komzou an Iliz a ra ar memes tra. Pa glevan eun den hag en deus gouiziegez ha brud vad, o konta eun dra bennag, ne deuan, morse, da ziskredi war e gomzou. Awechou e lavaran : « Ne ententan ket, ne welan ket mat awalc’h ar pez a lavar. Met eun den gouizieg eo, eün, leal eo ive. N ’en deus netra da c’hounit o lakaat ac’hanon da fazia. Hag e kredan. Er giz-se e kredan, — ha c’houi, ive, — d’an traou a zo bet tremenet, gwechall, — er giz-se e kredan d’an traou a dremen brema er broiou all.... Mat, va breudeur, er giz-se, ive, e tleomp kredi d’an Iliz. An Iliz eo an holl babet, an holl eskibien, an holl veleien hag an holl gristenien a zo bet abaoue Jezuz-Krist hag a zo, brema, war an douar. Ha petra lavar an Iliz ? Lavaret a ra evel Jezuz : war an aoter goude an oferenn n’ez eus mui na bara na gwin, ar bara hag ar gwin a zo deut da veza korf ha gwad Hor Salver Jezuz-Krist. Hini ebet eus izili an Iliz n’en deus lavaret, morse, a hent all. Gwelloc’h, zoken, eur bern eus izili an Iliz o deus karet kentoc’h beza lakeat d’ar maro.
150
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
eget nac’h ema Jezuz en hosti zakr war an aoter. Kredi ’ta a c’heilomp, kredi a dleomp d’an Iliz evel da Zoue.
Met an Iliz a ya larkoc’h. Kaout a reomp da lenn, en Aviel, oa sant Yann, eun dervez, war bord stêr ar Jourden, pa welas Jezuz o tont warzu ennan. « Sellit, a lavaras, neuze, d’ar re oa en dro d’ezan, sellit, setu aze, Oan Doue, an hini a lamm ar pec’hed diwar ar bed. » Ha kerkent ec’h en em strinkas d’an daoulin evit E adori. An Iliz a ra eun hevelep tra. Lavaret a ra ema Jezuz kuzet en hosti, ha mont a ra war e daoulin evit Hen adori. It dre ar bed holl. Kerzit dre ar c’hêriou brasa, kerkouls ha dre ar bourkou bihana : e peb lec’h e kavoc’h eun ti savet da Jezuz kuzet en hosti. Ne vezo ket an ti kaera. Met kouls lavaret, bep tro, e vezo an ti brasa. Hag en ti-ze, bep sul, havda vareou, en deiziou all, e weloc’h an dud bras ha bihan, paour ha pinvidik, desket ha dizesk, o tostaat da adori Jezuz. E gwirionez, lavarit d’in, ma na vije bet nemet eun tamm bara ha netra ken war an aoter, daoust ha gwelet e vije bet kement-se abaoue tremen naontek kant vloaz. O ! me oar, an doueou faos o deus bet renet war ar bed epad pelloc’h amzer. Met relijion an doueou-se a gernere an den dre e blegou fall, ha dre eno, an den a ves, atao, eas da gas ha da zigas. Ar relijion na ra ket ar memes tra. Gourc’hemenn a ra d’an den, traou diaes, traou a eneb e blegou, zoken, alies. Hag en despet da se, an den a chom ehars an
AR ZAKR AMANCHOU
451
aoteriou. Perak ? Abalamour, eno, e zo eun nerz hag a jach anezan : « Quum exaltatus fuero, omnia traham ad meipsum : eno e zo eun nerz hag a ra d’an den, plega en des pet d’ezan ; eno ema Jezuz ! » * Komzou Jezuz ha re an Iliz a ziskouez ema Jezuz e sa kramant an aoter. Setu ama traou all hag en diskouez, ive, koulz pe wel!. An traou-se a zo, an doujans hag an eürusted dispar, a daol an hosti e kalon an den; an dra-ze a zo, c’hoaz, ma teu an den, gwechou ’zo, pa ve bet o kommunia, da veza evel eun den all. Kaout a reomp da lenn, en Aviel, e teuas sant Thomas da ziskredi oa resusitet Hor Zalver. N ’edo ket gant ar re all pa oa en em ziskouezet Jezuz d’ezo. — Ar Mestr a zo deut a varo da veo, a lavarent d’ezan ; ni hon deus E welet. — Chomit peoc’h, n’eo ket gwir, a responte sant Tho mas. Ne gredin kement-se, nemet pa em bezo lakeat va bizied e toullou an tachou, en e zaouarn hag en e dreid. Hag eun nebeut goude, Jezuz en em ziskouezas da sant Thomas hag a lavaras d’ezan : « Sell Thomas, Me eo, laka da vizied en toullou en deus great d’in an tachou » * Mat, lavaret a ve great, e teu Jezuz da ober, en hor c’henver, eun dra bennag evel-se, ken sklear ec’h en em ro da zantout, da anaout er gommunion.
152
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Holl oc’h bet o kommunia : meur a wech, zoken, oc’h bet. Awechou, marteze, o peus santet evel diouaskel o poulza war oc’h ene hag o sevel ac’hanoc’h, dreist traou an douar, evel ma vefoc’h deuet da veza eun den all. (1) Lennet o peus, kouls lavaret sur, en unan pe unan eus al leoriou great diwar-benn ar brezell diweza, ar pez a zigouezas gant al letanant Perikar. Edo o tiwall eun « tranchée ». An hanter eus ar zoudarded oa gantan, oa bet lazet dija. Sada ma welas ar Boched o tont, a vandenn, warzu ennan. Hag e kemer e fuzul. Hag ez a eus an eil penn d’egile d’an « tranchée ». Ha da denna, ha da denna, en eur grial a bouez-penn : « Allo ! ar re varo, en o sav ! ema ar Bo ched o tont warnomp ! » Ober a reas ker brao ha kement, ma kasas ar Boched war o c’hiz. Goude ar stourmad, oa roet meuleudi d’ezan hag oa goulennet digantan penaos en doa gellet, gant ken nebeut a dud, en em zifenn eneb an enebour ? — Va Doue ! a respontas, ne ouzon ket kals penaos am eus great. Me oa evel eun den bet o kommunia. Me oa evel savet uheloc’h eget traou ar bed-ma. N ’oan mui ar memes den ! (1)
Extases et transports de l’àrae. On en rencontre fréquemment dans la vie des Saints.
AR ZAKRAMANCHOU
153
N ’oan mui ar memes den ! Met ya : An dra-se a zi gouez, awechou, pa ve kommuniet mat. Jezuz a ra en hor c’henver evel e kenver sant Thomas. Dont a ra da rei d’eomp da entent ema er gommunion.
Met ar pes a ziskouez gwella, ema Jezuz en hosti sakr, eo ar burzudou a ra. Eus ar re-ze ’zo eur bern. Met ne gontin d’eoc’h nemet diwar-benn ar pes am eus gwelet e Lourd. Eat oun da bardona da Lourd, brema ’zo eur pemzek vloaz bennag. Beza edo ar pes a hanver pardon ar re glanv. Eus kement korn ’zo en hor bro, oa diredet tud, evit goulenn ar pare. Keit ha ma pad ar pardon-se, e ve great prosesion ar Zakramant, bemdez. An hosti-zakr, douget en eur « ostensouer » aour, gant eun eskob, a ya eus ar Grot da iliz ar Rozera. Ober a ra an dro d’eur park a zaou pe dri de vez arat a zo dirag an ilizou hag e teu, goude, war al leurgear a zo stok ouz iliz ar Rozera. War al leur-gear-se, endro d’ezi, e ve lakeat ar re glanv ; lod en ho gweleou, lod e gweturiou, lod war grivizier. An Aotrou ’n Eskob, pa zigouez, a ya da vennigan peb den klanv, en eur lakaat d’ezan war e benn an hosti-zakr. Ar galon a deu da veza beget, o welet stad reuzeudik ar paour-keiz tud ’zo eno. Hag ar re yac’h a-dreus ho daelou a ra pedennou evito. Krial a reont a bouez-penn : Jezuz ! ho servicher a zo klanv, roit d’ezan ar pare !.... Jezuz, lavarit eur ger, hebken, hag o servicher a vo pare î
154
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKRAMANCHOU
Jezuz, ho mignon a zo klanv, roit d’ezan ar pare ! Jezuz, sellit a druez ouz hor re glanv ! Jezuz, benniget hor re glanv..... * Hag eus ho zu, ar re glanv a ra da Jezuz pedennou birvidik. « Jezuz ! a lavare unan, o ! roit d’in ar pare ! Me ’m eus unek bugel, bihan c’hoaz. N ’eus den nemedon da c’hounit boued d’ezo ! Petra ’rint hebdon ? O Jezuz, bezit truez outo ha roit d’in ar pare ! » « Jezuz ! roit d’in ar pare, a lavare eun all. Me m eus treuzet Bro-C’hall evit dont d’o pedi, ama ! Me ’m eus fizianz ennoc’h ! O ! roit d’in ar pare ! » « Jezuz ! a lavare eun all, c’hoaz, me ’labour en eur stal hag a zo enni kalz tud fall. Ober a reant goab, o welet ac’hanon o tont ama. Petra ’lavaro ar re-ze, mar d an d’ar gear heb beza pareet. Ober a rint goab eus ho relijion, gwasoc’h eget biskoaz. O ! roit d’in ar pare ! » Evel-se e ve, atao, evit prosesion ar zakramant, pa ve re glanv. Ha ral eo, na deufe ket, bep wech, Jezuz da zelaou ouz ar pedennou a ves great outan. Er bloaz-se, dirag va daoulagad, e Lourd, em oa gwelet tri o sevel eus ho gweleou pare-klok. Ma na vije bet en hosti-se, netra nemet bara e giz ’zo war an daol en ho ti, daoust ha c’hoarvezout a rafe bur zudou evel-se ? Nann. En hosti-zakr n’eus mui bara. En hosti-zakr ema Jezuz, kuzet dindan spez ar bara.
H
AR MERKOU EVIT ANAOUT A KREDI A REAR EMA JEZUZ E SAKRAMANT AN AOTER
Dec’h hon doa kaozeet diwar-benn Jezuz kuzet en hostizakr. Kaozeomp adarre, mar kirit eus Jezuz, chomet ga neomp e sakramant an aoter. Kerkouls, ne c’helfomp komz re alies, diwar-benn ar za kramant-se. Jezuz kuzet en hosti, eo Ael ar bed kristen. Beza eo evit ar c’hristen, evel ma ’z eo an heol evit an douar. An heol a laka kement ’zo, da boulza, da greski. Hen a ro groez, tomder d’an traou holl. Kerkent ha ma tispak he dal, pep tra a deu da veza laouen. Met pa ’z a da guzat, war pep tra, ’ve, evel astennet, eur vantel a ganv. Er c’hiz-se, ema Jezuz. Lakaat a ra an den da gaout
156
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
ar peoc’h, gantan e-unan, hag ar peoc’h gant ar re all, rei a ra d’ezan, muioc’h a eürusted, en e blijadur ; sikour a ra anezan da zougen gwelloc’h e boaniou. Teurel a ra, dre ar bed, habaksder ha karantez. Met kasit anezan kuit, ha ne gavoc’h mui nemet traou reuzeudik. An den a deu da veza eun aneval hag a glask e blijadur oc’h heul e ble gou fall. Beva ’ra en dizurziou. Hag e blijadur. zoken, a vezo c’houero Gwelit, kerkouls, ar pez a dremen er Rusi hag er Mexik. Eno Jezuz a zo kaset kuit ; freuzet to e ilizou. Mat n’eus den eürus : n’eus mui nemet lac’herez ha reuziou fall. Kaozeomp, ’ta, c’hoaz, eus Jezuz. Dec’h e lavaren d’eoc’h, n’eus ket er barrez, kalz tud ha ne gredont ket ema Jezuz e sakramant an Aoter. Met daoust ha krenv eo ho feiz ? Ez eomp da welet, hirio, ar merkou evit anaout ha kredi a reomp stard, ema Jezuz war an aoter, en hon ilizou. Merk kenta : Pegen alies ez it d’an iliz d’E welet, da gaozeal gantan ? D’oc’h oad, o peus bet, holl, karet. Beza o peus mignouned, mignounezed. Mat, gwelit petra ’rit e kenver ho mignouned ha mi gnounezed. Gwechou ’zo, ez it d’ho gwelet d’ho zi. Ha mar teu d’ezo pedi ac’hanoc’h, eur wech bennag, ez it gant mall beteg enno. Met el lavaret em eus dija, d’eoc’h, Jezuz a zo hor gwella mignon. Dre garantez evidomp, eo chomet e sakra mant an aoter. Ma o peus feiz, ma kredit an dra-ze, e tle-
AR ZAKR AMAN CHOU
157
foc’h ober evitan evel evit mignouned ar bed-ma : mont, awechou, d’e welet, da gozeal gantan : mont dreist-holl, gant mall ha gant prez, ive, pa c’halv ac’hanoc’h, evel ma ra, da zul ha da c’houel. Evel-se e rea tud parrez Ars. Konvertiset oant bet, pelloc’h, gant ho ferson santel, sant Yann-Vadezour Vianney. Ha, bep mintin, en Ars, e vije gwelet ouz moger an iliz, kals binviou labour : pilli, mirri, restel ha traou all. Lod tud, en eur vont d’ho devez, a yea da lavaret eur ger a garantez da Jezuz. Ha da zul, ha da c’houel, an iliz a vije bourr-sang, gant ar re a deue da glevet an oferenn. Mar o pefe feiz awalc’h e rafec’h eveldo. Ober a c’helfoc’h, c’hoaz, eun dra all. Gwechou ’zo, e tremenit ebiou ti ho mignouned ha mignounezed. Met n’o peus ket amzer da vont beteg enno. Hag en eur dremen, ho taoulagad a zo, war an nor, war ar prenestr, da welet ha c’houi ’welo anezo, evit ober d’ezo eur sin a garantez ha kas beteg enno eur mousc’hoarz. Ha ma na weloc’h ket anezo e kasoc’h, atao, beteg enno, ar zonj wella eus ho kalon. Edon o kozeal eus tud Ars, hag a yea d’an iliz da lava ret eur ger a garantez da Jezuz. Met holl ne c’hellent mont beteg an iliz. Lod a vije ganto kirri, anevaled. Hag e vi jent gwelet, en eur dremen, o tenna ho zok, o trei ho fenn warzu an iliz, hag oc’h ober sin ar groaz. Rei a reont, evel-se, da Jezuz ar zonj wella eus ho c’halon. Bet em eus eur mignon hag en doa kuitaat e diegez evit mont d’eun tiegez all, tostoc’h d’ar bourg.
158
KELENNADUREZ
DÏWAR-BENN
En eur dremenn, ez is d’e welet, eun dervez. Kaout a rajon anezan, o labourat, en e bark. — Ac’hanta, emeve, en em blijout a res en da diegez neves ? — O ! en em blijout dreist, a lavaras. Va ziegez a zo brasoc’h. Ama, em bezo labour da rei d’am bugale. Ha neuze, ama, en em zantan e kichen Jezuz. Awechou, em eus poan, awechou all e vezan skwiz. Met n’eus park ebet ha na welfen ket an iliz dioutan. Pa vezan skwiz, p’am eus poan e kasan va zell, warzu an iliz. Me ginnig da Je zuz va foaniou ha va skwisder. Hag e teu d’in kalon evit labourat adarre. Parrisioniz, gwelit ha c’houi ’ra evel tud Ars, evel ma mignoun. Ma ne dit ket beteg an iliz, ma na c’hellit ket mont, ha kas a rit, da vihana, ho spered hag o kalon be teg Jezuz ? Neuze, o peus feiz. Met, ma ne lavar netra an iliz d’eoc’h, pa dremenit ebiou d’ezi, pa welit anezi, ma chom yen ha dizeblant ho kalon, n’o peus feiz ebet. N e gredit ket ema Jezuz e sakramant an aoter.
Eil merk evit anaout ha c’houi ’gred ema Jezuz e sa kramant an aoter : e pe c’hiz ec’h en em gemerit evit dont en iliz ? Tri rumm dud a deu d’hon ilizou. Lod a ya en iliz, evel en eur c’hoari, evel en eun ti danz. Ho zok a zindan ho brec’h, e reont an dro d’an iliz, en eur zellet ous imajou ar zent, ous an taolennou. Ma z eus tud all ganto, e kozeint outo evel ma rafent er
AR ZAKRAMANCHOU
159
meaz. Ne brizont ket lavaret eur ger da Jezuz. Ne ouzont ket, zoken, ema Jezuz en tabernakl. An dud-se, a welomp o tremenn, ama, bep bloaz, pa deu an « touristed ». Ar re-ze n’o deus feiz ebet. Arabat eo d’eoc’h ober, morse, eveldo. Lod all ’zo, ha pa deuont d’an iliz, a ra vân da gemer dour benniget, a ra an neuz da ober sin ar groaz en eur gas ho dorn warzu ho fenn. Met ne reont nemet hija ane zan, evel da gas kuit ar c’hellien. Ar re-ze, o deus klevet lavaret, eo an iliz ti Jezuz. Met ne zonjont, mui, ennan. Evel ma ’z a ar yar d’ar c’hlud m’eo boazet, e teuont d’an iliz abalamour ma int boazet. Met ne zonjont ket larkoc’h. Aze kennebeut n’eus mui a feiz, pe ar pez a zo, ’zo koulz lavaret maro. Pelloc’h, ema an dud hag a deu modest, en iliz, a gemer dour benniget, a ra sin ar groaz, en eur gas an dorn deou d’an tal, d’ar stomok, d’ar skoaz gleiz ha d’an hini deou. Goudeze, e kasont ho zonj beteg Jezuz hag e lakeont eur c’hlin en douar, araog daoulina, war ho c’hador. Lod a ra muioc’h : sant Thomas en eur zigouezout en iliz, a lakea e c’hlin en douar, a stoue e benn warzu an ao ter hag a lavare : salud Jezuz va Mestr ! Menec’h a zo hag a bok da leurenn an iliz. Ha leanezed a zo, ive, hag a gouez d’an daoulin, a stou ho fenn warzu an aoter, dal ma tigouezont, evit adori Jezuz. Setu aze, tud, hag o deus feiz. Setu, aze, hag a oar ema Jezuz en tabemakl en hon ilizou. Ha setu aze hag a rankoc’h, atao, da ober, ma o peus feiz, oc’h unan.
KELENNADUREZ
160
DIWAR-BENN
Edon, eun devez, o vont d’eur pardon gant eur mignon beleg eveldon, ha person eveldon. Eur an oferenn oa, dija, pa oamp digouezet er bourg. An dud en em haste da vont warzu an iliz, abalamour da gaout kadoriou. Va mignon a lavaras d’in : « Houma, ar barrez-ma, ’zo brudet da veza eur barrez a feiz : d’eomp da welet ha gwir eo. » Hag e chachas ac’hanon da vont gantan da heul an dud. — Penaos, a lavarjen d’ezan, c’houi ’ouezo an dra-ze T — Eas tre, a respontas : chomomp da welet an dud o tont en iliz. Hag oamp chomet e kichen eur piler, da zellet. An dud a deue en iliz, heb en em boulza. Ar re vihan hag ar re vras a rea sin ar groaz en eur gas an dorn deou d’an tal, d’ar stomok, d’ar skoaz kleiz ha d’an hini deou. Ha goudeze, ez eant da gemer ho c’hador. Hag araog daoulina warni e lakeant ho glin en douar. — Te ’wel, a lavaras d’in va mignon, ama an holl a oar ema Jezuz o chom en tabernakl. Ama ’zo feiz. Va breudeur, gwelit e pe doare e teuit en iliz. An doare da zont en iliz, eo ar muzul evit muzula feiz eun den. * Trede merk : e pe doare ec’h en em zalc’hit en iliz ? Daou zoare a zo da en em zerc’hel en iliz. Pa deu, lod bourc’hizien ’zo, da eun anterramant pe d’an oferenn da heul ho gwreg, e taolont ho zok war eur
AR ZAKRAMANCHOU
16 1
gador, e lakeont eun dorn en ho godel, ha gant eun dorn all e flouront dalc’h-mat, ho baro : sellet a reont a zeou hag a gleiz, met ne lavaront ket eur bedenn.... Kalz re all, labourerien douar ha tud all, ne reont tamm gwelloc’h. Akodet eus eur gador, eur c’hlin, hebken, warni, inouet hag hanter gousket, ne dizont ket lavaret eur be denn. Met re all ’zo, a drugarez Doue, ha pa deuont d’an iliz e weler anezo o pedi. Beza e ve ganto eur chapeled pe, awechou, zoken, eul levr dévot hag a lennont. N’en em emmellont tamm, eus ar re all. Awalc’h o deus da ober ganto ho unan.... Epad an oferenn-bred, c’hoaz, lod a gan. Ar ganaouen a zo eur bedenn, ive. Gwelet o peus, e Lourd, ar re ac’hanoc’h o deus bet an eur-vad da vont d’i, da bardona, gwe let o peus tud o lenva, pa glevent ar bardonerien o kana ar Gredo. Oant eno, hanter-kant mil den, triugent mil den, beteg kant mil den, awechou, o kana, a-unan. Ar meneziou a dregern, tro war dro. An holl a gav an dra-ze ken kaer ma ve beget ho c’halon. Mat Doue ’zo evel an den. Hag an hini a gan a greiz kalon ofisou an Iliz, a gas e be denn beteg kalon Doue. ❖ Setu an daou zoare da en em zerc’hel en iliz : E pe seurt renk ec’h en em lakit ? E renk ar vourc’hizien orgouillus, en o zav, e kichen ho c’hador ; e renk ar re vez akodet ouz ho c’hador ha na bedont ket muioc’h eget ar re all. O ! neuze, n’o peus ket a feiz ! Neuze, ne ouzoc’h ket ema Jezuz war an aoter. 6
162
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Met, ma rit evel ar re a deu en iliz, gant doujans, a la var ho chapeled, a lenn levriou dévot, a gan en ofisou, neuze, e kredit ema Jezuz war an aoter. Dalc’hit da ober kement-se, devotoc’h-devota, bep tro. Ho feiz a deuio eta da veza muioc’h krenv. Rei rafoc’h skouer vad ha dou gen a rafoc’h ar re all da ober eveldoc’h. Eun devez, an Ao. Mermilhod, eskob Jenev, oa bet o sarmoun. Komzet en doa diwar-benn Jezuz, chomet, war an aoter, ganeomp. Eur brotestantez oa bet o selaou anezan. En eur zont en dro d’he zi, e lavare outi he-unan : N ’eo ket gwir : Jezus n’ema ket war an aoter. An Ao. Mermilhod ne gred ket ar pez a lavar. Kozeal a reas, diwar kement-se, da gamaradezet. — O, avat, oa lavaret d’ezi, an Ao. Mermilhod a zo karet kalz gant e anaoudeien. Eun den gouiziek eo. Leal eo ive. Ne gav ket d’eomp, e lavarfe, morse, eun dra ha na gred ket. — Me garfe gouzout, emezi ! Hag oa lavaret, ive, d’ezi e vije gwelet, bemdez, d’ar memes eur, o vont d’an iliz. — D’ober petra ’z a d’an iliz ? — Ni ne ouzomp ket. — Mat me ranko gouzout. Eun nebeudik goude, ez eas, eus ar pardaez, d’an iliz. N ’oa den enni. Hag i, en em guzat en eur gador goves. Prest, goude, e teuas an Ao. ’n Eskob. Dre an toullou oa en nor, e welas anezan o vont dirag an tabernakl. Eno
AR ZAKRAMANCHOU
163
ez eas war e zaoulin hag e stouas e benn beteg an douar. Pell e chômas da bedi. Awechou, e save e zaoulagad warzu an tabemakl, evel ma vije bet o kozeal gant unan bennag, a wele dirazan. Pelloc’h, goude eun eur bennag, tremenet evel-se, e savas n e zav. Lakaat a reas e s ’hlin en douar, en eur stoui e benn. Hag edo o vont kuit.... Ar brotestantez a zigoras dor ar gador-govez hag a yeas, en eur redadenn, beteg ennan. « Aotrou ’n Eskob, emezi, fall em eus great, pardonit ac’hanon. Met me oa bet, en deiz all, o selaou ac’hanoc’h da brezeg. Prezeget o poa diwar-benn Jezuz, chomet er zakramant ganeomp. Ne c’hellen ket kredi oa gwir kement-se. Ennon va unan e lavaren, c’houi, na gredoc’h ket muioc’h egedon. Eur wech, c’hoaz, pardonit Aotrou ’n Eskob. Met awalc’h em eus gwelet : sur oc’h ema Jezuz, aze. C’houi o peus studiet muioc’h eget na c’hellen ober. N ’oun mui protestantez. Me a gred, brema, ar pez a gredit. Ha goulenn a ran ouzoc’h, mar plij, digemeret ac’hanon e renk kristenien Jenev. » Trede merk evit anaout beteg pegeit ez a ho feiz e sa kramant : gwelet e pe doare, ec’h m zalc’hit en iliz.
Pevare merk : Gwelit petra rit araog kommunia ha pe tra ’rit goude Eus ar re ve o kommunia e c’heller ober daou rumm. Lod a ya da gommunia ho c’halon yen. Ne zonjont tamm da ober petra ez eont. Ne c’houlennont ket pardon digant Doue, na reont pedenn ebet. Goude ar gommunion
161
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKR AMAN CHOU
na bedont ket muioc’h. Hag awechou, ar beleg en deus roet d’ezo eur gommunion, n’ema ket c’hoaz, er sakreteri, ma ’z int eat er-meaz eus an iliz. Lod all a deu da gommunia, gant eur galon tomm. Gou lenn a reont pardon ous Doue. Lavaret a reont d’ezan, sikour anezo da veza gwelloc’h. Pedi ’reont anezan, da gaout truez outo. Ha goude ar gommunion e trugarekaont Jezuz, ec’h en em ginnigont d’ezan, e pedont anezan d’o sikour, da blijout d’ezan, e pedont anezan, ive, evit ho re veo, evit ho re varo, evit ho bro, evit goulenn ma vo Doue muioc’h karet ha muioc’h anavezet. Pell e chomont, er c’hiz-se, kalon ha kalon gand Jezuz. Ne ouzont ket peur o deus pedet awalc’h.
Eus an daou rumm-se, etouez pere ec’h en em lakit ? Etouez tud ar rumm kenta ; ar re a ya da gommunia gant eur galon yen. Ar re-se ez eo bihan ho feiz. Ho c’hommunion ne ra, morse, vat d’ezo. Eürus, c’hoaz, ma ne reont kommunionou sakrilaj ! Etouez re an eil rumm ? Mat, neuze. Neuze o peus feiz. Neuze, e weloc’h, e santoc’h Jezuz er gommunion. Ha seul vui ma rafoc’h kommunionou evel-se, seulvui, e santfoc’h ho feiz o kreski hag o startaat. Evit hirio, em eus échu. Echui a ran dre ar c’homzou a lavaren en eur gregi em zarmon : Jezuz eo ael ar bed Beza eo d’ar bed kristen evel ma z eo an heol d’an douar. Kredit ’ta ennan, hag eus hoc’h holl galon, karit anezan.
AN AOTER, AN TABERNAKL HAG AN OSTENSOUER
D’an dud oa deuet, ama, dec’h, da ober ho adorasion, em oa komzet diwar-benn ar zakramant meulet ra vezo ! Diwar-benn petra kozeal, kerkouls, epad eun adorasion, nemet diwar-benn ar zakramant-se ? Komzomp eta, adarre, hirio, diwar-benn Jezuz chomet ganeomp e sakramant an aoter. Bremaïk, e vezo lavaret an oferenn. Ha goude ar gorreou, Jezuz a vezo, aze, e tri lec’h : war an aoter, etre daouarn ar beleg, en tabernakl, ha war an tabernakl, en ostensouer alaouret. Buhez Jezuz etouez an dud, brema, a dremen en tri lec’h-se. Digas a reont d’eomp sonj eus e vuhez gwechall, war an douar : an aoter, eus e vuhez a boan ; an taber-
-166
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
nakl eus e vuhez kuzet e ti e dad hag e varnm, hag an os tensouer, eus ar vuhez a rene pa rea eur bern burzudou evit diskouez d’an dud oa Doue. Met perak eo Jezuz chomet en tabernakl war an aoter hag en ostensouer ? C’houi her goar, koulz ha me. N ’eo ket evit chom aze, eo diskennet dre gomz ar beleg war an aoter. N ’ema en tabernakl, war an aoter hag en ostensouer, nemet da c’hedal diskenn en ho kalonou. Sant Paol a lavare, gwechall, d’ar gristenien : « Templum Dei quod estis vos : (C. III) C’houi ’zo iliz an Ao trou Doue ». Ya zur. C’houi ’zo iliz an Aotrou Doue. Ka lon ar c’hristen eo an aoter ha warni Jezuz en deus c’hoant da zisken ; kalon ar c’hristen eo an tabernakl hag ennan Jezuz en em guz, gant plijadur ; kalon ar c’hristen eo an ostensouer ha dreizan Jezuz a garfe en em ziskouez.
Kalon ar c’hristen a zo eun aoter ha warni Jezuz a en em blij o tiskenn. Eun aoter a zo eur stal koat pe vean, savet evit kinnig sakrifisou da Zoue. An traou kinniget da Zoue e sakrifis, gwechall, a vije anevaled pe traou all. Ar zakrifiz ne vije échu, nemet pa vije debret pe devet an traou kinniget : atao e rankfent beza kaset da netra. Er giz-se oa evit an oan paskal. Goude kement-se, gwelit, brema, penaos ho kalon a zo eun aoter. War aoter an iliz, e ve lavaret an oferenn. Jezuz a zis ken, epad an oferenn, e kement hosti a zo war an aoter.
AR ZAKRAMANCHOU
467
Hag an oferenn-se, ne vo echu, ken a vo eat da netra an holl hostiou a zo bet konsakret. Mat, e pelec’h ’ta ez ei an hostiou-se da netra ? E kalon pephini ac’hanoc’h. C’houi ’deuio da gommunia. An hosti a ve lakeat war ho teod hag a ya en diabars diouzoc’h. Eno e teuzo. Ne jomo tamm anezi. Eno ec’h echuo, eta, an oferenn. Hag evel-se ho kalon ’zo eun aoter ha warni, e vo kaset da netra, evel pa lavarfen, Jezuz en em ginniget da Zoue, epad an ofe renn, en iliz. Ho kalon ’zo eun aoter hag enni ec’h échu an oferenn, lavaret en iliz ! Ha sonjet oc’h eus c’houi, morse, mat an dra-ze ! if»
Eun aoter, en eun iliz, na ve gellet lavaret an oferenn warni, nemet beza vefe neat ha disklabez. Goloet e rank beza gand eun doubier wenn. Arabat a ve poultrenn na gwiad-kinid. Mat, pegwir ho kalon ’zo eun aoter, arabat e stlabeza, morse. Arabat, e teufe pec’hed ebet, da gailhara anezi. Dalc’hit sonj, bepred, eus komz sant Paol : « Templum Dei quod estis vos : C’houi ’zo templ an Aotrou Doue. » * ** Kouentchou a zo, hag a zo enno, leanezed ha menec’h. en em roet evit ar vuhez da Zoue. Na c’hellont dont er meas eus ho c’houent, morse. Ha pa deu unan bennag da welet anezo, na vezont ket lezet ho unan, da vont da go-
468
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
zeal ganto. Er gambr e ve, atao, eul leanez pe eur manac’h hag a ve o pedi hag o selaou. Ha ma teu al leanezed pe ar venec’h, epad ma vezont o kozeal gant ho mignoned pe ho mignonezed, da lavaret eun dra bennag ha na ve ket a zoare, da vankout d’ar ga rantez pe d’al lealded, an hini ’zo o selaou a lavar : Ra deuio sonj d’am breur, ra deuio sonj d’am c’hoar eus ar gommunion e deus great, er mintin-man. Ha raktal e ve kaozeet eus traou all. Va breudeur, va c’hoarezed, n’emoc’h ket o veva en eur gouent. Beza emaoc’h o veva e kreiz ar bed. Alies, an diaoul a garfe louza ho kalon dre a bep seurt tentasionou. Dalc’hit sonj mat, ive, neuze, eus ar c’hommunionou o peus great. Dalc’hit sonj eo ho kalon eun aoter ha warni e teu da veza echuet, an oferennou a ve lavaret en iliz.
Ho kalon a zo eun tabernakl. War gont santez Angela Merisi, e lakear an histor-ma. He mamm a vije, bemdez, en oferenn. Aliesa ma c’helle ez ea da gommunia. D’he heul, d’an iliz, e kase, bemdez, eur verc’hik seiz vloaz he doa. D’ar mare-se n’edo ket, c’hoaz, deuet al lezenn da la kaat ar re vihan da gommunia. Ha pa vije deuet he mamm eus an daol zantel war he c’hador, en dro, Angela vihan a en em daole ouz he feultrin hag a boke d’ezan. — Chom ’ta merc’hig, a lavare d’ezi he mamm, chom ’ta fur. Sell eus an tabernakl ahont. Ahont ema Jezuz.
AR ZAKRAMAN CHOU
169
— O ! n’ema ket, mamm, emezi. Me ’m eus gwelet ar beleg, bremaïk, o lakaat Jezuz d’eoc’h war ho teod. Jezuz n’ema mui ahont. C’houi eo an tabernakl, brema. Eurusa plac’hig hag a entente d’e seiz vloaz, e ve Jezuz e kalon an den dre ar gommunion ! Eurusa mamm da gaout eur verc’hig ken devot ! Ya zur. Pa vezomp bet o kommunia hor c’halon ’zo eun tabernakl. ** Kement-se a zo eur mister a garantez. Pa en deus bet c’hoant Doue, d’ober eun ti d’an Elez, en deus astennet a zindanna, bolz c’hlas an nenvou. Ha pa en deus bet c’hoant da gaout eun ti d’ezan e-unan, en deus great kalon an den. E tabernakl an aoter, n’ema nemet evit gortoz. Eno, ema evel en eur prizoun : e gallek, e ve lavaret o kozeal diwar-benn Jezuz : « le divin prisonnier de nos taberna cles ». Eno, e ve inouet. Al lec’h ma en deus c’hoant da vont, eo kalon an den. E blijadur vrasa, a zo gwelet ar beleg o tigeri an nor, warnan, hag o tougen anezan war teod eun den hag a c’houlenn kommunia : « deliciœ meœ esse eum filiis hominum. Fïlioli, prœbe mihi cor tuum : Beva kalon ouz kalon gant an den. Goude an dra-se, ne c’hoanta netra ebed mui. »
Ha pegwir ho kalon ’zo eun tabernakl, dalc’hit kaer anezan.
-170
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Setu ama al lezenn evit tabernakl an aoter. Evit an dianvaez, e c’hell beza koat, mein, houarn... pe draou, all, c’hoaz. An dra-ze ne vern ket. Met an diabars, al lec’h ema Jezuz o chom, a rank beza stignet gant seiz. Hag ar seiz-se staget gant tachou a briz : tachou arc’hant, ta chou aour, pe da vihana, tachou arc’hantet pe alaouret. Evel-se eo reseo Jezuz : N ’eus fors piou a c’hell kemer anezan : kos, yaouank, paour, pinvidik, klanv, diglanv. Jezuz ne zell ket eus kement-se. Ne sell nemet eus ar ga lon. Ar galon, e lec’h ma teu Jezuz da chom, a rank, ive, beza stignet eus ar re gaera. Dalc’hit, dreist-holl, ho ka lon glan ar muia ma c’helloc’h. Hag da heul ar glandet, stignit anezi gant feiz, esperanz, karantez ha keuz d’ho pec’hejou. Evelse, e vezo deread ha Jezuz en devezo plijadur enni.
Hor c’halon a die beza eun « ostensouer ». An « ostensouer » a zo patrom eun heol. Ennan e ve savet Jezuz, war tabemakl an aoter, pa ve adorasion en eur barrez ; ennan e ve lakeat araog ma ve roet bennoz ar za kramant. Ha bannou aour pe arc’hant an heol-se a lintr evel ma ve Jezuz oc’h en em ziskouez. Mat. E tleomp beza eun « ostensouer » en eur ziskouez ema Jezuz ennomp, dre hon oberou, dre hor c’homzou ha dre gement ’zo. Jezuz o tiskenn e kalon an den, a garfe e welet o veva deus e vuhez. N ’eo ket evit en em guzat eo e tiskenn en hor c’halon, met evit en em ziskouez, evit dougen ac’hanomp da ober evel ma rea, gwechall, pa veve war an douar .
AR ZAKR AMANCHOU
174
Gewlet am eus, en eur barrez, elec’h ma oan kure, eur plac’h yaouank, ha pa zave eus an daol-fask, a vije he dremm o lintra, evel an heol. Holl ar re ’vije en iliz, a zelle outi, gant trugar. Lod a zave war begou ho bouton evit he gwelet... Jezuz oc’h en em rei da anaout war he dremm ! He dremm o lintra evel eun « ostensouer » hag o rei da welet Jezuz a zouge en he c’halon ; eat oa da leanez. Marvet eo yaouank, evel eur zantez, en eur gouent ous kêr Angers.
Komzet em eus d’eoc’h, dija, eus parrez Ars. Pa oa eat d’i, da berson, an Ao. Vianney, ar barrez ne oa ket gwelloc’h eget eun all. Falloc’h, zoken, eget meur a hini. Met ar person oa eur zant. Ha dek vloaz, goude, Ars n’oa mui Ars. Ar barrisioniz holl oa deuet da veza tud santel. Pa zeant d’ar foariou, d’ar marc’hajou, hi a c’houlenne, awechou, digant ar re a brene diganto pe a werze d’ezo, deus a belec’h e vijent. — Ni ’zo eus al lec’h ma lec’h, a vije respontet d’ezo. Met ne c’houlennomp diganeoc’h eus pelec’h oc’h. C’houi ’zo eus Ars. — Ya, zur : Penaos ouzoc’h an dra-ze ? — Eas tre. C’houi, en Ars, a rank beza holl sent ha sentezet. Ho mouez ’zo dous, ho komz madelezus ha war ho tremm e ve, atao, laouenedigez. Petra ’rit da vihanan evit an dra-ze ? Petra reant ? Me en lavaro d’eoc’h. Tud Ars, ar mere ’hed, dreist-holl, a vije o kommunia, alies. Hag e teuent
472
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
da gaout dousder Jezuz, madelez Jezuz. Beza oant, evel-se, evel eun « ostensouer », hag a leze Jezuz da welet enno.
Nag a draou all evel-Se, a c’helfen da gonta d’eoc’h ! Hag oc’h unan ,daoust ha n’o peus ket kavet war hoc’h hent, tud hag a ve bepret dous, laouen, madelezus, izel a galon : tud ar bed, menec’h, leanezed ha tud all. Selaouit c’hoaz. E kear Fourmies, brema ’zo, eun daou ugent vloaz ben nag, al labourerien o doa bet graet grev, da lavaret eo„ oa chomet heb labourat war digarez kaout pae welloc’h. Eur gwall reuz oa bet. Ar zoudarded o doa ranket tenna. Eus al labourerien kalz a oa pistiget. Unan oa douget d’an hospital. Eul leanez a brederias outan, koulz lavaret, deiz ha noz. Met ne c’hellas ket hen lakaat da barea. Ha, pelloc’h, al labourer a oa o vont da vervel. Ar beleg oa galvet. Met al labourer na grede nag e Doue nag e diaoul hag a gasas anezan da bourmen . Neuze, al leanez, gant enkrez, a gomzas d’ezan diwarbenn ar bed all, diwar-benn e ene da zavetei. Hag e selle outi. Pelloc’h, e lavaras d’ezi : « Seurez, ne gredan ket e ve eur bed all. Eur wech ma ve maro an den, n’eus netra mui. Evelkent, ma ra plijadur d’eoc’h e teufe ar beleg, ama, d’am gwelet, e c’helloc’h lavaret d’ezan dont en dro. Rag c’houi a zo bet ken mat em c’henver, ma rafen n’eus fors petra evit ober plijadur d’eoc’h araog mervel. Ne ouzon ket pelec’h o peus kavet nerz-kalon da
AR ZAKRA M A N CHOU
1/3
brederia eus eun den hag en deus bet graet brezel d’ar ve leien ha d’ar seurezed eveldon-me. » Hag al leanez a gontas d’ezan diwar-benn Jezuz ganet evidomp, maro evidomp ha chomet war an aoter evit diskenn e kalon an den. Al labourer a zelaoue, a zigore bras e zaoulagad o kle vet anezi o konta. Pelloc’h, e lavaras : « Seurez, entent a ran. Ho Toue a zo va Houe. Doue eo a laka ac’hanoc’h da veza mat evel ma ’z oc’h. Lavarit d’ar beleg dont da gozeal ganen ». Ho Toue ’zo va Doue ! Ar Seurez-se a gommunie, bem dez, hag a leze Jezuz da welet dre he dousder, he madelez hag he nerz-kalon. Hi oa eun « ostensouer » hag a ziskoueze Jezuz enni.
Em eus échu. Dalc’hit sonj, a'tao, eus komz sant Paol : « Templum Dei quod estis vos : C’houi ’zo iliz an Aotrou Doue ». Ho kalon ’zo eun aoter, o kalon ’zo eun tabernakl ha c’houi a dlefe beza eun ostensouer, en eur rei Jezuz da welet en ho komzou, en hoc’h oberou, en ho toare da veva.
IV
AN EUR ZANTEL
Setu ni holl bodet, ama, evit an eur zantel. Houma, eo an eur wella, an eur e devezo an uhela priz, er retred emaoc’h oc’h ober, en deveziou-ma. Pa vez c’hoant da gozeal gant eur roue, e vezer pell awechou, o c’hedal mont beteg ennan. Red e ve da genta mont da gaout e vinistred. Hag, alies, goudeze, e ranker kemeret dilhad hag a zo great evit mont en e di : un man teau de cérémonie, a ve graet eus an dra-ze, e galleg. Kristenien, epad an derveziou o peus tremenet, ama, o peus en em lakeat e par da vont beteg Jezuz. Hen a zo ar Roue dreist peb roue, ar Roue-meur. Kozeet o peus gant e vinistred : ar veleien. Kemeret o peus eun dilhad all. Rag beza oc’h bet o kovez ha lakeat o peus war oc’h ene, eur vantel a c’hraz hag a blij d’ar Roue-ze, pa ’z er dirazan.
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKR AMANCHOU
175
Ama, d’an eur-ma, en iliz, en e di, Jezuz o tigemer holl kevret. Ema, aze, war an aoter, laouen bras o sellet ouzoc’h
Aze ! Jezuz a zo aze ? Daoust ha gwir eo ema Jezuz aze ? Ya. Netra suroc’h. Jezuz a zo aze. Ne zonjomp ket awalc’h e kement-se. Pell araog ma varvas, Jezuz a lavaras d’e ebestel ha d’an dud oa, eun devez, bodet en dro d’ezan : « Dont a rei eun amzer, ha me a roio d’eoc’h, va c’horf da zibri ha va gwad da eva. » Kals a yeas neuze kuit dioutan en eur lavaret : « Durus est hic sermo. Den n’oar ket petra ’lavar ». Daoust hag eun den a c’hell rei e gorf da zibri hag e wad da eva ? Ya. Jezuz a c’helle hen ober. Ha d’an devez araog e varo, e lezas gant an dud e gorf da zibri hag e wad da eva. N ’em eus ket kals ezomm da gonta d’eoc’h e pe c’hiz ec’h en em gemeras. Holl ouzoc’h an dra-ze. Jezuz a gemeras bara. Benniga a reas anezan, ha goudeze hen rannas etre e ebestel hag e lavaras d’ezo : « Kemerit : henma n’eo ket bara mui : hen-ma eo va c’horf : hoc est cor pus meum ». L. XXII). Goudeze, e kemeras gwin, en eur c’halir, hen bennigas hag hen roas d’e ebestel en eur la varet : « Kemerit hag evit holl dioutan, hennez eo va gwad, ar gwad skuilhet da baea evit pec’hejou an dud ». (Mat. VI.).
176
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Sant Yann o kozeal eus ar burzud-se a lavare : evel ma karie Jezuz an dud, en deus ho c’haret beteg ar fin : cum dilexisset suos, dilexit in finem, da lavaret eo en deus ho c’haret hirra ma c’helle mont e garantez, en deus ho c’ha ret beteg chom ganto ac’han da fin ar bed. Ha beteg fin ar bed, keit ha ma vo eun den war an douar, Jezuz a vo gan tan, e sakramant an aoter.
N ’eo ket eun dra eas da gredi : Durus est hic sermo, a lavare ar Juzevien : ar pez a lavar ’zo dies da entent. Ha koulskoude, ma taolomp evez mat, Jezuz, meur a wech, en deus roet d’eomp da entent ema aze. War an daol, en ho ti, ’zo bara. Kemeret a reoc’h ar bara-ze ; e vruzuna, e vrevi a rafoc’h heb aon ebet. Kredi a rafoc’h ober ar memez tra gant bara ar gommunion ? O ! nann. Netra nemet ar zonj eus kement-se, ho laka da skrijal. Krena ’rit, bep tro, ma ’z it da gommunia. Pe rak ? Abalamour bara ar gommunion n’eo ket bara mui : Jezuz a zo aze. Met n’eo ket enkrez, hebken, a daol ar gommunion er galon... N ’eo ket bet digouezet ganeoc’h, awechou, goude eur gommunion vat, en em gaout evel dibrad eus an douar, pe da vihana, kaout oc’h ene, evel distag deus ho korf, o nijal warzu ar baradoz war diouaskell ar garan tez ? Petra ’rea an dra-ze ? Jezuz oc’h en em rei d’eoc’h da zantout ema er gommunion. Bet oc’h bet e Lourd. Sur, da vihana o peus holl klevet kozeal diwar-benn Lourd. Eno Jezuz a gomz, c’hoaz, freasoc’h, eno a lavar, c’hoaz, krenvoc’h ema er gommunion.
AR ZAKR AMANCHOU
177
Brema e zo trizek vloaz, em oa bet an eur vat da vont da bardona da Lourd. Ha d’ar yaou, araog prosesion ar zakramant, e weljon lakaat en daou du d’an hent ma tlee tremen ar pro sesion kement den klanv a oa eat da di ar Werc’hez, da glask ar pare. Eun tri-c’hant bennag oa anezo. Kalet a vije kalon an den ha na vije ket bet deuet da veza boug, o welet an dud-se e poan. Lod o doa an ear hanter varo, lod all o doa bec’h o viret da yudal, kement a boan o devoa. Pa oa gwelet ar prosesion o tont, hag an hosti-zakr, douget en eun heol aour, etre daouarn eun eskob, ar re glanv a zave war ho c’houanze hag a grie a bouez-penn : Jezuz, c’houi ’c’hell hor parea ! Jezuz, Mab Doue, lavarit eur ger, hebken, hag e vin pare ! — Me ’lavare unan, em eus eur vandenn vugale; d’o maga n’eus ken nemet poan va divrec’h ! O ! abalamour d’ezo roit d’in ar pare ! — Me ’lavare eun all, em eus treuzet Bro-C’hall evit dont ama, da bardona. N ’oun ket pinvidik. Met fizians em eus ennoc’h. Deuet oun, ar memes tra. Roit d’in ar pare ! Petra lavaro, kerkouls, va zud mar d’an d’ar gear heb beza pare ? Jezuz ! Jezuz ! Lavarit eur ger hag e vezin pare !..... — Lod all a rea pedennou all, muioc’h glac’harus an eil eget heben.
178
KELENNADUREZ DIWAR-BENN
Mat ! war tri-c’hant den klanv oa eno, seitek oa pareet war an taol. A-dreuz ho daerou,- e lavarent a bouez-penn, bennoz da Jezuz. An holl a lenve. Perak oant pareet ? Abalamour Jezuz, kuzet en hostizakr, ha deuet en o zouez, douget gant eun eskob, en heol aour, en doa klevet ous ho fedennou. Ya ! Jezuz a zo aze, en hosti-zakr. « O Jezuz ! setu ni ama, bodet en iliz. Ni ’zo deuet da ober an adorasion. Ni ’gred ennoc’h. Met ne gredomp ket awalc’h, ne zonjomp ket awalc’h emaoc’h aze : auge incredulitatum meam : roit d’imp ar c’hras da gredi muioc’h ! » Hag evit diskouez hor c’hredenn d’an Aotrou Doue ez eomp holl, da gana ar Gredo.
Aze, ema Jezuz. En aviel, e kavomp da lenn : pa oa ganet Jezuz e kraouik Bethleem, an aelez a en em lakeas da gana ha da embann e c’hineveléz d’ar bastored a oa, war ar menez, o tiwall ho denved. Epad an amzer-ze, sant Joseph hag ar Werc’hez a goueze d’an daoulin, evit adori ar Mabik bihan. Hag araog m’oa tremenet an noz ar bastored ho unan a deuas, ive, d’Hen adori ha da ginnig d’ezan ho denvedigou. Tri miz bennag, goude, ec’h arruas tri roue eus ar zavheol. Hag ar re-ma, goude beza Hen adoret, a ginnigas; d’ezan traou a briz : aour, ezans ha mirh.
AR ZAKRAMANCHOU
179
« O Jezuz î genel a zo dont er bed. » Pa deu eur bugel da c’henel en eun ti, e teu en eul lec’h, lia n’oa ket anezan, diaraog. Er c’hiz-se, c’houi a zo evel ganet er mintin-ma, epad an oferenn. Ar c’hleier o deus embannet, d’an dud tro war dro, oc’h digouezet, war an aoter, aze. Met an dud a zo ken dizonj ! N ’o deus ket taolet evez ebet eus mouez ar c’hloc’h oc’h embann an ofe renn. « Ha koulskoude, ar pez a reas ar Werc’hez, sant Jo seph, ar bastored hag an tri roue, a zo eur gentel evi domp. I a deuas d’oc’h adori. « O va Zalver ! Setu ni daoulinet dirazoc’h. Evel ar Werc’hez, sant Joseph, ar bastored hag an tri roue, gwe chall ; ni ’zo deuet, ama, d’oc’h adori. C’houi ’zo hor Mestr, hor C’hrouer. Diou wech omp d’eoc’h : rag, goude beza hor c’hrouet, o peus prenet ac’hanomp dre ar priz eus ho kwad. O ! n’eo ket, hebken, a c’hinou ec’h adoromp ac’hanoc’h. Met hor c’halon ha kement hon deus a zo d’eoc’h .N’eo ket a gorf, a lavarec’h, gwechall, met a spered e tleer adori Doue. (J. IV. 21). O ! ni a bleg hor spered da heul hor c’horf, evit oc’h adori. Hag ar pes a lavaromp, n’int ket komzou goullo. C’houi hag a well ar vsonjou ar muia kuzet, o ! lennit en hor e’halonou. Ne gavoc’h netra enno, nemet an doujans a dleomp d’eoc’h : C’houi eo hon Roue, hor Mestr ! « Ar rouane, gwechall, oc’h adore hag a ginnige d'eoc’h traou a briz. Ni n’omp ket pinvidik, evel ma ’z oa ar xouane. Ni, evel ar bastored, na c’hellomp dibri bara, nexnet dre ma her gounezomp : met ni ginnig d’eoc’h, a vo-
180
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
lontez vad, ar pes hon deus : hor c’horf, hor spered, hor c’halon, hon ene ! « C’hoant o peus da gaout ouspenn, hor buhez ? — D’eoc’h eo. — C’hoant o peus da gaout ar pezik danvez hon deus ? — D’eoc’h int. — C’hoant o peus da gaout hor bugale ? O ! ni ’ro anezo d’eoc’h, a greiz kalon. Dalc’hit anezo evidoc’h, atao hag atao, o va Jezuz ? — C’hoant o peus da gaout hon tadou hag hor mammou ! — O ! ni ’ginnig anezo d’eoc’h a galon vad. Emaint o koza dija. Ar re-se o deus bet poan war an douar. O ! benniget anezo. Dalc’hit, ive, anezo, evidoc’h, atao, keit ha ma vezint war an douar, abalamour d’ezo da veza diwezatoc’h ganeoc’h er baradoz ! » Kantik da gana : Va Jezuz, va Doue, C’houi hebken a zeziran. Aze ema Jezuz ! Kaout a ris, eun devez, da lenn, an istor-ma. Eun den a oa, hag a oa dévot d’ar Werc’hez. Abaoue m’oa bugel oa bet boazet gant e vamm da bedi anezi. Met, deuet da zen, e kavas, siouas ! kamaradet fall hag e teuas da veza fall e-unan. Morse, koulskoude, devez ebet, ne ankounac’he da bedi ar Werc’hez. Hag, eur wech, en eur chaseal, ez eas keit en dounder eur c’hoat, ma na gavas nag hent na gwenojenn, evit dont d’ar gear. An noz a gouezas. Itiket oa gant ar zec’hed, Naon du en doa, ive. Dont a reas sonj d’ezan eus Mamm Doue. Hag e reas d’ezi, ar bedenn-ma : « O Gwerc’hez Vari ! Va mamm, pa oan bihanig, he doa desket d’in,
AR ZAKRAMANCHOU
18 1
n’oa klevet, morse, lavaret, o pije dilezet ho servicherien. Mari va Mamm eus ar baradoz ! me ’m eus fizianz ennoc’h. Naon du e meus. Sec’het e meus ive. En han’ Doue ! bezit truez ouzin ! Digasit d’in eun dra bennag da zibri, eun dra bennag da eva. » Hag e welas ar Werc’hez he-unan, o tont warzu ennan. Etre he daouarn e touge eur plat. Ha war ar plat e welas eur bern traou eus ar re wella da zibri. Hag ar paourkeas malheürus, a zave e zaouarn hag e zaoulagad warzu enni, ha gant teneredigez e lavare : « Mil trugarez va Mamm vad ! Mil trugarez ! Me o pedo, bemdez, muioc’h mui, be teg fin va buhez î » Met pa ’zeas da glask dibri, en devoa heug, donjer. E galon a zave o sellet hag o welet. E strad ar plat, a zin dan an traou mat, ne oa nemet traou brein hag a bep seurt prenved lous o krignat anezo. Neuze, en em daolas da lenva. Ha pleget e benn e lavaras gant glac’har : « O Mari ! n’am bije kredet biken ! C’houi ’ra goab ac’hanon ! O nann ! Noc’h ket ken mat ha ma lavare va mamm d’in pa oan bihan. Penaos o peus kalon da ginnig d’in traou ha na c’hellan da gemer ? « — Mignon, a respontas d’ezan, ar Werc’hez, me ra d’it evel a res d’in. Da bedennou a zigases warzu ennon, bep mintin, ha bep noz. Met war beseurt kalon e rankan kutuilh anezo ? Da galon a zo brein. Ober a ra heug d’in ! »
Kristenien, bremaïk, oc’h en em ginnig da Jezuz, e zo deuet sonj d’in eus an istor-se. Ni ’ginnige d’ezan hor
182
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
c’halonou. Daoust hag ar c’halonou-se n’int ket bet saotret, breined, dre ar pec’hed ? Ni ’ginnige d’ezan hor c’horf, hor spered. Daoust ha war ar c’horf-se, war ar spered-se, n’ema ket merk an. diaoul ? Petra ’rafe ganto Jezuz, neuze ? Kinnig a reomp d’ezan, hor bugale. Met daoust ha n’eo ket ni ’zo abeg, ma ne garont ket Doue. Kinnig a reamp d’ezan hon re goz. Met daoust ha n’omp ket bet, alies, kiriek d’ezo da c’hrosmolat, da vont eneb lezenn Doue.
« O va Jezuz, ni ’zo bet, her gouzout a reomp, en em stlabezet, dre ar pec’hed. Met c’houi na zisprijit ket eur galon hag e deus keuz d’e fec’hed. Cor contrïbum et humiliatum non despicies. Gwechall, d’eun den hanvet Naaman, c’houi poa la varet mont d’en em walc’hi e stêr ar Jourden hag en divije bet ar pare. Kement-se a zo eur gentel evit ar c’hris ten. Lezet o peus gantan, ive, eun dour evit en em wal c’hi pa ve lous e ene : dour santel ar binijenn. Bet omp bet, epad ar retred-man, o walc’hi hon ene en dour-se. Emechans, dirag ho taoulagad, hon ene a zo neat, brema. « O Jezuz, mar gellompv ne gouezomp mui e pec’hed ebet. Ni oar hon deus great poan d’eoc’h en eur lakaat en hor c’halon, karanteziou fall ! — Ni garo, brema, herves ho lezenn : C’houi, atao, da genta, o va Doue ! hag ar re all, abalamour d’eoc’h ! « Ni oar hon deus great poan d’ho kalon, en eur zer c’hel, en hor spered, sonjou ha n’oant ket mat : sonjou a
AR ZAKRAMAN CHOU
eneb d’eoc’h, sonjou eneb ar vertuz gaer a burete, a blij kement d’ho kalon ! Hiviziken, hor spered ne zonje, morse, en traou a zifennit ! « Ni oar hon deus roet melkoni d’eoc’h, ni kristenien, desket mat d’eomp ho lezenn, koulskoude, ni oar hon deus great poan d’eoc’h en eur labourat da zul, en eur zibri kig d’an deveziou vijil, en eur vankout d’an oferenn, d’ar gousperou. O ! hiviziken, ni rei, atao, ho polontez war an traou-ze holl, o va Jezuz ! « Ni oar, hon deus rannet ho kalon, pa hon deus lae ret eun ene diwarnoc’h, dre ar skouer fall hon deus roet ! O ! hiviziken, o va Jezuz, elec’h dizrei eneou deus ar mat, ni o foulzo, atao hag atao, gwella ma c’hellomp, warzu hent ar barâdoz ! « Pardon, Jezuz, evit an amzer dremenet ! Ha pa na c’hellomp netra, dre hon nerz hon unan, sikourit ac’ha nomp da veza gwelloc’h en amzer da zont ! » Kantik : Pec’hed am eus ha kals pec’hed. Truez va Doue benniget ! *** Aze, ema Jezuz ! Kavet em eus da lenn, e oa, eur wech, eur bugel hag en doa es vihanig, desket abred, gant e vamm, ema Jezuz war an aoter. Eun devez, tad ar bugel a gouezas klanv. An tad oa kalvez. Seiz bihanig oa en ti, ha diwar poan e zivrec’h hag e labour, an tad a roe bara d’ezo holl.
484
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Met dre ma teue ez ea. N ’oa gwennek espernet ebet. Ha da heul klenved an tad, e teuas, en ti, paourentez. Ar vamm oa lent. Na grede ket mont da glask na da c’houlenn. Eur pred a vije, atao. Met bihan e vije. Ha pa deue, epad an deiz, ar re vihan da c’houlenn bara diganti, ar vamm a lenve hag a lavare : « Tad ’zo klanv : Ne c’hell mui gounit bara d’eomp. It da c’houlenn dre an tiez all. Marteze, e vo truez ouzoc’h. » — O ! a lavaras ar mab, seiz vloa, tad ’zo klanv. Na c’hell ket rei bara d’eomp. Me zo o vont da c’houlenn parea tad. » Hag hen d’an iliz. War eün ez eas da gaout an aotervras. Esaat a reas pignat war an daol aoter. Met re vi han oa. Neuze, e kemeras eur skabel. Ha pa oa savet war an aoter, e skoas gant e zornig, ouz dor an tabernakl. — — Jezuz ! Jezuz ! a lavare, aze emaout ? Respont ebed. Hag e skoe, c’hoaz : « Jezuz ! Jezuz ! aze emaout ? » Dor an tabernakl a zigoras. Jezuz en em roas da welet. Ha laouenig holl, e c’houlennas : — Petra ’zo ’ta mabik ? — Tad ’zo klanv. Er gêr n’eus den da c’hounit bara d’eomp. Roit, mar plij, ar c’hras da dad, da veza pare ! Ha Jezuz, en eur rei gant e zorn, eun taolik karantezus war chot ar bugel, a lavaras : « Kea d’ar gear, mabig, da dad a zo pare. » Ha pa erruas en ti, en dro, e dad oa o wiska e zilhad, pare klok.
AR ZAKRAMAN CHOU
185
Kristenien, ema boulc’het mat, an eur zantel. Bremaïk e vo tremenet. Arabat eo e zafe den, ae’halenn, heb beza goulennet digand Jezuz ar pes en deus c’hoant da gaout. « O va Jezuz, desket o peus d’eomp ar bedenn gaera a c’helfe an den ober : Pater noster qui es in cœlis, sanctificetur nomen tuum, adveniat regunm tuum : Hon Tad hag a zo en nenv, hoc’h hano bezet sanctifiet, ho polontez bezet great. O ! eo, va Jezuz, a greiz kalon e c’houlennan ma ve hoc’h hano anavezet ha karet gant an holl. O ! me a oar brema, pegen dous ha pegen mat eo ho karantez ! O ! ma ve d’eoc’h ar bed holl, nag an dud a ve eürus !.... Jalousi ebet mui, gwarizi ebet mui. Netra, nemet karan tez ha lealded ! Karantez, atao, lealded atao ! O Jezuz, brema, beteg fin va buhez, me fell d’in beza d’eoc’h ! Renit em c’halon ! Renit em zi ! renit er barrez ! Renit war ar bed holl ! Ra deufe dre ar bed holl, an dud d’o karet !
« Ha roit d’in ar peoc’h santel. Me ’m eus avi eus an ebestel. C’houi lavare d’ezo : Pacem meam do vobis : me ro d’eoc’h va feoc’h. O Jezuz ! roit ar peoc’h-se d’in ive ! Grit ma vezin e peoc’h gant va c’houstianz ! Ra na defe netra da rebech d’in morse ! Grit ma vevin e peoc’h gant va zud ! Ra n’o defe netra da rebech d’in, morse ! Roit d’in ar peoc’h gant va nesa ! Ra n’en defe netra da rebech d’in, morse ! « Jezuz ! klevit, c’hoaz, eus eur goulenn all o pedi evit ho tiskibien, c’houi lavare : sint unum : Ra vezint, atao,
186
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
unanet ; ra vefe kalonou an holl evel ar memes kalon, beuzet er memes karantez. Hag ar gristenien genta oa evel-se. An eil a zikoure egile, an eil a gonsole egile, an eil a roe skouer vad d’egile. An holl o karet ae’hanoc’h a en em gare. Hag ar baïanet ouz o gwelet a lavare : « Sel lit ’ta ! mantrus eo, ar garantez ’zo etrezo ! » « O ! Jezuz, grit d’ho tiskibien, c’hoaz, ar memes reked ! Lakit tud ar vro d’en em garet, en eur Ho karet ! Lakit tud ar barrez d’en em garet en eur Ho karet ! Lakit tud va zi, hag holl va c’herent, d’en em garet en eur Ho karet. Adveniat regnum tuum : renit e kalonou an holl ha lakit an holl d’en em garet.
« Ha roït d’eomp hor bara pemdeziek : Paupertatem aut divitias ne dederis mihi, red tantum virîui meo, tribue necessaria : Ne c’houlennomp ket beza paour, na beza pinvidik. Goulenn a reomp ar pez a vezo red, bemdez. « An den a zo kondaonet d’al labour. Ni ’labouro. Met binnigit hon labour. Grit ma c’hellomp beva diwar e goust ! Grit ma c’hellimp dastum eun dra bennag evit skolia, beva hor bugale ! Grit ma c’hellimp, pa vezimp en oad, rei eur stad d’ezo. Ha grit ma c’hellimp lakaat eun tamm kreun e korn hon arbel, a benn ma vezimp kos. « Roït d’eomp bara ar c’horf ha roït d’eomp, ive, bara hon ene. Bara an ene, eo c’houi, o va Jezuz ! O ! chomit, atao, war an aoter evidomp. Ha grit ma entenfomp, gwelloc’h, ho komzou, ma klevimp gwelloc’h ar c’hoant o peus da ziskenn en hor c’halonou ! Ar bara a zo war an daol en hon ti, a vag hor c’horf. An dra-ze a ententomp.
AR ZAKRAMAN CHOU
187
« Met c’houi, ’peus lavaret : Panis quem ego dabo, caro mea est pro mundi vita. Ar bara a roin, eo va c’horf. Hen a roio buhez d’ar bed. Entent a reomp, hirio, gwelloc’h. Ho korf a zindan spez ar bara a roio buhez d’hon eneou er bed. O ! roït saour, er gommunion, hast da vont da gom munia, aliez : Panem nostrum quotidianum da ncbis hôdie. « Ha pardonit d’eomp hor pec’hejou. Ne gouezimp ket mui mar gellomp. Sikourit ac’hanomp da stourm ouz an drouk-spered ma teu d’hon dougen d’ar pec’hed : et ne nos inducas in tentationem. Amen. Kana : Pater noster.
Aze ema Jezuz. En Aviel sant Lukas, (II. 11-19), e kavomp a/i dra-ma, da lenn : « Jezuz oa o vont, eun dervez, da Jeruzalem. Treuzi, reas ar Samari hag ar Galile. Digouezet, en eur vourc’haden, e welas dek den lor o tont warzu ennan. Hag e pedent anezan en eur lavaret : « O Jezuz, hor Mestr, bezit truez ouzomp ! » Hor Zalver a zellas outo hag a lavaras : « It d’en em ziskouez d’ar veleien. » Senti a rejont. Pareet e oant en hent, dre ma kerzent. Hag unan, pa welas oa pare, a zistroas war e giz, en eur veuli Doue. Ha digouezet gant Jezuz, e stouas d’an douar, dirazan, en eur drugarekaat anezan. An den-ze oa deus ar Samari. Ha Jezuz a c’houlennas digantan : « Daoust ha n’oc’h ket pareet ho tek ?
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
« — Eo, Mestr. « Ha gant eun ear melkoniet, Jezuz a lavaras : « E pelec’h ’ta eo chomet an nao all ? » Doue a zo evel an den, pe gentoc’h, an den a zo evel Doue : faciamus hominem ad imaginem nostram. An den a gav dies pa na ve ket lavaret bennoz d’ezan evit ar pez a vad a ra evit eun all. Kemer heb rei a laka ar galon da drei. Evit Doue eo ar memes tra. Heuilhomp ’ta eun ali a ro d’eomp sant Paol : « In om nibus gratias agentes ». (Co. 1. II.). Bezomp anaoudeg, atao. » Ema échu an eur zantel. Arabat kuitaat an iliz heb beza roet bennoz da Zoue eus ar grasou hon deus bet diganta.
« O Jezuz mil bennoz d’eoc’h da veza roet d’in c’hoaz, an eur-ma da veva. Na pet all eus va c’herent, eus ar bar rez a garfe beza gellet ober an adorasion-ma. Kemeret o peus anezo evit ar bed all. Lezet o peus ac’hanon. Eur wech c’hoaz mil trugarez ha mil bennoz ! Trugarez, ive, evit ar pardon o peus roet d’in, eur wech c’hoaz, eus va fec’hejou. Mar gellan ne gouezin mui enno. « Mil trugarez ha mil bennoz, ive, da veza kemeret va c’halon evit tabernakl. Ennan oc’h diskennet, meur a wech, dija. Warc’hoaz, eur wech muioc’h, c’hoaz, c’houi a deuio, adarre, davidon. Ha kalon oc’h kalon, me lavaro d’eoc’h, ar pez a reketan ha tomoc’h, me lavaro d’eoc’h va anaoudegez.
AR ZAKRAMANCHOU
189
« Mil bennoz da veza roet d’in kerent kristen. « Mil bennoz da veza roet d’in eur pried mad, bugale vad. Me a raio gwella ma c’hellin evit lakaet anezo d’Ho karet, bemdez, muioc’h-mui. « Mil bennoz, ive, eus ar poaniou o peus digaset be teg ennon. Me oar, brema, eo talvoudek ar poaniou evit ar baradoz. Sikourit ac’hanon d’ho dougen gant pasianted, pa deuint. Grit mac’h unanin anezo gant ho re. Me vo anaoudeg d’eoc’h, keit ha ma vevin. Ha, mar plij ganeoc’h, va digemer er baradoz diwezatoc’h, me lavaro mil bennoz d’eoc’h epad an etem ite ! » Kantik : Meulomp holl da jamez Jezuz hag e vadelez.
Sakramant an Nouen
Plus offendit nimeum quam parum. (Devise de Bourdaloue, prĂŠdicateur).
I
SAKRAMANT AN NOUEN
Hor Zalver Jezuz-Krist en deus great sakramanchou evit hor sikour da veva. Great en deus, ive, eur zakramant evit hor sikour da gaout eur maro santel. Ar zakramant-se eo sakramant an Nouen. An Nouen a zo eur zakramant great gant Jezuz-Krist, evit ober vad da ene ha da gorf an dud klanv. An nouen a zo eur zakramant bet graet gant Hor Zal ver Jezuz-Krist. Ne câ&#x20AC;&#x2122;heller ket koulskoude, lavaret, dres, e pe da vare. Met an dra-ze ne vern ket. Rag diwar-benn ar zakramant-se, e zo komzet en Testamant nevez, evel eus eur zakramant, anavezet mat gant ar gristenien genta. Ar pez a zo skrivet gant sant Jakez, en e lizer, a 7
494
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
zo eun testeni sklear eus kement-se. « Unan bennag, emezan, a zo klanv, en o touez ? N ’eus netra da ober nemet gervel eur beleg. Ar beleg a bedo evit an hini klanv hag a raio d’ezan sin ar groaz gant eol sakr war e izili. Hag ar bedenn a feiz a zavetaio an hini klanv. Ha ma ema e stad a bec’hed, e bec’hejou a vezo pardonet d’ezan : Infirmatur quis in vobis ? inducat presbyteras ecclesiœ et orent super eum ungentes eum oleo in nomine Domini. E t oratio fidei, salvoMt infirmum, et si in penaus sit dim ititur ei. (Mark. VI. 13), Ar zakramant-se, eta, oa anavezet mat gant ar griste nien genta. Met n’eus hano ebet anezan en Aviel. Ker kouls, en Aviel, n’eo merket nemet an diverra eus an traou great pe lavaret gant Jezuz-Krist. Ma vije bet merket, eme sant Yann (XXI. 25) an holl draou graet pe lavaret gant Jezuz, e vije bet kement a levriou, ma vije bet re vihan ar bed holl «vit kloza anezo : Sunt autem alia multa quœ, fecit Jésus, quœ si scrïbantur per singula, nec vp~ sum, arbitrer, mundum, capere prosse eos, qui scrïbendi sunt lïbros. H ? An nouen a zo bet great evit ober vat da gorf ha da ene ar re ’zo gwal-glanv. Diou dalvoudegez, eta. An nouen a ra vat da gorf ar re glanv. Ma ve talvoudek evit hor zilvidigez, Doue a c’hell hen parea dre zakramant an nouen : « E t oratio fidei salvabit infirmum : hag ar bedenn a feiz a bareo an hini klanv », a lavar sant Jakes.
AR ZAKRAMANCHOU
195
An Ao. Quere, person Môian, oa galvet, eun devez, da vont da welet unan klanv. Digemeret mat oa bet. An den oa koz. Kovez a reas anezan. Met pa lavaras hano d’ezan, diwar-benn sakramant an nouen, ar c’hlanvour a respontas : « Nao gwech em eus bet sakramant an nouen, dija. Bep tro oun bet pareet. Met, re goz oun, brema. Me n’em eus, war an douar, nemet kerent a bell. Me fell d’in, mervel. Hag abalamour da ze, ne fell ket d’in beza nouennet, en taol-ma ». Evelkent, arabat en em fazia. Sakramant an nouen eo sakramant ar re a zo en danjer a varo. Ne ro ket, alies, ar pare. Ne ve ket mat kerkouls. Anes ar vidisinet a rankfc paka ho stad, ar marc’hadourien-louzou dastum ho louzeier, an Aotrou Doue serri e varadoz. Ha buhez an den, war an douar, a deufe diaesoc’h-diaesa. Rag ker stank e teufe an dud da veza, ma na c’helfent mui loe’h. An den a rank mervel evit ma en devezo Doue sent, er baradoz, ha ma en devezo an dud, frankis war an douar. •I» jjt* ’ An nouen a ra vat d’an ene. Drouk an ene, klenved an ene eo ar pec’hed. An nouen, pa ves digemeret mat, a lamm diwar an ene : ar pec’hed marvel, — ar pec’hed veniel, — hag ar pes a chom warlerc’h ar pec’hed. An nouen, diwar hon ene, a lamm, bep tro, ar pee’hed veniel.
496
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Gweehou ’zo, e lamm, ive, ar pec’hed marvel. Setu ama e pe doare. Digouezout a ra, troiou, hag e vezer skoet trumm a greiz-pep-kreiz, gant eur c’hlenved hag a lamm digant an den, ar c’hleved, ar c’hozeal. Ne c’heller ket kovez. Mat, n’eus fors. Er gwechou-se, ma c’hellit kaout sa kramant an nouen hag e zigemer mat, ma o peus, gant an dra-se, eur c’heuz gwirion d’o pec’hejou, an Aotrou Doue a deuio da bardoni holl anezo, d’eoc’h. An nouen a gas kuit ar pes a chom warlerc’h ar pe c’hed. Daou dra ’chom warlerc’h ar pec’hed : sempladurez an den, hag eur boan da baea da Zoue. An den en deus koveseat e bec’hed. Pardonet eo. N ’eus fors. Diwall kals a ranko, pe e kouezo, adarre. Ar pleg d’ar fall a chom ennan. An nouen ne lammo ket kuit ar pleg-se, ar zempladurez-se. Met rei a raio nerz d’an ene evit enebi, evit stourm ouz an tentasionou. Paea a ra, ive, ar boan dleet d’ar pec’hed. Ral eo, e vefe, dre an absolven, pardonet ar pec’hed hag ar boan dleet d’ar pec’hed. Peurvuia, Doue a ro ar par don, en eur lezel gant an den, eur boan bennag da baea, er bed-ma, pe er bed all. Mat, sakramant an nouen, digemeret mat, a bae an holl boaniou dleet evit ar pec’hejou. Hag an hini en defe e zigemeret mat, hag a deufe da vervel, prest goudeze, a nijfe war eün d’ar baradoz.
AR ZAKRAMANCHOU
197
$ Ouspenn-ze, pa Vezer oc’h ober ar c’hlenved diweza, e ve kalz poan da ziwaska. An eur diweza a ve, alies, eun eur a verzerenti.. Pa vezer oc’h ober ar c’hlenved diweza, c’hoaz, e ve kalz tristidigez, kalz enkrez. Tristidigez o welet e ranker kuitaat holl kement a ve bet karet; enkrez o sonjal e ve zer o vont d’an Eternité, o vont dirag Doue, evit beza barnet. Ha gwelet ’zo, an enkrez-se, an dristidigez-se o vont, awechou, beteg an dizesper. Pa vezer er c’hlenved diweza, c’hoaz, an diaoul a deu da labburat, en dre-c’hell, evit kaout hon ene da vont gantan d’an ifern. « O ! a lavare santez Tereza ar Mabig Jezuz, nag eo red pedi evit ar re ’zo en ho zremenvan. An diaoul a zo en dro d’in. Ne welan ket anezan. Met er santout a ran. Ober a ra d’in kaout kals poan evit va la kaat da goueza en dizesper. » Mat, an nouen, ive, a ro dousder, pasianted, nerz, da zougen poaniou ar c’hlenved diweza. An nouen digeme ret mat a ro fizianz d’an den, araog mont dirag Doue. An nouen digemeret evel ma z eo dleet, a gas an diaoul diwar hon tro. An diaoul a skrij, araog an traou benni get. Gant an nouen, an holl skianchou a ve goalc’het gant eol sakr. Gras Doue a ve skuilhet en dro d’ezo. Ha kaer en deus uza e deod hag e zent, an diaoul ne c’hell ket kaout peg ebet enno.
Eus ar pes hon deus lavaret, tennomp diou gentel
198
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKR AMANCHOU
Da genta : pegwir an nouen a zo ken talvoudus, ara bat chom heb digemer anezi. N ’eo ket red evit mont d’ar baradoz. Met koll a rafemp eur bern grasou, ma chomfemp hebdi, en hor c’hlenved diweza. D’an eil : pegwir ne ro gras ebet pa na ve ket digemeret mat, arabat gortoz an amzer ziweza. An amzer ziweza a ve re ziwezad, alies. Red eo e digemer pa ve, c’hoaz, e anaoudegez gant an den. An nouen ne laz ket. En eneb, rei a ra ar yec’het awechou. Ha mar d’eo bolontez Doue e varfemp, e ro ar c’hras da gaout eur maro mat, eur maro santel. Abalamour da ze, ’ta, eur wech, c’hoaz, e digemer d’ar mare dleet. Evelkent, evel na ouezer ket pegeit e chom an ene er c’horf, goude ma kavo d’an dud eo deuet ar maro, evel ne ouzor ket, kennebeut, pe ve gantan e anaoudegez vat, pe ne ve ket, e c’heller rei an nouen d’ar gristenien o deus bet eur maro trum, eun eur, diou eur, teir eur goude ma z int tremenet. Met, avat, na ve ket, morse, roet d’an heretiket, d’ar schismatiket, na d’ar re ve maro en ho fec’hed, evel eun den hag a deu d’en em laza. Ne c’heller ket rei anezi, kennebeut, da unan hag a ya da vervel dre ma eo kondaonet d’ar maro. Sakramant an nouen a zo sakramant ar re glanv ha nann sakramant ar re yac’h.
n
PENAOS DIGEMER AN NOUEN E GIZ MA Z EO DLEET ?
Er wech diweza, e lavaren d’eoc’h : an nouen a zo eur zakramant great gant Jezuz-Krist evit ar re glanv. Gwechou ’zo ,e ro ar pare, pa vez ar yec’het talvoudek evit hor zilvidigez. Met, atao, pa vez digemeret mat, e neta an ene eus ar pec’hed hag eus kement tra a zoug d’ar pec’hed. Diskarga ’ra hon ene deus ar pes a laka anezan da veza re bounner evit nijal warzu Doue, ha rei a ra d’ezan ar c’hraz da vont war eün d’ar baradoz. Abalamour da se, petra ’zo da ober evit digemeret an Nouen evel ma z eo dleet ? Petra die ober da genta ar re yac’h a zo tud klanv en ho zi, — d’an eil petra die da ober ar beleg a ro an
200
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
nouen ; — ha d’an trede, petra die ober an den klanv hag a roer sakramant an nouen d’ezan.
Da genta, ar re a zo tud klanv en ho zi. Ral eo gwelet an den klanv, o c’houlen e-unan, ar beleg. An den klanv n’eo ket chai gant netra nemet gant ar yec’het. Da dud an ti neuze, dreist-holl, ma welont ar maro o tostaat, eo kozeal d’ezan eus ar bed all, lavaret d’ezan gervel e dad kovezour. Ma zeo kristen mat n’en devezo poan ebet, aon bet o klevet lavaret ema o vont da ver vel : « Qui autem de sua spe et operatione securus est, pulsanti confestim operit quia lœtus pudicem sustinett, a lavar sant Ambroaz (tom. 13). Karout a ran konta d’eoc’h diwar-benn santez Tereza ar Mabig Jezuz. C’hoant o peus da c’houzout petra ’reas pa oa kemennet d’ezi, evit ar wech kenta, na edo ket pell mui deus ar maro. Poan skevent he doa. Beza oa, evel ma lavarer, « peultriner ». Ha da noz gwener ar groaz, er bloavez-se, oa chomet beteg hanter-noz en iliz. Pa z eas d’he gwele, a vec’h ma oa gourvezet, e santas o tont en he genou, eur bouil gwad. Entent a reas, dioustu, ar pes a verke kement-se. Pa zislounk gwad, eun den peultriner, eo sur, n’en deus ket pell mui da veva. Hag hi, a skrive, goude-ze, e levr he buhez : « Va c’ha lon a dride gant ar joa, o welet ez ean, abars pell, da
AR ZAKRAMANCHOU
201
veza unanet gant Jezuz, va fried. » Lœtus Judicem sustinet, evel a lavare sant Ambroaz (tom. 23). Ha diwezatoc’h, war he gwele, prest da vervel, he c’hoarezed en dro d’ezi, a lavare : « Ni a bedo evit ma teufoc’h pare. — O ! a respontas, emechans, ne rafoc’h ket eun dra evel-se : me ’m eus mall da vont da welet Je zuz » : Cum tempus propinquœ mortis advenerit, de gloria retrïbutionis hïlarescit (hom. 23, Amb.). An hini a zo evel santez Tereza, mignon da Jezuz, n’en devezo aon ebet o klevet lavaret ez a da vervel. Hag evel-se, e tlefe beza evit an holl. Bezit, atao, prest : estote parati, a lavar d’eomp an Aviel. Ar maro a zo eun nor o serri war ar bed-ma hag o tigeri war ar bed all. Evit tremen eas dre an nor-se ha mont d’ar baradoz, n’ez eus par da zakramant an aoter, sakramant an nouen, ha da zakramant ar binijenn. \ Ablamour da se ’ta, en em gemerit, atao, abred awalc’h, evit lavaret d’ho re glanv, en em lakaat e par da vont gant Doue. Evidon-me, a ro a vrema, va bennoz ar muia kalonek, d’an hini a lavaro d’in pe da vare e vezin prest da vervel.
E pe c’hiz, kempen an traou en ti pa vezo roet sakra m ant an nouen da eun den klanv ? Da genta, w ar gwele an hini klanv, m ar geller, e vezo astennet eul linzel wenn : kement-se evit diskouez dou jan s d’a r zakram ant ez a a r e’hlanvour da zigertier.
202
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
D’an eil : war an daol e vo lakeat eun doubier wenn, eur grusifi, dour benniget war eur plat, hag eur bod beuz pe eur bod lore ebars ; war eur plat all, pemp tamm stoup hag eun tamm bara, ha pelloc’h, eur volennad pe eur verennad dour hag eun torch. Ar stoup a vezo evit sec’ha an eol-sakr lakeat war izili an hini klanv, an dour hag ar bara a vo evit distaga an eol, deus bizied ar beleg. Ar c’hrusifi a vo lakeat etre daouarn an hini klanv mar gell e dougen. Eun devez oan galvet da vont da welet eun den klanv, eun ozac’h yaouank, bet, pa oa bihan, ganen er patronaj. Mignon oa d’in. Pa z afen en ti, ar vaouez oa azezet e kever gwele he gwaz. Diou verc’hig seiz, eiz vloaz oa oc’h ebati e stern an daol. — Ac’hanta, a lavarjon, en eur zigeri dor ar gambr, penaos ema an dud ama ? — Doue d’o pennigo ! Aotrou Kure ; gwelloc’h, brema, a drugare Doue, eme ar gwas. Met epad an noz em eus bet aon. — Petra ’zo ’ta ? — E fei, emezan, ne ouzon ket petra oa c’hoarvezet ganen. Met epad an noz, em eus ranket teurel gwad leiz va genou. Ha me mont da gozeal gant ar merc’hed bihan ha la varet d’ezo mont gant ho mamm er meaz, em oa ezomm da brezeg gant ho zad. Kovez a ris anezan ha goude e lavaris d’ezan : « Te oar pegement e karan ac’hanout abaoue oas bihan. Ne
AR ZAKRAMANCHOU
203
rafen ket mat, ma na lavarfen ket d’it ar wirionez. Te zo peultriner. An diwada e peus bet, en noz tremenet, a c’hell dont en dro, en noz a zeu. E c’hellez mervel evel-se. Me ’zo o vont da rei d’it sakramant an nouen. » Diroll a reas da lenva, fors. « Mat, a lavare, bolontez Doue araog pep tra. Met ne gav ket d’in e vefen eürusoc’h er baradoz eget n’oun war an douar. Va gwreg, gwella maouez ’zo er barrez ! Va diou verc’hik, daou ael, evel ho mamm. » Oc’h e glevet o hirvoudi, e bried a deuas en ti hag en em lakeas da bokat d’ezan, en eur veska he daelou gant e re. Ar merc’hed bihan ive, a lenve. Pelloc’h, e lavaras d’e bried : « Tap d’in ar c’hrusifi a zo war mantel ar siminal, aze ». E wreg a grogas er c’hrusifi, a zec’has anezi, gant korn he zavancher hag hen lakeas etre e zaouarn. Ar pried yaouank e stardas pell war e vuzellou. Ha goude, en eur zellet glac’harus ouzin, e lavaras : « Roit d’in, brema, sakramant an nouen, pa garfet. Gant hounma etre va daouarn, ne gavin ket ken dies beza nouennet. Houman ’zo koz en ti. P’oa tad koz o vervel war houma e lakeas e bok diweza. Pa eo maro tad diwezatoc’h, ar c’hrusifi-ma oa gantan etre e zaouarn,... Va zad ’zo maro yaouank. Me ’varvo yaouank, eveldan. Planedenn ar familh eo !.... War houma, tad a lakeas e bok diweza. Ha pa oa maro tad...., ni oa bihan c’hoaz !.... Araog mont da gousket, bep noz, mamm a roe ar c’hrusifi-ma d’eomp da bokat, en eur lavaret : pokit d’ezi stard, bugale, aze e kavfoc’h c’hoaz, pok diweza ho tad. Hag ho pok a vo kaset d’ho tad d’ar baradoz. A ! hed va buhez, me ’m eus
204
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
poked, alies, d’ar c’hrusifi-ma » Hag e poke d’ezi stard ha hir Hag e lavaras goude : « Warni, ive, va gwreg ha va bugale a gavo va fok diweza î » Rei ’ris sakramant an nouen d’ezan. Ha d’an devez warlerc’h, pa oar deuet da gemenn d’in oa maro, an daou amezek oa deuet, a lavare, an dour en ho daoulagad : « Eur maro kaer, Aotrou ! Ar groaz oa gantan, dec’h, etre e zaouarn, pa oac’h o rei d’ezan sakramant an nouen, oa war e galon pa oa tremenet ! » Ya, eur maro kaer ! eur maro santel ! Dalc’hit eur c’hrusifi en ho ti, lakit anezi, bep tro, etre daouarn ar re, deus ho kerent, a vo o vont d’ar bed all. Ar pok a roint d’ezi a vo douget da Jezuz, d’ar baradoz. Hag e dud, chomet war e lerc’h, a gavo eno e bok diweza. Dalc’hit, en ho ti, eur c’hrusifi.
Dalc’hit, ive, dour benniget. Pa ve roet sakramant an nouen, e ve taolet dour ben niget dre an ti ha war gwele an hini klanv. Dalc’hit, eta, dour benniget. Gwechall, n’oa ti ebet hag a vanke ennan an dour ben niget. Eur pinsin oa, e pep lec’h, ouz pep gwele. Ennan e vije atao, dour benniget. Kemeret a vije dour benniget en eur vont da gousket, kemeret a vije en eur zevel. Hag ar vamm, araog gwiska dilhad d’e bugel, eus ar mintin, a zeske d’ezan kemer dour benniget hag ober sin ar groaz, Gwechall, pa oan me o sevel, ne oa ket, c’hoaz, na marc’h-houarn na karr-dre-dân, evit ober hent. Kerkoulz,
AR ZAKRAMANCHOU
?05
n’oa kouls lavaret hent ebet. Hon tadou pa o dije da vont en eun tu bennag, a ye war varc’h : aliesoc’h war ho zroad. Evit kerzet hag en em harpa, o doa eur vaz houarnet. Ar vaz a vije stag eus post ar gwele, e kichen pinsin an dour benniget. Hag araog mont en hent, hon tadou a gemere ho fenn-baz, a dape dour benniget hag a rea sin ar groaz. Dalc’hit ’ta dour binniget, en ho ti, grit gantan evel a rea ar re goz, keit ha ma vezoc’h yac’h. Ha pa vezoc’h klanv, e vo kavet da skuilh dre an ti ha war ho kwele, araog rei d’eoc’h sakramant an nouen, ha da deurel war ho korf, ma teu d’eoc’h mervel.
Dalc’hit eur bod beuz pe lore binniget. D’ar zul bleuniou, pep hini a zigas gantan d’an ofe renn eur bod beuz, eur bod lore, pe c’hoaz, eur bod palmez. Diskourrit ar bod beuz pe lore-ze, evit kaout eur skoultrik da lakaat e kement kraou hag e kement park o peus. El lec’h ma vo lakeat e tenno bennoz Doue. Met dalc’hit ar skoultr brasa, evit ho ti. Eno e tenno ive, bennoz Doue. Ha pa vezoc’h gwall-glanv, e servicho da skuilh dour binniget, dre an ti ha war ho kwele, araog rei d’eoc’h sakramant an Nouenn : servichout a raio, c’hoaz, da fenna dour binniget war ho korf ma teu d’eoc’h mervel. Dalc’hit en ho ti, eur bod beuz pe lore binniget. Dalc’hit goulou binniget.
206
KELENNADUREZ
DïWAR-BENN
Ar goulou-se a vezo enaouet pa vezer o rei d’eoc’h ho sakramanchou diweza. Evel evit ar bod beuz, eo evit ar goulou. Bep bloaz d’ar Chandelour, e ve binniget ar goulou. Dalc’hit, en ho ti, ar goulou-se .C’houi a gavo anezo pa vo ezomm. ** Evit rei sakramant an nouen e vo red, ouspenn lakaat war eur plat pemp pe c’houec’h tamm stoup pe ouat. Au dra-ze a vo evit sec’ha an eoi sakr a vo lakeat war izili an hini klanv. Hag an taxnmou stoup-se, goudeze, a die beza taolet en tan. Pa vo roet sakramant an nouen pelloc’h, eo ret kaout war an daol, bara hag eur banne dour, en eun anaf, pe en eur volen. Ar bara a vo evit distaga an eol-sakr eus bizied ar beleg en devezo roet sakramant an nouen. Ar bara hag an dour-se, a vezo ive, warlerc’h, taolet en tan. Er memes amzer, c’houi a zalc’ho prest eun torch evit sec’ha daouarn ar beleg.
Epad ma roer d’ezan sakramant an nouen, petra a die ar c’hlanvour ober ? Daou dra : da genta, goulen pardon eus e bec’hejou ha d’an eil kaout eur fians vras e Doue. Pa vo kempennet an traou en ti, evel hon deus lava ret, ar beleg a zigor eur voest arc’hant. Enni e zo eol bin niget gant an Aotrou ’n Eskob d’ar yaou-gamblit. Skuilh a ra dre an ti ha war gwele an hini klanv dour binniget.
AR ZAKRAMANCHOU
237
Ha goude beza great eur bedenn, e ro sakramant an nouenn. Evit an dra-ze, e soub e viz meud, en eol santel. ha gantan, e ra sin ar groaz war an daoulagad, an diouskouarn, ar fri, ar genou, an daouarn, hag an treid, en eur lvaret, bep wech : « Ra deufe an Aotrou Holl-C’halloudek, dre ar glepa-ma hag e vadelez da bardoni d’eoc’h ar pec’hejou o peus great dre ho taoulagad, ho tiouskouarn, ho fri, ho kenou, ho taouarn hag ho treid. Ha dre ma ra ar beleg sin ar groaz, ar c’hlanvour a die, ive, goulen pardon eus ar pec’hejou en deus great, dre e zaoulagad, dre e ziskouam, dre e fri, dre e c’henou, dre e zaouarn hag e dreid. * Ha goude en em lakaat gant eur fizians vras, etre daouarn an Aotrou Doue. Eun dervez em eus gwelet eur vamm o vervel. Koz oa dija. Edo war e gwele, stenet holl, bec’h d’ezi o kaout e halan. En e c’hichen, edo he merc’h kosa, o sikour hag o konsoli anezi. Hag e lavaras : « Sav ac’hanon em c’houanze. Marteze e vezo aesoc’h d’in ». En dro d’ezi, en ti, edo he holl bugale, he amezeien, deuet da frealzi anezi, en he c’hlenved diweza. Lenva ’reant. Hi ’lavaras d’ezo : « Va bugale, ne dalv ket ar boan skuilh daelou. Koz oun deuet. Ne ket ama, ema hor bro. Dont a ra, ive, va zro. « Sellet em eus war ma lerc’h. Siouaz ! pec’hejou eleiz. Met Doue a zo mat : kovesaet em eus. Bet em eus sakra-
208
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
mant an nouen. Me ’garfe beza bet gwelloc’h. Keuz am eus. Emechans oun pardonet. « Sellet em eus en dro d’in. Va foan em eus lakeat d’o sevel, gwella ma c’hellen, va bugale. Dalc’hit mat, d’ar gelennadurez am eus roet d’eoc’h. Ha ma ’m eus great poan da unan bennag, pardonit ac’hanon, araog mont kuit « Sellet em eus em ’raog. O ! ne vezin ket divroet er bed all. Eno ema va fried, eno ema va zad ha va mamm. Eno ! em eus bugale, bugale tennet bihan diwar va barlen. O ! me ho c’har ! me ’m eus mall d’o gwelet ! » Hag e teuas eus he daoulagad daelou. He fenn a gouezas war brec’h he merc’h. Ha netra, netra mui nemet eur c’horf maro hag oa e ene aet gant Doue. Eur maro leun a fizians, eur maro kaer ! Petra ’dle ober an dud yac’h epad ma vo, dirazo, eun den war e drenienvan ? Ober a dleont daou dra : pedi evit an hini klanv ha ko zeal outan evit dougen e galon warzu traou ar bed all. Da genta, pedi evit an hini klanv. Pa edo santez Tereza war he zremenvan, he doa bet eur waskadenn. Eat oa dilavar. Ha pa oa he anaoudegez deuet d’ezi, en dro, goudeze, e lavare : « O ! pedit evidon ! ma ouesfe an dud pegen spontus eo ar maro ! An diaoul a laka e holl ardou evit gellout, war hon tremenvan, kaout hon ene da vont gantan. » Eur wech all, e lavaras : « Taolit dour benniget war va gwele. An diaoul a zo en dro d’in ! Ne welan ket ane zan. Met santout a ran ema aze. »
AR ZAKR AMANCHOU
20»
Evit pephini, pa vezo war e dremenvan, eo ar memes tra. An diaoul, ne ehano diouzomp ken hon devezo tennet hon huanad diweza. Ober a rei muia ma c’hello evit hon tenna gantan d’an ifern. Abalamour da ze, pedit evit ar re a vo war ho zremenvan. Taolit, awechou, dour benniget, en dro d’ezo, war ho gwele. Ama, ema ar c’hiz da groaza anezo, gant gou lou binniget. Eur c’hiz-ad eo. Kendalc’hit, atao, da ober kement-se.
D’an eil : komzit outo, bep ar mare. Met ne gomzit ket, avat, eus traou ar bed-ma, ne gozeit ket evit goulen diganto : kals poan o peus ? Nann, ar bed-ma a zo o trei kein hag ar boan en deus a vo ar boan diweza. Prezegit d’ezo, eus ar baradoz, eus madelez Jezuz. La varit d’ezo goulen, c’hoaz, pardon eus ho fec’hejou, ober a galon vat ar sakrifiz eus ho buhez. Lavarit d’ezo, kin nig ar boan o deus evit ma talvezo da baea evit ho fe c’hejou. Sikourit anezo da ober aktou a esperans, a feiz hag a garantez. Aliit anezo, da lavaret a spered hag a galon : « Etre ho taouarn, o va Doue, me o laka va c’horf ha va ene. Jezuz ! Mari ! Joseph ! Sikourit ac’ha non da gaout eur maro mat ! » Hag ar c’homzou-ze, arabat lavaret anezo re vuhan. Lavaret anezo war ho poezik, bep daou, tri munut. Er c’hiz-se ne skuizoc’h ket an hini klanv . Awechou, e ve lavaret : O ! ne dalv ket ar boan ko zeal outan. Ne oar mui e pelec’h ema.
240
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKRAMAN CHOU"
Kement-se a c’hoarves, troiennou ’zo. Met, alies awalc'h, ive, an anaoudegez a chom gant an den beteg ar mouch diweza. Hag abalamour da ze, pa vezoc’h dirag unan prest da vervel, ne lavarit, morse, dirazan netra hag a c’helfe ober dies d’ezan, netra nemet traou hag e lakafe da gaout keuz d’e bec’hejou hag a zougfe e galon warzu ar baradoz. Eun dervez, —- er Vourc’h-Wenn, — an Ao. Cardinal, ar c’hure, a oa klanv. Eat oa dilavar. Lavaret a reat, en dro d’ezan, edo en e amzer diweza. E gerent, e vignoned en e gambr, a gaozee eus mil ha mil dra, nemet eus an Aotrou Doue. Koulskoude, e tigwezas eur mignon d’ezan, eur beleg, an Ao. Theoden, kure Sant-Loeiz Brest. Mont a reas da genta, war e zaoulin da lavaret eur bedenn evitan. Gou deze, e savas hag ez eas beteg ar gwele. Kozeal a reas eus ar baradoz, lavaret a reas d’ezan lakat e fianz e Doue hag ec’h alias anezan da ginnig e boan da Zoue e pinijen d’e bec’hejou. Evel dre vurzud, an Ao. Cardinal a deuas da veza pare. « Kerkent ha ma c’hellin en em ambreg, a lavare gou deze, ez in beteg Brest da lavaret bennoz d’am mignon an Ao. Theoden. P’oan klanv da vervel, me gleve holl ar pes a vije lavaret dirazon. N ’eus bet nemetan, o kozeal d’in eus ar baradoz. Ha ma vijen bet marvet, eo gras d’ezan, em bije bet en eur vervel, ar zonj da ginnig da Zoue, va foan ha va maro, e pinijen d’am fec’hejou. » Kozeit d’ar re glanv, ’ta, beteg ar mare diweza. Dougit ho c’halon warzu Doue. Ha pedit evito.
III
HON DEVERIOU E KENVER AR C’HORF MARO
Er wech diweza ,e kozeen d’eoc’h diwar-benn maro eur c ’hristen mat. Karout a rafen kozeal d’eoc’h, hirio, eus hon deveriou e kenver hon re varo. En hon tiez d’eomp-ni, e Breiz-Izel, an den a zo war e dremenvan, a gav atao, peur-liesa, eun den, unan eus e igerent, eur mignon, da chom en e gichen d’e gennerzi ha da gozeal d’ezan eus ar baradoz. Hag an den-ze, pa wei ar c'hlanvour o tont da veza gwenn ha stenet holl, pa wel e benn o koueza ha na deu mouch halan ebet mui, diwar e vuzellou, e tistro eus an dud ’zo en dro, ha glac’harus e lavar : « Ema tremenet ! Doue d’e bardono ! »
2 12
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Pere, neuze, eo deveriou an ti ? Da genta, an holl a die mont war o daoulin da bedi evit an hini maro. Digouezet eo bet ganen, gwelet tud o vervel. Piou kerkouls, deuet d’an oad-me, n’en deus ket gwe let o tremen, unan bennag eus e vignoned, eus e gerent ? Ha bep tro, eo bet teneraet va c’halon o welet ar pes a dremene dirazon. An holl, bras ha bihan, a yea war ho daoulin. Hag an holl, daelou en ho daoulagad, a lavare eun De profundis evit an hini a deue da veza barnet gant Doue. Netra kaeroc’h, netra talvoudusoc’h. An De profundis a zo eur bedenn hag a zo staget outi induljensou, hag a c’heller da c’hounit evit ar re varo. Pa c’hoarvezoc’h, war an dro, grit pep hini ac’hanoc’h, ar memes tra. Deskit holl mat, pedenn an De profundis ha lavarit anezi evit ar re varo. Ho tever kenta eo pedi evit an hini maro.
Eun dever all a zo da ober, kerkent, goude : sebelia ar c’hor-maro. Ar c’horf, eur wech tec’het, an ene-dioutan, ne chomo ket pell heb dont da vreina. Ar c’henta ar gwella sebe lia anezan. Kerkoulz, dre ma z’eio ar c’helou, e teuio tud d’e welet ha da ober d’ezan ar c’himiad diweza. Ne ve ket brao, ma na ve ket laket, araog, en eur stad dereat.
AR ZAKRAMAN CHOU
En amzeriou kenta, an dud a vije lakeat noas er bez. An den, a lavaret, neuze, a zo deuet noas war an douar, noas e tle mont en douar. Diwezatoc’h e vije lakeat eul linsel en dro d’ar c’horf maro. Hag ar c’hiz-se, a zo bet padet pell. An histor a gont d’eomp diwarbenn Saladin, eur jeneral musulman, hag a veve brema ’zo seiz kant vloaz. Deuet oa a benn eus an holl zoudarded oa bet kaset eneb d’ezan. Aon en doa, abalamour da-se, da gaout ourgouilh. Lakat a reas dougen e penn e zoudarded, eul linsel, war bouez eur vaz hir. Ha war al linsel e lakeas skriva ar geriou-ma : « Setu aze, ha netra ken, setu aze, ar pes a yelo gant Sa ladin pa ’z ei kuit eus ar bed-ma. » Ha beteg eun hanter-kant vloaz pe dri-ugent vloaz a zo, an holl, ar paour koulz hag ar pinvidik, a vije sebeliet en eul linsel gwriet en dro d’ezan. Hirio, eo deuet ar c’hiz da wiska an dilhad da zul d’ar c’horfou maro. Ar c’hiz-se a dalv ar c’hiz all. N ’eo tamm gwelloc’h. Lod a gav anezi kaeroc’h. Met da biou eo gwiska e zilhad d’ar c’horf maro V Alies, kerkent ha ma eo maro an den, e ve lakeat e gorf etre daouarn an estren. Daoust ha dereat ha mat eo, ober kement-se ? N ’eo ket. D’ar gerent, d’ar vignoned eo gwiska, sebelia o re varo. Kerkoulz, ar gwir garante etre daou zen gand ar maro na c’hell tremenn. Sebeliet oc’h unan ho re varo, evit merka, c’hoaz, karantez d’ezo. Grit evito, evel a ra, atao, ar veleien evit ar veleien, ar venac’h evit ar venac’h,
214
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
al leanezed evit al leanezed. Morse den estren n’en deus bet gwisket ho re varo.
Gwechall, eur wech sebeliet, korfou ar re varo e vijent lakeat war an daol. Eul linsel a vije astennet warno. Met ho daouarn, atao, a vije savet war al linsel. Hag etre ho bizied e welet eur groaz pe eur chapeled. Azioc’h penn an hini maro, e vije kroaz vras an iliz ; en daou gostez d’ezan goulou benniget hag e kichen e dreid, eur plat, dour binniget ennan hag eur bod beuz warnan. Deus an daou du d’an daol, e vije stignet ridochou gwenn. Hag an hini maro a vije, evel-se, evel en eur chapel. Kerkoulz, ar re goz a c’halve an dra-ze chapel ar maro. Hirio, an hini maro a ve astennet war e wele. N ’eo ket ken kaer ha gwechall. Met ar groaz a ve en e gichen, dour binniget a ve en eur plat ha goulou binniget a ve en eun tu d’ezan. Ar gambr, hag hi holl, a deu evel-se, da veza chapel ar maro. ** Pehini eo dever ar re veo, e kenver ar chapel-ze ? Hon dever dougen doujans d’ar chapel-se, evel d’eun iliz : doujans d’ar groaz a zo enni, doujans d’ar c’horf maro, a zo koulz lavaret, bep tro, relegou eur zant, relegou eur zantez. Tenna hon tok en eur zont enni, kemer dour benniget, ober sin ar groaz ha lavaret eur bedenn. Arabat kozeal enni, nemet red e ve. Kozeal, neuze, a vouez-izel. Hag araog mont kuit, kemeret, c’hoaz, dour benniget.
AR ZAKRAMANCHOU
215
Peseurt pedennou da lavaret ? Da genta an De profundis. Hounnez eo ar bedenn mer ket gant an Iliz, da ober evit an anaon. Goudeze, grit n’eus fors peseurt pedennou : ar chape led pe pedennou all. Chomit, ive, da sonjal...., da sonjal er maro. Dirazoc’h ema ho kar...., ho mignon..., ho mignonez. Eat eo gant Doue. Evitan oa deuet an dro. Hag evidoc’h-tu, pe da vare e teuio ? Kentoc’h eget ma zonjfoc’h, marteze... E pe stad e karfoc’h beza neuze ? Da belec’h, er bed all, o peus c’hoant da vont ? Pa deu an noz, e ve great an arkus, a ve lavaret, ama. En em bro, d’in-me, e ve lavaret an arvest. An amezeien, ar gerent, ar vignoned a deu da dremen an nosvez di weza gant an hini maro. Petra ’dlefer da ober neuze ? Da genta, lavaret grasou. Hag er grasou-se, holl ar re ’zo deuet d’an arvest a lavare gwechall, eun De profun dis, evit an hini maro. Goude-ze, evit tremenn an noz, gwech e ve lavaret eur chapeled, gwech e ve lennet eur gentel en eur levr devot : evel Skeul ar baradoz Skol ar maro mat.... Mellezour an eneou hag, en Aviel, ar gentel diwar-benn maro ha pasion Hor Zalver Jezuz-Krist. Awechou all, ive, em eus gwelet kana : kantik ar maro, kantik ar gamel ha kantikou all. * Pa deuio an deiz, goudeze, e vo gwelet o tont an arc’h
216
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
a lavar lod. Lod all a lavar an archet, hag hennes eo an hano mat. An den pa oa deuet er bed-ma oa lakeat en eur c’havel da ober e gousk kenta. An archet a zo, c’hoaz, eur modig kavel. Ennan an den a ra he gousk diweza. Ar beleg a deu, goudeze, d’e gerc’hat. Ar groaz a vo douget en e raog. An oferenn a vo lavaret evitan. En dro d’an archet e vo skuilhet dour binniget ha taolet ezanz. Rag, eur wech c’hoaz, korf an den maro a zo eur relegou. Templ eo bet d’ar Spered Santel, tabernakl hag aoter eo bet da Jezuz. Hag abalamour da ze, an Iliz he deus kalz doujans evitan. Ha pelloc’h, goude pedennou an Iliz, ar c’horf a vo dou get d’ar bez. Hag eno, pevar droatad a zindan an douar, e teuio, da veza poultr ha ludu.... Eno e chomo beteg ar varn ziweza.
Met eun dever all a chom, c’hoaz, ganeomp, koulskoude, da ober en o c’henver. Ne ankouaomp, morse, anezo. Tad ’zo maro, mamm ’zo maro ! D’ezo, goude Doue, omp dleour eus ar vuhez, d’ezo omp dleour eus an danvez hon deus ; breur ’zo maro, c’hoar ’zo maro, pried ’zo maro ! Epad ho buhez o deus roet d’eomp ar pes oa a wella eus ho c’halon ! Dalc’homp, atao, sonj outo. Emaint, marteze, en hor c’hichen, c’hoaz, o c’hedal eur be denn diwar hor muzellou evit diverraat ho foan. Atao int ous ho familh, atao, int eus ho mignoned- atao e karont
AR ZAKRAMANCHOU
247
ac’hanoc’h. Karit, ive, atao, anezo. It war ho bez da skuilh dour binniget hag eur bedenn ; bep sul, grit ar gommu nion evito. Dalc’hit ho hano, c’hoaz beo, war ar bedenn zul en ho parrez. Ha pedit anezo d’o sikour. Santez Tereza ar Mabig Jezuz a lavar he deus bet grasou bras dre he breudeur bihan maro. Holl e c’helfemp kaout kalz grasou digant hor re varo, ma en em erbedfemp outo.
Sakramant an Urz
Les paroles doivent sortir du cœur plutôt que de la bouche. Le cœur parle au cœur et la langue ne parle qu’aux oreilles. (François
de
Sales).
Longtemps avant lui les anciens avaient dit : Pectus est quod facit disertum.
I
PETRA EO SAKRAMANT AN URZ
Seiz sakramant ’zo. Pemp a zell eus ar c’hristen o veva, en e serr e unan, ha daou a zell eus ar c’hristen o veva e serr ar re all : « vivant en société », e giz ma ve lavaret e gallek. Ar « zosiete » ema ar gristenien o veva enni, an eil e serr egile, eo an Iliz. An Iliz, kouls hag emgleoiou all, ne dafe ket pell eün ha mat an traou enni, ma na ve ket eur re bennag o kas anezi endro. Jezuz en deus great eur zakramant, evit rei ho c’harg, d’ar re a zo o kas an Iliz en dro. Ar zakramant-se eo sa kramant an Urz.
2<2
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Eur zakramant all a zo, c’hoaz, hag a zell eus ar c’hristen, o veva e serr ar re all. Hennez eo sakramant ar briedelez. An dud a varv, netra na bad. An Iliz ne badfe ket pell, kennebeut, ma na deufe ket re all da zerc’hel lec’h ar re a ya kuit. Ha Jezuz en deus great eur zakramant hag a ro d’ar gristenien ,ar gwir da zigas tud er bed-ma hag ar c’hraz da zevel santelamant anezo. Hennes eo sakramant ar briedelez. Ni gomzo anezan diweZatoc’h. Lavaromp, da genta, eur ger diwar-benn sakramant an Urz.
Petra eo sakramant an Urz ? Ar c’hatekiz a lavar : an urz a zo eur zakramant a ro ar c’halloud da ober ar pes a zo e karg an dud a Iliz hag a ro ar c’hraz d’en ober santelamant. An dud a Iliz eo ar veleien. Beleien ’zo bet a holl viskoaz. Ar beleg eo an den hag, en hano an dud all, a ginnig sakrifisou da Zoue : « In his constritur quœ sunt ad Deum, ut oferat dona et sacrificia (H.) : Beza ez eo, evel eul liamm, etre an douar hag an nenv. E derou ar bed, pa oa, c’hoaz, nebeut a dud war an douar, pep den a ginnige da Zoue ar sakrifisou a gare.
J&R ZAKRAMANCHOU
An traou a vîje, evel-se, kinniget da Zoue oa, peurliesa, frouez an douar, awechou, ive, anevaled, hag awechou all, traou all. Doue e baradoz an douar, en doa lavaret d’hon tad ha d’hor mamm genta, en em gemer, evel-se, evit enori anezan. Diwezatoc’h, ar re a vije, e penn eur familh pe e penn eur vro, a gemere warno kinnig sakrifisou da Zoue, en h ano ar familh pe ar vro. Met, dre ma kreske niver an dud war an douar, lod a oa deuet da zizonjal eus ar c’hiz ma felle da Zoue beza enoret. Pep hini, evit an dra-ze, a rea ar pes a gave gwella. Pelloc’h, Doue hag en doa prometet, e baradoz an douar, digas e Vab, d’eur mare a vije, da baea evit pe c’hed Adam hag Eva, a zibabas, etouez ar re all eur bobl : ar bobl a Israel. D’ezi, adarre, e roas e lezen, evel ma en doa roet anezi, gwechall, e baradoz an douar. Merka ’reas peseurt sakrifisou da ober hag e pe giz ober anezo. Met al lezen-se, — ar brofetet hen embannas m eur a wech, — al lezen-se, ne oa nemet ar skeud eus al lezen a deuje, diwezatoc’h, Jezuz da rei d’ar bed. Da veza e penn al lezen-se, a roas d’ar bobl a Israel, Doue a gemeras Aaron. Ha goudeze, e c’hourc’hemennas, ma vije an holl veleien eus lignez Aaron. Malloz, diwar neuze, d’ar re a deue d’en em emmel da gpnnig sakrifisou heb beza eus al lignez-se. Kore, Datan hag Abiron o doa hen great hag a oa bet, abalamour da ze, lonket gant an douar. Ar Roue Saül hen greas, ive, eun devez. Ha Doue a gasas ar profet Samuel da lavaret
224
KELENNADUREZ
DI W AR-RENN
d’ezan, en doa, abalamour da ze, dibabet eun all da veza roue en e lec’h. ** Setu evit al lezen goz, al lezen roet d’ar bobl a Israel. Setu aze doare ar veleien enni. Evel hon deus hen lava ret, dija, ar skeudenn oa, ha netra ken, eus lezen JezuzKrist. Kerkent ha ma oa maro Hor Zalver, oa taolet d’an traon. E t vélum templi scissum est. E templ Jérusalem oa eur gouel, stignet war al lec’h ma vije kinniget ar sakrîfisou da Zoue. Dal ma oa tremenet Jezuz, war ar groaz, ar gouel-se a yeas e daou damm. An dra-ze a verke oa echu e zro gant al lezen goz. Lezen Jezuz, dioustu, oa deuet en he lec’h. Lavaret hon deus, bremaïk, eo ar beleg eul liamm etre an nenv hag an douar. E gwirione, Jezuz-Krist e-unan, Hen hebken ha n’eus nemetan, en doa gwir da gozeal da Zoue en hano an den. Rag Doue oa, ha den oa ive. Dasprenet en deus an dud en eur vervel evel den, hag en eur rei, evel Doue, eur priz heb muzul d’e boaniou.
Meritou Jezuz a zo da veza ingalet etouez an dud. Int-i a walc’h an ene eus ar pec’hed; int-i a deu da baea evi tan. Ar meritou-se, koulskoude, ne vezont ket roet d’an dud a vrog. Jezuz en deus merket e pe c’hiz, an den a c’hell kaout perz enno. Savet en deus sakramanchou. Ar za
AR ZAKRAMANCHOU
225
kramanchou eo ar c’ban, ar porrot, ha dreizan, war an den, e tiruilh grasou Jezuz. Evel hon deus gwelet, sakra mant ar vadiziant a c’hell beza roet gant n’eus fors piou pa ve ret. Met ar zakramanchou all na c’hellont, morse, beza roet nemet gant ar beleg. Hag abalamour da se, goude beza great ar zakraman chou all, Jezuz a reas ar veleien genta hag a lezas ganto sakramant an urz evit ober beleien all. Lavaret e vije, en dije bet en em gemeret gant ar c’hras, evel an Aotrou Doue, gwechall, gant ar bed. Hervez al leoriou sakr, Doue a renkas kaer, pep tra, da genta. Great en doa an douar ha kement tra ’zo warnan, great en doa ar mor ha kement tra ’zo ennan. Hag e kavas oa great mat pep tra : et vidit quod esset bonum. Met an traou-ze, koulskoude, ne dalvezent da netra. Ha Doue ’reas an den evit beza Roue war ar bed ha tenna talvoudegez anezan. Jezuz, ive, a reas ar c’hraz. Ober a reas sakramanchou evit rei ar c’hraz. Met didalvout e choment. Ha Je zuz a reas ar beleg evit beza Mestr war e c’hraz ha la kaat anezi da dalvezout evit an den, dre ar zakraman chou.
Herves kement-se, e welomp, ma n’eo ket an urz ar brasa eus ar zakramanchou, eo da vihana, an hini a zo ar muia red. Hebdan ar zakramanchou na dalvezont ne tra. 8
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
Gwelet a reomp, c’hoaz, eo ar beleg a zo karget da rei grasou Jezuz, d’an dud, ha sant Paol ne verk nemet ar wirionez, pa lavar : « Sic nos existimet homo, ut minis tras Christi et dispensatores mysieriorum Dei : An den a die kemer ar veleien evel ministred Jezuz-Krist, kar get gantan da ingala grasou Doue. » Hag abalamour da se, arabat beza mantret, ma teu an dud fall, ar re a fell d’ezo laza ar feiz en eur vro, da en em gemer, da genta, atao, eus ar beleg. * ** E pe mare eo bet savet sakramant an Urz ? An urz a zo bet bet great gant Jezuz-Krist, en devez araog e varo, d’ar goan diweza a reas gant e ebestel. Dija en doa dibabet ar re a dlie derc’hel d’ober en e lec’h, pa na vije mui war an douar, kelennet en doa anezo, kaset en doa anezo, awechou, da brezeg, rei en doa great d’ezo, ar c’halloud d’ober burzudou. Ha pelloc’h, e reas anezo beleien, en eur rei d’ezo ar c’halloud da ginnig da Zoue ar zakrifiz eus e gorf hag e wad. An dra-ze oa d’ar yaou da noz. D’ar gwener, en devez goude, e tlee beza staget eus ar groaz. Mont a reas ganto da goania, hag e lavaras d’ezo : « Mail em oa, pell ’zo, da zibri ar Pask-ma ganeoc’h : desiderio, desideravi hoc pascha manducare vobiscum. » Ha war divez ar pred, goude beza gwalc’het ho zreid d’e ebestel, e kemeras bara. Binnigan a reas ar bara-se, hag e kinnigas anezan da Zoue. Ha warlec’h, e roas eun tamm da bep hini, en eur lavaret : « Dalit, kemerit :
AR ZAKRAMANCHOU
227
hen-ma n’eo ket bara mui, hen-ma eo va c’horf a vo sta get eus ar groaz evidoc’h ». Neuze, e kemeras gwin en eur c’halir. Kinnig a reas anezan da Zoue ha da c’houde, her bennigas. Hag e roas anezan d’ezo da eva en eur lavaret : « Kemerit : hen-ma eo va gwad a vo skuilhet evidoc’h ». Er giz-se e reas sakramant an aoter. Hen lavaret hon deus, dija, kerkouls. Ha raktal goude, e reas sakramant an urz en eur la varet d’e ebestel : « C’houi a raio an dra-ma e koun ac’hanon-me : hoc facite in meam comme morationem ». Ne lavar ket d’ezo : « C’houi c’hello ober pe chom heb ober an dra-ma. Eun urz a ro d’ezo : c’houi a raio an drama : hoc facite ». (Luc. XXII. 19. 20).
Evelkent, n’oa ket roet d’ezo, en devez-se, holl galloud ar beleg. Ar c’halloud da bardoni ar pec’hejou ne vezo ket roet ken a vo diwezatoc’h, goude ma vo savet a varo da veo. Setu ama e pe c’hiz sant Yann (XX. 19-21) a gont an dra-ze : « Edont eus ar pardaez, eun devez, dastummet en eur gambr ha serret an nor warno. Aon o doa rag ar Juzevien. Ha Jezuz a deuas en o zouez. An noriou serret ne virjont ket outan. Lavaret a reas d’ezo : « Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ». Hag e tiskouezas d’ezo e zaouarn hag e gostez. An ebestel oa eürus, ouz e we let ». Hag e lavaro d’ezo, c’hoaz : « Ar peoc’h ’ra vezo ga neoc’h ! Evel ma oun bet digaset gant va zad, me gas ac’hanoc’h ». Neuze, e c’houezas warno, hag e lavaras :
228
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
« Digemerit ar Spered Santel. Ar pec’hejou vo pardonet d’ar re ma pardonoc’h anezo : na vefont ket pardonet d’ar re na bardonoc’h ket ». (J. XX. 19-21). Ha dre ar c’homzou-se e reas sakramant ar binijenn. Pelloc’h e roas d’ezo ar gourc’hemenn da vont da brezeg e lezen ha da rei sakramant ar vadiziant. Setu ama e pe c’hiz e kont sant Vaze an dra-se. (Math. XXVIII. 1620). « An unnek a yeas d’ar Galilee, war ar menez oa la varet d’ezo, gant Jezuz. Kerkent ha ma her gwelont e stouont d’an douar, dre zoujans evitan. Jezuz a dosteas hag a gomzas outo evel-hen : « An holl galloud a zo bet roet d’in war an douar hag en nenv. It ’ta, prezegit d’an holl boblou. Badezit an dud en hano an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel. Deskit d’ezo ober ar pes am eus lava ret. Me vezo ganeoc’h béteg fin ar bed. » * Daoust hag ar veleien a zo brema, o deus ar memes galloud eget an ebestel ? Ya. Ar veleien a zo bet abaoue Jezuz-Krist a zo evel an ebestel, gwechall, oc’h ober e lec’h Jezuz-Krist war an douar. Beza o deus ar memes galloud, evel an ebes tel gwechall. Eun devez Jezuz a lavaras d’e ebestel : « Va lezen a zo evel ar c’hreunen seo. Ar c’hreunen seo eo ar vihana eus ar greun. Ha warni, koulskoude, e sav eur wezenn uhel ha toupok. Labouset ar baradoz a gar dont d’en em guzat en e skourrou. Ar c’homzou-se a verk e teuio e lezen d’en em skigna dre ar bed.
AR ZAKRAMANCHOU
229
Kerkouls, Jezuz en deus lavaret, c’hoaz : « It dre ar bed holl, prezegit va lezen d’an holl grouadurien me vezo ganeoc’h keit ha ma vezo ar bed en e zav ». Ar c’homzou-ze a dap hirroc’h eget ne c’hell ober an ebestel. Ne verkont netra, pe e tiskoueont en deus Jezuz d’eur mare pe da vare, lavaret d’e ebestel : « Evel ma ’m eus dibabet ac’hanoc’h, c’houi ’zibabo re all, evel ’m eus great beleien ganeoc’h, c’houi raio beleien gant re all. I ho sikouro d’ober ho labour ; i a gendalc’ho war ho lerc’h hag a raio evel ma o peus great. I a vezo evel ma vezoc’h c’houi o veva a dreuz ar c’hantvejou. Ha me vezo ganeoc’h, evel-se, beteg ar penn pella eus ar bed ». Komzou Hor Zalver na c’hellont beza ententet ahendall. * Kerkoulz, prest goude maro Hor Zalver an ebestel a grogas da ober beleien. E lec’h Judaz, e reont eur beleg eus sant Mathias. (Act. 15-26). Eun nebeut, goude, dre ma ’zea niver ar gristenien war gresk, ar Spered Santel a lavaras d’ezo dibab tud a zoujans Doue evit o sikour da ingala an aluzennou ha da brederia ous ar re glanv. Seiz oa dibabet. Hag an ebestel a astennas ho daouarn warno. Ar re-ze oa, ar seiz avieler kenta. En o zouez, edo sant Stefan. (Act. VI. 1-7). Diwezatoc’h, ar Spered Santel a alias ar veleien oa e kear Antioch da rei sakramant an urz da Saül ha da Varnabas. Neuze, e yunont hag e pedont. Astenn a rafont, goudeze, ho daouarn warno hag e kasont anezo da
KELENNADUREZ
230
DIWAR-BENN
brezeg an Aviel : Tune jejunantes et orantes, imponentesque eis manus dimeserun illos. (Act. XIII. 1-5). Er giz-se, e zo bet great a dreuz ar c’hantvejou, beteg brema. Hag hirio, e rear, c’hoaz, ar memes tra. Hag ar veleien a zo beleien Jezuz-Krist, evel an ebestel. Ar ve leien eo an ebestel kendalc’het war an douar. Met hirio, n’eus nemet ar Pab hag an Eskibien hag a c’hell rei sakramant an Urz. * Piou a c’hell beza beleg ? Eun tad, eun devez, dirag tud deuet d’e di, a rea e gont evel-hen : « Tri mab em eus. Ar c’hosa hag ar yaouanka o deus spered. Eus ar c’hosa me ’raio eun ofiser. Ar yaouanka a vo medisin. Hag an hini all a gasin da veleg ». Daoust hag eun tad a c’hell ober evel-se ? Ne ouzon ket hag hen a c’hell en ober, evit eun ofiser pe eur medesin. Met evit eur beleg ne c’hell ket. El lezen goz, hen gwelet hon deus, Doue a zibabas Aaron evit beza beleg. Ha goudeze, e c’hourc’hemennas ma vije kemeret an holl beleien e lignez Aaron. Ha sant Paol a lavar, ne c’heller, el lezen neves, beza beleg, nemet galvet e vijer gant Doue evel m’oa bet gal vet Aaron : Vocatus a Deo tanquam Aaron. Jezuz-Krist en doa dibabet, e unan, e veleien. Eat oa da glask anezo, ama hag ahont. An darn-vuia oa pesketourien. Unan oa maltoter. Eun all a laboure al 1er.
AR ZAKRAMANCHOU
2 31
Hirio, c’hoas, Jezuz a zibab e veleien ha mont a ra d’o c’hlask d’an ti-ma, d’an ti-se : awechou, da di eun den pinvidik, awechou all, da di eun den paour ; gwech da di eun den a bluen, gwechou all, da di eun den ha n’en deus nemet eun ors da derri mein war an hent bras. Goude ar brezel, e seminer Paris, oa seitek ofiser. E meur a lec’h all, oa eun tammik er memes tra. Hag ar Pap Pi X oa mab da gloc’her paour eur barrezik vihan. * ** Evit mont da veleg e ranker en em zantout douget da guitaat ar bed evit klask gloar Doue ha silvidigez an eneou. An hini a yafe da veleg heb beza galvet, en defe kals da c’houzanv. Ne gavo ket an eurusted a ro, awechou, ar bed. Ne gavo, morse, peoc’h Doue. E goustians a vezo o rebech d’ezan da veza eat en eul lec’h ha n’oa ket great evitan. Eürus, c’hoas, ma na ra ket d’ar relijion muioc’h a zroug eget a vad. * ** Pehini eo dever an tad hag ar vamm e kenver ho bu gale ha sakramant an urz. Da genta, arabat poulza ho pugale da vont da veleien ma n’int ket galvet. Lakaat a rafoc’h anezo malheürus. D’an eil, ma lavar d’eoc’h ho pugel en deus c’hoant da veza beleg, arabat lavaret, morse, nann. Ho pugel ’zo da Zoue araog beza d’eoc’h. Ouspenn, beza beleg a zo eun enor. Ar beleg a zalc’h lec’h Jezuz war an douar. Peseurt enor brasoc’h a c’helfe
232
KELENNADUREZ DIWAR-BENN
Doue da ober d’eun tad ha d’eur vamm, eget kemer ho mab evit beza beleg ? Ouspenn-ze, c’hoas, tad ha mamm eur beleg, o deus perz en e labourou, er vad a reio dre ar bed, perz er meritou a zastum evit ar baradoz. Pelloc’h, eur beleg a zo eur sklerijen evit ar familh. Pa vezoc’h eürus e ranno laouen ganeoc’h ho plijadur. Ha pa vezoc’h er boan, ne gafoc’h den d’o frealzi, gwel loc’h. Lezit ’ta, atao, ho mab da vont da veleg mar bes gal vet gant Doue. Me lavaro, zoken, muioc’h. Goulennit digant Doue ar c’hraz da gaout eur mab beleg. * ** En eur familh oa unnek bugel. Bemdez, araog mont da gousket, an tad hag ar vamm a rea ar bedenn-ma : « Aotrou Doue ! kals bugale hon deus. Bennoz d’eoc’h da veza ho roet d’eomp ! Grit d’eomp, brema, mar plij, ar blijadur hag an enor, da gemer unan bennag anezo, evit o servicha ». Doue en deus klevet ous ho fedenn : Daou a zo belein ha teir a zo leanezed. Tad ha mamm santez Theresa ar Mabig Jezuz a lava ras da Zoue, deiz ho eured : « Roit d’eomp, mar plij, bugale. Met, eus a vrema, ni a ro anezo d’eoc’h holl ». Bemdez goude, ive, e kinnigent ho bugale da Zoue. Seis bugel o doa bet. Tri oa maro araog dont da dud. Ar peder all a zo eat da leanezed. Diou anezo a zo beo, c’hoas, en ho c’houent. Ha santez Theresa, ho c’hoar vihan, a zo,
AR ZAKRAMANCHOU
233
evel ma lavarfen, muioc’h c’hoas beo, egeto, pegwir dre ar bed holl na ehan ket da ober burzudou. * ** Evel an tad hag ar vamm a lavaren, d’eoc’h, bremaïk, evel tad ha mamm santez Theresa ar Mabig Jezuz, goulennit digant Doue, an enor da gaout unan bennag eus ho pugale, galvet da vont da zervicha anezan. A ! ya, a ve lavaret, me garfe awalc’h. Met ober eur beleg a goust arc’hant. Ha me n’oun ket pinvidik. Gwir eo : ober eur beleg a goust, atao, da nebeuta. eus dek da bemzek mil lur. Met, ma eo ho mab eur paotrig fur, devot, digor a spe red, bezit heb aon. It da gaout beleien ho parrez. Ha pa n’o pefe tamm danvez, ho pugel, gant sikour graz Doue, a vezo beleg ar memes tra.
ni
DEVERIOU AR GRISTENIEN E KENVER AR VELEIEN
E kenver ar veleien, ar gristenien o deus kals deveriou. E tleont da genta : Pedi evit ma roio Doue beleien d’e Iliz. Hennes, an dever-se, a zo dies da entent. Lavaret e ve, ne zell an dra-ze nemet ous Doue. Hen e unan, a die pourvei da ezommou an Iliz savet gantan, heb beza pedet d’en ober. Met nann. Doue a fell d’ezan e teufe an den da c’houlen beleien, evit e Iliz, evel ma c’hourc’hemenn d’eomp, goulen ma vo e hano santifiet ha ma teuio da veza anavezet ha karet gant an holl. Eun devez, Jezuz oa chomet da ziskuisa e kenver eur punz : punz Jakob, er Samari. E ebestel oa eat e kear Sychar, da brena peadra da zibri.
KELENNADUREZ
DIWAR-BENN
AR
ZAKRAMANCHOU
235
Ha sada o tont da gerc’het dour, eur vaouez hag a veve fall. Jezuz a gozeas d’ezi diwar-benn he buhez direol, diwar-benn ar Messias, diwar-benn ar baradoz. Konvertisa a reas anezi. Ha d’e ebestel, pa deujont en dro, e lavare : « Savit ho taoulagad ha gwelit. An eost, war ar meaziou a zo gwenn dija. Ema dare. Met n’eus ket tud d’e zastumm. Pedit Doue an Tad da zigas eosterien evit ober an eost. Da lavaret eo : pedit Doue da zigas beleien evit sklerijenna an eneou hag ho rei da Zoue. (J. IV). Dre ar bed holl, hirio, ar veleien a zo kals re nebeut anezo. En hor bro, Bro-C’hall, bro ar feiz, koulskoude, e zo trizek mil parrez ha n’o deus beleg ebet ! O ! pedit, evit ma tigaso Doue, eosterien da zastumm an eneou. Pedit, dreist holl, evit ma vo, atao, beleien en ho par rez. Ha pa glevoc’h lavaret e vezo, en Eskopti, great be leien neves, pedit evit ma skuilho Doue warno e c’hrasou ar muia founnus. Rag etoues ar re-ze, e vo marteze, unan hag a vo karget da vleina ac’hanoc’h war hent ar baradoz, unan hag o sikouro da vervel. O ! pedit, ma vo, e gwirionez, ar veleien-ze beleien herves Doue. * ** Ar gristenien a die, d’an eil, Miret na ve roet sakramant an urz da eun den yaouank a skouer fall.
KELENNADUREZ DIWAR-BENN
236
Araog beza dimezet, e ve kaset an embannou araog beza beleget e ve, ive. Evit an dimezi e ve pec’hed marvel, d’ar re na ziskuilhont ket ar pes a dlefe miret ous daou zen yaouank da veza pried an eil d’egile. Evit sakramant an urz, eo ar memes tra. Pec’hed mar vel a ve, d’an hini a lesfe eun den yaouank da veza be leget, ma oar mat eo eun den fall pe eun den heb feiz. * Trede dever : ar gristenien ne dleont, morse, kass eneb ar veleien. Hirio, ar bed, — lavaret e ve, — a zo dirollet a eneb ar relijion. El levriou, er c’hazetennou, en tiez a blijadur, e bodadegou al labourerien, e meur a skol laïk, zoken, hag e meur a lec’h all, c’hoaz, e ve komzet kals eneb ar veleien. Morse, marteze, ne zo bet great kement. Diaoulou an ifem a zo evel dichadennet. An traou-ze, koulskoude, n’hon lakont ket da veza mantret. Jezuz en doa lavaret d’eomp beza war c’hed anezo. « Mar teu ar bed, emezan (Joan. XV. 18-26) da gaout kas ouzoc’h, arabat kaout re a nec’h. Ouzin-me en deus bet kas, ive. Ma vijec’h bet tud ar bed, ar bed en defe bet ho karet. Met n’oc’h ket eus ar bed. En eur zont d’am heul oc’h eus dilezet ar bed. Hag abalamour da ze, ar bed en deus kas ouzoc’h. Ar servicher n’eo ket brasoc’h eget ar Mestr. D’in-me e zo bet great brezel. D’eoc’h c’houi e vo great, ive. Heb abeg ebet, o deus bet droug ouzin ; heb abeg ebet o devezo drouk ouzoc’h. »
AR Z A K R A M A N C H O U
237
Heb abeg ebet.... Met setu, ama, petra ’zo. Ar beleg eo sal terrœ herves lavar Jezuz-Krist (Math. V. 14), a zo ar c’houalenn da salla an douar, ar c’houalenn da viret outan da vreina. Met ar bed ’zo brein. Breina muioc’h-mui a fell d’ezan, c’hoas, ne glask nemet plijaduriou fall. Hag abalamour da ze en deus kas. Ar beleg a zo lux mundi, sklerijenn ar bed. Ar beleg a ziskoues d’an den eus a belec’h e teu, da belec’h en deus da vont. Hag ar bed a fell d’ezan beza dall. Ne fell ket d’ezan klevet hano eus ar gwirioneziou-se, gant aon da rankout ober ar mat. Hag en deus kas. *** Ha koulskoude, tudou keis, stad ar bed a ve glac’harus, ma na ve beleg ebet enno. Sant Yann-Vadezour Vianney a lavare, gwechall : « Tenait ar beleg eus eur vro hag it da welet dek vloas, goude. Ne gafoc’h enni nemet tud hag a vefe o veva evel anevaled ». Eo zur : anevaled hag ar re grisa eus an anevaled. Lennet o peus diwar doare ar bed araog ma oa deuet Jezuz-Krist. Al lezen vras, neuze, oa : dant evit dant, lagad evit lagad. Karantez ebet etouez an dud. Ar re binvidik, ar re nerzus, ar re yaouank a rea ar vistri d’ar re all. Hag ar re all ne oant ket prizet muioc’h eget eun aneval. Ha bet eo bet gwelet, ouspenn eur wech, laza tud da vaga pesket el lenn, pe da rei da zibri d’ar chas. Kement-se a c’heller da lenn el leoriou skrivet en amzer-se.
238
KELENNADUREZ DIWAR-BENN
Kerkouls, en ho tiez, c’houi a lenn buhez ar zent. Kle vet o peus, er giz-se, diwar-benn ar verzerien lakeat d’ar maro gant ar Romaned. Met ar Romaned, oa c’hoas, lod eus an dud a veve evel ma vevet araog m’oa deuet Jezuz-Krist. Ne anavezent nag Hor Zalver nag e lezen. Ne felle ket d’ezo anaout e veleien. Gwelit pegen kris ’oant.
Buhan, koulskoude, e teufe an amzeriou-se, en dro ma ve kendalc’het da zorna traou eneb ar veleien ha ma vent kaset kuit. Ho kazetenn a lavar d’eoc’h, bep ar mare, petra dre men er Rusi. Seitek vloaz ’zo, du-se oant kroget da gass eneb ar veleien. Emaint taolet pelloc’h, er meaz. An ili zou ’zo diskaret. Kant million a dud a zo er vro. Eur million bennag, en eur gontan ar zoudardet, a zo deuet a benn da gaout an trec’h war an naontek ha pevar ugent million all. Ar vro pinvidik, araog, a zo rivinet. An dud enni a zo holl paour. Den n’en deus netra d’ezan e-unan. Ar gouamamant a denn, bep bloas, digant an den, frouez e labour. N ’eo ket, zoken, mestr d’e vugale. Holl e vezont tennet diganto d’o femp bloaz. Ha malloz d’an hini a gav abeg e tud ar gouarnamant. Koulz lava ret, bep tro e vezont toupinet (dénoncés). Hag e vezont kondaonet d’ar maro, pe kaset d’ar prizoun, d’ar Siberi, bro ar skorn hag an erc’h. Bro ar Rusi a zo deuet da veza bro ar spont hag an aon. Den enni, mui na ve gwe let, o c’hoarzin.
AR Z A K R A M A N C H O U
239
Er giz-se, ema, c’hoas, hirio, an traou er Mexik. Er giz-se, epad miz kerzu diweza, eo bet, eur pennad, an traou en eur e’horn eus ar Spagn. Met, eno, dre c’hras Doue, ar gristenien vat o deus bet buhan an trec’h war ar re fall. Er giz-se, c’hoas, eo bet an traou en hor bro, brema e zo seis ugent vloaz. Ar reus fall a badas daouzek vloaz. Kement levr a zo skrivet diwar e benn a ro d’ezan an hano a amzer ar spont. Hag e gwirionez, spountus oa beva en amzer-se. Eur bern hailhonet oa e penn ar vro. Ar veleien o doa ranket mont kuit pe beza dibennet. Evit ar re binvidik oa bet ar memes tra. Ar bec’h, goudeze, a gouezas war ar re all. Madou an holl oa laeret. Hag an hini a gomze eneb ar c’houarnamant, a vije lakeat d’ar maro. Pelloc’h, koulskoude, ar peoc’h a deuas a nebeut da nebeut. Beleien Jezuz a deuas en dro, ar re oa beo, c’hoas. Tud hor bro a boke da roudou ho zreid ebars er pri dre ma tremenent. Hag a dreus ho daelou e vijent klevet o lavaret : « Ema ar veleien o tont en dro a drugare Doue! Ganto e teuio ar peoc’h hag ar beva mat ». Vos estis lux mundi, a lavare Jezuz d’e veleien genta : « C’houi eo sklerijenn ar bed ». Ya, sur. Heb ar beleg ar bed ’zo tenval, spountus evel an noz. Gant ar beleg e ve ennan sklerijenn, hag urz vat. Abalamour da ze, eur wech c’hoas, ne lavarit, morse, netra eneb ar veleien, ne rit, morse, netra evit miret outo.
KELENNADUREZ DIWAR-BENN
240
d’ober vat, ne gontit, morse, netra hag a c’helfe maga kasoni outo ha lakaat d’o c’has kuit. * Met, beleien fall ’zo, a ve lavaret. O, ya, avat. E c’helfe beza, etoues kals re vat, eur be leg fall bennag. Etouez an ebestel edo Judaz. Kerkouls, mantrus, burzudus e ve, ma ve ahent all. Rag evit beza beleg ne drec’her ket ouen. Ar beleg a zo ho preur, a zo ho mab. Beza eo eus ar memes danvez ganeoc’h : da lavaret eo, bresk, sempl ha diners eveldoc’h. Ouspenn-ze, deus eun diaoul a ve o tenti eun den er bed, e ve daouzek o tenti eur beleg. Perak ? Abalamour, ma c’hell lakat eur beleg da goueza, an diaoul a oar, e kouezo kals re all d’e heul. Eurusamant, Doue ’zikour ar beleg paour. « An diaoul, a lavare Jezuz da sant Per, en deus bet aotre da hija ac’hanout evel ma ve hijet ar greun er vann, evit ho nizat. Met ’m eus pedet evidout evit na golfes ket da feiz. » (Luc. XII. 31). Ar beleg a ve tentet met graz Doue a si kour anezan. Mar klevit hano, koulskoude, diwar eur beleg ben nag hag a ro skouer fall, bezit truez outan, pedit evitan. Met ne daolit ket mein ous ar re all. Pa ve kondaonet eur mestr skol laïk, ne lavarit ket : holl ar re all a zo evel hennes ; pa ve eur vaouez fall en eur barrez, ne la varit ket : holl merc’hed ar barrez ’zo evel-se. En em fazia kals a rafoc’h.
AR Z A K R A M A N C H O U
241
Kerkouls, ar beleg fall, alies, a ve kastis eur barrez. Er Skritur Sakr ema ar gomz spountus-ma : « Pa em bezo c’hoant da gastiza eur bobl me roio d’ezi beleien fall ». Kouls all, c’hoas, ar veleien a zo an enorusa, an onesta tud a zo war an douar. Bep pevar bloa, ministr ar justis a ra embann hanoiou ar re ve bet kondaonet eus peb stad, edoug ar pevar bloaz-se. Setu ama ar roll ’zo bet embannet er bloavez di weza. Ar gont a ve great war kant mil den. A zo bet kondaonet war kant mil den : Bamerien : tri-ha-tregont ; Medisinet : nao ; Labourerien-douar : nao ; Beleien : tri. Ne lavarit morse droug eus ar veleien, o tever eo. * ** Pevare dever : ar gristenien a die kaout doujans evit ar veleien. Herves sant Paol, ar gristenien a die kemer ar veleien evel ministret Jezuz-Krist, evel tud karget da ober en & lec’h : Sic nos existim et homo ut ministros Christi et dispensatores mysteriorum Dei. Da vinistred eur Roue, eur gouamamant, eo dleet ar memes doujans, ar memes enor eget d’ar Roue, d’ar gouamamant e unan. Ha da vinistred Jezuz-Krist eo dleet ar memes enor, ar memes doujans eget da Jezuz-Krist e unan. Kerkouls, en e lizer d’an Hebreet, sant Paol a ro d’ar beleg an hano a alter Christu, homo Dei : ar beleg a zo eur C’hrist, pegwir e
242
KELENNADUREZ DIWAR-BENN
talc’h lec’h an Aotrou Krist, ar beleg a zo eun den hag a zoug da Zoue. Abalamour da se, sant Fransez a Sal a lavare : « Ma welfen eun ael hag eur beleg o vale an eil gant egile, me verkfe doujans d’ar beleg da genta, abalamour hen a ra e lec’h Jezuz-Krist ».
Pempet dever : ar gristenien a dlefe selaou ar veleien ha senti outo, evit holl traou ar bed all. Pa gozeo ar beleg d’eoc’h eus traou ar baradoz hag eus an hent a ranker da gemer evit mont d’i, ne c’hell ket en em fazia. Rag Jezuz, her gwelet hon deus, dija, kerkouls, Jezuz a lavaras d’ezo : « lte, docete omnes gentes ecce vobiscum sum usque ad consummationem sœculi : It, kelennit an holl, me vo ganeoc’h beteg fin ar bed ». Da lavaret eo, me viro ne lavarfee’h netra nemet quœcumque mandavi vobis : netra nemet ar pes am eus gourc’hemennet d’eoc’h. Abalamour da se, selaou mat ha senti. Lod tud ’zo hag a lavar : senti ? Me zentfe awalc’h. Met abalamour da betra ar veleien ne chenchont ket ho lezennou. Ar bed n’ema mui evel gwechall, e tlefe ar ve leien souplaat ho lezennou. Neuze e ve eas senti outo. Siouas ! Ar bed a c’hell ober ar ruilhou a garo. Evitan e vo gwir atao, ar ger-ma eus eur skrivagner kos : « Tra hit sua quemque voluptas : an den a yel da heul e blija dur. »
AR Z A K R A M A N C H O U
243
Met Doue ne chench ket : Stat dum volvitur orbis. E lezennou ne c’hellont ket chench. kennebeut. E lezenn eo ar wirionez. Hag evit ar wirionez, ya ’zo ya, nann ’zo nann. Lec’h kreis ebet. An ifern hag ar baradoz a chom, atao, ar memes tra. An hent da vont d’ezo a vo da viken ar me niez hini. Abalamour da se, ma lavar d’eoc’h ar beleg : « Ne d’it ket dre an hent-ma, kemeret an hent-se, ne rit ket an dra-ma, met grit an dra-ze », sentit atao.
TAOLENN
AR ZAKRAMANCHOU ............................................................................
I. Et. m. IV. V. VI.
— — — — — —
Eur ger araog ....................................... ......... Ar Vadiziant .................................................. Ar Vadiziant a zo eun dra r e d ..................... Piou a c’hell badezi ? ..................................... Lidou ar vadiziant........................................... Diwar-benn ar paeron hag ar vaeronez
AR GONFIRMASION PE AR G O N ZUM EN .............................
I. — Petra eo ar Gonfirmasion ? ............................ II. — Petra ’ra sakramant ar Gonfirmasion ? ........ SKRAlMANT AN A O T E R .........................................................................
I. IL HI. IV. V.
— — — — —
7 9 19 28 37 45 53 59 61 70 77 79 85 92 98
Petra eo sakramant an Aoter ? ..................... Madelez Jezuz e sakramant an A o ter Ar Gommunion ............................................... Peseurt frouez a zoug eur Gommunion vat ... Ar Gommunion great fall. Frouez eur Gom munion fall ................................................... 104
246
KELENNADUREZ
VI. VU. VIII. IX.
— — — —
DIWAR-BENN
AR
ZAKRAMANCHOU
An O ferenn..................................................... Penaos klevet an Oferenn e giz ma ’z eo dleet ? Ar Gommunion great, alies ......................... Ar Gommunion kaset d’ar re glanv ............
113 122 127 137
SERMONIOU BERR DIWAR-BENN SAKRAMANT AN AOTER EVIT EUN ADORASION
. . .
143 145
H. — Jezuz a zo e gwirionez en hosti-zakr............ I. — Ar merkou evit anaout ha kredi a rear ema Jezuz e sakramant an Aoter .................... 155 H. — An Aoter, an Tabernakl hag an Ostensouer .. 165 IV. — An eur zantel ................................................. 174 191 193 I. — Sakramant an N ouen................................... H. — Penaos digemer an Nouen e giz ma ’z eo dleet ?199 III. — Hon deveriou e kenver ar c’horf maro . . . . 211
SAKRAMANT AN N O U E N ....................................................................
219 I. — Petra eo sakramant an U r z ........................... 221 II. — Deveriou ar gristenien e kenver ar veleien .. 234
SAKRAMANT AN URZ ..........................
M
o u l a d u r io u
A
rvor
—
G w fn g amp