SKRITURIOU SAKR.
i
GENES, SARKIU.TO PE
LEVR AR C'HENELIEZ LEKEAT E BREZOUNEK. GAND
A n n a o tr o u I ann - W il l o u H E R R Y , b e le k .
E REMPERLEj M o ul e t e t i G u f f a n t i - B r e t o n .
1849.
d ’a n n
a n ao ud eg ez- v a d
.
Sonj am bezo da vikenn euz ann nosvesiou dudiuz a dremenenn bep bloaz gant va eontr, e kichen he dan, pa zeuenn d’ar vakansou. Goude ma vije lennet buez ar zant ha great ar pedennou, ann dud ail a ie da gousket. Ya eontr a azeze enn he gador goz e korn ann oaled, ha me enn tu ail war eur skabel. — Asa, va niz, lavar d’in eunn dra bennag euz ar pez e e h euz desket epad ar bloaz. — Va eontr, ann Epitom e historiœ sacrœ hon euz lekeat euz a latin e gallek traou kaer am euz desket ennhan. — Neuze ar c’hrouadur a zanevelle, hag ar eontr koz a zelaoue. Devet ar goulou, maro ann tan, hag ann historibu a bade ato ; hag al labourer kristen na skuize morse ouz ho c’hlevout. Perak kement-se ? Ar c’hrouadur a gounte krouidigez ar bed, histor ar Baradoz terrien, buesiou Abraham, Jakob, ha Joseph, ha kalz traou ail kaer pe gaeroc’h. — Mad, va niz, plijadur a rez d’in. — Va eontr ker* petra ve 'ta ma lavarfenn d’e-hoc’h ann traou-ze evel m’emaint e barz ar Vibl, skrivet dre àtis pe inspirasion ar Spered-
vi Santel ? Hama , va eon tr, mar gellann bikenn beza belek, me ho lakai e brezounek, evit ma helfot ho lenn hoc’h-unan, war ho pouez, ha sonial enn-ho keid ha ma kerrot. — Dalc’het am euz d’am ger ; ha va levr a gennigann d’am eontr ha d’he genseurted, holl labourériendouar Breiz-Izel. N ’oufer ket ober d’ezho kaeroc’h prezant eget lakaat etre ho daouarn ar Skritur Sakr, komzou Doue he-unan. Rristenien vad, lennit-ho gant doujanz, ha sonjit enn-ho deiz ha noz. Ne ket gant bara hep-kent eme hor Z alver, eo e vev ann den, hogen g and ar chom zou a zeu euz a chenou Doue. (Sant Vaze 4 ,4 . ) Boed ar c’horf eo ar bara, komzou Doue eo boed ann eoe. Rement a ezomm hon euz euz a he-man hag euz egile ; ha muioc'h zoken, pa’z eo gwir ann ene a zo prizusoc’h eget ar c’horf. Beza hoc’h euz enn ho tiez meur a levr a relijion, great gand tud santel ha gwisiek; hogen al levriou mad-se, ne ket ar Skritur Sakr int. Displeg a reont d’e-hoc’h kelennaduresiou ar Skritur, ho sikour a reont da boella pe da gompren lezen JDoue, mes ne kethegom zou int. Ar Skritur. Sakr, pe kom zou Doue, a zo dastumet enn eul levr hahvet a Vibl, da lavaroüt eo, al levr dreist ann holl levriou; al levr skrivet penn-da-benn dre urz .D oue; ann dud a skrive, mes Doue a gundue ho spered hag ho dourn ; enn hevelep doare ma’z eo pep kentel ahezhan evel eul lizer skrivet d’eomp gant Doue h e unan. Al levriou ail, daoust peger mad a oufent beza, a hell fazia gweach a v e , he-m an na hell fazia gweach ebed. Ar skoueriou, ar c’henteliou a zo enm hann; diskleriet hag anzavet igand hor Mamm zantel \
V1J ann Iliz, a zo ar wirionez memes, ha war-n-ezho eo diazezet kelennadurez hor feiz. Eno en deuz Doue diskleriet d’eomp ann traou hon euz da gredi hadaober evit beza euruz er bed-m a, ha gounit ar vuez eternel. Ra yezo gwelet eta, kristenien, al levr santel-ze alies etre ho taouarn. Pa viot trist, lennit-hen, hag e k afot. enn-han frealzidigez. Pa viot war var, pa na wiot re petra da ober, lennit c’hoaz, kemerit kuzul digant ho levr evel digant hoc’h alier, hag e viot sklereet. Pa viotdouget da bec’hi, it d’ho lève, gwelit petra a c’hoarvezaz gand Adam hag Heva o tizenti ouc’h Doue ; petra reaz Abraham evit plijout da Zoue ; petra reaz Jozeph pa oe tentet; enn eur ger, e pep digouez hag e pep riskl, gouîennit petra la var ar Skritur, hag e viot ato kre enep hoc’h enebourien. Lezen Doua, flamm egiz ann heol, a zigas ann eneou w a r ann hent m ad ; he gom z ato givirion , a ro fu m e z dîar vugaligou memes. Lex Domini im maculata, convertens animas : testimonium Domini f idele, sapientiam præstans parvulis. (Salm 1 8 ,8 .) > Evid ar weach-ma , va c’henvroiz, ne vezo roet d’ehoc’h nemet eur gevrennik vihan euz ar Skritur Sakr ; L evr ar c’heneliez, da lavarout eo, ann derou euz ann holl draou krouet. Moïzes eo hen deuz he skrivet, hag ar c’hosa eo euz ann holl levriou. D i— vezatoc’h ni iello nebeut-ha-nebeut a-benn gand ar skritur, enn eur-zibaba evid-hoc’h ar c’henteliou kaera, hag ann historiou dereata evit ho stad. Mes evit breroa e renker gortoz eunn tammik. Strif ha brezel a zo enn hon touez, o klask gouzout penaoz skriva ha prezeg hor brezounek evit ar gwella. Mar gell doareou ann Aotrou Gonidec treac’hi var ar c’hiz fall
VIIJ
da c’hallega e brezounek, hep date ann dud gwisiek a hello lakaat enn ho Levriou eur prezek iac’h ha d igemesk, hag ann dud divar ar meaz, gwelloc’h desket, ho lenno gant dudi, Eaz a Tezo neuze ober levriou talvoudek, hag ar C ’hallaoued n’ho devezo mui leac’h da rebech d’e-omp paourentez iez hor bro. Kemperle, ar c’houec’hved a viz Kenver, 1844.
SKRITUKIOU. SAKR. g
e n
e s
,
PE
L E V R A R C ’H E N E L I E Z .
PENNAD
I.
KROUIDIGEZ AR BED. Euz ar bed bloaz 1 . —- A raok Jezuz-K rist 4oo 4.
1. Er penn kenta Doue a grouaz ann env hag ann douar. 2 . Hogen ann douar a oa diaoz ha noaz ; hag ann denvalijen a oa war c’horre ann dounder ; ha spered . Doue en em zalc’he war ann douriou. 5 . Ha Doue a lavaraz ; ra vezo great ar skierijen . Hag e oe great ar sklerijen. 4 . Ha Doue e weiaz e oa mad ar sklerijen, hag a zispartiaz ar sklerijen diouc’h ann denvalijen. 5 . Hag e hanvaz ar sklérijen deiz, hag; ann denva lijen noz ; hag ann abardaez hag ar raintin a reaz ann devez kenta. 6 . Doue a lavaraz ivez : ra vezo ann oabl e kreiz-etre ann douriou, ha ra zispartio ann douriou diouc'h ann douriou. 1
2
LEVR ÀR C’HENELIEZ.
7 . Ha Doue a reaz ann oabl, hag a zisparliaz ann douriou a oa izelloc’h eged ann oabl diouc’h ar re a oa dreist ann oabl. Hag e oe great evel-se. 8 . Ha Doue a hanvaz ann oabl, env : hag annabardaez hag ar mintin a reaz ann eil devez. 9 . Doue a lavaraz c’hoaz : ra vezo dastumet enn eul leac'h ann douriou a zo dindan anñ env ; ha ra en em ziskouezo ar zeac ’h. Hag e oe great evel-se. 10. Ha Doue a hanvaz ar zeac’h, douar; hag ann douriou dastumet enn eul lod, mor. Ha Doue a welaz e oa mad kement-se. 11 Hag a lavaraz : ra zougo ann douar geot glaz, ha pep geoten he had ; ha gwez-frouez hag a daolo pep hini diouc’h he seurt ; ha pep frouezen ha zougo he had enn-hi evit kellida adarre ( 1 ) war ann douar. Hag e oe great evel-se, 1 2 . Ann douar a daolaz éta geot glaz, pere a zouge ho had, pep hini diouc’h he seurt ; ha gwez-frouez, pep frouezen o kaout enn-hi he had hervez he rumm. Ha Doue a welaz e oa mad kement-se. 1 3 . Hag ann abardaez hag ar mintin a reaz ann trede devez., 1 4 . Hogen Doue a lavaraz ; ra vezo korvou g o u laouek e bar ann oabl, evit dispartia ann noz diouc’h ann deiz, ha servichout da verka ann amzeriou, ann devesiou hag ar bloavesiou.: 15. Ra c’houlaouint e bar ann oabl, ha ra skferaint ann douar., Hag e oe great evel-se. ( 1) Ar geriou skrivet gant lizerennou italik n ’emaint ket t barz ar skritur ; lekeat int, pa eo bet red, evit rei da glevout gwelloc’h petra la var ar c’homzou sakr.
LEVR A » C’ilENELlEZ.
5
16. Ha Doue a reaz daou gorf braz goulaouek, unau brasoc’h,da ren epad ann deiz; hag eunn ail bihanoc’h, da ren epad ann noz; ober a reaz ivez ar s.tered. 1 7 Hag e lekeaz anezho e bar ann env, evit goulaoui a-us d’ann douar. 1 8 . Evit ren epad ann deiz hag epad ann n o z , hag evit dispartia ar sklerijen diouc’h ann denvalijen. E(a Doue a welaz e oa mad kement-se. 1 9 . Hag ann abardaez hag ar mintin a reaz ar pevare devez. 2 0 . Doue a lavaraz c’hoaz : ra zavo euz ann douriou loened-sllej leun a vuez, ha loened-nij a-us drann douar, dindan bolz ann envou. 2 1 . Ha Doue a grouaz ar pesked braz, hag ann holl loenedigou pere a vev hag finv, savet euz ann douriou, pep hini enn he rumm, hag ann holl loened-nij, pep hini hervez he wenn, ha Doue a welaz e oa mad kementse. 2 2 . Hag a roaz d’ezho he vennoz enn eur lavarout : kreskit, ha puillit, ha kargit douriou ar mor; ha ra zeuio al laboused da builla war ann douar., 2 3 . Ânu abardaez hag ar mintin a reaz ar pemped devez. 2 4 . Doue a lavaraz ivez : ra zavo euz ann douar anevaled beo, pep hini enn he wenn ; anevaled don, loened stlej, hag anevaled gouez ann douar, hervez ho rummou. Hag e o e great evel-se. 2 5 . Doue a reaz eta anevaled gouez ann douar hervez ho rummou ; hag ann anevaled don, ha loened stlej ann douar pep hini enn he wenn. Ha Doue a welaz e oa mad kement-se: 2 6 . Hag a lavaras ; greomp ann den diouc’h hor
4
I.EVll
AR
CHEXELIEZ.
skeuden ha diouc’h hon henveledigez ; ra vezô mestr war besked ar mor,war laboused ann env, war ann ane valed gouez, war ann douar holl , ha war ann holl Ioenedstlej pere a finv war ann douar. 2 7 . Doue a grouaz eta ann den diouc^h he henve ledigez : he groui a reaz henvel ouc’h Doue, ho c’hroui a reaz gwaz ha maouez. 2 8 . Ha Doue ho bennigaz, hag a lavaraz : k reskit, ha grit niver, lia kargit ann douar, ha grit ho meslr war-n-ezhan, ha bezit raestr war besked ar mor, war laboused ann env, ha war ann holl anevaled pere à finv war ann douar. 2 9 . Ha Doue a lavaraz : chetu roet am euz d’e-hoc’h kement gedleri à zoug he had war ann douar, ha kement gwezen e deuz enn-hi ann haden euz he seurt, evit ma servichint d’e-hoc’h da vagadurez : 5 0 . Ha da holl anevaled ann douar, da laboused ann env, ha da gement Ira a finv war ann douar, hag en deuz goad ha buez, evit ma ho devezo peadra da zibri. Hag e oe great evel-se. 5 1 . Ha Doue a welaz ann holl draou en devoa great, hag e oant mad meurbedi Hag ann abardaez hag ar min tin a reaz ar c’houèc’hved devez.
SK L E R ID IG Ë Z ha prederennou war gomzou'ar skritur sakr. (1) Doue a grouaz. — Doue, pehini a zo a holl visksaz, a grouaz, Rre eur gomz bep ken, ann env hag ann.doiÿU’ , ha ( I) Skleridigez ha prederennou ,a zo lekeàt eleac’h explica tion ha rejlexionou , pere a zo geriou gallek.
LEVR
AR
C'H E N E L I E Z .
kement tra a zo ; kom zet en dèuz, hag in t bet great, eme ar Roue David. Hogen komz Doue eo he volontez> Arabad eo sonjal en dcfe Doue , finvet cvit-se teod ha muzelïou evel rh’her grcomp-ni ; Doue à zo spered, ha n’en deuz na teod na muzelïou. Krouét en deuz ar bed, pa eo bep falvezet d’ezhan diskouez he furnez h age vadelez. He furnez, oc’h ober Iraou kerburzuduz; he vadelez, oc’h ober krouadurien spereduz, gwestl d’he anaoufcha d’he veuîi, ha da veza lodek eun lie enrusted. A n n env h a g ann douar. Ann holl draou krouet gant Doue a hell beza digaset da zaou dra, spered ha korf. Ann elez hag eneou ann dud a zo sp ered ;a \\n holl dr-aou a il, ken ar pez a vvelomp ^ ken ar pez na «welomp ket, a zo korf. Dre ann ertvf* er wers'ad kenta^man^ Sant-Àogustin a zonj d’ezhan e komz ar skritur euz ann traou a zo spered; lia dre ann douar, euz ann tra ou a zo korf. E r e ’hiz-se e vezo kavet ama krouidigezann elez p ère a zo sperejon hep korf, krouet gartt Doue evid ober ar péz a c’hourc’hemen. Hogen ar hed-mii, d’ann- taol kenta-^ze^ ne oa ket kèr kaer ha nia eo deut da veza goude. Gwélout a raimp Doue o lakaat urz enn-hnn pa lâvaro : ta vezo great ar~sklérijen, etc... Betc neuze ar bed-ma,- da layaront eo, ar pèz a zo korf, n’en doa na lesotm na liou, na gorre na dindan, na treuz na hedr Hè c’hervel a rear kaoz, Aa lavarout e o , eur c’hemesk divalo euz ann holl gorfou kroüet j ann env a w elom p, a oa kemesket gand ann douar ; arin dour gand ann tan-, ar sklerijen gand ann denvalijen ; ha kement-ze holl a oa evel eul lourik pe euon toidl tenval, e- pehini ne weler netrâ, petra bennak fna zanter ëunn touch ien ha leiz pehini a ra d'e-omp heuzini Spered Doue en ern zàldhe w a r' ann douriou. A r gomz hebre a la var darnijal d reist , pe dtskenn evit gôri, evel ma tarñij eunn erer dreist he neiz, hep kolt ar gwel anëzhan, Evel-se Doive a zalc’he he zell hag hè spi w ar ar c’hemesk kenta-ze euz a draou ar bed j liez’ e oa evel e gô r war-nh o , evit lakaat da zevel àc’hauo ann Urz kaer ^pehini-a welomp brema. Chetu perâk marteze en deuz ar Spered Santel kemeret divezatoc’h doare eur goulm, evit en em ziskoucz d’aiin dud.
6
LEVR AR CRENELIEZ.
H ag a zispartiaz ar sklerijen diouch ann denvalijen. Sant Àogustin a wel ama daou dra ; ann disparu etre ar sklerijen hag ann denvalijen, hervez ann natur, hag ann disparti etre ann elez-mad hag ann droug-elez.; Lod euz ann elez a gouezaz, o klask .en em zevel ken huel ha Doue, hag a zo taolet evit bikenn e gweled anD ifern. Ho gervel a reomp drouk-sperejou , pe diaoulou. Loti ail a zalc haz-mad da Zoue, hag a dremenaz, dre eur c’hraz nevez, enn eur sklerijen seul vrasoc’h ma en em gavent tosl-oc h-tost d ann AotrouDoue; hag enn eur-Stadeuruza behini n hellont moi koueza. Ar sperejou euruz-ze eo, taol chanz, ann env huella-ze hanvît gand David env ann envou , ha-dalc het gant Doüe d’ezhan he unan, epad ma tilez ann douar gant bugale ann dud . cœlurn cœ li Domino ; terrant autem dédit fil iis h o m in u m , Psalm. i i 3 . Gwersad 16. Pep hini ac hnnomp, abalamour d’hon eneou, pere a zo sperejou evel ann elez, a zo galvet da veza eunn devez eur mean prisiuz e mogeriou ar gear gaer«ze da Zoue, hanvet Jeruzalem ann Env. Aies a barz neuze e reñkomp beza bénet ha lintret dre galz a drubuiUou. Tempzet eo da bep unan he stourmad hag he amprou. A r re a zale’ho mad da Zone a .dremeno ivez a sklerijen da sklerijen , beteg ann eurusted-ze na hellint moi da goll, pehini eo ar gwel a Zone. Ar re a enebo out-han beteg ar iparo, a gouezo a denvalijen e tenvalijen bete gw e led ann ifern, evel ann diaoulou. . Greomp ann den. — Chetu mister an Drinded diskleriet d ’e-omp. Doue a-barz ober he daol-micher, da lavarout eo, xnap-den, pehini a dlie bèza roue ann holl grouadnrien, a zeblant keraeroutkuzul digant eur re bennàk. HOgen piou a ve bethe guzulierien? Hag ann elez ef-int-hi? Mes he grouadurien a oant, ha n’ho devoa da rei d’ezhan neroed ar pez ho devoa bet digant-han. Digant he furnez eta ha digant he garantez, pe evit lavarout gwell, digant ar Map hag ar Spored-Santel eo e c’houlenn kuzul evit kroui ann den. He groui a reazhenvel out-han; nann hervez ar c’horf, Doue n’en deuz ket a gorf ; mes hervez ann ene, pehini a zo eur spered ha na varvo bikenn, eur spered gwestl da anaout, da garout ha da veuli Doue.
Ho chroui a reaz gwaz ha maouez,— Adam hag Heva a oe
LEVR AR C’HENELIEZ.
7
krouet er meniez devez,; ha dre-ze e klefjont-mad ho daou ann difenn a reaz Doue d’ezho na zebrchent ket diouc’h frouez gwezen ar wisiegez euz ar mad hag euz ann drouk- Enn eil pennad, ama w ar lerc’h, ar skritur a ziskleri e pe fesouu e krouaz Doue Adam; e pe fesoun e krouaz H eva; Hogen hodaou int bet krouet d ’ar c’houec’hved devez. Ann dud gwisiek o studia hag o spia traou ar bed? a-daleg ar stered bete kalounn ann douar, ho deuz kavet da sonjal ha da lavarout penaôz c’houec’h devez ar grouidigez n’int ket c ’houec’ h devez.a bedeir heur war-n-ugent evel hon deisiouni ; mes c’houec’h rumm amzeriou euz a bere pep-hini a zoug oc’hpenn ugent mil vloaz. Ho menoz war gement-zé ne ket kountroll na hoazuz d’ar feiz e fesoun ebed. Pell a-ze, ho stu-' diou a brouv sklear-oc’h-sklear ar wirionez euz ar skritur sakr, pehini a laka e oa krouet ar geot hag ar gwez a-raok ar pesked hag al laboused ; hag ar pesked hag al laboused a-raok ann anevaled; hag ann anevaled a-raok ann den. Hep ho dislavarout, taolomp ivez hon daoulagad w ar oberiou D oue; Mes evit cri em estlammi, ha lavarout. gand ar Roue David : o va ene, bennigit ann Aotrou. (Ps. io 3 .)
PEN N A D
II.
EHAN DOUE. AR BARÀDOZ TERRIEN. 1. Peur c’hreot e oe ela ann env hag ann douar hag ann holl draou kaer a zo enn-ho. 2 Peur-achui a reaz Doue d’ar seizved devez al la bour en devoa great, hag ec’h ehanaz dar seizved devez euz he holl oberiou. 5. Hag e vennigaz ar seizved devez, hag her zantifiaz, abalamourma en devoa ehanet enn deiz-ze euz ann holl labour en devoa great evit diskouez he c’hallond hay he m delez.
8
LEVR AR CRENELIEZ.
4 / Houn- nez eo geneliez ann env hag ann douar •; pa int bet krouet, enn deiz ma reaz Doue ami env hag atin douar. 5 . Ha ma krouaz gwez ha louzeier ann douar , aharz ma teujont er meaz euz ann douar* hag holl ieot ar mesiou, aharz ma oant diouanel ; rag ann Aotrou Doue n’en devoa ket c’hoaz roet glao d’ann doüar, ha ne oa c’hoàz den. ebed evit he labourai. 6 . Hogen eienennou a zave diouc'h ann douar hag a zoure anCzhan diwar c’horre a bep tu. ; 7 , ’Doue a reaz cia korf ann den gand pri-douar ; c’houefca a reaz war he zremm eur c’houezadeb a vuez, ha chetu ann den o kaoul ene ha b u ez. 8 . « Hogen ann Aotrou Doue en devoa plantet a-dalek ar penn kenta ar baradoz a blijadurez, e pehini e lekeaz ann dèn en devoa greab, 9 . Hag ann Aotrou Doue a lekeaz da zevel euz ann douar gwez a bepseurt, kaer da welout, gand frouez saourek da zibri ; hag e kreiz ar baradoz ar wezen a vuez, ha gwezen anaoudegez ar mad hâg ann drouk. 10 Hag euz at leac’h-ze a blijadurez e tirede eur stervraz da zou ra ar baradoz, hag en cm rahne achano e pevar fenn, da lavarout eo, epeder ster ail. 11;' Unan anezho a hanver Phizon ; ann hini a red enn dro da vïo Hevilath ; e peleac’h e teu aour ; • 12. Hag aour ar vro-ze a zo diouc’h ann hini gwella : eno e kaver ar berlezen bdeliom, hag ar mean onyx. ' 13. Hano ann eil ster a zo Gehon, ann hini a red enn dro da vro C’huz, bro genia ann EthiopianedM1 4 . Hano ann derved ster a zo Tigr ; pehini a red war zu ann Asyrianed. Ar bederved stér eo ann Euphrata. 15. Doue eta a gemeraz ann den, hag hel lekeaz er
EEVR AR C-HENELÏF.Z.
9
baradoz a blijadurez, evit he labourat hag evit he ziouall. 16. Hag a roaz d’ezhan eur gourc’heraenn , enn eur lavarout : debrit euz a holl frouez ,ar baradoz ; 17. Hogen na zebrit ket euz frouez gwezen anaour degez ar mad hag ann drouk ; rak enn deiz ma ho pezo debret diout-hi, e varfdl :a-dra-wir.^ 18 . ket mad c ve ann, den he-unan ; :îgreomp d’ezhan be eil henvel out-hao. 19. Goude eta m’en devoe Doue great euz ann douar holl anevaled ann douar, hag holl laboused ann env, e tigasaz anèzho di rak Adam , evit gwelout pe sêurt hanoiou a roje d’ezho ; rak ann hano a roaz Adam da beb aneval, eo hë wir hano. 2 0 : ‘ Adam età â roaz ho hahOidü d’ann holl ane valed, ken da holl laboused ann env, ken da holl loened ann douar ; hogen n’en em gaye evit Adam eil. ebed hag a vije henvel out-han. 2 1 .''Ann Aotrôu Doüe' éta a zigasaz da Adam eur cTiousk kalet : hag e-pad ma oa kousket, Doue a dennaz eur goztezen- anezhan, hag: a lekeaz kig enn he Ieac’h, 2 2 . Hag euz ar goztezen-ze ann Aotrou: Doue a zavaz ar vaouez, hag he digazaz dâ Adam. 2 3 . Hag Adam a lavafaz : chetu aze brema askorn euz va eskern, ha kig.euz va c’hig ; houma a vezo galvet Gwazez, abalamour roa’z. eo bel tennel euz ar gwaz. 2 4 . Dre'n abek da gement-ze ann den a zilezo ho dad hag he varnm, hag a zalc’ho-mad d'he bried | hag é vezinf daou enn eur c’hoff hepken. 2 5 . Hogen ann eil hag egile, da ouzouteo, Adam hag he bried, a oa noaz ; ha n’ho devoa mëz ebed a gement-ze.»
10
LEVE AR C’HENELIEZ.
SKLERIDIGEZ HA PREDERENNOU. A r pennad II ma a zo evel eunn astenn euz ar pennad I ; rei a ra d’e-omp da anaout ar munudou euz a grouidigez Adam hag Heva, diskleriet hep ken er pennad kenla. Doue a vennigaz ar seizved devez abalamour m a en devoa ehanei enn devez-ze. — Choaz a reaz ann devez-ze, hag c gonsakri a eure d’he zervieh enn eur tesoun spisial. Difenü a reaz labourat enn deiz-ze, enn enor d’heehan misteriuz, evit n’en divijeannden netra da ober nemetadori Doue, sonjal enn hedrugarezhaghe veuli.Ar seizved devez a respor.t d’hor sadorn-ni; hag a zo bet e-pad pevar mil bloaz deiz santel ann Aotrou. Goude maro lezuz-K rist, ann ebestel evit enori he rezureksion ,. hag ann diskenn ëuz ar Spered-Santel w arn-ezho, a gasaz d’ar zul ann ehan-ze gourc’hemennet gant Doue, hag al lidou santel korisakret d’he c’hloar. A r zul eo eta brema deiz ann Aotrou. D ’ar zul eo bet krouet ar bed ha great ar sklerijen, d’ar zul eo bet nevezet ar bed dre rezureksion hor Zalver ; d’ar Zul eo bet sklereet ar bed dre eur sklerijen gaeroc’h eget hini ar grouidigez ; dre sklerijen ann eneouy dre sklerijen ar Spered-oantel, diskennet war ann ebestel da zul ar Pant'ekost, evit en em astenn euz a-neuze war ar bed hoil dre ho c ’homzou ha dre ar zakramanchou. Ra vezo eta ar zul hon devez kenta, hon devez braz ! Eunn devez a joahag a laouenidigez, eunn devez a beden hag a zantelez evid-omp. Bep su! ni lavaro gand ar Roue David.: iay chetu am a ann devez kaer great ha dilennet gant Doue he-unan , dridomp hag en em laouenaomp enn-han. Bez’ez eo deiz ann Tad holl c’halloudek, pehini a grouaz enn-han ar bed hag ar sklerijen. Bez’ez eo deiz ar Map, pehini a zo bet resusitet enn deiz-ze. Bez ez eo deiz ar Spered Santel, pehini a ziskennaz enn-han war ann ebestel, evit nevezi gorre ar bed-ma. O devez santel, devèz euruz,ra viot evid-omp, brema ha da virvikenn, e gwirionez deiz ann A ptrou, dre ar respet hor bezo evid-hoc’h, ha dre ar vennoz a dennot war-n-omp ! Hon bezet ivez sonj euz ar c’houed’hved devez, da behini e responthor gwener. Devez euruzha diseur evid-omp ! Euruz dre ma’z omp bet krouet enn-han ; dizéur dre ma’z eo,
levr a
R c ’h e n e l ie z .
il
taol chanz devez ar pec’hed kenta, hanvet pec’het ar wenn, pe pec’hed orijinal. ' Hogen meulet ra vezo ar vadelez hep muzul euz ann Aotrou Doue! Mar d-otnp kouezet enn devez-ze, enn devez-ze omp bet ivez dasprenct. D ’ar gwener e teliezjomp mervel dre zizentidigez hon tad kenta Adam ; d’ar gwener. ouip bet saveteat euz ar maro eternel, dre zentidigez ann eil Adam, Jezuz-Krist, Map Doue, en em c’hreat den, ha maro enn hol leac’h w ar Menez Kalvar. D’ar c’hou ec’h ved devez eta hon euz bet buez ar e’horf ha bues ann eue. Ha m a krouaz gwez ha louzeier ann douar, ahatz m a teuj o n te r m eaz euz ann douar. — Ann historian sakr a remerk penaoz Doue en devoa krouet ar geot hag ar gwez kent biskoaz ma oant deuet er meaz euz ann douar, evel evit serra ho genou da dud a zo, philozophed war ho meno, pere a glever o randonni,hag o lavarout penaoz ann env hag ann douar n’ho deuz bet derou ebed. Ann douar, eme-z ho c’hoaz, glepiet gand ann dour ha tommet gand ann heol,a daolaz geot, gwez, anevaled, hag er fin map-den. Hervez ar c’homzou-ze euz ar skritur, ne ket ar giao nag ann hcol a ro d’e-omp ed ha frouez, mes gallotid ha madelez Doue dre-z-ho. Doue a reaz k o r f ann den g a n t pri-douar. Pebez follentez dorlota kement hor c’horf, istimoul kement eur gened berrbaduz! Kaer hor bezo- en em c’hlorifia, pri-douar omp, ha n’euz netra disprizusoc’h eget pri. Respetomp koulskoude hor c’horfou, dre ma’z int deuet, dre ar vadisiant ha sakramand ann aoter, da veza templou d’ar Spered-Santel, hag izili da Jezuz-Krist. Eooromp c’hoaz hor c’horf, dre ra’az potaol-mi-t cher ann Aotrou Doue ; ràk n’euz netra w ar ann douar hag a zoug kement a vajesté hag eunn den mentet-kaer ha dremmet mad. Hogen hor brasa gloar a zo enn diabarzac’hanomp, da lavarout eo, enn hon eueou. C'honeza a reaz w ar he zrem m , ha chelu ann den o kaout ene ha buez. — Hor c’horf a zo great euz a zouar .evel k o rfou ann anevaled ail, nemet ma lekeaz Doije mui a ijin d’he fesounia ; Mes hon ene, al loden-ze ac’hanomp dre bihini omp henvel oc’h Doue,' Doue he grouaz euz a netra. G A r skritur a lavar penaoz Doue a c’houezaz war zremm ann den ; evit rei d’e^oinp da glevet ezeo hon ene eunn dra henvel oc’h D ouej eur spered ha ne varv k e t , eur spered
LEVR AR C'HENELIEZ.
gwestl da anaout Doue memes ha d’he garout ; gwestl da ana out ar mad dioue'h ann drouk; gwestl , enn eurger,.d.’en,cm zeveletrezek Doue, d’he adori ha de zervicha. Kristenien, great omp henvel oc’h Doue, diouallomp da ziskenh e renk ann anevaled, dre hor gwall-ioulou. Ar c’hour* mandiz, al ligentez, ar vnanegez hag ar gwall deehou ail a zismantr skeuden pe imach Doue enn-om p. ' Dalc’homp eta hon daoulagad war arskouer dioue’h pehini omp bet krouet, war Zoùe he-unari. Bezit trugarezùz, eme hor Zalver, evel ma’z eo trugarezuz ho Tad. Karit hoc’h enebourién, grit vad d’ar re ho deuz kas ouz oe’h ;-pedit evid ar re ho kw ali-gas, hag-adava-r e gaou dr ouk ac’hanhoe’h ; evit ma viot bugale ho Tad sëlestiel, pehini a laka lie heol da zevel war ann dud Vad ha w ar ann dud fàll ; hag ar glao da goueza war- bark ann den just evel war hini ar péc’ her. Enn eur ger, bezit parfet, evel ma?z eo parfet ho Tad. Enoromp ivez ha karomp hon nesa evel skeuden Doue ;;ar paour kouiz hag'ar pinvidik ; Doue en deuz ho c’hrouet arm eil hag égile diouc’h he henvelidigèz lia dioue'h he skeuden. Hag evit.kerzéwt ëeün dirak Douei sonjomp penaoz ar c’h o rf tennet euz a ziOuar, a zistroio e ' douar ; mes a nu ene deuet euz îï Zoue, a renk distrèi davel Doué, pe bëza enn Cnkrez e-pad anh holl etérnitej^0!1* a § Daue a getneraz ann de h hag hel lekeaz er bar ado'za bli ja d u r e z .— Kemenda hell lâotrenaat hor pemp skiant natu rel, hâg ober plijadùr' dVnn den, en em gave dastumet en® gant madelez ann" Actrèu Douei^Gvvez kaer , frouez saourek, steriou sklear, ezenik frcskj ’geot glaz, ha kàn al laboused. Evid ann den é oant great, liag ann den, o kemerout he blijadurenn-ho,a dite en em zevël w ar zu Doue*, evid he garout hag he veuli, ken euzhe berz he-unan-, ken eiiz ho ferz-hiJE vid he labourat hag fie ziouall. ■ — Ann d'en a-raok ‘he hcc’hed a dlie.labourat ; nep na labour ke t, pe hcrï a zo paour pe hen a zo pinvidik, a zo eta eunn tira er mëaz euz he renk, eunn doabé moùStrV grevuz d’ahn douar, kâzariz da Zoiie lia d’ann dud. A nn den, eme Job, a zen er bed-tna evit labourat, evel al labouz evit nijal. Hogen al labour kenta-ze gourc’hemennet d’atih den, ne oa ket eul labour poaniùz,evel ann hini. da bèhini 6mp bet kondaoimet goude ar pcc’hèdj fhes èul iA-
LEVR AR C'HENELIEZ.
13
bour eaz ha divërruz, evit trêrrren ann amzer, anaout natur ami douar ,' vertuziou ar plant, bueZegez ar bokejou; hag eVit rneuli Dotie dre-z-ho. Doue o tigas al loened dirak Adam, evit ma roje hanoiou d’ezho, à zeske d’ezhan e oa ho mestr ; hag ann lianb dereat a roe Adam da bep hini, a zesk d’e-omp ar wisiegez vraz en devoa bet digant he grouer, pa ’z eb gwir petiaOz ann hano roet da beb aneVal a verk, e iez ann Hebreed; liaiur, ijin, ha michér ann afieval-ze.- ' Evid-omp-ni petra bennak na chomm mui diiidan hou da-* ouarn, nemedeun'n niver bihan a loened,' trugarekeomp Doue euz ann hblbzikourou a roont d’ë-omp. A r c’hezek hon dobg, annejen a labour bon douarou, ar vioc’b hor mezur gand lie Ieâz, ann danvad a ro d’e-omp he glôan evit obër bon dillad, ar wenanenhe c’hoar hag he mel,al laboused ho meuz'ik, ho gened hag ho laoueriidigeZ;1 meulomp Doue ! D oue'a roaz eur gourc’hem enn tYann den. -— Doue o veza krouet ann den dre garantez, her c’hronaz euruz e pep fe soun. Etiz a gostez ar é’horf, nerz; iec’hed, gened, buez hep fin ; euz à gbstëz aiin ënej gwtéiegëz war bep ira; sklerijen,' karantez, ha galloud da zenti pe da enebi ouc’h Doue he-unam Hël lekeat en devoa da vestr w àr oberiou he zàouarn, hogen n’hel lezaz ket dizepant diout-han. Evid amprou he garantèz hag he anaoudegez-vad, hav rêi d ’ezhan ann tu da zëllëzbut he-unan, ha da c’hoaranti évit bikenn hëstad euruz,’ Doue a roaz d’ezhan eur gourc’hemenn berr hag éaz da virout : na zebrit ket tu zfrô u e z gwezen anaoiidegez ar m a d h a g ànn drouk: E touéz gvrèz kaer ar baradoz terrien, ar skritur a' ra menek euz a zibu wezen dreist ar reall,arw ezen a vuez,1 ha gwezen anàbudegez ar mad hag ann droük/Frouez ar w e zen a vueÈ, debret eur weach pe da bep^ mare, ho devoa ann nerz’ da virout diouc’h ar c’hlenvejoti , diouc’h ar gotfni, diouc’h ar maro memes. Gwezen anabudegëz ar mad hag ann drouk, a vez hanvet er c’hiz-ze, nann abalamour ma hb devoa he frottez ar vertuz da skleraat ar spered w ar ar mad* hà war ann drouk; mes abalamour d'ar pëz a dlie c’hôâr-* vezout gand ann den mar tëbrje anezho, Anaout hag amprou a raje ar c’hemm a zo etre ar raad hag ann drouk, da lava rout eo etre he stad euruz, hag ar stad.reuzeudik e pehini e kouezje dre he zizentidigez. '
14
LEVR AR C’HENELIEZ.
K ërken t ha ma ho pezo debret dioul-hi e v a r fo t.— Mervel a reot euz a’varo ar ç’horf hag euz a varç ann ene. Maro ar c’horf eo he zisparti diouc’h ann ene ; ha maro ann eue eo lie zisparti diouc’h Doue. Hogen ann eil hag egile a dlie beza gwanerez Adam mar bije dizent ouz he grouer. ' Doue a zigasaz da Adam eur chousk ka led .-— Ann traou munud a lavar d’e-omp ar skritur sakr diwarbenn aozidiges hor mamm genta, a zo lewn a visteriou. Adam a zo trec’het gand eur c’housk kalet, eme Sant-Aogustin, evit m avezotennet anezhan Heva, hor mamm heryez ann natur ; Jezuz-Krist a varv w ar ar groaz,eyitm a vezo tennet anezhan he iliz, hor mamm heryez ar fçiz. E-pad ma’z eo kousket Adam, Doue a denn eunn askorn euz he gostez d’a ober hor mamm genta; e-pad ma’zeo Jezuz maro w ar ar groaz, eunn taol goaff a zigor he gostez, euz a behini e tired dour ha goad, danvez ar zakramanchou pere a dlie santifia he iliz, hag hc lakaat e stad da veza he w ir bried. Chetu aze brema askorn euz va eskern ha kig euz va chig. — Da lavarout eo : houma vad npket ec’hiz ann ançvaled-ze dishenvel ouz-in a gorf hag a ijin. Savet eo gant va c’hig ha va eskern, evit beza va eil, va c’honfort ha va muiakaret. Doue o welput eunn hevelep drid-kaloun, a lavaraz : m a d ! Ann den a zilezo he dad hag hè vammy evit d ‘erc hel~ m ad d'he bried ; ha ne raint ho daou nemet eur c h o rf hep Ae«. Pevar mil vloaz war lerc’h, Map Doue a lavaraz d’he dro, o komz euz arbriedelez; evel-se ne d-int m ui daou , mes eur c h o rf hep ken ; arabat eo eta d'ann den disparti a a rp ez en deuz Doue liam m et ker stard. Çhetu a-z e institusion, santelez ha gloar ar briedelez kristen. Galloud ebet w ar ann douar na hell dispartia daou zen, eur weach eureujet ; me lavar , ho dispartia, enn hevelep fesoun ma vent dieub da ober eunn ^imizi ail. Çhetu penaoz e fie. beva ar priejou kris ten ; ne reont nemet eur ç’horf hep ken, n’hellont ket eta anaout korvou ail. Ne dleont kaout ken nebeut nemed eur galoun hag eunn ene, dre ho imvaniez gwirion hag h o c’harantez peur-baduz.
LEVR AR C'HENELIEZ.
15
PENNAD III. DJZENT1DIGEZ ADAM, Pe peched ar wenn t hanvet ivez ar pec’hed orijinaL 1 Hogen ar serpant a oa ar fina euz a holl anevaled ann douar, great gant Doue. Lavarout a reaz d’ar vaouez : perag en deuz Doue gourc’hemennet d’e-hoc’h na z e brjac’h ket euz a holl frouez ar baradoz? 2. Ar vaouez a responlaz d’ezhan : dibri a reomp euz frouez ar gwez a zo er baradoz. 5 . Mes evit frouez ar wezen-hont pehini a zo e-kréiz ar baradoz, Doue en deuz gourc’hemennet d'e-omp na zebrjemp ket anezho ; na doujchemp ket zoken out-ho, gand aoun na varvjemp. 4 . Hogen ar serpant a responlaz d'ar vaouez : ne-alia ne varfot ket; 5 . Mes Doue a oar penaoz kerkent ha ma ho pezo debret euz ar frouez-ze, ho taoulagad a zigoro, hag e viot evel doueou, oc'h anaout ar mad hag ann drouk. 6.. Ar vaouez eta o sellout, a gavaz e oa frouez ar wezen-ze mad da zibri, ha brao da welout, hag hetuz d’al lagad ; hag a gemeraz diout-ho, a zebraz, hag a gennigaz d’he fried, pehini a zebraz evel-d-hi. 7 . Hag ho daoulagad a zigoraz d’ezho ho daou ; hag o veza gwezet e oant enn noaz, e, skoulmjont deliou figez da ober beb a c’houriz d ’ho diougroazel. 8 . Hag o veza klevet mouez ann Aotrou Doue o valea er baradoz, d’ar mare ma sav eunn ezenik fresk goude kresteiz, Adam hag he bried en em guzaz a zirag ann Aotrou Doue, etouez gwez ar baradoz.
16
LEVR AR C RENELIEZ:
9. Hag ann Aotrou Doue a c’halyaz Adam, hag a la varaz d’ezhan : e peleac’h em’oud-de : 10. Adam a responlaz : klèvel am euz ho mouez e-bârz ar baradoz, hag am .euz bet aoun , dre ma oann enn noaz, hag am euz en em guzet. , 11 . ' Piou, cme*Zouc, en deuz great d’id gouzout e oaz enn noaz , nemet debred az pe çuz ar frouez em boa difennet ouz-jd dibri ? . 12. Hag Adam a lavaraz : ar vaouez hoc’h euz roet d’in da e il, e deuz kinniget d’in diouc’h frouez ar w e-; zen-ze, hag em euz debret. 13. Hag ann Aotrou Doue a lavaraz d’ar yaouez : perag hoc’h euz-hu great kement-ze ? Iîi a respontâz : ar serpant en deuz ma zouellet, hag em euz debret. . 14. Hag ann Aotrou Doue a lavaraz d’ar ser pant : abalamour ma ëc’h euz great ann dra-ze5 milliget oud e touez holl anevaled hag holl loened ann douar f en em stleja a ri war da gof, ha douar a zebri bemdec’houlou epad da vuez. 15. Kasoni a likiinn e-lre ar vaouez ha l e , e-tre da wenn hag he lignez hi a .flystro d’id da benn, ha te a glasko he flemma enn he seul-lroad. 16. Doue a lavaraz ivez d’ar vaouez : ho melkonia a, rinn dre galz a ankoniou e-pad ma viot brazez ; ha gwilioudi a reot e kreiz ar boan ; bez’e viot dindan mestrouniez ho pried, ha beli en devezo war-n-hoc’h. 17. Mes da Adam e lavaraz : abalamour ma hoe’h euz selaouet mouez ho pried, ha ma hoç’h euz debret euz ap frouez em boa difennet ouz-hoe’h dibri, ann douar a vezo milliget dre’n.abek d’e-hoc’h : dre forz labour e tennot anezhan, bemdez epad ho puez, pe-a-dra da veya. 18. Dougen a rai d’e^-hoc’h spern ha drez, hag en em vaga a reot euz lie c’heot.
LEVR AR C’HENELIEZ.
17
19. Dibri a reot ho para dre ar c’houezen euz ho lal, ken na zislroot enn douar a behini oc’h bet tennet; rak ne d-oc’h nemet poultr, ha distrei e reot e poultr. 2 0 .. Hag Adam a c’halyaz he c'hreg euz ann hano a Heva, dre ma tlie beza mamm da gement den en.divije buez. 2 1 . Ann Aotrou Doue a reaz ivez da Adam ha d’he c’hreg dillad krec’hin, hag ho gwiskaz gant-ho. 2 2 . Hag a lavaraz : chetu Adam deuet da veza evel unan a c’hanomp-ni, oc’h anaout ar mad hag ann drouk : brama* ta diouallomp ne astenfe he zorn da gemerout ivez euz ar wezen a vu ez, ha ne zepre euz he frouez, ha ne vevfe da virvikenn. 2 3 . Neuze ann Aotrou Doue hel lekeaz er meaz euz ar baradoz a blijadurez, evit labourat ann douar a behini e oa tennet. 2 4 . Kas a reaz Adam er meaz, ha lakaat a reaz dirak ar baradoz a blijadurez eur Chérubin, gand eur c’hleze a dan bepred o Irai, da ziouall ann hent a gas d’ar wezen a vuez.
SKLERIDIGEZ. Ar pennad-ma a zo leun a gentelliou kaer ha talvoudek evid-omp. Taolomp evez dreist pep tra war finesaou anu drouk-spered, o tenti hon lud kenta, ha w ar droidellou ar re-ma o klask en em zidamallout dirak Doue. Arpez a c’hoarvezaz neuze, a c’hoarvez bcmdez c’hoaz enn hori touez. Petra bennak ma’z eo bet kalz dinerzet ann drouk-spered, abaoue donedigez Jezuz-Krist, kroaz hor Zalver o veza flastret he henn d’ez-han, e choum gant-han c’hoaz mui a ijin. hag a c’halloud eged n’ho deuz ann holl dud war eunn dro. He gasoni ouc’h D oue, hag he warizi ouc’h ann dud n’int 2
18
LEVR AR C’HENELIEZ.
bihaneet tammebed ; piou a hello eta en em zifenn diouc’h he ardou, hep ar zikour euz ar c’hras ? Beillomp ha pedomp, evit na gouezimp ket enn dentasion. En em zervichoul a reaz euz ar serpant, anevalik Iuban ha soulil, evit distrei ha gounit spered Heva; en em zervichout a ra bemdez euz ann traou hoalusa, evit distrei hor c’halonou diouc’h D oue, hag ho staga ouc’h traou ar bed. En em gemer a ra ouc’h ar vaouez, goakoc'h dre natur eged argoaz, hag easoc’h da drec’hi; mes gouzout a rea penaoz dre ar vaouez e teuje a-benn da ziskar ar goaz. Anaout mad a ra ann tu gwann euz a galoun Map-den; kre ha nerzuz enep eunn enebour, blod ha re vad e feat karantez. Implich a ra enep ar vaouez ann ourgouih :be£ e viot evel doueou ; ar guriozite : anaout a rèot ar m ad hag ann drouk ; er fin, al lipouzerez : a r fro u e z a oa brao da weloul, hag a d ra -zu r m ad da zibri; implich a ra enep ann den, ar vaouez hep ken. Adam ne ket bet tromplet eme Sant-Paol ; mes, eme Sant-Aogustin, ne fellaz ket d’ezhan melkonia eur vignounez ha ne oa nemet-hi. Falz karanrez, na da bet oud-de bet kiriekd ’ann em goll ! Goa d’ann den hag a laka heholl blijadur en eunn dra bennak.all estr-eget e Doue î He garantez dianket éo ar birrkenta a bistig he galoun; hag eur galoun pistiget,da bet klenved n’ef-hi ket digor ? Test euz a gement-ze ar pez a c ’hoarvezaz gand Adam hag Heva goude ho fec’hed. 'H ervez komzou Satan, chetu hi oc’h anaout ann drouk. Mez ho deuz oc’h en em weloutenn noaz ; krena’ reont gaud aoun rak ann Aotrou Doue; ann disterra trouz a ra d’ezho drifia evel ma ra pep torfetour; hag evid en em zidamallout e taolont ar faot ann eil w ar egile, ha w ar Zoue he-unan : A r vaouez hoc h euz roet d ’in , eme Adam , e deuz kenniget ar frouezen d ’in hag am euz debret. A r serpant hoc’h euz great ken drant ha ker soulil, eme ar vaouez, en deuz va zouèllet. Peleac’h ema hirio ann den hag .a anzao he faot gant lealdedPHenvelep tad,henvelep bugale, siouaz d’e-omp! Doue pehini na espernaz ket ann drouk-spered enn he ravolt kenta, abalamour ma kouezaz eveuz eur stad ken-parfet ha ken huel, na c’houlenaz ket digant-han, evel digant Adam: perakhoc’h euz great kement-ze? Anaout a rea mad hevalis haghe gendalc’h enn drouk; hag e teraouaz ar gastiz
LEVR AR CHENELIEZ.
19
dre-rz-han, evel dre ar c’hablusa. « Bet oud bet ourgouilluz, « en em stleja a ri w ar da goff. A r gwel ac’hanoun e-barz' « ann env ne ket bet mad d’id da vagadûrez ; dibri a ri douar, « keid ha ma vevi.» Tra hudur! ann dud ivez ha na gavont biaz-mad ebed nemet e traou ann douar, a zeu da veza douar, dre ma teuer henvel ouc’h ann traou azebrer. Hag ar c’halonou douar-ze a vezo boed ann diaoulou. En em vaget ho deuz euz a blijadurezou fail ar bed, domani ar serpant koz, hag ar serpant-ze d’he dro, ho zago hag en em vago anezho. E d u n t dracotiem edunlur a dracoae , eme Zant-Ambroz. H i a flastro d ’id da benn. — Komzou misteriuz, pere a ziskar ann drouk-spered, hag a daol e kalonou hon tud kenta eur zaezen a esperanz. Eur Zalver a zo diouganet d’ezho. A r pec'hed a zo deuet er bed dre ar vaouez, ar vaouez a lakaï er bed ann hini a lam ar pec’hed, Jezuz-Krist Map Doue, pe hini en deuz flastret he benn d’ar serpant ifernal, en eur Jemel ar bed a zindan he veli, hag oc’h he gas hemdez er meaz a galonou ann dud, dre vertuz ar zakramanGhou. A r varn douget enep Adam hag Heva a zo anavezet awalc’h. Bemdezetougomp ar bouezanezhLNedeuomp er bed-m ane met e kreiz ar welvan. Pet gweach na roomp-ni ket ar maro d’ar vamm a ro d’e-omp ar vuez ! Hag ann daelou-ze père a skuillomp o tout euz a goff hor mamm, na ehanint da redek ken na vezimp sebeliet e kaloun eur vamm ail, pehini eo ann douar. Rak trubuillet epad eunn ùebeut amzer dre ann diwisiegez, dre ar pleg d’ann drouk, dre wanderiou ar vuezma, e varvimp ; euruz ma na yarvomp nemet euz a varo ar c’horf. A r pec’hed a dennaz war-n-omp daou varo-dishenvel ; maro ar c’horf ha maro ann ene. Hor c’horvou, great euz a zouar, a dlie distrei da zouar evit bikenn. Honeneo.u great evit padout ato, na dlient ket chench natur na beza dismantret evel ar c’horvou : Hogeñ eur maro ail ho divije gouzanvet : bikenn n’ho divije gwelet Doue ; hag ann diouer euz a Zoue eo maro ann ene hag he vrasa poan. Eat a vije ar varn-ze da benn, panevet ma en em gennigaz Map-Doue da rapari ar faot. Asanti a reaz en em ober den evel ma oa Adam, ha gouzanvi enn he gorf hag enn he ene kement a hell Map-den da c’houzanvi } en eur ger en em
20
IÆVR AR C’HENELIEZ.
westla a reaz da vervcl, pa’z eo gwir hor boa dellezet mervel. Dalc’het enn deuz d’he c’her ; sevenet en deuz hew esll enn eur fesoun ker burzuduz ma hell ann iliz kana hirio ann deiz, o komz euz a bec’hed Adam : O fa o t euruz ! O fe lix culpa ! Nann, kristenien, dre drugarez Jezuz-Krist, hor c’horvou na choumint ket enn douar da virvikenn, sevel a raint euz ho besiou, evel ma’z eo savet Jezuz-Krist euz he hini ; hag hon eneou dispartiet diouc’h ar c’horf, a hellbrema gwelout Doue dioc’h tu* A r Chérubin gand he gleze a dan, a zo tec’het küit divar lient hor Zalver gand he groaz lugernuz ; hag ar baradoz a zo brema digor da bep den a ioul-vad. Doue a reaz da A dam ha d'he c h re k dillad krechin. — Chetu a beleac’h eo dent d’e-omp ann dillad, euz a bere e tenner koulskoudc kement a lorc’h pe a ourgouil. Na perak fougeal gant traou hag a dlefe digaz sonj d’e-omp euz hor mez hag euz hor reuzeudigez ? Braz ha lorc’hek omp, ha n’hon euz ket zo ken peadra d’en em zifenn diouc’h ann amzer ! R ed eo d’e^omp.klask sikour digant al loened! D o u e, o welout Adam guisket er giz-se, a henvel ober geab anezhan. « Sellit, eme-z han, sellit ann Doue nevez-ze; « ne oa ket a walc’h d’ezhan beza henvel ouz-omp-ni, falvezet « eo bet gant-.han en em ober Doue d’he c’hiz. Gwelit peger « gwisiek eo ; pegen euruz eo ! Diouallomp na daolo he « zaouarn w ar ar wezen a vuez da laeraz ivez ann divervènti. » Ne ket euz a Adam bep ken a rai Doue goab ; mes euz ann holl bec’herien aheurtet. Lavarout a rai d’ezho, eme a skritur sakr : Disprizet hoc’h euz va a!iou, n’hoc’h euz great van euz va gourdrouzou ; d’am zro me c’hoarzo w ar ho kollîdigez ; goab a rinn ac’hanoc’h enn ho tizeuriou ha w ar heur ho maro. A r zent ho-unan, eme c’hoaz ar skritur, a gemero perz er goaperez-ze euz a Zoue. Lavarout a raint a vouez huel : chetu aze ann den ha n’euzket prizet goulenn netra digant D oue; he fizianz en dèuz lekeat enn he binvidigesiou, gounezet eo d ’ezhan, trugarez d’he ourgouil. Neuze Doue a lekeaz A dam er meaz euz ar baradoz — Chetu Adam hag Heva enn eur vro dishenvel meurbed ouz ho baradoz kenta. Dalc’het int da labôurat stard, ha dabourvei d’ho ezommou pemdesiek dre ar c’houezen euz ho zal. Mar d-eo bet Adam ann hini kenta o pec’hi, eo bet ivez anu
EEVR AR CRENELIEZ.
21
hini kenta oc’h ober pinijen. Hag e kement-se.e holl serviehout d’e-omp da skouer. Den mui eget Adam n’en deuz ana. vezet grevusted ar pec’hed ; rak den biskoaz n’en deuz anavezet na karet Doue kement hag hen. Pec’hi a reaz evel SantPer, dre zempladurez ! Ac’hano eur weach ma en deuz anavezet he fazi, gant pebez lealded n’en deus-hen keth eb aeet epad eur vuez a nao c’hant tregont vloaz ? He vara pemdesiek a zo glebict gand ar c’houez euz he dal ha gand he zaelou ; gwelout a ra he vab hena o lazahe vreur ; gwelout a ra he vugale vihan o trei kein da Zoue, en desped d’he aliou ha d’he zaelou ; plega a ra he benn gant vuelded, hag en em anzao a ra ar penn-abek a gement-se ;h a kavet en deuz trugarez dirak Doue, dre hanterourez ha dellidou Jezuz-Krist, he Zalver hag hon hini.
Doue a lekeaz dirak ar baràdoz a blijadurez eur Chérubin r evit mirout na dostaje den ouz ar vcezen a vuez. —— Kementse, eme Sant-Aogustin, a zo bet c*hoarvezet ger evit ger ; hag a zo skrivet evit digas koun d’e-omp e oa kollet evid-omp pep eurusted, ken enn env ken w ar ann douar ; hag e vijemp c’hoaz er stad truezuz-ze, paneved ar vadelez hep mnzul euz1 a Vab Doue enn hor c’henver. Diouallomp na ve c’hoaz didalvez evid-omp he c’hloasiou hag he varo !
PENNAD IV. KAIN HAG ABEL. Kenta micheriou e touez ann dud. Euz ar Bed ia8. — Araok J .-K . 3876.
1. Adam a anavezaz he bried H eva, pehini a zeuaz da veéa dougerez, hag a c’hanaz Kain, enn eur lavarout : bet am euz eunn den, a dugare Doue. 2 . Gwilioudi a reaz eunn eil gweach, hag e devoe Abel, he vreur. Hogen Abel a oe mesaer denved, ha Kain labourer douar.
22
LEVR AR C’HENELIEZ.
3. Hogen, eur pennad mad a amzer goude, e c’hoarvezaz ma rea Kain profou d’ànn Aotrou Doue euz frouez ann douar/ 4 . Abel ivez a gennigaz da Zoue ar re genta-ganet euz he zenved, hag ar re wella ; ha Doue a zellaz ouz Abel hag ouz he brofou. 5 . Hogen na zellaz ket ouz Kain nag ouz he rOou ; kement-se a lekeaz drouk braz da vont e Kain, hag he benn a zeuaz da goeza. 6 . Ha Doue a lavaraz d’ezhan : perak oud-he fachet ? Perak e tougez-te da benn stouet ? 7 . Mar grez mad, ha n’az pezo-4eket da c’hohr ? ha mar grez fall, da bec’hed ha na vezo-hen ket raktal e toull dazor ! Hogen da wall-ioul a vezo bepred enn da zajc’h, he drec'hi a ri p a giri. 8. Ha Kain a lavaraz d’he vreur Abel : deomp war ar meaz. Ha pa oant er mesiou, Kain en em zavaz ouc’h he Vreur Abel, hag hel lazaz. 9 . Ha Doue a lavaraz da Gain : peleac’h ema Abelda vreur ?TLain a reponlaz : n’ouzonn doare. Ha beza ez ounn-me gward d’am breur? 10. Ha Doue a lavaraz da'Gain ; petra ec’h eus-te great? Ar vouez euz a c’hoad da vreur a gri divar ann douar beleg enn-oun. 11. Brema ’ta e vezi milliget war ann douar, pehini en deuz digoret he c’henou da eva goad da vreur, skuillet gant da zourn. 1 2 . Goude ma ez pezo he labouret, ne roio ket he frouez d'id ; baleant ha tec’hér e vezi war ann douar. 13. Ha Kain a lavaraz d’ann Aotrou Doue : re vraz eo va zorfed evit ma tellezinn bikenn kaout trugarez:. 14< Chetu ma zeurel a rit hirio diyar c’horre ann
LEVR AR C’HENELIEZ,
23
douar, hag en em guza a renkann a zira-z-hoch, ha baleant ha tec’hcr a vezinn war ann douar ; kement hini ela am c’havo, am lazo. 15. Ha Doue a lavaraz d’ezhan : ne ket evel-se e vezo ; mes piou bennak a lazo Kain, a vezo kastizet seiz gweach gwasoc’h. Ha Doue a lekeaz eunn arouez war Gain, evit mirout na vije lazet gant piou bennak en divije he gavet. 16. Kain eta, eal kuit a zirak ann Aotrou Doue, a choumaz baleant war ann douar, hag en em dennaz war zu ar zao-heol euz ar baradoz a blijadurez. 17. Hogen Kain a anevezaz he bried, pehini a zeuaz da veza dougerez hag a c’hanaz Henok ; hag e savaz eur gear, hag e hanvaz anezhi Henok, euz a hano he vab. 1 8 . Hogen Henok a engehentaz Irak ; hag Irak a engehentaz Maviael ; ha Maviael a engehentaz Mathuzael ; ha Mathuzael a engehentaz Lamek ; 19. Pehini a gemeraz diou c'hrek, unan hanvet Ada hag eben Sella. " 2 0 . Hag Ada a c’hanaz Jabèl, tad d’ar re a choum dindan le!tou, ha d’ar vesaerien. 2 1 . Hag he vreur a oa Hanvet Jubal ; he-ma a oe lad d’ar re a c’hoari war ann delen, ha war ann ogrou. 2 2 . Sella a c’hanaz ivez Tubalkàin, pehini a oe gof, ha gwisiek da ober pep trâ gant arem ha gant houarn. ïubalkainen devoa eur c’hoar, Noema. 2 3 . Hogen Lamek a lavaraz d’e ziou c’hrek Ada ha Sella : klevit va mouez, gragez Lamek, selaouit va c’homzou : eunn den am euz lazet gand eur gouli am euz great d’ezhan, hag eunn den iaouank gand eunn taol am euz roet d’ezhan. ( 1 ) ( i) Tud gwiziek a dro ar wersad ma er c’hiz ali; ann tad
24
LEVR AR CRENELIEZ.
2 4 . Seiz gweach e vezo tennet venjanz euz a varu K ain, hogen hini Lamek a vezo venjet dek ha tri-ugent gweach seiz gweach. 2 5 . Adam a anavezaz ivez c’hoaz he bried, pehini a c’hanaz eur mab, hag hen hanvaz Seth, enn eur lava rout : roet en deuz Doue d’in eur mab ail e leac’h Abel lazet gant Kain. 2 6 . Hogen eur mab a oe ganetivez da Seth, hanvet a oe gant-han Enoz : hen-nez aoear c’henta oc’h azeulî gant Ud da hano ann Aotrou.
SKLERIDIGEZ. A r pec’hed orijinal a zoug h e frouez; frouez a welvan hag a varo! Heva a zo dougerez, gouzanv a ra w ar dao ha gant vuelded ar poaniou inouuz, hag ann ankeniou braz da bere eo bet kondaonet, hag en em zavetai a ra erc’hiz-ze, hervez kom zou ann àbostol Sant Paol. Gwilioudet enz he map kenta, e sav he c’haloun hag he divreae’h e -trezeg ann env, enn eul lavarout : bet am euz eunn den a drugare D oue\ Skouer kaer dar mammou kristen, hag heuliet gantkalz a c'hragez santel : ispisial gant mamm San t-Bernard.Kerkent lia ma en em gave brazez, e westle daZoue he frouez, hag e pede bemdez evit ma en divije ann eur da gaout ar vadisiant. Gwilioudet, e kennige da Zoue he c’hrouadur enn eul lavarout : « D ’e« hoc’h eo, va Doue, mui eget d’in, rak c’honi hoc’h euz he « grouet em c’hof-lez, n’oufenn gouzout penaoz. » Pa zistro meurbed enoruz d e c a r r i è r e s he laka’evel-henn : a 3. Hogen Lamek, o veza great eur muntr , a lavaraz d’he c’hragez Ada ha Sella: gragez Lamek, klevit va mouez, selaomt ar pez az ann da lavarout d’e hoc’h: aottrt hoc h euz dre’n abek ma em euz lazet eunn den pehini en deuz va gouliet ; aoun hoc h eus na venn lazet va unan , dre’n abek ma em euz lazet eunn den iaouank pehini en deuz va goloet a c’houliou.
LEVR AR C'HENELIEZ.
25
ar e’hrouadur diwar fount ar vadisiant, neuze dreist lioll eoe tle eur vamm gristen meuli ha truharekaat ann Aotrou Doue da veza roet d'he bugel eur c’henivelez ail prizusoc’h eget buez ar c?horf; genivelez spiritual ann ene, dre behini eo deuet da veza krouadur da Zoue ha d’annilis, heritour euz a rouantelez ann env. Profou Raïn hag Abel a zèsk d’e-omp ez euz bet great ojfransou ha sakrifisou da Zoue abaoue derou ar hed. Ann endalc’h da wcstla da Zoue ar prividion euz ‘a r pez hon euz,. a zo diazezet w ar ann anaoudegez-vad ha w ar ar garantez a dleomp d’ezhan, evel d’hor c’hrouer, d’hor madoberour, ha d’hor mestr dreist holl. Ann endalc’h da zakrifia d’he w ir pe d’he ju stis , a zeu euz a bec’hed ar wenn. Maro vijemp evel ma hor boa dellezet, panevet ma en em gennigaz Map Doue da gred evid-omp. En em garga a reaz da vervel enn hol leac’h, ha Doue a espernaz ac’hanomp. Neuze marteze eo e c’hourc’hemennaz Doue da Adam ha d’he lignez ober d’ez* han sakrifisou, pere a zigasje sonch d’ann dud euz ar maro ho devoa dellezet ; ha sonch er memez amzer euz a zakrifis MapDoue pehini nadlie c’hoarvezout nemet pevar mil vloaz goude ar pec’hed orijinal. Sakrifiet eo bet Map-Doue w ar Menez Kalvar, mil eiz kant vloaz-so, ha Doue na zell mui ouc’h sakrifis ebed nemet ouc’h hini ann ofèren e pehini e kendalc’h hag eo nevezet bemdez sakrifis ar groaz. Dalc’het omp eta da lakaat lavarout ann oferen zadtel evid anaout aotrouniez Doue war-n omp ; evid he drugarekaat euz he vadoberiou, evid gwelc’hi hor pec’hejou, ha tenna d’e-omp he c’hrasou. A r c’hemm a lekeaz Doue e-tre sakrifisou ann daou vreur a zesk d’e-omp al Iealded hag ann eeunder a galoun a dleomp da gaout, mar fell d’e-omp e plijfehor profou da Zoue. Kaïn trec’hed gand ar warizi, na gare ket he vreur, na dre-ze ann Aotrou Doue ken nebeut; ne gennige daZoue eta nemet ann traou displeta euz he vadou, ha Doue na zellaz ket ouz he zakrifisou. Abel a-vad a zakrifie gant karantez ha gant joa ar re weîla euz he zenved, ha Doue a siskouezaz enn eur fesoun bennak e tigemere mad he zakrifisou. W ar gement ze erez Kaïn nareaz nemet kreski. Doue he-unan a glaskaz gwellaat d’ar galoun ze gouliet dre ar warizi ; P erak e kerzes-te , da benn
26
LEVR AR C’HENELIEZ.
stouet, m ar grez mad, ha na vezi-te ket gopreet ? m ar grez fa II, da hec'hed na vezo-hen ket raktal war da goust ianz ? Gwall ioulou ec’h euz, mes enebi a h e lle z out-ho h a g h o zreehi. Ar warizi a zo eur c’hlenved diez da barea. Pa vez etre daou vreur ez eo c’hoaz gwasoc’h. Hini Kaïn az eaz beteg ann draïtourez, al laz, ar galeder a'galoun hag ann dizesper. Gwir Doue, o poursu Kaïn, a zesk d’e-omp c’hoaz penaoz ann dinamned, pe ann dud divlam, trubulliet er bed ma gant tud fall bakrefoc’h eget ho, ho deuz eur venjour ebarz ann env ; ha na choum torfet ebed digastiz, dibaot zoken war ann douar. Rak piou bennak a laz a vezo lazet; evel ma c’hoarvezaz gaut Kaïn ; he welout a -raimp ama war lerc’h. Piou bennak a sko g a nd ar chlenze hep gwir nag abek, eme hor Zalver, a varvo dre ar c’ hlenze. .Ha mar gell ann torfetour tec’hout diouc’h barn ann dud, gwir Doue na vanko ket war ■rn-ezhan; ha da c’hortoz , he goustianz a vezo he vourreo kenta. Ann tadou santel euz ann ilis ho deuz ato gwelet e maro Abel eur skeuden euz a varo Jezuz-Krist, krusifiet gant ar juzevien dre warizi. Ar juzevien, dre ma ho deuz lekeat hor Zalver d’ar maro a zo evel Kaïn, divro ha baleant w ar ann douar; ac’hano eo deuet fablen ar Bodedeo » Gand ar bed e welomp o teraoui ar micheriou a berc ho deuz anñ dud ar muia ezomm. Doue he-unan, war ma kreder, a zeskaz da Adam labourat ann douar, hag ann dud dre ma teuent ho deuzkavet ar micheriou ail. Lamek eo ar c’henta den a gemeraz diou c’hreg w ar eunn dro, en despet da lezen Doue pehini a lavaraz e tleje ar priejou beza daou hep ken enn eur c’horf. Gwelout a reomp ivez penaoz ne ket hen a oa ann houesta nag ann eurusa deu euz he amzer. Henvel eo .en defë bet c’hoant d-’en em fougea dirag he ziou c’hreg da veza lazet daou zen ; hag unan anezho, hervez eur gre'den e-touez ar juzevien, a oa Kaïn he-unan, tadiou d’ezhah. L am ek, eme ar greden-ze, a oa o chaseal, hag lie floc’h iaouank a reaz d’ezhan kemerout Kaïn evit eul loen gouez; Lamek hellazaz gand eunn tenn bîr, hag o veza anavezet he wall-daol, e tarc’haouaz gand he floc’h hag hel lazaz ivez. Lod a zonj d’ezho penaoz’Lamek a lazaz eunn den iaouank dre oaz, hag a ieaz raktal na gana d’he ziou c’hreg
LEV R A R C'H EN ELIEZ.
27
ami taol kaer-ze, evit diskouez d’ezho pegeit ez ea he garantez enn ho ahenver. Hervez ar greden-ze Lamek a ve tad ar Barzed ; o veza savet eur zon d’he ziou c’hreg w ar varo he geverer. Doue goude beza amprouet dre gemend a wallèuriou vuelded Adam hag Heva, hag ho doujanz d’he volontez santel, a aotreaz d’ezho eîeac’h Abel eur mab ail hanvet Seth, galvet, da veza penn-kef al lignez santel-ze a behini e tlie diskenn ar Batriarched, ar Bropheted, hag enn divez Salver ar bed. Evel-se, eme ar skritur, Enos he vab hena en em lekeaz ar c’henta da zastum ann dud n’ho devoa ket c’hoaz kollet dou> janz Doue, evit meuli ha pedi Doue w ar eunn dro, dre lidou kaer ha great dirag ann holl.
PENNAD V . L I G N E Z ADAM Beteg N o e, dre he vab Seth. Oajou ann dud, e derou ar bed. 1. Chetu ama lignez Adam, a vab hena da vab hena beteg Noe (t), Enn devez ma krouaz Doue ann den, Doue her greaz dioue'h he henveïedigez. * 2 . Ho c’hroui a reaz goaz ha maouez ; ho benniga a reaz, ha rei a reaz d’ezho ann hano a Adam , enn devez ma oant krouet. 3 . Hogen Adam d'ann oad a gant tregont vloaz a en gehentaz diouc’h he skeuden ha diouc’h he henveïedigez hag a roaz d’he vab ann hano a Seth. 4 . Goude beza engehenlet Seth, Adam a vevaz eiz kant (i) Ebare ar skritur ar mab hena ne'd-eo ket ato ar mab kenta-ganet; hogen ann hini da behini eo bet roet ar gwir a henanded, kollet gand ar mab kenta enn eur fesoun benuag.
28
LEVR AR C’HENELIEZ.
vloaz, ha beza en devoe bugale a il, mipien ha merc’hed. 5 . Hag holi vuez Adam a oe nao c’hant tregont vloaz, hag e varvaz. 6 . Seth ivez, d’ann-oad a bemp ploaz ha kant, a en-* genhentaz Enos. 7 . Goude beza engehentel Enos, Seth a vevaz eiz kant .seiz vloaz. ( 1 ) 8. Hag holl vuez Seth a oe nao c’hant daouzek vloaz, hag e varvaz. 9 . Enos, d’ann oad a zek vloaz ha pevar-ugent, a engehentaz Ratnan. 1 0 . Goude genivelez Kaïnan, Enos a vevaz eiz kant pemzek vloaz. 11. Hag holl vuez Enos a oe nao c’hant pemp ploaz, hag e varvaz. 12. Kaïnan ivez, d’ann oad a zek vloaz ha tri-ugent, a engehentaz Malaleel. 1 3 . Ha goude beza engehentet Mâlaleel, Kaïnan a vevaz eiz kant daou-ugent vloaz. 14. Hag holl vuez Kaïnan a oe nao c’han dek vloaz, m hag e varvaz. 1 5 . Malaleel, d’ann oad a bemp ploaz ha tri-ugent, a engehentaz Jared. 16. Goude beza engehentet Jared, Malaleel a vevaz eiz kant tregont vloaz. 17. Hag holl vuez Malaleel a oe eiz kant pemzek vloaz ha pevar-ugent, hag e varvaz. (i) S eth , Enos, Kaïnan hag ami Huel-Dadou ail, hanvet ama, ho devoe bugale ail oe’hpenn egët ho faotred hena ; ar skritur a lavar euz a bep hini anezho ar pez a zo lavaret euz a Adam er wersad 4 » Ha, beza en devoe choaz mipien ha merc’hed.
LEVR AR CHENELIEZ.
29
18. Jared, d’ann oad a gant daou vloaz ha tri-ugent a engehentaz Henok. . 19. Goude beza engehentet Henok, Jared a vevaz eiz kant yloaz. 2 0 . Hag holl vuez Jared a oe nao c’hant daou vloaz ha tri-ugent, hag e varvaz. 2 1 . Hogen Henok, d’ann oad a bemp ploaz ha triugent, a engehentaz Mathuzalem. 2 2 . Henok a gerzaz gant Doue, ha goude beza en gehentet Mathuzalem, e vevaz tri c’hant vloaz. 2 3 . H ag holl Yuez H enok a oe tri c’hant pemp ploaz ha tri-u gen t.
2 4 . Kerzout a reaz gant Doue, ha ne oe mui gwelet, dre ma en devoe Doue kaset anezhan gant-han. 2 5 . Mathuzalem d’ann oad a gant seiz vloaz ha pevarugent, a ebgehentaz Lamek. 2 6 . Ha goude beza engehentet Lam ek, Mathuzalem a vevaz seiz kant daou vloaz ha pevar-ugent. 2 7 . Hag holl vuez Mathuzalem a oe nao c’hant nao vloaz ha tri-ugent, hag e varvaz. 2 8 . Lamek, d’ann oad a gant daou vloaz ha pevarugent, a engehentaz eur mab. 2 9 . Hag hen hanvaz Noe, enn eur lavarout ; he-man a rai d’e-omp frealzidigez e kreiz oberiou ha labourou hon daouarn war ann douar pehini a zo bet milliget gant ann Aotrou. 3 0 . Ha Lamek, goude beza engehentet Noe, a vevaz pemp kant pemzek vloaz ha pevar-ugent. 3 1 . Hag holl vuez Lamek a oe seiz kant seitek vloaz ha tri-ugent, hag e varvaz. Hogen Noe, d’ann oad a pemp kant vloaz a engehentaz Sem, Kam ha Japheth.
30
LEVR AR C’HENELIEZ.
SKLERIDIGEZ. Tud difeiz hag ato'prest da zizlavarout ar skritur sakr, ne fell ket d’ezho kredi e veve ann dud keid amzer c derou ar bed. Klask a reont eta meur a droidell evit berraat buesiou kalz re hir, war ho meno. Lod a lavar : Moïzez enn he histor a gount evel ma rea ann Ejipsianed, da lavarout eo, gant bloavesiou ha n’ho devoa nemet eur miz.— Da genta, prouvet mad eo penaoz bloavesiou ann Ejipsianed a oa evel hor reni, bloavesiou a 365 devez ha 6 heur. D ’ânn eil, ma ve gwir ar gount-ze, Henok, tad da Vathuzalem da bemp bloaz ha triugent hervez ar skritur, en divije bet he vab da bemp ploaz ha pemp miz. Lod ail a lavar e kountaz Moïzez evel ann Àrabed, pere ho devoa bloavesiou a c’houec’h mis. Al lavariou didalvez* ze holl a zo betdismantret gant ann dud gwisiek ho deuz studiet ha displeget a-feiz-vad historiou ar skritur sakr. E gwirionez eta ann dud a veve kalz pelloc’h e derou ar bed, eget na reont abaoue ann diluch. Bolontez Doue a oa kement-ze, ha pep tra ebarz er bed a oa neuze iac’husoc’h , ann douar krevoe’h da daol frouez, hag ann dud furoc’h enn dibri hag enn eva; pe da vihana gwisiekoc’h w ar natur ha vertusiou louzeier ann douar. Doue o tenna davet-han ann den santel Henok, hep na c ’houzanvaz ar maro, a vennaz marteze diskouez d’ann dud e pe fesounn e vijent eat euz ar bed-ma d’ar bed a il, ma n’ho divije ket offanset Doue dre bec’hed ar wenn. Eunn den ail hep ken, ar brophed Eliaz, a zo eat ivez evel-se gant Doue, hep m ervel; savet e oe ennear enn eur c’har a dan. Pe hi zo e joausied ar zent, pe enn eul leac’h bennag ail a eurusted, evel er baradoz terrien, ec’hiz ma venn Sant-Aogustin, d’en n’her goar. Mes ar skritur a zesk d’e-omp penaoz e teuint da fin ar bed w ar ann douar, da enehi ouc’h ann Antekrist, ha da la kaat enn dud da ober pînijen, Henok a blijaz da Zoue, eme levr ann Ekleziastik, hag a zo bet douget d’ar baradoz evit dont eunn devez da lakaat ann dud da ober pinijen, Evel-se e leveromp e kanaouen ar varn; Mes .enep ann adversour E tëui daou brophed braz,
LEVR AR C’HENELIEZ.
31
A-berz Doue d’ho zikour Henok hag Eliaz. Mad eo ardamezi ama penaoz Lamek tad Noe, ganet er bloaz euz ar bed 869, a vevaz eur bloaz lia tri-ugent gant Adam he-unan, maro er bloaz 93o. Lamek a vevaz tre beteg ann diluch, hag evcl-se eo bet c’houec’h kant vloaz gant Noe ha laost da gant vloaz ganthe dri vab,Sem ,Kam ,ha Japheth. Noe he-unan en devoa gwelet, epad seiz vloaz ha pevarugent, Enos, mab bihan da Adam. Ne ket ber eta diez da Noe ha d’he vipien gouzout eeun-hag-eunn doareou ar bed, adaleg he grouidigez beteg ann diluch. Ha goude ann diluch , n’ho deuz ket manket d’ho lavarout alies d’ho bugale ha d’ho bugale vihan ; evel-se a rumm da rumm, a c’henou da c’henou eo deuet ann historiou-ze bete M oïzez, pehini en deuz ho skrivet, dre atiz ar Spered-Santel*evel ma ho lennomp ama.
PENNAD VI. FALLAGRIEZ ANN DUD. K eu z ann Aotrou Doue. Goberi arc’Jt Noe. Euz ar Bed 1536. — Araok J.-K. 2468. 1. Ânn dud 0 veza deuet da greski war ann douar , ha da gaout merc’hed, 2 .. Bugale D ou e, touellet gant merc'hed tud ar b e d , a gemeraz da briejou ar re anezho à blije gwella d’ezho. 3 . Ha Doue a lavaraz : Va spered na joumo mui gand ann den da vikenn, dre ne d-eo nemet kik : he vuez ne vezo mui nemet a c’houec’h-ugent vloaz. 4 . Hogen bez’ez oa enn amzeriou-ze rampsed war ann douar : rak bugale Doue 0 veza tosteet ouc’h mere’hed tud ar bed, hag ar re-ma 0 veza deut da c’henel,
32
LEVR AR jC’hENELIEZ.
ho bugale a oe ann dud kré ha brudet-ze euz ann amzer goz.
-
5 . Hogen Doue, o welout e kreske bemdez fallagriez ann düd war ann douar, hag e oe holl sonjou ho c’haloun douget e peb amzer d’ann drouk ; 6 . En devoe keuz da veza bet krouet ann den war ann douar. Ha glac’haret holl e gWeled he galoun, 7_. E lavaraz : dislruja a rinn diwar ann douar ann den ara euz krouet ; dislruja a rin pep tra , a-daleg ann den beteg ann anevaled, a-daleg al loenëd-stlej beteklaboûsed ann env ; rak keuz am euz da veza ho great. 8 . Mes* Noe a gavaz trugarez dirak Doue. 9 . Chetu ama ar vugale en devoe Noe : Noe a oe eunn den leal ha parfet e-touez ann holl dud euz he amzer : kerzout a reaz gant Doue. 10 Hag engehenti a reaz. tri mab, Sera, Kam, ha Japhelh. 1 1 . Hogen brein a oa ar bed holl dirak Doue, hà leun a zrougiez. 12. Doue eta, o welout e oa brein ann douar, (rak pep den war ann douar a rea diouc’h gwall-ioul he 13. A lavaraz da Noe : deut eo dira-z-oun termen diveza buez ar c’hik : goloet eo ann douar a fallagriez dre brezanz ann dud, ho dislruja a rinn douar hag— ail. 14. Gra d’id eunn arc'h gant koat heskennet a-blad ; ober a ri kamprouigou enn-hi, oc’h he zera gant pekbitum a ziabarzhag a ziaveaz. 15. He ober a ri enn daill-ma : beza e devezo tri c’hant illinad a hed, hanter kant a ledander, ha tregont a huelded.
LEVR AR C RENELIEZ*,
53
16. Eur prenestr a ri war-n-ezhi, hag eunn illinad dinaou a ri d’al lein anezhi ; ann nor a ri enn he c’hostez, hage-barz, tri c’hombot; ar gweled, ar c’hamprou, hag ann trede kombot.* . 17 . Mont a rann da zigas an.n dour-diluch war ann douar, evit lakaat da vervel kement korf en deuz buez hag a denn alan dindan ann env : kement tra zo war ann douar a vezo dismantret. 1 8 . Mes ober a rinn va c’hevredigez gan-ez ; ha mont a ri e-bars ann arc h, te, da dri vab, da c’hreg, ha gragez da vipien gan-ez. 1 9 . Hag euz ann holl anevaled a bep seurt, te lakai enn arc’h , evit ma choumint beo gan-ez, daou, eur par hag eur barez. 2 0 . Euz al laboused hervez ho rumm, euz al loened diouc’h ho rum m , euz a gement en em stlej War ann douar hervez ho rumm ; daou a bep seurt az ai gan-ez enn arc’h , evit ma choumint e buez. 2 1 . Kemerout a ri eta euz ann holl draou a heller da zibri ; ho c’has a ri gan-ez enn arc’h , hag e servichint da vagadurez d’id kerkoulzha d’ezho. 2 2 . Noe a reaz eta kement endevoaD oue gourç’h e mennet d’ezhan. SKLERIDIGEZ Er-ç’hiz ma lier gwelomp er peimad-ma, bet zo bet a viskoaz w ar ann douar evel daou rumm dud, servicherien Doue ha servicherien ar bed. Lignez Seth a zo galvet, er skritur, bugale Doue; dre ma’z int bet epad pell amzer tud vad, tud gwirion ha £uitel; ha dre ma tîie ar Batriarched hag ar Mesi he-unan diskenn anezho. Lignez K aïn a zo galvet bediz, pe tud ar bed, abalamour, 5
34
LEVR AR cflIENELlEZ.
evel ho zad, ar vugale a stage ho c haloun ouc’h traou ar b ed ; a golle ar gwel hag ar zonch a Z o u e, evit heulia ho flijadureziou ha drouk-ioul ar c’hik. Henvel eo en divije Doue difennet ouc’h bugale Seth dimizi da vugale Kaïn. Mes gand ann amzer bugale Seth a zeuaz avraz da goll ivez doujanz Doue; ha na helljont mui herzet ouc’h chalmou merc’hed tu d ’ ar bed.' Kemerout a rejont da briejou ar re anezho a blije gwella d’ezho dre ho gened, dre ho dillad, dre ho lorc’h ha dre ho ligentez. Ne glaskent inui enn eur c’hoaz ken diez da ober, na parfeted ar spered, na temps-vad ar galoun, da doujanz Doue, ar feunteun-ze a vertusiou ; na gemerent kuzul nemet digaht ho daoulagad , ne zelaouent nemet ioul ar c’hik, hag euz a zimiziou ker fait ne zavaz nemet bugale iskiz. Ar rampscd-ze ne oantket hep ken tud divalo dre ho ment heuzuz ha dreist-muzul, mes ivez dre ho ourgouil, ho gadeleziou hag ho c’hruelded. Mar fell d’e'-hoc’h kaout eur gerentiez iac’huz, koant ha speréduz, bezit dilik enn ho timiziou ; pedit Doue kent ober ho choaz ; likit ann ene a-raog ar c’horf, ann honestiz a raog ann arc’hand, ha doujanz Doue a-raok pep tra. Doue en devoe keuz da veza bet krouet ann den . — Penaoz gellout unvani kement-se gand ar pez a zesk d’e-omp ar feiz divar benn parfedigesiou Doue. Kement tra a ra D o u eazo mad ; e Doue n’euz chenchamant ebed. Kement-ze a zo ar wirionez memes ; hag ar skritur, o lavarout e teuaz keuz da Zoue,ne ra nemet kémer hon doare-ni da brezeg, evit rei d’e-omp gwelloc’h da anaout ar c’hrevusted euz ar pec’hed, hag ar vadelez vraz a Zoue e kenver ann dud, pa ’z eo gwir e koust kement d’ezhan ho c’hastizà. Eunn den hag en deuz keuz da veza gret euun dra, a chench menoz, ha na ra mui ann hevelep tra. Ne d-eo ket evel-se euz a Zoue;_he venoz hag he varn na chenchont morse. Ann den eo a chench rag-enep d’ezho. Bezit mad , bolontez Doue da baea pep dellit a bar war-n-lioc’h. Bezit fall, bolontez Doue da gastiza pep drouk a zo a-us d’e-hoc’h. Doue ne chench ket, c ’houi eo a chench oc’h en em. lakaat gweach ditak he vadelez, gweach dirak he justis. Da nep a vezosouezet en divije gallet Noe dastum enn he arc’h kement a loened, gant boed a-w alc’h d’ezho evid eur
LEVR AR C'HENELIEZ.
35
bloaz, e leverinn penaoz tud gwisiek ho deuz kountet mad hervez reiz ar je t t , ha kavet é oa frankiz a-w alch evit ho holl enn eunn arc’h great ha lodennet ec’hiz ma komz ar skritur euz a hini Noe. Diskouezet ho deuz ivez hanat penaoz n’euz ket e-touez ann anevaled ken alies a wenn dishenvel ha ma zonjer. Al loened. stléj a heller da zigas da dregont seurt; ann anevaled da zek .ha* c’houec’h ugent; hag al la boused .da gaiit hanter-kant seurt. A r pesked hag ann traou ail pere a hell beva enn dour ne oant ket ebarz ann arc’h. N oe a reaz kem ent tra en devoa Doue gourehem ennet d ’ezhan. Feiz, santdez ha sentidigez Noe a zO meulet e meur, a leae’h dre ar skritur sakr. Noe, eme levr ann Ékleziastik, a oe^ kavet p a rfet ha gwirion. Dre n abek d’ezhan eur gevredi— gez nevez a zo bet.great c-Ue Doùe hag ann dudy enn am zer memez m a edo buanegez Doue ellum et ar- gwa&a enn ho enep. Abalam our d ’ezhan eo e lezaz Doue goel evit eur bed nevez, p a zigasaz ann diluch w a r ann douar. D re a rfe iz , eme SaniP a o l,( Hebr. I I .7 .) Noe goude beza bet eur gentel euz ann envy a zoujaz ar reusiou na wellet ket c’h o a z , h a g a c’hoberiaz ann arc’h evid en em za veteig a n d tud he di , o kondaoni er c’hiz-ze dalentez ar bed ; hag e oe great heritour d ’ar wirioneZy evit he ch en derchel w ar ann douar. Bet eo bet etaprezeg o u ra r wirionez, hervez Sant-Per, nann hep ken dre he gomzou, o tisklëria bemdez d'ann dud gourdroozou D oue; mes c’hoaz dre he oberiou,ho labourad e-pad kant vloaz da ober ann A rc’h-ze, euz a behini ar gwel hep ken a dlie dihun ar bec’herien euz ho morgousk trueznz. Mes ar bec’herien aheurtet a zo bet a holl viskoaz henvel ann eil rumm ouc’h egile,goap a rejont ouc’h ann den santel Noè, gant he spount ha gant he arc’h ; evel ma rejont ouc’h Jezuz-Krist, gant he groaz; ha ma reont c’hoaz hitio ouc’h iliz Doue gant he sakramanchou , hag ouz ar varn ziveza gant he gourdrouzoü. D’ann deisiou a-raok ann diluch eme hor Zalver, ann dud a zebre, a evet a gemere priejou , a zemeze ho m erch ed , beteg ann, devez nià’z eaz Ñoe enn arc h ! na zonjent ket ann dis terra tamm enn diluch , ken na erruaz enn eunn taol d ’ho lounka; kement-ze a c’hoarvezo c’hoaz abenn donedigez M ab ann den. ( St. vaze 24. 38.) Diou barfedigez a Zoue hon euz da veuli pa zomjomp enn
36
LEVR AR C’HENELIEZ.
diluch ; he vadelez da c’hourdrouz ha da c’hedal ar bec’he rien; he lealded d’ho c’hastiza pa int choumet aheurtet.
PENNAD
VIL
ANN DILUCH. - Euz ar bed 1656 . —-Araok J -K : 2548 . 1. Ha Doue a lavaraz daNoe: Kea enn arc’h , le hag holl dud da di, rak ta gavet am euz eeun dira-z-oun , e louez ar rumm dud a zo brema waT ann douar. 2 . Euz ann holl anevaled neat, kemer seiz ha seiz, par ha parez ; hag euz ann anevaled louz, daou ha daou, par ha parez. 3-, Kemer ivez diouc’h laboused ann env, seiz ha seiz, par ha parez ; evit ma vezo kendalc’het ar wenn anezho war c’horre ann douar. k . Rak seiz devez c’hoaz, hag e likiinn ar glao da goueza war ann douar, e-pad daou-ugent devez ha daouugent nozvez ; hag e trismantrinn divar c’horre ann douar kement Ira veo am euz krouet. 5 . Noe a reaz eta kement en devoa Doue gourc’h e mennet d’ezhan. 6. C’houec^h-kant vloaz en devoa Noe pa zeuaz ann dour diluch da veuzi ann douar.. 7 . Ha Noe a ieaz e-barz ann arc’h ha gant-han he c’hreg-, he vugale, ha gragez he vipien, dre’n abek d’ann dour diluch. 8 . Hag ann anevaled neat ha louz, al laboused, ha kement tra a finv war ann douar, . 9 . Daou-ha-daou ez ejont da gavout Noe e-barz ann
LEV R A R C'H EN ELIEZ.
37
arc’h ; par ha parez, hervez.ma en devoa gourc’hemennet ann Aolrou-Doue da Noe. 10. Ha pa oe treifienet ar seiz devez, ann dour di luch a zizachaz war ann doüar. 11. Er bloaz c’houec’h kant euz a vuez Noe ; d’ann eil miz euz ar bloaz, ha d’ar seitekved devez euz ar miz, (da lavarout eo, er bloaz, 1 6 5 6 goude krouidigez ar bed, ha 2 3 4 8 a -ra o k Jezuz Krist, d ’ann eizved devez a viz k er-zu ), mammennou ar mor braz a darzaz holl> ha sklusiou ann enY a zigoraz. 12: Hag ar glao a daoiaz war ann douar e pad daouugent devez ha daou-ugent nozvez. 13 . Kerkentha ma c’houlaouaz rinn deiz-ze, Noe en em dennaz enn arc’h gand he dri vab, Sëm ,Kam ha Japheth; gand he c'hreg ha leir greg hé vipien. 14 . Hg gant-ho ann holl anevaled hervez ho rumm, aon holl loened don enn ho rumm , ha kement tra a finv war ann douar enn he rumm ; kement a nich hervez ho rumm, ann holl laboused ha kement en em zav enn ear. 15. Mont a rejont enn arc’h da gavout Noe daou-ha daou euz a gement Ira a ioa kik hag a oa buez enn-han. 16 . Al loened a ieaz eta e-barz ann arc’h , a oa par ha parez, euz a gemen.t seurt a zo, hervez ma en devoa Doue goure’heinennet daNoe, hag ann Aolrou-Doue he-unan a zarraz ann nor war-n-ezhan euz a ziaveaz^ 1 7 . Hag ann diluch a gouezaz epad daou-ugent de vez war ann douar ; hag ann douriou a greskaz, hag a zavaz ann arc’h war laëz diwar ann douar. 1 8 . Rak dic’hlaigna a rejont spountuz, ha golei a rejont pep tra war ann douar ; hogen ann arc’h a oe deuget war ann douriou..
58
LEVR AR C’HENELIEZ.
19. Ânn dour a zavaz huel meurbed war ann douar; hag ann huella menesiou a zo dindan bolz ann env, a oe holl goloet. 2 0 . Ann dour a zavaz pemzek illinad huelloc’h eget ar menesiou en devoa goloet. 2 1 . Ha distrujet a oe kement tra en devoa kik, hag a finve war ann douar, laboused, anevaled, loened gouez, ann holl loened stlej en em roz war ann douar ; ann holl dud, 2 2 . Ha kement Ira en deuz buez war ann douar a varvaz. 2 3 . Ha Doue a zismantraz ann holl draou krouef war ann douar, a-dalek ann dén beteg al loen al loen stlej koulz ha laboused ann env , holl e oent dismantret divar ann douar; hogen Noe hep ken a choumaz hag ar re a oa gant-han enn arc’h. 2 4 . Hag ann douriou a c’holoaz ann douar epad kànt hanter-kant devez. ( Pemp miz. )
SKLERIDIGEZ. Ann tadou santel ho denz ato kemeret arc’h Noe evit eur skeuden hanad euz ann iliz katholik, er meaz a behini na heit den beza salvet. Ann arc’h a zo great gant ko at, ha dre ar c’hoat-ze eo en em zaveteet diouc’h ann dour diluch; ann iliz a zo savet w ar groaz Jezuz-Krist, ha dre ar wezen-ze a vuez eo e teu d’en em zavetei. Mont a reatenn arc’h dre ann nor great enn he c’hostez; mont a rear enn iliz katholik dre gostez Jezuz-Krist digoret gant eunn taol goaf, hag euz a be hini e tiredaz dour ha goàd, simbol ar zakramanchou. Simbol ar vadisiant ispicial, euz a behini ann dour santeleet dre zellidou hor Zalver hor gwelc’h , hag hor gra bugale d’ann iliz.
Ann anevaled a bep seurt dastumet enn arc’h euz a dost
LEVR AR CRENELIEZ.
39
hag euz a bell , a verk ann dud galvet a bep seurt broiou, tud dislienvel entre-z-ho dre ho frézeg,.dre ho buezegez, dre ho liou zo ken, unanet enn eul lod enn iliz katholik, d rear me niez feiz, evit en em zavetei dre ar raemez sakramanchom Bez’ez oa enn arc’h anevaled neat, hag anevaled lotiz ; ann dud a oa enn-hi ne oantket memes holl re zantel, evel ma lier gwelimp dr.e ar pez a reazK am ; enn iliz ivez ez euztudjust lia pec’herien ; red eo beza cnn iliz evit beza salvet, liogen ann dud a zo enn iliz na vezint ket bel! salvet. Trugarekeomp Doue da veza hon digemeret enn arc’h-ze a zilvidigez, ha gaut aoun na, gouesemp c’hoaz enn dour dre ar rull bag ann dirutl, eu ein stardomp a vriad-kaer ouc’h kroçz Jezuz-Krist, o karout ar binijen, hag o virout he c’hourc’hemennou. O be~ diZy bedizl'eur mor hoc h euz da dreuzi, hag e tisprizit ar c’/ioat : mare transeundum est, et lignum conternnis ! Oh ia 1 Eur mor hon euz da dreuzi, ha gwasoc’h eget eur mor, eunn diluch a wall-skouer, hag a wall-ioulou, eunn dour karget a gerrek , ha kerrek goloet a zrouk-sperejou. Koulzgonde mar penseompwar ar mor peritluz-ze euz ar bed, e kouezimp eim eunn diluch skrijusoc’h c’hoaz ; diluch a dan liag a zaelou e gweled ann ifern !
PENNAD V lll. Noe a zeu er meaz euz ann arc h. 1 . Hogen dont a reaz sonj da Zoue eu z.N o e , hag euz ann holl loened gou ez, hag euz ann holl anevaled don a oa gand*han enn arc’h ; digaz a reaz ann avel war ann douar, hag ann douriou a izelaaz. 2 . Mammeunou ar mor doun, ha sklusioü ann env a oe stanket, hag ar glaoiou a oe great d’ezho t e vel, 3. Hag ann douriou o vont hag o tont, en em den—
4 0 L E V R AR C'HENELIEZ.
naz divar ann douar, hag a ziskouezaz bihanaat goude hanter-kant devez. 4 . Ha d’ar seizved miz, d’ar seiz devez war-ri-ugent euz ar miz, (a r seitekveda vizm aç) ann arc’h a stokaz hag a choumaz war menesiou ann Armenia. 5 . Koulzkoude ann douriou a ie ato war vihanaat beteg ann dekved miz : d’ann dekved miz, d’ann deiz kenta euz ar miz, (ann naontekved, a viz gouere) e oe gwelet lein ar menesiou. 6 . Ha pa oe tremenet c’hoaz daou ugent devez, Noe a zigoraz ar preneslr en devoà great war ann arc’h, hag a laoskaz eur vran, 7 . Pehini a ie er meaz, ha nazistroe k et, ken na oe dizec’het ann douriou divar c’horre ann douar. 8 . Leuskel a reaz ivez eur goulm war lerc’har vran,' evit gwelout har ne oa mui a zour war c’horre ann douar. 9 . Hogen ar goulm _, o veza ne gave lead’h ebed da lakaat he zreid, a ziztroaz davet Noe war ann arc’h ; rak ann douar a oa c’hoaz goloet a zour_, ha Noe a astennaz he zorn, a bakaz ar gôulm hag he zennaz e-barz ann arc’h. 10. O veza gortozet seiz devez c’hoaz, Noe a laoskaz ar goulm er meaz euz ann arc’h , evit ann eil g w e ac’h. 11. Hogen war ann abardaez ar goulm a zistroaz d’he gavout, o tougen enn he bekeurbrankikolivez, hag he zeliou glaz-dour. Noe a vennaz eta e oa eat ann dou riou kuit diwar c’horre ann douar. 12.. Koulzkoude gortoz a reaz c’hoaz seiz devez ail, hag e laoskaz ar'goulm adarre , pehini na zistroaz mui davet-han. - WPBWIWÊÊ m [ H WÊÊ H
L E V R A R C 'H E N E L I E Z .
41
13. Er c'hiz-ze d’ar bloaz c’houec’h kant unan euz a vuez Noe, d’ar miz kenta ha d’ann devez kenta euz ar miz [miz gwengolo,) ne oe mui à zour war ann douar ; ha Noe, o tigeri lein ann arc’h, a zellaz hag a welaz e oa seac’h gorre ann douar. 1 4 . D ’ann eil miz, d’ar seiz devez war-n-ugent euz ar miz, [trizekved a v i z d u Y ann douar a oeker seac’h ha hiskoaz. 1 5 . Hogen Doue a gomzaz ouc’h N oe, enn eur lavarout : 16. Deuz er meaz euz ann arc’h, te ha da c’hreg, da vipien ha gragez da vipien. 17. Ann holl anevaled a zo gan -ez, euz a bep seurt, keir laboused ken loened, hag ann holl draou pere en em stlej hag a ruz war ann douar, gra d’ezho dont er meaz gan-ez, ha deuit war ann douar, kreskit hag'eleizit warn-ezhan. 1 8 . Noe eta a zeuazer meaz euz ann arc’h, gant he dri vap, he bried, ha priejou he vipien, ( d ’ann drizek a viz du) eur bloaz ha dek devez gotide ma oe eat e n n hi.
19. Hag ann holl anevaled, ken gouez ken don, hag ar loened en em stlej war ann douar hervez ho seurt, a zeuaz er meaz euz ann arc’h. 2 0 . Hogen Noe a zavaz eunn aoter d’ann Aotrou D oue: hag o kemer lod euz ann holl anevaled hag euz al laboused ueat^ e reaz gant-ho eur zakrifis da Zoue war ann aoter. 2 1 . Hag ar zakri6s-ze a oe daZoue evel eur c’houes euz ar re wella, ha Doue a lavaraz : ne roinn mui va malloz d’ann douar dre ’n abek d'ann dud ; rak spered ann den ha sonjezonou he galoun a zo douget d’ann drouk a-dalek
42 L E V R
A R
C 'H E N E L I E Z .
he iaouankiz. ; evel-ze ira skoinn mui hiviziken ann holl draou veo evel ma’rn euz great. 22. E-keid ha ma pado ann douar, ann-haderez hag ann eo st, ar ienien hag ar c’hroez, ann hanv hag ar goanv,ann noz hag ann deiz a zcui ann eil war lerc’h. egile hep ehan ebed.
S K L E R ID IG E Z . A r vran pehini a ie divar ann arc’h d’ar gaignou, ha dioue’har gaignou d’ann arc’h, hep morse mont tre enn h i, à zoskeuden pe imach ar pec’ her paour, touellet' gant traou ar bed. He ene sebeliet e-barz ar c’hik en em vag laouen ha jastren euz a blijadurezou ann douar, hag euz ar madou terrien pere ne d-int nemet poultr ha breinadurez ; hep sonjal, siouaz. d’ezhan! Nag e Doue pehini en deuz hel lekeat war ann douar, nag er madou spiritual pere a die beza he w ir vagadurez. A r seurt tud-ze a vez gwelet a-wechou w ar c’horre ann arc’h; da lavarout eo, dont a reont a gorf d’ann ilis, d’ar goueliou braz, pe da eur mision bennak; ho enor ha gounidou. ho stad a c’houlenn alies kement-ze digant-ho; hogen n’ez eonl morse e-barz ann arc’h ; ne gemeront na spered Doue, nàg he garantez-; distrei a reont ardarre d’ar vreinadurez euz ar pec’hed, evel ar vran d’he gaignou fleriuz. A r goidm a-vad , a zo skeuden ann eneou glan ha santel, pere dalc’het dre ho stad da vont e-touez ann dud, ha d’en em emelout ouc’h traou ar bed, ne gavont nep tu e peleac’h paoueza. Traou ar bed hag he blijadurezou difennet a zo fank ha bouillen evit-ho, ha na oufent bikenn choüm da ziskuiza war-n-ezho. Hast ho deuz ato da zistrei d’ann arc’h, d’en em gavout gand Doue ha gant ho c’houstianz, ha d’en em lakaat a-darre etre daouarn ar gwir Noe, pehini eo Jezuz-Krist ho Zalver hag ho c’honfort muia kacet. Taolomp evez c’hoaz war relijionhag anaoudegez-vad ann den santel Noe. Achapet euz a eur reuz ken cfi eizuz,Tie genta predereo trugarekaat, dre ar beden ha dre eur zakrifîs, ann
LEVR AR C’HENELIEZ.
45
Doue mad pehini en deuz he zavetçrt. Kemeromp zkouer war-n-ezhan. Pa’z omp bet saveteet diouz eunn drouk ben nak, pe a gorf pe a spèred, na vankomp nepred da drugarekaat Doue, dre bedennou mad, pe dre ann ofercn zantel.
PENNAD IX . Bennoz Doue war Noe. Goarek-ar-glao. K a m, mab dijouj. 1 . Neuze Doue a vennigaz Noe hag he vugale, hag a lavaraz d’ezho : krèskit, hag eleizit, ha kargit ann douar»2 . Ra zoujo d’e-hoc’h , ra greno dira-z-hoc’h holl anevaled ann douar, holl laboused ann env, gant kement Ira a finv war ann douar ; lekeat am euz dindan ho lorn holl besked ar mor. 5. Kement tra a finv hag a vev a zervicho d’e-hoc’h da vagadurez; roal am euz anezho d’e-hoc’h evel ann holl louzeier glaz. 4 . Nemet ne zeprot ket a gik ha na ve ket bet diwadet. 5. Rak ho koad e pehini ema ar vuez, he c’houlenn a rinn digant ann anevaled ho devezo he skuillet ; ha buez ann den, he goulenn a rinn digant ann den en devezo lazet, digant ann den daoust piou e vezo, ha digant he vreur. 6. Piou bennak en devezo skuillet goad ann den, he c’hoad he-unan a vezo skuiHet, rak ann den a zo- bet great diouc’h henveïedigez Doue. v 7 . Evid-hoc’h - h u , kreskit, eleizit, en em skignit war ann douar, ha kargit-hen a dud.
44
LEVR AR C’HENELIEZ.
8. Doue a lavaraz ivez ann dra-ma da N oe, ha d’he vugale kerkoulz ha d’ezhan : 9 . Mont a rann da ober eur gevredigez gan-e-hocrh , ha gant ho lignez enn ho koude. 10. Hag ivez gant ann holl anevaled beo a zo gante-hoc’h , ken laboused ken loened, hag holl c’hatal ann douar pere a zo deuet er meaz euz ann arc’h , hag holl anevaled ann douar. 11. O béra rinn va c’hevredigez gan-e-hoc’h , hag hivizikenn ann traou ho deuz kik ha buez, ne vezint mui beuzet holl dre ann dour diluch, ha ne vezo mui a ziiuch da zismantra ann douar. 12. Ha Doue a lavaraz : chetu ama ann arouez euz ar gevredigez a rann gan-ë-hoc’h , ha gant kement tra en deuz buez amâ enn dro d’e-hoc’h* a rumm da rumm, davirvikenn. . 1 3 . Lakaat a rinnvagwarekebarzarc’hoummoul, ha beza e vezo ann arouez euz ar gevredigez a zo great e— Ire ann douar ha me. 14. Ha pa em bezo goloet ann env a goummoul, va gwarek a bâro war ar c-hoabr; 15. Hag e teui koun d’in euz va ç’hevredigez g a n -e hoc’h ha gant kement tra en deuz buez, hag a enaou eur c’horf, ha ne vezo mui a zour diluch da zismantra kement en deuz korf ha buez. 1 6 . Gwarek-ar-glao a vezo eta e-barz ar c-’houm m oulyhe gwelout a rinn, hag e teui koun d’in euz air gevredigez peur-baduz a zo bet great e-tre Doue hag ann holl draou ho deuz korf ha buez war ann douar. 17. Ha Doue a lavaraz da Noe: houn-nez a vezo arouez ar gevredigez am euz great e-tre-z-oun ha kement Ira en deuz korf ha buez war ann douar.
L E V R A R C 'H E N E L IE Z .
45
1 8 . Mipien Noe, pere a zeuaz er meaz euz ann arc’h a oa ela Sem, Rara ha Japheth. Hogen Kara eo tad Kanaan. 1 9 . Ar re-ze eo tri mab Noe, hag anezho eo diskennet kement poblad tud a zo war ann douar. 2 0 . N oe, labourer-douar, en em lekeaz a-darre d’he c’hounid, hag a blantaz ar winien 2 1 . Hag o veza evet gw in , ez eaz m ezo, hag en em gavaz enn he dell, he gorf dizolo. 2 2 . Kam^ lad Kanaan, o welout kement-se, da ouzout eo, o welout he dad dizolo enn eunn doare mezuz* a ieaz er m eaz, enn eur ch o a rzin , d’hel lavarout d’he vreudeur. 2 3 . Mes Sem ha Japheth a gemeraz eur vantel war ho diskoaz,hag enn eur vont war ho c’hiz, e laoljont ar vantel waf ho zad ; trei a rejont ho fenn,ha ne weljont ket noazded ho zad. 2 4 . Noe dihunet euz he vesvedigez,.o klevout petra en devoa great ann eil euz he baotred, 2 5 . A lavaraz : milliget'ra vezo Kanaan ; ra e vezo sklaf dindan sklavourien he vreudeur. 2 6 . Lavarout a reaz c’hoaz : bennigel ra vezo ann Aotrou, Doue Sem, ra vezo Kanaan sklaf dindan h e ma. 2 7 . Doue ra gresko Japheth ! ra zeui Japheth da choum e teltou Sem, ha ra vezo Kanaan sklaf dindahhan. 2 8 . Hogen Noe a vevaz c’hoaz tri c’hant hanterkant vloaz goude ann diluch. 2 9 . Hag holl amzer he vuez a ieaz da nao c’hant hanter-kant vloaz, hag e varvaz.
46
L E V R A R C 'H E N E L IE Z .
SKLERIDIGEZ. Noe hag he vugale o veza bet miret e-barz ann arc’h evel eunn had prisiuz evid eur bed nevéz, Doue a ro d’ezho he vennoz, evel ma roaz da Adam e derou ar bed ; rak hep ben- * noz Doue netra na hell ober brud. Araok ar pec’hed kenta , ann holl loened a gare ann den, hag a zente out-han, enn eur c’hoari. Ann den o veza en em ravoltet ouc’h Doue, ann anevaled en em ra vol taz ivéz outhan. Pellaat a rejont diouc’h he lojeiz, evel evid ober faë war-n-ezhan. Ann diluch ho digasaz don ha sioul a-wale’h, ha Doue a zaskoraz d’ann den lod euz he veli kenta war-n-ezbo. Abaoue ann diluch, ann anevaled ar re grisa, ma n azen tont ket c’hoaz re gaer ouc’h ann d en , a grén da vihana razhan. Kredi a rear peurvuia penaoz a-raok ann diluch, ann dud, da vihana ar re a veve e doujanz Doue, na zebrent ket a gik i ho bevanz a oe edou ha frouez ann douar. Goude ann diluch, anndonar o veza deuet fall-oc’h-fall da daol frouez, Doue a aotreaz d’ann dud en em vaga gant pep sèurt loened, nemet na zebrjent k e ta re h ik goad hag ail. Dre ann difenn-ze, Doue a felle d’ezhan rei heuz d’ann den diouc’h ar goad, evit ne zeuche bikenn da skuilla goad he nesa, na d’he laza é nep fesounn. Hag evit lakaat he c’hourç’hemen doun-oc’h-doun enn he galounn, e lavaraz : venji a rinn ho koad hag ho puez w ar ann anevaled memes ho devezo ho pistiget, ha piou bennak en devezo skuillet goad eunn den, he c’hoad he-iinan a vezo skuillet. A r ganeveden, pe gwarek-ar-glao, a vije gwelet w ar ar c hoummoul a-raok ann diluch, evel ma he gweler brema;Doue na reaz nemet he c’hemer da dest eùz ann alianz pe ar gevre digez a ree gant ann dud. Ha da c’hoarant euz al le a reaz neuze na zistruche mui nag> ann dud nag al loened w ar ann douar dre reuz hollek ebed, kenna zeuche fin ar bed. Ann tadou santel ho deuz kavet er ganeveden, lod,eur skeu-r \ den euz a Jezuz-Krist, pehini e kreiz diluch ar pec’hejou, a zô bet evid ar bed, nann hep kèn eunn arouez a beoc’h mes ar peoc’h memez, oc’h unani pep tra dre he varo, ken war
L E V R A R C 'H E N E L IE Z .
47
ann douar ken ebarz ann envou. — Lod ali ho deuz gwelet enn-hi skeuden hoi‘ mamm zantel ann iliz, savet divar ann douar evel eur menez pe eur goabren tuct ato d’ann Heol. a wirionez. Er ganeveden ez euz pemp liou dishenVel, ba marteze seiz, evel enn ilis ar seiz sakramant. Euz ar goabren a zoug ar ganevedeu, e tiskenn w ar ann douar eur glao dous ha mad d’he lakaat da daol frouez, hag euz ann ilis e lired w ar hon eneou grasou dous ha nerzuz evit ho santifia.— Er lin, lod ho deuz kavet enn-hi skeuden ar W erc’hez Zantel, karget a c’hrasou dre brezanz ann Heol a wirionez; hag. ato prest d’en em ziskouez d’ann eneou melkoniet, e kreiz ar gwasa barou-amzer. Gwinien Noe,he vezvedigez,he gousk, he noazded, ha goaperez he vap Kam , a zo, eme Sant-Aogustin , arvestou hanad euz a c'hloasiou hor Zalver Jezuz-Krist. « Gwinien ann « Aotrou Doue, eme ar profed Izaïaz, eo bobl Izrael, pe« hini, enn despet da zoursiou ar mestr-tiek, n’e deuz dou« get nemet rezin gouez ha c’hoüero. » Ar juzevien eo' ho deuz mesket dre warizi ar c’halur c’houero meurbed euz a c’ hloasiou hor Zalver. A r bobl-ze , eme-z-han, dré c’henou ar profed Jeremiaz ^ ar bobl-ze en deuz m a goapeet , mci c harget a zismegansout m a mezvet gant uhellen c’houero. Inebriavit me absynthio. Maro eo enn noaz w ar ar groaz, hag ar Juzevien kaledet, gwir vugale Kam, ho deuz great goap anezhan o lavarout : M a r d-eo ar C hrist , ra ziskenno d ivar a rg ro a z-ze\ m ar d-eo m ap da Zoue, deuet Doue d ’he ziboania ! Goapaerien reuzeudik ! Gwanerez Kam a zo kouezet war-n-ezho. Baleant ha sklaved int e-touez ann holl bohlou. E-pad ma’z eo deuet bugale Sem ha re Japhet, da lavarout eo, ar Juzevien vad hag ar Baianed, d’en em glevout e-trez-ho, ha da enori dre ar memez feiz noazded hor Zalver hag he gousk tenn ha poaniuz. Bugale direspet e kenver ho tadou hag ho mammou, chetu aze eur gentel derrupl evid-hoc’h. Ha c’houi mezvierien reuzeudik, gwelit dilerc’hiou mezuz ar vezvent. Pet gwall skouer, pet kentel fall, pet malloz na roit-hu ket d’ho pngaie, pa gouezit er stad truezuz-ze? Allaz âr mallosiou-ze a bouezo w ar-n-hoc’h ha war-n-ezho, àbred pe zivezad.
48
LEVR AR CRENELIEZ.
PENNAD X. A r roll euz a vugale Sem, K am ha Japheth. Ér pennad-ma ne gomzer nemed euz ja gerentiez mi pien Noe. Ne <weler enn-han nemet hanoiou ann tri c’hefad-tud-se, gand eur gerik bennak war ar c’harteriou da bere en em dentjonLgant ann amzer. Lignez Sem a gemeraz al loden wella euz ann Azia,; ar broiou a zo etre menez Tauruz, ster Euphrata hag ann daou vor, mor ann Indez war ar c’hresteiz, hag ar Mor Sioulek war ar zao-heol. Lignez Kam en em skignaz war-zu ann Afrika ; a vo— , plaz ann douar santel, euz a behini e oent kaset kuit gand ar bobl a Israël pa zistroaz euz anfn Ejipt ; a gargaz ann leir Arabia, hag holl vroiou ann Afrika. Lignez Japheth a bignaz war-zu ànn hanter-noz, a voplaz ann tu-ze euz ann Azia, hag a dremenaz enn Europa, dre zouar ha dre vor. Ni gret e tiskennomp euz he vàp hena, Gomer, tad ar Germaned hag ar C’hallaôued. Beteg ann amzeriou-ze,, eme zant Jerom, ann tadou a-di a rene, pep hini war he lignez ; hag ann dud na anaient kend beli nemet gwir ar vistri war ho zervicherien, ha gwir ar gerent war ho bugale. Nemrod, den fir, kré,hag alouber, a zo bet ann hini kenta o vac’homi war he amezeien. Chaseour bra.z ha didruez, enn eur laza loe ned gouez, e leskas laza tud ; hag o veza dastumet eur vanden baotred krè hag hardis evel-d-han , e lekeaz hep poan da blega d’ezhan evel sujedi, karteriadou-tud, pere n’ho devoa gouiet biskoaz petra oa ober brezel. Alouberien ha brezelidi, chetu aze ho tad.
LEVR AR CHENEL1EZ.
49
8 . Kuz, mab hena Ram, a engehentaz Nemrod, pehini en em lekeaz da ober he vestr war ann douar. 9 . Bez ez oa eur gwall chaseour dirak Doue; ac’hano eo deuet al lavar-ma : evel Nemrod, chaseour braz dirak Doue. 1 0 . Ar vestrez-kear euz he rouantelez a oe Babilon, sevel a reaz keriou ail, evel A rak, Akad ha Kalanne, „e douar Sennaar. 1 1 . Asur a zeuaz euz ar c'h a r te rio u -z eh a g a za vaz Niniv, gand he zachennou, hag eur gear a il hanvet Kaié. Hogen ar c’h efa d o u -tu d -ze ken eget en em skigna dre ar bedt a vennaz ober kevred, eunn dra gaer bennak, da lakaat komz anezho, ha da zigas sonj anezho d’ann dud a zeuche enn ho goude, hag e savjont eunn tour huel, evel ma her gwelimp ama war lerc’h.
PENNAD X I. TOUR BABEL. (E u z ar bed 17 5 7 . — A -raok J. K . 2 2 4 7.)
1. Hogen ne oa neuze war ann douar nemed eur iez hag eur memez doare da brezeg. 2 . Hag evel ma teue ann dud euz a gostez ar zaoh eo l, e kavjont eur blenen vraz e douar Sennaar hag e choumjont enn-hi. 5. Hag e leverjont ann eil d’egile : deuit, greomp brikennou, ha poazomp-ho enn tan. Hag ho devoe bri— kennou e-leac’h mein, ha bituma e-leac’h pri-raz. 4 . Hag e leverjont: deuit! greomp euF gear hag 4
50
LEVR AR C’HENELIEZ.
eunn tour, euz a behini ar bek a iello beteg ann env : ha brudomp hon hano, a-barz ma en em skignimp dre vroiou ann douar. 5. Hogen ann Aotrou Doue a ziskennaz da welout ar gear hag ann tour a zave bugale Adam. 6 . Hag a lavaraz ; Chetu ne d—int némed eur bobl, ha n’ho deuz nemet eur iez hepken : deraouet ho deuz aze eunn dra, ha na ehanint ket, ken n’ho devezo peurc’hreat ar pez ho deuz lekeat enn ho fenn. 7 . Deuit eta, diskennomp, ha kemeskomp ho frezeg enn hevelep fesoun n’en em glevint mui ann eil egile, 8 . Er giz-ze e teuaz Doue d’ho skigna euz al leac’h-ze dre holl vroiou arb ed ; hag e paouezjont da zeyel ho c’hear. 9 . Hag evit-se eo bel hanvet ar geâr-ze Babel, abala mour ma oe kemesket eno iez ann holl dud ; ha Doue ho c’hasaz ac’hano tu-ma lu-hont dre holl vroiou ann douar. Chetu ama lignez Sem a vab hena da vab hena be teg Abraham: Sem, Arphaxad, Sale, Heber Phaleg, Reü, Sarug, Nakor, Thare : Thare en devoe tri mab, Abram, Nakor hag Aran. Aran a oe tad da Loth. 2 8 . Hag Aran a varvaz araok Thare he dad, er vro e pehini e oa ganet, e Ur Kaldea. 2 9 . Hogen Abram ha Nakor a zemezaz : haño greg Abram a oa Saraï; hag hini greg Nakor a oa Melka merc’h Aran ; Aran a oa tad da Velka ha tad da Jeska hanvet er ch iz ail Saraï. 3 0 . Hogen Saraï a oa brec’haign, ha ne devoa ket a vugale.— Neuze ann Aotrou Doue en em Ziskouezaz da Abram he fried, hag a c’hourc'hemennaz d'ezhan kuitaat ar vro -ze, evit mont da Zouar, Kanaan. Abram à roaz
LEVR AR C’HENELIEZ.
51
da anaout da Dhare he dad ann urz en devoa bet digant Doue, ha Thare en em hastaz da zenli. 3 1 . Thare eta o veza kemeret Abram he vabr ha Loth he vab bihan mab Aran, ha Saraï he verc’h kaer, greg Abram he vab, a reaz d’ezho kuitaat Ur Kaldea, evit mont gant-han da zouar Kanaan : hag o veza deuet beteg Haran, e choumjont eno. 3 2 . Ha Thare, goude beza bevet daou c'hant pemp ploaz, a varvaz e Haran.
SKLERIDIGEZ. Tour B abel, pe tour Babilon, a zo brudet e pevar c’horn ar bed. A r baianed a gomze anezhan, pa lavarent enn h o fablennou, penaoz enn amzer gweach ail, ar rampsed, pe ar jiganted, a verniaz menesiou ann eil w ar egile, evit keme rout dre nerz rouan telez ann env. Ann histo'r a lavar ivez p e naoz ar c’henta den a zo bet adoret evel eunn Doue-faoz, a oe Bel, roue Babilon. Ninuz, he vap pehini a zavaz pe a vrasaaz ar gear a N iniv, a reaz d’he dad eunn templ hag eur Lez kaer m eurbed, hag a ç’hourc’hemennaz d’he bobl he adori. A r roue-zeeuz a Vabilon, hanvet Bel gand ar baianed, nahell beza nemed Nemrod, ar chaseour braz-ze, pehini a oe ar c'henta oe’h ober he vestr w ar ann dud, hag a reaz euz a Vabilon ar vestrez-kear euz he rouantelez. Eunn den ken hardis ha kan ourgouilluz a hell a dra-zur beza bet unan euz ar re genta o lavarout : Deuit, savomp eunn tour beteg
ann envout brudomp hon hanoiou kent eged en em strei dre ar bed. Diou zonjezon a oa e sperejou ann dud pa en em lekejont da zevel ann tour-ze. Unan, da lakaat komz anezho da virviken; heben, d’en ein zifenn ouc’h Doue he-unan, e kaz ma vije deuet c’hoaz d’ho c’hasliza dre ann diluch. Mes Doue, evitdiskouez penaoz ne ket dre ann ourgouil eo e k erzer e trezeg ann env, ha penaoz e tere muioe’h d’ann dud dizarmi
52
LEVR AR C’HENELIEZ.
b uanegez Doue dre vuelded, eget klask en em zifenn ouc’h he w ir dre venosiou fo!l ha didalvez, a ziskennaz, eme ar skritur, da welout labour bugale Adam, ha da ober goàb anezho. E ur bobl-tucl int, em ezh an , kalz trouz zo gant-ho; taol chanz e teüint a-benn euz ho fe z-la b o u r ; luiomp eunn tam m ik ho fr e z e k , da welout 1 Ha chetu. hon tud gwisiek, n’hellont mui en em glevout. Ret-mad eo d’ezho lezel ho la bour, Ha mont pep hini enn he dji. Hag ann tour a oe hanvfet tour Babel, da lavarout eo, tour ar brouilleiz, tour ann hurlu-burlu. Kredi a rear penaoz kenta îez ann dud, araok tour Babel, en em viraz ato e lignez Sem; hag a zo bet, din dan ann hano a Hebreach, prezek àr batriarc’hedhag ar brofeted; prezek ar Spered-Santel he-unan e levriou ar skri tur sakr. Ann enor-ze da genderc’hel prezek ho zud-koz a zo bet evit ar'c’hefad-tud-ze ar paë euz he zantelez hag euz he gendalc’h enn he feiz. Rak eunn dizenor hag eunn dizeur braz eo da eur bobl koll gisiou ha prezek he dud koz ; peurliesa ne ket war wellaat ez ear oc’n ober kement-ze. Rak-ze, Breizidi, va c’henvroiz, dalc’hit-mad d’ho Prezounek, kosa iez a brezéger hirio enn Europa ; rak ann Hebreach he-unan a zo kollet, ha n’her c’haver mui nemed e levriou ann dud gwisiek. Ni gred eo hor Brezounek ar pez a choum euz a iez ar Gelled pe ar C’hallaouet koz, bugale da C’homer map Japheth. Meulet ra vezo Doue bepred enn he holl oberiou! pa fell d’ann dud en em unani dre ourgouill, hag en em glevout da enebi ouc’h Doue, Doue a harz out-ho hag ho dismantr tuma tu-hont, o tarnaoui ho frezek. Ha pâ fell d’ezhan ho gervel enn he iliz, hag ho dastum a bevar c’horn ar bed, evit na raint mui nemed eur bobl, nemed ëunn tiad, nemet eur c ’horf gant Jezuz-Krist, evit lavarout holl, e tigas war deodou ann ebestel ann holl ieziou-ze skignet dre ar bed, enn hevelep doare ma kleve peb unan enn ho genou, giz-prczek he vro.
LEVR AR C’HENELIEZ.
53
PENNAD X II. G A LV ED IG EZ ABRAHAM.
Pe er c’hiz a li, Abraham galvet gant Doue d a ve za la d d'he vobl muia karet. ( E u z ar bed 2 0 8 ?.— Araok J. K . 1 9 2 1 .)
1. Hogen Doue a lavaraz da Abram: keat-kuit euz da vro, lez da gerentiez ha ti da dad, ha deuz d’ar vro a ziskouezinn d’id. 2 . Me lakaï eur bobl braz dà zevel alfhanoud, me t’az vennigo, me vrudo da hano, ha benniget e vezi. 3. Me vennigo ar re l’az vennigo, me villigo ar re l’oz vibigo, hag enn-oud e vezo benniget holl voblou ann douar. 4 . Abram a ieaz eta kuit, evel m'en devoa Doue gourc’hemennet d’ezhan, ha L olha ieazgant-han. Pem zek vloaz ha tri-ugent en devoa Abram paguitaaz Haran. 5 Kemer a reaz Saraï he bried, ha Lolh map he vreur, ann.holl zanvez a biaouent, hag ann dud a bere e oa kresket ho ziegez e Haran, hag e liblasjont evit dont da vro Kanaan. Pa oent arruet enn-hi, 6 . Abram à ieaz, a dreuz d’ar vro, beteg eul leac’h hanvet Sichem, beteg ann draobien vrudet; hogen ar Gananeed a oa neuze o choum er vro-ze. 7 . Hogen Doue en em ziskouezaz da Abram, hag a lavaraz d’ezhan : Me roi ar vro-ma d’az lignez. Abram a zavaz eno eunn aoter da Zoue, pehini en devoa en em ziskouezet d’ezhan. 8 . H ago treraen ac’hano beteg eur menez a oa war ar
54
LEVR AR C’HENELIEZ.
zao-heol da Vethel, e tisplegaz eno he delt, o kaout Bethel war ar c’huz-heol d’ezhan, hag Haï war a zao-heol. Sevel a reaz eno c’hoaz eunn aoter d’ann Aotrou, hag ec’h azeulaz d’he hano. 9 . Abram a ieaz làrkoc’h , enn eur vont ato war ar c’hresteiz. 10. Hogen ar gernez o veza kouezet war ar vro-ze., Abram a zizkennaz enn Ejiptda dremen eno eur pennad amzer, rak garv a oa ar gernez dre ar vro. 11 Ha pa oa taost da vont tre enn Ejipt, e lavaraz da Sara)' he bried : Gouzout a rann ez oc’h eur vaouezvrao. 12 . Hag'ann Ejipsianed pa ho kwelint, a lavaro: He c’hreg eo ; hag e lazint ac’hanoun, evit ho terc’hel gant-ho. 13 . Livirit eta, me ho ped, ez oc’h va c’hoar ; evit ma vezinn deuet-mad abalamour d’e-hoc’h, ha ma savetainn va buez dre’n abek ac’hanoc’h. 14 . Pa oa eat eta Abram enn Ejipl, ann Ejipsianed a gavaz edo ar vaouez-ze koant meurbed. 15. Hag ar pennou kenta a gomzaz anezhi da Phara on, gant kalz a veuleudi, ha chetu ar c’hreg skrapet, ha kaset da balez Pharaon, 1 6 . Evit Abram, deuet-mad e oe ganl-ho abala mour d’ezhi; ne vankaz d’ezhan na denved, nag ezen; na mevelien na mitizien ; nag azenàezed na kanvaled. 1 7 . Mes Doue a skoaz Pharaon ha tud he di gant gouliou euzus meurbed, dre’n abek da Zaraï, pried Abram. 1 8 . Ha Pharaon a gemennaz Abram, hag a lavaraz d’ezhan: Na petra hoc’h eus-hu great d’in-m e; perak n'hoc’h eus-tu ket roet d’in da -ouzôut e oa houn-nez pried d’e-hoc’h?
LEVR AR C’HENELIEZ.
55
1 9 . Nag evit petra hoc’h eus-hu lavarele oa c’hoàr d’e-hoc’h, da lakaat ac’hanoun d’he c'hemerout da brièd ! Brema’ta chetu aze ho kreg, kemerit-hi, hag it kuit. 2 0 . Ha Pharaon o veza roet urz d’he dud divar-benn Abram,. ar re-ma hen ambrougaz er meaz euz ann E jip t, hen, he Bried, ha kement mad en devoa.
SKLERIDIGEZ. D oue , eme zant P a o l, a lezaz boblou ar bed da gerzout pep hini enn he hent, hag ar bed en em gollé gwaz eget biskoaz. Pep den a fellé d’ezhan kaout he Zoue, hag en ober di ouc’h he faltazi. Eunn hevelep frankiz a gargazbuan ar bed a zoueou faoz; hag ar frankiz a fell, hirio ann deiz, da bep unân da gaout da ober lie greden evel ma kar, a gargo ivez hor bro a relijionou faoz, pe evit lavarout gwell, a .vougo pep reljjion enn-hi. , E lignez Kam hag e lignez Japheth eo en em gollaz ar muia ann anaoudegez euz ar gwir Doue. Ann idolairiach a c’houneze dijà lignez Sem ; edo ar feiz hag a r gw ir relijion o vont da guitaat ann douar, pa zenaz Doue da c’hervel Abraham, ha d’he choaz evit beza tad da eur bobl nevez, tredeok euz ar gw ir feiz, hag abienner euz a zilvidigez ar bed ; da lavarout eo, eur bobl da behini e vije roet ar gwir feiz da virout, ken na vije deuet Salver ar bed. Doue evit amprou he zervicher, a c’hourc’liemen d’ezhan kuitaat he garter hag he lignez, evit mont d’ar vro a vije diskouezet d’ezhan ; hep na ouie nag e peleac’h na jiegeid ez ache. Abraham skouer a barfeted evid ar gristenien ho-unan, a zent ouz Doue ra k ta l, lezel a ra ar pez a gar ann den ar muia w ar ann douar, he v r o , he gerënt, ti he dad, ha ker buan Doue a. baë he fealded dre ar c’haëra gwestlou pe promesaou. E u r boblha na hetlo den niverif a likiin n , eme-z-han, da zevel ac’h a n o u d ; enn-oud e vezo benniget holl voblou ann douar. A r pez a zo da glevout evel-henn : Tad e vezi nann hep ken d’ar bobl a Israël, mes ivez d’ann holl gristenien
56
LEVR AR C’HENELIEZ.
gwirion ha stard enn ho feiz. Ac’hanoud e tiskenno ann hini a vezo santeledigez ann holl dud, ar Mesi, Dasprener ar bed. Erruet e douar Kanaan, oc’hpenn kant leo diouc’h he vro, pa zonch d’ezhan ehana, ha planta he delt, chetu ret d’ezhan tec’hout kuit a-darre raog ar gernez, ha mont enn eur vro hell, e-touez tud kriz ha lik, e peleac’h n’euz sureutez ebed nag evit-han nagevit enor he bried. Mes kement-zcholl, traou awalc’h ha re evit ober aoun ha pridirida eunn den evel ann dud ail, na cfiencho netra enn eur galoun ker frank ha ken nerzuzhag hini Abraham. Gouzout a ra enia Doue enn Ejipt kerkoulz hag e bro Kanaan, ha mar ema Doue enn tu gauthan, piou a hello noazout d’ezhan ? Mes gant kemend a fisianz e Doue-, perak eo deuet Abra ham da alia he bried da lavarout eur gaou, e-leac’h diskleria eeun-hag-eeun e oant ozac’h ha grek ; ha lezel gant Doue ar zoursi d’ho diouall a bep drouk ann eil hag egile ? Da genta, ne ket eur gaou a aliaz Abraham he c’hrek da lavarout; mes eunn dra hag a oa gwir. Enn amzer-ze ar gè rent en em c ’halve breudeur ha c’hoarezed ; ha Saraï a oa nizez da Abraham, c’hoar da Loth evel nia kreder. D'ann eil, e kreiz trevelliou ar bed-ma, ann den a renk en . em zikour dre gement tu leal a zo enn he c’halloud, mar fell d’ezhan beza sikouret gant Doue. Choum hep mont na dont, w ar zigarez lezel pep tra gant madelez Doue, a zo tenti Doue, ar pez a zo difennet : non. terttabis dominum Deu/n tuum. Abra« ha.m enn darvout diez-ze,enn devoa daou dra da virout, he vuez hag enor he c’hrek. Savetei a hell he vuez enn eur lava rout e oa Saraï he c’hoar, armiez a oa gwir hervez ar c’hiz da brezeg enn amzer-ze,; hen ober a dlie eta, haghe c’hreat eu deuz. Enor he bried a zo e riskl, n’oufe petra da ober ; mes he fisianz a zo e Doue, lçzel a ra gant Doue ar garg d’he di ouall. Saraï, lodek enn he feiz hag enn he fisianz, a zent ouc’h he fried, hag azellit beza roet*da skouer d’ar gragez kristen, hervez ma hel lavar d’e-omp ann abostol sant Per. i. Liz: 3. 6 .
LEVR AR C’HENELIEZ.
57
PENNAD XIII. Daël e-tre meserien Lothha re Abraham . Disparti être Loth hag Abraham. 1. Abram eta o lont euz ann Ejipt, hen, he bried ha kement mad en devoa, ha Loth gant-han, a bignaz war zu ar c’hresteiz da zouar Kanaan. 2 . Hogen Abram a oa pinvidik braz hag enn aour hag eun arc’hant. 3 . Distrei a eure dre ann hent maoa deuét, euz ar c’hresteiz da Vethel, beteg al leac’h ma-en devoa kenloc’h plantet he delt, etre Belhel hag Haï. - ' 4 . El leac’h ma edo ann aoter en devoa savet diagent, hag e reaz enn he beden da Zoue enn eur veuli he hano santel. 5 . Hogen Loth pehini a oa gant Abram, en devao ivez tropellou denved, chatal braz, lia teltou : 6 . Àr c’harter ne oa ket braz awalc’h evit ma chomjent énoann eil gand egile; e gwirionezbraz meurbed a oa ho madou, ha na hellent mui beva boutin, 7 . Ac’hano e savaz tabut e-tre meserien Abram ha re Loth. Eñn amzer ze arGananeed hag ar Pherezeed a oa o choum er vro-ze 8. Abram eta a lavaraz da Loth: Arabateo, m ehoped, e ve dael e-tre c’houi ha me, e-tre va meserien hag ho re, rak breudeur omp. 9 . Chetu ann douar holl dira-z-hoc’h, pellait diouzin, me ho ped ; mar d-it enn tu kleiz, me zalc’ho ann tu deou ; mar c’hoazit ann tu deou, me ielo d’ann tu kleiz. ' M
58
LEVR AR C’HENELIEZ.
10. Loth eta, o sevel he zaoulagad, a wellaz tro-wrirdro ar vro a zo hed ar Jourden, doureet ker br$o gand ar slert a-raok ma lislrujaz Doue Sodom ha Gomorrh, hag henvel ouz ar baradoz a blijadurez , hag ouz ann Ejipt pa zeu ann den euz a gostez Segor. 11. Ha Loth a ehoazaz evit-han ar blenen a zo hed ar Jourden, hag en em dennaz dioue’h ar zao-heol ; evel-se en -em zispartiaz ann daou gar ann eil diouc’h egile. 12. Abram a choumaz e douar Kanaan, ha. Loth a ieaz d’ar c’heariou a zo war bord ar Jourden, hagaçhou^ raaz e Sodom. 13. Hogen bourc’hisien Sodom a oa tud fall meur bed, ha pec’herien vraz dirak Doue. 14. Ha Doue a lavaraz da Abram, goude ma oa disparliet Loth diout-han : Sao.da zaoulagad, ha sell diouc’h al leac’h ma emoud brema, sell war zu ann hanler-noz, hag ar ç’kresteiz, war zu ar zao-heol, hag ar c’h uzheol. 15. Ar vro*ze holl pehini a welez, he rei a rinn d’id, hag d’az wenn, evit bikenn. 16. Me rai ma vezo da vugale ker stank ha poultren ann douar, mar gell eunn den bennag niveri poultren ann douar, ec’hhello ivez niveri da vugale enn da c’houde. 17. Sao, ha kerz dre ar vro-ma, a dreuz hag a hed, rag eunn devez e roinn anezhi d’id. 18. Abram eta a blegaz he delt, hag a zeuaz da choum e kichen traounien Mambre, e douar Hehron, hag a za vaz eno eunn aoter d’ann Aotrou-Doué :
LEVR AR C HENELIEZ.
59
SK LERID IG E Z. Abraham a guita evit Doue he vro, he gerentiez, he vadou, ha Doue a ro d’ezhan madou brasoc’h enn eur vro estren. Ne drec’hol bikenn ann Aotrou Doue e feat largenlez. Pinvidigezou Abraham ne oant na parkou, na liez k aer, na netra stagouz'ann douar; mes denved,cliatal,aour, arc’hant,.traou mont-donf, ha*dereatoc’h ouz eunn tremenour evelm a’zoa, hag evel m’az omp holl e-barz ar bed-ma. Bemdez e welomp ar pinvidigezou o lakaat droulanz e-tre tud ar bed; hadaël Loth hag Abraham a zesk d’e-omp ec’hhellont a-wechou bihanaat ann unvaniez e-touez serviche rien Doue, ma n’he zorront ket enn holl d’ann holl. Ann historeu zh o disparti a roio d’e-omp diou gcntel gaer. Douster ha lealded Abraham a zesk de-omp ar fesoun da ziarbenna pep strif, ha da bellaatar prosezou. Bez’ez oa eontr da Loth, he ward hag he vadoberour ; sevel a helle he vouez, hag ober d’he niz plega. N ann, drabat eo eme-z-han , e ve dael e-tre c’houi ha me; e-tre va meserien hag ho re , ra k breudenr om py Oh! gant komzou evel-se ne Vezo bikenn a brosezou. Mes komzou kaer n’int ket a-walc’h ato, alies eo ret c’hoaz beza distak diouc’h traou ar bed-ma, ha frank a galoun. Mad ! eme Abraham, chetu ann douar dirak ho taoulagad , m ar d it enn tu kleiz , me zalcho ann tu deou ; m ar choazit ann tu deou, me ielo d ’ann tu kleiz. Ma ve great ann holl rannou er c’hizze, pebez peoc’h ha pebez unvaniez na ve ket enn tiegesiou. Kundu Loth e kenver Abraham ne ket bet ken meulap. Ober a eure, eme zant Iann-Krizostom, evel ma ra eunn den iaouank skan-ben na dievez. Ne zalc’h kount ebed euz madelez nag euz sevenedigez he eontr; red eo d’ezhan dispartia diouc’h-tu, ober a ra he choaz dizormit a-walc’h , mes ivez hep kalz a skiant na kalz a c’hounid. Istimout a reaz douarou nez-kear gwelloc’h eged ann argoadou; c’hoant en deuz da veza bourc’hiz ; bourc’hiz evezo , mes evit he wall-eur. Den iaouank diskiant, eme ann tadou santel, kuitaat a ra eunn den fur, eur zant, eunn eal, euz a behini ar skouer hag ann alioumad ha elle ober he euruzted, hag enn eskemm en em gav e kompagnunez ar falla tud a oa neuze w ar ann douar. Ne
LEVR AR C’HENELIEZ.
60
gemer kuzul, enn he choaz, nemed digant he zaoulagad, ha digant ioul ar skianchou ail, enebourien d’ann ene, hag eleac’h eur baradoz a blijadurez, ne gavo nemed eur vro mil liget ; skeudçn ann ifern dre grimou ann dud a zo enn-hi, ha dre ar venjanz sponntuz a denno Doue diout-hi. Tud iaouank, re hastet da zispartia diouc’h eunn tad hag diouc’h eur vamm vertuzuz, evit beza mestr ha heulia hoc’h ioulou fall ha mad, ho pet sooj euz ar paeur-keaz Loth ! Evid.Abraham Doue eh em hastda baeahe ober-mad hag he largentez, enn eur nevezi ar gw esüoukaer en devoa dija great d’ezhan. ■
PENNAD XIV. L oth dilivret gant Abraham. Sakrifis Melkisedek. «
(E u z ar bed 2092. — Araok J. K . 4912. )
1. Enn amzer-ze Amraphel roue Sennaar^ Ariok roue ar Pont, Kodorlahomor roue ann Elamiled, ha Tadal roue ar boblou a ziaveaz. 2 . A zisklériaz brezel da Vara roue Sodom, da Ver sa roue Gomorrh, da Zennaab roue Adama, da Zeneber roue Seboina, ha da roue Bala pehini eô Segor. 3 . Ann holl rouaned-ma en em zaslumaz e traonien ar c’hoajou, el leac’h ema brema ar mor sali. 4 . Rak epaddaouzek vloaz e oant bet dindan Kodor lahomor, ha d’ann drizekved en em denjont kuit diganthan. 5 . D ’aT pevarzek vloaz eta^ Kadorlahomor a zeuaz, hag ar rouaned a oa gant-han ; hag e trec’hjont ar R aphaited e Astarothkarnairn^ hag arZuzisted gant-ho, hag ann Emited e Save Kariathaim.
LEVR AR C’HENELIEZ.
61
6 . Hag ar C’horeed e menesiou Seir, betek plenennou Pharan pehini a zo ebarz ar gouelec’h. 7 . Dislrei a rejont war ho c’hiz., hag e teujont da feunteuo Misphat, pehini eo Kades, hag e wall-skojont holl vro ann Amalesited hag ann Amorrheed pere a choume e Asasonthamar. 8. Neuze roue Sodom, ha roue Gomorrh, ha roue Adama, ha roue Seboina, hag ivez roue Bala pehini eo Segor, a zeuaz da ober brezel d’ezho, hag a renkaz ho zoudarded e\id ann emgann, e traonien ar c’hoajou. 9 . Me lavar : da ober brezel da'Godorlahortior roue ann Elamiled, da Dadal roue ar boblou a ziaveaz, da Amraphel roue Sennaar, ha da Ariok roue ar Pont : pevar roue enep pemp. 1 0 . Hogen e traonien ar c’hoajou e oa kals a bunsou bituma. Evel-se roue Sodom hag hini Goqaorrh a droaz kein hag ho zu d a gollaz ho buez eno ; ar re a hellaz achapkuit, a dec’haz war eur menez. 1 1 . A r pevar roue gounedeien a gasaz gant-ho holl binvidigeziou Sodom ha Gomorrh, hag ann holl draou gant pere evevent, hag en em dennaz kuit. 12. Kas a rejont ga.nt-ho Loth he-unan, mab da vreur Abraham, gand he holl vadoo, rako choum edo e Sodom. 13. Eunn den achapet dioue'h ar reuz a zigasaz k e Iou a gement-ze da Abram hebread, pehini a choume e traonien Mambre Amorrhead, breur da Eskol ha da A n er, rak ho zri ho devoa great kevrèdigez gant Abram. 14. Abram, o veza klevet edo he vreur Loth prizoïrnier, a zilennaz tri c’hant-triouec’h euz he wella servncherien, holl ganet enn he di,%ag ha boulzaz war lerc’h ar peyar roue bete Dan.
62
LEVR AR C’HENELIEZ.
15. O veza great diou vanden-euz he vrezelidi, e saillaz war ann enebourien e-pad ann noz, hag ho zrec’hi hag ho foursu a reaz beteg Hoba, pehini a zoenn dornkleiz da Zamaz. 16. Digaza reaz enn dro gant-hantann holl draou ho devoa preizel, he vreur Lôth gant he holl vadou, ar mer c’hed hag ar bobl. 17. O lislrei d’ar gear, goude beza peur-c’hreat gant Kodorlahomor, hag gant ar rouaned ali a oa gant-han e traounien Save, galvet ivez traounien ar roue, e kavaz roue Sodom deuet war he arbenn ; 18. Ha Melkisedek roue Salem, (Jérusalem) pehini o kenniga e sakrifis bara ha gwin, rakbelekeoa da Zoue holl c’halloudek : 19. A vennigaz Abram enn eur lavarout : benniget ra vezo Abram gant ann Doue holl c’halloudek, pehini en deuz krouet ann env hag ann douar. 2 0 . Ha benniget ra vezo ann Doue holl c^halloudek, gant skoazel pehini eo kouezet hoc’h enebourien etre ho taouarn. Hag Abram a roaz d’ezhan ann deok euz ar prcïzou. 2 1 . Hogen roue Sodom a lavaraz da Abram : Ro d’in ann dud, ann traou all, kas-ho gan-ez. 2 2 . Abram a responlaz d’ezhan : Sevel a rann va dourn dirak ann Aolrou-Doue holl c’halloudek, perc’hen ann env hag ann douar, 25. Penaoz adalek ann distera neuden beteg eunn ere-boutou, ne gemerinn netra a gement a zo d’id, evit na liviri ket : pinvidikeat am euz Abram. 24. Ne gountann ket ar pez ho deuz debret va faotred, nag ar pez a zo dleet d’ann dud a zo deuet gan-en, Aner, Eskol ha Mambré : ar re-ze a hell kemerout ho lod.
LEVR AR C’HENELIEZ.
63
SKLER1DIGEZ. Netra na hell mouga ar gw ir garantez e kaloun ann den .mad. Mar d-eo bet Abraham glazet eunn tammik enn he ga loun a zen, dre fesoimiou diûrbit he niz, ann traou-ze holl a zo ankouna.cheat pell-zo. K er ken t ha ma klev eokouezet Loth i-tre daouarn ar rouaned, he c’hoad a verv. Arma he dud, tizout he enebourien hag ho flada, a zo het e-giz netra d’he vaillantis. Lealded, ha skoazel Doue enn eur brezel a dall niver a zoudarded. f Melkisedek, gant bara ha gw in, a zo sklear hag hanad, skeuden hor Zalver Jezuz-Krist gant ar zakrifis en deuz instituet ha kenniget d’he dad, noz kent he varo. À.nn hano a Velkisedek a zinifi roue a juslis ; Salem a ziniG peoc /t ; hogen Jezuz-Krist a zo galvet, e meur a leac’h dre ar skritur, hor ju stis-n i , roue ar peoc h ; ju stu s noster, princeps pacis. A r skritur ne ro da Velkisedek na tad na mamm, na lignez; ha Jezuz-Krist, peieac’h ema he dad, peleac’h ema hé lignez ? A r W erc’hez sakr a zo mamm d’ezhan, netra gwiroc’h, hogen nann e fesoun ar mammou-all; piou a oufe'daneveila he éngehentadurez ? Da c’houzout eo, piou a hellfe lavarout d’e-omp pe-naoz eo bet en em gavet e kof Mari, ma n’en divije ket ar Spered Santel diskleriet kement-se d’e-omp. A r skritur na verk na ginivelez na maro Melkisedek; rak belegiach Jezuz-Krist evel Map Doue, a zo a holl viskoaz hag a bado da vikenn. Ar veleien a dremen divar ann douar ann eil goude egile; m esar helekbraz, ar belek ha n’euz nemethan, a had ato; ar veleien ne d-int nemet ministred d ’ar velegiach divin-ze. ' Leun euz ar wirionez-ze, ha sklereet gant ar Speret-Santel, ar roue David enn he zalmou a gane : Juravit Dominus , etc. Touet en deveuz c’hoaz Doue D ’he Vap, hep ne chencho he le : C’houi eo da vikenn va belek, • Euz ann urz a Velkisedek. Melkisedek, eme ann tadou santel, a gennigaz da Zoue da genta, evel sakrifis, ar bara hag ar gwin, hag ho rannaz goude e-tre brezelidi Abraham. Jezuz-Krist d’ar iaou-amblid, a reaz
64
LEVR AR C’HENELIEZ.
d’he Dad ar zakrifis euz he gorf hag euz he c’hoad, dindan ami diavesiou a vara hag a win, hag hen rannaz goude e-tre he ebestel, galvet da vrezelekaat, ha dac’hounit ar hed. Hi~ rio c’hoaz ar bara selestiel-ze ne vez roet nemet da vrezelidiAbraham ; me lavar, d’ar'gristenien stard ha kalounek, gwir zoudarded d’ar feiz ; ha c’hoaz na hellont he gaout nemet goude kalz a boan hag a labour; gôude beza brezelekeat ouc’h Satan, ouc’h ar bed, ouc’h ar c’hik, ha trec’het-mad ho enebourien dre c’hras Jezuz-Krist. Huelded a galoun ne ket ourgouil. Eur galoun nobl en em zav, nann enep Doue evel ann ourgouil, mes e-trezek Doue. Servich Doue hag he c’hloar hep ken a douch eunn hevelep kaloun. Ann traou a zo enep da enor Doue, ho disprizout a ra. Chetu aze menosiou Abraham, pa responte da roue Sodom gant komzou fir hervez ann doare, mes e gwirionez leun a feiz hag a vuelded. Eunn den enoreteuz a vignonnach eur roue braz, ha karget a vadelezou gant-han, a gafe d’ezhan mankout d’ar roue-ze* o kemerout eunn dra bennak digant eunn den ail, pehini ne d-eo netra e kichenn he vestr. Ho gen Abraham a oa, a dra zur, mignoun Doue, hag e vignoun a galoun ; anaout a rea en devoa bet pep tra digant-han, gant ar c’haera gwestlou (promesaou) a oa great biskoaz da vapden; Na petra oa roue Sodom e-kichenn perc’hen ann env hag ann douar? He réuz a oa d’ezhau da ober eta, evit na hellche den nemet Doue lavarout: Pinvidikeat am euz Abra h a m .. E penn hon holl oberiou lekeomp ato gloar Doue ha mad hon nesa, hag e vezjmp gwir vugale da Abraham.
PENNAD XV. Ann traou a wellaz Abraham. 1. Goude-ze ann Àotrou-Douça gomzazouz Ahram enn eur weledigez, hag a lavaraz 'd’ezhan : N ’az pez ket aoun, Abram, me eo da zifennour, ha da c’hobr braz meurbed. .
LEVR AR C’HENELIEZ.
65
2 . Abram a responlaz : Aotrou-Doue, petra rool-hu d'in-me ? Mont a rinn d’ar bez hep bugale ; hag annDamaskik ze a zo mab Eliézer gouarnour va ziegez. 3 . Evidoun-m e, eme-z-han c’hoaz, n’hoc’h euz ket roet a vugale d’in, evel-se, mab va zervicber a vezo va heritour. 4 . Ha Doue raktal da lavarout : Nann, ne ket hennez a vezo da heritour, hogen ann hini a zeuï euz da ziougroazel, hen-nez az pezo da heritour. 5 . Hag o veza he zigaset er meaz, e lavaraz d’ez— han : Sell oûc’h ann en v, ha kount ar stered, m ar gel iez ; evel-se eme-z-han, e vezo da wenn. 6 . Abram a gredaz da.Zoue, hag he feiz a oe lekeat da dallout d’ezhan, evel eur mad great. 7 . Doue a lavaraz d’ezhan c’hoaz : Me eo ann Aotrou en deuz la dennet euz Ur-Kaldea, evit rei d’id ar vro-ma e perc’henniez. 8 . Hag Abram a responlaz : Aotrou-Doue, diouc’h petra e ouezinn-me e vezinn eunn devez perc’hen ar vroma. 9 . Ha Doue a responlaz: Kemer d’in, eme-z-han, eur vioc’h tri bloaz, eur c’havr tri bloaz hag eur maout tri bloaz, gand eunn durzuncl hag eur goulm. 1 0 . Abram a.gemeraz al loened, ho zrouc’haz e da ou hanter, enn eur lakaat ann tammou kevr ha kevr a bep lu ; hogen ne zaouhanleraz ket al laboused. 11. Laboused gouez en em daole war ar c’horvou maro-ze, hag Abram ho dachoue kuit. 1 2 . Ha pa guze ann heol, eu rc’housked kalet a grogaz e Abram, hag oc’h en em gavout e kreiz ann deqvalijen-, eur gridien vraz a zeuaz d’ezhan. 1 3 . Hag e oe lavaret d’ezhan : Gwez euz a vrema 5
66
LEVR AR C’HENELIEZ.
penaoz da wenn a vezo ermeziad enn eur vro ha ne d-eo ket d’ezhi, lekeat e vezo dindan ieo, ha trubuillet e vezo epad pevar c’hant vloaz. 14. Koulskoude me a varno ar bobl dindan pehini e tle da wenn servicha ; ha goude-ze, /la wenn a guitai ar vro-ze karget a binvidigezou. 15. Evid-ond-te, mont a ri da gavout da dud koz e peoc’h , o vervèl enn eur gozni euruz. 16. Hogen d-’ar bevare rumm-dud, da wenn a ziztroio d’ar vro-ma ; rak evit c’hoaz ne ket bar ar muzul euz a zizurzou ann Amoreed. 1 7 . Pa oe eta kuzet ann heol, e savaz eunn denvali jen deô, hag e oe gweleteur forn vogeduz, hag eur c'hleuzeur tan o vont hag o tont e-kreiz «-tre al loened daoulianteret. 18. Enh devez-ze Doue a reaz kevredigez gant A brarn, o lavarout d’ezhan ; rei a rinn ar vro-ma d’az wenn, a-dalek ster ann Ejipt beteg ar ster-vraz Euphrata. 19. D a lavarout eo, ann douar a zo brema gant ar Cineed, ar Cenezeed, ar Cedmoneed. 2 0 . Ann Heteed, ar Pherezeed, ar Raphaited. 2 1 . Ann Amorrheed, ar Gananeed, ar Jerjezeed ; hag ar Jebuzeed.
SK LERID IG E Z. Doue na lezazbiskoaz eur mad-ober hep he c’hobr. Abra ham en devoa diframmet he niz hag eur bobl-tud enn he bez a dre daouarn mistri garo; ha kement-se enn he riskl heunan. Glorifiet en devoa ar gw ir Doue dirak roue Sodom, o réuz he vadou hag he brofou, dre’n abek ma roe d’ezhan
LEVR AR CRENELIEZ.
67
perc’hen ann env hag ann douar kalz muioc’h eget-ze ; ha Doue a gemer plijadur o rei da Abraham testeniou nevez a istim hag a largentez. N 'a z p e z ket a aounn, em e-z-h a n , m e vezo da zifennour ha da c'hobr braz meurbed. Neuze Abraham a lavaraz da Zoue eunn dra hag a zo .da veza eveseet. Aotrou, eme-z-han, da betra e servicho gwestlou ker kaer ? Chetu me o vontkuit, ha n’em euz heritour ebed ; rak ar paotrik-rze a zoem zi, a zo map da Eliezer va zervicher. Mad ! pa u’hoc’h e u z ket roet d’in a vugale, hen-nez a vezo va heritour. * Netra tristœ ’h d’ar galoun eget eunn tiegez pinvidik hep heritour ebed. Doue a amprouaz e-pad pell amzer he zervicher Abraham dre ar velkoni-ze; hag Abraham a blege gant sioulded da volontez ann Aotrou-Doue. O welout koulzkoude e teue w ar ann oad, e sonjaz piou a vije he heritour, hag e ehoazaz etre Doue hag-hen, map he zervicher, o lezel a gos tez he niz Loth, hag he gerent ail pere a oa paianed. Eunn hevelep menoz euz a berz eunn den ker santel, ha kenniget d’e-omp gant ann Tâdou evel eur skouer da henlià e pep darvoud, a zesk d’ann dud disher ha vertuzuz petra da ober, mar fell d’ezho testamanti ho danvez abarz merveL Neket mad lakaat a gostez ann heritourien natur, hep abek ebedj mes ivez ne ket difennet ho disherita mar d-int tud difeiz, tud feneant, ha debrerien traou. Al lezen eternel, pehini eo bolontez Doue, a lavar eo gwelloc’h neuze lakaat ann dan vez w ar hano bugale ann heritourien, ha memes war hano eunn den ha ne ma ket euzar gerentiez,mes pehini a zoeunu den fur hag honest, ha zur, hervez pep doare, d’ober uzach mad anezho. Er fin Doue a gonfortaz he zervicher, enn eur ziskleria d’ezlïan en divije eur map euz he e’hoad he-unan. Hag evel evit sielta he wesll, Doue a c’hourc’hemennaz d’ezhan ober eur zakrifis, e-pad pehini e tiskouezaz d’ezhan, dre eur c ’housk misteriuz, kement tra a dlie c’hoarvezout gant he wenn e pad pevar c’hant vloaz. Abraham a zachoue kuit al laboused gouèz a ziskenne da glask dibri loened he zakrifis. Dibarfeted hor spered, h agar zonjou tregasuz a zav enn hor penn pa vemp o pedi Doue, a zo evel laboused gouez, o k la sk skrapa digan-e-omp ar frouez
68
LEVR AR c ’h ENELIEZ.
euz hor pedennou. Ho fellaat a dleomp gant aked evel ma reaz Abraham, evit ma vezo hor zakrifis klok hag hetuz di rak Doue. Hogen ann denvalijen heuzuz e pihiui en em gavaz neuze Akrâham a zesk d’e-omp penaoz Doue evit amproui è wella mignouned, ho lez àwechou, enn ho fedennou memez, hep sklerijen na konfort ebed; mes derc’hel mad a dleont ato, Jiag hep. dale, e kavintadarre frealzidigez ha skierijen.
PENNAD XVI. Agar mamm da Ismaël. 1. Saraï grek Abram n’e devoa ket eta a vugale; mes o veza ma e devoa eur valez Ejipsianez, 2 . Hi a lavaraz d h e fried : He welout a rann, Doue na fell ket d’ezhan em be bugale, kemeril va matez, marteze da vihana em bezo bugale anezhi. Abram o ve za asantet da beden he c’hrek, 3 . Saraï a gemeraz he matez Agar ann Ejipsianez, dek vloaz goude ma oant deuet da choum e douar Ka naan ; hag he roaz d’he goaz da eil c’hrek. 4 . Beva a rejont e briedelez.'Hogen Agar oc’h en em welout dougerez, a zisprizaz he meslrez» 5 . Ha Saraï a lavaraz da Abram: N 'o c'h k et lea l em c’henver, lekeat am euz va matez etre ho tivreac’h, ha brema pa wel eo deuet da veza dougerez, e tispriz ac’hanoun ; ra varno Doue e-tre c’hôui ha me. 6 . Abram a responlaz d’ezhi: ho matez a zo d’e hoc’h, grit d’ezhi ar. pez a gerrot. Saraï eta o tont d’he gwana, Agar a dec’haz kuit. 7 . Hag Eal ann Aotrou-Doue o veza he c’havet e
LEVR AR C’HENELIEZ.
69
barz ar gouelec’h, e kichen eur feunteun, war hent Sur, enn eul leac'h distro : 8 . A lavaraz d’ezhi : Agar, matez Saraï, a beleach e' leuit-hu ? ha da beleac’h ez it ? Tec’hi a rann kuit, emez-h i, a-raok Saraï va mestrez. 9 . Hag Eal ann Aotrou-Doue a lavaraz d’ezhi : DisIroit da gavout ho mestrez, ha plegifc vuel d’ezhi. 1 0 . Ha c’hoaz Kreski ha kreski a rinn ar wenn ac’hanoe’h, hag ann dud a zeui ac’hanoc'h n’hellint ket beza niverel, kement a vezo anezho. 11. Ha goude : C hetu, em e-z-h an , deuet oc’h da veza dougerez, ha genel a reot eur map, ha rei a reot d’ezhan ann hano a Ismael, abalamour ma en deuz Doue klevet ouz ho tristidigez. 1 2 . Bez’e vezo eunn den fero, he zourn savet enep ann holl / ha daouarn ann holl savet enn he enep ; plan ta a rei he deltou rak-enep da deltou he holl vreudeur. 1 3 . Neuze Agar a vennigaz hano ann Aotrou-Doue pehini a gomze out-hi ; C’houi eo ann Doue hoc’heuz ma gwelet, rak, em e-z-hi, gwir mad eo em euz gwelet aziadre ann hini a wel ac’hanoun. 14. Rak-ze e hanvaz ar punz-ze punz ann hini a vev hag am gwel. Ar punz-ze a zo e-tre Radez ha Barad. 15.- Agar eta a c’hanaz eur map da Abram, hag hema hen hanvaz Ismaël. 16. C’houec’h vloaz ha pevar-ugent en devoa Abram pa c’hanaz Agar Ismaël d’ezhan.
SKLERID IGEZ. Lamek, hervez ma hon euz gwelet, a gemeraz diou c’hrek war eunn dro, hag a zo bet tamalct war gement-ze gant ann
70
LEVR AR C’HENELIEZ.
holl, abalamour n’her greaz nemet dre ligentez. Abraham er c’hontrol ne gemeraz Agar da eil bried nemed war beden Saraï, ha douget dre spered Doue pehini a felle d’ezhan arouezi misteriou braz dre vugale ann diou e’hrek-ze. A rahat eo eta kondaouni Abraham, Jakob hag Huel-Dadou ail dre’n abek m’ho deuz bet kemeret w ar eunn dro oc’hpenn eget eur c’hrek, pa n’her gréant nemet gant aotreadur Doue j rak Doue a hell, pa gar, divec’hia euz he lezen. Mes ho skouer e kement-ze na zigaso ket da w ir ar e’hiz ho devoa ar baia ned, hag ho deuz e’hoazhirio ann Turked da gaout meur a c’hrek w ar eunn dro. Doue na roaz nemed eur c’hrek da Adam, ha lavaret en deuz penaoz ann den a zilesje he dad h a g he vamm evit derckel m ad d ’he bried, ha nann d’he briejoir. . Matez deuet re-vad gant ar mestr a rai gwall vuez d’ar vestrez. Kement-ze a c’hoarvezaz gant A gar. Ha pa fell da Sa raï ober d’ezhi plega, e tee’h kuit gant eur pennad. Me» Doue evit diskouez gwir ar vestrez, hag ingrateri ar vatez, a gasaz eunn eal d’he difazia. Distroit, eme-z-han da gavout ho mestrez ha plegit vuel d’ezhi, ha Doue ho pennigo, beteg rei d’e-hoc’h eul lignez ha na hello den he c’hounta. Ann Arabed hag ar Zarazined â ziskenn dioue'h Ism ael, war ma kreder.
PENNAD XVII. Gourc’hemen ann Enwad pe ar C ir c o n s iz io n . E ur map diouganed da Abraham. i f Pa oe krog Abram enn he naonlek vloaz ha pe var-ugent, ann Aotrou Doue en em ziskouezaz d’ezhan, hag a lavaraz d’ezhan : Me eo ann Doue holl-c’halloudek, kerz dira-z-oun, ha bez parfet. 2. Ober a rinn va c’hevredigez etre me ha le, kreski a rinn da wenn enn eur fesoun dreist vuzuh
LEVR AR C’HENELIEZ.
71
3 . Abram en em daolaz, he c’henou d’ann douar. 4-. Ha Doue a lavaraz d’ezhan: Me eo ann hini a zo, ha va c’hevredigez a vezo gan-ez, ha bez’ e vezi tad da eunn niver braz a voblou 5 . N ’e vezi mui galvet Abram ( tad huel) ; mes gal vet e vezi Abraham ( tad eur bed a dud) ; dre ma em euz ta lekeat evit beza lad da eunn niver braz a voblou. 6 . Kreski a rinn da wenn dreist vuzul, ober a rinn ae’hanoud penn-kef ar boblou, ha rouaned a ziskenno ac’hanoud. 7 . Slartaat a rinn va c’hevredigez etre me ha te, hag enn da c’houde gant ar wenn ac’hanoud a rumm da rumm, dre eunn c’hountrad peur-badûz, evit ma vezinn da Zoue, ha Doue da wenn enn da c’houde. 8 . Rei a rinn d’id ha d’az vugale enn da c’houde, ar vro e pehini emoud brema tremeniad, holl zouar Kanaan e perc’henniez da vikenn, ha bez’e vezinn, ho Doue. 9. Doue a lavaraz c’hoaz da Abraham: mirout a ri éla va c’hevredigez, ha da wenn enn da c’houde a rumm da rumm. 1 0 . Chetu ama ar gevredigez ho pezo da virout etre c’houi ha me, lia da lignez enn da c’houde : Ann holl baolred enn ho louez a vezo enwadet. 1 1 . Enwada a reot ho kik evit ma vezo kement-se arouez ar gevredigez a vezo etre c’houi ha me. 1 2 . Ar bugel a eiz teiz a vezo enwadet enn ho louez, ann holl baotred a rumm da rumm dre mateuint; ar zer vicher ganet enn ho ti, pe brenet gan-e-hoc’h , a vezo ivez enwadet, ha kement goaz a vezo enn ho tiegez, hapa na ve ket euz ho kôad. 1 3 . Hag ar c’hleizen-ze enn ho kik a vezo ann arouez euz va c’hevredigez peur-buduz,
72
LEVR AR CRENELIEZ.
14. Kement paotr, a behini ar c’hik na vezo ket bet enwadet, a vezo dismantret euz a douez he vobl, dre’n abek ma en devezo torret va c’hevredigez. 15. Doue a lavaraz ivez da Abraham : Ne c’halvi roui da bried Saraï (va frinsez), mes Sara (ar brinsez. ) 1 6 . M ehe bennigo, hag a rei d’id eur map anezhi, pehini a venniginn ivez ; bez’e vezo ar c hef euz a galz a voblou, hdg anezhan e savo rouaned d’ar broadou. 17. Abraham en em strmkaz, he e’henou d’ann dou ar, hag a vousc’hoarzaz enn eur lavarout: Ha kredi a rafac’h e c’hanfe eur map da eunn den a gant vloaz, hag e c’hwilioudfe Sara da zek vloaz ha pevar-ugent ! 18. Hag e lavaraz da Zoue: Plijet gan-e-hoc’h hep ken mirout d’in va Ismaël. 19. Ha Doue a lavaraz da Abraham: Sara da bried a c’hano d’id eur map da behini e roi ann hano a Izaak ; ober a rinn gant-han eur gevredigez, mes eur gevredigez eternel, ha gant he lignez enn he c’houde. 2 0 . Divar benn Ismaël, klevet am euz ivez ouc’h da beden ; he vennizien a rinn, ha lakaat a rinn ar wenn anezhan da greski ha da veza braz meurbed ; daouzek kef-lignez a ziskenno anezhan, hag he lakaat a rinn da ve za tad da eur bobl braz 2 t . Hogen va c’hevredigez a vezo gant Izaak, ann hini a c’hano d’id Sara, er bloa a zeu d’ar mare-ma. 2 2 . Pa oa ehanetkaoz ann hini a gomze gant-han, Doue a bignaz enn env hag a lezaz Abraham. 2 3 . Hogen Abraham a gemeraz he vap Ismaël, ann holl zervicherien ganet enn he di, hagar re en devoa pre n d , holl wazed he di, hag a reaz ann enwad war ho c’hik dioc’h-tu, enn deiz-ze memes, hervez ma en devoa Doue gourc’hemennet d’ezhan.
LEVR AR C’HENELIEZ.
75
2 4 . Abraham en devoa naontek vloaz ha pevar-ugent pa ert em enwadaz he-unan. 2 5 . Hag Ismaël en devoa trizek vloaz fournis d’ar mare ma oe enwadet. 2 6 . Abraham hag he vap Ismaël a oe enwadet er memes devez. 2 7 . Hag holl wazed he di, ken ar re a oa ganet war he dra, ken ar re en devoa prenet, hag ann diavezidi, a oe enwadet ivez neuze.
SK LER ID IG E Z. Ann Tadou santel ho deuz ardâmezet teir c’homz talvoudek-braz, lavaret gand Doue da Abraham, hag a zo evel ann teir fazen dre bere eo pignet ar patriarc’h-ze d’ann huela parfedigez. ’ Pep kristen hag a venn erruont er memes stad, a^renk tremen dre ar memes hent. Kenta Komz : Deuz ku it euz da vro , lez da ger entiez , ha ti da dad , ha deuz d ’ar vro a zizkouezinn d’id. Ar c’henta paz da ober e hent ar barfeted, eo silaou ar vouez a Zoue, pe hini hor gaiv da bep mare e gweled ar galoun, o lavarout d’e-omp ivez kuitaat ar bed hag he avelaehou ; distag hor c’haloun diouc’h pep karantez ha ne d-eo ket hervez Doue ; ha kerzout neuze gant joa etrezek eur vro dianaf c’hoaz evid-omp, me lavar bro ar zantelez. Eil gomz : Abram n az pez ket aoun , me eo da zifennour , me vezo ta c’hobr braz meurbed . Eur gwir gristen hag en deuz kuileat ar bed evit heulia ann touch euz a r c ’hras, a gav peurvuia kalz konfort ha kalz plijadur e penn he zevnsion nevez. Doue a ro d’ezhan evel eunn tanv euz a zudiou ann env, evit ober d’ezhan ankounac’haat plijadurezou ann douar, hag he voaza da .zougenn ar ieo eveuz he zervich. Hogen ann amzer vad-ze ne bad ket ato. Doue a lamo digant-han al Ieaz hag ar mel, evit ober d’ezhan kemerout eur boed krevoe’h , hag evit amprou he fi-
74
LEVR AR C’HENELIEZ.
delded dre eur sec’hor inouuz, ha dre ann tentasionou- Petra da ober neuze ? Kuitaat hent ar vertusiou, ha distrei d’ar bed ? Ne alia, mes mont a-raok, baie ato, ha selaou ar votiez a Zoue, pehini a lavar d’e-omp evel da Abra ham : n’ho pezit ket aoun, me vezo ho tifennour, hag ar priz talvoudek euz ho kombajou. Teirved komz : Kerz dira-z-ount ha bez parfet. Chetu aze ar barfeded gristen enn he huella pazen : kaout Doue bepred dirak ann daoulagad , kerzout ato enn he brezanz, ober pep tra er gwël anezhan. W ar ar bazen genta e servicher Doue abalamour d’ar blijadur a gaver enn he zervich. W ar ann eil pazen e ser vicher hag e karer Doue^ mes nann c’hoaz abalamour d’ez han hep ken ; he garout a rear abalamour ma hor c’har, abalamour ma hon difenn, abalamour ma kennig d’e-omp eur baeamant-vraafc. Hogen w ar ann deirved pazen e karer Doue abalamour d’ezhan hep ken, e servicher Doue abala mour da Zoue hep ken. Er stad-ze, ann ene deol a zo be pred e prezanz Doue, karout a ra he vadelez ; en em estlammi a ra w ar he furnez, adori a ra he barfedigeziou hep fin ; gant-han hep ken en em gaf enn he blijadur, né glask pli— jont da zen nemet d’ezhan ; enn-han ema he holl ësperanz ; n’en deuz netra da c’hortoz nemet digant-han. Ann Aotrou-Doue,’ o kemerout da ziel euz he Gevredigez gant Abraham ha gantr he lignez, eunn dra ker mezuz ha ma'z eo ann enwad, a felle d’ezhan rei d’ezho ha d’ann holl dud eur gentel gwestl da ober d ’ezho ploga ho fenn, ha da barea enn-ho, daou c’houli danjeruz meurbed, ann ourgouil hag al ligenfez. Ann ourgouil, ô tisgas sonch d’e-omp penaoz omp pell-zo gwastet enn hon tad hag enn hor mamm genta, hag omp bemdez engehentet er pec’hed. Al ligentez, o rei d’e-omp da glevet penaoz ma na drouo’homp- berr d’hor gwall natur, ispisial da zroug-ioul ar c’hik, n’e Vezimp bikenn bugale da Zoue , na kountet e niver he vobl choazetî kem ent hini na vezo ket enwadet he g ik , a vezo lazet ha lam et euz a douez ar bobl. Adalek Abraham bete Jezuz-Krist ann enwad a oe ann arouez a rea da anaout bugale Doue diouc’h ar baianed, Je-
LEVR AR C’HÉNELIEZ.
75
zuz-Krist en deuz lekeat ar vadisiant enn he leac’h. Hervez Sant Aogustin ann enwad evid ar baotred a oa evel eur Zakramant pehini a lame ar pec’hed orijinal. A r merc’hed ho devoa eul lid-sakr bennag ail pehini ne ket merket er skritur. Rak kredi a reer penaoz 'Doue a-dalek derou ar bed, a c’houre’hemennaz ober eul lid sakr beunak w ar ar vugale nevez-ganet, evit ho lemel a bec’hed.
PENNAD XVIII. A m tri E a l e ti Abraham. 1. Hogen ann Aotrou Doue en em ziskouezaz da Abraham, e traounien Mambre, endra ma edo azezet war dreuzou be delt, ar c’hroez o veza enn he holl nerz. 2 . O sevel he zaoulagad, Abraham a welaz dira-z— han hag enn he gichen, tri den. Rentre ma ho gwelaz, e redaz wàrho arbenn divar dreuzou he delt, ha stouet beteg ann douar, ecTi adoraz. 5 . Hag e lavaraz : Aotrou, ma em euz kavet gras dirak ho taoulagad, na dremenit ket a-biou d’hoservieher. 4 . Digas a rinn eur banne dour da welc’hi ho treid, hag eunn ehanik a reot dindan ar wezen-ma. 5 . Eunn tamm boed a genniginn d’e-hoc’h , da rei nerz d’ho kajoun, ha goude ez eot gant ho hent ; rak evit ke ment-ze, hep mar, h o ch troet da di ho servicher. Hag e leverjont: grit ec’hiz ma livirit. 6 . Hag Abraham diouc’h -tu da vont enn he delt da gavout Sara, ha da lavarout d’ezhi : Hast buhan, Iaka e gô tri muzul bleud fin, ha poaz d’e-omp bara didau ludu.
76
LEVR AR C’HENELIEZ.
7 . Evit henlie-unan, redek a reaz d’he dropel, keme rout a reaz eul leué tener ha kaer meurbed , hag he rei a reaz d’he vevel, pehini en em haslaz d’hel lakaat da boaza. 8 . Neuze Abraham a gemeraz aman ha Ieaz, gant al leue en devoa lekeat da hoaza, ho zervichaz dira-z-ho, hag hen he-unan a choume enn he zao enn ho c’hichen, dindan ar wezen. 9. Pa ho devoa debret, e leverchont da Abraham : Peleac’h ema Sara ho krek? Hag e responlaz: Chetu hi aze ebarz ann lelt. 10. Hag unann anezho a lavaraz d’ezhan : Distrei a rinn d’ho kwelout a-benn ar bloaz d’ar mare-ma, ho kavout a rinn beo ho taou, ha Sara ho krek, e devezo eur map. Sara o veza klevet kement-se, en em lekeaz da .c ’hoarzin adre ann nor. 11. Rak koz e oant ho daou,hag deuet mad war ann oad ... 12. C’hoarzin a reaz eta e kuz, enn eur lavarout: Brema pa’z ounn deuet koz, ha va mestr kosoc’h c’hoaz, hag en em rei a rinn-me d’ar blijadur. 13. Hogen ann Aolrou-Doue a lavaraz da Abraham : Sara, perak e deus-hi c’hoarzet, enn eur lavarout: ha gwilioudi a rafe eur c’hrac’h evel ma’z ounn-me? 14. Ha beza ez euz eunn dra bennak diez da Zoue? Hervez am euz hel lavaret, distrei a rinn d’ho kwelout a-benn bloaz d’ar mare-ma, ho kavout a rinn leun a vuez, •ha Sara e devezo eur map, 15. N ’am euz ket c’hoarzet, eme Zara : he nac’h a reaz, stravillet evel ma oe. N ann, eme Doue, ne ket ann dra-ze eo, c’hoarzet hoc’h ouz. 16. Pa oa savet eta ann tri den euz al leac’h ma oant,
LEVR AR C RENELIEZ.
77
e trojont ho zellou e-trezek Sodom, hag Abraham a gerze kevret gant-ho, enn eur ho ambrouga.» 17. Neuze ann Aolrou Doue a lavaraz : Ha gallout a rinn-me kuza ouz Abraham ar pez az ann da ober? 18. Hen pehini a die beza penn-kef eur bobl braz ha galloudek meurbed ; ha pa’z eo gwir e vezo benniget enn-han holl vroadou ann douar. 19. Rak me oar mad e chourc’hemenno d’he vuga le ha d’he lignez enn he c’houde, mirout lezen Doue, hag ober pep tra gant furnez ha lealded, evit ma lakaï Doue da erruont, dre’n abek da Abraham, kement mad en deuz diouganet d’ezhan. 2 0 . Doue a lavaraz eta : Kri Sodom ha Gomorrh a iea bepred war gresk, hag ho fec’hed a zo deuet da veza bete re vraz. 2 1 . Diskenn a rinn, ha gwelout a riñn hag hi ho deuz great, e gwirionez, hervez ar c’hri a zo savet beteg ennoun, pe n’ho deuz ket ; her gouzout a renkanñ. 2 2 . Daou euz ann tri beachour a ziblasaz ac’hano, hag a ieaz da Zodom. Hogen Abraham a c’houmaz ato dirak Doue. 2 3 . H ago tostaat out-han, e lavaraz : Ha koll a reothu ann den just gant ann den fallakr ? 2 4 . Mar’z euz hanter-kant den just er gear-ze, ha mervel a rint-hi gant ar re ail? ha na esparnot-hu ket al leac’h-se abalamour da hanter-kant den just, mar bent kavet enn-han ? 2 5 . Pell diouz-hoc’h da ober eunn dra evel-se, laza ann den just gant ann den fallakr, ober d’ann den mad e-giz d’ann den fall, ne ket diouc’h bo toare; c’houi pehi ni a varn ar bed holl, nann bikenn na zougot a varnedig ez-ze.
78
LEVR AR C’HENELIEZ.
2 6 . Ha Doue a lavaraz d’ezhan : Mar kavann e Sodom hanter-kgn den just , dre gear holl, e rinn trugarez d’al leac’h holl dre’n abek d’ezho, 2 7 . Hag Abraham a responlaz, enn eue lavarout : Pa’m euz eur weach toullet kaoz, e komzinn ouc’h va Doue, petra bennak n’e d-ounn nemet poultr ha ludu. 2 8 . Petra c’hoarvezo mar’z euz pemp nebeutoe’h eget hanter-kant just? dismantra a reot-hu kear abalamour ne vezo enn-hi nemet pemp just ha daou-ugent? Nann, eme Doue , n’he disraanlrinn ket, mar kavann enn-hi pemp ha daou-ugent. 2 9 . Hag Abraham da gomz c’hoaz out-han : Mar bez kavet eno daou-ugent den just, petra reot-hu? Na skoinn ket, eme Doue, abalamour d’ann daou-ugent. 3 0 . Aotrou, eme Abraham, me hoped, na fachit ket mar komzann ato; petra vezo, mar bez kavet eno tregont den just ! Na rinn netra, eme Doue, mar kavann tregont enn-hi. 3 1 . Pa’ra euz eur weach deraouet, eme Abraham, me gomzo c’hoaz ouc’h va Doué : petra vezo, mar bez kavet ugent enn-hi? Doue a lavaraz : N ’he distrujinn ket dre'nabek d’ann ugent-ze. 3 2 . Aotrou, eme Abraham, na fachit ket, me ho ped, mar komzann c’hoaz eur weach : ha mar bez kavet dek enn-hi ? Ha Doue a lavaraz : N ’he dismantrinn ket dre’n abek d’ezho ho dek, 3 3 . Ha Doue en em dennaz kuit, pa en devoa ehanet da gomz ouc’h Abraham,hag he-ma a zistroaz d’ar gear.
LEVR AR C’HENELIEZ.
79
S K L E R ID IG E Z . A r pennad-ma a zo unan euz ar re gaera a oufemp da lenn e levr e-bed. Gwelout a reomp da genta madelcz A bra ham. Den na dremenje a-biou d’he di, hep beza pedet hag aspedet da zout tré enn-han, evit ober eunn ehan, ha keme rout eunn dra bennak. Ann deneridigez ekenver ann dud es* tren hag ann dremenidi a oa eunn dra natur da galoun Abra ham , tremenonr he-unan enn eur vro ha na oa ket he hini. Beza e tle ivez beza vertuz muia-karet ar gristenien, pa’z eo gw ir n’emaomp holl w ar ann douar nemet evel beachourien, o klask rouantelez ann en v, pehini eo hor gwir vro. Chetu perak e welomp ann ober-ze a drugarez kuzuliet ha gourc’hemeunet kement e liziri ann ebestel sant Per ha sant Paol. R oit digem er ann eil d'egile a galoun-vad , eme zant Per. ( I I. 4. 9 . ) Bezit karantezuz etne zant Paol, da zoula j i ar zent enn ho ezommou ; roit digemer enn ho ti. N a ankounac h it ket eur vertuz ken hetuz da Zoue , rak, em e-z-han , oc h ober kement-ze , hiniennou ho deuz bet ann eur da zigemerout E lez enn ho zi, dindan aoz tremenidi (H ebr. 13.2 .) Ann tadou santel ho deuz kavet e-barz ann tri den-ze deuet da di Abraham, eur skeuden gaer euz ann Drinded Sakr, tri fersoun enn eunn Doue. Abraham, eme-z h o ,a w e laz tri, ha ne adoraz nemet nnan. Doue a lavaraz : Ha gallout a rinn-m e kuza ouz Abraham a rp ez az ann da ober ? Oh ! peger mad eoD oue e kenver ann dud santel he zervicherien ? Ho difenn a ra : en em rei a ra da baeamant euz ho dellidou ; diskouez a ra d’ezho he zekrejou muia kuzet ; diviz a ra gant-ho, kaloun ouc’h kaloun, evel ma rafe daou vignoun ar re denera. H iviziken , eme hor Zalver d’he ebestel, n ’ho kalvinn ket va zervicherien , o veza ne oar ket ar zervicher p etra ra lie vestr ; ho kervel a rinn. va m ignouned, dre m a em 'euz diskouezet d ’e-o ch ann holl draou am euz desket g a n t v a Zad. Kaloun Abraham a zo holl da Zoue, great en deuz pell-zo ann dilez anezhi d’ezhan, ha D oue a zo deut da ober ne zemeuranz enn-hi ; mar kredfenn, e lavarfenn ez euz karantelez entre-z-ho. Bezit v ertuzuz hag ho pezo ivez Doue da vignoun.
80
LEVR AR C’HENELIEZ.
Rak me bar m ad e c hourchem enno d ’he vugale ha d'he lignez enn he c’houde, rnirout lezen Doue. Tadou ha mammou, gwelit pegement e tall dirak Doue rei deskadurez kristen ha Skouer vad d’ar vugale. Diskenn a rinn, ha gwelout a rinn hag h i ho deuz great e gwirionez, hervez ar c’hri a zo savet beteg enn-oun. Bez' ez euz e-barz ar c’homzou-ze eur gentel ann dalvoudusa a oufe Doue da rei d’e-omp. Netra stankoc’h w ar ann douar eget -ar barnedigesiou dievez, pe hep gwir abek ; ha netra na ra mui a zrouk. Eur .varnedigez re hastet, oe’h peun ar gaou a ra d’ann hini w ar behini e tiskreder, a d aole kaloun ann hini he gra,, enkrez, tristidigez, remorz, ha kement-ze aliez braz hep abek ebed. Pet gweach n’hon enz-ni ket gwe let tamallet ha koundaotiet, w ar etfr falz danevel, w ar eur gomz paket enn car, war eur skeud fallaziuz, pe eunn taminik diskred, tud dircbech, tud dinamm, tud vertuzuz mê mes, lia dellezék a bep enor ha respet ? Ann traou-ze ne arrufenn ket, mar karfemp ober, e kenver hon nesa, ar pez a reaz Doue e kenver Sodom ha Gomori'h ; rei termen d’hor buanegez, kalmijen d’hon orgouil pistiget, ha diskenn da gavout hor breur, da welout lia gw ir eo ar pez a ra d’e-omp kement a boan-spered. Eunn tammik gortoz, mui a frankiz hagalealded etre-z-omp, hor mirfe dioue’h mil mouzerez, mil facheuri, hag alies diouc’h gwall aferiou. N a dam allit den, eme ar Spered-Santel, hep beza he zelaouet; hu pa hopezo klevet he gaoz\ kelennit-hen gand lealded. N’oufenn petra da lavarout war ann divizkaer-ze a zavaz etre Doue hag Abrahain, divar benn tud Sodom ha Gomorrh. Madelez Doue hag he azaouez e kenver he zervicher mad am laka souezet; kaloun vad Abraham , hag he c’hoant diremet da zavetei he vreudeur faziet, a ra d’in gwela ; ann emgann a welann etre juslis Doue ha peden ann den santel a estlamm va spered; ar bluen a gouez euz va dourn pa zonjann 11e oe ket kavet dek den just e pemp k'ear-vraz, gant ar c’hateriou tro'-war-dro, ha na hellaz ket Doue rei ho gras da bedennou he zervicher! O va Doue, pet den just a zo er barrez-ma?
81
LEVR AR CHENELIEZ.
PENNAD XIX. Sodom ha Gomorrh dismantret. Euz ar Bed 21 07 . — Araok J.-K . 1897 .
1. Ann daou Eal a zigouezaz e Sodom d’ann abarda ez, ha Lolh a oa azezet e kichen dor kear. Rentre ma ho gwelaz, e savaz enn he zao, ez eaz war ho arbenn, enn eur ho zaludi beteg ann douar. % Hag e lavaraz ; Me ho ped, Aotrounez, deuit da d.i ho servicher, ha choumit eno : gwelc’hi a reot ho treidj ha warc’hoaz vintin en em lekeot adarre enn ho hent. Nann,eme-z-ho, choum a raimp war ann dachen. 3. Ho redia a reaz a-grenn da zont gant-han, ha pa oant eat enn ti, e lekeaz aoza eur pred-boed d’ezho, poaza a eure bara dic’hoël, hag e tebrjont 4. Hogen a-barz ma’z ejont da gousket, tud kear a c’hrounnaz ann li, adaleg ar vugale beteg ann dud koz, ar bobl holl, holl e leujont. 5. Hag 0 c’hervel Loth, e leverjont d’ezhan : Peleac’h ema ar wazed a zo deuet fe-noz d’ho'ti? Digasit-ho d’e omp, evit m’ho anavezimp. 6 . Loth a zeuaz er meaz d’ho c’havout ; hag o veza serret ann nor war he lerc’h, a lavaraz d’ezho : 7 . Na rit ket, me ho ped va breudeur ker, na rit ket eunn droug evel-se. 8 . Bez’am euz diou verc’h , enn-ho gwerc’hded, ho digas a rinn d’e-hoc’h, ha c’houi a rai anezho ar pez a gerrot ; gant na reot droug ebed d’ar wazed-ze, rak deuet int d’am zi, hag em c’harg emàint. 9 . Mes hi a responlaz : En em denn ac’han. Ha 6
82
LEVR AR C HENELIEZ.
c’hoaz : Deut oud ama evel divroad ; ha deut e ves-te evit hor barn ? Mad ! gwaz a rimp d’id eget d’ezho. Gwall zraskla a reant enn dro da Loth, hag e oant o vont da derri ann nor, 10. Ha chetu ann daou waz, enn eur astenn ho dourn er meaz, a dennaz Loth enn ti, hag a zerraz kloz ann nor. 1 1 . Skei a rejont a zallenlez ar re a oa er meaz,' adalek ar bihanna beteg ar brasa, enn hevelep doare na hellenl mui.kavout toull ann nor. 12. Neuze e leverjont da Loth : Ha bez’ec’h eijs-te ama unan'bennak euz da gerent ? eur map-kaer, paotred pe merc’hed ? kement a zell ouz-id, gra d’ezho mont er meaz euz ar gear-ma. 13. Mont a reomp da zismantra al leac’h—ma, rak ar c’hri euz a zizurjou he dud a zo savet beteg re gré dirak Doue, pehini en deuz hon digaset evit ho c’holl. 1 4 . Loth eta o veza eat er meaz, a gomzaZ ouz he vipien-kaer pere a dlie dimizi d’he verc’hed, hag a lava raz d’ezho : Savit, en em dennit buhan ac’han, rak ann Aotrou-Doue a ia da zismantra ar gear-ma. Hag e sonje d'ezho e komze dre farz. 1 5 . Ha pa oe deuet ann deiz, ann elez a haste Loth, enn eur lavarout : Sao, kemer da c’hrek, hag ann diou verc’h ec’h euz, gant aoun na vez kollet da-unan gand ar gear griminal-ma. 16. Hag evel ma taléé, ekrokjontenn he zourn, e dourn he c’hrek hag e re he ziou verc’h, dre ma rea Doue trugarez d’ezhan. 1 7 ., Hen lenna a rejont er c’hiz-ze er meaz euz he di, hag o veza hel lekeat er meaz a gear,he komjont eno out-han,, enn eur layarout : Sa\eta da Vuez; na zell ket
LEVR AR c ’HENELIEZ.
83
war da lerc’h, ha na choum ket er c'harter-ma tro-wardro: mes achap kuit war ar menez, gant aoun na vez kol let gant ar re all. 18. Ha Loth a lavaraz d’ezho: Aotrou, me ho ped, 1 9 . Pa en deuz ho servicher kavet gras dira-z-noc’h, ha pa hoc’h euz diskouezet ho trugarez em c’henver, betek savetei d’in va buez, ha pa n’ounn ket evit en em denna war ar menez, gand aoun na venn tizet gand ar reuz ha na varfenn. 2 0 Bez’ez euz tost d’ama eur gearik dâ behini ec’h hellann tec’hout ; hag e vezinn salo ; ha n’ed-eo-hi ket bihan bihan? hi a zavetei d’in va buez. 2 1 . Hag ann eal a responlaz d’ezhan : Mad ! selaouet am euz c’hoaz da beden war gement-ze, ha na zistrujinn ket ar gear-ze evit pehini ec’h euz komzet. 2 2 . Hastbuhan hag en, em denn enn-hi ; rat n’helIinn ober netra ken na vi eat tre enn-hi. Dre’n abek a gement-ze eo hanvet ar gear-ze Segor. ( Bihanik ). 2 3 . Ann heol a zave war ar bed, ha Loth a ie tre barz Segor. 2 4 . Doue a lekeaz eta da goueza war Sodom ha Go morrh eur glao a zoufr hag a dan, digaset euz ann env a-berz ann Aotrou. 2 5 . Hag e tismantraz ar c'heriou-ze, hag ar c’harter tro-war-dro, holl dud ar c’heriou, ha kement-iiiad a c’hlaze war ann douar. . 2 6 . Grek Loth o veza sellet war he lerc’h, a oe chenchet enn eurbern c’hoalen. 2 7 . Hogen Abraham o sevel antronoz vintin, a zeuaz el leac’h ma oa choumet da gomz gant Doue. 2 8 . Sellout a reaz etrezeg Sodom ha Gomorrh, hag ar c’harter tro-war-dro, hag e welaz o sevel divar ann doll ar flamm-tan evel bouillou moged eur fourn vraz..
84
LEVR AR C’HENELIEZ.
2 9 . Rak pa zismantre Doue keriou ar vro-ze, eteuaz sonj d’ezhan euz Abraham, hag h e :tilivraz Loth diouc’h reuz ar c’heriou-ze, e pere e oa bet hema o choum. 3 0 . Loth a guitaz Segor, hag a ieaz war ar menez gant he ziou verc’h, ( rak aoun en devoa o choum e Se gor ; ) En èm denna a reaz enn eurgavarn, hag he ziou verc’h gant-han. . . . . . . . . .
S K L E R ID IG E Z . Goude ma en deuz ann den lennçt ar gentel-ma, e choum e-barz enn he galoun eunn dristidigez vraz, o welout bete pegeid a hell mont, breinadur ha fallagriez ann dud. Tud Sodom, braz ha bihan, koz ha iaouank, holl int eat a zreistpenn e bouillen al ligentez, betek gwall-ober ann eil gant egile enn eskemm da lezennou ann natur ; rak pec’hed So dom a oa, ober neuz-paillardiez , paotred gand paotred, ha merc’hed gand merc’hed. Ann dallentez a behini e oent skoet en èunn taol enn dro da di Loth, a verk eunn dallentez ali truezusoc’k c’hoaz, pehini eo dallentez ar spered, kaleder ar galoun, dre bere eo kastizet peurvuia ann dud lik ; rak eur burzud ken hanat na gonvertisaz nikun anezho. Ann daou zen iaouank a dlie dimizi da verc’hed Loth a zisprizaz zoken aliou ho zad-kaer, hag a choumaz da zevi enn tangw all. Pet den iaouank hirio ann deiz a ra fâe w ar aliou eunn tad, eur mignoiin, eur c’hovesour, pa ve lavaret d’ezho diouall diouc’h eunn daremprerez danjeruz bennak ; ha na zihunont nemet pa vent eat dreist-penn er vouillen. A r pez a reaz Loth û kenniga he 'ziou verc’h d’ann dud fall-zei ne oa ket mad.' A r pec’hed a felle d’ezho da ober gand he zaou hostis, a oa, évit gwir, kalz brasoc’h eget ann hini ho divije great gant he verc’hed; mes ne ket mad ober eunn drouk bihanoc’h, evit mirout : diouc’h eunn drouk brasoc’h. Loth a hell beza didamallet e kement-ze abalamour d’he spount, d’he zaouzan, ha d’ar c’hoant en devoa da zavetei he hostizien.
LEVR AR C’HENELIEZ.
85
Loth e gwirionez a oa eunn den mad ; hogen kemm e-leiz a zo e-tre he vertuz hag hini Abraham. Dare eo bet d'he zigaresiou ha d’he zaléou amzere hel lezel da zevi gant boure’hisien Sodom. Ret e oa d’ann elez he zavetei evel dre fors. Diouallomp evel d-han da enebi ouc’h ar e’hras, pa zeu d’hor gervel, ha da ziskouez d’e-omp hent ar zilvidigez. Hor Zalver evit diskouez d’e-omp e tleomp ato kerzout ha pignat er vertusiou, ma na fell ket d’e-omp beza paket gant ar maro ha gant ar varn, pa zonjimp nebeuta, a lavar d’eomp ; ho pet sonj euz grek Loth. Ho pet sonj euz grek Loth, c’houi pere o veza klevet, e gweled ho kaloun, mouez ann Aotrou-Doue pehini a lavar d’e-hoc’h kuitaat ar pec’hed ha savetei hoc’h ene, a zell truezuz war hô lerc’h, dre na fell ket d’e-hoc’h terri ho cha— den. Ho pet sonj euz grek Loth, c’houi pere distak diouc’h ar bed, h a savet huel er barfeded, a zeu da skuiza w ar ar fin, ha da zellout war ho lerc’h j diouallit na vec’h ket mad evit rouantelez ann env, Ho pet sonj euz grek Loth, sperejou dibarfet, pere ekreiz ho pedennou, ec’harz treid ann aoter memes, a zo prest ato da drei ha da zistrei ho penn evit ann distera trouz ; Ha c’houi pere ne reüzit netra d’ho kuriozite, touellet gant pompou satan hag avelàchou ar bed, sonjit penaoz sulvui a rit d’ho skianchou, sulvui e tennit digant hoc’h eue. Pep hini a vezo gwanet dre lea ch m a en devezo pec’het , em e ar spered santel. (Sap : 1 1 . 1 7 .) Ann dud reuzeudik a Zodom ho devoa elhimet enn ho c’halonou tan ar c’hadelez, ha Doue a zigas d’ho c’hastiza eunn tan ifernal, eunn tan a zoufr, ha gant hati c ’houez ker fall. Hag evit ma choumje da vikenn dirak daoulagad ann dud ar zonj hag ar gwel .euz ann taol terrubl-ze. Doue a reaz ma oe chenchet ar c’harter-' ze ker kaer ha ker glaz, enn eur mor a zour du ha teo, enn dro da behini ne ra hrud netra. Da zougen testeni euz ho fallagriez, eme ar spered-santel, e weler eno eur vro c’houez, hag a zivoged hirio c’hoaz ; gwez euz a bere ar frouez na veuront morse, hag eur meah c’hoalen (e doare eur vaouez) da zigas sonj eveuz eunn ene difeiz. Mar teu justis Doue da skei ar pec’hed a iigentez enn eur
S6
LEVR AR C’HENELIEZ.
fesoun ken terrubl er bed-ma, petra vezo goude ar nïarcf, pa vezo serret aun nor a druez.
PENNAD XX. A r roue Abimelek gwanet dre’n abek da Sara. 1. Abraham o veza kuiteet traonien Mambre, a zisfcenfiaz war zu ar c’hresteiz; choum a reaz etre Kades ha Sur, hag e-oe evel tremenour e Jerara. 2 . Hag e lavaraz, okomz euz Sara he c’hrek : Va c’ho ar eo. Abimelek, roue Jerara, a gasaz eta d ’he c 'h e m e roul evit-han, 3 . Hogen Doue en env ziskouezaz da Abimelek epàd he gousk hag a lavaraz d’ezhan :.mervel a reot hep dale dreV abek d’ar vaouez hoclh euz skrapet, rak eur pried é deuz. 4 . Abimelek n’en devoa ket o’hoaz. touchet out-hi, hag a lavaraz: Aotrou,ha lakaat a reot-hu d’ar maro eur bobl divlamm ha na wie netra a gement-ze ? 5 . Ha n’en deus-hen ket lavaret d’in he-unan : Va c’hoar eo ; hâg hi euz he c’hoslez : Va breur eo ; gant eeunder a galoun, ha divlamm a-walc’h e pep fesoun, am euz great ar pez am euz great. 6 . Ha Doue a lavaraz d’ezhan : gouzounta rann hoc’h euz great ann dra-ze gant eeunder a galoun ; ha dre-ze em euz ho tiouallet evit na bec’hjec’h ketem enep, ha n’arn euz ket ho lezet da dostaat out-hi. 7 . Brema ’ta daskorit ar vaouez-ze d’he fried, rak eur profed e o ; hen a bedoevid-hoc’h, ha ne varfot ket? mes mar na fèll ket d’e-hoc’h he daskori, klevit-hen
LEVR AR C’HENELIEZ.
87
mad, mervel a reot, c’houi, ha kement a biaou ouz-hoc’h. 8 . Hag Abimelek o sevel dioc’h-lu e kreiz ann noz, a c’halvazhe holl zervicherien, hag a lavaraz d’ezho penn da-benn ann traou en devoa klevet, hag e oent holl slrafillet gant ann aoun. 9 . Abimelek a gemennaz ivez Abraham, hag a lavaraz d’ezhan : petra c’heus-le great d’eomp-ni? Nag e petra’la hon euz-ni manket d’id, ma’z eo falvezet d’id tenna warn-oun har war va rouantelez eunn drouk ker braz ? great e c’heuz d’e-omp eunn dra ha na oa ket dleet d’id ober. 10. Hag oc’h en em glemm c’hoaz eur weach, e-la— varaz : er gwel a betra ec’h eus-te great kement-se ? 1 1 . Abraham a respountaz : Sonjal a riz enn oun vaunan, o lavarout: marteze n’euz ket a zoujanz Doue er vro-ma, h a g e lazint ac’hanoun evit kaoul va grek. 12. Hogen a-hent-all, e gwirionez bez èz eo va c’ho ar, o veza merc’h vihan d’am zad ha nann d’am mamm , hag ounn demezet d’ezhi. 13. Abaoue ma en deuz great Doue d’in kuitaat ti va zad, em euz lavaret d’ezhi : ann drugarez-ma a reot em c’henver, e kement leac’h ma’z imp, c’houi a lavaro ounn breur d’e-hoc’h . 14. Abimelek eta a gemeraz denved hag ohen, mevellou ha mitizien, hag ho roaz da Abraham ; daskori a reaz ivez d’ezhan Sara he bried. 15. Hag e lavaraz ; Chetu ar vro-m a holl dira-zhoc’h, choumit e leac’h ma kerrot. 16. Ha da Sara e lavaraz: Roet am euz d’ho preur mil fez arc’h ant, evit ma ho pezo hivîzikeim eur voel bepred war ho taoulagad, dirak ann dud a vezo gan-e— hoc’h, hag e kement leac’h ez eot ; hag ho pet sonj pe naoz oc’h bet lizet.
88
LE VU AR CRENELIEZ.
17. Hogen war beden Abraham, Doue a bareaz Abi melek, he c’hrek hag he vitizien, hag e wilioudjont e vel-kent: 18. Rak Doue en devoa great brec’hagn ar mammou e ti Abimelek dre'n abek da Sara grek Abraham.
S K L E R ID IG E Z . Ann Aotrou-Doue a râ trugarez da Abimelek, abalamour d he ziwisiegez ba da eeunder he galoun. Hervez lezennou ar vro-ze, Abimelek ne gave ket d ’ezhan beza avoultrer o kemerout Sara da bried, enn eur he lakaat e renk he c’hragez ail, pa’zeo gwir e sonje d’ezhan e da diz-emez. Mes Doue oe’h he wana, hag o c’hourdrouz zoken bel lakaat d’ar maro, a zesk d’e-omp peger grevuz eo dira-z-.han ar pe c’hed a avoultriach. A r voel a behini e komzer ama ker brao, a ziskouez d’ar merc’hed e tleont mirout bepred eur vodesti vraz, hag èvesaat war-n-ezho ho-unan, pa renkont en em gavout e touez tud dianaf, ha muioc’h c’hoaz marteze pa vpzont gant tud euz ho anaoudegez, ma n’emaint ket tud a zoujanz Doue.
PENNAD XXI. Ginivelez Izaak. Agar hag Ismaël kaset kuit. (E uz ar bed 2108. — Araok J : K : 1 896. )
1. Hogen ann Aotrou-Doue a zeuaz da welout Sa ra, hervez ma en devoa roet he c’her, hag a reaz enn he c’henver ar pez en devoa lavaret. 2 . Dont a reaz da veza dougerez ha genel a reaz eur
LEVR AR C’HENELIEZ.
89
map enn lie c’hozni, d’ar mare ma en devoa Doue diouganet d’ezhi. 3 . Hag Abraham a roaz ann hano a Izaak d’ar map-ze ganet d’ezhan gant Sara. ( Izaak a zinifi choarz. ) 4 . Enwada a reaz ar c’hrouadur d’ann eizved devez, hervez ma en devoa Doue gourc’hemennet d’ezhan, 5. Pa edo enn hegant vloaz ; rak ann oad-zè en dèvoa ann tad, pa oe ganet Izaak, 6. Ha Sara a lavaraz ; Doue en deuz roet d’in leac’h da c’hoarzin, kement hini a glevo ann dra-ma a c’hoarzo ivez gan-en. 7 . Hag e lavaraz c’hoaz : Piou a gréte en divije Abra ham klëvet lavarout e roje Sara da zena da eur map, ganet d’ezhan hag hen dija ker koz ? 8 . Ar c’hrouadur a greskaz hag a oe dizonet. Hag Abraham a reaz eul lein vraz enn deiz ma oe dizonet Izaak. 9. Sara o veza gwelet map Agar ann Ejipsianez, oc’h ober ann heg ouz Izaak he map, a lavaraz da Abraham : 10. Kasit kuit ar vatez-ze hag he map ; rak map ar valez na vezo ket heritour gant va map-me Izaak. 11. Tenn a oe war Abraham klevout kement-zer dre'n abek d’he vap Ismaël. 12. Ha Doue a lavaraz d’ezhan : arabad eo d’id kemer evel eunn dra c’houero ar pez a zo lavaret d’id divar benn ar c’hrouadur-ze ha da vatez ; daoust petra a lavaro d’id Sara, gra diout-hi, rak euz a Izaak eo e teui ar wenn a die dougen da hano, 13 . Hogen euz a vap ar vatez e likiinn ivez da zevel eur bobl braz, dre ma'z eo engehentet ac’hanoud. 14. Abraham a zavaz eta mintin-mad, a gemeraz bara hag eul lestr leun a zour, ho stagaz war ziskoaz
90
levr
ar
c ’h e n e l i e z .
Agar, a roaz d'ezhi he map, hag he c’hasaz kuit. H ouma o veza eat enn he hent, a gantree dre c’hwelec’hiou Bersabe, hep gouzout pe du trei. 15. Ha pa oa evet holl ann dour a.ioa el Iestr, Agar a lezaz he map dindan ar wezen a oa eno. 16. Pellaat a reaz, hag ec’h azezaz war hed eunn tenu bir diouc’h al leac’h ma edo ; rak lavarout a reaz : Na welinn ket va c’hrouadur o vervel ; hag azezet eno rag— enep, en em lekeaz da hirvoudi ha da wela. 17. Hogen Doue aglevaz kri ar c’hrouadur, hag eal ann Aotrou-Doue a c’halvaz Agar, euz ann env, enn eur lavarout: Petra’rit-hu Agar? N ’ho pezit ket aoun, rak Doue en deuz klevet mouez ho krouadur euz al leac’h m’ema. 18 . Savit, kemerit ar c’hrouadur, ha kregit enn he zourn, rak lakaat a rinn eur bobl braz da ziskenn diouthan. 19. HaJ3oue a zigoraz d’ezhi he daoulagad, hag o welout enô eurpunz leun a zour, e redaz d’ezhan, e kar gaz he Iestr, hag eroazda eva d’ar c’hrouadur. 2 0 . Doueher bennigaz; kreski a eure, hag e chou— maz er gwelec’h, hag e teuaz da veza eunn den iaouank dournet-mad da warega, pe, da denna gant ar warek. 2 1 . Choum a reaz e gwelec’h Pharan, haghe vamm a choazaz d’ezhan eur c’hrek euz ann Ejipt he bro. 2 2 . Enn amzer-ze Abimelek ha Phikol, kabitan he arme , a lavaraz da Abraham: Doue a zô gan-erhoc’h e kement a rit. 2 3 . Touit eta dre bo Toùe, ne reot drouk ebed d’in, na d’am bugale, na d’am lignez ; hag e reot d’in er c’hontrol , ha d’ar vro e pehini oc’h bet o choum evel diaveziad, hervez ann drugarez am euz great d’e-hoc’h vaunan.
LEVR AR C’HENELIEZ.
91
2 4 . Hag Abraham a lavaraz : Hen loui a rinn. 2 5 . Hag Abraham a zougaz klemm da Abimelek dw var benn eur punz-glao tennet digant-han dre hak gant he zervicherien. 2 6 . Abimelek a respontaz :- N ’am euz ket gwezet piou en deuz great ann dra—ze ; c houi hoc’h-unan n’hoc’h euz ket hen diskuillet d’in, ha n’em euz klevet man a gem ent-se ken ne d -eo hirio. 2 7 . Abraham eta a gemeraz denved hag ohen, hag a roaz anezho da Abimelek, hag e rejont kevredigez etre-z-ho ho daou. 2 8 . Hag Abraham à lekeaz a gostez seiz danvadez tennet euz he dropeL 2 9 . Abimelek a lavaraz d’ezhan : Evit-petra ar seiz danvadez-ze hoc’h euz lekeat a gostez ? 3 0 . Hag Abraham a respontaz: Seiz danvadez a zigemerot euz va dourn, evit ma tougint testeni penaoz me eo en deuz kleuzet ar punz-hont. 3 1 . Dre-ze e oe hanvet al leac’h-ze Bersabé, dre’n, abek ma ho devoa touet ho daou eno. 3 2 . Hag e rejont kevredigez e kichen punz al le. 3 3 . Abimelek a zavaz neuze, gant Phikol, kabiian he arme, hag a zistroaz da zouar ar Philistined. Abra ham euz he gostez a blanlaz eur c’hoad e Bersabe, hag a azeulaz eno enn enor da hano ann Aotrou, Doue eternèl. 3 4 . Ha choum a reaz eur pennad mad a amzer e bro ar P h ilistined.
92
LEVR AR C HENELIEZ.
SKLERIDIGEZ. Abraham a hanvaz he vap, Izaak; ger hag a zinifi c’hoarz ; abalamour ma c’hoarzaz Sara a-dré ann nor, pa oe diouganet ar map-se d’ezhi- gant ann eal; pe abalamour ma oe ar e’hrouadur-ze eunn abek braz a joa evit daou bried ker san tel ha ker pinvidik. Ar gristenien, eme ann tadou santel, bugale spirituel da Abraham, a dlefe beza ken aliez a Izaa k ; da lavarout eo, abegou a joa evit ho c’herent, hag hi ho-unan bugale drantha laoueti. Hogen ra zervichint Doue a grciz kaloun, ra virint he c’hourc’hemennou, netra surroc’h da ober anezho bugale seven ha joauz. O va Doue ar peoc h a ren e kalonou ar re a gar ho lezen ! pax multa dili— gentibus legem tuam, ps. 1 1 8 -115. A r mammou kristen a zalc’ho sonj penaoz Sara na lezaz ket gant eunn ail ar zoursi da zevel he e’hrouadur. He gloar hag he joa vraz a oe maga lie bugeL gand he Ieaz. Sautant a ree penaoz ober er ç’hiz ail, a zo mankout da lezen ann natur, ha da volôntez Doue, pehini na laka lè'az e divronn eur vamm nemet evit maga he bugel. A re a gaz ho bugale d’ar vagerez ne d-int nemet bànter-vammou, ha bi kenn na vezo kement a garantez etre ho bugale hag hi* ha ma vije bet, ma ho divije ho maget ho-unan war boull ho c’haloun. Perag e c’houre’hemennaz Doue da Abraham kas-kuit he vatez hag he map ? Ismaël ha ne oa-hen ket krouadur da Abraham koulz hag Izaak? Er Skritur sakr e kaver er e’hiz-ze meur a dra souezuz da welout, ha war ann diaveaz* eunn tamik enep da vadelez Doue. Mes na varnomp ket ann hini euz a behini ar furnez a zo keid enn tu ail d’hor spered, ha ma’ eo ann env diouc’h ann douar. Pa blich gant-han dizolei d’e-omp eunn draik bennak euz he visteriou kuzet, trugarekeomp-hen ; ha pa n’hellomp ket kavout ar poell anezho, adoromp. Histor Agar ha Sara, eme Zant Paol, a zo leun a visteriou. Arouezi a reont ann daou destamant; unan roet war menez Sinaï, ha n’en deuz 'great nemet sklaved, hag hennez a zo arouezet dre Agar ; rak menez Sinai enn Arabia, a
LE VU AR C’HENELIEZ.
93
verk Jerusalem ann douar,sklaf d’al lezen gant he bugale;Mes. Jeruzalem ann env , houn-nez eo ar pried enn he frankiz, arouezet dre Sara ; houn-nez eo hor gw ir vamm, he bugale eo a vezo heritourien ann Tad; ha ni eo ar vugale-ze aroue zet dre Izaak. Ann testamant koz gand he lidou inouuz, a zo torret gant Jezuz-Krist hor Zalver; hag cnrin testamant nevez en deuz roet d’e-omp enn he leac’h* ; testamant skriv.et gant he c’hoad , ha pehini a virimp penn da benn, nafin dre fo rz , evel ma rea tud ann testamant koz, mes a galoun-vad ha gant karantez, dre ar zikour euz ar c ’hras, ha dre zellidou Jezuz hor Zalver, Neuze, eme c’hoaz sant Paol, ann hini a oa ganet hervez ar c’hik, da lavarout eo hervez ann natur, hep burzud ebed, à Kêgâse ann hini a oe ganet hervez ar spered, da lavarout eo, dre eur c’hras spisial a Zoue. Evel-se e c’hoarvez hirio c’hoaz; bugale ar Sinagog a heskin diskibled Jezuz. Mes petra lavar ar skritur ; Kasit-kuit ar valez hag he map, rak map.ar vatez na vezo ket heritour gant map ar c’hrek frank. Evel-se ar Juzevien aheurtét a zo lekeat er meaz euz a iliz Doue, hag evel Agar ebarz ar gwelec’h, e valeont goudevez dre ar bed, hep gouzout re pe du trei. H irio ivez ar bediz a heskin e mil fesoun bugale ha ser vicherien Doue; Mes eunn devez e vezo c’hoaz lavaret; Kasit kuit mipien ar vatez, n’ho deveùz perz ebed e rouantelez ann tad, rouantelez miret da vugale ar wir c’hrek, pe hini eo hor Mamm Zantel ann Iliz.
PENNAD XXII. SA K R IFIS ABRAHAM. (E u z ar bed 2145. — A -raok J. K . 1859.)
1. Goude kement-se_, Doue a araprouaz Abraham, hag a lavaraz d’ezhan : Abraham, Abraham ! Abraham a respontaz: Chetu me ama.
94
LEVR AR C'HENELIEZ.
2. Ha Doue a lavaraz : Kemer da vap penn-her pehini a garez, Izaak ; ha kea da zouar ar welidigez ; hag eno te rei eur zakrifis anezhan d’in, oc’h he zevi war unan euz ar menesiou a ziskouezinn d’id. 3 . Abraham eta, o sevel a-raok ann deiz, a sternaz he azen, hag a c’halvaz da zont gant-han daou vevel iaouank, hag lie vap Izaak. Hag o veza trouc het keuneud awalc’h evit devi ann hostif, e kemeraz he hent war-zu al leac’h da behini en devoa Doue gourc’hemennèt d’ezhan mont. 4 . Hogen d’ann trede deiz, o veza savet he zaoulagad, e welaz euz a hell ar menez. 5 . Hag e lavaraz d’he vevelien: Choumit ama da c’horloz, gant ann azen ; va map ha m e , ne vimp ket pelT evit mont beteg a hont, ha goude ma hor bezo azeulet, e tislroimp daved-hoc’h, 6 . Kemerout a reaz ar c’heuneud evid ar zakrifis, hag ho lakaat a reaz war gein he vap Izaak ; hen heunan a zoüge enn he zaouarn ann tan hag ar c’hleze. Epad ma’ z eant ho daou-kevret, 7 . Izaak a lavaraz d’he dad: Va zad. Abraham a respontaz : Petra fell d’id, va map? Chetu, eme-z-han, tan ha keuneud, peleac’h ema âneval ar zakrifis? 8 . Abraham a lavaraz: Doue a gavo d’ezhan aneval ar zakrifis, va map. Kenderc’hel a rejont eta da gerzet ho daou ; 9. Hag ec’h errujont el leac’h en devoa Doue diskouezet da Abraham. Sevel a reaz eunn aoter eno, ha renka a reaz ar c’heuneud war-n-ezhi : Hag o veza liammet he vap Izaak, e lekeaz anezhan war ann aoter, war c’horre ar c’heuneud renket. 1 0 . Hag ec’h astennaz he zourn , hag e kemeraz ar c’hleze, da laza he vap e sakrifis.
LEVR AR C’HENELIEZ.
95
1 1 . Ha chetu eunn eal a berz Doue a griaz euz ann env, enn eur lavarout : Abraham, Abraham / Abraham a respontaz: Chetu me ama. 1 2 . Hag ann eal da lavarout : Na astenn ket da zourn war ar c’hrouadur, ha na rez droug ebed d’ezhan : brema me oar ec’h euz doujanz Doue, pa n’ec’h euz ket espernet da vap penn-her abalamour d’in. 13. Abraham a zavaz he zaoulagad, hag a welaz a-dre he gein eur penn-denved, luiet dre he gernou e touez ann drez; he gemmer a reaz, hag ober a eure gant-han eur zakrifis da Zoue, e leac’h he vap. 14 . Henvel a reaz al lec’h-ze, Doue a wel. Chetuperag e ieverer c’hoaz hirio : W ar ar menez Doue a welo. 15. Hogen Eal Doue a c’halvaz eunn eil gweach Abraham euz ann env, enn enr lavarout: 16. Hen louet am euz dre-z-oun va-unan, eme ann Aotrou, abalamour ma ec’h euz great ann dra-ze, ha n’ec’h euz ket espernet da vap penn-her, evit plijout d’in; 17 . Me as pennigo, me lakai da wenn da greski ker stank ha stered ann env, ker slank hag ann treaz a zo war aod ar mor. Da wenn e devezo dalc’h war zoriou he enebourien. 1 8 . H a benniget e vezo holl boblou ann douar enn H in i a ziskenno ac’hanoud, dre ma ec’h euz senlet ouz va m ouez.
19. Abraham a zistroaz da gavout he vevelien, hag ez ejont kevret da Versabe, hag e choumaz eno. 2 0 . Goude ann traou-ze, e teuaz kannad da Abraham penaoz Melka ( c ’hoar S a r a ) e devoa roet ivez bugale d’he vreur Nakor,
1)6
LEVR AR c ’flENELIEZ.
2 1 . Huz he vap henâ, ( euz a behini e tiskennaz ann den Santel Job. ) B u z he. vreur, ha Kamuel tad ar Sirianed. 2 2 . Kased, Azaii, Pheldaz ha Jedlaph. 2 3 . Ha Bathuel tad Rebeka: Ann eiz krouadur-ze a c’hanaz Meika da Nakor, breur Abraham. 2 4 . He zerc’h, hanvet Roma, a c’hanaz ivez d’ezhan Tabé, Gaham, Thahaz ha Maaka.
SKLERIDIGEZ. Sulvui ma’z eomp a-raok ebarz ami histor sakr, sul skleroc’h e kavomp merket enn-hi misteriou hor relijion zan tel. Da biou na ve kel hanàd ann henveïedigez a zo etre sakrifis Izaak hag hrni Map Doue hor Zalver benniget? — Abraham a ra da Zoue euz a greiz he galoun ar zakrifis euz he vap penn her ; Doue, eme zant Paol, a garaz kement ar bed, ma en deuz roet he vap ha n’euz nemet-han, evit he za vetei. — Izaak a ia d’ar maro w ar eur menez ; ha JezuzKrist ivez. Hag ar pez a zo gw ell, w ar ar memes menez eo bet great ann daou zakrifis. Ann douar-r-ze, deuet divezatoc’h da veza e gwirionez eunn douar Santel , abalamour da visteiriou hon dasprenadurez c’hoarvezet eno, a oa dija e amzer Abraham, eul leac’h dibabet ha benniget gant Doue, hag hanvet Douar ar welidigez; da lavarout eo, eunn douar e pihini e vijê gwele.t traou burzuduz. Eno, w ar m’her c’hreder, e sakrifiaz Abel ha Noe; eno e tlie Abraham gwelout D oue;eno e tlie Doue en em ziskouez d’ann dud, e persounach hor Zalver Jezuz K rist. Izaak a zoug ar c’hoat war behini e tlie beza lazet; JezuzKrist a zoug ar groaz war behini eo bet staget. Izaak en em Jez da veza liammet, hep en em glemm; Jezuz-Krist a zo bet tachet ouc’h ar groaz, hep ha lavaraz ger ebed. Izaak e gwirionez ne ket bet lazet, mes eur maout enn He
LEVR AR C’HENELIEZ.
97
leac’h; Jezuz-Krist evel Doue n’en deuz ket gouzanvet w ar ar groaz, na helle ket ober ; mes evel den e c’houzanvaz ar maro. A-hent ail eo bet skeudennet mad hor Zalver dre ar penn-denved-ze luiet e-touez ann drez, hen pehini a zo bet grouiet ouc’h ar groaz gant hor pec’hejou-ni goude beza bet kurunet gant spern. D ’ann divez, sakrifis Isaak a zo eur skeuden barfet euz a zakrifis ann oferen. Abraham en devôa lazet he vap enn he galoun, dre eunn dilez frank ha leal, hag Izaak en devoa ivez great da Zoue ar zakrifis euz he vuez, petra bennak ne oe ket skuillet he c’hoad ; evel-se Jezuz-Krist a ra ann dilez euz he vuëz evid-omp, ken alies gweach ma ec’h oferenn eur belek, petra bennak ne varv ket mur, ha na skuill ket he c’hodd, evel gweachall w ar menez Kalvar. Gwelout a reomp er pennad-ma, parfeted Abraham o vont ato w ar gresk. Merkou sklear hag hanad en deuz roet dija da Zoue euz he feiz hag euz he zentidigez, euz he garantez e kenver Doue hag e kenVer he nesa ; ha Doue a beur-achu da amproui he zervicher dre ann touch ar c’hizidika : K em er d a va p ha n e u z nem et-han , da vap p eh in i a garez , Iz a a k ; ha gra d ’in eur zakrifis gant-han. Pebez taol evit eunn tad ker mad? n’euz forz, ne ma ket he zouj da ober gant-han ; Doue a gomz ; senti a renker. Hag he zentidigez a zervicho da skouer d’ann dud ar re zantellabete fin ar bed. Seiz derez, eme Zant Bernard a ra eur zentidigez barfet. Hag ho sejz en em gavont e sentidigez Abraham, i. Sentidigez k aloun ek, a Sentidigez mut, 3 Sentidigez joauz, 4 Sentidigez prim, 5 Sentidigez kourachuz, 6 Sentidigez vuel, 7 Sentidigez paduz. Mar d-oc’h bugale da Abraham, eme hor Zalver d’e-omp, kerkoulz ha d’ar Juzevien, grit ar pez en déuz great Abra ham. Mar d-oc’h karet gant Doue, Doue na clioumo ket hep ho amproui. Mar goulenn digan-e-hoc’h ho madou, ho iec’hed, ho puez, pe eur map ha n’euz nemet-han, ho ped sonj-euz Abraham. Grit evel d-han, ha list Doue da beurachui. Ho map Izaak, da lavarout eo, ho kw ir vad, na varvo ket; Doue a oar gwell petra zo talvoudeka d’e-hoc’h ,h a g he gavout a reot goude ho sakrifis, er bed-ma pe er bed a ll.
98
LEVR AR C’HENELIEZ.
PENNAD XXIII. Maro Sara. 1. Hogen Sara a vevaz beteg ann oad a zeiz vloaz ha c’houec’h-ugent. 2 . Mervel a reaz er gear a Arbe, pehini eo Hebron_, e douar Kanaan ; hag e teuaz Abraham d’he gwela ha da ober kanv d’ezhi. 5 . Goude beza peurc’hreat dleadou ar c’hanv, e teuaz da gavout bugale Heth, enn eur lavarout. 4 . Eunn ermëziad hag eur pirc’hirin ounn enn ho pro, aotreit d’in gwir da zevel eur bez enn hp louez, evit ma sebeliinn ann hini am euz kollet. 5 . Bugale Heth a respontaz en eur lavarout : 6 . Selaouit, Aotrou, bez’ez oc’h enn hon touez eur prins karet gant Doue ; sebeliit ann hini hoc’h euz kollet, enn hor c’haera besiou; den na oufe mirout ouz’hoc’h da zebelia enn he vez, ann hini hoc’h euz kollet: 7 . Abraham a zavaz hag a zaludaz beteg ann douar tud a vro-ze, da lavarout eo, bugale H eth; 8 . Hag a lavaraz d’ezho : mar d-eo ho trugarez e sebelienn ann hini am euz kollet, selaouit ac’hanoun, ha komzit evid-oun da Ephron, map Seor. 9 . Evit ma rei d’in ar gavarn a ziou gampr a zo e penn he bark; C’hoant am b'e he lezfe gan-en dirazhoc’h evit ar pez ma tall, da ober eur bez anezhi . 10. Hogen Ephr-on a oa o choum e touez bugale Heth. Hag Ephron a respontaz da Abraham, dirak ann holl dud a oa neuze dastumet e c’harz dor kear, enn eur lavarout :
LEVR AR C'HENELIEZ.
90
11. Nann, Aotrou, ne ket evel-se vezo; mes klevit kenloc’h ar pez az ann da lavarout : rei a rann d’ehoc’h, dirak mipien va bobl, ar park hag ar gavarn a zo enn-han, sebeliit enn-hi ann hini hoc’h euz kollet. 12. Abraham a stouaz beteg ann douar dirak tud ar vro-ze. 13. Hag e komzaz ouc’h Ephron, ar bobl holl o ve za enn dro d’ezho : Selaouit ac’hanoun, me ho ped; rei a rinn d’e-hoc’h arc’hant evit ho park; kemerit-hen, hag er c’hiz-ze me zebelio enn-han ann hini am euz kollet. 14. Ephron a responlaz : 1 5 . Aotrou, selaouit ac’hanoun ; ann douar a c’houlennit a dall pevar-c’hant sikl arc’hant, (daou c’kant skoed), ar priz-ze a vezo e-lre c’houi ha me, mes petra eo kem ent-ze, sebeliit ato ann hini hoc’h euz kollet. 1 6 . W ar gement-ze Abraham a bouezaz, dirak bu gale H eth, ann arc’hant a c’houlenne Ephron ; da lava rout eo, pevar c’hant sikl enn arc’hant mad, moneiz ar vro. 1 7 . Hag e choumaz war hano Abraham ar park a oa gweachall da Ephron, e pehini edo ar gavarn a ziou gampr, hag a skoe war Mambre; nann hep ken ar park, mes ivez ar gavarn hag ann holl gwez a oa trowar dro d’ar park. 18. Barnet e oent d’ezhan evel he dra, e prezanz bugale Heth, ha dirak kement hini a oa neuze e tal dor kear. 19 Hag er c’hiz-ze Abraham a zebeliaz Sara he bried er gavarn a ziou gampr a oa er park-ze hag a skoe war Mambre, e peleac’h ema ar gear a Hebron, e douar Kanaan.
100
LEVR AR C’HENELIEZ.
20. Hag ar park, hag ar gavarn a oa enn-han, a oe goarantet da Abraham gant bugale Heth, evit kaout enn-han eur bez.
SKLERIDIGEZ.
Eur zonjëzort santel ha talvoudek eo, eme ar Spered-santel, ped i e vita r re varo , evit m a vezint diliammet euz ho fe c 'h ejo u . 2 Mach: 12 . 46 . Eunn dra vad eo ivez dougen kanv d’ezho, hag enori ho besiou. Dillad du hag eur mean-bez, a leverer, na zervichont da netra na d’ ar c’horf maro, nà d’ann ene. Ma na zervichont ket d’ar re varo, e rint vad d’ar re veo. Ha c’hoant hoc’h eus-hu da gaout e touez hotud doujanz D o u e , respet evit ar gerent, peoc’h hag unva niez, ho pet soursi euz ann anaon, hag enorit ar besiou. Enn amzer goz, mervel hep beza gwelet gant den, a oa eunn dizeur braz, eur malloz; hirio c’hoaz, ne gav ket d’in e ve eunn dra gwall gaer mont euz ar bed-mâ hep beza gwelet gant den! Sulvui ma’z-oc’h bet mad ha vertuzuz, sulvui a geuz hag a c’hlac’har a lezot w ar ho lerc’h, ispisial mar d-eo mad ha vertuzuz ho tud-nez; râk ann dud fa ll, eme Zant Paol, a zo hep teneredigez. A r c’h an v, lidou ann enterramant, dekor ar bez a zo eta eur merk a garantez hag a anaoudegez-vad euz a berz ar re veo, eunn desteni enorapl evjt ar. re varo, eunn ali hag eunn amorz d’ar vugale da veza vertuzuz. Chetu perak e welomp Abraham ken prederiet da rei d ’he bried eur bez enorapl ha dereat, hervez he vertusiou. Eur blijadur eo gwelout honestis ha lealded tud ar c’harter-ze e kenver Abraham, ha kaloun huel ar patriarc’h santel. Perak na welomp-ni ket e touez ar gristenien ar memes honestis enn ho darempredou, ar memes lealded enn ho marc’h ajou, ar memes largentez enn ho c’halonou ?
LEVR AR C HENELIEZ.
101
PENNAD XXIV. DIM IZI IZAAK. (E u z ar bed 2 14 8 .— Araok J. K . 1856. )
1. Hogen Abraham a oa koz, hag oajet braz ; ha Doue en devoa he venniget e pep tra. 2 . Lavarout a reaz eunn devez d’ar c’hosa euz ho zervicherien, d’ann hini a vere he hall vadou : Laka da zourn dindan va morzad. 3. Evit ma rinn d’id toui dre ann Aotrou, Doue ann env hag ann douar , penaoz ne gemeri bikenn evit pried d’ann map, nikun euz merc’hed ar Gananeed, etouez pere emaounn o choum ; 4v Mes penaoz ez i raktal d’ar vro e pehini ema va c’herent, hag e kemeri ac’hano eur c’hrek d’am map Izaak. 5 . Ar zervicher a respontaz: Ma na fell ket d’ar verc’h dont gan-en d’ar vro-ma, ha kas a rinn-me ho map d’ar vro a behini ez-oc’h deuet. 6 . Hag Abraham a lavaraz : Diouall na gasi bikenn va map di. . 7 . Ann Aotrou, Doue ann env, pehini en deuz va zennet euz a di va zad, hag euz ar vro a behini ounn ginidik ; pehini en deuz komzel ouz-in, ha touet d’in enn eur lavarout : Rei a rinn ar vro-ma d’az wenn £ ann Doue-ze a gaso he eal-mad enn da raok, hag az pezo, hep mank, eur pried d’am map ac’hano. 8 . Ma na fell ket d’ar verc’h dont d’az heul, ne vezi ket dalc’het dre da le ; nemet, na gasi bikenn va map d’ar vro-ze.
102
LEVR AR CHENELIEZ.
9 . Ar zervicher a lekeaz ela he zourn dindan morzad Abraham he vestr, hag a douaz ober ar pez a c’hourc’hemenne. 10. Kemerout a eure dek kanval diouc’h tropel he vestr, hag en em lekeaz enn hent, o kas gant-han prezanchou a bep seurt ; hag ez eaz rag-eeun d’ar Mezopotamia, d’ar gear emedo Nakor o c’houm enn-hi. 11. O veza lekeat he ganvaled da ziskuiza eunn tammik, er meaz a gear, e kichen eur punz-dour, war ann abardaez d’ar mare ma’z eo kuslum ar merc’hed da zont da gerc’hat dour, e lavaraz : 1 2 . Aotrou, Doue Abraham va zikourit hirio, me ho ped ; grit trugarez e kenvCr Abraham va mestr ; 13. Chetu me em zao e kichen ar feunteun-ma, ha merc’hed tud ar gear-ma zeui bremaik da gerc’hat dour ; 14. Ar plac’h iaouank eta da behini e livirinn: îz é leit ho pod evit ma evinn; hag a responlo: Evit, ha me roï ivez da eva d’ho kanvaletj; ra vezo houn-nez ann hi ni hoc’h euz dilennet da Izaak ho servicher; ha dre gement-ze e wezinn hoc’h euz great trugarez e kenver va mestr. 15. N ’en devoa ket achuet-mad da gomz er c’hizze e gweled he galoun, chetu Rebeka o tont er meaz ; Rebeka merc’h Balhuel, map Melka grek Nakor, breur Abraham , ha ganf-hi eur pod war he skoaz. 1 6 . Eur plac’h kaer meurbed; eur verc’h diouc’h ar re goanla, hag enn he holl gwerc’hded: bet e oa dija er feunteçm, hag e tistroe gant he fod leun a zour. 17 Ar zervicher a ieaz war he arbenn, hag a lava raz : Roit d’in eur banne-dour da eva diouc’h ho pod. 1 8 . Hi a respontaz: Evit, va Aotrou; hag e lis -
LEVR AR C’HENELIEZ.
105
kennaz dioc’h-tu ar pod war he breac’h, hag e roaz d’ezhan da eva. 1 9 . Goude ma en devoa evel, hi a lavaraz: Ne ket a-walc’h, tenna a rinn ivez dour d’ho kanvaled, ken ho devezo evet holl. 2 0 . Hag o veza diskarget he fod er c’haniou, e r e daz d’ar punz da denna dour, hag e roaz anezhan d’ann holl ganvaled. 2 1 . Hogen ar zervicher a zelle out-hi, hep lavarout ger, o klask gouzout hag en devoa Doue roet d’ezhan eur veach euruz, pe n’en devoa ket. 2 2 . Hogen goude ma ho devoa evet ar ganvaled, ar goaz a dennaz da rei d’ezhi, eur re vouklou-skouarn, enn aour, hag a boueze daou sikl ; ha diou chadennikdivrec’h pere a boueze dek sikl ; 2 3 . Hag a lavaraz d’ezhi : da biou oc’h -tu merc’h ? livirit d’in : ha bez’ez euz e ti ho lad eul leac’h evidoun da loja ? 2 4 . Hi a respontaz : Me zo merc’h da Vathuel, map Melka euz he goaz Nakor. 2 5 . Oc’h penn-ze, eme-z-hi, bez’ ez euz enn hon ti-ni kalz kolo ha kalz fouenn, ha frankiz e-leiz da loja. 20. A r goaz a stouaz d’ann douar, hag a adoraz ann Aotrou-Doue. 2 7 . Enn eur lavarout : benniget ra vezo ann Aotrou, Doue Abraham va mestr, pehini n’en deuz ket lamet digant va mestr he drugarez nag he wirionez, ha pe hini en deuz va bleniet eeun-hag- eeun da di breur va mestr. 2 8 . Ar plac’h iaouank a redaz eta da di he mamm, hag a zanevelaz ann holl draou e devoa klevet.
104
LEVR AR C’HENELIEZ.
2 9 . Hogen Rebeka e devoa eur breur hanvet Laban, pehini a ieaz diouc’h-tu da gavout ar goaz-ze war zu ar feunteun. 3 0 . Gwelet en devoa dija ar bouklou-skouarn, hag ar chadennouigou-divrec’h etre daouarn he c’hoar ; ha klevet en devoa ganl-hi pep tra, pa lavaraz-hi : Chetu petra en deuz ann den-ze danevellet d’in; hag e teuaz da gavout ar goaz pehini a oa c’hoaz enn he zao gant he ganvaled. e kichen ar feunteun. 3 1 . Hag e lavaraz d’ezhan : deuit enn li, choui pehini a zo benniget gant Doue, perak e choumit-hu er meaz? great am euz ho plas du-m a, ha prest eo lojeiz ar ganvaled. 3 2 . Hen digas'a reaz neuze d’ann ti, hag e tizammaz ar ganvaled; rei a reaz d’ezho kolo ha fouenn ; ha dour d’ar goaz da welc’hi he dreid, ha d’ann dud a oa deuet gant-han. 3 3 . Hag e oe lekeat dira-z-han boed da zibri ; mes h e n a lavaraz : Na zebrinn tamm, ken n’am bezo danevellet va ehrefridi. Laban a respontaz d’ezhan: komzit. 3 4 . Hag hen da lavarout : Me zo mevel gant Abra ham ; 3 5 . Hag ann Aotrou-Doue en deuz benniget meur bed va mestr ; he c’hreat en deuz pinvidik ha galloudek, roet en deuz d’ezhan denved hag ejenned , ar c’hant hag aour, mevellien ha mitizien, kanvaled hag ezen. 3 6 . Ha Sara, grek va mestr, e deuz ganet d’am mestr eur map enn he c’hozni, ha va mestr en deuz roet d’ezhan he holl vadou. 3 7 . Ha va mestr en deuz great d’in toui enn eur
LEVR AR C’HENELIEZ.
105
lavarout: na gemeri bikenn eur c’hrek d’am map euz a douez merc’hed ar Gananeed,e bro pere e maoun o choum. 3 8 . Hogen mont a ri etrezek ti va zad, hag e kemeri etouez va c’herent eur pried d’am map. 3 9 . Ha me am euz respontet d’am mestr: Mes ma na fell ket d’ar verc’h dont gan-en ? 4 0 . Doue, eme-z-han, dirak pehini e kerzann, a gaso he eal-mad gan-ez, ha d’az vlenio enn da hent ; hag e kemeri eur c’hrek d’am map euz va lignez hag euz a di va zad. 4 1 . Va malloz na gouezo ket war-n-oud pa vezi bet o kavout va c’herent, ha pa na rofent ket d'id da c’houlenn, 4 2 . Arruet ounn eta hirio e kichen ar feunteun, hag am euz iavaret : Aotrou, Doue va mestr Abraham, mar d-eo c’houi hoc’h euz ma bleniet enn hent am euz great bete vrema. 4 3 . Chetu me em zao e kichen eur feunteun ; ar verc’h iaouank a zeui da gerc’hat dour, da behini a livirinn : roit d’in eur banne dour da eva euz ho pod ; 4 4 . Hag a responlo d’in : Evit, ha me a denno ivez d’ho kanvaled, ra vezo houn-nez ar vaouez en deuz great ann Aolrou-Doue evit map va mestr. 4 5 . Endra ma ruillenn ann traou-ze em spered, hep lavarout ger, am euz gwelet Rebeka o tont gant eur pod hag a oa gant-hi war he skoaz; diskennet eo bet d’ar feunteun, ha tennet e deuz dour; ha me da lavarout d’ezhi: roit d’in eur banne da eva. 46: Hag hi diouc’h-tu da ziskenn he fod divar he skoaz, ha da lavarout d’in: la evit hoc’h-unan, ha me roi ivezda eva d’ho kanvaled. Evet am euz, ha doureet e deuz va c’hanvaled.
106
LEVR AR C’HENELIEZ.
4 7 . Hag em euz great goqlennou d’ezhi, ha lavaret : Da biou oc’h-hu merc’h ? Hag hi e deuz respontet : Me zo merc’h da V athuel, map Nakor ganet d’ezhan gant Melka. Rak-ze am euz slaget d’ezhi ar bouklou-skouarn, da gaeraat he gened, ha lekeat ar chadennouigou war he divrec’h. 4 8 . Slouet neuze beteg ann douar, em-euz adoret ann Aotrou, o venniga Doue Abraham va mestr , pehini en devoa ma bleniet eeun-hag-eeun da gemerout merc’h breur va mestr evit he vap. * 4 9 . Rak-ze 'ta mar ema enn ho spered beza trugarezuz e kenver va mestr, livirit-hen d’in; mar vennit er c’hiz ail, livirit-heto d’in ivez, evit ma’z inn a zeou pe a gleiz. 5 0 . Laban ha Rathuel a responlaz: Ober Doue eo kemenl-ma ; n’hellomp lavarout d’e-hoc’h netra enep ar pez a fell d’ezhan. 5 1 . Chetu Rebeka ama dira-z-hoe’h , kemerit-hi hag it kuit ; ra vezo-Jii grek da vap ho mestr, hervez ma en deuz diskleriet Doue. 5 2 . Servicher Abraham o klevout kement-zé, en em strinkaz d’ann douar , da adori ann Aotrou Doue. 5 3 . Haar o o veza tennet er meaz listri arc’hant ha re aour, ha dillad, e roaz anezho e donezoun da Rebeka ; ober a reaz ivez prozanchou d’he breudeur, ha d’ar vamm. 5 4 . Neuze e oe digoret ar banked, hag e choumjont épad ann devez-ze da zibri ha da eva. Mes antronoz, ar zervicher savet mintin-mad, a lavaraz : Ma list da vont kuit, evit ma tistroinn da gavout va mestr. 5 5 . Breudeur Rebeka hag ar yamm a respontaz :
LEVR AR C’HENELIEZ.
107
Ra choumo ar plac’h da vihana dek devez gan-e-om p , ha goude-ze ez ai kuit. 5 6 . Na glaskit ket, eme-z-han, ma d’erchel pelloc’h, rak Doue en deuz ma bleniet hed va beach ; list ac’ha noun evit ma’z inn raktal e-trezek va mestr. 5 7 . Hag e leverjont: galvomp ar plac’h iaouank, ha goulennomp he menoz war gement-ze. 5 8 . He gervel a rejont, hag o veza deuet, e lever jont d’ezhi: Ha kountant oud-te da vont gand ann denma? Hag hi a respontaz : Mont a rinn. 5 9 . He lezel a rejont eta da vont kuit, ha gant-hi he magerez, servicher Abraham, hag ann dud a oa d’he lienl, 6 0 . Enn eur zouheti pep seurt mad d’ho c’hoar, hag enn eur lavarout: Hor c’hoar oud, ra greski e mil ha mil rumm dud, ra zalc’ho da lignez ar varn war zoriou he enebourien. 6 1 . Rebeka eta hag he merc’hed, pignet war gan— valed, a heulie ar g o a z, pehini en em haste da zistrei da gavout he vestr. 6 2 . Hogen d’ann amzer-ze, Izaak a zeuaz da vale war ann hent a gas d’ar punz, hanvet punz ann hini a zo beo hag a wel ; rak o choum edo e douar ar c’hres teiz; (D a lavarout eo, e douar Bersabé, e l leach m a en em ziskouezaz ann eal da Agar.). 6 3 . Deuet e oa, war ar meaz, da ober he beden-agaloun, d’afln abardaez ; hag o veza savet he benn da zellout, e welaz euz a bell kanvaled o tont. 6 4 . Rebeka euz he c’hostez, o veza merzet Izaak, a ziskennaz divar he c’hanval. 65. Hag a lavaraz d’ar zervicher : Piou eo ann denhont a zeu dre ar mesiou war hon arbenn? Hag hen a
108
LEVR AR C’HENELIEZ;
respontaz : Va mestr eo. Raktal hi a gemerazhe goel, hag hen laolaz dreist he fenn. 6 6 . Hogen ar servicher a gountaz daIzaakkement tra en devoa great. 6 7 . Izaak a zigasaz Rebeka da delt Sara he vamm, hag he c’hemeraz da bried. He c’harout a eure ke— ment, ma teuaz he garantez da zousaat ar c’hlac’har en devoa c’hoaz euz a varo he vamm.
SKLERIDIGEZ. Tadou ha mammou kristen, c’houi pere hoc’h euz bugale da zimizi, kemerit skouer w a r A braham ; he furnez enn eunn affer ken 'talvoudek enn he dilerc’hiou, a, zo da veza heuliet. Abraham , er c ’harter emedo neuze, a oa kem eret hag enoret evel eur prins. Goulenn a helle evit he vap ar genta euz a verc’hed iaouank ar vro, hag a dra hanad ne vije ket réuzet. Hogen soujezonou huelloc’h egèt madou ha brazderion ar bed-ma a d rem ene dre spered Abraham . K arout a réa he vap, evel. ma kar ar zent; gw elout a rea he zantelez, anaout a rea petra e felle da Zoue ober anezhàn; hag e felle d’ezhan rei dourn da volonté Doue, enn eur brokuli d’he vap eunn dimizi dereat, da lavarout eo , eur vaouez a zoujanz D ou e; hag euz a behini ar wenîi, ann deskadurez, hag ann natur v a d , a roje esperanz da gaout eunn tiegez euruz hag eul lignez' a dud santel. Hogen gouzout a rea erfat penaoz eur verc’h a seurt-ze na vije ket kavet, e touez tud difeiz ha paianed, evel ma oa gozik holl tud bro K anaan, e peleach edo neuze o choum. Doue hep ken hag he relijion, a helle ober eur plac’h evel ann hini a felle d’ezhan da gavout. Chetu perak e k a saz he zervicher d’h e c ’hlask d’ar vro a behini e oa ginidik, e peleae’h e oa he dud o choum, h a gant-ho ann anaoudegez euz ar gw ir Doue. Hirio, ann dud ho deuz bugale da zimizi, a henvel ober
LEVR AR C’HENELIEZ.
109
kontroll-beo d’ar pez a reaz ar patriarc'h santel. Eur verc’kkaer a glasker; mes eur verc’h hag a zigaso kalz danvez ganthi. He lignez, he deskadurez, he buezegcz vad pe fall, ouc’h ann traou-ze holl ne zelleur nemeur; arc’hant, leve, koantiz a zo ; vertuziou a-walc’h eo ann traou-ze. Koulskoude petra’ zervichkaout madou braz enn eunn ti,ma na ouzeur ho go uarn hag ho lakaat da dallout. Eur c’hrek fu r a ra tiegez , eme ar Skritur, ar chrek skân-benn a zismantr pep tra. Eliezer, mevel Abraham , skouer ann holl zervicherien, a zesk d’e-omp dre he furnez, dre he fealded hag he relijion epad he veach , peger talvoudek eo d’ar zervicherien kaout mistri a zoujanz Doue, ha choum pell enn tiegcsiou mad. Kemeret en deuz holl zoareou hag holl venosiou he vestr. Anaout a rea ar gentel roet divezatoc’h gant ar Spered-Santel: J r gerent a ro tiegez ha madou, Doue hep ken a hell rei eur chrek fur. Chetu perak e (eo d’en em erbedi d’ezhan, e kichen feunteun Karan, ha da c’houlenn sklerijenn evit anaout etre merc’hed ar gear-ze, ann hini en devoa Doue dilennet evit pried d’he vestr iaouank. Chetu Rebeka o tont, eur plac’h ampart, kempen ha modest; hi eo ai’ genta enn he la bour ; he c’haloun vad a zo war he muzelïou ; E v it, va denrnady eme-z-hi, ha me a denno choaz dour d ho loened. He c’homzou ail a zo berr, vuel, ha leun a frankiz ; n’euz mui da arvari, hounnez eo a zo galvet da veza merc’h, pried, ha mamm ar batriarched. Dourn ann Aotrou-Doue a gavomp e pep tra ebarz enn dimizi santel-ma. Izaak a ieaz w ar arbenn Eliezer; hast en de voa a dra-zur da glevout eur c'helou bennak euz a eunn affer hag a zelle kemend out-han. Mes enn he valeaden, eme ar Skritur, e pede Doue enn he galoun. En em gemerout a reaz a-bred d’en em lakaat e stad da ober eunn dimizi euruz ; ha dre ma tostee ann termen, e kreske he aked da bedi. Karout a rea dont w ar ar mesiou, pell diouc’h (rouz ar bed, evit en em gavout gwelloc’h gant Doue, ha danevelli d ezhan prederiou he galoun. Tud iaouank w ar va re da zimizi, chetu aze ho skouer. Pa glevaz Rebeka e oa Izaak a oa ann den-ze a zeue w ar he arbenn, e taolaz he goel dreist he fenn, gant azaouez ha modesti. Skouer dudiuz d’ar merc’hed iaouank, pa en em ga-
110
LEVR AR C’HENELIEZ.
vont enn hevelep gweladennou! Deski a dleont gant Rebeka penaoz doujanz ha mez-ganet eo ann daill wella da blijout da eunn den iaouank vertuzuz ha desket-mad; avelach ha bragereziou na douellint nemet paotred sot ha fougeetien. Er fin,Breiziz,pa ho pezo merc'hed da c’houlenn da zimizi, ho pet sonch euz servicher Abraham , e ti Bathuel ; ha na gasit ket pep seurt tud da ober ho koulenn ; mes kasit eunn den a-fesoun, eunn den a zoujanz Doue, pehini a rei ho kefridi gand enor ha chanz-vad.
PENNAD XXV. MARO ABRAHAM. EZAÜ HA JAKOB. (Euz ar bed 2183. — A raok J. -K : 1 8 2 1 .)
1. Hogen Abraham a zemezaz da eur vaouez ail, hanvet Cetura. 2 . Pehini a c'hanaz d’ezhan Zamram ha Jeksan, ha Madia_, ha Jesbok, ha Sue. 3 . Jeksan ivez a engehentaz Saba, hà Dadan. Bugale Dadan a oe Assurim, ha Larusim, ha Loomim. 4 . Hogen eveuz Madian e oe ganet Epha, hag Ophër, hag Henok, hag Abida, hag Eldaa; ar re-ma holl a oe bugale Cetura. 5 . Hag Abraham a reaz he holl vadou da Izaak. 6 . Hogen da vugale he c’hroagez all ne roaz nemet donezounou, hag ho dispartia a reaz diouc’h he vap Izaak, araok mervel; oc’h ho c’has war zu ar zao-heol. 7 . Ha buez Abraham a ieaz da gant pemzek vloaz ha tri-ugent. 8 . Hag he nerz o vankout d’ezhan, e varvaz enn eur gozni euruz, enn eunn oad braz, ha leun a zevesiou : hag ez eaz da gavout he vobl.
LEVR AR C’HENELIEZ.
kl 1
9 . Izaak hag Ismael he vipien her besiaz er gavarn a ziou gampr, a oa e park Ephron, map Seor hethead, rak-enep da Vambre. 1 0 . Ar gavarn-ze, he frenet en devoa digant mipien Heth ; hag enn-hi eo bet besiet he-unan gant Sara he bried. 1 1 . Goude ar maro anezhan ; Doue a vennigaz Izaak he vap, pehini a oa o choum e kichen ar pupz hanvel punz ann hini a vev hag a wel. 12. Chetu ama lignez Ismael, map Abraham, ganet d’ezhan gant Agar ann ejipsianez, matez Sara. 1 3 . Ha chetu aman hanoiou he vipien ec’hiz m’ho deuz ho douget ar re a z o diskennet anezhan. Map hena Ismael a oa Nabajoth, ann eil Cedar, ha goude Abdeel, Mabsam, 14. Masma, Duma, Masa, 15. Hadar, Thema, Jethur, Maphir, ha Cedma. 1 6 . Ar re-ze eo mipien Ismael, hag ann hanoiou-ze a rojont d’ho e’hestel ha d’ho c’heariou; rak hi eo ann daouzek k ef euz ho daouzek breuriez. 1 7 . Buez Ismael a ieaz da zeiz vloaz ha c’houec’h ugent, hag he nerz o vankout d’ezhan, e varvaz, hag ez eaz ivez da gavout he vobl. 1 8 . Ar vro ma edo o choum enn hi, a zo a-dâlek Hevila betek S u r , pehini a sko war ann Ejipt pa zeuer d’ar Siria. Mervel a reaz e kreiz he holl vreudeur. 1 9 . Chetu ama ivez lignez Izaak, map Abraham. Abraham a engehentaz Izaak. 2 0 . Pehini d’ann oad a zaou-ugent vloaz, a zemezaz da Rebeka, merc’h Bathuel Siriad euz ar Mezopotamia, c’hoar Laban. 2 1 . Isaak a bedaz Doue evit he c’hrek, dreJn abek
112
LEVR AR CHENELIEZ.
ma oa brec’haign ; ha Doue a zelaouaz ouz he beden, hag a reaz da Rebeka dont da veza dougerez. 2 2 . Hogen ar vugale en em stoke enn he c’hof-lez, hag a reaz d’ezhi lavarout: Mar tlie kement-ma c’hoarvezout gan-en, pebez ezomm am boa-me da zont brazez ? Hag ez eaz da c’houlenn kuzul digant Doue. 2 3 . Ha Doue a respontaz d’ezhi: Diou vroad-tud a zo enn ho kof-lez, ha daou vobl dishenvel a zeuio ac’hanoc’h ; unan a drec’ho war egile, hag ann henaour a zervicho ar iaouaer. (D a lavarout eo, ar c’hosa a z e r vicho ar iaouanka). 2 4 . Pa oe deuet ann termen da wilioudî, enn em gavaz enn-hi daou enn eur c’hovad. 2 5 . Ann hini a zeuaz ar c’henta er bed a oa rouz, ha golQet a vleo, egiz krochen eul loen ; hag a oe han vet Ezaü. Raktal e teuaz egile, krok gant he zourn e seul-troad he vreur; ha chetu perak e oe hanvet Jakob. 2 6 . Tri-ugent vloaz a oa Izaak pa zeuaz he vugale er bed. 2 7 . Pa oent deuet braz, Ezaü a reaz eunn den gwiziek da chaseal, hag atao war ar meziou ; hogen Jakob a reaz eunn den habask, hag a choume gozik bepred enn teltou. 2 8 . Izaak a gare Ezaü, dre ma tebre aliez diouc’h he chase; mes Rebeka a gare Jakob. 2 9 . Hogen eunn devez Jakob en devoa poazet eur pladad piz-rouz da zibri ; Ezaü oc’h arruout eno divar ar meaz, skuiz braz, 50. A lavaraz: Ro d’in da zibri diouc’h ar boazaden rouz-ze, rak skuiz ounn da vervel. Dre'n abek da g e ment-ze eo bel, hanvet Ezaü Edom (rouzard).
113
LEVR A R C’HENELIEZ.
5 1 . Jakob a lavaraz d’ezhan : Gwerz d ’in da henanded. 5 2 . Ezaü a respontaz: Mervel a rann, petra dalvezo d’in va henanded ? 3 3 . Tou eta d’in, eme Jakob. Ezaü a douaz, hag a werzaz drezhan he henanded. 3 4 . Hag er e’hiz-ze o veza kemeret eunn tamm bara, hag ar pladad fer, e tebraz hag ec’h evaz, hag ez eaz kuit, dibreder a-w alc’h, evit-hen da veza gwerzet he wir a vap hena.
SKLERIDIGEZ. Er skritur sakr n’e gaver netra skrivet enn aner. Peb histor, pep ger, evit lavarout mad, a zoug gant-han he gelenafdurez. Gwelout a reomp Abraham o kaout bugale euz a deir. c’hrek; hag Izaak hep ken a zo heritour d’ezhan. H e vugale ail, ober a ra d’ezho prezanchou, hag ho c’has a ra ann eil pelloc’h eget egile diouc’h ar vro pehini a vezo eunn devez ann Douar Santel hag heritach lignez Izaak. Mad ! eme ann Tadou, Ismael hag he lignez a skeudenne ar juzevien her vez ar c’hik, pere ne o a n t, ha ne d-int c’hoaz bugale da Abraham nemet dre ar goad. Bugale Cetura a skeudenne ar gristenien fall, pere ne d-int diskibled da Jezuz-K rist, na bugale d’ann iliz nemet dre ann hano. E r fin, Izaak hag he lignez a oa skeuden gw ir .zervicherien Doue, ken a raok ken goude don'edigez hor Zalver, gwir vugale da Abraham hervez ar spered, hag heritourien ann diouganou pe ar promesaou. A r juzevien hervez ar c’hik hag ar gristenien fa ll, Doue a ro d’ezho donezonou er b ed -m a, evit ho faea euz ar pezik a -vad a reont; mes ho lod-digwez epad ann eternite, a vezo pell-pell diouc’h bro ar gw ir heritourien, da lava rout eo, diouc’h rouantelez ann env; Izaak a bedaz evit he c’hrek; evit ma roje Doue frouez d’ho briadelez. A r gomz hebre a zinifi: Pedi sta rd , ped i 8
114
LEVR AR C’HENELIEZ.
alies, kenderchel da bedi : Chetu perak e sonj da zant IannKrizostom e kendalc’haz Izaak da c’boulenn ar c’hras-zé epad ugent vloaz. Doue na hellaz ket choum hep klevout eur beden a ger braz dellid. Pedomp evel Izaak, pedomp a-greiz kaloun, pedomp alies ha kendalc’homp da bedi, hag hor bezo ivez hor goulenn. Mes ann enep-kaer eo a, c’hoarvez gan-eomp; pedi mad a reomp d’ann taol kenta, dre ar c’hoant hon euz da gaout ar chras-ma-c’hras ; mes buhan e skuizomp, ha Doue n'a hell mui ober d’e-omp ar mad en devoa dispartict evid-om p, dre n’her goulennomp mui digant-han. Spounta a ra ann den o welout peger buhan hag avit pe briz e teu Ezaü da werza he w ir a henanded. Red eo ne anaie ket mad ar privilachou staget euz ar gw ir-ze; pe mar ho anaie, eo red e vije eur paotr dibenn ha diskiant tre. Chetu ama gwiriou ar map henan e touez ar juzevien goz. i° Diou loden en devoa da gaout viz-a-viz d’he genheritourien. 2° K emeret e vije evel mestr hag Aotrou he vreudeur, pere a d lie he enori evel penn ann tiegez hag ann hini a zalc’he leac’h h o zad. 3° Ann tad abars mervel a roe eur vennoz spisial d’he vap hena; hag ouz ar vennos-ze e oe staget ann diouganou pe ar promesaou en devoa Doue great d ’ar batriarched. 4° Er fin lod a lavar penaoz, e derou ar bed, ar velegiach pe ar garg a velek a oa c’hoaz d’ar map hena e pep tie gez. Ezaü ne, oa ket hep gouzout ann traou-ze ; mes touellet gant ar chasé ha dougetoc’h d’a r pez a rea plijadur d’he gorf, eget d’ar pez a zelle ouz he enor hag ouz he ene, ne rea nemeur a stad euz bènnoz ann Aotrou-D oue, hag euz holl brivilachou ann henanded. Eunn tammik naoun en devoa; eunn dra vad a w ele dirak he zaoulagad, he gaout a oa red ; ar priz ne rea netra. Chetu aze ann den gourmand penn-dabenn. Na ped Ezaü na welomp-ni ket bemdez enn dro d’eomp? ped na welomp-ni ket o sakrifia d’ar c’hourmandiz, pe evit lavarout sklear , d’ar vezventi, ho madou, ho iec’h e d , ho enor, ho gragez, ho bùgale, ho buez ! Gwelout a reont ho ziegez o vont d’ar baz, ho groagez, ho bugale o wela hag o tizec’ha gant ann dienez ; n’euz forz, ar gouzonk a c’honlenn lounka, he w alc’ha a zo red !
LEVR AR C’HENELIEZ.
15
PENNAD X X V I.
Izaak e bro Jerara. 1 Hogen eur gernez vraz o veza kouezet war vro Kanaan, eslréget ann hini a c’hoarvezas e amzer Abra ham, Izaak a ieaz da gavout Abimelek, roue ar Philistined e Jerara. 2 . Ann Aotrou-Doue en em ziskouezaz d’ezhan, hag a lavaraz: N ’a ziskenn ket d’ann Ejipt, mes choum er vro a livirinn d’id. 3 . Bez eno evel tremenour; me vezo gan -ez, ha me az pennigo ; rak rei a rinn d’id ha d’az wenn ar b roiou-ze hed-da-hed, o seveni er c’hiz-ze al lé am euz great da Abraham da dad. h. Kreski a rinn da lignez evel slered ann env; ha rei a rinn d’az vugale enn da c’houde ar broiou-ze hedda-hed ha b e n n i g e t e vezo enn da wenn holl voblou ann douar, 5 . Dre’n abek ma en deuz Abraham sentet ouz va mouez; miret va gourc’hemennou ha va urzou; ha dal— c’het mad d’am lidou ha d'am lezennou. 6 . Izaak a choumaz eta e Jerara. 7 . D ’ar goulenn a rea tud ar vro-ze out-han divar benn he bried , e respontaz: Va c’hoar eo. Rak aoun en deyoe oc’h anzao out-ho e oa hi dimeze d’ezhan, o sonjal ho divije marteze lazet anezhan, abalamour d’he gened. 8 . Eur pennad amzer goude, o veza ma chôment er memez leac’h ato, Abimelek, roue ar Philislined o sel— lout dre eur pre nestr, a welaz Izaak oc’h ebata eunn tammik gant Rebeka he c’hrek.
416
LEVR AR C’HENELIEZ.
9. Hag o veza great d’ezhan dont d’he gavout, e la varaz : Anad eo eo houn-nez grek d’e-hoc’h ; perak hoc’h euz lavaret dre eur gaou e oa ho c’hoar a oa? Izaak a respontaz : Aoun am boa na vijenn lazet dre’n abek d’ezhi. 40. Hag Abimelek a lavaraz: Perak hoc’h eus-hu Tromplet ac’hanomp? unan bennak euz ar bobl a heulie tostaat ouz ho krek, hag ho pije tennet war-n-omp eur gwall bec’hed. Hag e roaz difenn d'he holl vobl, enn eùr lavarout: 11. Piou bennak a doucho ouc’h pried ann den-ze, a vezo lekeat d’ar maro. 1 2 . Hogen Izaak a hadaz ebarz ar vro-ze, hag a zastumaz, er bloaz-ze memes, kant evit unan ; rak Doue a roaz he vennoz d’ezhan. 13. Ha va den a binvidikaaz, hag a ieaz bepred araok ha war gresk, ken a zeuaz da veza galloudek meur bed. . 14. Bez’en devoa eunn niver braz a zenved, hag a loened braz, kalz mevellou ha mitizien. Dre-ze ar Philislined o kaout goarizi out-han, 1 5 . A stankaz neuze ann holl bunsou ho devoa toullet servicherien he dad Abraham, hag ho c 'h argaz a zouar. 16. Betek ma teuaz Abimelek he-unan da lavarout da Izaak: En em hennit kuit diouz-omp, rak re oc’h deuet da veza galloudekoc’h eged-omp. 17. Izaak eta en em dennaz kuit, hag a zeuaz da frout Jerara, evit choum eno. 18. Lakaat a reaz toulla a-nevez punsou all, pere a oa bet toullet gant servicherien he dad Abraham, ha stanket gant ar Philistined goude ar maro anezhan; ha rei a reaz d’ezho ann hanoiou ho deyoa bet a-raok digant he dad.
LEVR AR C’HENELIEZ.
1 JT
19. Toulla a rejont ivez e gweled ar frout, hag e kavjont dour-mammen enn-han. 2 0 . Hogen daël a zavaz eno c’hoaz etre meserien Jerara he meserien Izaak, ar re-hont o lavarout: Ann dour a zo d’e-omp ; dre’n abek da ze e oe hanvet ar punzze : Gwall slrif, diouc’h ar pez a oa c’hoarvezet. 2 1 . Eur punz all a douljont, divar benn pehini e savaz c’hoaz tabut, hag e oe hanvet Droulanz. 2 2 . O vezat eat kuit ac’hano, e toullaz eur punz all, divar benn pehini na leverjont ger; dre-ze Izaak hen hanvaz Frankiz, o lavarout : Brema dre c’hras-Doue eo frank war-n-omp, hol lekeat en deuz da greski war ann douar. 2 3 . Hogen euz al leac’h-ze e pignaz enn dro da V ersabé. 2 4 . Eno, d'ann noz kenta, Doue en em ziskouezaz d’ezhan o lavarout : Me eo Doue Abraham da dad , n’az pez ket aoun, rak me zct gan-ez, me d’az vennigo, hag a gresko da wenn abalamour d’am zervicher Abraham. 2 5 . Rak-se e savaz eno eunn aoter, hag o veza azeulet da hano ann Aotrou, e plantaz he delt, hag e k emennaz d’he vevelien toulla eur puns. 2 6 . Abimelek, Okozath he vignoun, ha Phikol kabitan he zoudarded, o veza d’euet d’i d’he gavout, .2 7 . Izaak a lavaraz d'ezhan; Perak hoc’h-hu deut d’am c’havout-me, eunn den hag a argarzit, hag. hoc’h euz kaset kuit divar ho tro? 2 8 . Hi a respontaz : Gwelet hon euz e oa Doue ganez, ha dre-ze hon euz lavaret : touomp lé ann eil d’egile, ha greomp kevredigez; 2 9 . Eyit na ri drouk ebed d’e-omp, evel n’hon euz
11g
levr
ar
c ’h e n e l I e z
,
hon-unan louchet ouc’h netra a gement a oa d’id, na great netra a gemenl a helje ober poan d’id ; mes da Iezet hon euz d’hor c’huitaat e peoc’h pinvidikeat dre vennoz ann Aotrou; 50. Izaak a reaz eta eul lein vraz d’ezho, ha goude beza debret hag evet, 3 1 . Da vintin, pa zavjont, e touejont ho lé ann eil d’egile, hag Izaak ho lezaz da zistrei e peoc’h d’ho bro , 3 2 . Hogen chetu, enn deiz-ze memes, mevelien Izaak a zjgouezaz da rei kelou d’ezhan euz ar punz ho devoa toullet, hag e leverjont: Kavet hon euz dour. 3 3 Chetu perag e chalvaz ar punz-ze founder, hag ann hano a Versabé a oe roet d’ar gear, hag he deuz c’hoaz hirio ann deiz. 3 4 . Hogen Ezaü d'ann oad a zaou-ugent vloaz a ge meraz diou-c’hrek, Judith, merc’h Beeri Hethead, ha Basemath, merc’h Elon, diouc’h ar memes karter. 3 5 . Hag ho diou ho devoa great poan-galoun da Izaak. ha da Rebeka.
SKLERIDIGEZ. Dâ eo gan-e-omp gwelout anu Aotrou-Doue o terc’hel sonj ato euz he vignoun braz Abraham hag oc’h he glevout o lavarout d’he vap Izaak: Benniget a vezo enn da wenn holl voblou ann douar, dre ma en déut da dad m iret va gourchem ennou. Mar leu alies Doue da virout evit ar vugale ar gastiz a oa dleet d’ho zad, e teu aliesoc’h c’hoaz d’ho garedoni dre’n abek da oberiou mad ho zud koz; hag er c’hiz-ze e splanna bemdez ar wirionez-ma diskleriet gand ar spered santel: Kurunen ar gozidi eo ho bugale vad, hag enor ar v u gale eo brud-vadho zud-koz. (Prov. 1 7 . 6 .). Abimelek oc’h en em glemm da Izaak divar-benn ma en
LEVR AR C'H ENELIEZ.
119
devoa lekeat he zujidi e riskl da o b er, hep gouzout d’ezho, ar pec’hed a avoultriez, a zesk d’e-omp pegen heuzuz eo ar pec’h ed -ze, pa’z eo gwir eo bet d„oujet kement gant ar baianed ho-unan, da vihana e derou ar bed. Merzout a dleomp ivez brud ha chanz-vad Izaak, ken enn he zouarou ken enn he loened. A. beleac’h e teue d’ezhan kement a binvidigesiou ? Euz a vennoz ann Aotrou Doue, tennet war-n-ezhan dre he bedennou pemdesiek. Er fin , d’ann dud iaouank e livirinn : Taolit evez eur weach c’hoaz w ar ar paour-keaz Ezaü; he welet hoc’h euz gwall chaseour, paotr gourmand, dont a ra da veza den lik. Dimizi a ra da ziou c’hrek, hep ezomm ebed ; dimizi a ra da ziou baianez enep grad-vad he dad hag he vamm ; petra a e’hoarvezo euz a eunn-hevelep dimizi ? he ziou c’hrek na reont nemet rann-galoun da Izaak ha de Rebeka dre h o gwall vuez. Bugale kristen , lennit ha prederiit, ha na zimizit bikenn enep grad-vad ho kerent.
PENNAD XXVII.
Izaak a ro he vennoz da Jakob, o kredi he rei da Ezaü. (E u z ar bed 2245. — A -raok J .-K . 1 7 5 9 .)
1 . Hogen Izaak a oa deuet koz, tenvalaal a rea he zaoulagad, ha na helle mui gwelout r gervel a reaz eta Ezaü he vap henar ha lavarout a reaz d’ezhan : Va map ! Heman a respontaz : Chetu me ama. 2 . Hag he dadr Gwelout a rez erae-z-han , ez ounn koz braz, ha na ouzonn .peur e varvinn. 3 . Kemer da armou, da iac'h-birou ha da warek, ha kea war ar meaz, ha pa ez pezo paket eunn dra bennak p chaseal, 4 . Gra d’in gant-han eur gefalen, (ragont), e c'hiz
420
LEVR AR C HENELIEZ.
ma ouzoud e kavann mad ; ha digas-hi d’in evit ma tebrinn ha ma roio va enehe vennoz d’id, a-raok ma varvinn. 5 . Rebeka o veza klevet ar c’homzou-ze ; hag Ezaü o veza ea war ar mesiou, da ober ar pez; en devoa gour c’hemennet he dad ; 6. A lavaraz d ’he map Jakob : Klevet am euz ho tad o komz gant ho preur Ezaü, hag o lavarout d’ezhan : 7 . Digas d’in eunn dra bennak euz da chase, hag aoz d’in eunn tamm-boed da zibri, evit ma rinn d’id va b en noz dirak Doue, a-barz ma varvinn, 8 . Brema’ta, va map, heuliit ar c’huzul a rann d’hehoc’h : 9. It d’ann tropell, ha digasit d’in daou venn-gaor euz ar re gaera , evit mae’h aozinn d’ho tad gant-ho eur boed a behini e tebr a-galoun-vad : 10. Ha pa ho pezo he gaset d’ezhan, ha pa en de vezo debret anezhan, hen ho pennigo a-barz mervel. 11. Jakob a respontaz d’ezhi :#Gouzout a rit penaoz Ezaü va breur a zo goloet a vleo, ha me ne d-ounn ket ; 12. Mar deu va zad d’am dastourni, ha da c’houzout eunn dra bennak, aoun am euz na gredfe em bé bet c’hoant da ober goab anezhan ; hag e tenninn war-n-oun -he valloz eleac’h he vennoz. 13. Ar vamm a respontaz : Ra gouezo ar valloz-ze war-n-oun, va map; sentit hep ken ouz va c’homzou, hag it buhan da gerc’hat ar pez a lavarann. 14. Hag hen mont, ha digas daou venn, hag ho rei d’he vamm, Houma a aozaz gant-ho eur pred-boed , ec’hiz ma wie e kave mad he dad. 1 5 . Neuze hi a reaz d’ezhan gwiska dillad Êzati, he re gaera, pere a oa gant-hi enn ti. 1 6 . Lakaat a reaz enn dro d’he zaouarn, ha war he c’houzouk noaz, kroc’hen âr menned.
LEVR AR C’HENELIEZ.
121
17 . Hag e roaz neuze d’ezhan ar gefalch e devoa great, hag ar bara e devoa poazet. 18. Jakob o veza eat gant-ho, a lavaraz Va zad ! Hag hema a respontaz : Klevout a rann ; piou oud-de, va m ap t 1 9 . Ha Jakob a respontaz : Me eo Ezaü, ho map he na ; great am euz hervez ma ho poa gourc’hemennet d’in : savit, azezit , ha debrit euz va chase, evit ma em bennigot goudeze. 2 0 . Hag Izaak da lavarout c’hoaz d’he vap : Penaoz ec’h eus-te gallet kavout gouéach ker buhan, va map ? Ha Jakob a respontaz : Falvezet eo da Zoue em be kavet buan ar pez a felle d’în., 2 1 . Hag Izaak a lavaraz: Tosta ama, évit ma touehinn ouz-id, va map, ha ma wezinn ha bez’ez oud va map Ezaü pe ned-oud ket. 2 2 . Jakob a doslaaz ouc’h he dad , hag Izaak o veza he daslournet, a lavaraz : Evit ar vouez, a zo mouez Ja^kob; hogen ann daouarn a zo daouarn Ezaü. 2 3 Ha n’hen anavezaz k e t, rak he zaouarn goloet a vleo, a oa henvel holl ouc’h re he vreur hena. Enn eur rei eta he vennoz d’ezhan, 2 4 . E lavaraz ; Ha te eo va map Ezaü? ha Jakob a respontaz : Hen ounn r 2 5 . Va map, eme Izaak, digas d’in da zibri euz da chase, evit ma rei va ene he vennoz d’id. Lakaat a re az ar boed d ira-z-han , hag e tebraz ; kenniga a reaz ivez gwin d’ezhan, hag ec’h evaz. 2 6 . Hag Izaak a lavaraz : Tosta ouz-in, ha ro d’in eur pok, va map. 2 7 . Jakob a dostaaz , hag a bokaz d’ezhan. H ag Izaak, ker kent ha ma kleyaz ar c’houes-vad a daole he
122
LEVR AR C HENELIEZ.
zillad, a lavaraz, enn eur rei d’ezhan he vennoz: Chetu, c’houes va map a zo ec’hiz c’houes-vad eur parkad ed e bleun , da behini en deuz roet ann Aotrou Doue he vennoz. 2 8 . Doue ra roio d’id gant gliz ann envou, ha gant druzoni ann douar, ed ha gwin gant founder! 2 9 . Ra vezo ar boblou da zujedi, ra zaoulino pep broad dira-z-oud! Bez Aotrou da vreudeur; ha bugale da vamm, ra stouint d’ann douar dira-z-oud ! nep az milligo, ra vezo-hen milliget; ha nep az pennigo, ra vezo-hen karget a vennosiou. 3 0 . A veac’h en devoa Izaak achuet he gomzou ; a veac’h edo eat Jakob er meaz , ma teuaz Ezaü. 3 1 . Hag hen da genniga d'he dad ar boed en de voa aozet euz he chase, enn eur lavarout : Savit, va zad, ha debrit euz chase ho map, evit ma roio hoc’h ene h e vennoz d’in. 3 2 . Hag Izaak da lavarout : Piou oud-de eta ? Hema a respontaz : Bez’ ez ounn Ezaü, ho map hena. 33 Izaak a choumaz saouzanet holl ; ha souezet mui eget na oufer kredi, e lavaraz : Piou eo eta ann hini en deuz dija digazet d'in traou paket gant-han enn he- chase, hag euz a bere holl am euz debret, a-barz ma’z oud deuet ? hag em euz he vennîget, ha benniget e vezo. 3 4 . Ezaü o klevout ar c’homzou-ze gant he dad, a laoskaz eur griaden vraz ( evel eul leon o iudal) ha mantret holl e lavaraz: Bennigit ac’hanoun ivez, va zad ! 3 5 . Izaak a respontaz; Da vreur a zo deuet evel eul laer hag en deuz bet ar vennoz a oa dleet d’id. 3 6 . Hag Ezaü a lavaraz: Gant gwir abek eo bet hanvet hen-nez Jakob : hou-ma eo ann eil gwech ounn bet diarbennet gant-han : va gwir a henanded en devoa
LEVR AR C’HENELIEZ.
123
lamet digan-en , ha brema c’hoaz chetu laeret ganthan ar vennoz a oa dleet d’in. Hag e lavaraz eunn eil gwech d’he dad : Ha n’hoc’h eus-hu ket miret eur ven noz evid-oun ? 37. Izaâk a respontaz d’ezhani-Hel lekeat am euz da vestr war—n-oud ; great am euz h e holl vreudeur sujedi d’ezhan ; ann ed hag ar gwin, ho roet am euz d’ezhan evel he dra ; goude k em en t-ze, va m ap, petra oufennme mui da ober evid-oud ? 5 8 . Hag Ezaü da lavarout: N ’hoc’h eus-hu eta nemet eur vennoz, va zad ? me ho ped, bennigit ac'hanoun ivez ! Hag evel ne rea nemet gwela hag hirvoudi, 3 9 . Izaak gant truez out-han, a lavaraz : Druzoni ann douar, hag ar gliz a ziskenn euz ann env, a vezo da lod bennoz. 4 0 . Beva a ri dre ar c’hleze,ha servicha a ri da vreur : ha dont a rai ann amzer ma heji ha ma taoli he ieo divar da c’houzoug. 4 1 . Ezaü eta a zouge bepred kasoni ouc’h Jakob, abalamour d’ar vennoz-ze endevoa roet he dad d’ezhan ; ha lavarout a reaz enn he galoun : Dont a rai devesiou kanv va zad, ha neuze me lazo va breur Jakob. 4 2 . Danevellet a oe ann traou-ze da Rebeka ; hag houma o veza great gervel he map Jakob , a lavaraz d’ezhan : Chetu ho preur Esaü a c’hourdrouz ho laza. 4 3 . Brema ’ta, va map, selaouit kuzul ho mamm ; savit ha tec’hit kuit, hag it da gavout Laban, va breur, e bro Haran. 4 4 . Choum a reot gant-han eür pennadik amzer, ken a vezo distanet kounnar ho preur. 4 5 . Ken a vezo tremenet he zespet, hag ankounae’heet gant-han ar pez hoc’h euz great enn he enep.
124
LEVR AR C’HENELIEZ.
Neuze me gaso d’ho klask hag ho tigaso ac’hano enn dro ama. Perak e kolfenn-me va daou vap enn eunn devez ! 46. Ha Rebeka a lavaraz da Izaak : Ar vuez a zo deuet enouuz evid-o u n , dre’n abek da verc’hed Heth : mar kemer Jakob eur c’hoek euz a douez tud ar vroma, ne fell ket d’in beva pelloc’h.
SKLERIDIGEZ. Komzou hag oberiou Jakob ha Rebeka lied-da-lied d’ a r pennad-ma, a zo bet displeget e meur a fesoun gant ann tadou santel. Lod a zalc’h penaoz ho deuz lavaret geier, hag offauset Doue, da vihana dre bec’hejou veniel ; rak ar gaou, pegen dîster bennak e ve, a zo ato pec’hed dirak ann hini a zo arwirionez memes. Mes eme-z-ho a rabat eo beza souezet w ar gemen-ze, na kemerout gwall skouer; ar zent n’int ket bet ato glan a bec’hed ; ha Doue a lez alies ann drouk da c’hoarvezout, evit kas da benn ar pez en deuz soujet ober. Lod a il, Sant Aogustin ha Sant Thomas ispisial, a zalc’h penaoz komzou Jakob., enn darvoud misterîuz-ze, ne d-int ket geier. Izaak a fell d’ezhan rei ar vennoz a henanded d’ann hini a oa hervez Doue hevaphena. Hogen Ezaü o ve za gwerzet he w ir a henanded da Jakob, ha siellet he werz gant he lé, da Jakob e tigeueze ar vennoz diveza-ze euz lie dad , ouc’h pehini en devoa Doue staget kement a brivilachou. Pa c’houlennaz eta Izaak digant Jakob ; Ha te eo ar map da behini e tleann rei bennoz ann henanded? Jakob, o respotit: ia me eo, na lavaraz ket eur gaou. Oc’h penn ze, Jakob enn traou-ze holl a oa eur skeud euz a Jezuz-Krist, hag euz he iliz, J^zuz-Krist, oan dous ha dinam, a zo ,bet goloet euz a bec’hejou ar bed, evel Jakob enz a grec’hin ar mennou-gaor. Hag o veza ho faet war ar groaz e tennaz w ar e iliz grasou mad he Dad Eternel, hag ar privilachou ail pere a oa bet bete neuze heritach ar sina-
LEVR AR C’HEKELIEZ.
125
gog ; da lavarout eo , heritach relijion ar juzevien. Ann diou relijion, hini ar sinagog hag hini ann ilis katholik, a hell be za kemeret evel diou c’hoar, euz a bere ar iaouanka e deuz diarbennet a r gosa. Ha chetu ar mister skeudenuet er skri tur sakr, dre ar pez a c’hoarvezaz gant Ezaü ha Iakob. Izaak sklereet gant Spered Doue, a anaie kemênt-ze tostda-vad, rak na welomp ket en defe tamallet Jakob euz ar pez en devoa great. .Ha mar souhet da Ezaü madou ann douar evit he zisc’hlac’hari, e lavar d’ezhan bepred : beze vezi didan da vreur. E r fin, diouallomp da ober evel Ezaü ; diouallomp da zisprijout grasou Doue, hag.ar madou eternel diouganef d’e omp ; ha diouallomp da bec’hi gant faë, e-pad ma’z omp iae’h ha kré; rak dont a rai eunn devez e pihini e klaskimp ar grasou-ze, evel Ezaü, ha, n’ho c’havimp mui. Goulenn a raimp gant daelou hag ganthirvoud ann heritach kaer a oa tonket d’e-omp, ha na vezimp ket selaouet! « Diouallit, eme « zant Paol, e ve enn ho touez unan bennak oriad ha dizuj, « evel Ezaü, pehini evit eur pred-boed, a werzaz he henan« ded : rak gouzout a rit penaoz, o veza e’hoanteet goude« ze kaout, evel kenta heritour, bennoz he dad, e oe lekeat « a gostez; ha na hellaz bikenn ober d’he dad distrei w ar ar « pez en devoa great e-kenver he vreur, petra bennak ma « her goulenne gant daelou c’houero ! ! ( Hebr. 12 . 16 . )
PENNAD X X V III.
Skeul Jakob. 1 . Izaak eta a c’halvaz Jakob, her bennigaz, hag a roaz d’ezhan ar gonrc’hemenn-ma : Na gemer bikenn eur c’hrek euz a douez merc’hed Kanaan. 2 . Hogen sao, kemer da hent war-zu a r Mezopotamia e bro Siria, kea da di Bathuel , tad da vamm ; ha demez eno da unan euz. a verc’hed Laban da eontr.
126
LEVR AR C’HENELIEZ.
3 . Doue holl c’halloudek r’az pennigo, ra rai d’id kreski hag eleiza, evit ma vezi penn-kef eur maread a voblou. 4 . Doue ra roio d’id ba d’az wenn enn da c’houde ar vennoz en deuz roet da Abraham, evit ma vezi eunn deiz perc’hen ann douar-ma e pehini n’emoud nemed en eur dremen, ha pehini a zo gwestlet gant-han d’az tadkoz. 5 . Jakob eta o veza kimiadet Izaak, en em lekeaz enn hent,evit mont d’ar Mezopotamia e bro Siria, da di Laban map Bathuel siriad, breur da Rebeka he vamm. 6 . Hogen Ezaü o welout en devoa hedad benniget Jakob, hag he gaset d’ar Mezopotamia , evit kemerout eur c’hrek euz ar vro-ze ; ha penaoz goude beza he venniget, en devoa roet d’ezhan ar gourc’hemenn-ma : Na gemeri bikenn eur pried euz a douez merc’hed K a naan ; 7- Ha penaoz e oa eat Jakob d’ar Siria , o senti ouc’h he dud; 8 . O c’houzout ivez, penaoz he dad na wele ket gant joa merc’hed Kanaan ; 9 . Ez eaz da garter Ismael, hag estr-eget ar groa-gez en devoa dija, e temezaz eno da Vaheleth, merc’h da Ismaël, map Abraham, ha c’hoar da Nabaiot. 10. Jakob eta, o veza kuiteet Barsabe, a ie etrezek Haran. 11. 0 veza deuet ,enn eul leac’h a oa, hag o tont c’hoant d’ezhan da ober eunn ehan eno, goude ar c'huzheol, e kemeraz eur mean divar ann douar, hag oc’h hel lakaat d’indan he benn, en em roaz da gousket eno memes. 12. Hag e welaz, dre he hunvre, eur skeul harpet
LEVR AR C’HENELIEZ.
127
he zroad war ann douar, hag he bek touch ouc’h ann env ; hag elez Doue o pignat hag o tiskenn dre-z-hi ; 1 3 . Ha Doüé he-unan, brusket war ar skeul, o la varout d’ezhan : Me eo ann A otrou, Doue Abraham da dad, ha Doue Izaak ; ann douar war behini e kouskez, he rei a rinn d’id ha d’az lignez. 14 . Da wénn a vezo ker stank ha poultren ann dou ar ; en em astenn a ri d’ar c’huz-heol ha d’ar zao-heol, d’ann hanter-noz ha d’ar c’hresteiz, ha b e n n ig e t a vezo holl vroadou ann douar enn-oud, hag enn h i n i a die dis kenn ac’hanoud. 1 5 . Me vezo da zifennour e kement leac’h ez i ; ta zi gas a rinn enn dro d’ar vro-ma , ha n’az tilezinn ken n ’am bezo great holl ar pez am euz lavaret. 16 . Jakob dihunet euz he gousk, a lavaraz : E gwi rionez Doue a zo el leac’h -m a , ha na vienn doare. 17 . Ha spountet holl, e lavaraz c’hoaz : Pegen terrubl eo al leae’h-ma I e gwirionez ama ema ti Doue ha dor ann env ! 1 8 . Jakob eta, o sevel da vintin , a gemeraz ar m ean en devoa lekeat dindan he benn , her plantaz eno da zervichout da arouez, o skuilla eol war-n-ezhan, 1 9 . Hag e hanvaz Bethel ar gear dosta d’eno , pehini a c’halvet a-raok Luza. (Bethel a zinifi, ti Doue. ) 2 0 . Ober a reaz ivez eur gwestl enn eur lavarout : Mar choum Doue gan-en, mar kendalc’h d’am diouall hed ann hend dre behini e kerzann, ma ro d’in bara da zibri, ha dillad da wiska ; 2 1 . Mar tistroann euruz da di va zad, ann Aotrou a vezo va Doue : 2 2 . Hag ar mean-ma, am euz savet evit arouez, a vezo
128
LEVR AR C’HENELIEZ.
galvet ti Doue ; liag ann deok euz ann holl vadou ho pezo roet d’in a genniginn d’e-hoc'h, Aotrou.
SKLERIDIGEZ. Jacob o tec’hout kuit divar hent he vreur, ha kement-ze e vit senti ouc’h he dad hag he vamm, a gavaz e kreiz he veach dor ann env, elez Doue, ha Doue he-unan. Doue en em hastaz da baea he zouster, lie vuelded, hag lie zentidigez, enn eur nevezi d'ezhan ann diouganou kaer en devoa great da Abraham ha da Izaak. Tud iaouank, breudeur ha c’hoarezed .euz ar memes ti, ra vezo bepred enn ho touez ar peoc’h hag ar garantez gristen ; mes hailas ! mar sav etre zhoc’h tabut, droulanz, gwarizi, ho pet sonj euz Jakob. Ann hini furra, gaut ali he dud, en em denno kuit. Doue na vanko ket d’ezhan; ha rei a rai d’ezhan hep dale merkou hanad euz he gen-levenez. Oc’hpenn-ze, ar skouer vad a roio d’he vreudeur, ho lakai marteze da zistrei enn-ho ho-unan ha da zont gw elloc'h, evel ma reaz Ezaü o welout sentidigez, habaskted he v re n r, hag he galoun distag diouc’h ar madou-braz a leze war he l erc’h, o kuitat ti he dad. Skeul Jakob war behini ho deuz ann Tadou Santel lavaret kement a draou kaer, a verk ar c’hommers-ze a garantez pehini a zo e-tre ann dud santel w ar ann douar hag hon Tad pehini a zo enn env. Hon elez-mad, testou euz. hor pedonnou hag euz hor madoberioir, a nij d’ho c ’has dirak ann tron a Zoue, hag a ziskenn a-darre d’hor c’havont karget a c’hrasou hag a vennosiou evid-omp. Ar skeul-ze a zo c’hoaz eur skeuden gaer euz ar W erc’hez Zantel, pehini a zo eul liamm a drugarez e-tre ann env hag ann douar; ha war behini e pouezaz Map Doue, pa eo bet e em c ’hreat den evid-omp. Pa’z eomp e-barz eunn iliz bennak, ann Tadou Santel a fell d’ezho e ve enn hor c’holoun hag enn hor genou ar c ’homzou-man a lavaraz Jakob goude he weledigez : N a terrubl eo ar leac’k -m a ! e gwirionez am an ema ti Doue ha d o r ann. env.
LEVR AR CRENELIEZ.
129
A r gwestl a reaz Jakob da Zoue a ziskouez hanad kaloun eur zervicher mad, féal hag anaoudek. Doue a ziougan da Jakob eurvad ha madou dispar , ha Jakob en em westï he-unan da Zoue gant ann deok euz he holl vadou. Oh ia ! bez’ ez euz e-tre Doue hag ann dud vad eur e’hommers dudiuz, ha neket anavezet a-walc’h ; Largentez euz a berz D o u e, largentez euz a berz he zervicherien. Mes ann dud difeiz, hag ar griste nien fall na ouzont ket petra a lavarann. A r ré-ma, stag ouc’h fraou ann douar, euz a bere n’ho deuz ket hanter a-walc’h dre’nabek d’ho gwall zispignou , na westlont netra da Zoue , na gasont prof ebed d’he iliz, ha dre-ze n’iut ket hardis da choulenn he c’hrasou gant fisianz. Ar re-hont na fell ket d’e zho zoken eve Doue eünn Doue madelezuz e kenver he vu gale; na fell ket d’ezho en em emelfe a-grenn euz ar pez a zell ouc’h he grouadurien. Tud reuzeudik, evit-ho n’euz liamm ebed etre ann env hag ann douar! Evid-hoc’h-hu, tud vad divar ar meaz, ho pet sonj bepred euz a Zoue, ha Doue en 'devezo sonj ac’hanoc’h. Pedit-hen ato d’en em emellout he-unan euz ann holl draou a zell ouz-hoc’h, hag e welfet a-bred pe zivezad testeniou hanad euz he garantez hag euz he vadelez.
PENNAD X X IX .
Jakob e ti Laban. — Rachel ha Lia. 1 . Jakob , o vont a-darre gant h e h e n t, a arruaz e bro Zao-heol. 2 . Gwelout a reaz eur punz enn eur pârk, ha teir banden denved gourvezet enn he gichen ; rak er punz-ze eo e vije dourel ann tropellou ; hag ann digor anezhan a oa stanket gand eur raean braz. 3 . Hag hervez ar c’hustum, ar mean-ze na vije savet memet pa vije digouezet ann tropellou holl ; hag al loe*
9
150
LEVR AR C’HENELIEZ.
ned eur weach douret, e vije lekeat a-darre ar mean war c’horre ar punz. 4 . Jakob a lavaraz d’ar veserien : Va breudeur, euz a beleac’h och-hu ? Euz Haran, em’int-hi. 5 . Ha Jakob oc’h ober goulennou out-ho : Na anavezit-hu ket, eme-z-han, Laban, map da Nakor? eo, ome-z-ho, hen anaout a reomp. 6 . Ha iac’h ef-hen, em e Jakob? Iac’h eo, eme-zho , ha chetu Rachel , he verc’h , o tont ama gant he zropell. 7 . Ha Jakob a lavaraz d’ezho : Kalz deiz a zo c’hoaz ha ne k e t pred kas ann tropellou d’ho c’hreier ; roit eta da eva d’ann denved, ha kasit-ho a-darre da beuri. 8 . Hi arespontaz : n’hellomp ket ober se, ken na ve zo digouezet holl ann tropellou , ha ken n’hor bezo lamet ar mean divar c’horre ar punz , evit doura al loened. 9 . Komz a reant c’hoaz , ha chetu Rachel o tont gant denved he zad ; rak hi he-unan a zioualle ann tropell. 10. Jakob o veza he g w elet, hag o c’houzout e oa hi a oa he giniterv, hag ann denved, denved Laban he eôntr, a lamaz ar mean a oa war c’horre ar punz. 1 1 . Hag o veza douret he zropell, e pokaz d’ez hi , enn eur zevel he vouez , hag enn eur wela. 12. Rei a reaz d’ezhi dà anaout e oa hen kar d’he zad , ha map da Rebeka. Hag hi raktal da gas iar c’helou-ze d’he zad, 13» Hema, o klevout edo arru Jakob, map he c’ho ar, a redaz war he arbenn ; her briataz, hag o veza poket d’ezhan meur a w each, hen digasaz gant-han d’he di. H ag o veza klevet evit petra e oa deuet,
LEVR AR C’HENELIEZ.
151
14. E lavaraz d’ezhan : Va c’hik ha va goad oud. Ha goude eur miz tremenet, - 1 5 . Laban a lavaraz da Jakob : war zigare ma’z oud kar-nez d’in, ha ret e vezo d’id-de va zervicha evit netra ? lavar d’in pebez gopr a fell d’id ? 16 Hogen Laban en devoa diou verc’h; ar gosa han vet Lia, ar iaouanka hanvet Rachel. 17. Lia a oa pikouzez enn he daoulagad ; Rachel a oa koant enn he dremm , ha kaer da welout. 18. Jakob , o veza ma kare hou-ma, a lavaraz : Seiz vloaz servich a rinn d’e-hoc’h evit kaout R a ch el, ho merc’h iaouanka.. 19. Laban a respontaz ; Gwell eo gan-en he rei d’id eget da eunn all, choum em zi. 2 0 . Jakob eta a zervichaz seiz vloaz evit Rachel, ha Lavout a rea gant-han e oant eunn nebeudik desiou hep ken, ker braz edo he garantez evit-hi. 2 1 . ‘Hag e lavaraz da Laban: roit d’in va fried , rak deuet eo ann amzer ma tleann dimizi d’ezhi. 2 2 . Laban o veza pedet d’ar banked eunn niver braz a vignouned, a reaz ann eured. 2 3 . Ha pa oa deuet ann noz, hen a gasaz he verc’h Lia da gampr Jakob ; 2 4 . Enn eur rei d’ezhi eur vatez hanvet Zelpha. Ja kob he c’heméraz evit pried ; mes pa oe deuet ar m in tin, e welaz e oa Lia a oa. 2 5 . Hag e lavaraz d’he dad-kaer : Petra hoc’h eus-hu bet c’hoant da ober? ha ne ket evit Rachel eo am eusme ho servichet? perak hoc’h eus-hu ma zromplet î 2 6 . Laban a respontaz : N ’ema ket ar c ’hiz enn hor bro-ni da zimizi hor merc’hed, ar re iaouanka a-raok ar re gosa.
152
LEVR AR C’HENELIEZ.
2 7 . Gra da zizun briedelez gant houma , ha me roio eben d’id evit seiz vloaz servich a ri drin a-darre. 2 8 . Asanti a reaz d’ar pez a c’holenneha pa oe tre menet ar zizun e’ch eureujas ivez gant Rachel ; 2 9 Da behini e roaz ivez he zad eur vatez hanvet Bala. 50. D ’ann divez, Jakob o veza bet ann hini a felle d’ezhan , a ziskouezaz enn he c'henver m ui a garantez eget evit argenta ; hag a zervichaz c’hoaz Laban e-pad seiz vloaz, 31 . Ha Doue ô welout e tisprize Jakob Lia, a roaz da houma ar c’hras da gaout bugale, e-pad ma choume he c’hoar brec’haign. 52. Lia deuet da veza dougerez, a c’hanaz eur map da behini e roaz ann hano a Ruben, enn eur lavarout : Doue en deuz gwelet ann disprizanz a rear ac’hanoun, brema va fried am c’haro. 3 3 . Dont a reaz da veza dougerez eunn eil gweach, ha genel a reaz eur map ; hag e lavaraz : Doue o veza gwelet e oann disprizet, en deuz roet c’hoaz hema d’in. Hag hen henvel a reaz Simeon. 3 4 . Dont a reaz da veza dougerez eunn deirved gweach, hag o veza c’hoaz gwilioudet euz a eur map, e lavaraz : Brema e vezo startoc’h unvaniez etre va goaz ha m e, dre ma em euz roet d’ezhan tri map. Evit-se e hanvaz hema Levi. 55 . Dont a reaz da veza dougerez evit ar bederved gweach, hag e devoe c’hoaz eur map, hag e lavaraz: Brema me veulo D oue ; dre-ze hen hanvaz Judaz. Hag ec’h ehanaz da gaout bugale.
LEVR
AR C’HENELIEZ.
133
SKLERIDIGEZ. Historiou al lezen goz o veza, hervez rna lavar Sant Paol, ken alies a ziougan euz ar pez a dlie c’hoarvezout el lezen neve», ann Tadou Santel ho deuz klasket, ha kavet dindan. daou zimizi Jakob, eur gentel gaer ha talvoudek evid-omp. Lia a zinili labour, ha Rachel a zinifi a t gw el a Zoué. Holl e karomp gwelout Doue, evel ma kare Jakob Rachel j mes kent eget arruo'ut bete Doue, e renker poania, evel ma renkaz Ja kob dimizi da Lia a-barz kaout Rachel ar goanta. Diou vuez hon euz da ren pep hini ac’hanomp; buez ar bed-ma, pehini a zo eur vuez a dribuill hag a boan ; ha buez ar bed-all, pe hini a zo eur vuez a beoe’h hag a eurusted. Gloasiou JezuzKrist, deraouet er c’hraou a vethleem, hag achuet war menez kalvar, a zesk d’e-omp petra hon euz da c’hedal dre-ama ; he rezureksion hag he c’hloar eun env, a verk ar pez hon euz da esperout er bed-all.. Pevarzek vloaz servich a zoda Jakob evel eunn neheudik dervesiou, abalamour d’he garantez vraz evit Rachel. Oh ! labouriou ar vuez-ma a ve berr hag eaz evid-omp, ma k a rfemp Doue euz a greiz hor c’haloun ! Rak hen he-unan en dèuz taillet d’e-omp al labourou-ze, hag hen he-unan a die beza hor gopr hag hor c’hurunen. Sulvui eta ma’z int hir ha poaniuz, sul vrasoe’h a vezo ar gopr, sul gaeroe’h ar gurunen. Salomon o veza skrivet kement a draou kaer w ar ar fur nez, a lavare, enn eur huanad : He c’haret am euz, he c’hlasket, ara euz a-dalek va iaouankiz, he goulennet am euz da bried, deuet e oann orgeder euz he gened. Ya map, eme ar SperedSantel d’ezhan, mar fell d’id kaout ar furnez, mir gourc’h e mennou Doue, ha Doue he roio d’id .— He welout a reomp, e pep leac’h hag e pep tra, a-barz kaout Rachel, eo ret kemerout Lia.
134
LEVR AR C’HENELIEZ.
PENNAD XXX.
Rachel ha Lia a ra da Jakob kemerout choaz ho mitizien da briejou. — Emglev etre Laban ha Jakob divarbenn ann denved. 1. Hogen Rachel o welout e choume difrouez, a ge meraz gwarizi ouc’h he c’hoar, hag a lavaraz d’he goaz : Ro d’in bugale, pe me varvo. 2 . Jakob, eat drouk enn-han, a respontaz d’ezhi : Ha Doue ef-enn me? ha ne ket hen eo a vir ouz-id da zougen frouez? 3 . Mad, em e-z-h i, chetu ama va matez Bala, kemer . anezhi, evit ma wilioudo war va barlen, ha m’am bezo bugale dre-z-hi. * 4 . Hag e roaz d’ezhan Bala da bried. 5 . Bala hep dale en em gavaz dougerez hag a c’ha naz eur map. 6. lia Rachel da lavarout : Barnet en deuz Doue enn tu gant-en, ha klevet en deuz va mouez, o rei eur map d’in. Evit-se eo hen hanvaz Dan. 7 . Bala o veza deuet da veza dougerez eunn eil gweach, a c’hanaz eur map all , 8. Pehini a reazda Rachel lavarout; Emgann en deuz lekeat Doue e-tre va c’hoar ha me, hag ounn bet tree’h d’ezhi. Dre-ze e hanvaz ar c’houadur Nephthali. 9. Lia o welout e oa ehanet da gaout bugale, a roaz ivez d’he goaz he matez Zelpha. 10. Houma o veza deuet da veza dougerez hag o ve za gwilioudet euz a eur map, 11. Lia a lavaraz: Chetu’zo mad; hag abalamour da ze hen hanvaz Gad.
LEVR AR C’HENELIEZ,
135
12. Zelpha o veza bet eur map all, 1 3 . Lia a lavaraz : Evit va eur-vad eo kement-ma ; rak ar gragez em galvo euruz. Abalamour da-ze hen hanvaz Àzer. 14. .Eunn devez Ruben o veza eat war ar meaz, tro mare ma vedeur ar gwinis , a gavaz mandragounou, ( frouez henvel ouc’h sitronz bihan) hag ho digasaz da Lia he vamm. Ha Rachel a lavaraz d’ezhi : Ro d’in lod euz mandragounou da vap. 15. Eben a respontaz: Ne ket a-walc’h d’id beza lamet digan-en va goaz, c’hoant ec’h euz da gaout c’ho az mandragounou va map? Mad, eme Rachel, ra ielloda c’hoaz-,gan-ez fenoz, gant ma ri d’in mandragounou da vap. 16. D’ann abardaez eta pa zeuaz Jakob euz ar park, Lia a ieaz war he arben: Gan-en-me, eme-z-hi, e teui brema ; rak gopreet oud gan-en evit mandragounou va map. Ha Jakob a gouskaz ann nosvez-ze gant-hi. 1 7 . Ha Doue a zelaouaz he fedennou ; genel a reaz he femped map, 18. Hag e lavaraz: Doue en deuz ma faet, dre ma em euz roet va matez d’am goaz. Hag e hanvaz ar c’hrouadur Issakar'. 19 . Lia o veza deuet dougerez a-darre a wilioudaz euz he c’houec’hved map, 2 0 . Hag a lavaraz : Roet en deuz Doue d’in argoulou ar re gaera ; evit ar weach-ma e choumo va goaz ganen, dre m’am euz roet d’ezhan c’houec’h map. Dre’n a bek da gement-ze e hanvaz he c’hrouadur Zabulon ; 2 1 . Goude pehini e devoe eur verc’h hanvet Dina. 2 2 . Dont a reaz ivez sonj da Zoue euz Rachel ; klevout a reaz ouc’h he feden , hag e roaz d’ezhi ar
c’hras da gaout bugale.
136
LEVR AR C'HENELIEZ.
2 3 . Dont a reaz da veza dougerez ha genel a reaz eur map enn eur lavarout : Lamet en deuz Doue ar vez divar-n-oun. 2 4 . Hag hen henvel a eure Jozeph, enn eur lavarout: Plijet gant Doue rei d’in eur map all ! 2 5 . Goude ma oe ganet Jozeph, Jakob a lavaraz d’he dad-kaer : List ac’hanoun da zistrei d’am bro, ha d’ann douar e pehini ounn ganet. 2 6 . Roit d’in va gragez ha va bugale, evit pere am euz ho servichet, hag en em denninn kuit: gouzout a rit pe seurt servich am euz great enn ho ti. 2 7 . Laban a respontaz d’ezhan : Trugarez a c’houlennann digan-ez, gouzout a rann dre ma her gwelann, en deveuz Doue benniget va ziegez abalamour d’id. 2 8 . Gra da briz, ha me her paeo d’id. 2 9 . Jakob a respontaz: Gouzout a rit e pe fesoun am euz ho servichet, ha pegement eo kresket ho madou etre va daouarn, 3 0 . Nebeut a dra ho poa, pa oann deuet daved-hoc’h, ha brema chetu c’houi pinvidik : Doue en deuz ho penniget ker kent ha ma’z ounn deuet enn ho ti. Mad eo e.tâ e sonchenn ivez eur mare bennak em ziegez vaunan. 51. Laban a lavaraz : Petra rinn-me d’id ? Ne fell ne tra d’in, eme Jakob : mes mar grit ar pez a c’houlennann, e kendalc’hinn da gas da beuri ha da ziouall ho tropellou. 3 2 . Grit eur gwel da bep banden euz ho tenved, ha dispartiit ann danvadezed briz ha marellel enn ho gloan, hag hivizikenn ar re a vezo louet, briz pe marellet, ken etouez ann denved ken e-touez ar geor, a vezo d’in evit va dic’haou. 3 3 . W arc’hoaz kenta va lealded a responto evid-oun,
LEVR AR C’HENELIEZ.
137
pa vezo deuet ar mare d’e-hoc’h da ober em c’henver hervez ar pez a lavarann, mar bez e-touez va denved pe va geor unan bennak ha na vezo ket marellet, briz, pe louet, me c’houlenn beza kemeret evit laer. 34; Ha Laban a lavaraz : Mad a gavann ar pez a c’houlennez. 3 5 . Hag e lispartiaz enn devez-ze memes ar geor, ann danvadezed, ar bouc’hed, hag ann tourzed marellet ha merket; ha rei a reaz da ziouall d’he vugale ( ha da Jakob ) ar re n’ho devoa nemed eul liou, da lavarout e o , ar re a bere ar gloan a oa gwenn pe zu. 3 6 . Ha lakaat a reaz hed tri dervez kerzed elre-z-hen hag be vap-kaer pehini a zioualle ann tropellou ail ha na oant ket gant-han. 3 7 . Jakob eta, o kemerout gwaligner elo, alamandez ha platan-glaz, a ziruskaz lod anezho. Ar gwaligner dirusket a oe gwenn da .welout, hag a re a oe lezet enn ho fez a choumaz ato glaz; enn hevelep fesoun ma taolent daou seurt liou. 3 8 . Ho lakaat a reaz neuze ebarz ar c’haniou a vije kargeta zour, evit pa vije deuet ann tropellou da eva, m’ho divije ar gwaligner-ze dirak ho daoulagad, ha makemerjent loen enn eur zellout out-ho. 3 9 . C’hoarvezout a reaz eta, pa hemolc’he ann dan vadezed, ma kemerent loen enn eur zellout ouc’h ar gwaligner, hag ec’h aient eïn briz, louet, ha marellet a bep seurt liou. 4 0 . Ha Jakob a reaz diou loden euz he dropel, h a g a lekeaz gwaligner er c’haniou dirak daoulagad ann tour zed. Ar re a vize gwenn holl pe zu, a oa da Laban, hag ar reall da Jakob, goude ma vije great ann disparti. 4 1 . D ’ann nevez amzer eta, pa hemolc’he ann danva-
138
LEVR AR C’HENELIEZ.
dezed, Jakob a renke he waligner er c haniou dirak daou lagad ann lourzed hag ann danvadezed, jevit ma kemerjent loen enn eur zellout out-ho. 4 2 . Hogen pa dlient hemolc’hi d’ann dilost-hanv, pa choument divezat da gemer loen, Jakob na lekee ket he waligner. Evel-se a re zivezad a vije da Laban, hag ar re abred da Jakob. 4 3 . Eun doare-ze, va den a zeuaz pinvidik dreist vuzul; bez’en en devoe tropellou eleiz, mitizien ha mev elieri, kanvaled hag ezen.
SKLERIDIGEZ. R o -d ’in bugale, pe me varvo. A r gomz-ze da Rachel ne d-eo ket re da veza meulet. Diskouez a ra nebeut a zoujanz da volontez Doue ; eunn tammik buanegez ha kalz a warizi, Iskuzi a heller ar baour-keaz anezhi, abalamour d’ar c’hoant braz e devoa da gaout bugale. Ha marteze ne lavaraz ke— ment-ze d’he goaz, nemed evithe zougen muioc’h-mui da be di Doue; rak.gouzout a ree penaoz Abraham hag Izaak n’ho devoa bet gwir heritourien nemet dre forz pedennou. A r respont a reaz Jakob d’ezhi a zo leun a furnez. Ha Houe efenn-m e, eme-z-han, ha ne ket hen eo a v ir ouz-id da gaout bugale ? E-leac’h en em gemerout diouz-in-me, lia dougen gwarizi d’az c’h o ar, e ve gwell d’id en em izelàat, hag en em erbedi d’ann hini hepken a hell aotren d’id eur c’hraz ker kaer ha ma’z eo ann hini da gaout eur briedelez frouezuz. Rak gloar ha destinadurez ann dimiziou eo rei servicherien da Zoue. Bet zo bet heritiked, ha bez’ez euz hirio ann deiz tud difeiz, hardis a-walc’h evit lavarout e oa Jakob eunn den diboell, o kaout peder grek war eunñ dro. Sant Aogustin a respont d’ezho : da genta, enn amzer-ze., Doue na zifenne ket kaout meur a c’hrek war eunn dro. D’ann eil, Jakob d’ar penn kenta na felle d’ezhan kaout nemet Rachel. For set eo
LEVR AR C’HENELIEZ.
159
bet gant he dad-kaer da gemerout t i a ; ha divezatoc’h eo bet evel rediet gant he ziou c’hrek da gemerout ho mitizien. Evesait eme d’ezho Sant Aoguslin, ann den santel Jakob a hellé beza ker chast, ha chastoc’h merteze gant he beder c’hrek eget meur a gristen gant unan hepken, ha kalz re all ha n’ho deuz hini ebed. Er pez a reaz Jakob d’ann denved, goude ann emglcv great etre he dad-kaer hag hen, n’ez euz na sorserez, na trom plerez, na laëronsi. Evel ma her gwelimp er pennad ama w ar lerc’h, Doue he-unan eo a zizoloaz da Jakob ann dro vrao-ze da ober da L ab an , evit en em zic’haoui eveuz he bevarzek bloavez servich. Petra bennak ma hellie sekret Jakob ken-ober gant lezennou ann natur, war c’halloud Doue hepken eo e tleeur lakaat ar pez à c’hoarvezaz gand ann denved. Rak tud kuriuz ho deuz great a-bapue ar pez a reaz ar patriarch, hep merzout gweach ebed ho divije ho gwaligner gwenn pe c’hlaz ann disterra vertuz w ar eïn bihan ho danvadezed.
PENNAD XXXI.
Jakob a guita ti he dad-kaer, evit distrei d’he vro. 1. Hogen Jakob o veza klevet bugale Laban o koms etre-z-ho, hag o lavarout : Eat eo gant Jakob kement mad- en devoa hon tad ; chetu hen deuet pinvidik gant he draou, ha brudet braz dre ar c’harter : 2 . Merzout a reaz ivez war zremm Laban penaoz ne oa mui ar memes den enn he genver evel diaraok; 5. Dreist pep tra Doue he unan o veza lavaret d’ez han : Distro da zouar da dud-koz , ha da gavout da ge rent, ha me vezo gan-ez, 4 . E kasaz da lavarout da Rachel ha da Lia dont
140
LEVR AR C’HENELIEZ.
war ar meaz e peleac’h edo o tiouall he dropellou. 5 . Hag e lavaraz d’ezho : Gwelout a rann ouc’h sel— lou ho tad, penaoz ne d-eo mui ar memez den em c’henver evel kent ; hogen Doue va zad a zo bet enn tu gan-en. 6 . Gouzout a rit hoc’h-unan am euz zervichet ho tad euz va holl c’halloud. 7 . Mes ho lad neket bet leal em c’henver ; dek gweach en deuz chenchet ar goumanant a oa dleel d’in. Doue koulzkoude n ’en deuz ket hel lezet da noazout d’in. 8 . Pa lavare : Ann eïn marellet a vezo d’id ; ann danvadezet holl a aie eïn marellet. Enn enep, pa la vare : ar re wenn a vezo da loden, ann holl dropellou a daole eïn gwenn. 9 . Hag er c’hiz-ze Doue eo en deuz lamet he vadou digant ho tad ha ,roet anezho d’in. 40. Rak pa zeuaz ar mare d’ann danvadezed da hemolc’hi e saviz va daoulagad , hag e weliz dre va hunvre penaoz kement para c’holoe he barez, a oa briz ha marellet, hag a veur a liou. 11 . Hag Eal ann Aotrou D oue a lavaraz d’in dre va c’housk : Jakob ! Ha me a respontaz: emaoun ama. 12. Hag hen da lavarout : Sao da zaoulagad ha gwel penaoz kement par a c'holo he barez , a zo marellet, merket, ha briz enn he liou ; rak gwelet am euz holl ar pez en deuz great Laban d’id. 13. Me eo ann Doue a V ethel, e peleac’h ec’h euz eoliet eur mean, ha great eur gwestl d ’in. Brema ’ta sao, kea kuit euz ar c’harter-ma, ha distro d’ar vro a behini oud ginidik, 14, Rachel ha Lia a respontaz : ha beza hon euz-ui:
LEVR AR C’HENELIEZ.
141
da gaout eunn dra bennak choumet euz a vadou hag euz a heritach hon tad ? 15. Ha n’eus-hen ket kemeret ac’hanomp evel mer c’hed a ziaveaz; gwerzet ac’hanomp, ha debret ar pez a oa dleet d’e-omp evid hol labour ? 16 . Mes Doue en deuz kemeret madou hon lad, ha roet anezho d’e-omp ha A’hor bugale : gra eta kement en deuz Doue gourc’hemennet d’id. 1 7 . Jakob en em gemeraz eta, hag o veza lekeat he vugale hag he c’hragez war gein kanvaled, a ieaz kuit. 1 8 . Kas a reaz gant-han he holl c’hlad, he dropel lou, kement mad en devoa dastumet er Mezopotamia, hag eteue e-trezek he dad da zouar Kanaan. 19. D ’ar mare-ze Laban a oa eat da douza ann denved, ha Rachel a laeraz falz-doueou he zad. 2 0 . Jakob na fellaz ket d’ezhan anzao d’he dad-kaer e tec’h e kuit. 2 1 . Pa oe dija enn hent, gant kement a oa enn he gers, ha tremenet gant-han ar ster-vraz, o vont warzu menez Galaad, 2 2 . E oe kemennet da Laban, d’ann trede deiz, e oa eat Jacob kuit. 2 5 . Laban o kemerout gant-han he vreudeur, a redaz war he lerc’h, epad seiz devez, hag her pakaz e mer nez Galaad. 2 4 . Mes gwelout a reaz d re h e hunvre ann AotrouDoue pehini a lavaraz d’ezhan : Diouall na liviri netra rust da Jakob. 2 5 . Jakob en devoa dija displeget he delt war me nez Galaad; ha Laban, arruet betek hen gand he vreu deur, a blantaz ivez he delt war ar memes menez, 2 6 . Hag a lavaraz da Jakob Petra eo d’id beza great
142
LEVR AR Ç’HENELIEZ.
eunn dra evel-se? kas gan-ez va merc’hed hep gouzout d’in evel pa vijent bet kemeret dre-vrezel.27. Perak eo bet falvezet d’id en em denna hep gou zout d’in? hep lavarout ger d’in? eat e vijenn d’az ambroug gant Ievenez gant kanaouennou, gant taboulinou ha gant telennon. 2 8 N ’ec’h euz ket ma lezet zoken da boket d’ann merc’hed na d’am bugale vihan ; diskiant oud bet oc’h ober se ; ha breman, 29. Ec’h halfenn d’am zro ober drouk d’id; mes Doue ho tad a lavaraz d’in deac’h : Diouall na liviri da Jakob netra re rust. 3 0 Lekeomp ez poa c’hoant da zislrei da gavout da tud, hag e felle d’id gwelout eur veach c’hoaz ti da dad ; mes perak laerez ya doueou ? 3 1 . Jakob a respontaz mar d-oun eat kuit hep gou zout d’e-hoc’h, eo dre m’am boa aoun ti’ho pije lamet ho merc’hed digan-en dre nerz. 3 2 . Mes evit al laeronsi a damallit d’in, gant piou bennak e kefot ho toueou, ra vezo lekeat d’ar maro ama dirak hor breudeur? klaskit ; mar kavit em zi eunn dra bennak d’e-hoc’h, kasit-hen gan-e-hoc’h . O komz evèl-se Jakob na wie ket e devoa Rachel laeret ann doueou. 3 3 . Laban o veza eat e telt Jakob ha Lia, hag e re ann diou vatez, na gavaz netra. O veza eat da delt Rachel, 3 4 . Houma en em hastaz da guza ann doueou din dan torchen eur c’hanval, hag a azezaz war-n-ezhi ; hag o welout he zad o furcha e pep leac’h dre ann telt, hep kavout netra, 3 5 . Hi a lavaraz: Drouk n a vezet gant va Aotrou, ma
LEVR AR C’HENELIEZ.
143
na hellann sevel dira-z-han, rak arruet eo gan-en ar pez a c’hoarvez diouc’h ann dro gant ar gragez. Er c’h izse ez eaz da netra poan ar c’hlasker-paour. 3 6 . Ha Jakob, eat drouk enn han, a lavaraz gant c’houervder : Evit pe wall, nag evit pe offanseuz va ferz oc’h-hu deuet gant kement a herr war va lerc’h, 3 7 . Hag hoc’h euz furchet pis-ha-pis kement pez a zo em zi? Petra hoc’h eu-hu kavet hag a ve euz a draou ho ti ? Diskouezit-hen ama dirak va breudeur hag ho re, ha ra varnint e-tre c’houi ha me. 3 8 . Hag evit-se ounn-me bet ugent vloaz g en -ehoc’h? Ho tanvadezed hag ho keor n’int ket bet gaonec’henned, ha n’am euz ket debret tourzed ho tropellou. 3 9 . N ’am euz morse diskouezet d’e-hoc’h ar pez a ie gant ar bleiz ; ann holl goll a gemerenn evid-oun ; ha c’houi a c’houlenne digan-en kement hini a vize kollet dre laeronsi. 4 0 . Noz-deiz e oann devet gant ar c'hroez pe gant ar reo, hag ar c’housked na dostee morse ouc’h va daou lagad. 4 1 . Enn doare-ze am euz ho servichet enn ho ti e pad ugent vloaz; pevarzek vloaz evit ho merc’hed, ha c’houec’h vloaz evit ho loened; ha dek gweach ho’ch euz chenchet ar priz euz va fbaniou. 4 2 . Paneved ma’z eo deuet Doue va zad Abrahamhag ann aoun ho poa rak Izaak d’am zikour, marteze ho pije ma c’haset kuit noaz-pill ; mes Doue en deuz sellet ouc’h va enkrez, hag ouc’h poaniou va divreac’h, hag en deuz ho kourdrouzet deac’h . 4 3 . Ladan a respontaz dezhan : Va merched ha va bu gale vihan, da dropellou ha kement tra a welez ama a zo d’in, pe seurt drouk a oufenn-me ober d’am bugale ha d’am bugale yihan ?
144
LEVR AR C’IIENELIEZ.
4 4 . Deuz eta, greomp eur gevredigez hag a zervicho d a desteni e-tre le ha me. 4 5 . Jakob eta a gemeraz eur mean, hag her plantaz enn he zao, evit arouez.4 6 . Hag a lavaraz d’he vreudeur : Digasit ama meïn. Hag o veza ho dastumet holl, e rejont eur bern anezho , war behini e kemerjont eur pred-boed. 4 7 . Laban a hanvaz ar bern mein-ze Kreac’h ann test; ha Jakob Kreac’h ann desteni, pep hini hervez he iez. 4 8 . Ha Laban a lavaraz : Ar bern mein-ma a vezo hirio test e-tre le ha me; chetu perak eo galvet al leac’hze Galaad, da lavarout eo Kreac’h ann test. 4 9 . Ra wello ha ra varno Doue e-tre-z-om p, pa vezimp dispartiet ann eil diouc’h egile. 5 0 . Mar wall-gasez va merc’h e d , mar kemerez gragez ail estréget-ho, n’euz den test euz hor c’homzou, mes Doue a zo ama hag hor gwel. 5 1 . ; Laban a lavaraz c’hoaz da Jakob : Chetu ar c’hreac’h hag ar mean am euz savet e-tre te ha me, 5 2 . Test e vezint: ia, hel lavarout a rann, ar c’hreaç’h -ze hag ar mean-ze, ra zougint testeni, mar tremenann dreist-ho evit mont enep d’id ; pe mar teuz enn tu-all d’ezho, war zonj da noazout d’in. 5 3 . Doue Abraham, ha Doue Nakor, ça varno etrez-omp, Doue ho zad ! Jakob eta a reaz he le dre ann hini a zouje he dad Izaak: 5 4 . Hag o veza lazet hostiou war ar menez, e p edaz he vreudeur da zont da zibri gant-han. Dont a rejont d’ar banked, ha choum a rejont eno, enn noz-ze. 5 5 . Mes Laban o sevel a-raok ann deiz, a bokaz d’he vugale vihan lia d’he verc’hed, ho bennigaz, hag a zis troaz d’he yro.
145
LEVR AR C HENELIEZ.
SKLERIDIGEZ. Jakob e ti Laban a zo skouer ann dud iaouank oberiant, ha great evit beza pinvidik- Bez’ez eo iveze pep fesoun skouer ar vugale demezet e kenver ho zud-kaer. Àrruet er Mezopotamia w ar netra, e teraou dre c’honit karantez Rachel gant ne fesouniou seven, ha dre he galoun vad. Plijout a ra ivez meurbed d’he eontr, dre he gouraeh hag he ampartis e pep la bour. Goulenn a ra he geniterv Rachel da bried, hag evit he c’haout ec’h asant la bourat seiz vloaz e ti Laban, evel meveb Berr e kav ann amzer-ze dre ma en devoa bepred, di rak he zaoulagad hag enn he galoun, Doue ha Rachel. Tromplet gant he dad-kaer, da noz he eured, n’her gwelimp ket oc’h en em zespetal, oc’h en em zizesperi, o vankout a resped d’he d ad ; Ha Doue a ra ma leu Laban da genniga d’e zhan he verc’h all , gant ma servicho seiz vloaz all enn he di hep komanand ebed. A r vugale demezet hag ho defe re a hast d’en em zispartia diouc’h ho zud-kaer , evit mont enn ho zra, ha labourat w ar Ro ero, a dlefe kaout sonch euz Jakob, hag euz ar ven noz vraz askuillaz Doue war-n-ezhan abalamour d’he habaskded, d’he zoujanz evit iôul Doue, ha d’he respet e kenver he dad-kaer. Mar d-eo bet Jakob skouer ann dud iaouank e pep tr a , Laban ne d-eo ket da veza heuliet gand ann tadou-kaer. Goude pevarzek vloaz servich, Jakob o welout o c’henel h e zaouzekved krouadur , ha vennaz e oa pred d’ezhan pelloc’h sonjal cnn amzer da zo n t, ha daslum eunn dra bennak da gement a vugale. Goulenn a reaz distrei gant-ho d’he vro. Laban gant aoun da goll eunn den ken oberiant, hag ar vrud vraz a rea pep tra enn he diegez drez-han, n’hel lezaz ket da vont kuit; hag evit he zerc’hel, en em westlaz da-rei d'ezh an eunn dra bennak diouc’h gounidou ann ti. Gwelet hon euz ann emglev great e tre-z-ho, ha bennoz Doue w ar loden Ja kob. Laban evel ma c’hoarvez gant meur a dad-kaer, a g e meraz gwarizi ouc’h he vap. Mankout a reaz d’he c’her o chench hag o tichench ar c’hountrat oc’hpenn dek gweach. Er fin n’en devoa mui respont vad ebed da rei da Jakob ; 10
146
LEVR
AR
C’HENELIEZ.
Hag he vugale all a gemère perz enn he gaz hag enn he w a rizi. Neuze e teuaz Doue he -unan da zikour Jakob. Gour— c’hemenni a ra d’ezhan distrei d’he vro, ha Jakob raktal da zenti. Laban a ia drouk braz enn-han o klevout ema eat he vap kaer kuit, mont a r a w ar he lerc’h gant tud armet; mes Doue a zeu da zîstana d’ezhan ha da c’hourdrouz he gastiza mar lavar hep ken eur gomz re rust d’he vap. Kement-se a zesk d’ann tadou ha d’ar mammou treti ho bugale gant leal ded hag azaouez, ispisial pa vent bet enn ho c’henver buga le vad ha sentuz. D ’ann d ivez, enn tiegesiou e pere ez euz doujânz Doue, e kaver ato ann tu d’en em glevet lia d’en em unàni. Jakob ha Laban goude eunn tammik kroz, en em skiera ann eil war gont egile, hag a zeu mignoned evelkent. Ober a reont enn eul lod eur zakrifis da Zoue, dibri a reont ouc’h ar memes taol, ha mont a reont pep hini enn he du, difach-kaer hag enn eur veufi Doue.
PENNAD XXXII.
Jakob a c 'hourenn ouch eunn Eal. 1. Jakob euz he gostez r ieaz gand he hent, hag E-lez euz a berz Doue en em gavaz war he arbenn. 2 . Jakob, pa ho gwelaz a lavaraz : Kamp Doue a zo ama, hag e hanvaz al leac’h-ze Mahanaim, da lavarout eo, ar c’hamp. 3 . Hogen Jakob a gasaz enn he raok kannaded d’he vreur Ezaü, da zouar Seir e bro Edom. 4 . Hag a roaz d’ezho he urzou enn eur lavarout : Er c’hiz-m a e komzot ouc’h Ezaü va Aotrou chetu ama ar pez a lavar d’e-hoc’h ho preur Jakob : E ti Laban ounn bet eyel tremeniad hag eno ounn choumet betek hirio.
LEVR AR .C ’HENELIEZ.
147
5. Bez’ am euz ohen, ezen, denved, mevelien, ha mitizien ; ha brema e kasann kannadur da gavout va Aotrou, evit ma kavinn trugarez dira-z-han. 6 . Ar gannaded distro da gavout Jakob, a lavaraz: Bet omp betek ho preur Ezaü, ha chetu hen he-unan o tont a brez-kaer war ho arbenn, ha pevar c’hant den gant-han. 7 . Jakob a gemeraz aoun, ha stravillet holl, e rannaz e diou vanden ann dud a ca gant-han , hag he dro pellou, denved, bhen ha kanvaled. 8 . Pa zigouezo Ezaü, eme-z-han, mar sko war eur vanden, ann hini a choumo war lerc’h en em zaveteio. 9. Neuze Jakob a lavaraz: Doue Abraham va zadkoz, Doue va zad Izaak, Aotrou pehini hoc’h euz lavaret d’in : Distro d’az pro, d’al leac’h a behini oud ginidik, ha me rai pep seurt vad d’id : 10. N ’hellann ket anaout a walc’h ho trugareziou em c’henver, nag ho fealded da ober ann holl draou ho poa diouganet d’ho servicher ; ar Jourden-man a dre— meniz gand eur vaz hep ken em dourn , ha chetu e tis— troann brema gand diou vanden. 11. Tennit ac’hanoun a-dre daouarn va breur Ezaü rak aoun vraz am euz ra-z-han ; aoun am euz pa zigouezo, na lazfe gand ar c’hleze ar vamm hag ar vugale. 1 2 . Lavaret hoc’h euz ho pije great pep seurt vad d’in; ho pije digaset arwenn ac’hanoun stankoc’h eget treaz ar mor, pere n’heller ket da niveri kement zo anezho. 13. O veza.tremenet ann noz el leac’h -se, Jakob a zispartiaza douez kemend mad en devoa, prezanchou evit Ezaii he vreur ; 1 4 . Daou c’hant gaor, ugent bouc’h, daou c’hant danvadez hag ugent tourz.
148
LEVR AR C’HENELIEZ.
15. Tregont kanvalez gant ho heubeulien o tena, daou ugent bioc’h, hag ugent laro ; ugent azennez gant dek azennik bihan. 16. Lakaat a reaz he zervicherien d’ho c’has, pep banden enn he fart he-unan ; hag e lavaraz d’he vevelien : It ato em raok , ha list eur pennadik hent e-tre pep banden. 17. D ’ann hini kenta e roaz.ar gourc’hemenn-ma : Mar tigouezez gand va breur Ezaü, ha mar goulenn digan-ez : Gand piou oud-de mevel? p e, da beleac’h ez es-te? pe, da bioueo al loened-ze a heuliez? 1-8. Te a responto : Da Jakob ho servicher pehini a gas anezho e prezant d’am Aotrou Ezaü : dont a ra heunan war hol lerc’h. 19. Ar memez urz a roaz d’ann eil, d’ann trede, ha d’ann holl vevelien a gase ann tropellou, o lavarout; Er c’hiz-ze, ger evit ger, e komzot ouc’h Ezaü pa erruot gant-han ; 2 0 . Hag e leverot ato war lerc’h : Jakob ho servi cher a zo arru d’hon heul. Rak Jakob a lavare : Dousaat a rinn d’ezhan dre ar prezanchou a ia â-raok, ha goude me he welo, marteze e vezo trugarezuz em c’henver. 2 1 . Ar prezanchou a ieaz eta enn he raok ; hogen heD a choumaz c’hoaz enn noz-ze ebarz ar c’hamp. 2 2 . Antronoz Jakob oveza savet abred-mad, a geme raz he ziou c’hrek, hag ho diou vatez , gant he unnek map, hag a dremenaz rodou Jabok. 2 3 . Hag o veza kaset enn tu-all d’ar ster kement mad en devoa, 2 4 . E choumaz he-unan ebars ar c’hamp; ha chetu eur goaz o tont da c’hourenn out-han betek ar mintin. 2 5 . Ann den-?Æ o welout ne oa ket evit gounit
LEVR AR C’HENELIEZ.
149
war Jakob, a douchaz d’ezhan eunn nerven euz he vorzad ; ha raktal ann nerven-ze a zizec’haz. 2 6 . Hag e lavaraz da Jakob : Lez ac’hanoun da vont kuit, rak dija e c'houlaou ann deiz. Jakob a respon taz : N ’ho lezinn ket da vont ken n’ho pezo benniget ac’hanoun. 2 7 . Pe hano hoc’h eus-hu, eme ar goaz ? Jakob, eme hem a. 2 8 . Mad, eme egile, na vezi mui hanvet Jakob, mes Israël rak mard-oud bet krén enep D oue, pegement na vezi-te. ket krénvoc’h enep ann dud ? 2 9 . Jakob a c’houlennaz digant-han : Livirit d’in pe hano hoc’h eus-hu ivez ? Hen a respontaz : Perak e fell d'id gouzout va hano? Hag e roaz he vennoz d’ezhan war al ieac’h-ze memes. 3 0 . Ha Jakob a hanvaz al leac’h-ze P han u el, enn eur lavarout: Gwelet am euz Doue dremm-ouc’h dremm, ha salo eob et va buez. 3 1 . Kerkent ma en devoe kuiteet Phanuel, e welaz ann heol o sevel ; hogen choum a reaz kamm eur c’har d’ezhan.. 3 2 . Dre’n abek da ze bugale Israël na zebront ket, betek hirio ann deiz, nerven ar vorzad, pehini a zi— zec’haz da Jakob ; rak ann Eal a douchaz eunn nerven euz he vorzad, pehini a choumaz skôet.
SKLERIDIGEZ. Doue na vank morse d’ann den eeun a galoun, pehini en deuz lekeat enn-han he holl fisianz. Dienbet diouc’h buanegez hé dad-kaer, Jakob a zanle eur v elkoni vraz dre ma tostee
150
LEVR AR C’HENELIEZ.
ouc’h ar c’harter e pehini e choum he Vreur Ezaü ; ha Doue a zigas war he arbenn eunn arme a Elez evit he gonforti, hag evit he zifenn e kaz ma vije ezomm. Jakob sur euz a zikour Doue, na ankounac’ha netra a gement a ve gwestl da zousaat d'he vreur, ha da c’hounit he c’hrasou-mad. Petra na dlé ket eur gwir gristen da ober evit digas ar peoc’h hag ann unva niez el ieac’h ma’z euz tabut, kasoni ha gwarizi ? Neket awalc’h ober ar pez a zo enn hor galloud evit dont a benn da c’hounit hon enebour, ret eo c’hoaz goulenn sikour digant Doue, pehini a hell trei ha distrei kaloun ann dud evel ma kar. W ar ann dra-ze gwelit pebez peden a ra Jakob d ’he Zoue. N ’ouzomp ket re petra a arouez ar peg-gourenn a reaz Ja kob ouc h ann Eal. Da genta lavarout a heller penaoz Doue a aotreaz kement-ze evit konforti lie zervicher ; orei d’ezhan da glevout n’en devoa ket ezomm da gaout aoun rak den ebed, pa’z eo gw ir e oa bet treac’h da Zoue he-unan. D ’ann eil, ar Spered Santel ebarz ar veuleudi eveuz ann den San tel Jakob , e levr ar furnez ; ( Pennad X . Gwersad 12 ) a lavar. Doue he-unan a gennigaz d'ezhan eunn emgann stàrd, evit rna v ije tre c h e r, ha ma w iche penaoz ar furnez a zo trec'h da hep tra. la ann den fur a vezo bepred trec’h d’he enebou rien ; hag he feiz, eme sant Ia n c , eo a ra d’ezhan gounit ar victor. Rak gwelout a ra, ènn he wall-chanz, enn he glenvejôu, hag enn he wall-ioulou, ken alies a enebour digaset d’e zhan gant Doue evit hen amprou. Gourenn a rei out-ho gant kourach dre ma oar ne vanko ket gras Doue dezhan. Stourmi a rei mar d-ëo ret, e-pad ann noz , da lavarout eo epad ar v uez-ma, pehini a zo eunn noz du ha tenval e skoaz sklerder ar baradoz; mes dont a rai ivez ann deiz, me lavar, heur ar maro, hag ar brezelour kalounek en devezo evit bennoz eur gurunen a c’hloar. Sant Aogustin a ro d’ar peg-gourenn-ze eunn displeg misteriusoc’h. Gwelout a ra skeudennet dre-z-han ann emgann terrupl-ze a zo bet etre ar juzevien bugale Jakob, hag hor Zalver Jezuz-Krist e amzer he c’hloaz p e he basion. E-pad noz-kent he varo, ho deuz gourennet out-han dre vil c’hoaperez, dre vil zismeganz, ha dre vil gruelded, Mintin mad int bet trec’h d’ezhan o veza great da Bilad he goudaoni
LEVR AR C’HENELIEZ.
151
da vervel. Neuze eo bet savet ann h e o l, evit kalz anezho; ar re n’ho deuz ket serretho daoulagad ouc’h ar sklerijenn, ho deuz goulennet gant keuz ha glac’har bennoz ho gourenner hag ho deuz bet auezhi dre eunn distro parfet oc’h Doue. Lod ail ho deuz kendac’hét enn ho dallente, hag a zo choumet gwall gamm enn ho c’hreden, betek memes hirio ann deiz, siouaz d ’ezho !
PENNAD XXXIII.
Ezaü ha Jakob en em ivel, hag en em zisparti mignomed. (E u z ar bed 2265. — A-raok J .-K . 17 3 9 .)
1. Hogen Jakob o sevel he zaoulagad, a welaz Ezaü o tont, ha pevar c’hant den gant-han; hag e tispartiaz bugale Lia, ha Rachel; ha bugale ann diou vatez. 2 . Lakaat a reaz er penn a-raok ann diou vatez gant ho bugale; Lia hag he re enn eil banden; ha Rachel ha Jozeph ar re zi veza. 3 . Hag hen he-unan o vont a-raok a siouaz seiz gweach beteg ann douar, ken na oe deuet Ezaü tost d’ezhan.. 4 . Ezaü eta a redaz war arbenn h e vreur, hen digemeraz a vriad-kaer, hag oc'h he zerc’hel stard etre he zivrac’h, a bokaz d’ezhan enn eur wela. 5 . N euze o veza savet he zaoulagad, e welaz ar merc’hed hag ar vugale vihan, hag e lavaraz : Nak ar re ma, piou int—hi ? ha d’id-de efent-hi? Jakob a respontaz: Ar vugaügou en deuz roet,Doue d'ho zervicher int. 6 . Ar vitizien o lostaat gant ho bugale, a siouaz b e leg ann douar. 7 . Lia a zeuaz goude gant he re , hag a siouaz er
152
LEVR AR C HENELIEZ.
memes fesoun ; Rachel ha Jozeph war lerc’h ar re-all en em daolaz ivez d’ann douar d’he zaludi, 8 . Hag Ezaü a lavaraz : Petra eo ar ar bandennouze a zo digouezel gan-en war va hent ? Ho c’haset am euz a raok, eme Jakob, evit ma kavjenn trugarez dirak va Aotrou. 9. Hag Ezaü a respontaz: Kalz madou am euz, va— breur ker, dalc’h gan-ez ar pez a zo d’id. 10. Nann, eme Jakob, na ra ket evel-se, me as ped ; hogen mar am euz kavet trugarez dirak da zaoulagad , kemer ar prezant dister-ze euz va daouarn ; rak gwelet am euz da zremm, evel pa em bé gwelet dremm ann Ao trou Doue. Bez mad em c’henver. 11. Ha kemer ar vennoz-ma a gennigann d’id ; Doue pehini a ro peptra, en deuz he roet d’in. Ezaü, war b eden he vreur, ho c’hemeraz gant beac’h, 12. Hag a lavaraz : Deomp kévret, ha me zalc'ho kompagnunez d’id enn da hent. 13. Jakob a respontaz : Gouzout a rez, va A otrou, am euz gan-en bugaligou vihan gwall dener, danvadezed. ha bioc’hed prest da ala ; mar grann d’ezho en em skuiza oc’h ober re a hent dioc’h-tu, va loened a hell mervel hol enn eunn devez. 14. Ra’z ai va Aotrou a-raok he zervichef, ha m e heulio nebeut-da-nebeut he roudou, hervez ma welinn a hello va bugale ober, ken na vezinn digouezel gant va Aotrou e Seïr. 15. Ezaü a respontaz: Me az ped, ra c’houmoda vi~ hana lod euz ann dud a zo gan-en da ober heul d’id enn da hent ! N eket ret, eme Jakob, eunn dra hep kent am euz ezomm, ra gavinii trugarez dira-z-oud, va Aotrou. 16 . Ezaü eta a zistroaz da Zeïr enn deiz-ze memes, dre ann hent ma oe deuet.
LEVR A r
c ’h e n e l i e z .
153
1 7 . Ha-Jakob a erruaz e Sokoth; o veza savet eno eunn t i, ha plantet he deltou, e hauvaz al leac’h-ze Sokoth, ar pez a zinifi tellou. 1 8 . Tremen a reaz goudeze belek Salem, eur gear vourc’h d’ar Sichimided, pehini a zo e douar Kanaan; ha choum a reaz e kichen ar gear-ze ; goude ma oe distroet euz ar Mezopotamia, pehini a zo e bro Siria. 1 9 . Hag e prenaz evit kant oan, digant bugale H e mor- lad Sichem, lod euz ar park e pehini en devoa plan tet he delt. 2 0 . Hag o veza savet eno eunn aoter, ec’h azeulaz. war-n-ezhi da Zoue braz Israel.
SKLERIDIGEZ. Gwelet bon euz er pennad-ma eunn dra hag a ra plijadur d’ann env ha d’ann douar : Daou vreur oc’h en em bardonr, hag oc’h en em vriata., goude eunn disparti a ugent vloaz. Petra na hell ket ober douster ha vuelded, sikouret gant gras D ou e ? Gwelit Ezaü o tont gant pevar c’hant den armet w ar hent he vreur. Pa zilec’h iaz, e oa w ar zonj taol-chanz da laza he vreur gant he holl dud; mes biz ann Aotrou Doue a droaz tu d’he galoun; kunvelez Jakob, he vuelded, he brezanchou great a galoun v ad, a reaz ar peur-rest. Breudeur ha c’hoarezed glazet pell-zo marteze ann eil ouc’h egile abalamour da eunn tammik interest, da eur gaouad gwarizi, pe evit disterroe’h tra, kemerit skouer w ar ann daou vreur-m a, ispisial war Jakob. Na espernit na pedennou na vuelded evit dont a benn d’en em unani; list da vont memes lod euz ho k w ir; Doue ho tigollo. Gwelit Jakob , lekeat e oa da vestr war he vreur gant Doue he-unan, dre vennoz he dad; hen oa e gwirionez ar map henan, heritour euz a vadou braz Abraham hag Iza a k , heritour ispisial euz ann diouganou kaer grea t gant Doue d’ar batriarched-ze;
154
LEVR AR C’HENELIEZ.
mad, hen co a zeu ar chenta d’en em blega; stoui a ra d’ann douar belek seiz; gweach dirak he vreur, he c’hervel a ra he Aotrou, hag hen he-unan ar zervicher ; he bedi hag he aspedi a ra da gemerout he brezanchou dister, ha na c’houlenn netra digant-ha, nemet ar peoc’h hag he c’hrasou-mad. Grit er c’hiz-ze hag e vevot euruz. Na gollomp ket ar zonj ken nebeut euz a zeoliez Jakob, nag euz he anaoudegez-vad e kenver Doue. A r c’henta tra a ra goude beza kavet eul leac’h da choum , eo sevel eunn ao ter, hag azeuli da Zoue braz Israël. Bepred hag e pep tra, ra vezo Doue evid-omp ann derou hag ann divez.
PENNAD XXXIV.
Bina. (E u z ar bed 2 2 7 4 .— Araok J. K . 1730 .)
1. Hogen D ina, merc’h L ia, a ieaz er meaz da we lout merc’hed ar vro-ze, 2 . Sichem, map Hemor Hevead, prins euz ar c’har— ler-ze, o veza he gwelet, he c’haraz dreist-pennj he c’hasaz gant-han d’he balez. . . ha kement-se holl dre nerz hag enep d’ar verc’h iaouank. 3. He galoun on em stagaz ou t-hi, hag e klaske he laouenaat hag he gounil dre bep seurt karantelesiou. 4 . Mont a reaz da gavout Hemor he dad, hag e la varaz d’ezhan : Grit d’in kaout ar verc’h-ma da bried. 5 . Jakob, o veza klevet ann traou-ze, oveza ne oa ket he baotred er gear, ha ma edont o tiouall ai loened er peuri, a davaz ken na oent distroet. 6 . Hogen, Hemor lad Sichem, a zeuaz da gomz ouc’h Jakob. 7 . Ha chetu ivez bugale Jakob oc’h arruont divar
LEVR AR C’HENELIEZ.
155
ar mesiou. Pa glevjont petra a oa c’hoarvezet, ez eaz eunn drouk braz enn-ho, dre ma en devoa great en denze eunrf dismeganz vraz da di Israël, hag eunn torfet ar mezusa, o tizenori merc’h Jakob. 8 . Hemor eta a gomzaz evel-henn out-ho: Kaloun va map Sichem a zo en em staget ouz ho raerc’h, roit— hi d’ezhan da bried. 9. Greomp nesanded dre zimiziou, roit d’e-omp-ni ho merc’hed, ha kemerit hor re. 10. Chonmit enn hon touez, hon douarou a zo enn ho kourc'hemenn , labourit-ho, grit marc’hajou , per— c’hentit anezho. 1 1 . Sichem he-unan a lavaraz d’he zad ha d’he breu deur : Ra gavinn trugarez diraz -hoc'h ! ha kement a c’houlennot, m’her graï.
1 2 . Kreskitann argou!ou_, gonlennit prezanchou, me raï a greiz-kaloun ar pez a gerrot; roit d’in hep ken ar verc’h-ze da bried. 1 3 . Bugale Jakob a respontaz dre draitourez da Si— chem ha d’he dad; kounnaret ma oant dre zizenor ho c’hoar ; 1 4 . N ’hellomp ket ober ar pez a c’houlennit, narei hor c’hoar da eunn den ha ne d-eo ket enwadet, ar pez a zo eunn dra difennet ha milliget enn hon touez. 15. Koulzkoude ober a hellimp hon dimiziou ; mar fell d’e-hoc’h en em ober henvel ouz-omp, mar bez en wadet ann holl baotred enn ho touez. 1 6 . Neuze ni rei hor merc’hed d’e-hoc’h, hag a g emero ho re, neuze ni c’houmo enn ho touez, ha na raimp nemet eur bobl. 17. Hogen ma na fell ket d’e-hoc’h beza enwadet, ni ia da gemerout hor merc’h, ha da vont kuit.
156
LEVR AR C’HENELIEZ.
18. Plijout a reaz ho mennad da Hemor ha da Sichem he vap. 1 9 . Ann den iaouank, hep gortoz pelloc’h, a reaz diouc’h-tu ar pez a choulennet : rak karout a rea meur bed ar verc’h . Hogen hema a zalc’he e pep tra ar penn kenta e ti he dad. 2 0 . Hemor ha Sichem o veza deuet eta d’ar slroll— kuzul e c’harz dor kear, a gomzaz evel-henn ouz ar bobl. 2 1 . Ann dud-hont a zo tud d id r o u z h a g ho deuz e’hoant da choum gan-e-omp; trafika a raint dre ar Vro ha labourat a raint ann douar-ma, pehini, frank ha braz evel ma'z; eo, a vank a c’hounideien ; ni gemero ho merc'hed da briejou, hag a rai d’ezho hor re. 2 2 . Eunn dra hep ken a eneb ouc’h eur mad ker braz: ret e ve d’ann holl baolred gouzanvi ann enwad, oc’h hculia e kement-se kustum ann dud-se. 25. H o madou, ho loened, ha kement Ira ho deuz, a vezo d’e-omp ; n’hon euz nemet asanti enn dra-ma, hag e vevimp holl enn eul lod, ha na raimp nemet eur bobl. 2 4 . Asanti a rejont holl,: hag ar baolred a oe lioll enwadet. 2 5 . Mes chetu d’ann trede deiz, d’ar mare maz’ eo gwiridika ar gouliou, daou euz a vipien Jakob, Simon ha Levi, breudeur Dina, a gemeraz pep a gleze, a ieaz har dis e kear, hag a lazaz ann holl wazed ; 2 6 . Hemor ha Sichem evel ar re-a ll, enn eur denna ho c’hoar Dina euz a di Sichem. 2 7 . Pa oant eat er meaz, ar vugale ail da Jakob en em daolaz ivez war ar gear leun a dud varo, hag he freïzaz holl, evit venji dizenor ho c’hoar.
LEVR AR C’HENELIEZ.
157
2 8 . Ann denved, ann ohen, ann ezen a ieaz holl gant-ho, drsmantra a rejont pep tra enn liez hag er meaz. 2 9 . Ha kas a rejont gant-ho da sklaved ar vugale vihan hag ar merc’hed. 3 0 . Goude eunn taol ken hardis, Jakob a lavaraz da Simon ha da Levi : Ma c’harget hoc’h euz a nec’h hag a spount, ha tennet hoc’h euz war-n-oun kasoni ar Gananeed hag ar Pherezeed, pere a choum er c’harter-ma ; ni zo nebeut a dud, hi en em glevo, a gouezo war-n-omp, hag e vezinn dismantret, ha va holl dud gan-en. 3 1 . Ar vugale a responlaz : Ha dleeta oa d’ar re-ze gwall-ober gant hor c’hoar-ni, evel gant eur plac’h fall ?
SKLERIDIGEZ. Histor Dina a zesk d’e-omp pegen danjeruz eo d’ann holl, mes ispisial d’ar merc’hed iaouank beza re guriuz. Ho dleat, eme sant Ambroaz, eokarou t clioum enn ti, diouall da w elout re, diouall da veza re welet. G w elet em euz eur boked lili enn eul leac’hik kled e korn ik eul liorz, ha n’am euz kavet netra kaeroc’h eget he liou, netra matoc’h eget he c’houes. G w elet am euz lili e leac’h dizolo e kreiz ar jardinou, hag abred e vijent diskaret gant ann a v e l, gouenvetgant aun heol, pe zaotret gant c’houiled argarzuz; w a r vord ann henchou, lili n’am euz gw elet morse. E ur verc’h iaouank, peurliesa cbarz ann ti, o labourat e k i chen he mamm, chetu lilijen al liorz. M erc’hed iaouank gw elet alies w ar ann tachenuou, ha dirak daoulagad ann holl ; che tu al lili e kreiz ar jard in; diskaret int buhan gant avelach ar iaouankiz, grac’helled gant orged foll, ha dramoüillet awechou gand likaouerien divez. M erc’hed o redek ann hen chou ho-unan, n’oufenn gant petra ho henvelebekaat. G w elit c ’hoaz pet reuz na dent ket w a r he lerc’h ar pe c’hed a ligentez ? E ur geariad tud beuzet enn ho goad, mer-
158
LEVR AR C HENELIEZ.
c’hed ha bugale kaset e sklavach. Ne k et daou zen ho-unan eo a reaz eunn hevelep lazerez, dorn Doue eo a skoe dre-z-ho. Ma karje Dina beza choumet e r gear , ann traou-ze na vijent ket c ’hoarvezct !
PENNAD XXXV.
Jakob a ia da Vethel. Maro Rachel. Maro Izaak, 1. E keit-se Doue a lavaraz da Jakob : Sao, kea da Yethel, ha choum eno, ha sao eunn aoter d’ann Doue en em ziskouezaz d’id, pa dec’hes kuit a-raok Ezaü da vreur. 2 . Neuze Jakob o c’hervel holl dud he di enn dro d ezhan, a lavaraz: Taolet pell diouz—hoc’h ann doueou estren a zo enn ho touez, en em welc’hit ha chenchit dillad. 5 . Hastit, ha pignomp da Yethel, da zevel eno eunn aoter d’ann Doue pehini en deuz klevet ouz-in da zeiz va zrubuillou, ha dalc’het-mad d’in hed va beach. A. Rei a rejont eta d’ezhan ann holl doueou estren ho devoa, gant ar boukleier-skouarn a oa; out-ho, ha Jakob ho flantaz holl enn douar, dindan eur wezen tourmantin a zo a-dre Sichem. 5 . Ha pa oant en em lekeat enn hent, Doue a Iakaaz eur spount wraz er cheariou tro-war-dro, ha den na gredaz mont war ho lerc’h enn ho beach. 6 . Er c’hiz-ze Jakob hag annholl dud a oa gant-han, a zeuaz d’ar gear a Luza pehini a zo e douar Kanaan, hag a oa dija lezhanvet Bethel. 7 . Sevel a reaz eunn aoter eno, hag e hanvaz al leac'h -ze Ti Doue ; rak eno eo en em ziskouezaz Doue d èzhan pa dec he araog he vreur.
LEVR AR C R EN ELIE Z.
159
8 . D ’ar mare-ze e varvaz D ebora, magerez Rebeka, hag e oe besiet dindan eunn derven e traon ar c’hreac’h war behini ema Bethel ; hag al leac’h-ze a oe galvet Derven ann daëlou. 9 . Hogen Doue en em ziskouezaz da Jakob evit ann eil gweach a-baoue he zistro euz ar Mezopotamia e Si ria, hag her bennigaz, 10. Enn eur lavarout : Ne vezi mui galvet Jakob ; hogen da hano a vezo Israël. Hag hen henvel a reaz Israël. 1 1 . Hag e lavaraz d’ezhan : Me eo ann Doue holl— c’halloudek, kresk ha bez eleiz : broadou ha boblou a zavo ac’hanoud, rouaned a ziskenno euz d’a wenn. 1 2 . Ann douar am euz roet da Abraham ha da Izaak, he rei a rinn d’id, ha d’az wenn enn da c’houde. 13. Ha Doue a dec’haz diout-han. 14. Mes Jakob a zavaz eunn arouez mean el leac’h ma en devoa Doue komzet out-han, o skuilla w ar-nezhan gwin hag eol evit sakrifis. 1 5 . Hag e hanvaz al leac’h-ze Bethel. 1 6 . O veza kuiteet ac’hano, e teuaz, d’ann nevez amzer, d’ar c’harter a gas da Ephrata, e peleac’h e kouezaz Rachel e poan-vugale. 1 7 . Evel m’e devoa eur gwall wilioud, e teue danjer d’ezhi da vervel ; hag ann amiegez a lavaraz d’ezhi : N ’ho pezit ket aoun, rak ar map-ma ho pezo c’hoaz. 18. Rachel o santout he buez o vont kuit dre ar boan, dare dija da vervel, a hanvaz he map Benoni, da lava rout eo, map va anken : mes ann tad hen hanvaz Benja min, da lavarout eo, map va dorn deou. ( a r muia karet). 19. Rachel a varvaz enn doare-ze, hag a oe besiet
160
LEVR AR C’HENELIEZ.
war ann hent a gas da Ephrata, pehini eo Bethleem. 2 0 . Jakob a zavaz eunn arouez war he bez, hag ann arouez-ze euz a vez Rachel a weler c’hoaz hirio ann deiz. 2 1 . O veza c’hoaz kuiteet al leac’h-ze, e plantaz he delt enn tu-all da Dour ann tropell. 2 2 . Epad ma edo o choum el leac’h-ze, e c ’hoarvezaz ma kouskaz Ruben gant Bala, matez Rachel, ha pried d’he dad ; Jakob na choumaz ket hep gouzout kem ent-ze. [tevel a reaz evit neuze war eunn drouk
ker braz, mes divezatoch her gwelimp oc h he ivana hep truez.) Hogen Jakob en devoa daouzek map. 2 3 . Bugale Lia a oa, Ruben ar map henan, Siméon, Levi, Judaz, Issakar ha Zabulon. 2 4 . Bugale Rachel, Jozeph lia Benjamin. 2 5 . Bugale Bala, matez Rachel, a oe Dan ha Nephthali. 2 6 . Bugale Zelpha, matez Lia, a o e Gad hag Azer; ar re-ze eo ar vugale en devoe Jakob er Mezopotamia e Siria. ( Nemet Benjamin ganet war hent Bethleem.) 2 7 . Hogen Jakob a zeuaz da gavout Izaak he dad e traounien Mambre, d'ar gear a A rbe, pehini eo H e bron, hag e pehini e oa bet Abraham hag Izaak o choum evel tremenidi. 2 8 . Izaak en devoa neuze kant pevar-ugent vloaz. 2 9 . Mervel a reaz, uzet dre ann oad, hag ez eaz da gavout he vobl, koz-braz ha leun a zevesiou ; Ezaii ha Jakob he vipien, hel lekeaz enn he vez.
LE VU AI* C’HENELIEZ.
16i
SKLERIDIGEZ. R a c h e l, evel ma hou euz g w e le t, a zigasaz gant-hi doueou Laban he zad ; e-touez ann traou preizet gant bugale Jakob e kear ar Sichimided, ec’h helle beza kalz doueou faoz enn aour hag enn arc’hant; e-touez kement a dud ha ma o a e ti Jakob ec’h helle beza meur a zervicher paien ha douget da enori ann doueou-ze. O veza bet eta urz digant Doue he-unan da vont da V ethel, ha da zevel eno eunn aoter enn he ènor, Jakob a aozehe duel daeul lid k e r santel, enn eur ober d’ezho dilezel ho doueou faoz, hag ho digas d’ezhan. Senti a rejont, hag ar patriarch santel ho c’huzaz doun enn douar evit na vijent kavet bikenn mui. O b er a reaz neuze d’he dud en em w e lc’hi , ha chench dillad evit beza e stad da enori ar gw ir D oue dre al lid santel ez ea da ober e Bethel. Bep sul pa ve doare d’e-hoc’h da vont d’hoc’h iliz parrez da genniga da Zoue sakrifis ann oferen, petra rit-hu evit en em lakaat e stad da blijout d’ho krouer, ha d’he enori dre eul lid k e r santel? ha teurel a rit-hu pell diouz-hoc’h ho toueou faoz, pere eo ann ourgouil, a r bizoni, al ligentez, ar c’h ou rmandiz hag ann holl dechou all? Ho douara a rit-hu, dre eur govesion leal, evit na vezo mui liano ebed anezho ? En em w el c ’hi a rit-hu dre zaelou ar gontrision, ha chench dillad dre eur vuez nevez? O h! mar grit kement-ze, ho pedennou hag ho sakrifis, evel moged ann ezanz, a zavo gant c’houes vad betek ann trôn a Zoue, hag e tennot war-n-hoe’h, evel Jakob, eur-vad ha bennoz. Evesaomp c’hoaz ouz ann aked en devoa Jakob d a zevel arouesiou-e kement leac’h ma eu devoa bet eur c’hras bennak digant Doue, ha deskomp, dre he-skouer, mirout da vihana e gw eled hor c’halonnou , ar zonj euz a vadoberiou D oue; hag ober a-veachou d’ann iliz pe d’ar beorien eur vad bennak hag a ve evel eunn arouez euz ann hini en deveuz great Doue d’e-om p.
Eur merk ail euz a valedez kaloun Jakob, a oa ar zoursi a gemere da enori he dud tremenet, ha da lakaat war ho besiou eunn desteni bennak euz he garantez hag euz he anaoudegez-vad. D ebora, magerez h e va mm, deuet gwechall da 11
162
LEVR AR C’flENELIEZ.
heul Rebeka euz ar Mezopotamia, a varv, hag he bez a vezo galvet derven ann daelou. Eur zervicher féal a zellit beza karet ha gwelet gant mistri mad hag anaoudek. Rachel he bried m uia-karet a varv w a r hent Bethleem , hag eu rp eu lvan huel lia' paduz a lavaro , c’houec’h kant vloaz goude, da vugale Israël distro euz ann Ejipt : Ama eo besiet Rachel. Bez R achel a zo bet, hag a.vezo ato brudet braz dre’n abek d ’ar brofesiezgaer a reaz Jeremiaz euz a vuntrerez ann dinam ed santel, q lavarout : « Eur vouez a zo bet klevet e Rama « gant kalz a hirvoud hag a w e lva n , Rachel o wela d’he bu « gale, hep gouzanv beza disc’hlac’haret abalamour n’emaint « mui. » ( St Vaze. 2. 18. ) E r fin he dad Izaak a v a rv , k a rget a vloaVesiou hag a zellidou; ha Jakob hag Ezaü en em gavo w ar he dremenvan ; hi eo o zongo he go rf da gavarn M ambre, hag hen diazezo gant doujanz e kichen Rebèka he bried, e kichen Sara hag Abraham he vamm hag he dad. Q tiegesiou kristen , labourerien enoruz, bevit egiz ar b atriarched, hag e varfot evel-d-ho, euz a varo ar zent. Enorit ho tud varo, goulennit beza besiet enn ho c’h ich en , hag ar ga rantez vraz-ze pehini. a vezo bet etre-z-hoc’h enn ho puez hag enn ho maro, a rei d’e-hoc’h en em gavout c ’hoaz, hep mar, er joaiou eternel.
PENNAD XXXVI. Er pennad-ma ne weler nemeur a dra nemet hanoiou bugale Ezaü, ha kerentiez pep hini anezbo. Ardamezi a rear koulzkoude penaoz goude ma oe distroet Jakob euz ar Mezopotamia, Ezaü d’he dro, a guitaaz bro Kanaan hag ann douarou nesa da di he dad, evit lezel mui a frankis gant he vreur. Rak, eme a skritur, ( gwersad 7 .) pinvidik braz a oant ho daou, ha na oant ket evit choum eun eul lod ; ar vro e pehini e oant evel trem enidi, na helle mui ho dougen abalamour d’ann niver braz euz ho zropellou.
LEVR AR C HENELIEZ.
165
A rdamezi a reàr c’hoaz ann niver braz a brinsed dis— kennet diouc’h Ezaü, ha brudet enn ho bro dre ho ourgouil, ha dre ho finvidigesiou. Hogen ho gloar neket bet padet pell. Ha Doue marteze n’en deuz lekeat dougen ho h a noiou er skritur sakr, nemet evit rei d’e-omp da c’houzout pegen dibriz eo brazderiou ar bed, pa eo gwir int roet alies d’he enebourien ha d’ann dud milliget, evel ma oa Ezaü hag he lignez. Gwelloc'h eo eta kaout truez ouz a r bediz eget n’ed-eo c’hoantaat ho eurusted, pa’z eo gwir e tremen e ker berr amzer, ha ma teu peurvuia war he lerc’h eur reuzidigez hag eur vez eternel.
PENNAD XXXVII. BUEZ JOZEPH.
Joseph gwerzet gand he vreudeur. (Euz ar bed 2276. — A raok J.-K : 1728.) 1. Hogen Jakob a choumaz e douar Kanaan, e pe leac’h e oa bet hedad evel tremeniad. 2 . Ha chetu aman am traou a choarvezaz enn he lignez: Jozeph, paotrik c’houezek vloaz, ha iaouankik-flamm da welout, a ie gand he vreudeur da ziouall tropellou he dad ; peurliesa e vije gant bugale Bala ha Zelpha, priejou d’he dad, hag e tamallaz he vreudeur dirak he dad euz a eur gwall-ober grevuz meurbed. 5 . Hogen Israël a gare Jozeph dreist he holl vugale ail, abalamour ma en devoa he engehentet enn he gozni, hag a roaz d’ezhan eur zae marellet.
164
LEVR AR C HENELIEZ.
4 . He vreudeur eta o welout e oa karet muioc’h gant he dad eget ann holl vugale all, a gemeraz kaz out-han, ha na hellent mui lavarout komz vad ebed d’ezhan. 5 . C’hoarvezout a reaz c’hoaz ma kountaz d’he vreu deur eunn hunvre en devoa bet, ar pez a greskaz . mùi-oc’h-m ui ho c’hasoni. 6 . Rak lavarout è reaz d’ezho ; Selaouit ann hunvre am euz bet : 7 . Sonjal a rea d’in e oamp oc’h endramm enn eur park, hag e kave gan-en gwelout va malan o sevel, hag o choum plom enn he sao ; hag ho re-hu, renket trowar-dro, oc’h adori va malan-me. 8 . He vreudeur a respontaz: Ha bez’ e vezi-te roue war-n-omp-ni ? Ha beza e vezimp-ni dindan da aolrouniez ? Ann hunvreou hag ar c’homzou-ze na rejont nemet krevaat ha maga ar warizi hag ann drouk ho devoa out-han. 9. Eunn hunvre all en devoe c’hoaz, hag he gounta a reaz ivez d’he vreudeur, o lavarout : Kavout a rea d’in gwelout dre va c’housk, ann héol, al loar hag unnek slereden oc’h va adori. 10. Pa en devoa danevellet ann hunvre-ze d’he dad ha d’he vreudeur, he dad hen tensaz enn eur lavarout: Petra fell d’id-de e ve ann hunvre-ze ec’h euz bet? ta adori a raimp-ni war ann douar, da vamm da vreudeur ha m e ? 11. He vreudeur eta ho devoa gwarizi out-han ; mes he dad a envore war gement-ze hep lavarout ger. 1 2 . Eunn devez he vreudeur o veza choumet e Si chem da ziouall tropellou ho zad da beuri ; 13. Israël a lavaraz da Jozeph : Da vreudeur a zo o tiouall ann denved, e peuriou Sichem, deuz, hag e kasinn ac’hanoud davet-ho. Jozeph a respontaz;
LEVR AR C'HENELIEZ.
165
14. Prest ounn, va zad. Jakob a lavaraz : Kea, ha gwel ha mad eo ar bed gant da vreudeur ha gant al loened : ha digas kelou d'in euz ar pez a rear eno. D ileuret euz a draounien Hebron, e teuaz eta da Zichem. 15. Euz gwaz o veza he gavet o redek dre ar mesiou, a c’houlennaz digant-han petra. a glaske. 1 6 . H ag e respontaz r Va breudeur aglaskann ; livirit d’in peleae’h emaint o tiouall ann tropellou. 17. Ann den-ze a respontaz d’ezhan : En em dennet int ac’han, hag ho c’hlevet am euz o lavarout: Deomp etrezek Dothain. Jozeph eta a zalc’haz da vont war lerc’h he vreudeur, hag ho C’havaz e Dothaïn. 1 8 . A r re-ma o veza he welet euz a bell, a-raok mac’h arruaz beteg enn-ho, a reaz ho zonj d’hel laza. 19. Hag e lavarent etre-z-ho : Chetu arru ann hunvreer ; 2 0 . Deomp, lazomp-hen, ha taolomp-hen er puns kos-ze, ha ni a lavaro : Eul loen fero en deuz hen taget : ha neuze e vezo gwelet da betra eo servichet d’ezhan he hunvreou2 1 . Ruben, o klevout kement-ze, a reaz euz he holl c’halloud evit he denna euz a dre ho daouarn, hag a lavare : 2 2 . Na lamit ket he vuez digant-han, ha na skuillit ket he c’hoad; taolit-hen kentoc’h er puns-hont a zo e kreiz ar gouelec’h, ha mirit ho taouarn dinamm : la varout a rea hement-ze gant ar c’hoant en devoa d’hen tenna euz a dre ho daouarn, ha d’hegas enn dro d’he dad. 2 3 . Kerkent eta mac’h arruaz gant he vreudeur, e lamjont digant-han he zaë marellet, pehini a ziskenne d’ezhan beteg he zeuliou.
166
LEVR AR C’HENËLIEZ.
2 4 . Hag hen taoljont enn eur puns koz, e pehini ne oa mui a zour. 2 5 . Hag o veza neuze azezet da zibri ho boed, e weljont beachourien Ismaelited o tont euz Galaad, hag ho c’hanvaled sammet a louzeier c’houes-vad, a rousin, hag a virrha, da gas d’ann Ejipt. 2 6 . Judas eta a lavaraz d’he vreudeur : petra dalvezo d’e-om p-ni beza lazet hor breur, ha beza kuzet he varo ? 2 7 . Gwelloc’h eo he werza d’ann Ismaëlited-ze, ha derc’hel hon daouarn dinamm : rak hor breur hag hor goad eo. Asanti a reaz he vreudeur d’ar pez a lavare. 2 8 . Pa zeuaz’f eta ar varc’hadourien madianited da dremen, he vreudeur hen tennaz euz ar puns, hag a werzaz anezhan d’ann Ismaëlited, ugent pez arc’hant ; hag ar rema her c’hasaz gant-ho d’ann Ejipt. 2 9 _ Ruben o veza distroet d’ar puns, na gavaz mui a r c’hrouadur enn-han. 3 0 . Reugi a reaz he zillad, hag o tont da gavout he vreudeur, e lavaraz : Na welann mui ar c’hrouadur, na petra deuinn-me da veza ! 3 1 . Hogen hi, o kemerout saë ho breur, he soubaz e goad eur menn-gaor ho devoa lazet, 3 2 . Hag a lekeaz eunn den d’he c’has d’ho zad, ha da lavarout d’ezhan : Kavet hon euz ar zaë-ma, gwelit ha saë ho map ef-hi, pe ne d-eo ket? 3 3 . Ann tad o veza he anayezet, a lavaraz : Saë va map eo, siouaz ! éul loen fero en deuz he zebret, eul loen en deuz taget Jozeph ! 3 4 . Reugi à reaz he zillad , eur gouris-reun a wiskaz, hag e-pad pell amzer e welaz d’he vap ker. 3 5 . He holl vugale all en em zastumaz enn dro
LEVR AR C’HENELIEZ.
167
d’ezhan da glask dousaat d'he c’hlac’har ; mes hen na feïlaz d’ezhan kemerout frealzidigez ebed, hag a la varaz d’ezho : Enn eur wela e tiskenninn em bez da gavout va map. Hag epad ma kendalc’he da skuilla daelou, 3 6 . Ar Vadianited a werzaz Jozeph enn Ejipt, da Butiphar, den a garg e Pharaon, ha kabitan he zoudarded.
SK L E R ID IG E Z . Buez Jozeph eo ar gaera histor a oufe ann den da gavout nebleac’h. Lennit-hi, koz ha iaouank; kerent ha bugale, lenn it-h i; kenteliou talvoudék a gefot holl enn-hi, Biskoaz krouadur ha zellezaz mui eget Jozeph istim ha karantez eunn tad vertuzuz. Gened, furnez, sentidigez, glanded a galoun , kourach da labourat , netra na vanke d’ar bugel. Evel-se ne oa k et difennet ouc’h he dad her c’harout enn hegaloun mui eget he vugale a ll ; n’heller k et mirout ouc’h ar garantez ; mes Jakob na dlie k e t diskouez he hini ken hanat ha ma reaz, enn eur rei d’he vap Joseph eu r pez dillad k aeroe’h eget re he vreudeur. Tadou ha mammou, savet gant Doue da eur garg ken enoruz, k a r it ho bugale, mes karit-ho gant kalz a furnez. Mar dint bugale vad , ho deuz gw ir enn ho karantez , h e c’hlask a reont enn ho holl oberiou, ha joauz int pa hellont kaout euz ho perz eur m erkik bennak a istim hag a deneridigez. Rannit ho karantez kement ha kement etre-z-h o ; ha mar karit unan bennak mui eget ar re all , kuzit kem ent-se e gweled ho k a loun ; gant aoun da denna war-n-ezhan gwarizi he vreudeur, e-leac’h gounit d’ezhan ho istim hag ho c’h a ra n tez, evel ma tleit ha ma felle d’e - hoc’h hen ober. K arout eur c’hrouadur evel ma eo dleet, eo he lakaat da veza karet gant he holl vreudeur. Gloar eunn tad hag eur vamm eo gw elout ar peoc’h hag ann unvaniez enn ho ziegesiou. N ’oufent k et lezel w ar h o lerc’h kaeroc ’h na talvoudusoc’h heritach. Na pa ve bet ann den santel Jakob eunn tammik kabluz
168
LEVR AR CRENELIEZ.
w a r ann darvoutze, he zempladurez na hell, e nep fesoun, didamallout ar gasoni zu a gemeraz he vugale ouz ho breur ia ouank; ouz eur c’hrouadur pehini ho c’hare he-mnan euz a greiz he galoun, hag a zeïleze kement b ezak aret gan t-h o . E vel bugale vertuzuz, e oa dleet d’ezhd serra ho daoulagad w ar ar fallaenik-ze a galoun ken pardounapl da eunn den koz , hag anduri ann azaouez pe ar bref e r anz-ze , dre zoujanz evit ann hini en devoa roet d’ezho ar vuez; Bet zo bet ha k avo nt a rear c’hoaz tiadou-tud ker mad dre natur, ken, doujuz ha ken anaoudek e kenver ho zad hag ho mamm, ma ho g w eler o karoyt hag o respeti memes eur breur pe eur c’hoar gw elloc’h deuet gant ar re-goz eget-ho, w ar ar greden pena oz e tleont heulia c kem ent-ze pleg-kaloun ar re da bere int dleourien a bep tra,. b elek euz ar vuezMes allaz! breudeur Joseph ne .oant ket holl euz ar seurt tud-ze. K alz a dechoufall ho devoa dija, ha Jozeph, krouadur mad ha dinamm, en em gavaz dalc’het dre goustianz-da ziskuilla d’he dad eunn dra vil a reent, enn eur ziou allh o laened. Eno edo ar penn-abek euz ho c’hasoni ; he hunvreou ho divije pardonnet d'ezhan eaz, petra bennak m ac’h egasent ho o u rg o u il ; mes ar flatrerez-ze ? Bikenn. Jozeph enn he boanniou hag enn he c’ hloar a zo eur skeu den anad euz hor Zalver Jezuz-Krist. Diskenn euz ann env be teg gw elëd hor gwanderiou, a zo diskenn enn eur punz gwall zoun. Beza gwërzet gant breudeur gwariziuz, ha beza gwerzet gan-e-om p-ni pec’herien dre bersounach eur mignoun hag eunn diskibl traitour, a zo -tost-da-vad ar memes tra. Hevelebekaat a rear a-w echou.ar zaë wenn euz hor badisiant gant zaë ar paour-keaz Jozeph. Pebez rann galoun d’hon T ad Selestiel, pa zeu hon eal-mad da ziskouez d’ezhan ar zae w enn-ze stlèjet gan-e-omp dre ar vouillen, ha ru sieta bec’he jo u marvel ? Pebez rann-galoun.c’ hoaz evit eunn tad hag eur vamm gristen, pa w elout glanded ho bugale kollet pe saotret holl gant skoueriou fall enr gwall gamarad ? Allaz ! Allaz ! Eul loen fe ro en deveuz ivez neuze taget Joseph ! Jakob a w elaz d’he vap e-pad pell amzer, ha na fellaz d’ezhan kemerout frealzidigez ebed euz a-berz he vugale; hogen Jakob a zo ëur zant ; amprouet gant Doue dre ar c’hizidika taoliou, ec’h ador, ebarz
LEVR AR c ’HÈNELIEZ.
169
ann traou-ze holl, lezennou he renadur pe he brovidans, hag e stou he benn gant feiz ha doujanz d’he volonlez santel. T a dou lia mammou, glac’haret gant bugale dinatur, grit ar memes tra !
PENNAD X X X V IIÏ. TH A M A R.
Ebarz ar pennad-ma e komzer euz a bec’hed Onan , hag euz ann dro. a reaz Thamar da Judaz he zad-kaer. Evel na heller ket lenn ann traou-ze à vouez huel ebarz ann. tiegesiou, nag ho lakaat etre daouarn ann holl, eo bet kavet gwelloc’h lezel ar pennad-ma hep he lakaat e brezounek. Koulskoude kenteliou talvoudek meurbed a gaver enn-han. Gwelout a reer justis Doue o kastiza enn eur fesoun spountuz daou zen reuzeudik hag a rea gwall uzach euz ar briedelez. Ann dud dem ezet, hag ho deuz melkoni o kaout re a vugale, ha na fell ket d’ez ho koulskoude beva etre-z-ho evel breur ha e’hoar, a bedann da gaout sonj euz Onan, hag euz he varo skrijuz : lazet e oe gant Doue ! Ar pennad-ma a zesk d’e-omp ivez anaout Thamar ; Thartiar pèhini a welomp ebarz ann Aviel etouez m am mou-kun hor Zalver Jezuz-Krist. Menosiou Doue a zeu bep red da vad, daoust da wall-ioul ann dud. Thamar a renk beza e niver mammou ar Mesi, ha gwall-ober he friejou na viro ket kement-se out-hi. Daou grouadtîr e devoe, Phares ha Zara. 27. Pa oe deuet he zermen da wilioudi, e oe kavet dougerez a zaou grouadur, hag he kreiz he foaniou braz
170
LEVR AR C’HENELIEZ.
unan anezho o veza displeget he zourn er meaz, ann amiegez a skoulmaz out-han eur penn-ruban, enn eur lavarout: 2 8 . He-ma sur a zeuio ar c’henta. 2 9 . Hogen ar c’hrouadur-ze, o veza tennet he zourn gant-han, egile a zeuaz er bed ; hag ann amie gez a lavaraz : Perag eo bel freuzet ar voger-greiz evidoud-te? Dre’n abek da gement-se e oe lianvet Phares. ( d isp a rti.) . 3 0 . He vreur a zeuaz goude, ha war he zourn ar penn-ruban, hag hen hanvjont Zara. (sao-heol. )
S K L E R ID IG E Z . Ann Tadou Santel hô deuz kavet -eur mister .braz' e ginivelez Phares ha Zara. Zara, eme-z-ho, a skeudenne ar Mesi. He hano hepken, pehini â zinifi ann hini a za v evel ann heol , a zo b.et roet d ’hor Zaver gant kalz a brofeted-: O Oriensl Oriens ex alto, ar Mesi, evel Zara , en deuz bet en em ziskouezet d’ar bed aharz génel ; en em zikouezet en deuz d’ar Batriarc’hed ha d’ar Brofeted. Neuze eo bed en em dennet epad meur a gant v lo a z , evit lezel al lezen goz da vont da benn ha.da ren evel al lezen hena. Deuet eo goude w a r ann douar, hag anavezet^o bed gand ann dud a ioul-vad dre ma touge war-n-ezhan he ruban, da lavarout eo, ann holl arouesiou hag ann holl garakteriou didan pere e oa bet dis-— kouezet d’hon T u d -K en ta, d’ar Batriarched ha d’ar B rofèted.
LEVR AR C’HENELIEZ.
171
PENNAD XXXIX.
Glanded Jozeph. (E u z ar bèd 2287. — A raok J .- K . 1 7 1 7 . )
1. Jozeph eta a oe kaset d’ann Ejipt, ha Putiphar, tiek Pharaon, ha kabitan he arme, den ginidik euz ann Ejipt, her prenaz digant ann Ismaëlited ho devoa hen digaset di. 2 . Ha Doue a oe gant Jozeph, ha pep tra a zeue gwell pe well etre h e zaouarn; hag e choumaz e ti he Vestr. 3 . Hag he vestr a wie manivik edo Doue gant-han, hag a oa Doue eo a rea da bep tra dont da vad dindan dourn he zervicher. 4 . Jozeph eta a gavaz trugarez dirak he vestr, hag en ém rea enn-holl-d’ann-holl d’he zervicha. Lekeat gant-han war benn he holl vadou, hen eo a c’houarne ann tiegez, hag en em emelle euz a bep tra. 5 . Ha Doue a vennigaz ti ann Ejipsian abalamour da Jozeph, hag a greskaz he holl vadou ken e kear ken war ar meaz. 6.. Hag ann den-ze na anaie mui netra enn he di nemet ar bara a zebre. Hogen Jozeph a oa eunn den dremmet brao, ha kaer meurbed da welout. 7 . Eur pennad amzer eta goude, he vestrez a daolaz h e daoulagad war Jozeph, hag a lavaraz : Kousk gan-en. 8 . Jozeph pell diouc’h asanti da eunn dra ken torfeduz, a lavaraz d’ezhi : Chetu va mestr en deuz roet d’in kement mad en deuz, ne oar ket zoken petra zo enn he di ;
172
LE VU AR CHENELIEZ.
9. N ’ez euz ama netra ha ne ve ket em gourc’hemen, netra ha ne ve ket bet lekeat etre va daouarn, nemedhoc’h-hu, pehini eo he c’hrek ; penaoz eta ec’h helfennme ober ann droùk-ze, ha pec’hi enep va Doue? 10. Bemdez-c’houlou e teue ar c’hrek da nec’hi he mevel iaouank dre ar seurt komzou-ze ; hag hen en em zifenne ato da bec’hi. 11. C’hoarvezout a reaz eunn devez ma teuaz Jo zeph d’ann ti, hag edo oc’h ober eunn dra bennak ha na oa den all ebed war al leac’h 12. Hag ar c’hrek, o kregi enn he vantel, a lava raz : Kousk gan-en. Jozeph, o lezel he vantel enn he dourn, a dec’haz hag a ieaz er meaz. 13. Ar c’hrek o welout ar vantel e-tre he daou arn, hag oc’h en em welout disprizet, 14. A c’halvaz davet-hi tud he zi, hag a lavaraz d’ezho : la, digaset en deuz enn ti-ma ann Hebreadze, evit ober mez d’e-omp ; deuet eo beteg enn-oun, evit gwall ober gan-en ; ha pa em euz kriet, 15. Hag hen klevet va m ouez, en deuz lezetgan-en he vantel, pehini a zalc’henn, hag eo redet er meaz. 16. Evit merk eta euz he fidelded , e tiskouezaz d’he fried, pa zistroaz d’ann ti ar vantel he devoa d’alc’het gant-hi. 17. Hag e lavaraz : Ar sklaf Hebread-ze hoc'h euz diga set ama, a zo deuet d’am c’havout evit ma dizenori ; 18. Hag o veza ma c’hlevet o krial, en deuz lezet gan -en he vantel pehini a zalc’henn, hag eo lammet er meaz. 19. Ar mestr o klevout ann traou-ze, hag o kredi re da gomzou he c’hrek, a ieaz eunn drouk braz enn-han.
LEVR AR C’HENELIEZ.
173
20. Lakaat a reaz Jozeph er prizoun ma vije dale’het prizoùnerien ar roue enn-han, hag e choumaz eno prizouniet. 21 i Hogen Doue a oe gant Jozeph, hag en de voe truez out-han ; ober a reaz d’ezhan kavout tru garez dirak gouarnour ar prizoun, 2 2 . Pehini hel lekeaz da vestr war ann holl brizounerien a oa dalc’het eno, ha na vije great netra nemôt dre he urz. 2 3 . Ann emelt euz a bep tra o veza gant Jozeph, ar gouarnour na zoursie mui ouz netra; rak Doue a oà gant Jozeph, hag her blenie enn he hoir oberiou.
S K L E R ID IG E Z Eunn den santel enn eunn tva zo eur gwir depzor, Tud, loe ned, madou, pep tra enn dro d’ezhan en em zant euz a vennoz Doue. Mistri ha mestrezed, c’hoazit mad ho servicherien : ma ho deuz doujanz Done; mar labouront evit ho eternite, pep tra enn ho ti a vezo w ell auezho; mes ma na glaskont nemed gonnidou ar vuez-ma, divar ho koust a vezo. Mevel pe matez fall a hell kas eunn tiegez mad da goll ; mes ivez mestr pe mestrez direoll a zo c’hoaz kiriekoc’h da walleur ar zervicherien. Netra enn doare-ze na c’hoarvezo, mar bez doujanz Doue enn eil rumm pe enn.egile. Mar d-eo bet Jozeph e t i Putiphar skouer hag enor ann dud diantek, eo bet ivez, eme ann Tadou Santel, ho mestr hag ho doktor, o tiskouez d’ezho ar gw ir fesoun da drec’hi hep mank ann tentasionou lik. Tec’hi buhan , chetu he gentel. Gant ar pec’hcd-ze n’euz ket da varc’hata. Eur zonj vil hep ken, mar grit d’ezhi digemer enn ho kalouu, petra bennak na fell ket d’e-hoc’h ober ar pez a envorit, ho tiskar. Sarrit ann nor outhi, ha sarrit prount ; ho spered a vezo dilui, ho koustianz airebech, hag ann aerouant trec het a dee’ho pell diouz-hoc’h. Dinamded hag honestiz na viront ket ato ouz drouk e-barz
174
LEVR AR C’HENELIEZ.
ar b ed m a;h isto r Jozeph her prouv. M es, eme ar Spered Santel, ar fum ez a ziskennaz ganl-han enn he vase-fos, ha nhen dilezaz ket enn he chadennou. He brizoun a zervichaz d’ezhan da skabel evit en em zevel d’ann huella enorrou. A r memes Ira a c’hoarvezo gant kement hiñi a c’houzanv hiskin er bed ma evit ar feiz pe evit ar mad ; eur paë gforiuz en devezo a-bred pe zivezad. Hogen ne ket gloar ar bed-ma eo a die eur c’hristen da c’hortoz, mes gloar arbed ail. E-leàc’h kaout drouk ouz hor mac’herien, e tleomp ho c’harout a w ir galoun, pa’z eo gwir e servichont d’hol lakaat war hent ann euruzted ; hag ez int etre daouarn ann Aotrou Doue, gwalligner eunn tad mad da gelenn he vugale.
PENNAD XL. Jozeph e-barz ar prizoun. Hunvreou ann daou ofisour. 1. Ann traou-ze tremenet enn doare ze, e c’hôarvezaz gant daou ofisour, boutailler-roue ann Ejipt hag he baneter pe he varaer, gwall vankout e kenver ho meçtr. 2 . Ha Pharaon tearet out-ho, (rak unan anezho a oa war benn ofisourien ar gwin, hag egile war benn ofisourien ar bara, ) 3 . Ho c’hasaz ho daou da brizoun kabitan he zoudarded, e pehini edo ivez Jozeph prizounier. 4 . Gonarnour ar prizoun ho lekeaz etre daouarn Jozeph, pehini a oe karget d’ho zervicha. Tremen a reaz eur pehnadik mad a amzer, hag e choument ato er prizoun. 5 . Bez’ho devoe, er memes nosvez, peb a hunvre, hag a zelle out-ho, pep hini hervez he stad. 6 . Jozeph deuet d’ho c’havout da vintin, oc’h ho gwelout trist,
LEVR AR C’HENELIEZ.
175
7 . A c’houlennaz digant-ho, enn eur lavarout : P erag hoc’h eus-hu hirio eunn ear tristoc’h eget kustum ? 8. Bet hon euz, em e-z-ho, bep a hunvre ; ha n’hon euz den ebed d’ho. displega d’e-omp. Ha Jozeph a la varaz d’ezho : Ha ne ket da Zoue eo da ziskleria ann hunvreou? danevellit d’in ar pez hoc'h euz gwelet. 9. Ann ofisour-boutailler a gountaz ar c’henta he hunvre. Gwelout a reann dira-z-oun eur winien, 10. Ha war-n-ezhi tri brank, a bere e weliz ho se vel a nebeut-da-nebeut, da genta bronz, ha goude bleun, hag er fin rezin hag azareve. 11. Hag hanaf Pharaon a oa em dorn ; kemerout a riz eta rezin, hag o veza ho gwasket e-barz ann hanaf a zalc’henn, e kennigiz da eva da Pharaon. l â . Jozeph a rezpontaz : Chetu ama ann displeg euz ho hunvre ; ann tri brank a zo tri devez c’hoaz ; 1 3 . Goude pere e teui sonj da Pharaon eveuz ho karg, hag e viot lekeat enn dro enn ho stad kenta; kinniga a reot he hanaf d’àr roue hervez ho karg, evel ma oac’h kustum da ober kentoc’h. 14. Ho pet hep ken sonj ac’hanoun, pa vezo ipad ar bed gan-e-hoc’h, ha grit trugarez em c’henver, o lakaat Pharaon d’am zenna euz ar prizoun ma. 15. Bak me zo bet-digaset dre skrap euz a vro ann Hebreed , ha taolet ama er prizoun douna, ha me di vlamm a bep drouk. 1 6 . Mestr ar baneterien, o welout en devoa Jozeph displeget ann hunvre-ze gant kalz a furnez, a lavaraz : Ha me ivez, me am euz hunvreet e tougenn war va fenn eur gestad bleud. 17. E-barz ar gest a oa war c’horre ar re ail, e tougenn, war va meno, kement seurt traou e vez great
176
LEVR AR C' HENELIEZ.
er varaerez ( er voulanjerez) hag al laboused a zeue da zibri anezho. 18. Jozeph a respontaz : Chetu ama ann displeg euz ho hunvre; ann teir gest a zo tri devez c’hoaz ; 19. Goude pere Pharaon a .drouc’ho d’edioc’h ho penn, hag ho stago ouc’h eur groaz, hag al laboused a zispenno ho kik. 2 0 . ï r i devez goude edo gouel ginivelez Pharaon ober a reaz eul leïn vraz da ofisourien h e-d i, hag e kreiz ar banked, e teuaz sonj d’ezhan euz lie vestrboutailler, hag euz he vestr-paneter. 2 1 . Lakaat a reaz unan anezho enn dro enn he garg, da ginniga d’ezhan da eva ; 2 2 . Hag egile a oe krouget ouz a eur potanz, evit ma teuje diskleriadur Jozeph daf wir. 2 3 . Ha koulzkoude ar mestr-boutailler, ann traou o vont gwell-pe-well gant-han, a ankounac’heaz he zivinour keaz.
S K L E R ID IG E Z .
Eur feuteun gaer, enn eunn draonien didrouz, a ziskouez d’e-omp enn he mellezour bolz ann envou gant he stered lugernuz ; evel-se Jozeph e gweled he brizoun, a lenne enn he galoun neat ha vuel sekrejou Doue memes. Netra na daol mui a denvalijen e-barz ar spered, netra na laka.tenvoc’hbrnmen e-tre Doue hag ann den, eget al ligentez. An n den lik , eme Sant Paol, na gomprenn netra enn traou a zeu digant spered Doue. Hogen d’ann eneou glan eo e tizolo Doue he urzou muia kuzet. Poella a reont he skrituriou hag he lezenn gwelloc’h eget ar sperejou brasa. Jozeph enn he brizoun a zo test a gemeu-ze. Abarz ma savo Jozeph d’ar c’hloar, gwelomp pebez henveledigez a gavimp e-tre he boaniou ha buez hor Zalver war
177
LEVR AR C’HENELIEZ.
ann douar. Jozeph a zo bet kaseet gant he vreudeur, dré ma en devoa ho zamallet euz a eunn drouk grevuz meurbed ; ha dre ma oa he vuez dinamm eur rebech pemdesiek d’ho d izurjou; map Doue, evel ma hel lavar he-unan, a zo bet kaseet gant ar Juzevien, dre ma touge he vuez santel testeni enep ho vertusiou gaou hag ho hipokrizi. Jozeph dre ann traou misteriuz a ziskoueze Doue d’ezhan, a ellume enn he enep gw arizi he vreudeur ; Jezuz-Krist, drear gwirionesiou kaer hag ar misteriou braz a brezege d’ar Juzevien, a dennaz w ar-n-ezhan, e-leac’h ho souez hag ho 'c ’harantez, eur w arizi m arvel, hervez ma hen anzavaz Pilad he-unan dira-z-ho. Jakob a gas Jozeph da glask he vreudeur, ha Jozeph a ia gand joa, dre ma ho c ’hare a gceiz he galoun , en despet d’ho c’hasoni. Ann Tad éternel a zigas ivez he Y ap d’hor c’hlask-ni, ni breur da V ap Doue, abaoue ma’z eo en em c’hreat den; n i he enebourien dre ar pec’hed, ha karet koulz koude gant-han beteg mervel evid-omp. Jozeph a zo gwerzet ugent diner; Jezuz a zo gwerzet tregont. Jozeph tamallet e gaou, n’en em zifenn ket, kondaounet eo d’ar prizoun hep beza bet selaouet; Jezuz tamallet ivez gant prinsed ar veleien, a dav,heteg lakaat he varner souezet ; ha koundaounet eo hep gwir abek ebed hag enep da bep gw ir. Jozeph oc’h en em gavout enn he brizoun e kreiz-e-tre daou dorfetour, a ziougan he bardoun da unan hag he varo d’egile ; Jezuz o veza var ar groaz e tre daou la e r , a lez unan anezho da Vervel ekreizh e vlasfemou,hag a zigor he varadoz d’egile chenchet enn eunn taol dre ann touch euz he c’hras. Jozeph dindan dourn ann Aotrou-Doue, a zo bet evel eur mean prisiuz e tre daouarn eur micherour gwisiek. Hema na espern enn dro d’he vean na kizal na morzol, dre ma oar mad penaoz ann taoliou-ze eleac’h terri ar mean, na reont nemet kreski he lufr hag he briz. Eunn taolik lim a vank c’hoaz da Jozeph evit beza parfet dirak D ou e, hag he c’houzanv a ra d r e in grateri hag ankounac’h ar mestr boutailler.
12
178
LEVR AR C’HENELIEZ.
PENNAD X L I
Hunvreou Pharaon. Jozeph gouarnour ann holl Ejipt. 1. Daou vjoaz goude, Pharaon en devoe eunn hun vre. Kavout a rea d’ezhan beza enn he zao war ribl ar ster ; 2 . Er meaz a behini e teue seiz bioc’h kaerha lardpin, hag e peurent war ar gwerniou. 3 . Seiz bioc’h ail euzuz, ha treud-kign, a zave i — vez euz ar ster, o peu ri e ribl ar ster war ann tac’hennou glaz. 4 . Hag e tebrjont ar re genta, ker kaer enn ho ment, ker flour enn ho bleo. Pharaon diunet war g emerit ze, 5. A gouskaz adarre, hag en devoe eunn eil hun vre. Seiz toc’haden pe tamoezen, leun ha kaer, a zave war ar memes korsen. 6 . Seiz toc’haden ali moan-moan, ha rostet gant nr morzull, a zave war ho lerc’h, 7 . O tibri holl c’hened ar re genta. Pharaon a z ihunaz goude eur pennadik kousked. 8.v Pa oe deuet ar mintin, spountet ha stravillet holl, e kasaz da gavout holl zivinourien, hag holl dud gwisiek ann Ejipt, hag o veza ho galvet holl enn he balez, -e kountaz d’ezho he hunvre, ha nikun na helle rei d’ez han sklerijen ebed. 9. Neuze war ar fin e teuaz sonj d’ar mestr-boutail1er, hag e lavaraz : Anzao a rann va fec’hed ; 1 0 . Ar roue fachel ouz he ofiserien, a roaz teurel, e prizoun kabitan he zoudarded, ar mestr-paneter ha me-
LEVR AR C?HENELIEZ.
179
11. Hon daou hor boe, er memes nozvez, bep a hunvre, diougan euz ar pez a dlie c’hoarvezout. 12. Bez’ez oa eno eunn Hebread iaouank, servicher zo ken da gabitan ar zoudarded. O veza danevellet d’ezhan hon hunvreou, 13. E klevjomp gant-han kement a zo digouezet abaoue. Rak me zo bet lekeat enn dro ebarz em c’harg, hag egile a zobet krouget ouc’h eur groaz. 1 4 . Raktal dre urz ar roue e oe tennet Jozeph euz ar prizoun; hag o veza krennet d’ezhan he vleo, ha c’henchet d’ezhan he zillad , hen disgasjont dirag ar roue. 15. Ha Pharaon da lavarout d’ezhan: Hunvreou am euz bet, ha na gavann den d’ho displega d’in ; klevet am euz penaoz te oar arvari dioue’h ann traou gant kalz a skiant. 1 6 . Jozeph a respontaz : Doue, ha nann me; eo a responto da Pharaon traou a eur-vad. 17. Pharaon a gountaz eta ar pez en devoa gwelet, Kavout a rea d’in beza em zao w ar ribl ar ster, 18 . Hag e save euz ar ster seiz bioc’h kaer meurbed ha lard-pill, hag e peurent war dachennou glaz ar wern. 19. Ha chetu o tont war ho lerc’h seiz bioc’h ail ken vil ha ken treud, n’am euz gwelet biskoaz enn Ejipt a seurt d’ezho. 2 0 . Goude beza taget ha lounket ar re genta, 2 1 . Ne oant tamm ebed leunoc’h da welout; mes choum a rejont ken treud ha biskoaz, daougroumet ha goloet a lornez. O veza dihunet war gement-ze, e koueziz adarre gant ar c’housked. 2 2 . Hag am boe eunn eil hunvre, Seiz toc’haden
180
LEVR AR C’HENELIEZ.
leun ha kaer meurbed, a zic’heote war ar memes korsen: 2 3 . Izelloc’h warar memes koloen, e save seiz toc’ha den ail treud-treud, lia rostet gant ar morzull. 2 4 . A r re-ma a zebraz àr re genta gant ho gened. Danevellet am euz va hunvre d’hon divinourien, ha n’euz nikun anezho gwestl da rei d’in sklerijen war-n-ezhan. 2 5 . Jozeph a responlaz: Daou hunvre ar roue na reont nemet unan ; Doue en deuz diskouezet da Phara on ar pez a die ober enn amzer da zont. 2 6 . Ar seiz bioc’h lard, hag ar seiz toc’haden leun, a zo seiz vloavez founder ; ann daou hunvre a zoug ar me mes gwirionez. 2 7 . Ar seiz bioc’h moan ha treud a zo deuet euz ar ster war lerc’h ar re genta, hag ar seiz toc’haden divoed ha skoet gant ar gwall avel, a zo seiz vloavez kernez pe re a die dont. 2 8 . Ann traou-ze a c’hoarvezo er c’hiz-ma : 2 9 . Dont a rai da genta dre ann Ejipt penn-da-benn, seiz vloavez founder hag a vezo dispar. 3(h Ha war ho lerc’h e teui seiz vloavez all a zifrouezidigez ker braz, ma raint ankounac’haat ar buillded diaraok, rag ann naon a grogo dû e pevar c’horn ar vro. 3 1 . Ha brazder ar gernez a lounko hini ar buillded. 3 2 . Arin eil hunvre hoc’h euz b e t, hag a zell ouz ar memes traou, a zo evit kreaal ar wirionez, hag a ziskouez e vezo sevenet hep faot lavar Doue ; ha kementze hep dale. 3 3 . Brema’ ta ar roue a renk kavout eunn den fur ha gwisiek, hag hen lakaat da vestr war ann holl Ejipt ; 3 4 . Eunn den hag a lakai ofiserien e pep karter euz ar vro, da zastum e grignoliou ar roue ar bemved euz a vadou ann douar epad ar seiz vloavez founder,
LEVR AR C’HENELIEZ.
181
5 5 . Pere a zo dija o tont. Ann holl edou a vezo g o rroet dindan aotrouniez Pharaon, ha miret-mad er c’h ea riou braz. 5 6 , Evit ma vezint kavet a benn ar seiz vloavez kernez a die poueza war ann Ejipt, hag evit na varvo ket tud ar vro gant ann dienez. 3 7 . Ann ali a oe kavet mad gant Pharaon ha gant he holl vinislred. 3 8 . Hag e komzazout-ho evel-henn; Ha kavout a hel!imp-ni eunn den ail evel he-ma leun a spered-Doue. 5 9 . Lavarout a reaz eta da Jozeph: Pa’z eo gwir en deveuz Doue diskouezet d’id ann holl draou hon euz kle vet gan-ez, ha gallout o rinn-me bikenn kavout den fu— roc’h eged-oud-te, na par d’id zo ken ? 4 0 . Te vezo eta mestr-merer war va zi ; pa liviri eunn dra, ar bobl holl a zento ; n’em bezo enn tu-all d’id ne med a gwir da azeza war ann tron evel roue. 4 1 . Pharaon a lavaraz c’hoaz da Jozeph: Ta lekeat am euz hirio da vestr war holl zouar ann Ejipt. 4 2 . Hag e tennaz he walen diwar he zourn, d’he lakaat war hini Jozeph ; gwiska a reaz cfezhan eur zae lin moan, hag eur c’holier aour a lekeaz he-unan enn dro d’he c’houzouk. 4 3 . Ober a réaz ivez d’ezhan pignat war he gar, evel he eil, hag eunn haroz enn he raok a grie d’ann holl daoulina dira-z-han, ha deski penaoz ez oa lekeat da vestr war ann holl Ejipt. 4 4 . Ar roue a lavaraz c’hoaz da Jozeph : Me eo Pha raon , hep da urz, den na finvo na dourn na troad dre ann Ejipt penn-da-benn. 4 5 . Chench a reaz ivez he hano, hâg hen henvel a reaz, e iez ann Ejipt, Salver ar bed. He zimizi a reaz
182
LEVR AR C’HENELIEZ.
da Azeneth merc’h Putiphar, Belek Heliopoliz. Jozeph eta a ieaz da ober eunn dro dre zouarou ann Ejipt. 4 6 . Tregont vloaz en devoa pa oe digaset dirag ar roue Pharaon, mont a reaz e pep bro euz ann Ejipt, hep lezel nikun. 4 7 . Ar seiz vloaz founder a zeuaz, hag ann edou endrammet mad, a oe gorroet e grignoliou ann Ejipt. 4 8 . Lekeat a o e eta da virout e pep kear éunn taol braz a ed a bep seurt. 4 9 . Gwelet a oe neuze eur founder a winiz ker braz, ma her c’havel re bar da dreaz ar mor, ne oa muzul ebet d’ezhan. 5 0 . Genel a reaz daou vap da Jozeph a-barz ma teu az ar gernez; ar vugale-ze en devoe euz Azeneth, merc’h Putiphar, Belek Heliopoliz. 5 1 . Henvel a reaz ann hini kenta Manases, enn eur lavarout : Doue en deuz great d’in ankounac'haat va holl labouriouj ha ti va Zad. 5 2 . Henvel a reaz ann eil Ephraïm, enn eur lava rout : Doue en deuz ma lekeat da greski e douar va faourentez. 5 3 . Seiz vloavez founder ann Ejipt o veza tremenet, 5 4 . Ar seiz vloavez dienez, en devoa diouganet Jo zeph, a zeuaz war ho lerc’h. Ar gernez a c’hounezaz ar bed holl; hogen è holl vroiou ann Ejipt ne vanke ket a vara. 5 5 . Ken a oe fin, ar bobl dare da vervel gant ann naon , a griaz war lerc’h Pharaon o c'houlenn boed digant-han ; ha Pharaon a respontaz d’ezho : It da ga vout Jozeph, ha grit ar pez a lavaro d’e-hoc’h. 5 6 . Hogen ar gernez a greskebemdez e pep bro ; ha Jozeph o tigeri ar grignoliou a werze ed d'ann Ejipsia ned, rak ann naon a boueze iyez war-n-ezho.
LEVR AR C’HENELIEZ.
185
3 7 . A bep b ro e teu e ann dud d’ann Ejipt da brena peadra da zibri, ha da glask sikour enep gwallen ar gernez.
SKLERIDIGEZ. Tregont vloaz en devoa Jozeph, pa oa digaset da balez Pharaon ; da c’houezek vloaz e oe gwerzet gant he vreudeur; pevarzek vloaz sklayach en deuz eta gouzanvet. Arabat «o beza souezet, eme zant Iann Krizostom, en defe Doue lezet keid amzer énn amprou, eunn den iaouank ker fur ha ker santel. Eur micherour habil a oar pe geid e tle ann aour beza lezet ebacz ar c’hleuzer , evit beza mad da ober eul Iestr euz ann huella priz. Eur mestr-màsouner a oar pegen doun eo ret kleuza, pa vez dczo da zevel eunn ti kaer hag hueh Doue pehini a w ie da begen liuel karg e felle d’ez han sevel he zervicher, na reaz d’ezhan tremen dre gement a enkreziou, nemet evit netaat mui-oe’h-mui he natur v a d , amprou ha kreaat he vertusiou, hag hel lakaat e stad da zougen he c’hloar-vraz, hep plega, na h'ralla e fesoun ebed dre avel ann ourgouil. Me gredfe da eur roue hag a ve bet, èvel Jozeph, amprouet gant Doue enn he iaouankiz : da eur roue hag en defe goiiezct anaout ann dud, o tougenn keid amzer ar bouez euz ho dizanaoudegez; tamallet e gaou, hag ahkounac’heat gant-ho pell diouc’h he vro, evel ma’ zeo bet Jozeph. Hogen ann histor a brouvo ma neket deut Doue a benn da ober he daol-micher. Ar roue a lavar da Jozeph : K levet am euz ez poa eur wisiegez vraz e vit diskleria ann hunvreou. — Doue ha nann me, eme Jozeph, eo a responto da Pharaon ar pez a zo mad. Chetu aze ar gwir vuelded ! en em denna. a ra holl a gostez, evit na vezo gwelet nemet Doue hag he holl c’halloud, enu traou kaer ez a d a ober dre he zervicher. Ann ourgouil na gavaz leac’h ebed énn eur galoun leun euz a Zoue. Mar d-oc’h eunn dra bennak er bed-m a, sonjit er bed ail, ha n’ho pezo ket c’hoant d’en em c’hlorifia. A r chenehamant euruz-ze, c’hoarvèzet enn eunn taol e
184
LEVR AR C’HENELIEZ.
stad Jozeph , a zo eur skeuden euz ar pez a zo c’hoarvezet gant hor Zalver Jezuz-Krist, o tremen euz he c’hloasiou da c ’hloar he rezureksion ; hag ivez euz ar pez a c'hoarvez gant servicherien Doue e heur ar m aro. Rak ho dellid^ag ho vertusiou n’int ket ato paël mad er vuez-raa; mes neuze c kuiteont poaniou, trubuillou, dikriou ar bed, evel ma knitaaz Jozeph koz dillad he brizoun , evit mont da balez ann Drinded, ha beza eno knrunet a c’hloar. Gwelomp c’hoaz ann henveledigesiou ali a zo etre Jozeph enn he c’hloar ha Jezuz-Krist resusitet. Jozéph, sklerijennet. euz ann env a zîzolo da Pharaon menosiou kuzet ann Aotrou-Doue, menosiou koulzkoude ret d’ezhan da c’houzout evit savetei lie vobl. — Jezuz gônde he rezureksion a skuill he c’hrasou hag he sklerijen dre ar b ed , evit deski d’ann holl dud a iou l-vad, ar misteriou kuzet ouz ann dud bete neuze, misteriou koulskoude ret da c’houzout evit en em zavetei. - Holl c’halloud a zo roet da Jozeph war ann Ejipt lia war holl sujedi ar roue. Holl c’halloud , eme Jezuz-Krist, a zo roet d’in enn env ha war ann douar; it, kelennit ann holl voblou, badezit-ho enn hano ann Tad hag ar Map hag ar Spered^Santel ; deskit d’ezho mirout ar pez am euz gourc’he mennet d’e-hoc’h. It da gavout Jozeph, eme ar roue d’he vobl, ma na fell ket d ’e-hoc’h mervel gant ann naoun. — Deüt holl daved-ounm e, eme Jezuz, c’houi pere a zo bec’hiet, e’houi pere hoc’h euz naoun ha sec’hed d’ar wirîonefc; me eo sklerijen ar bed , nep a zeu d’am heul-m e, na valeo'ket enn d’envalijen. Me eo ar bara a vuez, nep a zebr va c’horf hag a ev va goad a vèvo da virvikenn. . Kalz a dud, gwisiek w ar ho meno, a dorr ho fenn, hirio gwaz èget biskoaz, o klask ijina eur relijion bennak gw elloc’h eget hini Jezuz-Krist. Ho foan agollont, ann dud a gred d’ezho a zihenchont, euruzted ebed na gavon t, hag abred pe zLvezad e renkont lavarout evel Pharaon d’he vobl : It da gavout Jozeph ; it daved Jezuz; hen-nez eo e-leal 'ann Tient, h a g a r wirionez , hag ar vuez. Jozeph a lakai ann holl Ejipsianed k o rf ha madou dindan mestrouniez Pharaon. — Jezuz-Krist, da fin ar bed, en de-
LEVR AR C’HENELIEZ.
185
vezo gounezet d’he dad holl vroiou ann douar. D ’ann deiz braz, il’ann deiz diveza, holl fall ha mad e renkimp plega, glorifia Doue enn eil fesoun pe enn eben, er baradoz gand ann dud gwenvidik, pe enn ifern gand ar bec’herien reuzeudik.
PENNAD XLII.
Breudeur Jozeph a ia d’ann Ejipt da brena ed. t . Jakob o klevout e werzet ed ebarz ann Ejipt, a lavaraz d’he vugale : Perak e c’houmit-hu da zellout? 2 . Klevet am euz e werzer ed enn Ejipt; diskennit di, ha prenit d’e-;omp ar pez a zo ret, evit ma helümp beva, ha na varvimp ket gant ann naoun. 3 . Dek euz a vreudeur Jozeph a ieaz eta d’ann Ejipt, da brena ed. 4-. Benjamin a oe dalc’het er gear gant Jakob, pehi ni en devoa lavaret d’he vreudeur : Marteze ec’h helfe c’hoarvezout eunn drouk bennak gant-han hed ann hent. 5 . Dont a rejont eta war zouar ann Ejipt, gant tud ail pere a ie evel d-ho da brena. Rak ar gérnez a oa e pebleac’h dre vro Kanaan. 6. -Hogen Jozeph a oa mestr enn- Ejipt; ha gant he aotre hep ken e vije gwerzet ed d’ar boblou. He vreu deur o veza he zaludet beteg ann douar, 7 . Jozeph ho anavezaz ; hag o prezeg eunn dra ben nak dic’hek out-ho, evel ouç’h diavezidi, e c’houlennaz diganl-ho; Euz a beleac’h e teuit-hu? Hi a respontaz: Euz a vro Kanaan ; hag omp deuet da brena peadra da veva. 8 . Evit hen da anaout he vreudeur, ne oe ket anavezet he-unan gant-ho.
186
LEVR ÂR C HENELIEZ.
9 . Neuze o tont sonj d’ezhan euz ann hunvreou en devoa bet gweach a il, e lavaraz d’ezho : C’houi zo spiérien, deuet ama da welout al leac’hiou gwana euz ar vro. 10. Hag hi da lavarout: Ne ket ann dra-ze eo, A o trou ; ho servicherien a zo deuet- da brena ed. 11. Ni zo holl bugale d’ar memes den, deuet omp ama tud a beoc'h, hag ho servicherien ne zonjont e drouk ebed. 1 2 . Nann, eme Jozeph d’ëzho, ne ket evel-ze eo , c’houi zo deut evid anaout al leac’hiou euz ann Ejipt pe re n’int ket difennet mad.* 1 3 . Mes ar re-ma : Daouzek breur omp, eme-z-ho, ho servicherien, mipien d’ar memes den, e douar Kana an,* ar iaouanka a zo gant hon tad , egile n’ema mui war ann douar. 14. Mad, eme Jozeph, chetu petra am euz lavaret: Spierien oc’h . 1 5 . Me ia brema d’hoc’h amproui.; bevet Pharaon !.. n’ez eot ket ac’han, ken na vezo deuet ama ho préur bihana. 1 6 . Kasit uhan ac’hanoc’h d’he gerc’hat ; da c’hortoz, choui choumo er prizoun, ken n’am bezo amprouet ann traou a livirit, pe c’haou pe wir int. Anez.kement-ze, be vet Pharaon ! c’houi zo spièrien. 1 7 . Ober a reaz eta ho lakaat er prizoun evit tri de vez. 18. Hogen d’ann trede deiz o veza ho zennet er meaz ’ euz ar prizoun, e lavaraz d’ezho : Grit ar pez am euz la varet, hag e vefot, rak douja a rann Doue. 19. Mar d-oc’h tud a beoc’h, ra choumo unan ac’ha noc’h ereet er prizoun ; c’houi etre z-hoc’h, it n’euze
LEVR AR GRENELIEZ.
187
enn ho hent ; ha kasit d’ho (iez ann ed hoc’h euz prenet. 2 0 . Ha digaset d’in ho preur bihana, evit ma hellinn gouzout ha gwir a livirit ; hag evit na varfot ket. Ober a rejont evel ma en devoa lavaret. 2 1 . Hag e leverjont etre-z-ho : Gant gwir-varn eo e c’houzanvomp kement-ma, rak pec’het hor boa enep hor breur , o. welout anken he galoun baour , pa hor pede da gaout truez out-hart, ha n’her selaoujomp ket ; dre’n abek da gement-ze eo kouezet ann dizeur-ma war-n-omp. 2 2 . Ruben, unan anezho, a lavaraz: Ha na liviris— me ket d’e-hoc’h : na rit ket ann drouk-ze d’ar c’hrou adur, ha n’hoc’h euz ket ma-zelaouet: he c’hoad eo a c’houlenner brema, 2 3 . Na wient ket e kleve Jozeph ho c’homzou ; rak dre eunn disklerier-iez eo e komze out-ho. 2 4 . Jozeph en em dennaz eur pennadik da wela, ha distroet, a-darre d’ho c’havout e komzaz out-ho. 2 5 . Ober a reaz kemerout Simeon, hag he chaderina dira-z-ho; hag e roaz urz d’he ofisèrien da garga d’ezho ho zier a w.iniz, ha da lakaat da bep hini anezho he arc’hant enn he zac’h ; ha rei d’ezho c’hoaz oc^h penn, boed evit ho beach : ar pez a rejont bep mank. 2 6 . Hag ar breudeur da vont kuit, ar gwiniz sammet war ho ezen. 2 7 . Unan anezho o veza digoret he zac’h evit rei da zibri d’he azen enn eunn hostaleri, souezet o welout he arc’hant e bek he zac’h, 2 8 . A lavaraz d’he vreudeur : Daskoret eo va arc’hant d’in, chetu hen ama ebarz em zac’h. Saouzariet ha ne-
188
LEVR AR C’HENELIEZ.
c’het holl e leverjont elre-z-ho : Petra eo ann dra-ma en deuz great Doue d’e-omp? 2 9 . Arruouî a rejont e ti Jakob, ho zad, e douar Ka naan, hag -e taneveljont d’ezhan kement a oa c’hoarvezet gant-ho, enn eur lavarout: 3 0 . Mestr ar vro-ze en deuz komzet rust ouz-omp, hor c’hemeret en deuz evit spîerien enn he rouantelez. 3 1 . Ha ni hon euz respountet d’ezhan : ni zo tud didrouzha na vagomp enn hor spered tro fall ebed. 52. Daouzek breur omp, ganet euz a eur memes tad : unan n’ema mui war - ann douar, ar bijiana a zo gant bon tad e douar Kanaan. 3 3 . Hag hen da lavarout d’e-omp : Er c’hiz-ma me welo ha c’houi zo e gwirionez tud a beoc’h. List eur breur d’e-hoc’h ama gan-en , kemèrit ann ed a behini hoc’h euz ezomm evit tud ho tiez, hag it enn ho hent. 3 4 . Ha digasit d’in ho preur bihan, evit ma wezinn ne d -oc’h ket spierien, ha ma hellot kas gen-e-hoc’h heraa pehini a zalc’hann prizounier, ha ma ho pezo hivizikenn holl frankiz da brena ar pez a gerrot. 3 5 . Goude 'ar c’homzou-ze pa’z ejont da ziskarga ann ed", pep hini a gavaz he arc’hant ereet e bek he zac’h ; hag e-pad ma sellent ann eil oc’h egile stravillet hollj 3 6 . Jakob ho zad a lavaraz : Lekeat ounn gan-e-hoc’h da veza hep krouadur ebed : Jozeph n’ema mui war ann douar, Simeon zo dalc’het er prizoun, ha Benjamin a dennit digan-en ; ann drougeuriou-ze holl a zo kouezet war-n-oun. 3 7 . Ruben a respontaz d’ezhan : Likit va daou grouadur d’ar maro, ma na zigasann ket ho map d’ar gear : likit hen e-tre va daouarn, me hen digaso dè-hoc’h enn dro.
LE V ll AR C’HENELIEZ.
189
38. Mes ann lad a lavaraz ; Nann, ne d-ai morse va map gen-e-hoc’b , he vreur a zo maro, ha na c’houin mui nemet-han; mar c’hoarvez gant-han eunn drouk bennak er vro-ze da bihini ez i t , e lekeot va bleo gwenn da ziskenn er bez gant glac’har.
SKLERIDIGEZ. À-baoue derou ar bed beteg ama^hon euz gwelet breudeur a-w alc’h oc’h en em venji ann eil war egile. Mail eo d’hor spered kavout eunn tammik frealzidigez, goude kasoniou ker poaniuz da glevout komz anezho. Greomp eta eunn ehanik, harpet evel pa lavarfenn war galoun vad ann den santel Jo zeph, ha gwelomp penaoz e tigemeraz he vreudeur. Pa ho gwélaz stouet d’ann douar d’h e zaludi, e teuaz sonj d’ezhan euz he hunvreou ; nann evit rebech d’he vreudeur ho fallagriez dinatur, mes evit adori e gweled he galoun renadur pe providans Doue, o welout oc’h arruout dija ar pez a ziougane he hunvre kenta : Va m alan achoum e plom enn he sao, hag ko re-hu a stoue holl enn dro d’ezhi. Koulzkoude spered Doue pehini her blenie e pep tra, n’hel lezaz ket d’en eui rei d’ezho da anaout dioc’h-tu. Dleourien a oant da justis D oue, ha rei a oa d’ezho tauvaat da vihana lod euz ar c’halîr c’houero ho devoa greaf d’ho breur eva be teg al li. Taol-chanz ho devoa lavaret da Jozeph e Dothain: Deuet oud ama c’hoaz da welout petra a reomp, evit hor flatra goudeze d’hon tad ; ha Jozeph a lavar brema d’ezho : A dra hanad, spierien oc’h. He deurel a rejont enn eur c’hoz punz; ho lakaat a ra ra tri dervez er prizoun. N ’euz netra par d’aun trubuliou evit lakaat ann den d’en em anaout ha da zistrei ouc’h Doue. Breudeur Jozeph, enkrezet a bep tu, a lavar : G ant gw ir-varn e chouzanvom p kem entm a ! Sonj mad ho deuz euz ho fec’hed, gant he holl zarvoudou ; rak siouaz d’eomp ! Prenv ar goustianz na varv morse e kaloun eunn den kabluz. Jozeph o welout ho c’heuz, hag ann neae’hamant vraz e pehini em’edont, a skuillaz daelou a dene-
190
LEVR AR C’HENELIEZ.
rédigez; skeuden, e kement se, euz a vadelez Doue e kenver ar bec’herien, pa zistroont diouz ho dizurjou dre eur gontrision barfet. Ann tadou santel na skuizont ket o welout a-benn-gant ann traou-ma, renadur kuzet ann Aotrou-Doue; pehini a gas hag a zigas pep tra dre ar bed ; hag ouc’h pehini na zervich ket d’ann dud klask enebi e nep fesoun. Ann traou a fell da vreudeur Jozeph mirout na arrujent, a c’hoarvez holl ken eeun ha tra. Ho breur a wer^ontevit mirout nazeuje da vestr w ar-n-ezho, ha chetu hen ho mestr dre-ze memes ma ho deuz he werzet. Ret a oa d’ezho he ziskar evit ma vije hueleet ; he c’hloar e devoa evel ezomm euz ho gwarizi. Falvezet eo het da Zoue lakaat ann historiou-ma enn he skri tur sakr, evit diskouez anad d’ann dud difeiz, penaoz hçn he-unan eo a c’houarn ar bed ; ha ne dall ket d’ann dud sonjal dont a-benn euz a netra enep d’ar pez en deuz gourchememiet a viskoaz. He furnez a zihench, evel enn eur c’hoa r i , ijin hag ardou ann dud abila ; rak evel ma lavar ar fur Salomon: Neuz ket a furnez , n e u z ket a finesa ., n euz ket a guzul enep Doue. Ober a ra, drouk-ha-mad gant ann dud, ar pez a zo dougèt enn he lezenuou eternel.
PENNAD XLIII.
Breudeur Jozeph em Ejipt, evit ann eil gweach. 1. Ar gernez koulzkoude a waske stard-oe’h-stard war nr bed. 2 . Pa oe debret holl ann ed bo devoa kere’het euz ann Ejip, Jakob a lavaraz d’he vipien : It enn dro, ha prenit d’e-omp c’hoaz eunn nebeut ed. 3 . Judaz a respontaz : Gouarnour ar vro-ze endeveuz lavaret sklear d’e-omp, ha war he le zoken : Na welot bikenn va dremm, ma na zigasit gen-e-hoc’h ho preur bihana.
LEVR AR C’HENELIEZ.
191
4 . Mar fell d’e-hoc’h eta hel lezel da vont gan-eomp_, ez aimp kevrel, hag e prenimp d’ë-hoc’h ar pez a zo ezomm. 5 . Hogen, ma na fell ket d’e-hoc’h, ne d-aimp ket ; rak ann den-ze, evel hon euz lavaret alies, en deuz dis— kleriet d’e-om p: Na welot morse va dremm hep ho preur bihana. 6 . Israël a lavaraz d’ezho : Evit va dizeur eo hoc’h euz roet d’ezhan da c’houzout ho poa eur breur ail er gear. 7 . Mes hi a respontaz : Ann den-ze en deuz goulennet ouz-omp doare hon tud ann eil goude egile : mar boa beo hon tad ; mar hor boa c’hoaz eur breur: ha ni a responte d’ezhan dre ma c’houlenne ; hag eaz a oa d’eomp-ni gouzout e lavarche d’e-omp : Digasit gen-e-hoc’h ho preur ? 8 . Judaz a lavaraz c’hoaz d’he dad: List ar c’hroua dur da zont gan-en; evit ma’z aimp ënn hent, ha m’hor bezo peadra da veva ; evit na varvimp ket gant ann na oun, ni hag hor bugale vihan. ; 9 . Me en em garg euz ar c’hrouadur ; digan-en-me eo e c’houlennot kount anezhan. Ma n’hen digasann d’ar gear; ma n’hel lakaann d’e-hoc’h etre ho taouarn, me euteur n’am pardonnot bikenn. 10: Ma n’hor bije ket daleet kement-ma, e vijemp brema distro evit ann eil gweach. 1 1 . Israël ho zad a lavaraz eta d’ezho : Mar d-eo ret kement-ze, grit evel m’hoc’h euz c’hoant : kemerit enn ho sier euz ar gwella traou a zoug ar vro-ma, ha kasit prezanchou d’ann den-ze^ eur guchen rousin ha mel, storak, staktes, tourmantin hag alamandez. 12. Kasit ivez gen-e-hoc’h daou c’hement aarc’hant,
192
LEVR AR
C HENELIEZ.
hag oc’hpenn , ann hini hoc’h euz kavet enn ho sier , gant aoun na ye c’hoarvezet ann taol-ze dre fall-evesaat. 13. D’ann divez, kemerit ho preur, hag it da gavout ann den-ze. 14. Plijet gant va Doue holl c’halloudek ober anez han aolreuz enn hoc’h and ret , evit ma laosko da zonl enn dro ho preur pehini a zalc’h er prizoun, hag ar Benjamin-ma; evid-oun-me, me vezo ama evel pa n’am be krouadur ebed. 1 5 . Àr baolred a gemeraz eta ar prezanchou, ann daou c’hement a arc’hant ha Benjamin, hag e tiskennjont d’ann Ejipt, hag ez ejont d’en em ziskôuez dirak Jozeph. 1 6 . Jozeph pa ho gwelaz ha Benjamin gant-ho, a roaz urz da c’houarnour he di enn eur lavarout : Kasit ann dud-mâ ebarz em falez , lazit loened, hag aozit eul lein-vraz, rak dibri a raint gan-en d a gresteiz. 1 7 . Hema a reaz ar pez a,oe gourc’hemennet d’ezhan hag ho digasaz ebarz ann ti. 18. Eno karget a aoun, e leverjont ann eil d’egile : Abalamour d’ann arç’hant hon euz kaset gan-e-omp ar weach ail enn hor zier, eo ez omp dastumet ama , evit teurel war-n-omp ann tamall faoz-ze, hag hol lakaat e sklaverez dre nerz, ni hag hon ezen, holl war eunn dro. 1 9 . Rak-ze e-pad m’edont war ann treuzou, o tostaat ouc’h gouarnour ann ti, 2 0 . E lerverjonl : Aotrou, plijet gen -e-hoc’h hor silaou; ni zo bet ama dija eur weach ail o prena ed.
2 1 . Goude beza he baeel, arruet enn eunn hostaleri, o veza digoret hor zier, hon euz kavet hon arc’hant e bek ar zier ; ann arc’hant-ze, hen digaset hon euz gane -omp, hevelep pouez.
LEVR .A R C’HENELIEZ.
195
2 2 . Oc’hpenn-ze arc’hant all a zo deuet gan-e-omp da brena ar pez hon euz ezomm; hogen na ouzomp seurt ebed piou en defe lekeat ann arc’hant-ze enn hor zier. 2 3 . Ar gouarnour a respontaz : Ar peoc’h ra vezo gan-e-hoc’h, n’ho pezit ket aoun ; ho Toueha Doue ho tad en deuz roet d’e-hoc’h teazoriou enri ho zier, rak ann arc’hant hoc'h euz* roet d’in, am euz touchet mad. Hag e tigasaz Simeon davet-ho. 2 4 . O veza great d’ezho dont enn ti, e tigasaz d’ez ho dour, hag e wclc’hjont ho zreid, ha d’ho ezen e roaz ivez boed. 2 5 . Hi koulzkoude a aoze ho frezanchou a benn ma teuje Jozeph war ar c’hresteiz : rak klevet ho devoa e tlient leiiia eno. 2 6 . Jozeph eta o veza deuet d’he balez, e kennigjont d’ezhan ho frezanchou, oc’h ho derc’hel war ho daou arn, hag e stôujont beteg ann douar d’he adori. 2 7 . Jozeph o veza ho zaludet d’he dro gant kalz a vadelez, a reaz goulennou. diganl-ho enn eur lavarout : Ha iac’h eo ho tad, ann den koz-ze a behini ho poa komzet d’in ; ha beo ef-hen ato ? 2 8 . Hag hi a respontaz: Ho servicher hori tad, iac’h eo a dugare Doue, ha beo eo ato ; hag o stoui beteg ann douar, hen adorjont adarre. 2 9 . jozeph o sevel he zaoulagad, a welaz Benjamin, he vreur-gompez, hag a lavaraz: Hen-nez eo ho preur bihana a behini ho poa komzet d'in? Va map, em e-zhan, ra vezo Doue trugarezuz enn da genver ! 3 0 . Hag en em hastaz da vont kuit, rak tenereet holl a oa he galoun o welout he vreur, hag ann daelou a ruille enn he zaoulagad. Pa oe eat enn he gampr e we laz dourek. 13
194
LEVR AR C’HENELIEZ.
5 1 . Distroet davet-ho, goude beza gwelc’het he zremm, enn em zalc’haz, hag e lavaraz : Servichit lein. 5 2 . Servichet a oe teir zaol, unan evit Jozeph, unan evit he vreudeur, hag eunn ali evit ann Ejipsianed, pere a zebre enn eul lod a gostez, rak difennet eo ouc’h ann Ejipsianed dibri gant ann Hebreed, kredi a reont e ve ke ment-ze eyr pred dic’hlan pe sakrilach. 33. Breudeur Jozeph a azezaz dira-z-han, renket pep hini, diouc’h he oad, ar map hena ar c’henta hag ar iaouanka ann diveza. Hag e oant souezet braz, 54. Pa ho devoa bet digant-han, pep hini he loden, o welout e tigouezaz ann hini vrasa gant Benjamin ; rak bra soc’h e oa he-unan eget pemp loden all Cher-vad a re jont gant-han hag enn dibri hag enn eva.
SKLERIDIGEZfcf Jakob, enn lie deneridigez evit Benjamin,. a vezo c’hoaz 'skouer ann tadou hag ar mammou kristen. Na fell ket d’ez han a-grenn en cm zispartia diouc’h ar c’hrouadur-ze war behini ema evel berniet hag he garantez vraz evit R achel, hag he c’hlac’har da veza kollet Jozeph. M es gwellout ara, dre a r gernez, e c’houlenn Doue c’hoaz ar zakrifis-ze digant-han; hag e pleg. Hel lezel a ra da vont; mes enn eur bedi Doue da gaout soursi anezhan , ha d’he vleinia e pep tra. Tadou ha mammou, pa c’houlenn Doue digan-e-hoc’h eur c’hrduadùr muia-karet evit he iliz pe evit eur zervich bennak ail, pegen ankeniuz bennak a oufe beza ann disparti, piegit; mes pedit Doue da v.lenia ho krouadur, hag en em gefot adarre ann eil gand egile , ma n’e d-eo er bed-ma, er bed all e vezo, e ti hon Tad. Eur blijadur vraz eo gwelout ann digemer karantezûz a ra Jozeph d’he vreudeur ar weach-ma; he deneridigez evit Benjamin, hag ispisial he aked da c’houlenu evit-hân bennoz
LEVR AR C’HENELIEZ.
195
ann Aotrou Doue kerkent ha ma her gwel. Doue a-raok ato, chetu merk ar gwir garantez. Jozeph a gare bepred he vreudeur enn despet d’har pez ho devoa great enn he genver; hag he galoun vad a dlie dridal gant levenez oc’h ho gwelout holl enn eul lo d , azezet ouc’h ar memes taol, hà mignouned hervez pep doare. Mes kent eget en em rei d’ezho da anaout, e fell d’ezhan hé am proui eur weach c’h oaz, evit gwelout hag hi a gar he vreur Benjamin e gwirionez hag a greiz-kalpun.
PENNAD
XLIV.
Hanaf Jozeph kavet e sac h Benjamin. 1. Hogen Jozeph a c'hourc’hemennaz da c’houarnour he di, enn eur lavarout : Kargit ho zier a e d , kement a hellont da zerc’hel, ha likiit arc'hant pep hini anezho e bek he zac’h. 2 . Oc’h penn-ze, likiit va hanaf arc’hant e bek sac'h ann hini iaouanka, gant ar priz en devezo roet d’e-hoc’h evit he winiz. H a g e o e great er c’hiz-ze. 3 . Anlronoz beure-mad, e oent laosket da vont kuit, gant ho ezen. 4 . Dija edont er meaz a gear, hag ho devoa great eur pennadik hent ; neuze Jozeph o c’hervet gouarnour he di : Sao, eme-z-han, red war lerc’h ann dud-ze; ha pa ez pezo ho faket, lavar dezho : Perak e taskorit-hu ann drouk evit ar mad? 5 . Ann hanaf hoc’h euz laeret eo ann hini gant pe hini ec’h ev va mestr, ha gant pehini e tivin ann traou kuzet. Eunn dra fall meurbed hoc’h euz great. 6 . Ar gouarnour a reaz er c’hiz ma en devoa bet urz da ober; o veza ho faket, e tiskleriaz d’ezho gereyit-gçr he gefridi.
196
le v r
ar
c 'h e n e lie z .
7 . Ar re-ma a respontaz : Perak, aotrou, kom z evel se, ha sonjal ho defe ho servicherien great eunn torfet ker braz? 8 . Digaset hon euz d’e-hoc’h euz a zouar Kanaan ann arc’hant hor boa kavet e bek hor zier; penaoz goude kement-ze hor bé-ni laeretaour hag arc’hant euz a di ho mestr? 9 . Ra varvo ann hini euz ho servicherien war behini e vezo kavet ar pez a g laskit ; ha ni holl a vezo sklaved d’hon Aotrou. 1 0 . Hen a lavaraz d’ezho : Ra vezo great hervez ho parn ; aiih hini gant pehini e vezo kavet ann tas, ra vezo hennez sklav gan-en ; c’houi e tre-z-hoc’h, c’houi vezo divlamm. 1 1 . Raktal eta ar zier o veza bet dizammet war ann douar, pep hini a zigoraz he zac’h. 12. Ar gouarnour o veza ho furchet, o teraoui dre ar c’hosa betek ar iaouanka, a gavaz ann hanaf e sac’h Benjamin. 15. Ann dud keaz anezho, regi a rejont neuze ho dil lad, hag o veza sammet adarre ar greun war ann ezen, e tistrojont e kear. 1 4 . Judaz e penn he vreudeur a ieaz ar c’henta di rak Jozeph, pehini a oa c’hoaz el leac’h ma edo k en t, hag holl war eunn dro en em strinkjont d’ann douar dira-z-han. 15. Ha Jozeph da lavarout d’ezho : Perak hoc’h eushu kiasket ober eunn dra evel-se? Ha na ouzoc’h-hu ket penaoz n’am euz ket va fâr da zivin ann traou kuzet? 1 6 . Judaz a lavaraz d’ezhan : Petra a respontimp-ni d’am Aotrou? Petra a livirimp-ni? Petra oufemp-ni dà ober gant ann dlstera gwir evit en em wenna ? Doue en
LEVR AR C’H E N E H E Z .
Î97
deuz kavet penn da fallagriez ho servicherien. Chetu ni holl sklaved d’am Aotrou, ni hag ann hini gant pehini eo bel kavet ann hanaf. 1 7 . Jozeph a respontaz : Doue ra viro e rafenn eunn dra evel-se ! Ann hini en deuz laeret ann hanaf, ra ve zo hennez va sklàf ! evid-hoc’h-hu, it e pep franchiz da gavout ho tad. 18. Neuze Judaz o tostaat eunn tammik ouc’h Jozeph, a lavaraz gant hardisiegez: Aotrou, me ho ped, iist ho servicher da lavarout eur gerik d’e-hoc’h , ha na fachit ket ouz ho sklaf f rak goude Pharaon, 1 9 . C’houi eo va mestr. Goulenn a rejoc’h da genta ouc’h ho servicherien : Ha bez’ hoc’h euz-hu ho tad pe, eur breur ali. 2 0 . Ha ni hon euz respontet d’ehoc’h, va Aotrou r Bez’ hon euz eunn tad hag a zodija koz braz; hag eur breur c’hoaz krouadur, ganet d'ezhan enn he gozni, a behini ar breur kompez a zo maro ; na choum mui ne met-han euz he vamm, hag he dad her c’har gant kalz a deneridigez. 2 1 . Hag hoc’h euz lavaret d’ho servicherien : Digasit ar breur-ze d’in, ret eo d’ann daoulagad he welout. 2 2 . Ha ni hon euz roet d'e-hoc’h da glevout, Aotrou, penaoz ar c’hrouadur-ze na helle ket kuitaat he dad, rak mar leu euz he gichen, hon tad a varvo. 2 3 . Hag hoc’h euz lavaret d’ho servicherien : Ma nu zeu ket ho preur bihana gan-e-hoc’h, ne welot mui va dremm. 2 4 . Pa ’z omp bet eta distroet da gavout ho servi cher hon tad, ni hon euz kountet d’ezhan kement tra en devoa lavaret va Aotrou. 2 5 . Ha war ann divez, hon tad a lavaraz : It enn dro ha prenit d’e-omp eunn nebeut ed.
198
LEVR AR C’HENELIEZ.
2 6 . Ha ni da respont : N ’hellomp ke mont hon-unan ; mar teu gan-e-omp hor breur bihana ez aimp war eunn dro ; hogen ma n’ema ket Benjamin gan-e-omp, na gredimp bikenn mont dirak ann den-ze. 2 7 . Da gement-ze hon tad a respontaz : Gouzout a rit am euz bet daou vap euz va grek Rachel ; 2 8 . Unan anezho a zo bet eat war ar mesiou, ha hoc’h euz lavaret : Eul loen gouez en deuz he daget î ha bete vrema ne ket bet gwelet morse. 2 9 . Mar kasit hema gan-e-hoc’h, ha ma c’hoarvez eunn drouk bennak gant-han enn hen t, c’houi lakai va bleo gwenn da ziskenn er bez gant eunn dristidigez vraz, 3 0 . Mar d-ann eta dirak ho servicher hon tad , hep ar c’hrouadur, evel ma ’z eo stag he ene ouc’h he hini, 3 1 . Pa welo n’ema ket ar c’hrouadur gan-ë-om p, e varvo, hag ho servicherien ho devezo lekeat he vleo gwenn da zikenn er bez gant glac’har. 52. Ra vezinn me va-unan ho sklaf , me pehini am euz kemeret ar c’hrouadur war va c’houstianz ; me pehini am euz kreleet evit-han enn eur lavarout : Man’hen digasann enn d ro, kabluz e vezinn enep va zad, ha goulenn a rann ife venn bikenn pardounet. 55. Er c’hiz-ze ’ta, me choumo sklaf gan-e-hoc’h e leac’h ar c’hrouadur, da zervicha va mestr; hag ar e’hrouadur a ielo d’ar gear gant he breudeur. 54. Rak n’hellann ket distrei da gavout va zad hep ar c’hroüadur,' gant aoun na venn test va-unàn euz ann auken a ia da lakaat va zad da vervel.
LEVR AR C’HENELIEZ.
199
SKLERIDIGEZ. Breudeur Jozeph tamallet e gaou da veza laeret hanaf ar gouarnour, hag ho kredi ferm ez eant da veza gwanet divar benn kement-ze , a lavaraz etrez-ho : Doue en deuz kavet fallagriez he zervicherien ; da lavarout e o , kastizet omp, nann abalamour d’al laeronsi-ze euz a behini omp divlamm awalc’h, mes abalamour da bec’hejou ail anavezet mad gant Doue. Ann anzao-ze euz ho ferz a zigas sonj d’e-omp euz a eur wirionez pehini lion euz amprouet meur a weach marteze. Eunn drouk a réar ; n’e d-eo anavezet gant den ; Doue h eunan a-c’hortoz ha na c’houlenn ket a gount w ar al leac’h ; mes ha choum a rai ann drouk-ze bep kastiz ebed? Salokraz ; abred pe zivezad gw ir Doue en devezo he dro. Pa’z omp eta tamallet e gaou, ha kastizet evit eunn drouk ha n’hon euz ket great, diskennomp enn hor c’houstianz, hag e kavimp peur-vuia ar penn-abek a gement-ze enn hor buez tremenet. Drouk ebed na choum digastiz. Jozeph enn eur lakaat eunn tammik stard w ar lie vreu deur, a felle d’ezhan gouzout hag hi ho devoa kaz pe- warizi ouc’h Benjamin, evel ma ho devoa gweachall out-han h eunan.. Ho dremm m elkoniet, ho c’homzou kalonnek evit he Zavetei, hag ispisial ann aoun ho devoa da ober nec’h. d’ho zad, ha da rei d ’ezhan taol ar maro, a brouvaz awalc’h d’ez han ne oant mui ar pez a oant gweachall. N’e felle netra kent da Jozeph, mont a ra d'en em rei da anaout.
PENNAD XLV.
Jozeph en em ro da anaout d’he vreudeur. (Euz ar bed 2298. — Araok J.-K . 1706. ) 1. Jozeph na helle mui en em zerc’h e l, ha kalz tud a oa war al leac’h ; rei a reaz eta urz d’ann holl da vont er m eaz, evit na vije ermeziad ebed gant-ho, pa zeuchent d’en em anaout,
200
LEVR AR C’HENELIEZ.
2 . Neuze, ann dour enn he zaoulagad , e savaz he vouez, enn hevelep fesoun ma oe klevet gant ann Ejiptsianed, ha gand ann holl dud-euz a balez Pharaon. 3 . Hag e lavaraz d’he vreudeur : Me eo Jozeph; va zad_, ha beo ef-hen c’hoaz ? He vreudeur n’he lient res pont netra gant ann estlamm hag ar spount. 4 . Mes Jozeph, gand eunn dremm dous ha mad, a la varaz d’ezho : Tostait ouz-in. Ha pa oant deuet enn he gicheri, e lavaraz c’hoaz : Me eo Jozeph, ho preur ho poa gwerzet da vont d’ann Ejipt. 5 . N ’ho pezit ket aoun ha na gemerit ket a gaz ouzhoc’h ho-unan dre ma hoc’h euz gwerzet achanoun da zont d’ar vro-ma, rak evit ho savetei eo en deuz Doue ma digaset d’ann Ejipt enn ho raok. 6. Chetu dija daou vloaz abaoue ma eo deraouet ar gernez dre a rb ed , pemp bloaz ail a choum c’hoaz, e pad pere n’e vezo gallet nag arat na medi. 7 . Doue en deuz ma digaset ama enn ho raok evit ho kenderchel er bed-ma, hag evit ma ho pije peadra da veva. 8 . Ne ket ar pez hoc’h enz great eo en deuz ma di gaset ama, mes ioul Doue, pehini en deuz great ac’ha noun, evel pa lavarfenn, tad da Pharaon, mestr war he holl diegez, ha prins war ann Ejipt penib-da-benn. 9 . Haslit buhan ha pignit da gavout va zad. ha livirit d’ezhan : Chetu petra a gemenn d’ehoc’h ho map Jozeph: Doue en deuz va lekeat da vestr war holl vro ann E jipt, diskennit daved-oun, na zaleit ket. 1 0 . Hag ez eot da choum e douar Jesen, hag e viot era c’hichen , c’houi, ho pugale , ha bugale ho mipien , ho tenved, hag hosaout, ha kement mad hoc’h euz. 11 . Me ho mago eno, ( rak choum a ra c’hoaz pemp
LÇVR AR C’HENELIEZ.
201
bloaz kernez da dremen, ) evit na varvot ket na choui, na tud ho ti, na netra a geraent a zo d’e-hoc’h. 12. Gwelout a rit gant ho laoulagad, ha Benjamin a wel ivez penaoz eo me va-unan eo a gomz ouz-hoc’h. 13. Kasit kelou d’am zad euz va holl c’hloar, euz ann holl draou hoc’h euz gwelet enn Ejipt ; hastit buhan ha digasi—hen daved-oun. 14. Neuze oc’h en em deurel e kerc’hen-gouzouk he vreur Benjamin, da boket d’ezhan, e skuillaz daelou ; ha Benjamin ivez a wele e-tre he zivreac’h. 1 5 . Jozeph a bokaz ivez d’he holl vreudeur, enn eur wela war bep hini anezho : Goude kement-ze e kem erjont ann hardiziegez da gomz out-han. 16. Klevet a oe, ha na oa ken brud e palez ar roue : Breudeur Jozeph a zo deuet ama. Ha Pharaon hag holl dud he balez ho devoa kalz a joa. 1 7 . Hag e lavaraz da Jozeph rei d’he vreudeur ann urz-ma : Sammit ho loened hag it enn dro da zouar Kanaan ; 18. Digasit ac’hano ho lad hag hoc’h holl gerent, ha deuit daved-oun. Me a roio d'e-hoc’h holl vadou ann Ejipt, ha maget e viot gant ann drusa greun euz ar vromâ. 1 9 . Roit urz ivez d’ezho da gemerout kirri diouc’h ann Ejipt, evit dougen ho bugale vihan, hag ho gragez ; ha livirit-mad d’ezho : Digasit ho tad gan-e-hoc’h, hag hastit da zislrei ama, ar c’henla ar gwella. 2 0 . Na lezit netra euz hoc’h arrebeuri war ho lerc’h, rak holl vadou ann Ejipt a vezo d’e-hoc’h. 2 1 . Bugale Israël a reaz eta ar pez a oe gourc’h e mennet d’ezho. Jozeph a roaz d’ezho kirri, hervez urz Pharaon, ha boed evit ann hent.
202
.
LEVR
AR c ’ilENELIEZ.
22. Lakaat a reaz ivez rei diou zae da bep hini euz he vreudeur : hada Venjamin pemp diouc’h ar re gaerra, gant tri-c’hant pez arc’hant oe'h penn. 2 3 . Kas a reaz d’he dud kement—ail a arc’hant hag ar memez niver a zaeiou, gant dek azen sammet euz ar pez a oa ar prizusa enn Ejipt, ha kement-àll a azenezed pere a zouge gwiniz ha bara evit ar veaeh. 2 4 . Kimiada a reaz eta he vreudeur, ha pa oant o vont kuit, e lavaraz d’ezho : N ’en -em fachit ket hed ann hent. 2 5 . Ar re-ma o pignat euz ann E jip t, a erruaz hep dale e douar Kanaan, hag e ti ho zad. 2 6 . Hag e rojont d’ezhan ar c’helou enn eur lava rout : Ho map Jozeph a zo beo , hen he-unan eo ar mestr war ann holl Ejipt. 2 7 . Jakob o klevout kem ent-ze, a oe evel eunn den o tihun eveuz eur c’housk doun ha kaled ; ha koulzkoude n’e grede ket anezho. 2 8 . Hi enn enep, a gounte d’ezhan e pe fesoun e oa c’hoarvezet pep tra. Ha pa welaz ar c’h irri, hag ann oll draou a zigase Jozeph d’ezhan, he spered a ziabafaz. 2 9 . Hag e lavaraz : Awalc’h eo evid-oun mar d-eo beo c’hoaz va map Jozeph : mont a rinn, hag he welout a rinn abarz mervel.
SK L E RIDIGEZ. Ken alies gweach ma lennann ar gevren-ma euz a vuez Jozeph, n’ounn ket evit m irout da skuilla daelou ; mes noufenn ket lavarout petra a douch ac’houn ar muia, pe madelez Jozeph e kenver he vreudeur , pe stad truezuz ar re-
levr
ar
c ’h e n e l i e z .
205
m a, ken nec’het , ker melkoniet, ken enkrezet a bep-tu, lia koulzkoude ken dellezek da veza pardouuet. A r spered san tel a oar manevik pennékaat eunn drajedien, ha skei he daol-micher. Ma en diyije Jozeph en em roet da anaout d’he vreudeur ar weach genta ma oant dent d’ann Ejipt, n’hor bije ket bet ar blijadur da welout ho c’hemm-vuez ; na vijemp ket bet testou euz ho glac’h a r-d a veza bet ken dinatur e kenver Jozeph, ha n’hor bije ket gwelet doareou-mad ho c’haloun e kenver h o.zad hag ho breur Benjamin. Hogen brema netra na vir na ve parfet ar joa hag ar blijadur eim eil tu hag enn egile. Jozeph na hell mui arvari war chenchamant he vreudeur, hag he vreudeur n’ho deuz mui leac’h da gaout aoun ebed rak he c’halloud, na rak he venjanz. Evel-se na welomp a-bep tu nemet daelou a deneridigez, briaterez stard ha karantezuz, komzou dous, hag iskuz evit ar re a zo bet kabluz. N’euz forz peger kaer eo ar gevren-ma euz a vuez Jozeph, n’e d-eo koulzkoude némed eur skeud euz a eunn dra kaeroc’h mil gweach. Ardamezet pe merket hon euz dija meur a henveledigéz ,e-tre Jozeph ha Jezuz-Krist. Kendalc’homp d’ho lakaat c’hoaz kenver-ha-kenver, hag e welimp traou souezuz meurbed. Map D ou e, en em c’hreat den , a zo bet hor b reu r, hag henvel ouz-omp e pep tra , nemet dre ar pec’hed. Mad ! he werzet hon euz dre hor pec’hejou; he gaset hon euz er meaz euz a r ,vro-m a dre eur maro kriz ; ha pep tra neuze a zo bet roet d’ezhan gant he dad enn env ha w ar ann douar , evel ar priz euz he boaniou, hag ar paë euz he vertusiou. Ten— zoriou ann Egipt, pe ann env, a zo holl dindan he zourn, ha mad ebed n’a vezo roet d’e-om p, nemet gant he drugarez. Pa vezimp bet amprouetenn draounien-ma a zaeiou, evel bu gale Jakob e traounien Hebron, pa hor bezo paet hor falla griez hag hon iugrateuri, dre ann naoun hag ar sec’hed, dre ann drubuill hag ann doujanz, ez aimp ivez d’hor gwir Ejipt da glask soulach ha frealzidigez. Na souezet a vezo neuze meur a bec’her (plijet gant Doue e vemp enn ho zouez) na souezet e vezint-hi, o w elout, oc’h anaout eno ar breur-ze ho devoa gw erzet, ha disineganset er penn kenta euz ho buez ? Mes Jezuz-Krist gand eunn dremm laouen ha mad, a lavaro d’ez-
204
LEVR AR C’HENELIEZ.
ho: Taotait hardis ouz-in, n’ho pezit nag aoun na melkôni, deuet ounn ama enn ho raok evit mirout-na vijac’h kollet ; deuet ounn da aoza leac’hiou d’e-hoc’h; ne ket ar pez hoc’h euz great em c’henver eo en deuz ma digaset ama ; hogen ioul va Zad, hag he garantez evit ann dud; meulit-hen, ha leveromp holl w ar eunn dro : Bennoz ha gloaryfurnez ha trug arez, enor galloud ha nerz d’hon Doue, a gantved da gantved eoad.ann holl elernite. Evel-se bezet great. ( Apok. 7 . 12 .)
PENNAD XLVI.
Jakob a ia d'ann Ejipt. 1. Israël ela en em lekeaz enn lient gant kement mad en devoa ; hag a zeuaz bete puns al le ; 0 veza great eno eur zakrifis da Zoue he dad Izaac, 2 . E klevaz anezhan, enn eur welidigez epad ann noz, oc’h he c’hervel, hag 0 lavarout : Jakob, Jakob ! Hag hen a respontaz : Chetu me ama. 3 . Doue a iavarez d’ezhan : Me eo ann holl-c’hal— loudek, Doue da dad; n’ez pez ket aoun, diskenn enn Ejipt, rak eur bobl braz a likiinn da zevel eno diouz-id. 4 . Me a ziskenno di gan -ez, ha me ta zigaso kuit ac’hano, pa zistroi ; ha Jozeph gant he zaouarn h e unan a zarro d’id da zaoulagad. 5 . Jakob a guitaaz eta puns al le; he vipien hel le keaz , h en , h e vugale vihan, hag ar gragez war ar c’hirri en devoa digaset Pharaen da gerc'hat ar c’hoziad, 6 . Ha kement mad en devoa e douar Kanaan , hag e teuaz d’ann Ejipt gant he holl lignez.' 7 . He vipien, hag he vugale vih an , he Verc’hed h a kem ent hini a oe ganet anezhan.
LEVR AR C’HENELIEZ.
205
(Ama en em gaf hanoiou bugale Jakob pere a zeuaz gant-han d’ann Ejipt. Rumad Lia a rea ho-unan tri den ha tregont. Tud Zelpha, matez L ia, c’houezek den. Tud Rachel, enn eur gounta daou vap Jozeph enn Ejipt, pevarzek den. Tud Bala , matez R achel, seiz den. Enn holl, dek den ha tri-ugent.) 2 8 . Hogen Jakob a gasaz enn he raok Judaz da gavout Jozeph, da lavarout d’ezhan ec’h arrue, evit ma teuje Jozeph war he arbenn betek Jesen. 2 9 . Pa oe arruet Jakob en o, Jozeph a sternaz he garons hag a zeuaz war arbenn he dad betek al leac’hze ; ha kentiz ma her gwelaz, en em daolaz e kerc’hen he c’houzouk, hag oc’h he starda etre he zivreac’h , e welaz. 3 0 . Hag he dad a lavaraz da Jozeph : Brema e var vinn laou en , pa’m euz ta welet eur weach c’hoaz, ha pa choumez beo war va lerc’h. 3 1 . Jozeph a lavaraz d’he vreudeur, ha da holl dud he dad : Me ia da gas kelou da Pharaon , ha da lava rout d’ezhan : Va breudeur, ha lignez va zad pehini a oa e douar Kanaan, a zo deuet daved-oun. 3 2 . Meserien denved in t, hag ho micher eo sevel tropellou. Digaset ho deuz gant-ho ho denved, ho zaou t, ha kement mad ho devoa. 3 3 . Pa viot galvet gant Pharaon, ha pa lavaro d’e hoc’h : Pe seurt micher hoc’h eus-hu? 3 4 . C'houi a responto : Meserien om p, ni ho ser vicherien , a-dalek hor bugaleach bete' vrema, ni hag hon tud enn hor raok. Ann dra-ze a leverot, evit ma hellot choum e douar Jesen; rak ann Ejipsianed a àrgarz ann holl veserien denved. .
206
LEVR AR C HENELIEZ.
SK L E R ID IG E Z .
Eunn den a relijion evel ma oa Jakob, daoust pegement a hast en devoa da welout he vap Jozeph, na helle ket kuitaat eur vro promettet d’ezhan ha de lignez, na sonjal oher eur veach ken hir, hep konsulti Doue. Ha Doue a baë diouc’htu feiz he zervicher, enn eur gomz he-unan out-han, hag enn eur rei d’ezhan eunn asnranz nevez euz he c’houardouniea. Den fur ebed , hag a oar peger braz ezomm hon euz a zikour Doue e pep tra, na voulc’ho afer ebed hag a dal ar boan, hep ober ar pez a reaz ar patriarc’h santel; me lavar, hep konsulti Doue da genta. Ha c’houi, bugale kristen, deskit gant Jozeph ar fesoun da enori ho tadou hag ho mammou. Gwelet hoc’h euz hed ann histor-m a, gant pebez aked ha gant pebez enkrez e c’houlenne kelou digant lie vreudeur euz ann den koz hag enoruz-ze a lavaient a oa tad d’ezho holl. Ha pa en em roaz da anaont d’he vreudeur, he eil gomz a oe : Fa za d , ha beo ef-hen c h o a z? Gwelit pegement a ed, pegement a brezanchou hag a girri a ruill da gavout he dad euz he berz? Ha kentiz ma klev ez eo arru , daoust d’he garg huel a c ’houarnour ann E jipt, e tilez pep tra evit redek war he arbenn. Pa her gw el, e lamm d’ann traon euz he garrons, ha kerkent etre he zivreac’h. He dad a zeu d’ann Ejipt, nann e doare eunn den pinvidik, evel ma oa enn he vro; mes e doare eunn den ezommek ha berrekeat gant ar gernez. M ad, Jozeph n’en devenz ket a vez oc’h anaout kem ent-ze, ha diarbenna a rei holl ezommou he dad. He stad a vesaerdenved a zo disprizel hag argarzet gant ann Ejipsianed ; n’euz forz, ali a ro d’he vreudeur da cliouin ato er stad-ze, rak gouzout a rea penaoz netra na ra mui a blijadur d’hon tud koz eget heulia ar vicher ho deuz bet ho-unan, mar d-eo mad ha deread. Er fin, tadou ha-mipien, koz ha iaouank, deskomp holl gwitibunan e pe fesoun e teu Doue da reolia traou ar bedm a, evit brasa mad he dud choazet. Tempzet en deuz ann drouk hag ar mad evit-ho, hag arruout a reont gant-ho bep eil tro. Ann trubuillou a zeu, evit mirout na stagent ho c’ha-
LEVR AR C’HENELIEZ.
207
Ion ouz ann douar. A.1 levenez a zigouez e k c n te l, evit m irout na gollfcnt kalon dindan ho beac ’h. Talvoudek co bet da Jakob beza dioueret lie vap Jozeph, e-pad eur pennad amzer, anez kement-ze e vije maro gant ann naoun. Talvou dek eo bet da Jozeph beza bet dispartiet dioue’h he dad , pa’z eo gwir ann disparti-ze a zo bet ar penn kaoz euz he c’hloar. Ha dic’haouet int bet ann eil hag egile dre ar joa bep lie far, d’en em welout c’hoaz eur weach; ha da veva zo ken seitek vloaz enn eul lod. Pa viot eu ru z, livirit : N ’e bado ket pell ; pa viot reuzeudik, livirit : N ’e bado ket ato!
PENNAD XLV1I.
Jozeph a gas he dad da gavout Pharaon. 1. Hogen Jozeph , o vont da balez Pharaon , a gasaz kelou d’ezhan , enn eur lavarout : Va zad ha va breudeur, gant ho denved hag ho zaout, ha kement mad ho deuz , a zo arruet euz a zouar Kanaan , ehoumet int enn ho zao e douar Jesen. 2 . Digas a reaz ivez dirak Pharaon pemp euz he vreudeur, ar re zisterra , war m’her chreder. 3. Hag ar roue a choulennaz digant-ho : Pe. seurt micher hoc’h eus-hu? Respont a rejont : Meserien den ved om p, ni ho servicherien , ni hag hon tud koz enn hor raok. 4 . Deuet omp da dremen eur pennad amzer enn ho pro, rak n’ez euz mui a heuri evit tropellou ho servi cherien , dre’n abek d’ar gernez a ia bepred war gresk e douar Kanaan ; hag ho pedi a reomp da rei urz ma choumo ho servicherien e douar Jesen. 5. Ar roue a lavaraz eta da Jozeph : Chetu deuet da dad ha da vreudeur daved-oud ;
208
LEVR AR C’HENELIEZ. 4P
6. Douar ann Ejipt a zo dira-z-oud ; gra ma ho devezo evit choum enn-han , ar gwella karter euz ar vro, ha ro d’ezho douar Jesen. Ha mar welez ez euz enn ho zouez tud ijinuz, ro d’ezho ann emell euz va zropellou. 7 . Goude-ze Jozeph a zigasaz he dad da gavout ar roue, oc’h he lakaat he-unan dira-z-han. Jakob a vennigaz Pharaon. 8 . Hag he-m a o veza goulennet digant-han he oad evel-henn : Pet devez a gountit-hu etre holl vloavesiou ho puez? 9 . Jakob a respontaz : Dek vloaz ha c’houec’h ugent a zo em’ounn tremeniad war ann douar, devesiou berr ha fall, pere n’int ket eat beteg oajou va zud k oz, epad ma z’int bet tremenidi war ann douar. 10. Hag o veza roet c’hoaz he vennoz d'ar roue , en em dennaz er meaz. 1 1 . Hogen Jozeph a roaz evit mad d’he- dad ha d’he vreudeur ar gwella karter euz ann Ejipt ; hanvet Rameses, hervez ma en devoa gourc’hemennet Pharaon. 1 2 . Hag hen he-unan ho m age, hi hag holl dud he dad, o fournisa da bephini anezho peadrada veva. 13 . Rak mankout a rea ar bara dre ar bed holl , hag ar gernez a waske war bep b ro, ispisial war ann Ejipt ha war zouar Kanaan. 1 4 . Jozeph a zastumaz holl arc’hant ann diou vroze dre ar werz euz he winiz hag hel lekeaz holl e tenzor ar roue. 1 5 . Pa vankaz ann arc’hant d’ar brenerien, holl dud ann Ejipt a zeuaz da gavout Jozeph, enn eur la varout : Roit bara d’e-om p, perak e varfémp-ni dirak ho taoulagad, defaot arc’hant?
209
LEVR AR C R ÉN ELIEZ.
16. Ha Jozeph a respontaz : Ma n’hoc’h euz ket arc ’hant da baea, digasit ho loened, ha m oroi d’e-hoc’h, evit-ho peadra da yeva. 1 7 . Ar ré-ma a veza digaset d’ezhan ho loened , Jozeph a roaz ed d’ezho evit ho c’hezek, ho denved , ho ejenned hag ho ezen; er c’h iz-ze hen ho magaz ar bloaz-ze enn eskemm euz Ko loened. 1 8 . Dont a rejont c’hoaz, ar bloaz war lerc’h , hag e leverjont d’ezhan : N ’her c’huzimp ket ouz hor mestr, hon arc’hant a zo eat to u t, hag hol loened ivez ; n’e m ’oc’h .ket hep gouzout penaoz na choum mui g a n -eomp nemet hor c’horf hag hon douar. 19 . Perak eta e varfemp-ni dirak ho taoulagad? D ’e-hoc’h e vezimp , ni hag hon douarou ; prenit a c’hanomp evit beza sklaved d’ar roue, ha roit d’e-omp greun da hada, gant aoun na iafe ann douar da c’houelec’h , pa vo maro ann diveza labourer. 2 0 . Jozeph a brenaz eta holl zouar ann E jipt, pephini o werza d’ezhan ar pez en devoa, ker braz edo ar gernez. Hag e lekeaz ar vro holl dindan perc’hentiez Pharaon, 2 1 . Gant ar boblou a oa en n -h i, a-dalek ann eil penn d’ann Ejipt betek egile. 2 2 . Nemet douar ar veleien pehini a oe roet d’ezho gant ar roue; rak fourniset a vije d'ezho eunn tas-ed euz a c’hrignoliou ar rouantelez, ha dre-ze ne oa ket bet ret d’ezho gwerza ann douarou a biaouent. 2 3 . Jozeph a lavaraz eta d’ar bobl : He welout a rit, da Pharaon oc’h holl, c’houi hag ho touar, kemerit bre ma had, hag hadit ho touarou, 2 4 . Evit ma hellot a-darre, kaout ed. Ar bemved a root d’ar roue, ar peder loden all a lezann gan-e-hoc’h 14
210
LEVR AR cTiENELIEZ.
evit had, hag evit magadurez tud ho tiez hag ho pugale. 2 5 . Hag ht hoil da respont : Hor zilvidigez a zo e-tre ho laouarn, ra vezo hep ken hon Aotrou trugarezuz enn hor c’henver, hag e servichimp ar roue gant joa. 2 6 . A-baoue ann amzer-ze bete vrema, e pep leac’h dre ann Ejipt e vez paet d’ar roue ar bemved euz a va dou ann douar ; ha kement-ze a zo deuet da veza eul lezen ; nemet douar ar velein pehini a oe diskarg diouc’h ar gwir-ze. 2 7 . Israel a choumaz eta enn Ejipt, da lavarout eo e douar Jesen, roet d’ezhan evid mad. Hag e lignez a g reskaz hag en em ledaz dreis-ment. 2 8 . Bevaareaz eno c’hoaz seitek vloaz; hag he holl amzer er bed-ma a oa deuet da seiz vloaz ha seiz-ugent. 2 9 . Hag ec’hiz ma wele e tostae deiz he varo, e c'halvaz he vap Jozeph , hag e lavaraz d’ezhan : Mar am euz kavet trugarez dira-z-oud, Iaka da zourn war va morzad , ha tou d’in e gwirionez e vezi mad awalc’h em c’henver evit mirout na vezinn besiet enn Ejipt. 3 0 . Hogen gra ma kemerinn va faouez-van gant va zud ; kas ac’hanoun kuit euzar vro-man ; ha laka ac’ha noun e bez va zud-koz. Jozeph a respontaz : Ober a rinn ar pez hoc’h euz gourc’hemennet. 3 1 . Ha Jakob : Tou kement-ze d’in eta ! E-pad ma toue Jozeph, Jakob a adoraz Doue, troet ouc’h penn h e wele.
SKLERIDIGEZ Jozeph a zalc’h da rei d’he dud merkou a garantez, hep ankounac’haat boblou añn Ejipt, euz a beree oa deuet da veza e gwirionez ar zalver hag ann tad. He furnez a luc’h ato e kement mad a ra.
LEVR AR c ’ilE N EL IEZ.
211
Diskouez a ra da Pharaon ar re zisterra euz he vreudeur, gant aoun na zeuche.ar ro u e , o welout enn ho zouez tud kre hag ampart, d’ho derc’hel enn he balez evit he zervich, pe d’ho c’has d’he arme, w ar zigarez enori Jozeph. Ha neuze e vijent bet tentet da zilezel ho stad a veserien , da gWitaat marteze ho relijion , ha d’en em staga ouc’h eur vro^e pehiuijie oant koulzkoude nemet evel tremenidi. Euz ann tu ail, Pharaon o welout e breudeur Jozeph, tudigou disterha diueuz, na lakaje ket kement a vann , pa glevche divezatoc’h pegement e kreskent e niver hag e madou. Jozeph a lekeaz da dallout ann auaoudegez en devoa roet Doue d’ezhan euz ann traou da zont, nann evit reviuaarbobl, tenna digant-han he vad ou, hag hel lezel neuze w ar netra ; mes evit hen digas sioul ha sentuz onc’h gouarnamant eur roue mad ; hag hen ober dre gement-ze eurusoc’h mil gweach eget pa eu em ravolt enep he vistri k o z , evit klask eul liberté gaoùiadez ha divergoun. Pa oe deuet ar mare, e taskoràz d’e zho ho douarou, ho c’hezek , ho loened, ha kement ho devoa ezomm evit ho labourou , ha na c’houlennaz , evit gwir ar rou e, nemet ar bempved euz ho zrevad. Evel-se ar bobl oc h en em welout tretet gant kement a vadelez, a respontaz: hor zalvèr oc’h hag hon tad , bezit ato aotreuz enn hor c’henver , hag e servichimp ar roué gant pep seurt laouenèdigez. A r respont a reaz Jakob da Pharaon, pa c’houlennaz hema digant-han he o a d , a zo brudet meurbed e-tre ar c’homzou uobl ha kenteliuz. Deisiou va firc ’hirinded , eme-z-han, a zo dek vloaz ha c houec’h-ugent, devesiouigou berr ha fa ll) ha na daosleoni k e t ouc'h devesioii va zu d -k o z , pa zint bet h o unan pire hirined war ann douar. Kant tregont vloaz a oa nebeut a dra da Jakob e kichen buesiou hir ar batriarched kenta. Meur a gant vloaz e ve v en t, ha koulzkoude n’e oant, w ar ho meno, nemet dianveziaded ha tremenidi. Loja a reent dindan teltou, evel beachourien da bere na dal ket ar boan sevél tiez. Ni a vev tri-ugent vloaz, pevar-ugent d’ann holl hag e savomp palesiou, evel pa na dlefemp bikenn ho c’huitaat. Gant pere ema ar gwir? gant pere ar gaou ? Jakob a lavar eo bet he zevesiou fall, da lavarout eo devesiou a boan hag a drevel* Allaz ! holl emaomp er giz-ze. Ann den eurusa w ar ann douar eo ann hini eun deuz ann nebeuta
212
LEVR AR C'HENELIEZ.
a drubuillou , rak eunn den dizamm a groaz neket ganet c’hoaz. A r zàntella, arpinvidika tiegesiou ho deuz ho lod kroasio.il da zougèn. Enun tad mesvier, eur c’hrouadur direoll e louez dek hag a zo mad, a zo awalc’h evit ampoezoni peoc’h hag eurusted ar c’haera tiegez. Doue a bermet ann traou-ze, evit amprou he dud choazet, hag evit mirout na stakent re ho c’halonou ouc’h ann douar. Evel-se ar bed-ma a zo bepred evit-ho eunn draounien a zaeiou, dre behini e reuker tremen evit arruont er joauzted elernel. E r fin , prederiomp c’hoaz eur weach, pebez konfort a oe d’ar batriarched santel beza douareet e besiou ho zud-koz, hag e touez ho c’herent, kerkent ha ma touaz Jozeph d’he dad ne vankje ket ann eur-vad-ze d’ezhan, Jakob a droaz ouc’h penn he wele da adori Doue ha d’he drugarekaat, prest da vervel pa garje.
PENNAD
XLVIII.
Jakob a vennig Ephraïm ha Manasë. 1 . Goude ann traou-ze holl , e teujeur da lavarout da Jozeph e oa klanv he dad. Jozeph, o kemerout he zaouvap, Mîutase hag Ephraïm, a ieaz raktal d’he gatout. 2 . Lavaret a oe d’ann hini koz : Chetu ho map Jozeph deuet d’ho kwelout. Jakob o tastum he holl nerz a zavaz énn he goazez war he wele. 5. Hag a lavaraz da Jozeph pa oe deuet enn he gichen : Ann Doue holl c’halloudek en deuz en em ziskouezet d’in e L uza, pehini a zo e douar Kanaan , hag en deveuz ma benniget, 4. Eun eur lavarout : Me rei d’id kreski hag eleiza; me lakaï da zevel ac’hanoud ëunn niver braz a voblou ; me roi d’id ann douar-ma da zerc’hel evit bikenn, ha d ’àz wenn enn da c’houde.
LEVR AR C'HENELIEZ.
215
5 . Evel-se ann daou vap a zo ganet d’id e bro ann Ejipt, a-barz ma teuiz daved-oud, a vezo bugale d’in ; Ephraïm ha Manase a vezo lekeat e renk va mipien evel Ruben ha S imeon. 6 . Ar vugale ail az pezo bet enn ho goude, a veza d’id , hag a zougo hanoiou ho breudeur enn ho lod heritach. 7 . Rak pa zistroenn euz ar Mezopotamia, Rachel a varvaz hed ann h en t, e douar Kanaan ; d’ann nevez amzer e c’hoarvezaz kemént-ze , pa zeuenn war zouar Ephrata; hag e likiiz anezhi er bez war bord hent Ephrata , pehini a c’halver ivez Bethleem. 8 . Hag o welout eno he zaou vap, e lavaraz d’ez han : Piou eo ar re-ze ? 9 . Jozeph a respontaz : Va mipien in t , ar vugale en deuz roet Doue d’in er vro-ma. Digasit anezho d'in , eme Jakob, ma roinn va bennoz d’ezho. 10 . Rak daoulagad Jakob a oa deuet tenval gant ar gozn i, ha na helle ket gwelout sklear. Pa oant deuet enn he g ich en , enn eur boket d’ezho, hag oc’h ho briata, 1 1 . E lavaraz d’he vap : N ’am euz ket dioueret ar bli jadur d’az kwelout a barz mervel, ha chetu Doue o rei d’in c’hoaz oc’h penn ar c’hraz da welout bugale ac’hanoud. 1 2 . Jozeph o veza ho zennet a-dre divreac'h he dad, a adoraz, stouet beteg ann douar. 1 3 . O veza lekeat neuze Ephraïm enn tu deou d’ez han , da lavarout eo, enn tu kleiz d’he dad ; ha Ma nase en tu kleiz d’ezhan, hag enn tu deou d’he dad , e reaz d’ezho ho daou tostaat ouz ho zad-koz. 1 4 . He ma oc’h astenn he zourn deou, hel lekeaz
214
LEVR AR CRENELIEZ.
war benn Ephraïm ar iaouanka euz ann daou vreur, hag e zourn kleiz war benn Manasé, pehini a oa ar c’hosa , enn eur lakaat he zivreac’h e kroaz. 15. Ha Jakob o venniga bugale Jozeph, a lavaraz : Ann Doue dirak pehini ho deuz kerzet va zadou Abra ham hag Izaak, ann Doue pehini en deuz va maget a-dalek va iaouankiz beteg hirio, 1 6 . Ann Eal pehini en deuz va miret a bep drouk, ra vennigo ar yugale-ma! Ra zougint va hano-m e, hag hini va zadou Abraham hag Izaak ! ra zavo anezho eunn niver braz a dud war ann douar ! 17. Hogen Jozeph o welout en devoa he dad lekeat he zourn deôu war benn Ephraïm ,’ a oe garv gant-han, hag enn eur gregi e dourn he dad, e klaskaz he zevel divar benn Ephraïm , hag e gas war benn Manase. 18. Hag e lavaraz d’he dad : Ne ket er c’hiz-ze eo, va zad, rak jhe-ma eo ar map hena, likit eta ho tourn deou war he benn. 19. Jakob o terc’hel mad ato, a lavaraz : Her gou zout a rann, va map, her gouzout a rann; hem a, evit gwir, a vezo tad da veur a gefiad tud ; he wenn a ielo bepred war gresk; mes he vreur iaouanka a vezo bras oc’h eget-han, euz he lignez e savo broadou enn ho fez. 2 0 . Jakob eta ho bennigaz enn devez-ze , enn eur lavarout : Enn hoc’h-hu e vezo benniget Israël ; ha la varet a vezo : Doue r’ho pennigo, evel ma vennigaz Ephraïm ha Manase! Hag e lekeaz enn doare-ze E phraïm a raok Manase. 2 1 . Hag e lavaraz da Jozeph he vap : Mont a rann da vervel , Doue a vezo gan-e-hoc’h , hag ho kas a rai enn dro da zouar ho tud koz.
LEVR AR c ’h EXELIKZ.
215
22. Estr’eget al loden a zigouezo d’id em heritach rak-enep d’az preudeur, me ro d’id ar pez am euz gou nezet war ann Amorrheed, gant va c’hleze ha gant va gwarek..
SKLERIDIGEZ. Jozeph a rai e kenver he dad beteg ar fin kement a die ober eur c’hrouadur mad. Kentis ha ma klev ez eo choumet klanv , e tilez holl aferiou ar rouantelez, evit mont d’he w elont. Ha ma na hell ket gwellaat d’he glenved , nag astenn d’ezhan ar vuez, he frealzi a rai da vihana, o kaozeal ganthan euz a Zoue, hag euz ar vuez da zont; hag o tiskouez d ’ezhan e pep tra he zoujanz hag he deneridigez. Eur rezoun ail kalz huelloc’h a zigase ivez Jozeph da di he dad. Gouzout a rea pegement a c’hrasou a zoug gant-hi ar vennoz a ro eunn tad vertuzuz d’he vugale, pa vez w ar he dremenvan. Dont a ra eta da c’houlenn ar vennoz-ze. Ha n’en deveuz ket kollet he amzer ; rak oc’hpenn eget hen, he zaou vap ivez a vezo benniget, ha lekeat soken e renk ar batriarched. « Pa ’z eo gw ir, ème Jakob d’ezhan, am euz » kollet ker buhan Rachel ho mamm, hep kaout anezhi ne» met Benjamin ha c’houi, e fell d’in lakaat ho taou vap e » renk va bugale va-urian, enn hevelep fesoun ma vezint » kevrenneien ( partajou rien ) gant Ruben , Simeon hag ar » re ail. Oc’hpenn-ze, evel ma hoc’h euz great kement a vad » d’in ha d’am holl d u d , e fell .d’in ho pe enn tu all d’ho » preudeur, al loden zouar a c’howniziz va-unan dre vrezel, » w ar ann Amorrheed. » Na welomp ket e ve bet breudeur Jozeph gwariziuz dre ’n abek d’ann avantachou kaer-ze. Amzer ar warizi a oa tremenet evit-ho, re vr z kentel ho. devoa bet. Ra zeui ann holl vreudeur ha c’hoarezed kristen da gemerout skouer w ar-nezho e kement-ze, ha da veza ker rezounapl hag h i , pa w elont ho zud oc’h ober eunn tammik preferanz bennak da unan anezho. A dra wi r, mad eo d’ann tadou ha d’ar mammou ober ar memes tra d’ho bugale holl ; koulzkoude pa vez unan.
216
LEVR AR C’HENELIEZ.
bennak enn hozouez hag a zeîlez muioc’h dre he vertusiou, pe dre zervichou talvoudek-braz great gant-han d’ann tiegez, Doue na zifenn ket lakaat eunn tammik kemm etre hen-nez hag ar re ail; ar pez a reaz Jakob hen diskouez ervad. Na petra dal d’ar breudeur ail kaout gwarizi divar benn ke ment-ze ! Doue he-unan, ha n’en deus-hen ket he breferansou? Jrg a rzi a reaz Ezaü, ha karout a reaz Jakob , a barz ma oant ganet; hag ama c’hoaz chetu Ephraïm lekeat a-raok Manasé. Bemdez e welomp hon-unan merkou a breferanz euz a berz Doue. Daou grouadur a zo ganet er memes nosvez; unan a zo pinvidik, egile a zo paour ; heman a zo spereduz, henhont a zo diot; unan anezho martezê a zo choazet evit ar baradoz hag egile a varvo enn he bec’hed. Ha w ar gementze koulz-koude petra ho deus-hi da lavarout? Netra. N ’ho deuz nemet adori, ha servicha Doue ar gwella ma helïint, pep-hini enn he stad; hag ioul Doue bezet great goude.
PENNAD XLIX.
Diouganou Jakob, hag he varo. (Euz ar bed 2276. — A raok J . - K : 172-8.)
1. Hogen Jakob a c’halvaz he vugale, hag a lavaraz J ’ezho: En em zastumit holl enn dro d’in, evit ma tiskleriinn d’e-hoc’h ann traou a die c’hoarvezout ganehoc’h enn amzeriou diveza. 2 . En em zastumit holl enn dro d’in, ha selaouit, bugale Jakob, selaouit Israël ho tad. 3. Ruben va map hena, te oa va nerz, hag oud bet ar penn abek euz va enkreziou, d’id-de oa al loden vrasa euz va danvez, d’id-de oa da zerc’hel ar stur ; 4 . Beri ec’h euz great evél ann dour, na greski ket ; abalamour ma oud pignet e gwele da dad, hag ec’h euz saotred he vriedelez.
LEVR AR C HENELIEZ.
217
5 . Simeon ha Levi, gwir vreüdeur, ann draïtourez e deuz great anezho brezelidi garo. 6 . Dre c’hras Doue, n’am eintbet perz ebed enn ho menoz, ha va enor a zo neat awalc’h euz ann emglev a rejont ann eil gant egile, pa ho deuz enn ho c’hounnar. lazet eur bern tud, hag evit terri ho venjanz, dislrujet eur gear enn he fez. 7 . Milliget ra vezo ho c’hounnar, dre ma' z eo bet re-baduz, hag ho buanegez dre ma’z eo bet didruez : ho dispartia a rinn e digwez Jakob, ha skignet e vezint e mesk bobl Israël. 8 . Judaz, da vreudeur t'az veulo, da zourn a vezo war benn da enebourien, bugale da dad a stouo d’ann douar dira-z-oud. 9 . Judaz a zo eul leon iaouank: savet oud, va map , da breiza ; evit diskuiza ec’h euz gourvezet evel ma ra eul leon, hag eul leonez, piou hen dihuno? 10. Gwalen ar roue n’a vezo ket lamet digant Ju daz, na prins ar bobl eveuz he wenn ken na zeui a n n h i n i a d l e b e z a d ig a s e t , hag hen-nez a vezo g o r t o z ann holl vroadou. 11. Staga a rei he azen bihan euz ar winien ; ouz ar winien, o va map, e stago he azenez ; gwelc’hi a rai he zaë e-barz ar gwin, hag he vantel e goad ar rezin. 1 2 . Kaeroc’h eo he zaoulagad eget ar gwin, hag he zent a zo gwennoc’h eget al Ieaz. 1 3 . Zabulon a ielo da choum war bord ar mor, hag heorach he listri a ielo betek Sidon. 14 . Issakar, azennerzuz, a c’hourvez enn lie lod-digwez. 1 5 . Gwelet en deuz e oa mad ann ehan, hag e oa he zouar euz ar re wella, hag en deveuz stouet hé skoaz d’ar zamm, hag en ém bleget da baea ar gwiriou.
218
LEVR AR C’HENELIEZ,
16. Dan ar varno he vobl, koulz hag ar breuriesiou ail enn Israël. 17. R a vezo Dan eur serpant war ann hent, hag eunn aer war ar venoden, da gregi ezeultroad ar marc’h, evit ma kouezo ar marc’hek war chouk-he-gil. 18. Aotrou D oue, emaoun o c’hortoz ho salver , 19. Gad, dindan he armou, a vrezelekai e penn he vobl, distrei a rai d’ar gear armet evel a-raok. 2 0 . Aser, druz eo he vara, ar rouaned her c’havo mad meurbed. 2 1 . - Nephlhali, karo achapet , hag helavar enn he gomzoti. 2 2 . Jozeph, bronsen glaz-dour, krouadur bepred o kreski , ha brao meurbed da welout , ar merc’hed a zo diredet war ar mogeriou. 2 3 . Hogen tud armet gant birou ho deuz he heskinet, great ann dael enn he enep ha maget gwariz» out-han. , 2,4. Meshe warek a zalc’haz mad, ha chadennou he zi vreac’h ha re he zaouarn a zo bet torret gand holl c’hal loud Doue Jakob ; hag eo deuet er meaz ac’hano, mesaer ha skoazel Israël. 2 5 . Doue da dad a vezo da zikour , hag ann holl c’halloudek az kargo a vennosiou, bennosiou ann env diouc’h ann neac’h, bennosiou doureier ann douar diouc’h ann traon, bennosiou ann divronn ha re ar c’hovou-lez; 2 6 . Bennosiou da dad a vezo lalvoudekoc’h eget ben nosiou he dud koz, ken na zeui c'hoant ann torgennou eternel. Ra gouezo ar bennosiou-ze holl war benn Jo zeph, war benn ann hini a zo nazaread e-touez he vreu deur. 2 7 . Benjamin bleiz skraper ; da vintin e tebro ar preiz, ha d’ann abardaez e ranno ann diboure’hiou.
LEVR AR C’HENELIEZ.
219
2 8 . Ar re-ze eo ar c’hefou euz a zaouzek breuriez Israël. Ho zad a lavaraz d’ezho ann traoü-ze , hag ho bennigaz holl enn eur rei da bep hini eur vennoz hag a jaoje out-han. 2 9 . Ar gourc’hemenn-ma a roaz ivez d’ezho enn eur lavarout: Emaounn o vont da gavout va bobl, besiit ac’ha noun gant va zud koz , er gavarn a ziou gampr a zo e park Ephron ann Helhead, 3 0 . Rak enep da Vambre, e douar Kanaan. Abra ham he frenaz digant Ephron ann Hethead, gant ar park eiin he bez, evit ober he vez enn-hi. 3 1 . Eno eo bet besiet, gant Sara he bried ; eno eo besiet Izaak gant Rebeka he c’hrek ; eno ema ivez Lia enn he faouez-van. 3 2 . O veza achuet da rei d’he vugale he c’hourc’hemennou, hag he genleliou , e kroazaz he dreid war he wele, hag e tremenaz, hag en em gavaz gant he vobl.
SKLERIDIGEZ. Ha gwelet hoc'h eus-hu biskoaz eunn den just w ar he dremenvan? Mad, pignit e spered da di Jakob enn E jip t, hag e kafot ann arvest-ze, ar c ’haera a oufac’h da welout w ar ann douar. W ar ar c’helou kenta euz he glenved, he zaouzek vap a zo diredet da c’ houlenn he vennoz diveza. Chetu hi renket war ho daoulin enn dro d’he w ele, hag ho z a d , patriarch ha profet war eunn dro, a ziskleri da pep hini anezho ann traou a die c’hoarvezout gant he lignez. « Ruben, eme-z-han, d'he vap hena , d’id-de oa dleet holl » brivilachou ann henanded, mes ez pez sonch euz ar pez » ec’h euz great da V a la , matez da vamm, ha pried ivez » d’in-me! Na ri ket a vrud, dre ma ec’h euz dizenoret gwele » da dad. » Hag e gw irionez, breuriez Ruben ne ket bet
220
LEVR AR C HENELIEZ.
biskoaz kré ann traou gant-hi. À r veli roeal, hag ar velegiez' dleet da lignez ar map,hena, a dremenaz da vreuriez Judaz, ha du hini Levi. Den na oar pet rumm,dud en em zant euz a zizurjou eunn tad den lik . « Simeon ha L e v i, breudeur er gwall ober, ho pet sonch » euz ar gear a Zichem distrujet gan-e-oc’h enb ho kounnar. » Laza a rejoc’h a dreuz hag a hed, ann dud divlamm gant » ar re gabluz , bikenn na rinn va grat da eunn hevelep ven» janz. Enor ho c’hoar ho poa da venji ; hogen nann gant » kement a gruelded. Eunn devez e viot dispartiet ann eil » diouc’h egile, hag unan ac’hanoc’h a vezo evel dismantret » e-touez bugale Izrael. » Sevenet eo bet diougan Jakob; pa oe rannet ann douar satftel etre ann daouzek breuriez, hini Levi n’e devoe karter ebed enn he bez. Roet a oe d’ezhi tamm tu-ma, tam m tu-hont, enn hevelep fesoun ma en em gavaz evel dismantret e mesk ar breuriesiou al l , evel ma en devoa he c’hef dismantret ar Sikimided. Gant ar muzul ma vuzulot e vezo muzulet d’e-hoc’h. Arru gant Judaz, he bevarved map, Jakob a chench doare da brezeg; eur sklerijen nevez a dremen dre he spered; gwelout a ra ar Mesi o tiskenn diouc’h âr map-ze d’ezhan , ha na hell mui pennekaat he. estlamm. « Judaz, eme-z-han , » da vreudeur az meulo, etc. A r walen roeal na vezo ket la» met digant Judaz, ken na zeui ann hini a die beza diga» set, etc. » Sevenet eo bet e Jezuz-Krist, ann holl draou kaer a lavaraz Jakob. Pa oe ganet ar Mesi gant ar W erc’hez gloriuz V a ri, merc’h iaouank euz a vreuriez Judaz, ar c’hal loud hag ar veli ne oant mui e-barz ar vreuriez-ze, pehini beteg ann amzer-ze a oa bet ato-e penn ar bobl a Izrael ; ar Juzevien a oa neuze gouarnet gant Herodez roue diaveziad, ha sujet he-unan d’ann Impalaer Kezar-Aogustuz. Jezuz-Krist leon kré ha kalounek a zo bet savet da vrezelekaat, ha da ziskar ann Aerouant koz; ha da ziframma diouc’h he grabanou eneou ann dud euz a bere e rea he breiz a-baoue derou ar bed. Jezuz-Krist, pa gomz euz he Iliz hag euz he relijion, a c’halv anezho he winien. Ann azen iaouank w ar behini eç’h azezaz, pa reaz he zonedigez triomfluz er gear a Jeruzalem , a skeudenne ar baianed, pere a oa bet bete neuze dizamm
LEVR AR C’HENELIEZ.
221
ha digàbestr. Ann azenez w ar behini e pignaz ivez, a skeu denne ar Juzevien, boazet dija da zougen ar beac’h pouner euz al lezen goz. Staget en deuz ann azen ouc’h he w inien, enn eur c’hounit ar baianed d’he relijion, staga a rai ivez annanezez, pa zeui ar Juzevieu da zistrei d’ar feiz gristeu abarz fin ar bed , ha da ober gan-e-omp ar memes bobl hag ar memes Iliz. Map D o u e, oc’h en em ober den, en devoa en em c’holoet euz hor pec’hejou-ni, evel euz a eur vantel euzuz; hag ar vantel-ze, he gwelc’het en deuz enn he c’hoad, w ar menez Kalvar. Pa’z omp bet badezet, eme Sant Paol, hon euz en em wisket euz a Jezuz-Krist evel euz a eur zae nevez ; hag ar zae-ze a welc’homp ivéz e-barz ar gwin, da lavarout e o , e goad sakr hor Zalver, dre zakramant ar binijen, hag ispisial dre zakramant ann aoter, e pehini e tigemeromp hon D o u e, dindan ar spesou a vara hag a w in.— He zaoulagad ka ero ck eget ar gw in , eo sklerijen ann aviel pehini a red dre ar bet evit he b area, evej eur gwin kre ha mad dre c’houliou ar Samariten. Hag he zent gwennoc’h eget al Ieaz , a zo homzou ann aviel pere a glcver euz a c’henou ann ebestel hak ar ve leien ail , glan ha neat a bep fa z i, kré ha stard evel dent iac’h ha gwenn-kan e genou tud iaouank-flamm. Re hir a ve lakaat ama *ann holl brederennou ho deuz great ann Tadou Santel w ar ann traou misteriuz a lavaraz Jakob d’he vugale ail; ispisial d’he vap Jozeph. Achuomp dre a r pez a lavaraz da Yenjamin : Benjam in bleiz skraper , etc. Sant Aognstin a zonj d’ezhan e selle ar brofesiez-ze ouc’h Sant Paol. Saol, em e-z-han, savet éuz a vreuriez Benjamin, a zo b e t, er penn kenta euz he vuez, eur bleiz skrâper.Taga ha dismantra a reaz denved Jezuz-Krist, keri na oe skoet w ar hent Damaz, ha chenchet enn eunn taol, dre ann touch euz ar c’hras. Deut eo neuze da veza nann hep ken eunn oan dous hag hegarai, mes c’hoaz eur mesaer tener hag evesiant da dropellou he vestr divin, ha rannet en deuz. gant-ho ar sklerijen vraz hag ar grasou dispar en devoa euz ann eUv. Pebez enor d’ar zantbraz-ze beza bet diouganet evel he vestr, tost da zeitek-kant vloaz a-raok he c’hinivelez ?
222
LEVR AR C’HENELIEZ.
PENNAD L.
Enterramant Jakob — Maro Jozeph. (E u z ar bed 2274. — Araok J. K . 1730.)
1. Jozeph o welout he dad maro, en em strinkaz war he zremm enn eur wela', hag enn eur boket d’ezhan. 2 . Hag a reaz urz d’ar vedisined a oa enn he zervicjr, da valzami he dad gant Iouzeier c’houes-vad. 5. Ober a rejont hervez ma oe gourc’hemennet d’ez ho ; ar pez a badaz daou-ugent devez ; rak ar c’hiz a oa da lakaat ann hed-amzer-ze da valzami ar c’horvou maro : hag ann holl Ejipt a zougaz kanv da Jakob e-pad dek devez ha tri-ugent. 4 . Ha pa oe tremenet amzer ar c’hanv, Jozeph a gomzaz ouz ofiserien Pharaon evel-henn : Mar em euz kavet trugarez dira-z-hoc’h, livirit da Pharaon, 5 . Penaoz va zad en deuz great d’in toui d’ezhan enn eur lavarout : Chetu me o vont da vervel : va besia a reot ebarz ar bez am euz kleuzet e vid-oun e douar Kanaan. Mont à rinn eta , besia a rinn va zad, hag e tistroinn raktal. 6. Pharaon a respontaz d’ezhan : It, ha besiit ho tad, hervez al le hoc’h euz great. 7 . Pa bignaz Jozeph da vro Kanaan, ar re gosa eveuz ofiserien palez Pharaon, hag ann dud enorusa euz ann Ejipt a ieaz gant-han ; 8 . Holl dud he di ivez, hag he vreudeur ; na choumaz e douar Jesen nemet ar vugale vihan, ann denved hag ar zaout.
LEVR AR C HENELIEZ.
223
9. Mont a reaz c’hoaz d’he heul kalz kirri ha mar— c’heien, ar pez a reaz eul lod-tud ha na oa ket bihan. 10. Arruout a rejont e leur Alad , pehini a zo enn tuail d’ar Jourdren ; hag eno e tremenjont seiz devez oc’h ober lidou ann enterramant, gant kalz a zaeiou hag a welvan. 1 1 . Tud douar Kanaan, o welout kement-ze, a lava raz : Eur c’hanv braz a zo gant ann Ejipsianed. Chetu perak eo hanvet al leac’h-ze, Kanv ann Ejipt. 12. Mipien Jakob a reaz eta ar pez en devoa ho zad gourc’hemennet d’ezho . 13. Dougen a rejont he gorf da zouar Kanaan, hag he vesia a rejont er gavarn a ziou gampr en devoa prenet Abraham gant ar park , digant Ephron ann Hethead , rek-eneb da Vambre, evit ober he vez enn-hi. 14. Jozeph o veza besiet he dad, a zistroaz d’ann Ejipt gant he vreudeur , ha gant ann oll Ejipsianed a oa eat d’he heul. 15. Goude maro ho zad , breudeur Jozeph ho devoa aoun, hag a lavare etre-z-ho : Brema Jozeph'a helfe kaout sonj enz ar gwall-gas en deuz gouzanvet, ha daskori d’eomp ann holl zrouk hon euz great d’ezhan. 16. Hag e kasjont tud da lavarout d’ezhan: Ho tad a-barz mervel en deuz gourc’hemennet d’e-omp, 1 7 . Lavarout d’e-hoc’h euz he berz : Ho pedi a rann da ankounac’haat torfed ho preudeur, ho fec’hed hag ho drougiez zu enn ho kenver. Ha ni hon-unan, ni ho ped da drugarezi ar fallagriez-ze da zervicherien Dçue ho tad. Jozeph, o klevout ar c’houzou-ze, a welaz. 18. He vreudeur a zeuaz neuze d’he gavout, ha slouet beteg ann douar d’he adori, e leverjont d’ezhan : Ho servicherien omp.
224
LEVR AR C HENELIEZ.
19. Hag hen a respontaz d’ezho : N ’ho pezit ket aoun, hag heilout a reomp-ni enebi ouc’h ioul Doue ? 2 0 . C ’houi hoc’h euz bet c’hoant da ober drouk d’in ; hogep Doue en deuz c’henchet ann drouk-ze e mad ; evit ma hueiaat evel m’her gwelit hirio, ha savetei meur a vobl. 2 1 . N ’ho pezit ket aoun me ho mago, c’houi hag ho pugale vihan. IIo c’honforli a reaz er c’hiz-ze enn eur gomz out-ho gant douster ha teneridigez. 2 2 . Choum a reaz eta enn Ejipt gant holl dud ti hé dad, hag e vevaz beteg ann oad a zek vloaz ha kant. Gwelout a reaz bugale Ephraïm beteg ann drived rumm, ha bugale Makir, map Manase, a zeuaz er bed evel war varlen Jozeph, 2 3 . Goude ann traou-ze holl, Jozeph a lavaraz d’he vreudeur : Goude va maro, Doue a zeui d’ho kwelout, hag a rai d’e-hoc’h pignat diouc’h ar vro-ma d’ann hini en deveuz iouet rei da Abraham, da Izaak ha da Jakob. 2 4 . Goude beza great d’ezho toui d’ezhan, ha gou de beza lavaret d’ezho : Doue a zeui d’ho kwelout, kasit gan-e4ioc’h va eskern dioue'h ar vro-ma, 2 5 . E varvaz, oajet a zek vloaz ha kant. He gorf a oe balzamet ha lekeat enn eunn arched ebarz ann Ejipt.
SKLERIDIGEZ. M a r. d-eo goulenn diveza pep den klanv eunn dra sakr, ha respetera holl viskoaz gant pep seurt tud hag e pep bro, petra na dte' ket beza evit bugale savet mad, gourç’hemenn diveza eunn tad pe eur vamm vertuzuz ? Goa d’àr c’hrouadur dizaiiaoudek hag a vank da zeveni goulenn diveza pe testa mant he dad! Jozeph a zo bet e kement-ze c’hoaz skouer ar
LEVR AR C’HENELIEZ.
125
vugale vad. Enoriou ar bez, ar c’hanv, ann o b it, a zo dleadou a respet, a garantez hag a anaoudegez-vad euz a berz ar vugale e kenver ho c’herent ; hogen w ar gement-ze ne vankaz netra d’ar patriarch Jakob. Balzamet ha kanveet eo bet evel eur roue euz ar v ro ; ha pa ’z eaz Jozeph d’he gas da zouar Kanaan, eunn niver braz a Ejipsianed, ar re gosa hag ar re genta zo ken euz ar rouantelez, a henliaz ar c’horf beteg eno, ken dre garantez evit Jozeph, ken dre respet evit he dad vertuzuz. Rak enori a rear ann dud honest e-pad ho buez, ha muioc’h c’hoaz goude ho maro. Ne ket dibaot gwelout breudeur à zo, o tont, goude maro a re goz, d'en em h e g a , d’en em chikan, hà da lakaat da doulla, e gweïed ho c’haloun, eur gor-drougiez pehini ho devoa kuzet bete neuze dre zoujanz evit ho zud. Ne ket er c’hiz-ze a reaz Jozeph. Pardounet en devoa he vreudeur, nann hep ken abalamour d’he d’a d , mes? dreist pep tra abalamour d’he Zoue. Rak-ze è-leac’h ho c’hastiza hag en em venji evel m’ho devoa aoun na raje, e teu d’ho c’honforti, d’ho iskuzi memes, enn eur lakaat w ar gount Doue ann drouk hag ar mad a oa c’hoarvezet gant-han. Kenderc’hel a reaz d’ho skoazia ha d’ho maga; ha na c’houlennaz digant-ho ken anaoudegez, nemet ar. c’hras ma kasjent, eunn devez, he relegou da baouezi e kichen korvou he dud koz. A r pez a reaz ar bobl a Israël, pa zeuaz kuit euz ann Ejipt evit distrei d’ann douar diouganet d’ezhan gant Doue. R et eo ma ve e gweled besiou hon tud koz eunn dra misteriuz bennak hag hon tenn w ar-zu énn-ho, ev.el ma tenn ar mean-touch eunn nadoz houarn. R a k ne ket ar batriarched hep ken eo ho deveuz goulennet beza besiet e kichen ho zadou ; ar baianed hag ann dud hep feiz na reiz a gustum ivez huanadi kanvouuz, pa renkont mervel pell diouc’h ho bro. Eur brezellour kalounek a varv w ar al leur-gann, pell diouc’h he vro, hag eur barz à lavar anezhan: E t dulces moriens reminiscitur A rgosi H ag o vervel e teu koun d 'ez~ han euz he Argoz muia-'karet. — Siouaz d ’in, e me ar fall A ntiokuz, chetu m e o vervel leun a dristidigez enn eur vro ha ne ket v a h in i e o ! Ecce pereo tristitiâ m a g n a , in terra alié n é. (M ak. vi. i3 .) A r c’hoant-ze en deuz pep den da vervel enn he v r o , ha
226
LEVR AR CRENELIEZ.
da veza enterret e kichen he gerent, ar c’hoant en deuz e ve great eur stad bennag euz he gorf pgour goude he varo, ha na vefe-hen ket eunn desteni aziabarz a c’hanomp hag a lavar ez euz eur vuez all ! Ha na ve ket ann dra-ze eur merk e kredomp dre natur ne vary ket ann ene; hag e tle ar c ’horvou dont adarre e buez ? Eo, me gav d’in ; hag euruz eo ann hini a hell beza besiet enn he barrès, e kreiz-etre he dad hag he vamm.
DIV E Z .
Kem perle, moulet e ti GUFFANTI-BRETON .