Kevrin Barzed Breizh... / BERTOU E. ; ERNOD E. (kinniget gant). - 1912. - 36 p. [Doare gwenn ha du]

Page 1

Prix

: 0 fr .

50

/i\ K A L E D V O U L C 'H ( E r w an B ERT HOU) A C'Horsedd Breiz

Kevrin BAR ZED BREIZ pe R eizadur ar W erzo n iez v rezo n ek

PARIS Libr airie Hon o r é CHAMPION, Editeur 5, Quai Malaquais 1 9 1 2



/I\ K A L E D V O U L C ’H (E rw an

BERTHOU)

A C'Horsedd Breiz

Kevrin BARZED BREIZ p e R eizadur ar W erzo n iez v rezo n ek

PARIS Librairie Ho n o r é CHAMPION, Editeur 5, Quai Malaquais 1 9 1 2


,

Poatie an 12vet a viz me 1912.

Kenvreur ha kenvrôad kêr

,

Levenez vra s am eus bet o welet ho levrig w ar ar werzenn e brezoneg an amzer vreman. C’hoantât a ran e ve prederiet ha heuilhet ho kenteliou fu r gant kalz a lennerien, evit mad an holl ha brud hon yez kaer karet.

,

D'eoc’h a w ir galon Emile ERNAULT.


KEVRIN BARZED BREIZ I

Petra eo eur Barz hag ar varzoniez 1. An hano a Varz. — 1. N’eo ket awalc’h sevel gwerziou ha rimadellou evit beza eur barz. Red eo kaout eun emskiant keltiek ha beza bleniet gant spered ar ouenn. Kementma a zo bet diskleriet berr-ha-berr g a n t Yann ar Fustek (Lemenik) : E u r Barz,emeanf a zo eur C'helt emskiantek ha galvet. 2. Gallout a rer eta beza eur barz hep ober gwerziou. Gallout a rer ive ober g w e r­ ziou hep beza eur barz. 3. Gwechall goz, etouez ar C’helted,pa oa birvidik ar spered keltiek, an darnvuia eus ar re a zave gwerziou a oa gw ir varzed. 4. Aboue, pa ’z eo bet aet da goll ar spered barzek, ha zoken ar spered keltiek, ez eus dalc’het da rei an hano a varz da veur a rimadeller ha ne oa ket dellezek da zougen bec’h an hano kaer-ma. 2. A n A w e n . — 5. An Awen (inspiration) eo loden an holl mennoziou kaer a zo bet


— 4 -

roet da bep krouadur o tont er bed hag a zo bet kresket gantan e pad e vuez. 6. Pep den en deus eun awen dishenvel diouz aw en an dud all. 3. A r V a r z o n ie z . — 7. Ar varzoniez (poé­ sie) ez eo an ijin-kaer e c’hall an den, drezan, rei da anaout d’an dud all e awen uhel gant sikour geriou ar yez, da laret eo rei d ’an dud all doare eus ar mennoziou kaer a zo kuzet en e spered, 4 . A r B a r z o n e g e r . — 8. Ar barzoneger (poète) ez eo an hini a zo gouest da zevel barzonegou, petra bennak na ouezfe ket lakaat aneze dre skrid. 9. Eun den diouiziek a hall beza eur gw ir varzoneger. Gwelet a re r bemdeiz m e sa e rie n , m icherourien, kouerien dizesk, o sevel barzonegou awe­ net kaer. Met mar deu gante da vad eur w erzen bennak, pe eun nebeut gwerzennou zoken, ral ez eo gwelet o barzonegou divlam penn-da-benn, dre ma vank d ’eze ar ouiziegez. 5 . A r W e r z o n ie z . — 10. Ar werzoniez (versification) ez eo an ijin-kaer a ro d ’ar mennoziou barzek eur gempennadurez, eun


hesoniez (harmonie) dishenvel dious hini ar c ’homz-plen hag a zo reizet gant lezennou diouti hec’h-unan. 6. A r G w e r z o n ie r . — 11. Ar gwerzonier (versificateur) ez eo an hini a zo disket d ’ober gwerzennou reizet gant lezennou ar werzoniez. 12. Ar varzoniez hag ar werzoniez a zo eta dishenvel. 13. Eun den gouiziek a hall ober gwerzennou reiz, herve lezennou ar werzoniez, hep beza dellezek da zougen an hano a varzoneger ma n ’ez eus ket ennan aw en eur barzoneger. 14. An hini n ’eo ket ganet barzoneger ne vezo biken barzoneger, kaer en devo poania w ar ar vicher. 7. A r V a r z o n ie z F o b lek . — 15. Ar varzo­ niez ne vez ket reizet gant lezennou ar w e r­ zoniez a vez hanvet ar varzoniez poblek. Houma ne gav he lec’h nemet el Lizeradur boblek. 8. A r V a r z o n ie z U h e l. — 16. Pa vez reizet ar varzoniez gant lezennou ar werzoniez, ar varzoniez a gemer he lec’h ebars al Lizeradur uhel. 17. Ar skrivagner a zo awenet kaer hag


a zo gouiziek w ar lezennou ar werzoniez, a zo gouest da labourat w ar ar werzoniez ha d’ober barzonegou m eur (poèmes). 9. A r B a r z . — 18. E ur C’helt hag en deus, w a r eun dro, emskiant eur barz, awen eu r barzoneger ha gouiziegez eur gwerzonier a zo gouest da c’honid brud kaer ar varzed koz. Da hennez e c’heller rei an hano a varz. Rak hennez a gav en dounder e awen, en elvennou e galon hag en ijin e spered ar geriou a zo gouest d ’ober d ’an dud all santout pez a zant hen e-unan. Barrek eo da lakaat ar m o r d a drouzal, an a v el d a c’houeza, an douar da grena, an evned da gana, an dour da redek. 19. Ar Vreiziz — evit lavarout gwir, a r C’helted holl — a zo, ar peurvuia, ganet gant eun awen barzonek. Pez a ra dienez da veur a hini ez eo ar ouiziegez hag ar studi, evit beza, w ar eun dro, barzonegerien ha gwerzonerien a dalvoudegez.

II Savidigez ar w erzen 1. A r W e r z e n . — 20. Ar werzen a zo eun


aroudennad geriou stag an eil ouz egile gant eur seurt kan-koroll (cadence) reizet herve eun nebeut lezennou a vezo komzet anezo ama pelloc’h. 21. Ar werzen a zo eta eur seurt kan. 22. Evel ar zonadur, ar werzoniez a dle beza savet evit beza selaouet ha nan evit beza sellet. 23. Eur werzen graet mad a dle ober pli— jad u r da skiant ar c’hleved. 24. A1 liver a dle labourat evit ar gweled, ar sonader hag ar barz a dle labourat evit a r c’hleved. 2. A n T aol-M ou ez. — 25. En pep gêr, sellet ennan e-unan, distag diouz geriou all ar frazen, ez eus eun taol-mouez (accent). 26. Met pa seller ouz ar gêr ebarz ar gomz, da laret eo hag hen stag ouz ar geriou all, an taol a hell chench a lec’h. 3. A n T a o l K om z-P len . — 27. Ebarz ar c ’homz-plen e kaver taoliou hanvet taoliou komz-plen (accent oratoire). 4 . A n T a o l K a n -K o r o ll. — 28. Ebarz ar werzen e kaver taoliou hanvet taoliou kan-koroll, pe taoliou barzonek (accent


— 8 —

poétique) hag a zo dishenvel diouz re a r c’homz-plen. 29. Ebarz ar frazen-ma : Nag a blijadur am eus o tibri bara !

e kaver taoliou w ar a r giriou plijadur, tibri, ha bara, met n ’ez eus ket etreze eur c’hankoroll ha kaer he deus ar frazen-se kaout daouzek sillaben, evel an hini a zeuio ama w arlerc’h, n ’ez eo ket eur werzen. Komzplen ez eo, netra ouspenn. 30. Setu ama ar frazen-all a zo enni ive 12 sillaben : la, demp holl d’an iliz ’vit azeuli Doue.

Hogen houma a zo eur frazen gwerzennet. Ar skouarn a ra raktal dishenvelidigez etrezi hag eben. 31. Setu ama eur frazen all a zo enni ive 12 sillaben : Arzur, roue kadarn, te n’out ket c’hoaz maro.

Er c ’homz-plen setu ama pelec’h ema an taoliou : A r z u r , roue k adarn , te n’out ket c’hoaz m a r o .

Hogen an taoliou a chench a lec’h pa lava­ re r ar frazen-se evel gwerzen : A rzur, roue k a d a rn , te n’out ket c ’h o a z m a ro .


— 9 —

5. A n A r s a v . — 32. Pep sillaben a dle beza

sellet evel eur gammed (pied en galleg). Ebarz ar werzen a zo aze uhelloc’h ez eus eta 12 kammed. Hag evel ma weler, darn a zo hir, darn a zo berr. W a r ar c’hammejou z u r , d a r n , c ’h o a z , m a , e choumer pelloc’h eget w ar ar re all. 33. Ar sillaben hir a vez hanvet arsav. 34. Seul vui e vez arsaviou hir ebarz ar werzen, seul vui a arsaviou a vez enni, ha seul astennetoc’h en em gav ar werzen-ma en lavar. 35. Setu ama diou werzen ; an hini genta a vez lavaret eun hanter buhanoc’h eget an eil dre ma ’z eus nebeutoc’h a arsaviou enni ha dre ma ’z eo berroc’h an arsaviou : Enebourien A rzu r, kerzet h o l l d’ar m a r o . A rzur, Roue k a d a r n , Arzu r , n ’o u t ket m a r o .

6. A r R a n n . — 36. Ar rann (césure) ez eo

an troc’h graet ebarz ar werzen goude eun nebeut sillabennou evit merka ar c’hankoroll. 37. Ebarz ar werzen-ma, a zo enni 12 kammed, ema ar rann goude ar c’houec’hved kammed : 6 + 6 An noz ive, siouaz | a zo war ma c’halon. J a ffr en n o u (Taldir.)


— lo ­

38. Setu ama diou w erzen a 10 kammed ; ebarz an hini genta ema ar rann goude ar bevared kammed, hag ebarz an eil ar rann a zo goude ar c’houec’hved : 4 + 6 ’Mesk an deliou, | al laboused laouen. 6 + 4 A vouskane flour-flour | o c’hanaouen. L e c ' hVIEN.

39. Ebarz ar werzen all-ma, 10 kammed enni ive, ar rann a zo goude ar bemped kammed. 5 + 5 O ti binniget, | ti ma c’herenl koz ! T a l d ir .

40. Gallout reomp laret ez eus evit ar gwerzennou a 10 kammed tri lec’h da lakaat ar rann : goude ar bevared kammed, goude ar bemped ha goude ar c’houec’hved. 41. Ebarz ar w erzen a 12 kammed hag ebarz ar re a 13, 14, 15 c’heller kaout diou rann. 42. Rei a refomp ama eun nebeut skoueriou eus ar w erzen a 12 kammed a zo graet kals a impli anezi. Merket ez eo ar rannou hir hag ar rannou berr. 6 + 6 War galon | ma mamm Breiz I me a fell d’in | mervel. 8 + 4 War galon ma mamm Breiz-Izel | me a varvo. 4 + 4 + 4 O Breiz-Izel I , war da galon I fell d’in mervel.


11

3 + 5 + 4 Evidoud, I Breiz-Izel | ma mamm | ,me a varvo. 2 + 6 + 4 0 Breiz ! I me a fell d’in mervel I war da galon. 3 + 3 + 6 Breiz-Izel, I evidoud I me a garche mervel. 6 + 6 Fellout | ’ra d’in | mervel I evit | ma mamm | garet. 6 + 3 + 3 Fellout | 'ra d’in | mervel | evit Breiz | ma mamm­ v ro .

43. Diwar gement-se e weler ez eo possubl kaeraat ar werzen, unvani ar geriou hag ar c’han-koroll gant ar mennoz en eur dilec’hia ar rannou. 7. A r C’h e n g a n e r e z . — 44. Ar c’henganerez ez eo donedigez an hevelep son w arlerc’h eun nebeut kammejou. 45. Ar c’henganerez a zo, kouls laret, hualou a vez lakaet d ’a r gwerzennou evit staga aneze en eil ouz eben. 46. An hualou-se, a vez hanvet « rimes » e galleg, ni a roio d’eze an hano a glotennou. 47. Daou seurt kenganerez a hall beza e r gwerzennou : ar c’henganerez lost, a zeu e divez ar werzen, skouer : Trec’hi warnan den n’hen gallo, Na Saoz, na Roman, na Gallo. E. B.

hag ar c’henganerez kreiz — pe a ziabarz — a zeu e diabarz ar werzen ; skouer :


— 12 — 4 + 7 , pe 4 + 3 + 4 Lemenik veur, bez ganimp ’barz an

[eurvad, 4 + 7 , pe 4 + 3 + 4 ’Barz ar glac’h a r , ’barz ar peuc’h [hag an a r g a d .

Komz a refomp pelloc’h eus ar c’henganerez kreiz bet ar c’hiz anezan etouez ar Vretoned koz, hag ar c ’hiz anezan c’hoaz e BroGeumri. 48. Ar c’henganerez-lost a deu d ’e gouls da lakaat ar gw erzennou da gengana an eil gant eben, diou ha diou, pe taer ha taer, pe unan gant an hini a zo w arlerc’h an hini dosta. 8. A r C’hlotennou. — 49. Ar c’hlotennou a ziavaez a zo eta pe klotennou plen, pe klo­ tennou kroajet. 50. Klotennou plen : Amzer goz, o amzer zantel ! Neuze weled, e Breiz-Izel, E pep koad, kana an ev n ed , E pep kaer, kana ar V arzed. B r iz e u k .

Pep mamm a lavar memez t r a : Bezet unanet ha n e t r a Na zeui abenn d’o tis m a n tr a . E. B.


— 13 —

51. Klotennou kroajet : Maez ar c’houin, o kleze dir Hon tadou ar V re to n e d ! Tan ha gwad ! brezel ha t i r ! War ar bed ac’h eus r e n e t . T a l d ir .

Hon bro a zispak he douster Etre ar mor hag ar mene ; An aer zo leun deus hec’h eue Trec’h d’ar gozni ha d’an am zer. E. B.

9. Pinvidigez h a P a o u ra n te z a r C’hloten n erez. — 52. Ar c’hlotennerez a dle beza pinvidikaet kement ha ma heller. 53. Ar c’hlotennerez a vez paour pa vez ebarz ar c ’hlotennou eur vogalen hepken o kengana eus eur werzen d’eben : Stourmi outan den na raio , Na Saoz na Roman na Gallo

54. Ar c’hlotennerez a vez pinvidik pa vez harpet ar vogalen gant eur gensonen : Den lia daol lagad war he z r o Pa n’inlent den yez koz he b r o . Qu e l l ie n .

55. Ar c’hlotennerez a vez pinvidik kaer pa vez daou son o kengana :


— 14 — Da veuleudi, Iann a o u r - m e le n A renk diston war va z e l e n . T. Ar Ga r r e k .

56. Beza e vez pinvidik-mor pa vez daou son, harpet gant an hevelep kensonen o kengana: Stourmi oulan den n’hen gallo, Na Saoz, na Roman, na Gallo.

pe c’hoaz : Da gaerder atao a gan in , Tra vo mouez ha buez gan in . T. Ar G a r r e k .

57. Er werzoniez c’hallek ez eo difennet lakaat da gengana daou verb, daou hano gwan (adjectifs) daou hano (substantifs) dre m ’ez eo re aezet ober kement-se. Met mad ez eo lakaat da gengana eur verb gant eun hano, pe eun hano gant eun hano-gwan. 58. Mad e vefe heuilh al lezen-se er werzo­ niez vrezonek rak ar barz, pa renk klask klotennou dibabet mad, d alaro u t eo kloten­ nou pinvidik kaer pe pinvidik-mor, a wel neuze e vennoziou o ledanaat ha mennoziou nevez, zoken, o tiwan en e spered. 59. Er barzonegou gallek ar brudeta hag


— 15 —

a r gwella,e weler dalo’hmad a r c’h a e r a m en­ noziou o tont gant ar pinvidika rimerien. 60. An darnvuia eus ar werzonerien vreizad a herie na zellont ket tost awalc’h ouz a r c’hlotennerez. Trawalc’h ez eo gante lakaat da gengana : bro gant hano ; a rv o r gant fulor ; a m z e r gant k ê r ; k e m e re t gant k a r e t (daou verb) ; fo gant kolo : tenval gant chiminal ; m a d gant breizad ; an de gant beure ; telen gant b ik en ; etc. 61. Na dleer ket lakaat da gengana daou c ’her hag o deus an hevelep gwrizien : h i r gant m e n h ir ; m a d gant c’houez-vad, hag all. 62. Hogen mad eo lakaat da gengana : t r e m e n e gant m e n e ; r u n gant k u r u n , a r g a d gant daoulagad, t e l e n gant m e le n , hag all. 10. A r C’henzonerez. — 63. Ar c’henzonerez (allitération) eo donedigez an hevelep lizerennou pe sillabennou e diabarz ar w erzen : Ar Vreiziz, a viskoaz da viken, A zo dig ab estr ha divlam . E. B.


— 16 — V el eur v agad vraz a v aro ’valeont v a r an A rvor. T a l d ir .

Daoulagad lem livriz vel lano eul lenn lor.

64. N ’ eo k etp o ssu b l rei lezennou w ar pez a zell lec’h ar rannou, an arsaviou hir pe verr, na w a r ar c’houlz hag al lec’h da implia ar c’henzonerez. Ar gwella barner ez eo a r barz hen e-unan. D’ezan da c’houzout (hag e ra ze kouls laret hep gouzout d ’ezan) penaoz oberi evit displega e vennoz k a e r pe e vennoz fentus evit ar gwella. 65. Kement-ma n’ez eo ket micher a r gw erzonier hepken, beza ez eo, dreist-holl, hini ar barzoneger awenet. 66. Er werzen vrezonek ez eus sillabennou hir ha sillabennou berr, evel m ’hon deus gwelet ; hogen n ’ez eus ket a sillabennou mud evel en galleg. 67. Pa zeu diou vogalen d ’en em heuilh e tleer niveri daou son : p lu e n = p lu + e n ; kolo e n = k o lo + e n ; darc’h a i = darc’ha+ i. 68. — Daou son a zo c’hoaz p a ’n em gav eur son daou-unanet e kichen eur vogalen : Kanaouen = kana + ouen ; dic’haoui = dic’haou+ i ; g la o u a = g la o u + a .


69. Meur a son daou-unanet a zo er brezonek, da laret eo daou son teuzet a gevred da ober eur sillaben : aou, ua, ae, uo, eui, oua, etc. 11.

G w a s k e d ig e z h a S tr iz id ig e z . (Eli­

sion et contraction). — 70. Ebarz ar gomz e tistager meur a vogalen ha meur a silla­ ben ; gwaska ’rer ive meur a c’her, pe staga geriou etreze, bete ma choum skier awalc’h ar frazen. 71. Er skritur plen hag. er werzoniez ne dleer krenna na gwaska nemet an nebeuta ma heller. 72. Setu ama eun nebeut skoueriou ’lec’h ma weler krenna pe e penn, pe e lost ar gêr, pe lemmel ar geriouigou a hag e a-zirak a r verbou, pe c’hoaz krenna eur gêr pe eu r sillaben a bez. ’Vel eur person ez eo disket (e lemmet) Ho dihun ’ta, koantiz Arvor. (e) Setu ’n em werzet Tina goant. (e) ’Vel m’eo an heol beniget skier ! (e) (a) Ebarz an tour ’vrall ar c’hleier. (e) Paotred Breiz ’zo kaled o fenn, (a) Pelec’h ’oud o vond ’vel eun dall ? (ez) (e)


— 18 — Keit ’vo kerreg war aod ar raor (ma) ’Kano ’r barz koz war dreuz e zor (e) (a) N’ eus ket eun all war an douar (ez) Talvoudek da skoulm’ he botou (a) La(va)ret ho pater ’raok mervel (a) Bugale Breiz ’gar o bro (a)

12.

A l L e c ’h d ile c ’h ia . — 73. E ur yez lec’h-

dilec’hia eo ar brezoneg, evel al latin hag ar gregach, hag el lec’hdilec’hia ze eman ar pep brava anezi. Gallout a ra eta ar barz ober gant an dro ze, gant na ray ket a dreuz. Lar d’in, anaout a rez ar vro Lec’h, war ar garreg, sao dero.

Hep al lec’hdilec’hia ’vez laret : Lec'h sao dero war ar garreg.

74. Ar werzonerien ne dleont ober impli nem et an nebeuta ar gwella eus ar waskedigez hag ar strizidigez. Dleout reont ive beza w ar o evez oc’h implia al lec’hdilec’hia. D’eze da ziwall na vefe kavet losk o labour. M e s k e r e z a r Y ezou. — 75. — Ar gwerzo­ nier a sav eul labour en unan bennag a yezou Breiz, Kerne, Leon, Treger, Gwened, a zo aotreet da veska en e yez eur gêr ben ­ nag eus ar yezou all. Evelse arrufer, tamm


— 19 —

ha tamm, da unani yezou Breiz, da vihana yezou Treger, Leon ha Kerne. III

Niver ar C’hammajou 76. Kaout e rer er werzoniez vrezonek gwerzennou a bep ment, da lavarout eo, a bep seurt niver kammajou. 77. Gwerzennou a eur gammed pe diou ne vezint kavet nemet mesket gant gwerzen­ nou hirroc’h. 78. Gwerzennou a daer gammed a vefe re verr d’en em heuilh dalc’hmad, nemet eur c ’hoari a vefe, met gallout a reont mont a gevred gant gwerzennou hirroc’h : 4 4 3 3

Goude genel Eo red mervel Bez ten vel ’Lerc’h kavel. C u il l a n d r e (Glanmor).

79. Gwerzennou a beder gammed : 4 O Breiz-Izel, 4 Douar zantel, 4 O kaera bro ! 4 Vit da sevel


— 20 — 4 4

Fell d’in mervel Ive d’am zro. V a l l é e (Abherve).

Gant ar c’houec’h gw erzen-m a a heller ober diou w erzen a 12 kammed, rannet mad ha klotennet mad ive : 12 12

0 Breiz-Izel, douar zantel, o kaera bro ! ’Vit da sevel, fell d’in mervel ive d’am zro.

80. Gwerzennou a bemp kammed a vez kavet nebeut, nemet mesket e vefent g a n t gw erzennou all. 5 6 5 5 6 5

0 mor ! o mor braz Î Tro va bro, gouriz c’hlaz ; Rouanez dispar, Kompez o voudal, Eonennuz o trouzal, 0 mor me da gar. C u il l a n d r e .

81. A r gwerzennou a c’houec’h kam m edt gant ma vez berr ar strollad, a hall beza impliet d ’en em heuilh. 6 6 6 6

Ar bed-all, a larer, A vo d’an dud dister, D’ar re baour a spered : Nag a dud vo salvet ! Prosper Pr o u x .


— 21 —

82. Gwerzennou a seiz kammed : 7 Me zo eur bugelik paour 4 + 3 0 hirvoudi gant enkrez ; 4+ 4 Kollet am eus gwasoc’h ’vit aour, 4 + 3 Kollet am eus ma heiez. T a l d ir .

83. A r etouez ar e c’heller mat hep skuiza ar

gwerzennou a eiz kammed a z o re ar muia impliet. Gant ar re-ma ober gwerziou ha soniou deud meska aneze gant re-all hag h e p o’hlevour.

4+4 5+ 3 8 3+5

Al louarn koz brema zo pell, A gollas e lost er brezell. Setu Alanig ar bourdou Da brezeg eneb al lostou. Prosper P r o u x ..

4+4 4+4 4+ 4 5+3

Arruout rei ive da dro, ’Vel arruas hini Kaer-Is ; Tostaat a ra Ael-ar-Maro, Kaer an techou fall, o Par-Is ! E. B.

4+4 4+4 5+3 4+4

Daoust vo d’ar boan, daoust d’ar maro,. Daoust d’ar gevier, daoust d’ar c’hanvo, Trec’h da drouz ar bed miliget, louc’haden Breiz ’zavo bepred. Iann A r F u s t e k ..


— 22 -

84. Gwerzennou a nao gammed : 5+4 4+5

Pa oa potr Lez-Breiz e ti e vamm, En devoa bet eur pedez estlamm. Barzaz -B r e iz .

85. A r Gwerzennou a dek kammed a zo, -evel ar re a eiz kammed, etouez ar re ar muia impliet an deiz a herie. 4+6 4+0 4+6 4+6 5+5 5+5 5+5 5+5

Dreist ar mor braz, du-ze, er gwagennou, Me gleo hirio son klemmus ar glazou... Petra, Euziz, petra ra d’eoc’h gvvela ? Perag ken trist ar c’halonou brema ? Klaoda A r P r a t . O douzder ma zi, bihanik lia kloz Kuzet mad e-kreiz meneziou Kerne ! Us d’id e hirvoud, en deiz hag en noz, Eun ezen glouar a zoug mil ene. T a l d ir .

4 + 4 + 2 Keltia goz a gan e zon em c’hreiz ; 2 + 6 + 2 O joa ! n’ez eus ’med eur galon, eur leiz, 3 + 5 + 2 En Kymru, Skos hag lverzon ha Breiz. E. B.

86. Ar Gwerzennou a eunnek kammed n ’int ket nem eur impliet nemet mesket gant re-all. 87. Ar Gwerzennou a daouzek kammed a zo a r muia impliet herie gant ar re a eiz hag a


— 23 —

dek kammed. Evel ar re-ma o deus e u rc’han-koroll hag a zo deread. 88. Dre ma heller ranna ar werzen a 12 kammed e m eur a stum, evel ez eus bet gwelet uhelloc’h,. niv. 44, ar gwerzonier gouiziek a zo gouest da gaout meur a dro, well pe welloc’h, da zisplega e vennoz pa ra impli eus ar werzen a daouzek kammed. 6+6 6+6 6+6 6+6

Mouezik flour an avel | a voud ’mesk an deliou, Richan al laboused | a strink ’touez ar brankou ; Ar mor seblant kanan | ’n eur lipat ar bili, Ar c’hloc’h a zon en tour | ... Oh ! na pebez dudi! L e c ’ h v ie n .

89. Na pebez dudi ive selaou ar gw erzen­ nou kaer se ! Setu aze peder gwerzen hag o deus eur c’han eus ar c’haera. Perag ? Abalamour m’a ’z int rannet gant eur barzone­ ger awenet, en eur stum dispar, evit rei doare e vennoz. Rak n ’ez eo ket awalc’h d ’eze beza rannet 6+6, rannet int, kentoc’h, evel-hen : 8+ 4 8+ 4 6+6 6+6

Mouezik flour an avel | a voud | ’mesk an deliou,. Richan al laboused | a strink I ’touez ar brankou ; Ar mor seblant kanan I ’n eur lipat ar bili, A r c’hloc’h | a zon | en tour I... Oh ! na pebez dudi !

Etu-hont d ’ar rannou vraz, taolet evez


24

ouz ar rannou vihan, ha sellet pegen dis­ henvel eo kan koroll an taer gwerzen diveza : eur burzud evit ar c’hleved ! 90. A r Werzen a daouzek kammed en em vesk brao gant an hini a eiz kammed : '4+ 8 4+4 6+6

En Lez Arzur, | dirak marc’heien | didrec’hus, Gwisket en dir | ha lugernus, E kanis Breiz | , ma bro | , gant eur vouez kalonus. E. B.

91. A r Werzen a drizek kammed a zo bet m eu rb et impliet gwechall. Etet eo ive impliet g an t ar varzed poblek e kerz an naontekved kantved. 7+6 7+6

Deut-hu ganin, koantennig, | deut-hu ganin d’am zi, Ne ’po man d’ober bemdeiz, I beimdeiz ’m e t kom[mandi. Yann ar G w e n n .

92. Ar werzen-ma a zo mad da implia evit displega an darvoudou kaer. Hogen n ’eo ket ken gwenv hag an hini a daouzek kammed. 7+6 ? 3+6 3+6

Pa beurnijas e ene ’meaz e gorf d’an infern, Ar c’houec’h Chouan a oa pell eus a Vilin-Hilvern ; Pell eus a Vilin-Hilvern, war zu Koat ar Roue, Evit konta d’o breudeur e oa venjet o re. T a l d ir .

93. Gwechall e read c’hoaz impli eus


— 25 —

gwerzennou a 15, 16, 17, 18 hag 20 kammed. Ar c’hiz aneze a zo peurgollet ha ne weler ket e vez ezom ebet da neveât ar c’hiz-se. IV

Strolladennou 94. Eur barzoneg a hall beza graet en eur pennad hepken pe gant eun nebeut penna­ dou a hevelep hirder, hanvet strolladennou. Kavet e vezo ama w arlerc’h skoueriou a bep seurt strolladennou. 95. Koubladen. Diou werzen pep strolladen a zo klotennet etreze : Ouz taol ’oa c’hoaz tud an eured, Broudig an dall, pa ’z eo klevet, Gant e gi, ar baleer-bro, 0 pateri ouz an treuzo. — Dall ha daonet ! an aluzon Az po mar kanez d’imp eur zon. — E skul ’n e zorn gant pep-hini, Krog an diskan war leur an ti. Q u e l l ie n .

96 Triaden. Taer gwerzen pep slrolladen a zo klotennet etreze :


— 26 — Piou lavar ’vezo ar galleg A drec’ho war ar brezoneg, War an derv kalet an haleg ? Beo mad eo Spered hon zadou, Ha keit hag ar bed e padou, Rak mui hen karomp ’vit madou. L uzel.

W ar an telennou koz ’m eus troc’het ar c’herden, Kerden dir zo war bep telen : An dir gwenv ha krenus ne dorro birviken. Er yez komzet gant ho kouenn-dud, O c’houi pere a zav herie deus an argud, Kanet evit sevel ho prud. Kalon ! war zao ! Breiziz ! trewalc’h skuilha daero !.. Pa zeuio an amzer c’haro, O Telen Dir, lugern etouez dir an Armo ! E. R.

97. Pevaraden. Ar c’hlotennou a hall beza plen, pe kroajet : Petra ’zo neve e Kaer 1s, Ma ’z eo ken foil ar yaouankis ! Ma klevan-me ar biniou, Ar vombard hag an telennou ! Olier So u v e s t r .

Eun amzer a zo bet ha na vije klevet Hon touez nemet iez Rreiz : war ar maez ’vel en kaer;


— 27 — Holl komzemp ar iez koz gant hon zadou komzet En Gwened, en Kerne, Leon ha Landreger. L u zel.

pe c’hoaz : Ac’hane weler ar mor glaz Oc’h eoni war ar c’herrek, Ar parkeier, gwer ha gwezek, Bete kein Brê, ar mene kraz. E. B.

98. Pempaden. Ama ’c’heller adarre klo tenni plen pe en kroaz : Ar bed a zo eur skeuden dremenus Hag eun draounien a enkreziou. Mousc’hoarz ar joa, daerou ’n Ankou klemmus, Liez a zo arweziou touellus : N’eus netra wir ’med an Nenvou ! T a l d ir .

Dirak spered hon Gourdadou, A heuilh anomp dre-holl a-dreuz ar c’hantvejou, Uz d’eur menhir, gwir arouez an Hirbad, An holl Varzed, en eur bodad, O deus savet o dorn, prest da skuilha o gwad. E. B.

99. C'houec’haden. Ama ar c’hlotennou a 'hall beza ive staget plen pe kroajet a dost pe a bell :


28

Eur sonj eo kement se breman ; Na ton na zon, mui na glevan, An ti koz paour a zo deut mud ; Betek ar skrilh a zo tavet, Maro gant riou ’ 11 korn an oaled. Ha me ne glevan ken kammed Nemet mouez kri an avel-iud. Erw an A r Mo a l .

100. Strolladennou all : Seizaden, eizadenr naoaden, degaden : Er strolladennou-ma ive, ar c’henganerez a hell beza lec’hiet en pep seurt giz : Eizaden : Koz eo va gouenn evel ar bed Uhel he fenn ’barz an Anken ! Gortoz a ra hep aoun ebed. Ar boan a zo he flaneden ! Aboue ma ’z eo mibien Gomer Pellaet an eil dioc’h egile, Daou vrank eur wezen e weler O skuilha disheol war Mein Be. A balo r.

V

Barzonegou a stum digem m us 101. E r werzoniez vrezonek ne gaver ket


— 29 —

barzonegou a stum digemmus evel er w e r­ zoniez c’hallek. 102. Koulskoude e w eler brema barzed o sevel barzonegou w ar skouer an doare gallek a vez graet « Son­ net » dioutan. 103. Er barzoneg ma ez eus pevarzek gwerzen : daou strollad a beder gwerzen ha daou a daer gwerzen. 104. Ar c’hlotennerez a dle beza plen pe groazet nemet eo red kaout hevelep kloten­ nou ebarz an diou bevaraden eus an eil d’eben, ha kaout ive hevelep klotennou ebarz an diou driaden eus an eil d’eben. 105. Tristidigez. Abardaeziou ken kaer a wechall, d’ar zuliou, Pa ’z earap, en eur huvreal, a-dreuz ar prajou glaz, Er gwenodennou sioul, hag e-kreiz ar c’hoajou, En eur sonjal ennoc’h, va glac’har a zo braz.

ab a b

Dre druez, en em guzit dira-z-oun, bokejou, Rag ar gwel ac’hanoc’h hepken, brema. va glaz ; Lugernit ’vit an nep ne skuilh ket a zaelou, Ya lezit da ouela va mignounez, siouaz !

a b a b

Heol skedus, en em guz a-zindan eur goabrenn, Grilhed ha laboused, lezit ho kanaouenn, P’em gweloc’h o tremen, va c’haloun rannet holl.

c c d


— 30 — E leac’h eun amzer gaer, e leac’h al levenez, D’am spered, d’am c’haloun, leun a dristidigez, E plij eun amzer du gant eun avel diroll.

e

e d

Per P rono st .

106. Skouer urz ar gwella klotennerez evit ar « sonnet » galleg : Kenta strollad : A B B A eil strollad : A B B A teirved strollad : C C D pederved strollad : E D E. 107. E ur r e -bennag ne heuilhont ket tenn lezen ar c’hlotennerez evel m’ema uhelloc’h hag a lak klotennou dishenvel en diou bevaraden eus an eil d ’eben. 108. Enez Eussa. E kreiz mor brumennus an hanternoz, kollet, Enez Eussa, enez an euzusted, evel En eur c’havel a hun... hep arzao, luskellet Gant krozmol ar c’hommou ha yud gouez an avel. Mesk ar reier, a nij uz d ’ezo morvrini, E vev paotred hardiz, hep aoun rag an arne, Ha merc’hed koant ha fur, met leun a velkoni Ha gant broud an anken strafilet o ene. Rag tro war dro d’ezi ar vorgragez daonet A vouskan hag a chaim, dre zellou enlanet, O c ’halonou da gals eus he mordeidi.


— 31 — Pere, eun deiz pe zeiz, en em daol, gant dudi, ’N ho divrec'h ’vit gellout (hervez an danevel) Tanvât eur pennadig d’ho c’harante marvel. Ma t h a l iz .

VI

K enganerez a ziabarz 1 . — 109. En tu-hont d ’ar c’hlotennou adre impliet herie, hon tadou koz a re impli eus ar c’hlotennou kreiz hag eus ar c’hensonerez. 110. Setu ama eur skouer tennet dious Levr du Kaervarzin (Bro Geumri) a zo unan eus a r c ’hosa dornskridou bet miret d ’imp adreuz an amzer : Rac deu u r in eu tu r y tirran Rac E rr i t h a G u r r ith y ar welugan Mein w in ev in diheu a dygan Moch guelher y niuer gan Elgan Och oe l e i t l i maur a t e i t h y deuthan.

111. En Bro-Geumri e kaver c’hoaz ar c’hiz koz beo-birvidik. 2. A r g y n g h a n e d d e r w erzoniez keumra e g . — 112. Ar C’heumroiz a c’halv cynghanedd an huai a zo laket da izili ar werzen gant ar c’henganerez (rime) pe gant ar


— 32 —

c ’henzonerez (allitération), pe c’hoaz gante o daou a gevred. 112. Beza ez eus, herve an Ao. Loth, daou seurt cynghaneddion : ar gynghanedd odl sain, a lak diou vogalen a gevred gant eur son hepken, hag ar gynghanedd proest e pehini ar vogalennou a zo dishenvel hag ar c’hensonennou henvel e deraou ar gêr pe memez ebarz ar gêr a bez. I . 114. G ynghanedd odl sa in (pe vocalique). JSz eus daou seurt diouti : a) 115. A r gynghanedd sain rywiog, graet gant kenganerez etre diou gloten a ziabarz, hag, en tu-hont, gant kenzoniri etre an eil «zel hag an ezel diveza : Bod hynod | wiw glod eglwys

b) 116. A r gynghanedd lusg, graet gant kenganerez diou gloten a ziabarz ; ar gloten genta a vez sillaben ar rann hag an eil a vez sillaben eil-diveza ar werzen : Caryat d i d w y l l a g r y b w y lla f

II. 117. G ynghanedd p ro e s t (pe consonnantique). Ez eus ive daou seurt diouti. a) 118. A r gynghanedd croes. Kement ken sonen ez eus ebarz an ezel kenta a zo hen-


-

33 —

vel eus re an eil ezel nemet ar re a zo e divez a n daou ezel : D a ll i’m cof | dy liw o’m cwsg Yn w yrdd la s liw ) w rd d lw ys lan

b) 119. Ar gynghanedd draws. Awalc’h ez e 0 staga an daou ezel gant eur gensoniri hepken : o’r a w r | i’th welais | erioed gwr a wnaeth ll e w y c h or g o r lle w in

120. Pa ’n em rannas an tri rumm breton, «me an Ao. Loth, hag araok, e oa diou skouer gwerzennou ar c’hiz anê etouez ar re-ma : an hini a oa azezet w ar ar c’hensonerez, hag an hini a ao azezet w ar ar c’hen ­ ganerez. Hema a oa deut eus ar broiou a ziavaez. 3. A r c ’h e n g a n e r e z en G w e r z o n ie z a n A m z er G r e iz . — 121. Ar Vreiziz, epad an

Amzer Greiz, ha beteg ar 17d kantved, da laret eo beteg ar mare ma oe kailharet spered Breiz gant spered Bro-C’hall, o deus heuilhet ar c’hiz koz da vihana hini ar g y n ­ ghanedd lusg. Gwelet a rer kement-se el leYrou-ma : Burzud braz Jezuz, Buez Santez N o n n y Buez Santez Barba, Heuriou brezonec, Mele­


— 34 —

zour a r m aro, Doctrin an Christenien, Doc­ trinal ar Christenien, hag en Nouelou koz, labouriou skrivet e giz ar brezoneg kreiz. 122. Lezen ar c’henganerez pe ar c’hloten­ nerez ebarz gwerzoniez ar brezoneg kreiz a oa anavezet fall bete divez an 19d kantved. An Ao. Ernault hag an Ao. Loth o deus dis­ kleriet al lezen verr a reize ar c’hlotennerez er werzoniez-ma. Setu hi ama : 123. -Ar sillaben eil- diveza eus ar werzen a zo klotennet dalc’hmad gant hini ar rannveur ; gallout a ra beza klotennet gant rannou all c’hoaz : ltron c lo u a r, gwerc’hez M ary , Duet guen eomp g l a n da B ethany. B u rzu d braz Jezuz. Dre compassion ouz an p a ssio n on Roe d e b o n e r Ez dle pep heny goelafï a devry nac eu mar fier. B u rzu d braz Jezuz.

124. Ar c’houblad diveza-se, ha m eur a hini all, savet en hevelep giz, a zo bet graet gante c’houec’hadennou : Dre compassion Ouz an passion On Roe deboner Ez dle pep heny


— 35 — Goelafl a devry Nac eu mar fier.

Ha setu ar c’hlotennou a ziabarz deut holl da veza klotennou a ziadre. 125. Setu c’hoaz ; Pa deuas davet y Gabriel plesanl sanlel pa lie guelas Na fellas pas dan cas a s tu d hep ober b r u t he salu d as.

a zo deut da veza : Pa deuas davet y Gabriel Plesant santel pa he guelas Na fellas p a s dan cas a s tu d Hep ober b r u t I13 sa lu d a s

126. Setu c’hoaz : Nouel ! quenomp, joausomp g la n ! gant d eboan b re[m a n pobl a n bet Greomp meleudy dan map b ih a n a so bet m a n deom

[ganet

deut da veza : Nouel q u e n o m p jo a u s o m p glan Gant diboan b re m a n pobl a n bet Greomp meuleudy dan map bihan A so en bet m a n deom g a n e t

Ha setu e kavomp c’hoaz ama al lezen heuilhet mad. 127. Skouer all :


-

36 —

HaPezr — q u e n b u h a n | pan clevas an ca n | an quoc a [ c a n as — A techas an ty [ gant goelvan lia c ry | pan em avisas

a zo skrivet dre fazi, marteze: Ha Pezr — quen buhan Pan clevas an can An quoc a canas — A techas an ty Gant goelvan ha cry Pan em avisas B u rzu d braz Jezuz.

128. Eun aesa eus an doare klotennerezma a zo bet graet gant ar barz Taldir-Jaffrennou : War dreuzou eun t i dister ha disto, Em- barz koz d i n e r z a gane g w e rz io ; Mez ouz e vouez d o u § , hepken la b o u se d , Demeuz au drenjw el, o tond, e w e le d ... Klevit o t r e g a r n , en o d a o u a r n krenv, lleun au Delen C’h la n , roet gant a u nenv ! Breiz n’eo ket m aro ! Breiz ne gousko mui : He mintin zo d e u t . Gret he m e u le u d i.

129. Mad vefe d ’ar Varzed helao hag helavar adsevel ar c’hiz koz-ma, eur c’hiz hag a zo gouest da rei lufr d’ar werzoniez brezonek.


OBEROU ERWAN BERTHOU : poésies, Godfroy, Ed., 1892. F l e u r i e , poème, Lemerre, E d /

C oeur B r e t o n ,

La

L ande 1894.

Les

F ontaines

Miraculeuses,

poésies,

Lemerre, Ed., 1896.. A m e s S i m p l e s , poème, Lemerre, Ed., 1896. L e R é v e i l d k l a B r e t a g n e , Ed. de La Lutte, 1899. Le P r i n c e d e s P r o s a t e u r s , Ed. de La L u t t e , 1899 .

Dihun

L e P ays qüi 1903.

D re

Le Dault, 1 9 0 2 . P a r l e , poèmes, Ed. Lemerre,

B re i z ,

an

e

ti

D elen hag

ar

Ch o rn

Boud,

e ti

P rud’homme 1904. T r i a d e s .d e s B a r d e s d e l ’I l e d e B r e t a g n e ,

Ed. de l'Occident, 1906. I s t o r B r e i z , g a nt kenoberiez, e ti Le Dault, 1910.

Da veza embannet hepdale ; B uez L e m e n ik .

Le T r é g o r

a travers

Champs.

G e r iad ur ar C 'h l o t e n n o u . B r e z o n e k . GUINGAMP, IMP. TOULLEC & GEFFROY


Librairie ancienne Honoré CHAMPION, 5, Quai M alaquais, P a ris L e B ra z (Anatole). V ieilles histoires du pays breton, 1905, in- 8 . . / . , . . . ...................................................... 3 fr. 50 I. Vieil le s h is toires breto nnes . L a Charlezenn. — Le Bâtard du roi. — Histo ire P a s c a le . — L a l é g e n d e de Margéot. > II. A u x Veillées d e N o ë l . N é d e l e c k . — N o ë l de C houans. — L a N o e l de Jean R u m e n g o l . — A. bord de la J e a n n e A u g u s t i n e . — La chouet te . — Le puits de S a i n t - K a d ô . . — L e For geron de P lou zélain b re. — E n « A l g e r d’Afrique ». I II . R é c it s de p a s s a n ts . L e s d e u x a m is — La H a c h e . — L e p éch é d’E r v o a n i c P r i g e nt. — H u m b le am our. 3e édition de ce re cu eil de c o n t e s b re ton s de l’écrivain bien co n n u .

— Au pays d’exil de Chateaubriand, 1?09, i n - IV, 2e édit i o n ................ ......................................................... 3 fr. 50

— La Légende de la mort chez les Bretons armoricains. T roisièm e édition avec des notes s u r les croyances a n a lo g u e s chez les a u tre s peuples celtiques, p a r Georges Dottin, p ro fe sseu r adjoint à l'Université de R ennes. 1912, 2 forts v->L i n - 1 2 . . ............ lOfr. L e fiOFFic (Ch.) La Bretagne et les Pays celtiques, L ’Âme B retonne. I - II series, 5e édition illustrée, c h a q u e .................. ...... ........................................ .. 3 fr. 50 D a n s cet te n o u v e lle édition, c o m p lè t e m e n t r e f o n d u e e t en rich ie d’un n o u v e a u tom e inédit, c ’est tout le p a s s é de la vieille p é n i n s u l e a r m o r i c a i n e j u i œ u r s , traditions, c r o y a n c e s , littér at ure , etc., qui n o u s é s t p r é s e n té en u ne s y n t h è s e puissante. L’art breton, si original, y a s a place près de ’art dram ati q u e, d’un a r c h a ïs m e si s a v o u r e u x . Le prêtre, e barde, le soldat sont é t u d ié s d an s d e s m o n o g r a p h i e s s n é c i a i e s . D e l in s et d é lic a ts portraits ( E r n e s t Ren an, H e n r i e t t e R e n a n , J u l e s S im on , H de La V il le m a r q u é , F . M. L u z e l , N. Qu ellien , E m i l e S o u v e s t r e , l'amiral R é v e ill è r e , J e a n - L o u i s I la m o n , ( i n s t a v e (îeffroy, Yann Nibor, Jaffr^nn o u -T a ld i r , e t c ), a c h è v e n t de n o u s r e n s e i g n e r s u r ’l e s c a r a c t è r e s e s s e n t i e l s de l'A m e B r eton n e. L e livre de Charles Le Hofïic. c o u r o n n é par l'Aca dém ie f ra nça ise d'une de s e s p lu s h a u t e s r é c o m p e n s e s , le p r i x N é e , r é s e r v é à « l'auteur de l’œ u v r e la p lu s o riginale c o m m e forme et c o m m e p e n s é e », ce livre ne fait pas s e u l e m e n t aim e r la B r e ta g n e : il l'explique. V ie n t d e p a r a î t r e , > s ér ie.


Turn static files into dynamic content formats.

Create a flipbook
Issuu converts static files into: digital portfolios, online yearbooks, online catalogs, digital photo albums and more. Sign up and create your flipbook.